Introduction d’ar Vuez devot/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. T-Approb.)


INTRODUCTION


D’AR


VUEZ DEVOT,


Composet gant Sant Frances de Sales, Escop ha Prinç a Geneve, ha lequeat e Brezonec gant ur Belec eus a Escopti Leon.

Ul Lêvr an excellanta evit instruction ar Bopl.
————


E   Q U E M P E R,
E Ty Youen-Yan-Lois Derrien,
Imprimer ar Roue hag an Autrou’n Escop.



Gant Approbation , Permission ha Privilach.




P R E F A Ç
Eleac’h ma zeo discleriet petra so comprenet el Lêvr-mâ.


AR re pere o deveus tretet eus an devotion o deveus bet casi oll an intention da instrui principalamant nep so pell ha diangaich diouz ar c’homerç hac ar sourci eus ar bed, pe da viana o deveus desquet un hevelep devotion pehini a zoug en em diangagi ha da bellaat diouto antieramant. Hoguen va intention-me eo instrui ar re pere a vêv er c’heriou, en tiegueziou hac e creis ar bed, ha pere diouz o c’hondition a so obliget da gundui ur vuez commun evit an exterieur ; pere lies a veich, var zigarez e pretandont penaus e ve impossibl dezo cundui ur vuez devot, ne fell quet dezo so-quen sonjal e antrepreni, o veza avis ganto penaus, evel na gred aneval ebet tànva greun ul lousaouen hanvet Palma Christi, den ebet ive ne dle pretandi ar palm eus an devotion gristen, emezo, en-dra ema o veva etouez ar pres eus an afferou temporel. Hac e tisquezàn dezo penaus, ec’his ma vêv ha ma sao ar perles fin e creis ar mor hep quemeret berad dour mor, hac ec’his ma zeus e certen Enesi feunteuniou a zour douç e creis ar mor, ha ma nich ar Piraustet dre’r flammou hep devi o diouasquel ; dememes e c’hell un ene courachus ha ferm beva er bed hep receo an humor fall eus ar bed, e c’hell caout sourcennou eus a un devotion douç e creis an dour c’huero eus ar bed-mâ, ha nigeal etre ar flammou eus an desirou terrien hac eus ar sourciou temporel, hep devi diouasquel an desirou sacr eus ar vuez devot. Guir eo penaus ez e diæs an dra-se, ha rac-se em be c’hoant e teuhe cals da lacat o foan hac o sourci en dra-se gant mui a ferveur eguet n’o deveus great bete vremâ : evit quemense eo e c’hæssaàn continui dre al Lêvr-mâ da rei ur sicour bennâc d’ar re pere a antrepreno gant ur galon gourachus cundui ur vuez devot.

Adressi a ràn va c’homsou da Philotee ; rac ec’his ma fell din e serviche d’ar profit commun eus a gals a eneou an instructionou-mâ pere am boa scrifet da guenta evit unan hepquen, abalamour da-se en em servichàn eus a un hano pehini a ve ive commun ha convenabl da guement a fell dezo beza devot ; rac an hano a Philotee a sinifi un ene pehini a gar Doue, un ene devot da Zoue. O consideri eta en oll instructionou-mâ un ene pehini, dre an desir da veza devot, a zoug e c’halon da garantez Doue, em eus great an Introduction-mâ eus a bemp Quevren pe a bemp loden. Er Guevren guenta e c’hæssaàn gant certen remontrançou hac exerciçou cheinch an desir simpl eus a Philotee en ur resolution antier pehini a ra er fin goude e C’honfession general, dre ur brotestation ferm, heuliet gant ar Gommunion sacr, pe en hini oc’h en em rei d’e Salver hac oc’h e receo, e deveus an eur da antren en e garantez santel. Quemense great, evit e c’hundui eassoc’h, e tisquezàn dezi en eil Quevren diou voïen excellant d’en em unissa mui-ouz-vui gant e Vajeste divin, hac an diou voyen-se eo ar Sacramanchou pe dre re e teu an Doue mad-se davedomp, hac an Oræson santel pe dre hini hon ten daventâ. En drede Quevren e tisquezàn dezi penaus e tle en em exerci e cals a vertuziou ar re bropra evit e avançamant ; ha n’en em arretàn nemet var certen avisou particulier, pere ne vise quet eas dezi da guemeret a leac’h-all nac anezi e-unan. Er bedervet Quevren e rân dezi anaout certen finessaou ha tromplereziou eus e adversourien, hac e tisquezàn dezi pe e fæçon e tle en em breservi diouto, ha tremen dreisto evit pourchu e dessein caër. Finalamant er bempet Quevren e ràn dezi en em denna un nebeut a gostez da heana ha da rapari e nerz, evit ma c’hallo goude eürussoc’h a-se tenna bro hac avanç en hent eus ar vuez devot. Chetu a-se petra so comprenet ebarz el Lêvr-mâ. Guir eo e scrifàn hac e comsan eus ar vuez devot, hep beza devot va-unan ; hoguen certenamant ne d’e quet n’am eus c’hoant da veza, hac ar c’hoant pe an affection-se eo a ro couraich din d’hoc’h instrui var an devotion, evit d’ar fin, o tisqui deoc’h beza devot, ma tisquin ive beza va-unan : rac evel a lavare un den abil, ar fæçon vad da zisqui eo studia, ar vella c’hoaz eo beza sourcius da glevet ; mæs ar vella tout eo disqui d’ar re-all ; pa ze guir penaus, o tisqui d’ar re-all e tescomp guell a-se hon-unan. Alies e c’herru, eme Sant Augustin o scrifa d’e Zevodes Florentina, penaus an ofiç da zistribui a servich da verit evit receo, hac an ofiç da zisqui d’ar re-all a servich da fount evit disgui hon-unan.

Ar plac’h caër ha chast Rebecca o toura quezec Isaac, a oue destinet da veza pried dezàn o receo eus e berz cleier discouarn ha brasseledou aour ; evelse e c’hesperàn digant ar vadelez infinit eus va Doue, penaus o cundui e zènvet quer d’an dour a silvidiguez eus an devotion, e rento va ene pried ive dezàn, o lacat em discouarn ar c’homsou aour eus e garantez santel, hac em divrech ar brasseled spirituel, me lavar an nerz d’o exerci ha d’o fratica ervat : eno eo e consist ar principal eus ar guir devotion. Me a supli ar Vajeste a Zoue, ma plijo gantâ rei ar guir devotion-se din ha d’an oll vugale eus e Ilis, pe da hini e fell din da jamæs soumeti quement a scrifàn, quement a ràn, quement a lavaràn, quement a zesiràn ha quement a sonjàn.




O R Æ S O N
Evit dedia al Levr-mâ da c’hloar Doue ha da silvidiguez an Eneou.


O Va Jesus douç ha mad, va Autrou, va Salver ha va Doue, chetu me amâ prosternet dirac ho Majeste, o c’hoffr hac o tedia al Lêvr-mâ d’ho cloar : roit an nerz hac ar vertuz eus ho penediction d’ar c’homsou pere a so ennâ, evit ma c’hallo an Eneou, p’evit re em eus-èn great, receo anezàn an inspirationou sacr pere à zesiràn dezo, ha particulieramant an inspiration da implori varnon ho trugarez infinit, evit d’ar fin, o tisquez d’ar re-all an hent eus an devotion er bed-mâ, na vezin quet reprouvet ha collet eternelamant er bed-hont, mæs quent-se ma canin ganto da jamæs evit Cantic a driomphl ar guer-mâ pehini a brononçàn eus a greis va c’halon e testeni à fidelite emesq an dangerou eus ar vuez mortel-mâ :

BEVET JESUS, BEVET JESUS.
Ya, va Autrou, va Jesus,
Bevit ha renit c’hui hepquen
En hor chalonou da viquen. Amen.





INTRODUCTION
D’AR VUEZ DEVOT.
QUENTA QUEVREN

Pehini a gompren an avisou hac exerciçou requis evit cundui an Ene adalec e c’henta desir d’ar vuez devot bete ar resolution antier d’e antrepreni.




AR C’HENTA CHABISTR
Petra eo ar guir devotion.


DEsir hoch eus d’an Devotion, Filotee, abalamour ma c’housoc’h ervat, dre ma hoc’h eus ar feiz, penaus ez eo ur vertus hac a so agreabl bras d’ar Vajefte divin ; mæs eguis ma teu ar fautou difter, pere a gommeteur e commançamant un affer bennac, da grisqui mui-ouz-vui sul ma c’havançeur en affer-se, ha da veza casi impossibl remedia outo erfin, eo ret da guenta oll ec’h ouffac’h petra eo ar vertusa zevotion : rac evel na deus nemet ur guir devotion, ha ma zeus un nombr bras a zevotionou vean ha faus ; ma na enevit pehini eo ar guir devotion, ec’h allac’h en em drômpla, oc’h en em amusi gant un devotion imprudant ha superftitius.

Ur Peinteur hanvet Arelius a gustume peinta quement Imaich a rea, diouz an ear hac an hevelidiguez eus ar merc’het pere a veze d’e faltasi ; evelse ivez e teu peb hini da beinta an devotion diouz e inclination hac e faltasi. Nep a so en em roet d’ar yun, en em guef devot-bras o yun alies, peguement bennâc ma vez leun e galon a rancun hac a gassoni ; hac evintàn da veza quer sobr, na grete quet tempra e deot er guin hac en dour so quen aveziou, n’en devezo damant ebet d’e dempra e goat e nessa dre an drouc-prezec hac ar c’halomniou. Unan en em istimo devot abalamour ma lavar cals a oræsonou bemdez, peguement bennâc goude an oll Pedennou-se na lavaro quet nebeutoc’h a gomsou c’huero, dipitus hac arrogant etouez tud e dy hac e ameseien, ha martese c’hoas e vezo sujet d’al leoudouet ha d’ar goal bedennou. Un all a sonch beza devot var zigares ez a lies-a-veich da gofes ha da Gommunia pe d’an Oferen, ha cousgoude ne les quet na de corrompet e galon gant an avariçdet pe gant an impurete. Darn a zigor volontieramant o dourn da rei an aluzen d‘ar boerien, mæs n’ellont quet digueri o c’halon da bardoni d’o adversouryen : darn-all a bardono d’o adverfouryen, mæs evit paëa o dle hac ober ervad ouz nep ma o deveus grèt gaou ountâ, n’er graïnt jamæs nemet dre gontraign. Ar re-mâ oll a dremen communamant evit tud devot, ha cousgoude n’en dint morse-tout.

Officeryen ar Roue Saül a glasque David en e dy, evit e arreti ; Michol e Briet, evit o amusi, ha reï leac’h dezâ da dec’het, a lequeas un imaich pren en e vele, hac o veza goloet an imaich-se gant dillat David, ha lequeat ur c’hroc’hen blevec var dro e benn, e roas dezo da gridi oa David memes a yoa eno cousquet ha clân. Chetu ase pe e fæçon e teu cals d’en em c’holo gant an exterieur hac an apparanç eus an devotion santel, hac e roont da gridi ez int tud devot ha spirituel meurbet ; mæs e guirionez ne dint nemet imachou prenn ha masclou a zevotion.

Ar guir devotion, Philotee, a suppos carantez Doue da guenta, p’evit lavaret guell, ne deo quen tra nemet carantez Doue memes ar parfeta hac an excellanta : rac e quement a ma teu carantez Doue da orni hon Ene, ez eo galvet graç, dre ma hon rent agreabl dirac e Vajeste divin ; e quement ha ma ro deomp an nerz da ober ar mad, ez eo galvet carantez ; mæs pa vez erruet bete ar basen a berfection oc’h hon lacaat non pas epquen da ober ar mad, mæs ouzpen d’e ober gant sourci, gant dilijanç hac alies, neuse ez e galvet devotion. An Autruchet ne nigeont jamæs diouz an Douar, ar Yer a ra, hoguen dibaut a veich eo, ha ne nigeont nemet a isel ha gorrec, mæs an Eglet, ar C’houlmet hac ar Guinniliet a nich alies, buan hac huel : evelse ivez ar bec’heryen ne nigeont quet etrese Doue, atao int rampet ouz an Douar ec’his an Autruchet, na ne reont netra nemet evit an Douar ; an dud honest, pere n’o deveus quet c’hoaz tizet an devotion, a nich evit guir etrese Doue dre o actionou mad, hoguen dibaut a veich e, ouzpen ma zint pouer ha gorrec ec’his ar Yer ; mæs an dud devot a nich varzu Doue alies, buan hac huel ec’his an Eglet hac ar C’houlmet. En ur guer an devotion ne de quen tra nemet un diligeanç hac un agilite spirituel dre voyen pehini e ra enomp ar garantez peautramant ny a ra enni prontamant ha gant affection quement so possibl deomp da ober a vad : hac ec’his ma zeo ar garantez e hon laca da observi oll Gourc’hemenou Doue generalamant hac universelamant, an devotion ivez e hon laca d’o observi prontamant ha dilijantamant. Ha rac-se nep na observ quet oll Gourc’hemennou Doue, ne ell beza istimet na den honest, na den devot ; pa ze guir penaos evit beza den honest, e ranquer caout ar garantez a Zoue, hac evit beza den devot e ranquer ouzpen ar garantez-se caout un attantion beo, pront, ha diligeant da ober ar mad.

Hac evel ma consist an devotion en ur garantez excellant, n’hon rent quer epquen pront ha diligeant da observi oll Gourc’hemennou Doue, mæs dont a ra ouzpen d’hon excita da ober prontamant ha gant affection muy hac a ellomp a euvrou mad, evit ha na vent gourc’hemennet deomp, nemet epquen cusulyet, pe inspiret. Rac evel un den, a so nevez savet eus a ur c’hlevet bennâc, ne vale nemet quement ha ma ze ret dezâ epquen, ha c’hoaz gant diegui hac azoug-egam ; toudememes ur pec’her nevez savet eus e voual habitud ne guerz en hent eus e silvidiguez nemet e quement ha ma c’hordren Doue dezâ epquen, ha c’hoaz gant lachete ha gant ponnerder a galon, quen n’en devezo acquisitet an devotion : neuse ec’his un den yac’h cloc’h, e teu non pas epquen da guerzet, mæs da redec ha da lammet en hent a Gourc’hemennou Doue, hac ouzpen e tremen gant couraich dre an henchou difficila, oc’h heul ar gusul hac an inspiration eus~an Eè. Erfin ne deus quet muy a zifaranç etre ar garãtez hac an devotion, eguet a so etre an tan hac ar flam ; rac ar garantez eo an tan Spirituel eus an Ene, ha pa vez anflammet bras enni e galver devotion : en hevelep-fæçon an devotion ne adjout quen tra var an tan eus ar garantez nemet ar flam, pehini a rent ar garantez pront, esquis, ha diligeant quen da observi Gourc’hemennou Doue, quen da heul ha da exerci e gusulyou hac inspirationou celestiel.




AN EIL CHABISTR.
Ar vertus hac an excellanç eus an devotion.


AR re a zigourage gueichall an Israëlitet da vont d’an Douar a bromission, a lavare dezo penaus ez oa ur vro, hac a zevore an habitantet anezi, da lavaret ê penaus an ear a yoa eno quer malin, na allet quet beva pell ebars, hac oa quer bras ha quer cruel, emezo, tud ar vro-se, ma tebrent an dud all ec’his guesclevet. Chetu ase, Philotee, pe e fæçon e teu ar bet da zecria muya ma c’hell an devotion santel, o represanti an dud devot gant ur visaich tear, trist ha chagrin, hac o lavaret e vez caus an devotion da gaout un humor chagrinus ha cassaüs. Mæs evel ma c’hassure an daou zen santel Caleb ha Josuë penaus an douar a bromission a yoa ur vro gaër hac ur vro excellant, hac e vise agreabl ar jouissanç anezi ; de memes e teu ar Speret-Santel dre c’henou an oll Sænt, hac hor Salver e-unan dre e c’henou propr d’hon assuri penaus ar vuez devot a so ur vuez douç, ur vuez eürus, hac agreabl meurbet.

Tud ar bed a vel ar re zevot o yun, o pidi Doue, o soufr an injuriou gant patiantet, o renta servich d’ar re glàn, o rei an alusen d’ar beoryen, o veilla, o vouga o c’holer hac o trec’hi o goual inclinationou, oc’h en em briva eus a bligeadurez o c’horf, hac oc’h ober cals a draou all evel-se, pere naturelamant a so rust ha poanius bras : hoguen tud ar bed ne velont quet an devotion interieur ha cordial, pehini a rent agreabl, douç hac eas an oll actionou-se. Considerit ar guenan var an thin, ne guefont el lousaouen-se nemet ur suc c’huero, mæs en dra vezont oc’h e suna er chenchont e mel, dre ma zeo o natural quemen-se. O den ar bet guir eo e guef an eneou devot cals a c’huevrder hac a ziesamant en o exerciçou a binigen hac a vortification ; mæs en dra vezont oc’h o ober e teuont da chench ar c’huevrder-se en un douçder agreabl.

An tan, ar flamou, ar rodou hac ar c’hlezeyer a seblante d’ar Verzeryen ec’his boquejou, hac ec’his ur c’huez an excellanta, o veza ma zoant devot. Marg’ell an devotion renta erc’hisse douç hac agreabl an tourmanchou cruela hac ar maro memes, petra na rayo-hi e quêver an exerciçou all hac an actionou vertuzus ? Ar sucr a zeu da zouçaat ar frouez pere ne dint quet meur, ha da vellaat ar re so drouc-vlaset evito da veza meur. An devotion eo ivez ar sucr spirituel pehini a zeu da zouçaat ar mortificationou, hac a vir na noas ar gonsolationou. Lamet a ra ar chagrin eus a speret ar beorien, hac ar sourciou direglet eus a speret ar binvidien ; miret a ra ouz nep so en adversite, na zeu d’en em desoli, hac ouz nep so e prosperite na zeu d’en em ourgouilli ; ampeich a ra un den, na guemer tristidiguez pa vez en e bart e-unan, ha na guemer re a laouenidiguez pa vez assambles gant re all ; servichout a ra da dan er gouàn ha da c’hliz en hàn ; gouzout a ra cundui larguentez hac anduri paourentez ; quercouls e rent profitabl an enor evel an disprigeanç ; receo a ra gant ur memes disposition ar bligeadur hac ar boan, hac e carg hon Ene eus a un douçder hac eus ur joa pehini so admirabl.

Contemplit squeul Jacob, honnez a so ur guir imaich eus ar vuez devot : an daou bost eus ar squeul-se a represant a ur c’hostez an oræson pehini a c’houlen caout ar garantez a Zoue, hac a ur c’hostez all ar Sacramanchou pere a ra caout ar garantez-se : bizier ar squeul ne dint quen tra nemet ar pasigner eus ar garantez-mâ, evit monet dreizo eus a vertuz e vertuz, pe o tisquen dre an action da sicour an Nessa ha d’e fupporti en e zefautou, pe o pignat dre ar gontemplation d’en em unissa gant Doue. Considerit bremâ, me ho ped, ar re so er squeul-se, elez int pere o deveus corfou humen, hac a represant manific an dud devot, pere o deveus ur speret angelic. Yaouanc e tisquezont beza palamour d’ar vigueur ha d’an agilite eus an devotion pehini a so enno. Diouasquell o deveus da nigeal ha d’en em c’horren etrese Doue dre an Oræson santel, hoguen treid o deveus ive da vale gant an dud, evit beva e peoc’h hac en union gant an oll : o bifaich a fo caër ha laouen dre ma recevont gant douçder ha gant joa quement a erru ganto er bet-mâ : o divesquer, o divrec’h hac o fen a so en noaz, evit rei da entent penaus ho deveus quen motif na quen dessein en ho songesonou, en o affectionou hac en o actionou, nemet da bligeout da Zoue : ar rest eus o c’horf a so guisquet gant ur saë pehini a so caër ha liger, evir disques penaus, peguemenr bennaac ma en em servichont eus ar bed hac eus a draou ar bed, n’er greont nemet ligeramant en ur dremen, o quemeret epquen ar pez so requis, d’en em antreteni hervez o c’hondition. Chetu ase pe e fæçon en em gomport an dud devot. Credit dîme’ta, Philothee, an devotion eo an douçder eus an oll douçderyou hac ar rouanes eus an oll vertuzyou, pa zeo ar berfection eus ar garanrez. Mar deo ar garantez ul leaz, an devotion eo an dien aneza ; mar deo ur blanten, an devotion eo ar bleun anezi, mar deo ur mean precius, an devotion eo an eclat a ra dezâ luguerni ; ha mar deo ur baum pe un ongant precius, an devotion eo ar c’huez mat anezâ, mæs ur c’huez an excellanta pehini a gonfort an dud, hac a rejouis an Elez.




AN TREDE CHABISTR.
Penaus ec’h apparchant an Devotion ouz peb seurt vocation tud.


DOue, pa groueas ar Plant, a c’hourc’hemennas, ma tougfe peb hini anezo e frouez diouz e seurt ; evelse ivez e c’hourc’hemen d’ar Gristenien pere eo ar Plant beo eus e Ilis, ma tougint frouez a zevotion peb hini hervez e stad hac e vocation. An devotion a dle beza exercet en ur fæçon gant an Digentil, hac en ur fæçon all gant ar Païsant, en ur fæçon gant nep so servicher pe servicheres hac en ur fæçon all gant nep so mestr pe vestres, er fæçon-mâ gant nep so e priedelez hac er fæçon hont gant nep na d’e ma quet : hac ouzpen so, ret eo accommodi an exerciç eus an devotion diouz an nerz, diouz an afferou ha diouz an deveriou en deveus peb-unan.

Livirit din, Philotee, hac en a ve apropos da nep en deveus tud da c’hoüarn ebarz er bed, choum er solitud evel ar Chartreuset pe an Ermitet ? Ha ma na falfe quet d’ar re a so e priedelez acquisita netra muguet ar Gabucinet ; ma falfe da un Artisan pe da ul Laboureur choum epad an deiz en Ilis evel ar religiuset ha ma teue ur C’hrec da zilesel ar sourci eus he famil hac eus he zieguez, pe ur servicheres da zilesel he servich evit tremen ar mintiniou hac ar pardaeziou het-a-het en oræson, ha ne ve quet hounnez un devotion ridicul hac un devotion direglet hac insuportabl ? Ar faut-se a erru cousgoude alies ; hac evel-se tud ar bed, pere ne zifarantont quet ar guir devotion diouz ar fals devotion eus ar re a sonch dezo beza devot, a zeu da vurmuri ha da vlam an devotion, pehini ne de quet caus d’an disurziou se na cals na nebeut.

Non, Philotee, ne deus netra vouaz eus an devotion-se, peb-tra so vell anezi, ha mar mir ouz-unan bennâc na ra e zever hac e servich ervez e vocation hac e stad, certenamant nemet ur fals devotion nedeo. Ar venanen, eme Ariftod, a den he mel eus ar fleurachou, hep noasout dezo oc’h o lesell antier ha fresq evel ma int cafet ganti ; mæs ar guir devotion a ra c’hoaz guell : rac ouzpen na noas da nep seurt vocation na da nep seurt affer, e teu so quen d’o renta caeroc’h hac agreaploc’h. Peb seurt mein precius o veza tolet er mel a luguern mui a se peb-unan en e liou ; ha peb den ivez a zeu da veza cals agreaploc’h en e vocation hac en e stad pa en em ro d’an devotion : ar sourci eus ar famil a vez rentet pesiploc’h a se ? ar garantez etre ar priedou a vez sinceroc’h, ar mestr a vez servichet gant mui a fidelite, ha peb seurt occupation a vez cafet eassoc’h ha douçoc’h a se.

Un errol eo ha memes un heresi fallout banissa ar vuez devot eus a douez ar Soudardet, eus a douez an Artisanet pe al Labourerien, hac eus a douez an dud demezet. Guir eo, Philotee, penaus en seurt vocationou-se ne aller quet exerci an devotion pehini ne gonsist nemet o contempli, ha ne de propr nemet d’ar Venec’h ha d’al Leaneset ; hoguen beza ez eus devotionou all, hac a so propr evit perfectioni ar re so er bed o veva : Abraham, Isaac, Jacob, David , Job, Tobias, Sara, Rebecca, ha Judith, a ro testeni a quememâ el Lesen ancien ; hac el Lesen nevez Sant Joseph, Lydia, ha St. Crêpin a oue devot ha parfet meurbet en o bouticlou : Santes Anna, Santes Martha, Santes Monica, Aquila, Priscilla, a oue devot ha parfet en o ziegueziou : Cornelius , Sant Sebastien, Sant Mauriç, a oue devot ha parfet en armeou ; Constantin, Helena, Sant Lois a oue devot bras ivez en o Falesiou.

Erruet e bet so quen gant cals ma o deveus collet ar berfection hac an devotion er solitud peguer convenabl bennâc eo ar solitud evit en em renta parfet, ha ma o deveus y conservet er c’hontrol etouez an dud hac e-creis ar bed, eleac’h ma sonchet e ve quen dies caout ar berfection-se. Loth, eme Sant Gregor, pehini a oue quer chast endra edo e kear, en em souillas endra edo er solitud. Pe eleac’h bennaac en em gaffemp, ec’hellomp hac e tleomp bisa d’ar vuez devot ha parfet.




AR PEVARE CHABISTR.
Penaus eo necesser caout ur C’honducteur evit antren hac avanç en devotion.


MAp Tobias, o veza gourc’hemennet dezàn gant e Dad mont da Ragez, a lavaras, ne ouie quet an hent da vont d’y ; e dad a respontas dezàn, iit eta da glasq un den fidel bennâc evit ho cundui. Me lavar deoc’h ar memes tra, va Philotee ; hac c’hui a euteur sinceramant querzet varzu an devotion ? clasquit un den santel bennac evit ho ren hac ho cundui. Hemâ eo an avertissamãt eus an avertissamanchou, petra bennaac a glascot, eme an den devot Avila, ne gueffot jamæs volontez Doue quen assur, evel dre an hent eus an obeissanç humbl-mâ, pehini a so bet quement recomandet ha pratiquet gant an oll Devodet ancien. Santes Theresa o velet an Itron Cathel a Gordoue oc’h ober pinigennou bras, e devoue cals a c’hoant d’e imita en drase a enep an avis eus he C’honfessour, pehini en difenne outi, ha pe da hini oa tentet da veza disobois er poent-se. Ha Doue a lavaras desi : va merc’h emaouc’h en un hent mad hac assur : c’hui a vel ar binigen a ra hounnez ; hoguen me a istim mui hoc’h oboissanç-hu. Evelse ivez e care ar Santes-mâ quement an oboissanç mâ c’heureu, ouzpen an hini a dlie d’he superioret, ur vœu particulier a oboissanç da un Directeur excellant, oc’h en em oblija da heul e zirection hac e avis, ar pez a roas dezi ur gonsolation ar vrassa ; evel a so bet c’hoarvezet gant cals a Eneou mad en he raoc ha var he lerc’h, pere evit en em renta fujetoc’h da Zoue, o deveus bet soumetet o volontez da hini o Directoret ; ha Santes Cathel a Siene a ro ur veuleudi vras en he Dialogou d’an oboissanç ha d’ar soumission-se. Ar Brinces devot Santes Elisabeth en em soumetas gãt un oboissanç hac a ioa estrainch da zirection an Doctor Conrad : chetu ama unan eus an avisou a roas ar Roue bras Sant Lois d’e vap abars mervel : iit alies, emezàn, da gofes, va map, ha choasit ur C’honfessour capabl, pehini a vezo un den prudant hac a allo disqui deoc’h gant peb assuranç ar pez a renquit da ober evit ho silvidiguez.

Ar mignon fidel, eme ar Scritur Sacr, a so ur brotection hac ur souten crê ; nep en deveus èn cafet, en deveus cafet un tensor. Ar mignon fidel a so ur remed a vuez hac a immortalite ; hac ar re o deveus doujanç Doue a gafo ar mignon-se. Ar c’homsou divin-mâ, ec’his ma velit, o deveus evit but principalamant an immortalite, da lavaret eo, ar vuez eternel, p’evit hini e ranquer dreist peb-tra caout ar mignon fidel-se, pehini a ziouallo hon actionou dre e gusuliou hac e avisou mad, hac hor gouarantisso dre ar voyen-se diouz ar finessaou ha diouz an dromplerez eus an drouc-speret. Evel un tensor a furnez vezo deomp en hon afflictionou, en hon tristidiguezou hac en hor sempladureziou : servichout a rei deomp da remed evit soulagi ha consoli hor c’halon en hor c’hlènvejou spiriruel : hor miret a raï diouz an droug, hac e rento guell hor mad ; ha pa erruo un infirmite bennâc gueneomp, ec’h ampeicho na daï bete ar maro, rac hor sevel anezi, a raï.

Mæs piou a gafo ar mignon-se ? ar re o deveus doujanç Doue, eme ar fur, da lavaret eo, ar re humbl pere o deveus un desir bras d’én em avanç er vuez devot. Pa zeo a quer bras consecanç deoc’h, Philotee, monet gant un Directeur mad er veaich santel-mâ eus an devotion, pedit Doue gant un importunite vras ma fournisso deoc’h unan hac a vezo hervez e galon ; ha na zouetit quet na roi deoc’h un Directeur mad ha fidel, pa dleffe digaç deoc’h un Eal eus an Eè, evel ma tigassas d’a vap Tobias.

Evit guir ivez ho Tiredeur a dle beza un Eal deoc’h, da lavaret eo, pa ho pezo-èn cafet, na considerit-èn quet evel un den simplamant, ha na liquit quet ho fizianç ennân nac en e c’houzieguez evel en un den, mæs e Doue, pehini ho favoriso hac a gomso ouzoc’h dre voyen an den-se, hac a lacaï en e galon hac en e c’henou ar pez a vezo requis evit ho profit : en hevelep-fæçon ma tleit e glevet evel un Eal, pehini a zisquenn eus an Eè evit ho cunduid’y. Digorit o calon dezàn franchamant gant peb sincerite ha fidelite, o rei dezàn sclear da anaout hac ho troug hac ho mad, hep diguisa na dissimuli netra ountàn ; ha dre ar voyen-se ho mad a vezo examinet ha rentet assuroc’h, hac ho troug a vezo courriget ha remediet ountàn : an hent-se e viot soulaget ha creheat en ho afflictionou, hac e viot moderet ha reglet en ho consolationou : ho pezet ennàn ur fizianç vras, mæs ho pezet ivez ur respet bras evintà en hevelep-fæçon na zui quet ar respet-se da ziminui ho fizianç, nac ar fizianç-se da ziminui ho respet. Fiziit ennàn gant ar respet e deffe ur verc’h evit he zat, ha refpetit-èn gant ar fizianç en deffe ur map en e vam ; bref, ar garantez en andret un Directeur a dle beza cre ha douç hac a dle beza toutafæt santel ha sacr, toutafæt spirituel hac hervez Doue.

Ha rac-se choasit unan etouez mil, eme Avila, ha me a lavar deoc’h, choas unan etouez dec mil rac nebeutoc’h a gafer, eguet na ouffet lavaret, a guement a ve capabl da zirija an Eneou : ret eo e ve un Directeur leun a garantez, a squiant, hac a brudanç ; mar manq dezàn unan eus an tri zra-mâ, ez eus danger oc’h en em adressi dezàn. Hoguen lavaret a ràn deoch adarre : goulennit-èn ouz Doue, ha pa ho pezo-èn obtenet digantàn, trugarecait e Vajeste Divin ; dalc’hit-mad d’an Directeur-se, ha na dit quet da glasq re-all, mæs iit betec ennàn gant simplicite, gãt humilite ha gãt fizianç : hac er fæçon-se e reot ur veaich eürus en hent eus ho silvidiguez dindan e zirection.




AR PEMPET CHABISTR.
Penaus eo ret commanç ar vuez devot dre ar burgation eus an Ene.


AR Fleurachou, eme ar Pried sacr, a so coumancet da sevel en hon douar : deuet eo an amser da ziscoultra ha da dailla ar guez hac ar guiny. Hon Douar e hor c’haloun, ô Philotee, hac ar fleurachou pere a goumanç da sevel enhi, eo an desirou mad ; hac evel ma c’haparissont, eo ret quemeret ar sarp evit trouc’ha eus hor c’houstianç ar scoultrou maro hac inutil, da lavaret e hor pec’hejou hac hon neglijançou. Ar verc’h estranjour evit caout e priedelez an Ifraëlit, a ranque divisca he dillat a gaptivite, crenna he ivinou ha rasa he bleo divar he fen : hac an Ene pehini a zesir caout an enor da veza Pried da Vap Doue, a dle ivez en em zivisca eus an den coz, hac en em visca eus an Den nevez o quitaat ar pec’het : ha goude-se crenna ha rasa diouthi quement fcurt ampechamant a ve capabl d’e distrei diouz carantez Doue : ar gommançamant eüs hor yec’het eo beza purget diouz an humoryou fall eus hor pec’hejou. Sant Paul a oue purget en ur moumet dre ur purgation parfet, evel ma oue ive Santes Catel a Gennes, Santes Madalen, Santes Pelagia hac hiniennou all ; mæs an seurt purgation-se a so miraculus hac extraordinal ebarz er c’hraç, evel ma zeo resurrection ar re varo ebarz en natur ; en hevelep-fæçon na dleomp quet pretandi da quemen-se. Ar fæçon ordinal ma vez custum hac ar c’horf hac ar speret d’en em burgi ha d’en em yac’haat, eo a nebeut e nebeut, dre avançamant, dre boan ha dre hirnez amser.

An Elez o deveus diouasquell var squeul Jacob ; mæs ne nigeont quet, er c’hontrol pignat ha disquen dre urz eo a reont a basen e pasen. An Ene pehini a bign eus ar pec’het d’an devotion a so comparachet ouz ar goulaoui deiz, pehini, pa vez o sevell, ne chasse quet an devaligen en un instant, mæs a nebeut e nebeut. Ar yec’het, pehini a zeu adoug cam, a lavarer a vez assurroc’h, eguet an hini a zeu en un taul count ; clevejou an Ene couls ha re ar c’horf a zeu d’ar post, mæs ne deont var o c’his nemet a basic bian : ret eo eta, Philotee, beza courachus ha patiant [1] oc’h antrepreni ar vuez devot. Allas ! pebes pitie eo guelet an eneou-se, pere oc’h en em velet sujet da gals a zefautou, goude beza en em exercet ur maread amser en devotion, a goumanç d’en em inquieti, d’en em droubli ha d’en em zigouragi, o lesell o c’halon da goueza casimant gant an dentation da guitaat o dessein ha da zistrei var o c’his ; mæs a ur c’hostez all ivez ha ne de quet un danger bras d’an Eneou, pere dre un dentation gontrol a fonch dezo ez int purget diouz o defautou en deiz quenta, o cridi ez int parfet hac y na dint quet commancet mad, hac oc’h en em lacat da nigeal hac y n‘o deveus quet a ziouasquell ? O Philotee èn so an seurt-se èn un danger bras da goueza en affeil, o veza en em dennet re vuan a dre daouarn ar medecin ! Liquit evez na saffac’h e raoc ar sclerigen, eme ar Profet ; sivit goude ma viot bet asezet ; hac ar Profet-se o pratica e-unan ar guentel-mâ, hac o veza bet goualc’het ha neteat a ziaguent, a choulenne beza goualc’het c’hoaz.

An exerciç eus a burgation an Ene, ne ell na ne dle finissa nemet gant hor buez : n’en em droublomp quet eta evit guelet hon imperfctionou ; rac o combati outo eo e consist hor perfection, ha ne ouffemp quet combati outo anes o guelet, nac o zrec’hi, anes o rancontr ; ar victor a dleomp da c’hounit varnezo ne gonsift quet o chom hep santout anezo, mæs o chom hep consanti dezo. Mæs ne de quet consanti dezo eo beza importunet ganto ; ret eo ervat evit exerci hon humilite, e vemp aviziou blesset er gombat spirituel-se : cousgoude ne vezomp jamæs trec’het nemet pa hor bez collet pe ar vuez, pe ar gouraich. Hoguen an imperfectionou hac ar pec’hejou veniel ne ouffent quet lammet ar vuez spirituel digueneomp ; rac ne vez collet nemet dre ar pec’het marvel : ne rest quen eta nemet na raint quet deomp coll ar gourach. Va dilivrit, Autrou, eme Zavid, diouz all lesiregues ha diouz an digourageamant ; ur gondition eürus evidomp ebarz er bresel-mâ eo ma vezzimp ato victorius nemet e vezzimp ato er volentez da gombati.


————




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Penaus ar guenta purgation eo en em burgi diouz ar pec’hejou marvel.


AR guenta purgation a ranquer da ober eo an hini diouz ar pec’het, hac ar voyen d’en em burgi diouz ar pec’het eo ar Sacramant a Binigen. Clasquit ur C’honfessour an dina a ellot da gaout, en em servichit eus al Levriouigou pere a ell ho sicour da ober ur gonfession vad : lennit-y gant attantion, ha remerquit a bouent e pouent pe en tra hoc’h eus offanset Doue, oc’h en em examina abaoue ma hoc’h eus bet an usaich a reson bete an heur bresant : hac o veza erc’hisse preparet ha destumet ar pec’hejou a so var ho c’houstianç, detestit-y ha regretit-y dre ur gontrition hac un displijadur ar brassa a vezo possibl deoc’h, o consideri ar pevar zra-mâ, da guenta penaus hoc’h eus collet graç Doue, d’an eil penaus hoc’h eus quiteat ho lot eus ar Barados, d’an trede penaus hoc’h eus acceptet ar poaniou eternel eus an Ifern, ha d’ar pevare penaus hoc’h eus renoncet d’ar garantez a Zoue.

Guelet a rit ervat, Philotee, penaus e comsan eus a ur Gonfession general eus hoc’h oll buez : me a ene ervat evit guir, ne de quet ato necesser abfolumãt ar gonfession general-se ; hoguen me a ene ervad ive cousgoude penaus e vezo profitabl bras deoc’h er gommançamant-mâ, a rac-se ho cusuliàn d’e ober. Alies ec’h erru ma vez leun a zefautou bras ar gonfessionou ordinal eus ar re pere a gundu ur vuez commun : rac alies n’en em breparont quet, pe n’er greont quet aoualc’h, peautramant e vanq dezo ar gõtrition a so requis da gaout ; hac evelse ez eer da gofès meur a veich gant ur certen volontez da zistrei d’ar pechet, abalamour na fell quet en em evita diouz an occasion anezàn, nac en em fervichout eus ar moyenou necesser evit en em amanti ; hac e quêver quemense oll eo requis ober ur Gonfession general evit assuri an Ene. Ouzpen ma teu ar gonfession general da rei deomp an anaoudeguez ac’hanõp hon-unan ; da ober deomp caout mæs ha confufion, o consideri hor buez tremenet, hac en em estoni o consideri an drugarez a Zoue pehini en deveus hor gortoet da zistrei ountàn gant quement a batiantet, appesi a ra hor chalon, soulagi a ra hor speret, excita a ra enomp resolutionou mad, rei a ra leac’h d’hon Tad spirituel da rei deomp avisou convenaploc’h d’hor chondition ha d’hor stad, hac e tigor hor c’halon evit en em ziscleria gant fizianç en hor c’honfessionou all varlerc’h. Pa e quistion amâ eta da nevezi generalamant hor c’halon ha da gonvertissa hon ene antieramant ouz Doue oc’h antrepreni ar vuez devot, em eus ræson mad, a sonch din, Philotee, d’ho cusulya da ober ar Gonfession general-se.




AR SEIZVET CHABISTR.
Penaus an eil purgation eo en em burifia diouz an affectionou eus ar pec’het.


AN oll Israelitet a sortias eus ar vro a Egypt en effet, mæs ne sortisont quet anezi oll en affection, da lavaret eo a galon ; ha rac-se cals anezo, pa edont en deserz, a gueuze d’an oignoun ha dar c’hic o devoa da zibri en Egypt. Evelse ivez ez eus penitãtet, pere a sorti eus ar pec’het en effet, mæs ne guitaont quet an affedion anezàn : da lavaret eo, proposi a reont ne bec’hint mui, mæs n’er greont nemet a enep o meno dre ma ze poan ganto en em briva hac en absteni diouz ar blijadur maleürus a guefont er pec’het : o c’halon a renonç d’ar pec’het hac a bella dioutàn evit guir, hoguen cousgoude ne les quer na zistro alies da sellet varzu ac ennàn, evel ma tistroas greg Loth da sellet varzu Sodome, evit-hi da bellât diouz ar Guear vechant-se : en em absteni a reont diouz ar pechet, evel an dud clân diouz ur certen frouez, pehini a gueront, ha peveus a hini ne zebront quet, abalamour ma o gourdrous ar medecin, e varsint, mar debront anezàn ; mæs poan e ganto cousgoude en em absteni dioutàn, coms a reont anezàn, marc’hata a reont hac y a alle dibri, fallout a radezo da viana e c’huezza, hac e quefont eürus nep a ell dibri anezàn. Chetu ase penaus e teu ar Benitantet sempl ha laich-se d’en em absteni diouz ar pec’het evit un nebeut amser, mæs a enep o meno ha gant repugnanç eo, y a gare ervat ec’h allent pec’hi hep beza daunet, goud a guemeront o coms eus ar blijadur a so en drase, hac e quefont e vez contant nep en devez ar satisfaction-se. Un den re-folvet d’en em vengi, a genoho a volontez er gonfeffion; hoguen prest goude-se, pa en em gafo etouez e vignonet, e quemero plijadur o coms a guemense, o lavaret penaus, pa ne ve aon rac Doue, en divise great an dra-mâ hac an dra-ont, penaus eo difficil pardoni, ha pliche gant Doue ra vise permetet en em vengi. Allas ! piou na vel ervat, peguement bennâc ma ve ar paourqueaz-mâ emeas eus ar pec’het, na de cousgoude ambarasset oll gant an affection eus ar pec’het, ha peguement bennâc ma ve sortiet eus a Egypt, hervez an effet, na dema c’hoaz en-hi hervez an apetit, o c’hoantaat an oignoun a gustume da zibri enno : evel a ra ar vaoues-se pehini goude beza detestet er gonfession e amourousdet fall, en em blich cousgoude o veza guelet ha cherisset gant he mignonet : allas ! èn so an seurt-se en un danger bras !

O Philotee ! pa fell deoc’h antrepreni ar vuez devot, ne renquit quet hepquen quitaat ar pechet, mæs ret eo toutafet purifia ho calon diouz an oll affectionou eus ar pechet ; rac ouzpen ma ve danger evidoc’h da goueza ennàn adarre, an affectionou miserabl-se a semplae continuelamant ho fperet hac a bonnerrae ho c’halon en hevelep-fæçon, na allac’h quet ober an œuvrou mad prount, diligeant ha frequant, hac eno cousgoude eo e consist ar guir devotion. An Eneou pere, goude beza sortiet eus ar stad a bec’het, o deveus choaz an affectionou-se hac al languissamant-se, a so henvel d’am avis ouz a plac’het pere a so drouc livet ha cousgoude ne dint quet clân ; mæs quement a reont a so clàn, dibri a reont hep goud, gousquet hep repos, c’hoarzin hep joa, hac en em dreina mui eguet bale. Evel-se eo e ra an eneou-se ar mad gant ur squizder hac ul languissamant spirituel quer bras, na deus graç ebet en o exerciçou-mad, pere a so nebeut e niver, ha bian, en effet.


————




AR EIZVET CHABISTR.
Ar voyen d’en em burgi diouz an affectionou eus ar pec’het.


AR voyen hac ar fount guenta eus an eil purgation-mâ eo an aon hac an amprehantion gre rac an droug bras a erru gueneomp dre ar pec’het, ar pez a ra deõp antren en ur gontrition vras meurbet. Rac evel ma zeo suffisant ar gontrition, peguer bian bennâc ve, d’hor purgi diouz ar pec’het nemet e vezo ur guir gontrition, ispicial o veza unisset gant ar vertuz eus ar Sacramanchou : dememes pa vez bras ha cre meurbet ar gontrition-se, e teu d’hor purgi diouz an affectionou eus ar pec’het. Ur gassoni vian ha fempl hon dalc’h e gour hac e repugnanç ouz nep a gassaomp, hac a ra deomp techet diouz ar gompagnunez anezàn ; hoguen mar deo ur gassoni vras ha mortel ne de quet hepquen ouz nep a gassaomp eo e ra deomp caout aversion, mæs c’hoaz ouz quement a aparchant ountàn hac ouz e guerent hac ouz e vignonet, ne ellomp quet soufr an antretien anezo, quen nebeut hac anezàn e-unan. Evelse ivez pa na gassa ur penitanr ar pechet nemet dre ur gontrition vian ha fempl, peguement bennaac cousgoude ma zeo ur guir gontrition, e teu evit guir d’en em resolvi na bec’ho mui ; mæs pa er c’hassa dre ur Gontrition gre ha violant, ne zetest quet hepquen ar pec’het, hoguen detesti a ra c’hoas an oll affectionou, an oll depandançou hac an oll occasionou eus ar pec’het. Ret eo eta, Philotee, renta hor c’hontrition hac hon regret brassa ma vezo possibl deomp, evit ma en em astenno ar gontrition-se bete var an disterra apparanç eus ar pec’het. Evelse Madalen en he c’honversion a gollas en hevelep-fæçon ar goud eus he fec’hejou hac eus ar blijadur e devoa quemeret enno, na songeas enno biscoaz pelloc’h : ha David a broteste cassaat non pas hep-mui-quen ar pec’het, mæs ivez an oll henchou a gundu d’ar pec’het. Er pouent-mâ eo e consist yaouancaat ha nevezi an Ene, ar pez a comparaich ar memes Profet-se ouz an Ægl, pehini a so ul labouç hac a zeu ive d’en em nevezi ha d’en em yaouancaat. Mæs evit erruout gant an amprehansion hac ar gontrition-se peveus a re hon eus comset, eo ret e veac’h sourcius d’en em exerci er meditationou a so ama varlerc’h, pere, mar o fratiquit ervat, a zisgrizienno, moyenant graç Doue, eus ho calon ar pec’het hac an affectionou principal eus ar pec’het : Evelfe ivez em eus ii dresset toutafet evit an usaich-se; hac e reot an eil meditation goude e ben hervez ma em eus-ii merquet, o quemeret unan bemdez hepquen, hac oc’h e ober, mar de possibl, diouz ar mintln, pehini eo an amser ar propra evit an oll actionou eus ar speret hac e teüot er rest eus an deiz da ober reflection var ar Veditation-sè, pehini ho pezo great diouz ar mintin : hoguen ma na douch quet c’hoaz desquet da ober Meditation, n’hoch eus nemet guelet ar pez a vezo lavaret, en eil Quevren eus al Levr-mâ var guemense ; o c’hortos e lequeomp amâ er guenta Meditation an actou ordinal pere a vez great er gommançamant hac er fin eus ar Veditation, da lavaret eo er breparation hac er gonclusion eus an Oræson Mental.




AR GUENTA MEDITATION
hac an navet chabistr,
Var ar mad en deveus great Doue evidomp d’hor beza crouet.


preparation da vedita
1. En em liquit e presanç Doue dre un Act a Feiz er fæçon-mâ.


VA Doue, me a gred gant ur feiz gre penaus emaon amâ e presanç ho majeste, me hoc’h ador eta gant brassa respet hac humilite a so possibl din.

2. Supliit ar Speret santel d’hoc’h inspira da ober ervat ho Meditation, oc’h ober un Act a invocation er fæçon-mâ.

Veni, Sancte Spiritus, reple tuoru~ corda fidelium, & tui amoris in eis ignem accende. Emitte spiritum tuu~ & creabuntur & renovabis faciem terræ. Oremus.


DEus, qui corda fidelium sancti Spiritus illustratione docuisti, da nobis in eodem spiritu recta sapere & de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum, &c.

Speret Santel, me a ene ervat penaus ne allàn netra hep un asistanç particulier eus ho madelez ; roit dîn, mar plich gueneoc’h un darn eus o sclerigen hac eus o craçou evit ma rîn ervat an oræson-mâ.

3. Dirigit hoc’h intention dre an Act-mâ.

Me a brotest, o va Doue, penaus ne fell din clasq en oræson-mâ nemet ho cloar ha silvidiguez va Ene. Ne fell din hoc’h anaout nemet evit ho caret hac ho servicha : me a renonç a vremâ d’an oll distractionou pere a alle dont din, ha d’an oll enclasq eus va amour propr, evit na rin er Veditation-mâ nemet ho volontez pur hac adorabl.

An Actou-mâ eus a breparation a reot ato e commançamant peb-unan eus ar Meditationou all.

Considerationou, da lavaret eo an traou a dleer da gonsideri var ar sujet-màn.


COnsiderit da guenta penaus ne deus nemet un nebeut bloaveziou aba na dedoc’h quet er bed, ha ne doac’h netra tout : pelleac’h edom-ny neuse’ta, o va Ene ? queit amser a yoa aba edo ar bed ; ha ne doa guer ac’hanom-ni !

D’an eil. Doue en deveus o tennet eus an netra-se, evit rei deoc’h ar pez ma zouc’h non pas ma en divise izom ac’hanoc’h, nemet dre e vadeiez pur en hoc’h andret.

D’an tredec. Considerit petra ouc’h great gant Doue ; rac great ouc’h gantâ ar c’henta nac an nopla tra a so da velet er bet-mâ, da lavaret eo un den capabl da veva eternelamant, ha d’en em unissa parfetamant gant e Vajeste divin.


Affectionou ha Resolutionou


Da guenta en em humiliit muia ma ellot dirac Doue, o lavaret a galon gant ar Salmist. O va Autrou, me a so dirazoc’h evel ur guir neant, ha penaus hoc’h eus-hu bet memor ac’hanon-me d’am c’hrouei ? Allas ! va Ene, abymet oaz ebarz en neant ancien-se, hac e vises ennâ c’hoaz bremà, ma n’en divise Doue da dennet anezàn, ha petra a rafes-te ma vises choumet en netra-se ?

D’an eil rentit graçou da Zoue : O va C’hroüeur bras ha mad, peguen obliget oun-me dec’hu d’am beza termet eus va netra evit va renta dre ho trugarez ar pez ma zoun ? petra vezo a rin-me biquen evit meuli ha glorifia hoc’h hano santel, hac evit trugarecaat ho madelez infinit, e c’his ma e dleet ?

D’an trede ho pezet mæs ha confusion. Hoguen allas ! va C’hroueur, eleac’h en em unifia gueneoc’h o tonet d’ho caret ha d’ho servicha, ez on en em revoltet hoc’h enep dre va inclinationou direglet, oc’h en em separi hac oc’h en em bellaat diouzoc’h, evit en em staga ouz ar pec’het, hep renta mui a enor nac a respet d’ho madelez muguet pa na vise quet c’hui ho pise va c’hrouet.

D’ar pevare en em anavezit hac en em iselaït dirac Doue. O va ene, gouez ervat penaus eo an Autrou eo da Zoue, èn eo en deveus da c’hreat, ha ne dout quet en em chreat da-unan. O va Doue, me a ene ervad ez oun an ouvraich eus ho taouarn.

Ne fell din mui eta hivisiquen en em blijout enon va-unan, pa na doun netra eus va c’hostez va-unan. Peveus a dra en em c’hlorifie-te, poultr ha ludu, p’evit lavaret guell, guir neant ma zout ? Peveus a dra e fell dide en em evanti ? Hac evit en em humilia, e fell din ober an dram’an dra, suporti an disprigeanç-m’an disprigeanç : me a fell din chench a vuez, hac heuly hivisiquen va C’hroueur, ha renta enor dezàn eus ar pez ma zoun great gantàn, oc’h en em impligea tout-antier da oboissa d’e volontez dre ar moyenou pere a vezo desquet din, hac a glevin gant va Zad spirituel.
CONCLUSION.

Evit conclui hac echui ho Meditation pe hoc’h Oræson, Da guenta trugarecaït Doue,o lavaret gant ar Salmist. Benniguit ho Toue, o va Ene : ra zui quement so enon da veuli e Hano sacr ha santel ; rac e vadelez e deveus va zennet eus an neant, hac e drugarez e deveus va c’hrouet.

D’an [eil] en em offrit da Zoue. Va Doue, me a offr deoc’h quement hoc’h eus roet din gant va oll galon pehini a zedian hac a gonsacràn deoc’h.

D’an trede pidit Doue. O va Doue , pliget gueneoc’h va c’hrechât en affectionou hac er resolutionou-mâ. Guerc’hes santel, recommandit-y d’an trugarez eus ho Map quez gant an oll p’evit re oun obliget da bidi. Pater noster, Ave Maria.

Pa sortiot eus hoc’h oræson, oc’h en em bourmen un nebeut destumit ur bouquedic a zevotion eus an traou mad hoc’h eus consideret en-hi, evit ma er c’huezzaot ha ma talc’hot memor anezàn epad an deiz.

Chetu amâ ur fæçon all da gonclui an Oræson pe ar Veditation hac a allo ive servichout e fin peb-unan eus ar Meditationou all.


1. Action a C’hraç.


ME ho trugareca, o va Doue, a greis va c’halon eus an oll sclerigen hac eus an oll santimanchou mad a so pliget gueneoc’h da rei din en oræson-mâ, oc’h anaout er-vat penaus quement am eus a vad a zeu digueneoc’h.


2. Act a Ofranç.


ME a offr deoc’h, o va Doue, an oll inspirationou hac an oll affectionou mad-se pere hoc’h eus roet din en oræson-mâ : o lacât a ràn etre ho taouarn evit o c’honservi din : grit na vezzint jamæs effacet eus va memor. Me a offr deoc’h c’hoaz, o va Doue, va c’horf ha va ene gant va oll faculteou spirituel ha corporel, evit lacât e pratic ar resolutionou mad am eus quemeret enhi.


3. Act a C’houlen.


ME ho supli, va Doue, a greis va c’halon da gontinui bepret da rei din ho sclerigen hac ho craçou goude va oræson, evit ma c’haccomplissin ar resolutionou pere am eus great d’ho servicha. Quent ar maro ha mil maro ivez eguet coumeti jamæs ur pec’het marvel hepquen ; quent an oll gollou hac an oll droulanç a ouffe erruout guenèn var an douar, eguet coll ho craç evit ur moument hepquen.

Me a offr deoc’h c’hoaz, o va Doue, va fedennou humbl evit an exaltation eus hor Mam santel an Ilis, evit hon Tad santel ar Pap, evit an oll Preladet ha Pastoret eus an Ilis, evit an extirpation eus an Heresiou, evit ar Roue hac an oll Famill Royal, evit ar peoc’h hac an union etre ar Brincet hac ar Bopl Christen, evit ar gonvertissamant eus an eneou, ispicial eus va hini-me, evit va oll guerent, va oll mad-oberourien, mignounet hac adversourien, evit an oll Griftenien fldel quen beo quen maro, particulieramant evit ar re ma ouzoc’h, va Doue, em eus mui a obligation da bidi.

Guerc’hes sacr, Mam benniguet, glorius Sant Joseph, Pried dîn da Vari, va Eal-Gardien, ha c’hui va Faëron pe va Maërones guer, ha Sent-all ma em eus devotion deoc’h, obtenit din digant va Doue ar graçou ma em eus izom anezo, fournissit eleac’h an deffautou eus va oræson, ha va rentit participant en hini a rit dirac an Tron a Zoue, o c’hortos ma em bezo an eür d’e ober assambles gueneoc’h epad an eternite. Amen, Pater noster, Ave Maria, &c.


————




AN EIL MEDITATION
hac an decvet chabistr,
Var ar fin p’evit hini ez omp crouet gant Doue.


Preparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn ma hoc’h inspiro.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
DOue en deveus ho lequeat er bed-mâ, non pas ma en devise izom ebet ac’ha-noc’h, c’hui pehini a so toutafet inutil dezàn, mæs hepquen evit exerci e vadelez en hoc’h andret, o rei deoc’h e c’hraç hac e c’hloar ; hac evit quemense en deveus roet deoc’h an entendamant evit e anaout, ar memor evit ma ho pezo coun anezàn, ar volontez evit e garet, an imagination evit en em represanti dirac ho speret e vad-oberou, an daoulagat evit ma vellot e ouvrachou admirabl, an teaud evit ma er meulot, ha toudememes ar faculteou-all pere en deveus roet deoc’h evit ma en em fervichot anezo evit e c’hloar hac evit hoc’h avantaich hoc’h-unan.

2. O veza crouet ha lequeat er bet-mâ evit an intention-se, e tleit rejeti hac evita quement action a so countrol da guemense, ha disprigeout evel actionou vean hac inutïl ar re pere ne fervichont da netra evit ar fin-se.

3 Considerit ar maleur eus ar re pere ne songeont quet en dra-se, hac a vèv ec’his pa gretent penaus ne vent crouet nemet evit batissa tiez, evit ober planteiçou, evit destum madou hac evit ober badinerez.

Affectionou ha Resolutionou.

1. En em humilïit, o rebeich deoc’h hoc’h-unan pe guer miserabl ouc’h bet, n’ho pe songet nemeur pe vorse-tout en traou-mâ.

Allas, eme viot-hu, pe en tra e songen-me, va Doue, pa na songen quet enoc’h-hu ? Peveus a dra em boa-me memor, pa n’am boa quet a vemor ac’hanoc’h-hu ? Petra a garen-me, pa n’ho caren quet ? Allas ! ne dlien clasq nemet ar virionez, ha ne heulyen nemet ar vanite, hac e servichen ar bed pehini a so great evit servichout din.

2. Detestit ho puez tremenet. Me a renonç deoc’h, songesonou vean hac imaginationou inutil ; me ho tisavoue, traou detestabl hac impertinant, pere a zeue diaguent em memor. Me a renonç deoc’h, caranteziou infidel ha mignounaichou fall, servichou collet, gratificationou miserabl, faveriou ingrat ha complæsançou geinus.

3. En em gonvertissit ouz Doue. C’hui eta, o va Doue, va Salver, c’hui hoc’h-unan a vezo hivisiquen an objet eus va songesonou. Non, biquen mui ne appliquin va speret e songesonou pere a ve disagreabl deoc’h ; va memor en em occupo bemdez eus ho madelez infinit pehini hoc’h eus exercet em andret gant quement a zouçder. C’hui vezo ar blijadur hac ar joa eus va c’halon hac ar garantez eus va oll affection.

Racse’ta em bezo cas hac horrol pelloc’h ouz an ambarassou hac an amusamanchou-se ma en em occupen ganto, ouz ar bagatelezou hac an exerciçou vean-se ma c’himpligen va amser ganto, ouz an affectionou hac an attaichou fall-se ma zoa va chalon angaget enno. Hac evit dont a-ben d’en em zisober anezo, m’en em servicho eus ar remed-m’ar-remed hac eus ar voyen-mar-voyen.

Conclusion.

1. Trugarecait Doue pehini en deveus ho creat evit ur fin quen excellant. C’hui hoc’h eus va great evidoc’h, va Doue, evit ma chouissin eternelamant eus ho cloar infinit. Peur ho trugarecaïn-me hac ho meulin-m’eta ec’his ma tleàn e ober ?

2. Offrit. Me a offr deoc’h, o va C’hrouer quer, an oll affectionou hac an oll resolutionou-mâ gant va ene ha va chalon tout-antier.

3. Pedit. Me ho suppli, o va Doue, da gaout agreabl va desirou ha va vœuou, ha da rei ho penedidion santel d’am ene, evit ma hillin o accomplissa dre ar merit eus a c’hoad ho Map a so bet squillet var ar Groas evidon, &c.

Grit bremâ ho Poquet spirituel a zevotion




AN TREDE MEDITATION
hac an unnecvet chabistr,
Var ar mad-oberou a Zoue en hon andret.


Ar Preparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
COnsiderit ar graçou corporel en deveus roet Doue deoc’h ; pebez corf, pebez commodite d’e antreteni, pebez yec’het, pebez consolationou, pebez mignonet, pebez asistançou. Mæs considerit an dra-se gant comparæson ouz cals a re-all pere a so guell eguedoc’h hac a so privet : cousgoude eus ar graçou-se : darn corrompet pe zifæçon a gorf, difform a vemprou, infirm a yec’het ; re-all abandonet d’ar vez, d’an disprigeanç, d’an disenor ; re-all affliget gant collou, gant paourentez, ha Doue n’en deveus quet permetet e visac’h quer miserabl-fe.

2. Considerit an donæsonou eus ar speret. A bet hini so var an douar hac a so sot, pe arraget, pe zisquiantet ; ha petra na douc’h-hu quet eus an niver-se ? Doue en deveus ho favoriset. Pet so hac a so bet maguet rustiq hac inorant bras, hac ar Brovidanç divin e deveus lequeat hoc’h elevi hac ho tisqui erfat.

3. Considerit ar graçou spirituel en deveus roet Doue deoc’h :chetu c’hui unan eus a vugale an Ilis : Doue en deveus roet deoc’h ar c’hraç d’e anaout adalec ho yaouanctis. Peguen alies a inspiration hac a sclerigen interieur hac a remors a goustianç en deveus-èn digacet dec’hu evit hoc’h obligea d’en em amanti ? Peguen alies a veich en deveus-èn pardonet deoc’h ho pec’hejou ? Peguen alies a veich en deveus-èn ho tilivret diouz an occasionou ma oac’h exposet enno d’en em goll ? hac an amser dremenet-se ha ne doa-hi quet ur gommodite vras evidoc’h-hu d’en em avanç e silvidiguez hoc’h ene ? Guelit un nebeut a boent e poent peguen douç ha peguer favorabl e bet Doue en hoc’h andret.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Admirit ar vadelez a Zoue. O peguer mad eo va Doue em andret-me ! O peguer mad eff-èn ! É a so pinvidic ho calon-hu ebarz e trugarez ! Va Autrou, c’hui a so liberal e graçou hac e madelezou !. O va ene, discleriomp da jamæs peguement a c’hraçou en deveus great Doue deomp !

2. Admirit hoc’h ingrateri. Mæs petra oun-me, o va Autrou, ma hoc’h eus bet memor ac’hanon ? O peguer bras eo bet va indignite ha va mechancete-me ! Allas ! foulet em eus dindan va zreid ho mad-oberou ; disenoret em eus ho craçou dre ma em eus-y troet en abus hac e disprigeanç eus ho madelez souveren. Eleac’h un abym a c’hraç hac a faver ho poa em andret, n’em boa nemet un abym a ingrateri en hoc’h andret-hu.

3. En em excitit d’an anaoudeguez-vad en andret Doue. Hebien eta, o va c’halon, na vez mui infidel, ingrat ha disleal en andret ar mad-oberour bras-se. Ha penaus na ve quet va ene-me sujet hac oboissant hiviziquen da Zoue, pehinl en deveus great qument a vurzudou a chraç enon hac evidon ?

4. Ah ! va Philotee-me, distaguit ho corf diouz ar bligeadur-m’ar-bligeadur, diouz ar satisfaction brutal-se pehini hoc’h eus roet dezàn ; liquit-ên da servicha Doue pehini en deveus pourveat quement anezàn ; appliquit hoc’h ene d’e anaout ha da veza anaoudec ountàn dre an exerciç-m’an-exerciç pehini a so requis evit quemense. Bezit sourcius da implija ar moyenou pere a so en Ilis evit en em savetei hac evit caret Doue. Ya, me a frecanto an oræson, ar Sacramachou hac an instructionou-mad ; me a heulio an inspirationou hac an avertissamanchou a zui din aberz Doue.

Conclusion.

1. Trugarecaït Doue eus an anaoudeguez en deveus roet deoc’h bremâ eus ho tever hac eus ar graçou pere hoc’h eus recevet digantâ.

2. Offrit dezàn ho calon gant hoc’h oll resolutionou.

3. Pedit-èn d’ho crehât evit ma talc’hot mat dezo ha ma o lequeot e pratiq dre ar merit eus a Varo e Vap. Implorit an intercession eus ar Verc’hes hac eus ar Sent. Pater noster, &c.

Grit bremâ ho Poquedic spirituel.




AR BEDERVET MEDITATION
hac an daouzecvet chabistr,
Var ar Pec’hejou.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Suppliit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
SOngit pegueit so aba zouc’h commancet da bec’hi, ha considerit peguement e cresquet an niver eus ar pec’hejou en ho calon abaoue ar gommançamant guenta-se, ha penaus hoc’h eus-y bemdez augmantet a enep Doue, en hoc’h enep hoc’h-unan hac a enep ho nessâ dre œuvrou, dre gomsou, dre zesirou ha dre songesonou.

2. Considerit ar goall inclination a so ennoc’h ha peguement hoc’h eus-y heuliet. Ha diouz an daou boent-mâ e vellot ez e brassoc’h an niver eus ho pechejou eguet eus a vleo ho pen, ha memes brassoc’h eguet an niver eus ar sabl a so var bord ar mor. .

3. Considerit e particulier ar pec’het a ingrateri en andret Doue pehini a so ur pec’het general hac en em asten var an oll bec’hèjou-all, hac o rent grevussoc’h cals. Sellit eta peguement a c’hraçou en deveus great Doue deoc’h, ha penaus hoc’h eus abuset anezo tout en e enep : particulieramant songit peguemenr a inspirationou hoc’h eus negliget, hac a bet mouvamant mad hoc’h eus rentet inutil, ha dreist pep tra peguen alies a veich hoc’h eus recevet ar Sacramanchou, ha peleac’h ema ar profit anezo. Petra hoc’h eus-hu great gant ar perlesennou precius-se en devoa roet deoc’h Pried hoc’h ene evit e orni ? Goloet hoc’h eus-y oll dindan ho pec’hejou. Pe gant preparation hoc’h eus-y recevet ? Songit eta en ingrateri-se hoc’h eus bet en andret Doue pehini n’en deveus paoueset o redec var ho lerc’h evit ho savetei, ha c’hui n’hoc’h eus paoueset o tec’het en e raoc evit en em goll.

Affectionou ha Resolutionou.

1. En em humiliit o velet peguer miserabl ouc’h. O va Doue, penaus em eus-me an hardizeguez d’en em bresanti dirazoc’hu ? Allas ! ne doun nemet ur viltanç er bed hac ur mardos eus a ingrateri hac a bec’het. Ha possibl eo e ven-me bet quen infidel na ve choumet santimant eus va c’horf na puissanç eus va ene a guement na ve souillet gant ar pec’het, ha na ve quet tremenet un devez hepquen eus va buez a guement n’am be great un droug bennac ennâ ? Hac an seurt anaoudeguez-mâ oa din-me da gaout en andret va C’hrouer evit e vad-oberou, hac en andret va Redemptor evit e C’hoat sacr, pehini eo ar pris eus an oll graçou am eus recevet hac a recevàn bepret ?

2. Goulennit pardon hac en em strinquit da dreit hor Salver, ec’his ur Map prodig, ec’his ur Vadalen, ec’his ur c’hreg pehini e deffe souillet ha disenoret he friedelez gant peb seurt crimou abominabl. O va Autrou ha va Doue, mifericord d’ar pec’her pe d’ar bec’heres-mâ ! Allas ! va Salver, c’hui pehini eo ar sourcen a gompassion, ho pezet truez ouz ar miserabl-mâ.

3. Quemerit ar resolution da veva guell. O va Doue, jamæs mui, moyenant ho craç, non biquen jamæs gant ho sicour hac hoc’h asistanç, n’en em abandonin d’ar pec’het. Allas ! nemet re ne doun en em roet dezàn, siouaz ! E zetesti a ràn bremâ, o tistrei ouzoc’hu, o Tad a drugarez ! c’hui eo a garàn hac a fell din da garet pelloc’h eus a greis va c’halon o tesirout beva ha mervel en ho craç.

4. Evit effaci ar pec’hejou tremenet, me en em accuso anezo gant couraich, ha ne lesin quet unan hepquen n’er chassein eus va ene dre ar Gonfession. 5. Me raï va fossibl evit difframma eus va c’halon antieramant ar griziou anezâ, ispicial eus a certen pec’hejou pere a ra muia poan ha muia importunite d’am c’houstianç. 6. Hac evit dont a-ben a guemense, me en em servicho fidelamant eus ar moyenou pere a vezo cusuliet din gant va Zad spirituel, o cridi ervat penaus ne ouffen jamæs ober aoualc’h evit rapari quer bras pec’hejou evel am eus great ?

Conclusion.

1. Trugarecaït Doue pehini en deveus ho cortoet bete vremâ da zistrei ountàn, hac en deveus roet deoc’h ar santimanchou hac an affectionou mad-mâ.

Offrit dezàn ho calon evit ma en disposo da effectui ha da accomplissa ar santimanchou-se. 3. Pedit-èn ma roï deoc’h an nerz da veza fidel d’ho resolutionou mad, hac en em adressit d’ar Sent, ispicial d’ar Verc’hes, ma pligeo ganto intercedi evidoc’h. Pater noster. Ave Maria, &c.

Grit bremâ ho Poquet spirituel.




AR PEMPET MEDITATION
hac an trizecvet chabistr,
Var ar Maro.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Goulennit ountâ e c’hraç.

En em imaginit ez ouc’h clàn var ho quele gant ur c’hlènvet marvel, hep esperanç ebet da barei.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
COnsiderit penaus ne ouzoc’h nac an deiz nac an heur ma varvot. O va ene, ur veich e sortiot eus ar c’horf-mâ ! Hoguen peur vezo ? hac er gouàn vezo peautramant en hàn ? hac e kear vezo peautramant var ar meas ? hac en deiz vezo peautramant en nos ? hac hep e songeal vezo peautramant goude beza avertisset ? ha dre glènvet vezo pe dre acccidant ? ha c’hui ho pezo amser da gofes, pe c’hui n’ho pezo quet ? ha c’hui a vezo asistet gant ho Confessour ? Allas ! ne ouzomp netra eus a guemense-oll: ar pez ma zomp sur anezàn hepquen eo ma varvimp, hac ato quent eguet na songeomp.

2. Considerit penaus e finisso neuse ar bed evidoc’h. Ya, ar bed-mâ ne vezo mui netra dec’hu : disparissa a raï a zirac ho taoulagad ; ha neuse ar bligeadurezou, ar vaniteou, pep seurt joa monden, pep seurt affection vean ha pep seurt attaich fall a seblanto deoc’h evel ur squeut pe ur gouabren o tremen ebiou. Ah ! miserabl ma zoun, pe evit rambre ha pe evit bagatelez em eus-me offanfet va Doue ! Neusè e vellot penaus hoc’h eus quiteat Doue evit un neant. Er c’hontrol neuse ho pezo avi ouz an devotion, hac ouz an œuvrou mad pere a seblanto deoc’h beza douç ha da veza desiret bras. Ha petra n’am eus-me heuliet an hent-se pehini a so quer caer ha quen agreabl, eme viot-hu ? Neuse ar pec’hejou pere a gafac’h bian a gueffot bras evel meneziou, hac ho tevotion a gueffot dister meurbet.

3. Confiderit ar c’himiat trist ha melconius a raï hoc’h ene diouz ar bet-mâ : lavaret a raï adeo evit mad d’ar binvidiguezou, d’ar vaniteou, d’ar gompagnunezou vean, d’ar plijadurezou, d’an tremen-amser, d’ar vignonet pe vignoneset, d’an ameseyen, d’ar guerent, d’ar pried ha d’an oll, hac erfin d’e c’horf pehini so steanet ha melenet, diffiguret ha flerius.

4. Considerit pe gant quement a bres e vezo lianet ha savet ar c’horf-se evit e guzet en douar ; ha quemense great, ne songeo nemeur ar bed enoc’h mui ; ancounec’heat viot couls ha-ma hoc’h eus ancounec’heat ar re-all pere a so bet en ho raoc. Doue ra roï joa d’e ene, a vezo lavaret, ha chetu eno tout. O Maro ! te a so da veza confideret ! re a so c’huero ha didruez !

5. Considerit penaus, evel ma sorti an ene eus ar c’horf, e quemer an hent a zeou pe a gleiz. Allas ! peleac’h e zaï hoc’h hini-hu ? Pebez hent a raïo-hi ? Quen hent ne-met an hini e devezo commancet er bed-mâ-sur.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Pedit Doue hac en em strinquit etre e zivrec’h. Allas ! va Autrou ha va Salver, pliget gueneoch va receo dindan ho protection en deiz terribl-se, ha renta din an heur-se eürus ha favorabl, pa dleffe an oll deiziou hac an oll heuriou-all eus va buez beza leun a dristidiguez hac a affliction.

2. Disprigit ar bed-má. Pa na oun quet an heur ma rinquin da guitaat, o bet tromplus, ne fell quet din en em staga ouzit. O querent ha mignonet pe mignoneset quer, permetit n’am bezo mui quen affection evidoc’h nemet un affection santel pehini a allo padout eternelamant; ra peadra en em attachi ouzoc’h dre un affection hac un union fall pehini a ranquer da derri ha da guitaat ? Me a fell din en em brepari a vremâ dar maro, ha quemeret ar sourci a so requis evit tremen eürusamant ar passaich-se. Me a fell din assuri va c’houstianç e stad vad muia ma illin, ha lacât urz en dra-m’an-dra p’en hini e vancàn.


Conclusion.


Trugarecaït Doue eus ar resolutionou-mâ en deveus roet deoc’h, offrit-y d’e Vajeste. Suppliit-èn ur veich c’hoaz da rei deoc’h ur maro mad dre ar merit eus an hini en deveus gouzanvet e Vap quer evidoc’h. Goulennic sicour diouz ar Verc’hes ha diouz ar Sent. Pater noster, &c. Ave Maria, &c.


Grit ur Bouquet eus ar Myrh pehini a represant ar Maro.


————




AR C’HUEC’HVET MEDITATION
hac ar pevarzecvet chabistr,
Var ar Varn General.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Suppliit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
ERfin oll goude an amser en deveus merquet Doue d’ar bet-mâ da badout, ha goude cals a sinou bras hac horribl pere a lacaï an dud da zisec’ha var o zreid gant ar spount o devezo, an tan o coueza eus an Eê evel un diluich, a zevo hac a lacaï e poultr hac e ludu oll faç an douar, hep e vano netra-tout e zilarc’h a guement a velomp var e c’horre.

2. Varlerc’h an diluich a flammou hac a foultr e ressuscito an oll dud eus an douar, exceptet ar re a so ressuscitet a vremâ, hac ouz ar soun a raï un Arc’heal gant an droumpil e comparissint e Traounien Josaphat. Hoguen allas, pe gant quement a zifaranç ! rac darn o devezo ur c’horf glorius ha leun a sclerigen, ha darn-all ur c’horf tenval hac horribl meurbet.

3 Considerit ar Vajeste pe gant hini e tui ar Barneur souveren e creis etre an oll Elez hac an oll Sent, hac e Groas en e raoc, peini a vezo scleroc’h eguet an heaul hac a vezo un ansaign a c’hraç evit ar re vad hac a rigol evit ar re fall.

4. Ar Barneur souveren-se gant e c’hourc’hemen terribl, pehini a vezo neuse-souden executet, a separo ar re vad diouz ar re fall, o lacât darn an tu deou ha darn-all an tu cleiz dezàn ; ur separation pehini a vezo eternel ha pe varlerc’h hini n’en em gafo biquen mui an diou vanden-se assambles.

5. O veza great ar separation-se ha digoret levriou ar goustianç, e vezo guelet sclear maliç ar re vechant hac an abus o deveus great eus a vadelez Doue, hac a ur c’hostez-all e vezo guelet pinigen ar re vad hac an effejou a c’hraç Doue peveus a hini o deveus great un usaich mad, ha ne vezo netra guz. Ah, Doue ! pebez confusion da zarn, ha pebez consolation da zarn-all !

6. Considerit ar Setanç diveza o devezo ar re vechant : Iit, tud milliguet, d’an tan eternel pehini a so preparet evit an Diaoul hac e gompagnunou. Pouesit ar c’homsou-mâ pere a so quer pounner. Iit, emezàn ; ur guer eo eus a un abandon eternel a ra Doue eus an dud maleürus-se oc’h o banissa eus e faç evit jamæs. O guervel a ra, tud mïlliguet. O va ene, pebez malediction ! Ur valediction general pehini a gompren an oll maleüriou, ur malediction pehini ne ell quet beza lammet hac a gompren an oll amser hac an eternite. Ajouti a ra d’an tan eternel. Consider, o va c’halon, an eternite vras-se. O eternite, eternite a boaniou, te a so scrijus hac horribl !

7. Considerit er c’hontrol ar Setanç a recevo ar re vad : Deut, eme ar Barneur ; chetu ase ar guer agreabl a silvidiguez pe dre hini e teu Doue d’hon tenna daventa ha d’hon receo etre an divrec’h eus e drugarez : Deut, tud benniguet gant va Zad ; o benediction guer pehini a gompren an oll benedictionou ! possedit ar Rouantelez a so preparet deoc’h abaoue commançamant ar bed. O va Doue, pebez graç ! rac ar Rouantelez-se n’en devezo jamæs fin.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Crenit, o va ene, o songeal et Varn-mâ. Allas ! piou a ell va renta-me assur evit an devez terribl-se p’en hini e creno pilierou an Eê gant spount ! 2. Detestit ho pec’hejou, rac ne deus nemeto a guement a ell ho coll en devez terribl-se.

O! ret e din en em varn bremâ va-unan, evit na vizin quet barnet. Me a fell din examina va c’houstianç, en em avouei coupabl hac en em gourrija, evit na vezin quet en deiz terribl-se condaunet gant ar Barneur ; me a yelo da gofes eta, me accepto an avisou necesser hac ar binigen a vezo roet din.

Conclusion.

Trugarecaït Doue pehini en deveus roet moyen deoc’h d’en em assuri eus ho silvidiguez varben an deiz-se, hac an amser da ober pinigen. Offrit dezàn ho calon evit e ober. Pedit-èn ma taï deoc’h ar c’hraç d’en em acquita enni ervat. Pater, Ave Maria, &c. Grit ho Poquet.




AR SEIZVET MEDITATION
hac an pemzecvet chabistr,
Var an Ifern.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. En em humiliit ha goulennit e asistanç.
3. Imaginit en ho speret ur kear tenval hac hi oll o tevi gant ar foultr hac ar pec flerius, ha leun a dud pere ne ellont quet sortial anezi.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
AR re zaunet a so ebarz en abym infernal evel ebarz er guear maleürus-se p’en hini e souffront, dre guement santimant ha dre guement mempr o deveus, tourmanchou pere a so impossibl da zisclerya ; rac ec’his ma o deveus impliget o oll santimanchou hac o oll memprou da bec’hi, evelse ivez e souffrint en o oll memprou hac en e oll santimanchou ar poaniou dleet d’ar pechet ; an daoulagat evit o sellou malicius ha lubric a souffro ar guel horribl eus an diaoulou hac eus an Ifern ; an diouscouarn evit beza quemeret plijadur e discoursou fals, ne gleffint jamæs nemet ur goelvan, ul leonv hac ur c’hri a zisesper, ha toudememes ar santimanchou hac ar memprou-all.

2. Ouzpen an oll dourmanchou-se ez eus c’hoaz un all brassoc’h, pehini eo ar brivation hac ar c’holl eus ar c’hloar a Zoue pe en hini n’o devezo jamæs perz ebet. Mar cafas Absalon oa sansiploc’h hac insupportaploc’h beza privet eus ar guel hac ar brefanç eus e Dad, eguet beza banisset eus ar guear, va Doue, peguer sansibl ha peguen insupportabl vezo beza privet da jamæs eus ar guel ac’hanoc’hu !

3. Considerit dreist peb-tra an eternite eus ar poaniou-se pehini hepquen a rent an Ifern insupportabl. Allas ! mar de ur c’hoanen en hor scouarn pe an domder eus a un derzien vian eo a rent un nosvez ver queit ha quen enouus deomp, petra vezo an nosvez horribl eus an eternite gant quement a dourmanchou ? Eus an eternite maleürus-se eo e teu an disesper eternel, ar blasfemou hac an arraich hep fin.

Affectionou ha Resolutionou.

Spontit hoc’h ene dre ar c’homsou-mâ eus a Job : O va ene ! o va ene, ha me a alle beva eternellamant gant an ardeur eternel eus ar flammou devorant-se ? ha te a so contant da guitaat da Zoue evit jamæs ?

Avouit penaus hoc’h eus-èn meritet, mæs peguen alies a veich ! Hivisiquen eta me a fell din ober ar c’hontrol-beo ha beva guell eguet n’am eus great. Peadra en em angagin-me da zisquen en abymou-se ? Me a raï eta an effort-m’an-effort evit evita ar pec’het pehini hepquen a ell rei din ar maro eternel-se.

Trugarecaït, offrit, pedit, ha grit ho Poquet spirituel.




AN EIZVET MEDITATION
hac ar c’huezecvet chabistr,
Evit ar Barados.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
COnsiderit un nosvez gaer ha sclear, ha songit peguen ebat vez neuse guelet an Eê gant ar gantite-se a Steret a bep seurt, ajoutit bremâ ar guenet-se eus a un nosvez gaer gant ar guenet eus a un devez caer, en hevelep-fæçon na zeuhe quet ar sclerder eus an Heaul da ampech na vellet sclear ar Steret hac al Loar ; ha livirit goudese hardimant penaus an oll guenet-se hac an oll agreabldet-se eus a un nosvez hac eus a un devez caer lequeat assambles ne de betra e comparæson d’ar guenet excellant eus ar Barados. O èn so al leac’h-se da veza desiret ha da veza caret ! o èn so precius ar Kear-se !

2. Considerit an noblanç, ar guenet hac an niver bras a vourc’hifyen hac a habitantet eus ar vro eürus-se, ar mil miiionou-se a Elez, a Cherubinet hac a Serafinet, an assamble-se a Ebestel, a Verzeryen, a Gonfessoret, a Vercheset hac a Itrounezet santel, ne deus niver dezo. O peguen eürus eo ar gompagnunez-se ! An disterra anezo tout a so caerroc’h da velet eguet ar bed universel : petra vezo’ta o guelet oll assambles ? Mæs, va Doue, y so eürus ! ne baouesont o cana ar c’hantic douç eus ar garantez eternel : bepret e chouiffont eus a ur joausdet ferm : ur gontantamant a ro an eil-re d’o hentez anezo hac a so estrainch, hac e vevont er gonfolation eus a un union eürus pehini ne ouffet quet da derri.

3. Considerit erfin pebez mad o deveus oll o chouissa eus a Zoue pehini a zeu d’o gratifia ha d’o rejouissa evit jamæs gant e sell carantezus, pe dre hini e scuill en o c’halonou un abym a joa hac a levenez. O hennez eo ar mad da un den, beza da viquen unisset gant e Brinç ! emaint eno ec’his laboucet eürus o nigeal hac o cana da jamæs ebarz en ear eus an Divinite pehini o ranferm tro-var-dro evel en ur mor infinit a bligeadurezou : eno emaint paravia hep ambition ebet o cana meuleudi d’o C’hroueur. Benniguet ra viot da jamæs, hor C’hroueur hac hor Salver douç ha carantezus, emezo, c’hui pehini so quer mad deomp hac a zeu da gommunica ouzomp ho cloar gant quement a liberalite. Ha Doue ivez eus e gostez a veul hac a vennig e oll Sent gant ur venediction perpetuel : Benniguet ra viot da jamæs, emezan, o va c’hrouaduryen guer, c’hui pere hoc’h eus va servichet hac am meulo-me gant quement a garantez hac a gourach epad an eternite.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Admirit ha meulit ar vro celestiel-se. O c’hui a so caer, va Jerusalem guer, ha peguen eürus ê hoc’h habitantet-hu !

2. Rebechit d’ho calon an nebeut a gourach e deveus bet bete vremâ da guezet en hent eus an demeuranç glorius-se. Perac oun-me bet distroet ha pelleat quement diouz va eürusdet souveren ? Miserabl ma zoun, evit pligeadurezou quen dister ha quer chagrinus em eus mil gueich ha mil-all renoncet d’ar bligeadurezou infinit-se. Pebez speret am boa-me o tisprifout madou pere a so da veza quement desiret, evit desirou pere a so quer vean ha da veza quement dispriget ?

3. Ho pezet un desir hac un hast bras evit an demeuranç agreabl-se Pa ze pliget gueneoc’h, va Autrou mad ha souveren, rei din ar c’hraç da zistrei en hent eus ho courc’hemennou, non jamæs mui ne din var va c’his. Deomp eta, va ene quer, deomp etrese ar repos eternel-se ; querzomp etrese ar vro benniguet-se pehini a so prometet deomp. Petra reomp-ny en Egypt maleürus-mâ ?

Me lacaï va foan eta d’en em viret ouz an dra-m’an-dra pehini am distro hac am retard en hent da vont d’am bro : me a raï an dra-m’an-dra, ar pez a ell va c’hundui etrese hac eno. Trugarecaït, offrit ha pedit , &c.




AN NAVET MEDITATION
hac ar seitecvet chabistr,
Eleac’h ma teuer da choas ar Barados ha d’en em resolvi d’e c’hounit.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue. 2. En em humiliit dirazàn ha pedit-èn d’hoc’h inspira.

Considerationou ha Reflexionou.

1.
EN em imaginit penaus emaouc’h en ur mesyou bras hoc’h-unan gant hoc’h Eal-Gardien , evel ma edo map Tobias o vont da Rages, hac e tisquez deoc’h ouz an eac’h ar Barados digor gant ar plijadurezou a so represantet er Veditation pehini hoc’h eus great diaraoc var ar Barados : neuse diouz traoun e tisquez deoc’h an Ifern digor gant an oll dourmanchou discrifet diaraoc e Meditation an Ifern.

2. O veza en em retiret evelse dre imagination er blacen ledan-se gant hoc’h Eal-Gardien, hac en em lequeat d’an aoulin dirazàn, considerit, evel ma zeo guir, penaus emaouc’h e creis etre ar Barados hac an Ifern, hac ez e digor an eil hac eguile evit ho receo, hervez ar choas ho pezo great.

3. Considerit penaus ar choas ho pezo great eus an eil pe eguile er bet-mâ, a bado eternelamãt er bet-hont ; ha peguement bennac ma ve digor hac an eil hac eguile eus an daou leac’h-se d’ho receo diouz ho choas, na mui na meas Doue, pehini a so disposet da rei deoc’h pe an Ifern dre e justiç pe ar Barados dre e drugarez, a zesir cousgoude gant ur c’hoant ar brassa e choassac’h ar Barados, hac hoc’h Eal-mad a zeu d’ho pressi a guemense muia ma ell, oc’h offr deoc’h aberz Doue cals a c’hraçou hac a voyenou d’ho sicour da bignat eno.

4. Jesus-Christ a sell ouzoc’h eus an Eè favorablamant, hac a zeu d’ho couvia gant douçder : Deus, ene quer, deus d’ar repos eternel etre an ivrec’h eus va madelez pehini e deveus preparet dit ar plijadurezou eternel en abondanç eus e c’harantez. Sellit gant ho taoulagad interieur ar Verc’hes santel oc’h o couvia ivez ec’his ur Vam vad : couraich, va map pe va merc’h, laca evez na zispriches an desir en deveus va Map Jesus d’as savetei, ha na negliches an huanadou pere a dennàn-me var da sujet ; rac un hast bras hon eus hon daou evit da silvidiguez eternel. Clevit ar Sent oc’h ho courachi hac ur milioun a eneou santel oc’h ho quervel amiablamant da vont en o c’hompagnunez, o veza n’o deveus quen desir nemet da velet unan an diziou-mâ ho calon unisset gant o hini evit meuli Doue da jamæs, hac oc’h assuri deoc’h penaus ne d’e quet hent an Eê quen dies evel ma er gra tud ar bed. Hardimant, nepoan, emezo, ene devot, hor mignones guer ; nep a gonsidero ervat an hent eus an devotion pe dre hini ez oum-ny pignet amâ, a velo ervat ivez ez oum-ny erruet er plijadurezou infinit-mâ dre blijadurezou-all agreaploc’h hep comparæson eguet re ar bed.

Ar choas pehini a ra an Ene.

1. O Ifern milliguet, me a renonç dit bremâ eternelamant, detesti a ràn da oll dourmanchou ha da eternite maleürus, ha dreist peb tra ar blasfemou hac ar maledictionou eternel-se pere a vomisses continuelamant a enep va Doue. Hac o tistrei va c’halon ha va ene ouzoc’hu, o Barados caer, o gloar eternel, o eürusdet perpetuel, e choasàn evit mad hac evit jamæs va demeuranç en ho tiez caer ha sacr, en ho Tabernaclou santel, pere a so da veza desiret quement. Benniguet, o va Doue, ra vezo ho trugarez, peveus a hini ec’h acceptàn an offr a blich gueneoc’h da ober din. O va Jesus, va Salver, accepti a rân ho carantez eternel, hac ec’h avouàn ez e c’hui hoc’h eus acquisitet evidon ur plaç hac ul logeis er Jerusalem eürus-se evit ho caret hac ho meuli da jamæs.

2. Acceptit ar faveuriou a bresant deoc’h ar Verc’hes hac ar Sent ; prometit dezo penaus e querzzot hivisiquen varzu-ac-enno ; astennit ho tourn d’hoc’h Eal-mad, evit ma ho cunduo d’y, ha roit couraich d’hoc’h ene da zerchel mat d’ar choas-mâ,

Concluit hoc’h Oræson evel diaraoc.




AN DECVET MEDITATION
hac an trivec’hvet chabistr,
Amâ e teu an Ene da choas ar vuez devot.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue. 2. En em humiliit dirazàn. 3. Goulennit e assistanç.


Considerationou ha Reflexionou.


EN em imaginit penaus emaouc’h adarre hoc’h-unan gant hoc’h eal mad en ur mesiou ledan, hac e velit an tu cleiz deoc’h an Diaoul asezet var un Tron huel ha bras gant cals a sperejou infernal en e guichen, hac ur vanden vras a dud monden tro-var-dro-dezâ pere a zeu oll d’en em humilia dirazàn, d’e anaout ha d’e enori evel o Mæstr hac o Autrou, darn evit ar pec’het-mâ, darn evit ar pec’het hont. Sellit pebez contananç a zalc’h an oll gourtisanet maleürus eus ar Roue abominabl-se. Sellit darn anezo fuloret gant ar gassouni, gant an avi ha gant ar goler, darn all oc’h en em laza ; darn all e chagrin hac e pres da zestum danvez ; darn all o songeal er vanite hep caout plijadur ebet a guement na ve inutil a vean, darn all sujet d’ar plijadurezou vil, corrompet ha breinet en o affectionou brutal. Sellit penaus emaint oll hep repos, hep urz hac hep reglamant ebet. Sellit penaus e teu an eil da zisprigeout eguile anezo ha n’en em gueront nemet hervez an apparanç. Erfin guelet a reot un assamble maleürus a dud quer geinet dindan ar Roue milliguet-se, ma ho pezo truez outo.

2. An tu deou considerit Jesus-Christ crucifiet, pehini gant ur garantez cordial a bed evit an esclavet guez-se d’an Diaoul, evit ma sortiint eus a zomination an Tyrant-se, ha ne baoues oc’h o guervell daventâ. Sellit ar vanden vras a dud devot a so en dro dezàn gant o Elez Gardien. Sellit peguer caër eo ar Rouantelez-se a zevotion. En so ebat guelet ar gompagnunez-se a Verc’heset, Gouaset ha Merc’het guennoc’h eguet ar fourdilis ; an assamble-se a Intâvezet leun eus a ur vortification hac a un humilite santel ! Considerit ar renq eus a un nombr bras a dud demezet, pere a vêv assambies en o Friedelez gant un hevelep douçder, hac un hevelep respet an eil evit eguile, ma tisquezont ervat ez e bras carantez Doue en o c’halon.

Sellit penaus ec’h accord an Eneou devot-se ar sourci eus o zieguez exterieur gant ar sourci eus o interieur, hac ec’h accordont ar garantez evit o Friedou a so var an douar gant ar garantez evit o Fried Divin a so en Eê. N’hoc’h eus nemet sellet outo partout, hac o guellot oll en ur gontananç santel, douç hac amiabl, o clevet hon Autrou Jesus-Christ pehini a garrent da blaci e creis o c’halon.

En em rejouissa a reont, mæs gant ur joa gracius, charitabl ha reglet mat ; en em garet a reont, mæs gant ur garantez sacr ha pur meurbet. Ar re a so affliget eus ar bobl devot-se, n’en em dourmantont quet cals, na ne gollont quet a gouraich : Bref ha c’hui na vel anaoulagat agreabl eus hor Salver, oc’h o c’honsoli, hac ii oll assambles o trei o c’halonou varzu ac ennân.

3. Quiteat hoc’h eus erfin Satan gant e vanden drist ha maleurus ; dre an affectionou mad pere hoc’h eus concevet, ha cousgoude ne douc’h quet choaz erruet gant ar Roue Jesus nac en em lequeat assambles gant e gompagnunez eürus ha santel a dud devot ; mæs ato ez ouc’h choumet e creis etre an eil hac eguile, me lavar etre Jesus ha Satan.

4. Ar Verc’hes santel gant Sant Joseph, Sant Lois, Santes Monica hac un infinite a Sent all pere a so e compagnunez ar re o deveus bevet etouez ar bed a zeu d’ho convia ha d’ho courachi d’en em lacat eus o c’hostez.

5. Ar Roue peini so bet crucifiet ho calv dre hoc’h hano propr : deut, o va mignon pe va mignones guer, deut, evit ma ho curunin.

Ar choas pehini a ra an Ene.

1. O bed fall, o trompler abominabl ! non, jamæs n’em guellot dindan hoc’h ansaign ; renoncet em eus evit mad d’ho plijadurezou ha d’ho vaniteou. O Roue a ourgouill, ô Roue a valeur, speret infernal, me hac’h abandon couls ha da oll bompou, me a tetest hac am eus cas ouz da oll œuvrou.

2. Hac oc’h en em gonvertissa ouzoc’h-u, va Jesus douç ha mad, Roue a eürusdet hac a c’hloar, me ho car gant an oll nerz eus va Ene ; me hoc’h ador a greis va c’halon, me ho choas bremàn hac evit biquen evit va Roue, hac evit va Frinç unic, m’en em offr da veza fidel deoc’h ato ; me a ra deoc’h un homaich ferm eus va c’halon ; m’en em soumet da oboissa d’ho Lezennou ha d’ho Gourc’hemennou santel.

3. O Guerc’hes sacr, va Itron guer, me ho choas evit va Rouanes, m’en em laca dindan hoc’h ansaign ; me a ofr deoc’h ur respet hac ur reveranç particulier. O va Eal mad, va fresantit d’an assamble sacr-se, n’am dilesit quet quen na vezin erruet gãt ar Gompagnunez eürus-se pe gant hini e lavaràn hac e livirin da jamæs, Gloar da Jesus, gloar da Jesus.




AN NAONTECVET CHABISTR.


CHetu ase’ta, va Philotee, ar meditationou requis hervez hon intention ; pa ho pezo ii great, it hardimant gant ur speret a humilite da ober ho Confession general ; Hoguen, me ho ped, na zeut guet d’en em droubli gant amprehansion ebet. Ar Scorpion pehini en deveus hor flemet, a so binimus oc’h hor flem ; mæs pa vez great eol anezàn, eo ur remed excellant a enep e flem e-unan. Ar pec’het ne de mezus nemet pa er greomp, mæs pa vez convertisset e Confession hac e Pinigen, e teu da veza enorabl ha profital d’hor silvidigpez. At Gontrition hac ar Gonfession a so quer caër, hac a so ganto ur c’huez quer mad, ma c’heffaçont ar vileni ha ma chasseont ar flear eus ar pec’her. Simon al Lofr a lavare oa Madalen pec’heres ; hoguen hor Salver a lavaras ne doa quet, ha ne gomse mui nemet eus ar parfumou hac eus an onganchou a c’huez-mad pere a scuillas ar Benitantes-mâ var e ben adorabl, hac ar garantez-vras pehini e devoa evintàn. Mar doump humbl erfat, Philotee, hor pec’het a zisplijo deomp infinimant, abalamour ma ze offanset Doue dreizàn ; mæs ar Gonfession eus hor pec’het a vezo douç hac agreabl deomp, abalamour ma zeo enoret Doue dreizi. Ur certen soulajamant hor bez o lavaret d’ar Medecin ar boan a vez oc’h hon tourmanti.

Pa viot erruet dirac ho Tad Spirituel, en em imaginit da veza var Menez Calvar dindan treid Jesus-Christ crucifiet, hac e c’hoad precius o tistilla a bep-tu evit ho coualc’hi diouz ho pec’hejou ; rac peguement bennac na ve quet ar Goad propr eus hor Salver, cousgoude ar merit eus e c’hoad squillet eo a zeu da arrousi en abondanç ar Benitantet etro ar Gonfessionalou. Digorit ervat eta ho caloun evit ober d’ar pec’hejou sortial anezi dre ar Gonfession ; rac dre ma sortiint emeas, ec’hantreo ar meritou precius a Bassion hor Salver enni, evit e c’harga eus a venedictionou.

Mæs cofessaït oll ervat, simplamant ha franchamant ; countantit ervat ho coustianç en dra-se ur veich : ha great quemense, selaouit an avertissamant hac an ordrenançou a roï servicher Doue deoc’h, ha livirit en ho caloun : Parlantit ouzin, va Autrou, rac ho servicher pe ho fervicheres ho cleo. Ya, Philoree, Doue eo a glevit, pa en deveus lavaret d’ar re a zalc’h e blaç : nep ho cleo am c’hleo-me. Grit goudese ar brotestation a so amâ varlerc’h, pehini a servich da gonclui hoc’h oll gontrition, hac a dleit da veza meditet ha consideret da guenta : lennit-hi attantivamant ha gant muy a regret a vezo possibl deoc’h.




AN UGUENTVET CHABISTR.


Ur Brotestation gaër evit imprima en Ene ar resolution da servicha Doue, hac evit conclui an actou a binigen.


ME pehini a sin amâ, en em lequeat e presanç Doue eternel hac e presanç an oll Gourtisanet celestiel, o veza consideret an drugarez infinit eus e vadelez divin em andret, crouadur indin ha dister ma zoun, crouet gantâ eus a netra, conservet, soutenet, dilivret diouz quement a zangerou, ha carguet eus a guement a c’hraçou : hoguen dreist peb-tra o veza consideret an douçder hac ar vadelez infinit pe gant hini en deveus ar Salver divin-se va zoleret ha va gouzanvet quement em pec’hejou, en deveus va inspiret quen-alies ha quen amiabl, oc’h va c’houvia d’en em amanti, hac en deveus quer patiant va gortoet da ober pinigen ha da regreti va buez tremenet bete-vremàn, ma emaoun en oat eus a quement-ma-quement a vloaveziou, en despet d’an oll ingrateri ha d’an oll infidelite am eus bet oc’h e offançi quen imprudant, o tifferi cheinch a zeiz-e-zeiz hac o tisprijout e c’hraçou : goude beza consideret penaus d’an deiz eus va Badiziant sacr e ouen quen eürus da veza santelamant gouestlet ha dediet d’am Doue evit beza unan eus e vugale, ha penaus a enep ar brofession hac ar bromessa pehini a oue great neuse em hano, ez oun bet quer maleürus ha quen detestabl da brofani ha da gourrompi va speret ; oc’h e applica hac oc’h e implija a enep e Vajeste divin. Erfin o tistrei bremâ enon-vahunan prosternet a galon hac a speret dirac an Tron eus ar Justiç divin, en em anavàn, en em avouàn hac en em accusàn penaus ez oun gant ræson cafet coupabl eus ar c’hrim a lez-Majeste divin, ha caus da Varo ha Passion Jesus-Crist, abalamour d’ar pec’hejou am eus coumetet, p’evit re eo bet maro hac en deveus souffret an tourmant eus ar Groas ; en hevelep-fæçon eta ma zoun dîn da veza da jamæs collet ha daounet.

Mæs oc’h en em drei varzu an Tron eus an drugarez infinit a Zoue eternel, goude beza detestet a greis va chaloun hac eus va oll nerz ar pec’hejou eus va buez tremenet, e c’houlennàn hac e requettàn humblamant graç, pardon ha misericord gant un absolven antier eus va c’hrim e vertuz ar Maro ha Passion eus va Autrou ha va Redemteur, pe var hini en em fountàn ec’his var ar fount uniq eus va oll esperanç. Avoui a ràn a nevez hac e teuàn da nevezi ar brofession sacr a fidelite, pehini a so bet great eus va ferz da Zoue pa ouen badezet, o renonç d’an drouc-speret, d’ar bed ha d’ar c’hic, o tetesti o zentationou, o sollicitationou, o vaniteou hac o c’honcupissanç maleürus evit an oll amser eus va buez hac evit an oll eternite ; hac oc’h en em gonvertissa ouz va Doue deboner ha truezus, e tesiràn, e proposàn, e tiliberàn hac en em resolvàn evit mad d’e servicha ha d’e garet bremàn hac eternelamant, o rei dezàn evit ar fin-se hac o consacri dezàn va speret gant e oll faculteou, va ene gant e oll buissançou, va c’halon gant e oll affectionou, va c’horf gant e oll santimanchou ha squianchou natural, o protefti penaus biquen mui ne abusin a netra-tout eus ar pez ma zoun, a enep e volontez divin hac e Vajeste souveren, pe da hini e teuàn d’en em sacrifia ha d’en em immoli a speret evit beza da jamæs ur c’hrouadur leal, oboissant ha fidel dezàn, hep e falfe din jamæs en em zislavaret na queuzi d’am resolution. Hoguen allas! ma c’hoarfe din dre dentation an adversour pe dre un infirmite humen bennac ober e nep fæçon ar c’hontrol d’ar resolution ha d’ar gonsecration-mâ pehini a ràn, e teuàn da brotesti a vremàn ha d’en em broposi, moyenant graç ar Speret-Santel, d’en em sevel eus ar stad-se evel ma en em santin couezet ennàn, oc’h en em gonvertissa adarre ouz an drugarez divin hep retardamant nac appel ebet. Quememàn eo va volontez, va intation ha va resolution ferm, pehini a avouàn hac a assuràn hep reservation nac exception ebet, er bresanç adorabl eus va Doue, dirac an Ilis Triomfant, ha dirac an Ilis Militant va Mam santel, pehini a gleo an declaration a ràn bremâ e personaich an hini pehini evel Officer dezi, am c’hleo en action-mâ. Ra blijo gueneoc’h, o va Doue eternel, oll-c’halloudec ha leun a vadelez, Tad, Map ha Speret-Santel, confirma enon ar resolution-màn, ha caout agreabl ar sacrifiç cordial hac interieur-mâ pehini a bresantàn deoc’h. Hac ec’his ma ze pliget gueneoc’h rei din an inspiration hac ar volontez d’e ober, roit din ivez an nerz hac ar c’hraç requis evit e accomplissa. O va Doue, c’hui eo va Doue, Doue va c’halon, Doue va ene, Doue va speret ; evellen hoc’h anavàn hac hoc’h adoràn bremâ hac evit an oll eternite Gloar da Jesus. Amen.



AR C’HENTA CHABISTR
varnuguent.
Conclusion evit ar burgation guenta-màn.


O Veza great ar brotestation-mâ, bezit attantif ha digorit diouscouarn ho calon, evit clevet a speret ar c’homsou eus hoc’h absolven pere a brononço e-unan Salver hoc’h ene asezet var an Tron eus e drugarez ebarz en Eê dirac an oll Elez hac an oll Sent, er memes amser ma teu ar Belec en e Hano d’hoc’h absolv amâ var an douar, en hevelep-fæçon ma teu an oll assamble-se eus ar re-eürus d’en em rejouissa o velet ar c’hraç-se deoc’h, ha da gana ar C’hantic Spirituel eus a ur joa pehini ne deveus quet e phar ; hac e roïnt oll ar poc a beoc’h hac a union d’ho calon goude beza lequeat e graç Doue.

Ah Doue, Philotee, peguen admirabl eo ar c’hontrat-se pe dre hini e rit un accord eürus ouz e Vajeste divin, pa zeut oc’h en em rei evel-se da Zoue, d’e c’hounit ha d’en em c’hounit hoc’h-unan ivez evit ar vuez eternel ! Ne rest mui deoc’h nemet sina a galon vad an act eus ar brotestation peini hoc’h eus great, ha tostaat goudese ouz an Auter da gommunia, eleach ma tui Doue ivez eus e goftez da sina ha da siella an absolven hoc’h eus recevet, hac ar bromessa pehini a ra deoc’h eus e Varados, oc’h en em lacat e-unan dre ar Sacramant evel ur c’hachet hac ur siel sacr var ho calon pehini a vezo ne-vezet-oll.

Er fæçon-se, a sonch din, Philotee, e vezo purget hoc’h ene diouz pec’het ha diouz an oll affectionou eus ar pec’het. Mæs evel ma teu an affectionou fall-se da sevel adarre facilamant en ene, abalamour d’hon infirmite ha d’hor c’honcupissanç, pehini a ell beza mortifiet hoguen non pas lazet na distruget endra vevomp amâ var an douar, me a roï deoc’h avisou, pere o veza pratiquet-mad, ho preservo hiviziquen diouz ar pec’het marvel ha diouz an oll affectionou anezàn, evit na allo jamæs caout plaç ebet en ho calon. Hac ec’his ma servich c’hoaz ar memes avisou evit en em burifia en ur fæçon parfetoc’h, e fell din, abarz o rei deoc’h, lavaret deoc’h un dra bennac var ar burete vrassoc’h ha parfetoc’h-se pe da hini e tefiràn ho cundui.




AN EIL CHABISTR VARNUGUENT.
Penaus e ranquer en em burgi diouz an affectionou d’ar pec’hejou veniel.


SUl-vui ma teu an deiz da sclerrât, sul-sclerroc’h e velomp er mellezour an andrejou tachet ha souillet eus hor bisaich. Evelse ive sul-vui ma teu ar sclerigen interieur eus ar Speret-Santel da sclerrât hor c’houstianç, sul-distinctoc’h ha sul-sclerroc’h e velomp ar pec’hejou, an inclinationou hac an imperfectionou pere a ell hon ampeich da dizout ar guir devotion : hac ar memes sclerigen pehini a ra deomp guelet an imperfectionou hac an defautou-se, a zeu d’hon toma ha d’hon excita d’an desir d’en em netaat ha d’en em burifia.

Rac-se’ta, va Philotee, ouspen ar pec’hejou marvel hac an affection d’ar pec’hejou marvel pe diouz re e veac’h en em burifiet dre an exerciçou a so merquet amâ diaraoc, ec’hanavezzot penaus hoc’h eus choaz en hoc’h ene cals a inclinationou hac a affectionou d’ar pechejou veniel. Ne lavaràn quet ec’hanavezzot pechejou veniel, mæs lavaret a ràn ec’hahavezzot hac e tisoloot an affectionou hac an inclinationou dezo. Diffaranç bras a so etre an eil hac eguile, rac ne ellomp jamæs beza pur antieramant diouz ar pec’hejou veniel, da viana evit choum pell er burete-se ; mss beza ec’hellomp ervat beza pur diouz peb affection d’ar pec’hejou veniel. Certenamant cals a so a ziffaranç etre lavaret gueier ur veich pe ziou evit farçal, evit nebeut a dra, hac etre en em blijout o lavaret gueier ha caout affection d’ar pec’het-se.

Hac e lavaràn bremâ penaus e rencomp purgi hon ene diouz an oll affedionou e deffe d’ar pec’hejou veniel, da lavaret eo penaus ne rencomp quet mezur volontieramant ar volontez da gontinui ha da berseveri e nep seurt pechet veniel ; rac ul lachete vras e ve deomp ive fallout gant hon anaoudeguez franc miret en hor c’houstianç un dra quen disagreabl da Zoue evel ma zeo ar volontez da fallout displijout dezâ. Ar pec’het veniel, peguer bian bennac ve, a zisplich da Zoue, peguement bennâc na zisplich quet dezàn quement, ma falfe dezàn hon daouni pe hor c’holl evit an seurt pec’het-se. Ha mar displich ar pec’het veniel da Zoue, ar volontez hac an affection pehini en deveus un den d’ar pec’het veniel ne de quen tra nemet ur resolution da fallout displijout d’e Vajefte divin. Ha possibl ve’ta e falfe da un ene disposet-mad, non pas hepquen displijout d’e Doue, mæs caout affection memes da zisplijout dezâ ?

An affectionou-se, Philotee, a so directamant control d’an devotion, evel ma zeo an affectionou d’ar pechet marvel control da garantez Doue : diminui a reont nerz ar speret, ampeich a reont ar gonsolationou divin, digueri a reont an nor d’an dentationou : ha peguement bennâc na lazont quet an ene, e rentont clân eftrainch. Ar c’helien, pa varvont en ongant precius, eme ar Fur, a zeu da goll ha da gorrompi ar c’huez-mad anezàn. Dre ar c’homsou-mâ e fell dezân lavaret penaus, pa n’en em arret nemeur ar c’helien var an ongant, ha pa na reont nemet e danvàn en ur dremen, ne gorrompont nemet ar pez a ya ganto anezàn, ar rest a chom en e antier ; hoguen pa varvomp emesq an ongant, e lammomp digantàn e bris ha ne reer istim ebet anezàn pelloc’h [2]. Dememes ar pec’hejou veniel oc’h erruout en un ene devot hep en em arreti pell enni, ne reont quet cals a zomaich dezi; hoguen mar deu ar memes pec’hejou-se da chom en ene dre an affection pehini e deveus dezo, e reont dezi hep douet ebet coll ar chuez-mad eus an ongant precius-mâ, da lavaret eo e reont dezi coll an devotion santel.

Ar c’hinit ne lazont quet ar guenan, mæs corrompi ar mel hac ambarrassi ar folennou anezàn gant o guiad a reont, en hevelep-fæçon na ell mui ar guenan ober o zieguez, ya pa chom ar c’hinit var o hent : evelse ivez ar pec’het veniel ne laz quet hon ene, mæs cousgoude e teu da gorrompi an devotion ha da ambarrassi puissançou an ene gant goual habitudou ha gant inclinationou fall, quement na ell mui exerci pront carantez Doue, rac eno eo e consist an devotion ; hoguen an dra-se a ententer pa en em arret ar pec’het veniel en hor c’houstianç dre an affection pehini a lequeomp ennàn. Nebeut a dra eo, Philotee, lavaret ur gaou dister bennâc, en em ziregli un nebeut en hor c’homsou, en hon actionou, en hor sellou, en hor guiscamanchou, e plesantereziou hac e choariou, nemet e chasseimp ar c’hinit spirituel-se quer buan ha ma vezzint antreet en hor c’houstianç, evel ma teu ar guenan da chasseal ar c’hinit corporel. Hoguen mar o lesomp d’en em arreti en hor c’halon, hac ouspen quemense mar quemeromp c’hoas plijadur oc’h o derc’hel hac oc’h o multiplia enni, e vellimp souden hor mel collet, hac ar guest eus hor choustianç ampoësonet ha ruinet. Erfin-oll e lavaràn ur veich c’hoaz, pebez apparanç a so e quemerre un ene mad plijadur o tifplijout d’e Doue hac o veza disagreabl dezàn, hac e falfe dezi caout volontez evit ar pez a oar ervat a dle e lacât d’en em facha outi ?




AN TREDE CHABISTR
varnuguent.
Penaus eo ret en em burgi diouz an affection d’an traou inutil ha dangerus.


AR c’hoariou, an ebatou, ar festou, an ajustamanchou, an divertissamanchou consideret enno o-unan ne dint quet droug, mæs indifferant, o veza ma ellont beza exercet-mad pe goual-exercet ; an traou-se cousgoude a so dangerus bepret, ha dangerussoc’h e c’hoaz en em attachi outo. Me lavar eta, Philotee, penaus peguement bennâc ma ve permetet c’hoari, ebata, en em ajusti, mont d’an divertissamanchou, asista er festou gant peb honestis ; cousgoude caout affection hac attaich ouz quemense a so un dra control d’an devotion ha meurbet noasus ha dangerus. Ober an dra-se ne de quet droug, mæs en em attachi ouz an dra-se a so droug. Domaich eo hada en douar eus hor c’halon affectionou quer vean ha quer sot-se : an dra-se a zeu da occupi plaç an affectionou-mad, ha da viret na zeu hon ene d’en em drei ouz traou-mad ha profitabl d’hor silvidiguez.

Evelse an Nazareanet gueichall en em abstene non pas hepquen diouz quement a alfe mezvi, mæs ive diouz ar ræsin memes. Ne de quet ma teuhe ar ræsin da vezvi un den, nemet abalamour ma zoa danger o tibri ræsin, na deuzie dezo ar c’hoant da efa guin ive. Ne lavaràn quet na ellomp en em servichout eus an traou dangerus-se ; mæs lavaret a ràn cousgoude n’hellomp jamæs lacât hon affection enno hep noasout d’an devotion. Ar c’harvet, pa en em guevont re lard, a zeu d’en em ecarti ha d’en em denna en o bojennou strouez, oc’h anaout ervat int carguet gant o lard en hevelep-fæçon na demaïnt quet e stad da redec buan, ma c’hoarfe dezo beza attaquet. Calon an den oc’h en em garga ivez eus an affectionou-se pere a so inutil ha dangerus, ne ell quet e guiryonez redec prontamant ha facilamant varzu e Doue, rac er poent-se eo e consist ar guir devotion. Evit guelet ar vugaligou oc’h en em affectioni hac oc’h en em doma varlerc’h balavennnet, den ne guef estrainch quemense, abalamour ma zint bugale ; mæs ha ne de quet un dra ridicul, p’evit lavaret guell, un dra deplorabl guelet tud great oc’h en em bressi hac oc’h en em affectioni varlerc’h bagatelezou quen indin evel ma zeo an traou am eus hanvet bremâ-souden, pere, ouspen ma zint inutil, hon laca e danger d’en em diregli ha da gundui ur vuez disordren oc’h o fourchu ? Ha rac-se, Philotee, e lavaràn deoc’h penaus e renquit en em burgi diouz an affectionou hac an attachou fall-se ; ha peguement bennâc na ve quet ato control d’an devotion ober an seurt exerciçou-se, cousgoude en em affectioni hac en em attachi outo a so bepret domachus dezi.




AR PEVARE CHABISTR
varnuguent.
Penaus e ranquer en em burgi diouz ar goual inclinationou.


BEza hon eus c’hoaz, Philotee, certen inclinationou natural pere, o veza ne dint quet sortiet eus hor pec’hejou hon-unan, ne dint quet propramant pec’hejou na marvel na veniel, mæs a so galvet imperfectionou, hac an acou anezo a so galvet defautou ha mancamanchou. Dre exempl, Santes Paula, hervez ma rapport Sant Jerom, e devoa un inclination vras d’an dristidiguez ha d’ar regret, en hevelep-fæçon ma veze ato e danger da vervel gant displijadur dre ma varve he bugale hac he fried diganti : an dra-se a yoa un imperfection ha non pas ur pechet, pa zoa a enep he meno hac he volontez. Beza ez eus meur a hini hac a so naturalamant scanv hac hedro, re-all o deveus un natural rust ha violant, re-all a so calet da receo avisou o hentez, darn a so inclinet d’ar fuperbite pe d’ar goler, darn-all d’ar garantez sansuel ; hac erfin ne gafer nemeur a dud na aller remercout enno un seurt bennâc a imperfectionou erc’hissè. Mæs peguement bennâc ma vent evel propr ha natural da bep-unan, cousgoude dre ar sourci a guemer un den da ober ar c’hontrol d’an imperfectionou-se, ec’hell o moderi hac o c’hourrija hac ec’hell so-quen en em zilivra hac en em burgi diouto : ha me a lavar deoc’h, Philotee, penaus eo ret memes e ober. Cafet ez eus moyen da geinch ar guez amandes chuero e guez amandes douç oc’h o zoulla hepquen en o grizien evit ober d’ar suco pe d’ar sustanç sortial anez Perac ne illimp-ni quet ivez ober d’hon humoriou ha d’hon inclinationou-fall sortial ac’hanomp evit dont da veza guell ? Ne deus natural, peguer mad bennâc ve, na ell beza rentet mechant dre ar goall habitudou : ne deus natural ive quer mechant na ell beza soupleat ha trec’het da guenta dre ar chraç a Zoue, ha goudese dre an diligeanç hac ar boan a laca un den d’en em gourrija. Me ya bremâ’ta da rei avisou ha da bropofi exerciçou, dre voyen pere e teuot a-ben da burgi hoc’h ene diouz an affectionou d’ar pec’hejou veniel, hac ec’hassurrot ive mui-ouz-vui ho coustianç a-enep peb seurt pec’het marvel. Doue ra roï deoc’h ar c’hraç d’o fratica ervat.





AN EIL QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,


Pehini a gompren naouspet seurt Avisou evit sevel an ene etrese Doue dre an Oræson hac ar Sacramanchou.




AR C’HENTA CHABISTR.
Var an necessite eus an Oræson.

1.
AN Oræson a zeu da sevel hon entendamant bete ar sclerigen hac an anaoudeguez a Zoue, ha da exposi hor volontez d’an dounder eus ar garantez celestiel ; ne deus netra’ta a guement a zeue da burgi quement hon entendamant dious e inorançou, hac hor volontez diouz e affectionou direglet, evel an Oræson. An dour a venediction eo, pehini oc’h arrousi ar plant eus hon desirou-mad, a ra dezo dont da c’hlasvesi ha da vleunvi ; goualc’hi a ra hon ene diouz e imperfectionou hac e tisalter hor c’halon diouz e fassionou hac e inclinationou-fall.

2. Hoguen dreist peb-tra e recommandàn deoc’h an Oræson mental ha cordial, ha particulieramant an hini a vez grêt var Buez ha Passion hor Salver ; oc’h e consideri alies dre ar veditation, e vezo carguet-oll hoc’h ene anezàn, e tescot en em gomporti eveldàn, hac e furmot hoc’h actionou diouz e re. En eo ar sclerigen eus ar bet : ennâ’ta, dreizàn hac evintàn eo e tleomp beza sclerreat hac illuminet : ar vezen a zesir eo dindan pehini e tleomp en em zisheaulia hac en em refresqui : ar feunteun beo a Jacob eo evit hor goualc’hi diouz hon oll lousdoni. Erfin ar vugale o clevet alies o mam o parlant outo, hac o c’hazouillat alies outi, a zesq alafin parlant eveldi ; ha ny o choum tost d’hor Salver dre ar veditation, hac o lacât evez ouz e gomsou, e actionou hac e affectionou, e resquimp moyenant e c’hraç desirout, lavaret hac ober eveldàn. Ret eo en em arreti eno, Philotee, ha credit dime ne ouffemp mont etrese Doue an Tad nemet dre an nor-se. Rac toudememes ec’his na ouffemp quet en em velet er sclacen eus a ur mellezour, nemet lequeat e ve stean pe bloum ountàn adrèn, ne ouifemp quet ive contempli ervat an divinite endra emaomp er bet-mâ, ma na vise en em unisset gant an humanite sacr eus hor Salver, peveus a hini ar vuez hac ar maro eo an objet ar c’honvenapla, ar joaiussa hac ar profitapla a ouffemp da choas evit hor meditation ordinal. Ne de quet hep sujet eo en em c’halv hor Salver ar Bara disquennet eus an Eê ; rac evel ma tle ar bara beza debret gant peb-seurt bouet all, evelse ivez e tle hor Salver beza meditet, consideret hac enclasquet en hon oll oræsonou hac en hon oll actionou. E vuez hac e varo a so bet disposet ha distribuet e naouspet seurt pouent gant cals a Autoret, evit servichout da veditation.

3. Impligit bemdez er Veditation-se un heur abarz ho lein, ha mar gu’illit, evel ma viot savet, abalamour ma vez neuse ho speret nebeutoc’h ambarasset, ha ma vez frescoc’h goude ar repos eus an nos, na liquit quet ivez ouzpen un heur da vedita nemet ho Tad spirituel en lavarre deoch expressamant.

4. Mar gu’illit ober an exerciç-se ebars en Ilis, ha chui da gaout eno aoualc’h a repos en ho speret, e Vezo eas ha commod bras deoc’h ; rac ne vezo nicun, na Tad na Mam, na Pried, na bugale na re-all a guement hoc’h ampeicho da choum un heur en Ilis, eleac’h er c’hontrol, ma choumac’h en ho Ty, ne allac’h quet en em assuri da gaout un heur quel libr-se, ha quer pesibl evel eno.

5. Commancit peb seurt Oræson quen Mental quen Vocal dre en em lacat e presanç Doue, ha dalc’hit-mad d’ar reglen-mâ bepret, hac e vellot e nebeut amser peguer profitabl vezo deoc’h.

6. Mar em c’hredit, e leverrot ho Pater, hoc’h Ave Maria, hac ho Credo e latin, mæs disqui a reot ivez entent ervat ar c’homsou anezo en ho langaich hoc’h-unan, evit d’ar fin, pa o leverrot el langaich commun eus an Ilis, ma c’hellot cousgoude saouri an traou admirabl hac agreabl sinifiet dre an oræsonou santel-se, pere a renquit da lavaret oc’h applica ervat ho songeson enno, hac oc’h excita hoc’h affectionou var ar pez a sinifiont ; ha na zeut morse tout d’en em hasta da lavaret cals, hoguen liquit ho poan da lavaret a galon ar pez a leverrot : rac ur Pater hepquen lavaret gant ur santimant vad, a dall mui eguet cals lavaret re vuan ha d’ar red.

7. Ar Chapelet a so ur fæçon profitabl meurbet da bidi, nemet ec’houiot e lavaret ec’his ma e dleet ; hac evit quemense ho pet unan-bennâc eus al levriouigou pere a zesq ar fæçon d’e recita. Mad eo ive lavaret Litaniou Jesus, ha Litaniou ar Verc’hes hac ar Sent, hac an oll pedennou-all vocal pere a so en Heuriou approuvet : e condition cousgoude, mar hoc’h eus an donæson eus an oræson mental, ma en em occupot principalamant gant hounnez. En hevelep-fæçon, ma na ellit quet e goude ober peden vocal ebet, abalamour d’hoc’h afferou pe da ur ræson-all bennâc, n’en em lequeot quet e poan evit quemense oc’h en em gontanti da lavaret simplamant quent pe c’houde ho Meditation, ar Pater noster, an Ave Maria hac ar Credo.

8. Mar santit en ho pedennou hac en hoc’h oræson vocal, ho calon tennet ha couviet d’an oræson interieur ha mental, na revusit quet mont dezi, ha list ho speret d’en em leusquel insansiblamant gant an inspirationou hac ar santimanchou mad-se, hep en em sourcial pe c’hui ho pezo echuet ar pedennou vocal ho poa da lavaret, pe c’hui n’ho pezo quet. Rac an oræson mental pehini ho pezo great en o leac’h, a so cals agreaploc’h da Zoue ha profitaploc’h d’hoc’h Ene. Excepti a ran ar pedennou pere ho pezo bet evit pinigen ; rac ar re-se a renquit da lavaret dre obligation.

9. Ma chouarfe na allac’h quet vaqui diouz ar mintin, d’an exerciç sacr-mâ eus an oration mental, pe abalamour da gals occupationou, p’evit ur sujet legitim-all bennac (ar pez a lequeot ho poan cousgoude da ziarben muia ma ellot) raparit da viana diouz ar pardaez ar mancamant-se da ur pouent hac a vezo pell varlerc’h ho repas ; rac ma e grac’h prest goude ho repas abarz ma ho pe digeret ho pouet, e veac’h assoupisset cals hac ho yec’het a ve interesset gant quemense.

10. Ma na illit epad an deiz ober an oræson mental-mâ, eo ret deoc’h rapari ar c’hol-se, o sevel alies ho calon etrese Doue var an deiz dre oræsonou jaculator ha dre al lectur eus a eul Lêvr devot bennâc, hac oc’h ober ur binigennig bennâc evit satisfia eleac’h an deffaut-se ; ha goudese grit ur resolution gre d’en em lacat e trein adarre an tro-nos da ober hoc’h oræson.




AN EIL CHABISTR.

Eleac’h ma tisquezeur ar fæçon da ober meditation, ha da guenta d’en em lacat e presanç Doue, pehini eo ar pouent quenta eus ar breparation.


MÆs ne ouzoc’h quet martese, Philotee, penaus e ranquer ober an oræson mental ; rac un dra eo ha n’er goar nemeur a dud en amser-mâ, siouaz ! ha rac-se me ya da bresanti deoc’h ur fæçon ver ha simpl d’e ober, o chortos ma c’hellot beza guell instruet dre al lectur eus a gals a levriou caer pere a so bet composet var ar sujet-se, ha dreist pep-tra dre an usaich hac an exerciç a reot hoc’h-unan eus ar veditation. Merca a ràn deoc’h da guenta ar breparation pehini a gonsist e daou bouent, peveus a re ar c’henta eo en em lacat e presanç Doue, hac an eil eo implori e assistanç. Evit en em lacat e presanç Doue, e proposàn peder moyen principal, peveus a re e c’hellot en em servichout er gommançamant.

Ar guenta moyen a gonsist en ur songeson hac en un application gre hac atantif var an oll bresanç a Zoue, da lavaret e, oc’h en em bersuadi penaus e ma Doue e peb-tra hac e peb leac’h ha ne deus andret na tra ebet er bed-mâ na d’ema presant ebarz gant guiryonez ; en hevelep-fæçon, ec’his ma quef al laboucet an ear ato p’eleac’h bennac e nigeont, evelse ive p’eleac’h bennac e zeomp, nac ema-oump, e quefomp Doue presant ato gueneomp peb-unan a oar ar virionez-mâ, hoguen peb-unan ne de quet attantif d’e c’hompren. Ar re zall, evit ha na velont ur Prinç, pehini a so presant dezo, ne lesont quet cousgoude, n’en em zalc’hont en ur respet bras, mar dint avertisset eus e bresanç ; mæs evit guir, abalamour n’er guelont quet, e c’hancounec’haont eas e ve presant ; hac oc’h e veza ancounec’heat, e collont c’hoaz eassoc’h ar respet hac ar reveranç evintàn. Allas, Philotee, ne vellomp quet Doue pehini a so presant deomp ; ha peguement bennâc ma hon avertis ar Feiz eus e bresanç cousgoude, ec’his n’er guelomp quet gant hon daoulagat, en ancounec’haomp alies, hac en em gomportomp neuse toudememes evel pa ve Doue pell diouzomp : rac, evidomp da c’houzout ervat penaus ema presant ato da bep-tra, quement a dal cousgoude evel pa n’er gouffemp quet, pa na sonjomp quet en drase. Ha rac-se abarz hon Oræson e rencomp atao applica hor speret da songeal gant un attantion vras penaus ema Doue presant oc’h hor guelet hac oc’h hor c’hlevet ; ar songeson gret-se eus a brefanç Doue oa a rea da Zavid lavaret ar c’homsou-mâ ; Mar pignan en Eê, o va Doue, c’hui a so eno ; mar disquennàn en Ifern, emaouc’h eno ivez. Hac evelse e tleont en em servichout eus a gomsou Jacob, pehini o veza guelet ar squeul sacr pehini a dize eus an andret ma edo bete an Eê, a lavaras , ô peguen terribl eo ar plaç-mâ, & guirionez Doue a so amâ, ha n’er gouien quet ; lavaret a falle dezàn, ne songe quet : rac ne alle quet ignori, na vise Doue eno hac e peb leac’h. Pa en em liquit eta da bidi Doue, o Philotee, e tleit lavaret a greis ho calon ha d’ho calon : ô va c’halon, va c’halon , ema Doue amâ e guiryonez.

An eil moyen d’en em lacat er bresanç sacr eus a Zoue, eo songeal, penaus ne de-ma quet Doue hepquen eleac’h ma emaouc’h, mæs ema choaz en ur fæçon particulier e gouelet ho calon ha diabarz ho speret, pe da hini e servich e bresanç divin da vuez ha da ene, o veza eno evel ar galon eus ho calon hac ar speret eus ho speret : rac ec’his ma en em guet hoc’h ene e quement corn so eus ho corf, o veza scuillet dreizàn oll, ha ma ra cousgoude e demeuranç particulier en ho calon ; dememes Doue peguement bennâc ma zeo presant da bep-tra, a so cousgoude presant d’ho speret en ur fæçon particulier ha special ; abalamour da se oa er galve David, Doue va c’halon, hac e lavarre Sant Paul, penaus e vevomp e Doue, e flachomp e Doue hac emaomp e Doue. O consideri eta ar viryonez-mâ, ec’h excitot en ho calon ur reveranç vras en andret Doue, pehini a so quer presant deoc’h.

An drede moyen d’en em lacat e presanç Doue, eo consideri hor Salver pehini en e humanite sacr a sell eus an Eê ouz quement den a so er bed, mæs particulieramant ouz ar Gristenyen, pere eo e vugale, ispicial ouz ar re a so en oræson, peveus a re e remerq an actionou hac ar gomportamant. Ne de quet un imagination simpl eo an dra-mâ, ur viryonez pur eo : rac peguement bennac n’er guelomp quet, cousgoude hor c’honsider ac’hano. Sant Stephan er guelas evelse pa oue Merzeryet : en hevelep-fæçon ma c’hellomp ervat lavaret gant ar Scritur ; chetu èn aont adren ar vuraill o sellet dre ar prenestou hac o lacat evez ouzin dre an dreillou.

Ar bedervet fæçon a gonsist oc’h en em servichout eus an imagination hepquen, oc’h en em represanti hor Salver en e humanite sacr evel pa ve en hor c’hichen, ec’his ma vezomp custum d’en em represanti hor mignonet ha da lavaret, me a sonch din e velàn hen-a-hen oc’h ober an dram’andra, semblantout a ra din e velet, pe un dra bennâc evelse. Hoguen mar be Sacramant an Auter presant eleac’h ma veac’h oc’h ober hoch Oræson, hounez a ve ur bresanç reel en effet ha non pas epquen en imagination ; rac ar speç hac an aparanç a vara a ve ec’his un tapisseri, pe adren hini e ve hor Salver realamant oc’h hor guelet hac oc’h hor c’honsideri, evit ha n’er guelomp eno en e furm propr. En em servichout a reor a unan bennâc eta eus ar peder moyen-mâ da lacat hoch ene e presanç Doue abarz antren en Oræson, ha ne de quet a propos deoc’h o implija oll assambles nemet-unan beveich hepquen, hac an drase brefamant ha simplamant.




AN TREDE CHABISTR.
Var an Invocation, pehini eo an eil pouent eus ar Breparation.


AN invocation a vez great er fæçon-mâ : hoc’h ene oc’h anaout ervat ema e presanç Doue, a zeu d’en em brosterni dirazàn gant ur reveranç ar vrassa, oc’h en em avoui meurbet indin da chom dirac ur Vajeste quer souveren : ha cousgoude oc’h anaout ervat e fell d’e vadelez quemense, e teu da c’houlen ountan ar c’hraç d’e servicha ha d’e adori ervat er Veditation-se. Mar quirit, ec’hillit en em servichout eus a ur c’homsou bennâc hac a vezo ber ha fervant, evel ma zeo ar re-mâ da Zavid : N’am strinquit quet eus ho faç, va Doue, ha na lammit quet digueneèn ar faveur eus ho Speret Santel. Toalit ar sclerigen eus ho Pisaich var ho servicher pe ho servicheres ma zoun ; pliget gueneoc’h diselei va daoulagat hac e considerin an traou admirabl a so ranfermet en ho Lesen ; roit din an intelligeanç, hac ec’h appliquin va speret da anaout ho Lesen hac e sentin outi a greis va c’halon. Me a so servicher pe servicheres deoc’h, roit din ar speret da gompren ar pez hoc’h eus discleriet din ; ha comsou all evelse.

En em adressi a reot ive d’hoc’h Eal Gardien ha d’ar Personachou santel pere a so comprenet er Myster, pehini a veditit : dre exempl er Mister eus a Varo hor Salver ec’h ellot invoqui an Itron-Varia, Sant Ian, ar Vadalen, al Laer deou, evit ma c’hobtenint deoc’h ar c’hraç da gaout un darn eus ar memes santimanchou ha mouvamanchou interieur pere a recefsont er Myster-se. Ha pa veditot var ho maro hoc’h-unan, ec’hellot invoqui hoc’h Eal mad, pehini en em gafo presant eno, evit ma c’hinspiro deoc’h considerationou convenabl. Ha toudememes a reot er mysteryou all. .




AR PEVARE CHABISTR.
Var ar broposition eus ar Myster, pehini eo an trede fouent eus ar breparation.


GOude an daou bouent ordinal-mâ eus ar Veditation, ez eus un trede pehini ne de quet commun da bep seurt meditationou, darn er galv representation eus al leac’h, ha darn all, quentel interieur : mæs ne de quen tra nemet proposi d’hon imagination ar c’horf eus ar Myster pehini a fell deomp da vedita, evel pa er guellomp en effet visiblamant en hor presanç. Dre exempl mar fell deoc’h medita hor Salver er Groas, en em imaginot penaus emaouc’h var menez Calvar, hac e velit quement a oue great ha lavaret eno d’an deiz eus e Bassion : pe mar quirit, rac ar memes tra eo, en em imaginot penaus eo eleac’h ma emaouc’h memes eo e crucifiet hor Salver er fæçon ma en discrif an Evangelistet. Toudememes a reot pa veditot var ho maro, evel ma em eus èn merquet er veditation pehini a so dresset diaraoc var ar sujet-se, hac ive pa veditot var an Ifern ha var an hevelep Mysteriou-se oll, eleac’h ma ze quistion eus a draou visibl ha sansibl : rac evit ar Mysteriou all eus ar c’hrandeur a Zoue, eus an excellanç eus ar vertuziou, eus ar fin p’evit hini ez omp crouet, pere a so traou invisibl, ne de quet quistion d’en em servichout eus an seurt imagination-mâ : guir eo, ec’hal-léur ervat implija un hevelediguez hac ur gomparæson bennâc evit sicour ouz ar gonsideration ; mæs an drase a so dificil bras da rancontr ; ha ne fell din treti gueneoc’h nemet simpla ma ze possibl, en hevelep fæçon ne vezo quet ho speret cals ambarasset oc’h inventi imaginationou.

Dre voyen an imagination-se e ranfermomp hor speret er Myster pehini a fell deomp da vedita, evit na daï quet da redec ha tum’ha tuont, ec’his ma vez ranfermet ul labouç en ur gaouet. Ur re bennâc a lavaro deoc’h cousgoude penaus e quenver en em represanti ar Mysteriou-se, ez e cals guell songeal enno simplamant dre ar feiz, hac o c’honceo spirituelamant hepquen, pe-autramant consideri penaus e tremen an traou-se en ho speret propr ; hoguen an dra-se a so re subtil evit nep so c’hoaz o commanç ober oræson, ha quenavezo Doue d’ho tiorren hueloc’h, e ven avis deoc’h, Philotee d’en em zerc’hel en draouyen isel pehini a zisquezàn deoc’h.




AR PEMPET CHABISTR.
Var ar Gonsideration, pehini eo an eil quevren eus ar Veditation.


GOude an action eus an imagination ec’heul an action eus an entendamant, pehini a c’halvomp Meditation ha ne de quen-tra nemet unan pe gals a gonsiderationou great, evit excita hon affectionou en andret Doue hac e quènver an traou divin ; hac en dra-se eo ez e dizènvel ar veditation diouz ar studi ha diouz ar songesonou ha considerationou-all, pere ne de quet evit acquisita ar vertuz pe garantez Doue eo e vezont great, mæs evit ur fin hac un intention-all bennâc, evel ma zeo evit beza gouiziec, peautramant evit scrifa pe disput var quemense. O veza’ta ranfermet ho speret, evel am eus lavaret, ebarz er sujet pehini a fel deoc’h da vedita, daoust pe dre an imagination, mar deo sansibl ar sujet, pe dre ar songeson hepquen, mar deo insansibl ; e commançot da ober varnezàn considerationou, peveus a re e vellot exemplou furmet ha dresset-oll er meditationou am eus roet deoc’h amâ diaraoc. Mar quef ho speret aoualc’h a c’hout, a sclerigen hac a frouez en unan eus ar c’honsiderationou, en em arretot enhi, hep mont pelloc’h; oc’h ober evel ar guenan pere ne guitaont quet ar fleur endra quefont mel enhi da zestum ; mæs ma na guifit quet a c’hout hervez ho souet en unan eus ar c’honsiderationou, goude beza marc’hateat hac esseat un nebeut e tremennot da un all ; hoguen iit adoug-ho-cam ha gant simplicite ebarz en affer-mâ hep en em bressi nac en em inquieti na cals na nebeut.




AR C’HEC’HVET CHABISTR.
Var an affectionou ha resolutionou, pehini eo an drede quevren eus ar Meditation.


AR Meditation a zigaç mouvamanchou ha santimanchou mad en hor volontez, evel ma zeo carantez Doue ha carantez an Nessa, an desir d’ar Barados ha d’ar C’hloar, ar c’houant bras da gontribui e silvidiguez an eneou, an imitation eus a vuez hor Salver, ar gompassion, an admiration, ar rejouissanç, an doujanç rac droulanç Doue, rac ar Varn hac an Ifern : ar gassouni ouz ar pec’het; ar fizianç er vadelez hac en drugarez a Zoue ; ar vez hac ar gonfusion o consideri ar goual vuez hon eus cunduet. Hac e tle hor speret en em arreti en affectionou-mâ muia ma vezo possibl.

Ne rancac’h quet cousgoude, Philotee, en em arreti quement en affectionou general-se na zeuac’h d’o c’honvertissa e resolutionou particulier evit en em gourrija hac en em amanti. Dre exempl, ar guenta coms a lavaras hor Salver var ac Groas a broduo suraoualc’h un affection vad en hoc’h ene d’e imita, da c’houzout eo an desir da bardoni d’hoc’h adversourien ha d’o c’haret. Hoguen me lavar bremâ penaus eo nebeut quemense, ma na ajoutit var an desir-se ur resolution particulier er fæçon-mâ. Hebien eta n’en em choquin mui evit ar c’homsou dipitus-se a lavaro hen-a-hen var va foues, n’en em fourmalisin mui evit an disprijanç-se a raï hen-a-hen achanon, er c’hontrol me a lavaro hac a raio an drama’n-dra evit e c’hounit hac e appesi, hac evelse evit an nemorant-all. Dre ar voyen-mâ, Philotee, e courrigeot ho fautou e ber amser, eleac’h mar en em gontantit gant an desirou hac an affectionou hepquen, n’er greot nemet dre un hir amser ha dre gals a boan.




AR SEIZVET CHABISTR.
Var ar Gonclusion hac ar Boquet spirituel.


ERfin eo ret conclui ar Veditation dre deir action pere a ranqueur da ober gant brassa humilite a so possibl. Ar guenta eo an action a c’hraç o trugarecât Doue eus an affectionou hac ar resolutionou en deveus roet deomp, hac eus e Vadelez hac e drugarez pere hon eus anavezet er Myster eus ar veditation... an eil eo an action a offranç, pe dre hini ec’h offromp da Zoue e vadelez hac e drugarez memes, ar maro, ar goat hac ar vertuziou eus e Vap pe gant re ec’hunissomp hon affectionou hac hon resolutionou... An drede action eo ar supplication pe dre hini e c’houlennomp ouz Doue hac er suppliomp da gommunica ouzomp ar graçou hac ar vertuziou eus e Vap, ha da rei e venediction d’hon affectionou ha d’hon resolutionou, evit ma c’hallimp o executi fidelamant : ha goudese e pedomp ivez evit an Ilis , evit hor Pastoret, hor c’herent, hor mignonet, hac ar re all, oc’h implija evit quemense an intercession eus an Itron Varia, eus an Elez hac eus ar Sent ; er fin em eus merquet penaus e tliet lavaret ar Pater noster hac an Ave Maria, pehini eo ar beden general ha necesser d’an oll Gristenien fidel.

Var guemense oll em eus ajoutet penaus oa ret destum ur boquedic a zevotion : ha chetu amâ petra a fell din da lavaret. Ar re a vez en em bourmenet en ur Jardin gaër, ne sortiont quet laouen anezi anes quemeret en o dourn ur peder pe bemp fleuren da ober ur boquet anezo evit e chuezza hac e zouguen epad an deiz : evelse ivez hor speret o veza en em bourmenet ha discourset var ur Myster bennâc dre ar veditation, e tleomp choas unan pe zaou pe dri bouent, ar re hor bezo cafet muia d’hor gout, hac ar re bropra d’hon avançamant, evit caout memor anezo epad an deiz hac evit o c’hueza evel ur Boquet spiriruel. An dra-se ervad a vez great var al leac’h memes ma hor bez great ar veditation oc’h en em antreteni hac oc’h en em bourmen en hor part hon-unan var guemense un nebeut amser goudese.




AN EIZVET CHABISTR.
Eleac’h ma roer avisou profitabl meurbet var ar sujet eus ar Meditation.


REt eo, Philotee, pa ho pezo finisset ho meditation e talc’hac’h memor eus ar resolution ho pezo quemeret, evit beza sourcius d’ho fratica en deiz-se ; hennez eo ar profit bras eus ar veditation, anes pehini e vez alies non pas hepquen inutil, mæs noasus, abalamour ar vertuziou meditet hep beza pratiquet, a laca ar speret aviziou d’en em c’hueza ha d’en em ourgouilli : rac hon amour propr a ro deomp da gridi penaus ez omp ar pez ma zomp en em resolvet da veza ; quemense a so guir mar de ferm ha sincer hon resolutionou ; mæs eleac’h beza sincer, ezint er c’hontrol vean ha dangerus, ma na vezont pratiquet ; ret eo’ta lacat peb-tra en usaich evit o fratica ha na lessot quet an occasionou a guemense da dremen ebiou, pe y bian pe y bras. Dre exempl mar em bez quemeret ar resolution da c’hounit dre zouçder speret ar re a zeu d’am offançi, e clasquin en deiz-se an occasion d’o rapcontr evit o saludi ; ha ma na allàn o rancontr, e liquin da viana va foan da lavaret vad anezo ha da bedi Doue evito.

Pa sortiot eus an oræson cordial-sè, e renquit lacât evez na lessac’h ho calon d’en em rei ouz traou-all, rac scuilla a rac’h ar baum hac al liqueur precius hoc’h eus recevet enni dre voyen an oræson ; me a fell din lavaret e renquit, mar d’e possibl, miret un dra bennâc a silanç ha douguen gouestadic ho calon eus an oræson d’hoc’h afferou-all, o terc’hel-mad, hirra ma ellot, d’ar santimanchou ha d’an affectionou pere ho pezo concevet. Un den en deffe recevet en ur porcelinen gaer ul liqueur bennâc a bris bras evit e douguen d’e dy, a yae a doug-e-gam hep sellet a gostez, hoguen sellet a rae aviziou dirazàn gant aon na heurte e droat ouz ur mean bennâc ha na rae ur goall gamet, hac aviziou-all ouz e borcelinen da velet hac y na gostezze quet an eil tu muguet eguile : chetu eno petra a dleit da ober o sortial eus ar veditarion. N’en em droït quet en un taol-cont ouz traou ar bed, hoguen sellit en ho raoc simplamant, evel a c’hoarfe mar rancontrac’h unan bennâc ha ne ouffac’h quet en em exanti da barlant ountâ pe d’e glevet, eo ret en em accommodi diouz quemense, mæs en hevelep-fæçon ma lequeot evez na zeuac’h da goll ar frouez eus hoc’h oræson, ha ma er c’honservot muia ma vezo possibl deoc’h. Ret eo so-quen e teuac’h d’en em accustumi da c’houzout tremen eus an oræson da guement seurt occupation legitim a c’houlen digueneoc’h ar stad hac ar vocation ma emaouc’h enni, peguement bennâc ma seblante an occupationou-se beza pell diouz an affectionou pere hoc’h eus recevet en oræson. Da lavaret e penaus e tle ur Marc’hadour, dre exempl, gouzout tremen eus an oræson d’an trafic ; ur c’hreg a dle gouzout tremen eus an oræson d’an deveriou eus he zieguez, hac ur plac’h d’he servich gant un hevelep douçder hac un hevelep repos a speret, na vezo troublet nac inquietet morsetout evit quemense : rac pa zeo an eil hac eguile hervez volontez Doue, eo ret tremen eus an eil d’eguile gant ur speret a humilite hac a zevotion.

Ret e c’houffac’h ive penaus ec’h erruo gueneoc’h aviziou ma vezo tomet oll hoc’h affection ouz Doue incontinant goude ar breparation : neuse, Philotee, eo ret leusquel ar vrid ganti hep fallout heul ar metod pehini am eus roet amâ deoc’h : rac peguement bennâc ma tle ar gonsideration peurvuia mont eraoc an affectionou hac ar resolutionou, cousgoude pa ro deoc’h ar Speret-Santel an affectionou abarz ar gonsiderarion, ne dleit quet en em lacat e poan da glasq ar gonsideration, pehini ne vez great nemet evit excita hac evit toma an affection. En ur guer quen alies gueich ma en em bresanto an affectionou deoc’h, e renquit o receo hac ober plaç dezo, pe ii a erruo quent pe ii a erruo goude an oll gonsiderationou : ha peguement bennâc ma em be lequeat an affectionou varlerc’h an oll gonsiderationou, n’em eus-èn great nemet evit difaranti guell ar guevrennou eus an oræson : rac erfin ur reglen general eo penaus ne ranquer jamæs derc’hel an affectionou, mæs ret e o lesel ato da sortial pa en em bresantont.

Ar pez a lavaràn a so non pas hepquen evit an oll affectionou, mæs c’hoaz evit an actionou a c’hraç, a ofranç hac a beden pere a alleur da ober etouez ar gonsiderationou : rac ne ranquer quet o derc’hel quen nebeut hac an affectionou ; peguement bennâc ma ranquer o repeti hac o c’hemeret adarre pa gonclueur ar Veditation ; mæs evit ar resolutionou a ranqueur da ober goude an affectionou hac e fin an oll meditation eraoc ar gonclusion ; rac, ma ho graemp e mesq an affectionou, ec’his ma hon eus d’en em represanti objedou particulier ha familier evit quemense, hon lacaent e danger da gaout distractionou. Etouez an affectionou hac ar resolutionou e ve mad en em servichout a ziscours hac a antretien o parlant aviziou ouz hor Salver, aviziou ouz an Elez hac ouz ar personachou a so represantet er Myster, hac aviziou-all ouz ar Sent, hac ouzomp hon-unan, ouz hor c’halon, ouz ar bec’herien ha memes ouz an traou maro hac insansibl, evel ma veleur e ra David en e Salmou, ha ma o deveus-èn great ar Sent-all en o meditationou hac oraæsonou.




AN NAVET CHABISTR.
Evit an degout pehini a erru er Veditation.


MAr gu’erru gueneoc’h, Philotee, n’ho pezo gout na consolation ebet er veditation, me ho ped, na zeuot quet d’en em droubli evit quemense ; ho pezet recours neuse dar beden vocal, gouelit hac huanadit dirac hor Salver ; avoueit ountâ ervat ez ouc’h indin e roe gout ebet deoc’h, pedit-èn cousgoude d’ho sicour, poquit d’e Imaich, mar hoc’h eus-èn, livirit dezàn ar c’homsou-mâ eus a Jacob, n’ho lisin quet quen ho pezo roet din ho penediction, peautramant ar c’homsou-mâ eus ar Gananeen : ya, va Autrou, me a ene ervat ne doun nemet ur c’hi pe ur guies, mæs ar chass o devez ar brusun diouz taol o mestr da zibri.

Aviziou-all quemerit ul lêvr en ho tourn ha lennit-èn gant attantion quen a vezo deuet ho speret d’en em ziuna ha da guemeret gout en Oræson ; excitit ho calon dre ur mouvamant hac ur fæçon exterieur bennâc a zevotion, oc’h en em brosterni d’an douar, pe o lacat ho taouarn a groas var ho stomac pe o vriata ur Grucifi, ya nemet e viot un tu bennâc en ho part hoch-unan. Ma na vezit quet c’hoaz consolet evit quemense tout, peguen degoutet bennâc na peguer seac’h bennâc en em gaffach n’en em droublit quet, mæs continuit d’en em zerc’hell en ur bostur devot e presanç ho Toue. Peguement a gourtisanet a so hac ïa cant gueich er bloaz da gambr ar Roue hep caout esperanç ebet da barlant ountâ nemet hepquen evit beza guelet gantàn hac evit renta dezàn ho respejou hac o deveriou ? evelse, va Philotee, eo e tleomp dont d’an Oræson santel puramant ha simplamant evit renta hon dever da Zoue ha disquez dezàn hor fidelite ; mar deo agreabl gant e Vajeste divin parlant ouzomp, hac en em antreteni gueneomp dre e inspirationou santel hac e gonsolationou interieur, e vezo certenamant un enor hac ur blijadur vras quemense deõp ; hoguen ma na blich gantàn ober deomp ar c’hraç-se, oc’h hon lesell eno hep ober man ac’hanomp muguet ha pa n’hor guelle ha pa na vemp quet en e bresanç, ne dleomp quet cousgoude en em rebuti na mont en hon rout, quent-se chom a dleomp eno dirac ar Vajeste souveren-se gant ur respet hac ur batfetet vras, ha neuse suraoualc’h e cafo agreabl hor patiantet, hac e remerquo hon assiduite hac hor perseveranç ; en hevelep fæçon, pa zistroimp ur veich-all dirazàn, ma hor favoriso ha ma en em antreteno gueneomp dre voyen e gonsolationou, oc’h ober deomp tâvan an douçder eus an oræson ; mæs pa n’er grae quet, en em gontantomp, Philotee, ma zeo un enor bras deõp ato beza en e guichen hac en e bresanç.




AN DECVET CHABISTR.
Var an Exerciç evit ar Mintin.



Uspen an oræson mental ma hon eus comset anezi, hac an oræsonou-all vocal ma zouc’h obliget d’o ober ur veich en deiz, ez eus pemp seurt-all a oræsonou berroc’h, hac a so evel ar bouillaç eus an oræson vras-se : ar guenta eo an hini a vez grêt diouz ar mintin, evel ur breparation general d’an oll œuvrou eus an deiz ha chetu amâ penaus e greot.

1. Trugarecaït hac adorit Doue humblamant evit ar c’hraç en deveus grêt deoc’h d’ho peza conservet en nos tremen, ha mar beac’h dre valeur couezet en ur pec’het bennâc, goulennit pardon ountàn.

2. Considerit penaus ne d’e roet an devez presant deoc’h nemet evit gounit an devez eürus eus an eternite, hac e reot ur propos ferm da implija ervat an devez en intention-se.

3. Guelit dre avanç pe seurt afferou pe seurt occupationou ha pe seurt occasionou ho pezo en deiz-se da servicha Doue ha pe seurt tentationou a allo erruout gueneoc’h d’e offansi pe dre goler, pe dre vanite pe dre un dereglaraant-all bennâc, hac en em breparit gant ur resolution santel da implija ervat ar moienou pere a dle en em offr deoc’h da sevicha Doue ha da augmenti ho tevotion : evel er c’hontrol en em zisposit da evita ervat, da gombati ha da drec’hi ar pez a ell en em bresanti control d’ho silvidiguez ha da c’hloar Doue : ha ne de quet aoualc’h ober ar resolution-se, ret eo ivez prepari ar moyenou d’e executi ervat. Dre exempl mar guelàn, em eus da dreti un affer bennâc gant un den hac a so colerus, e quemerin ar resolution non pas hepquen da viret n’en offansin, mæs c’hoaz d’en em servichout eus a gomsou douç evit gounit e speret, peautramant e pedin ur re bennâc d’am sicour d’e doleri. Mar guelàn ec’hallin bisita un den clàn, e tisposin an heur, ar gonsolation hac ar sicour am eus da rei dezàn hac evels evit an nemorant-all.

4. Quemense great, en em humiliit dirac Doue, oc’h anaout ervat penaus ac’hanoc’h hoc’h-unan ne ouffac’h ober netra eus ar pez hoc’h eus diliberet daoust p’evit tec’het diouz an droug, daoust p’evit ober ar mad : Hac evel pa zalc’hac’h ho calon etre ho taouarn, offrit-èn gant hoc’h-oll desseinou mad d’ar Vajeste a Zoue, oc’h e supplia d’ho quemeret dindan e brotection ha d’ho crehat evit ma er servichot fidelamant ; hac evit ar sujet-se livirit mui a galon eguet a c’henou : O va Doue, chetu amàn ar galon baour ha miserabl-mâ, pehini dre ho madelez e deveus concevet cals a affectionou hac a resolutionou mad evit ho servich ; hoguen allas ! caër e deveus en em efforci da glasq effectui ar mad a zesir da ober, nemedoc’h-hu a rohe dezi ho penedidion celestiei, pehini a c’houlennàn ouzoc’h en intention-se, o Tad deboner, dre ar merit eus a Bassion ho Map quer, en enor da behini e consacràn hac e c’hoffràn an dervez-màn hac ar rest eus va buez. Invoquit ar Verc’hes hon Itron, hoc’h Eal mad hac ar Sent, evit ma hoc’h assistint e quenver quemense. Mæs an oll actou spirituel-màn a dle beza great e ber gomsou ha gant ferveur abarz sortial eus ho ty , mar de possibl, evit dre voyen an exerciç-se ma couezo benediction Doue var guement a reor epad an deiz ; hoguen me ho ped, Philotee, na vancot jamæs d’an dra-man.


————




AN UNECVET CHABISTR.
Var an Exerciç diouz an nos ha var an Examen a Goustianç.


EC’his ma tleit ober ul lein spirituel dre voyen ar veditation abarz ho lein temporel, e tieit ivez abarz ho coan temporel, ober ur goanic spirituel pe da viana ur gollation devot ha spirituel. Quemerit eta un amser bennâc abarz pouent ho coan, hac o veza en em brosternet dirac Doue, destumit ho speret ec’hars treid Jesus-Christ crucifiet, pehini a represantot deoc’h hoc’h-unan dre ur gonsideration simpl ha dre ur guel interieur ; elumit adarre an tan eus ho meditation diouz ar mintin en ho calon, oc’h e sevel etrese ar Salver divin-se eus hoc’h ene dre actyou fervant a esperanç, a humilite hac a garantez, peautramant o repeti ar poenchou ho pezo saouret muia en ho meditation diouz ar mintin, pe oc’h en em excita dre ur sujet-all a nevez evel ma queffot guella.

Evit an examen a goustianç pehini a dleer ato da ober abarz mont da gousquet, peb-unan a oar penaus a ranquer e fratica. Da guenta e trugarecaomp Doue d’hor beza conservet epad an deiz. D’an eil ec’h examinõp penaus ez omp en em gomportet e quement heur a so en deiz ; hac evit ober eassoc’h a-se an examen-se, e considerrimp p’eleac’h, pe gant piou, ha pe en occupationou ezomp bet. D’an trede mar quefomp hon eus great ur mad bennâc, e trugarecaomp Doue eus a guemense : mar hon eus great er c’hontrol un droug bennâc, pe dre songesonou, pe dre gomsou pe dre oeuvrou, echoulennõp pardon a guemense ouz e Vajeste divin, hac e quemeromp ar resolution da vont da gofes er guenta occasion, ha da lacat hor poan d’en em amanti. D’ar pevare e recommandomp d’ar brovidanç a Zoue hor c’horf, hon ene, an Ilis, hon tud, hor c’herent hac hor mignonet. Erfin e pedõp ar Verc’hes hon Itron, hon Eal mad hac ar Sent da gaout sourci ac’hanõp ha da veilla evidomp ; ha goude beza goulennet e venection ouz Doue, e zeõp da guemeret ar repos pehini a so necesser deomp.

Ne dleer jamæs mancout d’an exerciç-mâ diouz an nos quennebeut ha d’an hini diouz ar mintin : rac dre an exerciç diouz ar mintin e tigorit prenestou hoc’h ene d’an Heaul a justiç, ha dre an exerciç diouz an nos o serrit ouz an devaligen eus an Ifern. An eil hac eguile a gueffot e Lêvr ar C’hanticou Spirituel.




AN DAOUZECVET CHABISTR.
Var ar Retret Spirituel.


PHilotee, amâ eo e tesiràn a greis va c’halon, ec’heuliac’h va avis : rac unan eo eus ar moyenou assura d’en em avanç en hent eus ho silvidiguez. Antretenit liessa ma c’hellot ahet an deiz ho speret e presanç Doue dre voyen unan bennâc eus ar peder fæçon am eus merquet deoc’h en eil chabistr eus ar guevrern-mâ : sellit petra a ra Doue, ha petra a rit hoc’h-unan ; guelet a reot e zaoulagat troet varzu-ac-enoc’h hac o sellet ouzoc’h continuelamant gant ur garantez hep e far. O va Doue, a leverrot-hu, petra n’am eus-me ar guel ac’hanoc’h ato, couls ha ma hoc’h eus ato ar guel ac’hanon ? perac e songit-hu enon-me quement, o va Autrou ; ha perac e songeàn-me enoc’h-hu quen nebeut ; p’eleac’h emaomp-ni, o va ene ? hor guir blaç eo Doue, ha p’eleac’h eo en em guefomp-ni ?

Evel ma o deveus al laboucet o neiziou evit en em retira enno pa o devez izom, ha ma o deveus ar c’harvet o bojennou hac o c’hreou pe en re en em boulsont hac e cuzont evit quemeret ar frescadurez hac an disheaul en han ; toudememes, Philotee, e tle hor c’halonou quemeret ha choas ur plaç bennâc bemdez pe var Menez Calvar, pe e gouliou hor Salver, pe en tu-all bennâc a dost dezàn, evit en em retira eno e peb-seurt occasion hac evit en em disquiza diouz an occupationou exrerieur, ha beza eno evel en ur c’hre evit en em zifen ouz an dentationou. Eürus vezo an Ene a allo lavaret d’hor Sslver gant guiryonez ; c’hui eo an ty eus va refuich, c’hui a so din ur c’hre assur, un doen a enep ar glao, hac un disheaul a enep an domder.

Ho pezet memor eta, Philotee, da ober ato cals a retrejou er solitud eus ho calon, oc’h antren alies a speret enoc’h hoc’h-unan, endra emaouc’h a gorf occupet etouez an dud hac en hoc’h afferou : hac ar solitud a speret-se, ar retret spirituel-se ne ell beza morsetout ampechet dre an nombr bras eus ar re so en dro deoc’h, rac n’emaint quet en dro d’ho calon nemet hepquen en dro d’ho corf, en hevelep-fæçon ma chom ho calon e-unan e presanç Doue. Hennez eo an exerciç a rea ar Roue David etouez quen alies a occupationou evel en devoa, eguis ma en ro e-unan da anaout e mil andret eus e Salmou ; evelse eo e lavar : o va Doue, me a so ato gueneoc’h ; me a vel ato va Doue dirazon ; me am eus savet va daoulagat var-zu-ac-enoc’h, o va Doue, c’hui pehini a ra ho temeuranç en Eê ; va daoulagat a so ato etrese Doue. An antretienou hac an occupationou en devez un den gant an dud ne dint quet ordinal quer serius na ell aviziou tenna e galon anezo, evit ober dezàn antren er solitud interieur-mâ.

Goude ma o devoa Tud Santes Cathel a Sienne lamet diganti peb commodite da bidi ha da vedita, hor Salver e inspiras da ober un oratoric interieur en he speret, evit en em retira ennàn spirituelamant hac evit ma chalfe vaqui d’ar solitud ha d’ar retret santel-mâ eus ar galon etouez an afferou exterieur. Hac ac’houdevez pa veze attaquet gant ar bed, ne receve incommodite ebet diountâ ; abalamour, emezi, ma en em anferme en he c’habinet interieur, eleac’h ma en em gonsole gant he fried celestiel. Evelse ivez pelloc’h e roe avis d’he bugale spirituel da ober ur gampr en o c’halon evit chom enni.

En em dennit a speret aviziou eta en ho calon , evit ma viot eno separet diouz an dud, ha ma c’hellot treti gant Doue calon ouz calon evit hoc’h ene, o lavaret ec’his David ; beillet em eus hac oun en em rentet henvel ouz ar pelican er solitud ; edon evel ma vezur gaouen er c’hoz edifiçou hac evel ma vez ur filip e-unan en doen : Ar c’homsou-mâ, ouzpen ar sinification literal anezo, pe dre hini e tisquezont penaus e quemere ar Roue bras-se un heur bennâc aviziou evit chom en e bart e-unan da gontempli traou spirituel, a ro deomp c’hoaz da entent, hervez ar sinification mystic anezo, teir seurt retret excellant, hac evel teir hermitaich pe en re ec’hellomp exerci hor solitud diouz an imitation eus hor Salver, pehini var menez Calvar a oue ec’his ar Pelican eus ar solitud, pehini a lavarer, a rent gant e c’hoad ar vuez d’e laboucet munut pa vezont maro : en e c’hinivelez en ur c’hraou desert e oue ec’his ar gaouen en ur c’hos edifiç o clem hac o vouela hor fautou hac hor pec’hejou ; hac en deiz ma pignas en Eê e oue henvel ouz ar filip, oc’h en em retira hac o nigeal en Eé, pehini a so evel an doen eus ar bed : en tri leac’h-mâ ec’hellomp ivez ober aviziou hon retret etouez an tracassou eus hon afferou hac hon occupationou. An Den eürus Elzear o veza bet absant pell-amser diouz e Bried devot ha chast hanvet delfina, e caças-hi betec ennâ un den expres da c’houzout penaus anezàn, hac e respontas-èn dezi ; yac’h oun manific, emezàn, va fried guer ; ha mar fell deoc’h va guelet, n’hoc’h eus nemet va c’hlasq er Chouli a gostez hor Salver douç ; rac eno e ràn va demeuranç, hac eno vezo em c’heffot ; inutil vezo deoc’h va c’hlasq un tu-all. Hemâ a ioa ur Christen mad.




AN TRIZECVET CHABISTR.
Var an inspirationou, an Oraæsonou jaculator hac ar songesonou mad.


EN em retira a reomp e Doue, abalamour ma c’haspiromp varzu-ac-ennàn, hac ec’haspiromp varzu-ac-ennàn evit en em retira ennâ, en hevelep-fæçon ma teu an aspiration etrese Doue hac ar retret spirituel d’en em antreteni ha d’en em souten an eil eguile, hac an daou dra-mâ a zeu eus ar songesonou mad. Aspirit alies eta etrese Doue ; Philotee, o sevell ho calon pront ha fervant varzu-ac-ennâ ; admirit ar guenet anezàn, goulennit sicour ountàn, en em strinquit a speret ec’harz treid ar Groas, adorit e vadelez, interrogit-èn alies e quenver ho silvidiguez, offrit dezàn hoc’h ene mil gueich en deiz, arretit ho taoulagat interieur var e zouçder, astennit ho tourn dezàn evel ur buguel d’e dad, evit ma ho cunduo, liquit-èn var hot peutrin evel ur boquet delicius, plantit-èn en hoc’h ene evel un anseîn, ha grit evelse mil seurt mouvamant eus ho calon evit elumi enni carantez Doue, hac evit en em excita da un deneridiguez ardant en andret ar Pried divin-se d’hoc’h ene.

Evellen eo e reer an Oræsonou Jaculator, pere a recommand Sant Augustin quellies a veich d’an Itron devot Proba. Hor speret, Philotee, oc’h en em acustumi evelse da songeal e Doue alies ha da veza familier gantàn, a zui da veza parfumet ha carguet oll eus e berfectionou divin ; hac an exerciç-mâ ne de quet dies ; rac mellet ec’hell beza emesq hon afferou hac hon occupationou hep ober ampechamant ebet dezo, abalamour n’en em arretomp er retrejou a speret-se nac er mouvamanchou a galon-se nemet ur moument evel dre un divertissamant ber, ar pez ne noas morsetout, quent-se a servich deomp cals evit pourchu ha continui ar pez a reomp. Ar pelerin pehini a guemer ur banne guin evit rejouissa e galon ha refresqui e c’henou, peguement bennâc ma en em arret un nebeut, ne interromp quet e veaich evit quemense, mæs quemeret a ra un nerz hac ur gouraich nevez evit e echui buanoc’h hac eassoc’h a-se, ha ne zeu d’en em arreti nemet evit monet guell goudese.

Beza ez eus cals hac o deveus destumet ha desquet dindan êvor naouspet aspiration vocal pere a so profitabl-bras evit guir ; mæs ne ven quet avis deoc’h d’en em attachi ouz ar c’homsou-mâ muguet ouz ar c’homsou-ont, hoguen prononcit pe a galon pe a c’henou ar re a vezo inspiret-deoc’h neuse-souden dre ar garantez pehini a fournisso deoc’h quement hac a guerrot a santimanchou mad. Guir eo penaus ez eus certen comsou pere o deveus un nerz particulier evit contanti ar galon e certen occasionou, evel ma zeo ar santimanchou fervant pere a so quer stang ha quer paut e Salmou David, hac an invocation eus an Hano a Jesus e naouspet fæçon. Ar C’hanticou Spirituel a servich c’hoaz d’ar memes intention, nemet e vezzint canet gant attantion ha gant devotion. (Caout a reot quement hac a guerrot eus an seurt Canticou-se composet a nevez gant ur Belec eus a Escopti Leon, hac a so approuvet mad.)

Erfin ec’his ar re pere o devez ur garantez humen ha natural ouz ur re bennâc, ma teuont da sonjal ato en objet eus o c’harantez, ha ma vez o c’halon leun a affection hac o guenou carguet a veuleudi evit an objet-se, ha na lesont occasion ebet da dremen en e absanç na zisquezont dezàn pe dezi o fassion hac o c’harantez dre lizerou, ha na rancontront guezen ebet na icrifont e hano var ar goc’hen|groc’hen anezi : de memes ar re pere a gar Doue ne baouesont o sonjal ennàn, o c’huanada varzu-ac-ennàn hac o coms anezàn ; hac e carrent, ma ve possibl, gravi var beutrin quement den a so er bed an Hano sacr ha santel a Jesus.

Quement tra so a servich da zigaç dezo da vemor eus o muya caret, ha ne deus netra crouet gant Doue na zeu d’o c’houfia d’e veuli. Rac evel a lavar Sant Augustin var-lerc’h Sant Anton, quement so er bed a goms dezo dre ul langaich mut, pehini a ententont sclear e faver an objet-se eus o charantez ; peb tra a zigaç dezo songesonou mad peveus a re e sorti goudese forz mouvamanchou hac aspirationou etrese Doue. Chetu amâ exemplou a guemense. Sant Gregor, Escop a Nazianze, evel ma er c’hontas e-unan d’e bopl, oc’h en em bourmen ahet bord ar mor, a gonsidere penaus, pa en em avance ar gouagou var ar sabl, e lesent eno bigornou, quernieligou, trunç-lousaou, istrennigou hac an seurt traou dister-se pere a veze taulet, hac ec’his pa lavarren, cranchet gant ar mor var ar bord, hac o tistrei goudese dre vouagou-all e quemere hac e lonque adarre un darn eus an traou-se, hac e tretant ar reïer tro-var-dro a chome ferm hep flaich, peguement bennâc ma o c’hanne ha ma o heurte ar gouagou gant un effort bras. Var guemense e c’heureu ar Sant-se ar reflexion gaer-mâ ; penaus an dud sempl represantet dre an traou scanv-se pere a zeu hac a ya gant ar mor, en em les ive da veza douguet, e-ver gant an affliction, e-ver gant ar gonsolation, o vont da heul an dour hac ar gouagou eus a chenchamanchou ar bed-mâ ; ha penaus ar re gourachus a chom ferm hep flaich, evel ar reïer, ouz peb seurt tempest hac adversite ; hac ar songeson-se a eureu dezân lavaret ar c’homsou-mâ gant David : Ho pezet memor ac’hanon, va Doue, rac an dour eus an affliction en deveus treuzet bete va ene ; pliget gueneoc’h, o va Autrou, va dilivra eus a vouelet an dour-se, douguet oun da vouelet ar mor hac ez oun abymet gant an tempest. Rac d’an ampoent oa estrainch affliget ar Sant-mâ, o veza usurpet maleürusamant e Escopti gant Maximius. Sant Ful-geanç, Escop a Ruspe, oc’h en em gaout en un assamble general eus an Noblanç a Rom pe da hini e rea Theodoric, Roue ar Gotet, un harang, hac o velet ar vraoeri eus a guement a Autrounez pere a yoa renquer en assamble-se, peb-unan hervez e galite, e lvaras evellen : o va Doue : peguer caer e tle beza ar Jerusalem celestie|, da lavaret eo ar Kear vras eus an Eê, pa zeo amâ var ap douar eo e tisquez ar Kear a Rom beza quer caer ha quer pompus ! Ha mar deo er bed-mâ e roer quement a chloar hac a bomp d’ar re a gar ar vanite, pebez gloar na deus reservet er bed-all d’ar re a gontempl ar virionez ! Lavaret a reer penaus Sant Anselm, Arc’hescop a Gantorbii, a yoa admirabl en exerciç-mâ eus a songesonou-mad. Ur c’hadic presset gant ar chass pere a yoa var e lerc’h, a ziredas dindan marc’h ar Prelad santel-mâ, pa edo o vont e beaich ; hac en em arretas ar c’hadic paour dindan e varc’h evel en ur refuich peini a gafe a yoa dleet dezi da guemeret a enep an danger ma edo eus e maro. Ar chass ne reant nemet harzal ha chilpat outi en dro d’ar marc’h hep credout lammet ganti, evel pa o divise ar santimant da gridi penaus e tlie o freiz beza exant hac en assuranç er plaç-se, pe da hini e devoa bet recours ; ar pez a yoa certenamant un dra extrordinal da velet, hac a lequea cals a c’hoarz etouez an trein eus ar chasseurien, endra edo Sant Anselm o vouela hac oc’h huanada var e varc’h en ur lavaret dezo : allas ! c hoarzin a rit, emezâ ; hoguen ar mil paour-mâ ne c’hoarz quet. Evellen eo e ma adversourien an ene oc’h e fourchu hac oc’h ober o effort e naouspet fæçon evit e lacât da goueza e peb seurt pechejou ; emaïnt oc’h e gortos evel ar chass-màn er c’hoign enq eus ar maro, evit e ravissa hac e devori ; hac an ene paour-se trubuillet-oll a glasq partout ur sicour hac ur refuich bennâc, ha ma na guef quet, e adversgurien a ra goap anezi hac a c’hoarz divar e c’houst ; hac o veza lavaret quemense, e zeas en e rout en ur huanada. An Impalar bras Constantin a scrifas enorablamant da Sant Anton; ar pez a estonas cals a Religiuset pere a yoa en dro d’ar Sant-mâ, hac e lavaras dezo : penaus, emezàn, estonet ouc’h o velet en deffe scrifet ur Roue da un den ? En em estonit quent o velet en deffe un Doue eternel scrifet e Lesen d’ar re a so sujet d’ar maro hac en deffe memes comset outo a c’henou e Personaich e Vap-unic. Sant Frances, o velet ur pen-dànvat e-unan etouez ur vanden bouc’her, a lavaras d’e gompagnon : sellit peguen douç, emezâ, eo an dànvadic paour-se emesq ar vanden guevr-se ; hor Salver a yoa douç hac humbl evellen etouez ar Farisianet. Hac o velet ur veich-all un oanic debret gant ur penmoc’h : allas ! oanic paour, emezàn en ur vouela, te a represant sclear ar maro eus va Salver.

Ar Personaich bras Frances Borgias, Duc a Gandii, o vont da chasseal a rea mil reflexion devot. Admira a reàn, emezàn, goude ma oa en em rentet Religius, o velet ar sparfelet, pere a yoa rentet dôn, o tinigeal var an dorn hac o permeti golo o daoulagat hac o staga ouz ar berchen, ha guelet cousgoude peguen disent eo an dud ouz ar vouez a Zoue. An Escop bras Sant Basil a lavar penaus ar rosen etouez an drein a ra d’an dud ar remontranç-mâ. Ar pez a so agreapla er bed-mâ , tud mortel, a so mellet gant tristidiguez : ne deus netra er bed-mâ a guement a ve pur ; ar c’heuz a zeu ato varlerc’h ar joa, an intavaich varlerc’h ar briedelez, ar sourci varlerc’h an disourci, ar vez hac an dipit varlerc’h ar c’hloar, an dispignou varlerc’h an enoriou, an degout hac ar chagrin varlerc’h ar plijadurezou, hac ar c’hlènvet varlerc’h ar yec’het. Ur fleuren gaer, eme ar Personaich santel-mâ, eo ar rosen, mæs rei a ra din cals a dristidiguez oc’h va avertissa eus va sec’het, p’evit hini e bet condaunet an douar da zouguen ar spern hac an dres. Un ene devot o sellet ouz ur ganol hac o velet an Eê hac ar steret represantet ebarz en un nosvez sclear, a lavare evellen : O va Doue, ar memes steret-man a vezo unan an diziou-mâ dindan va zreid, pa ho pezo va loget en Tabernaclou santel eus ho Parados ; hac evel ma zeo represantet en dour var an douar ar steret eus an Eê, dememes an dud pere so var an douar a so represantet er feunteun beo eus ar garantez divin ebarz en Eê. Un all o velet ur rivier o redec y a grie evellen : va ene ne vezo jamæs e repos quenavezo abymet er mor eus an Divinite pehini eo e sourcen. Ha Santes Francesa o consideri ur c’houeren agreabl, pe var bord hini oa en em legueat d’an aoulin da bidi Doue, a oue ravisset en extasi o repeti alies ar c’homsou-mâ sioulic : ar c’hrac eus va Doue a red ivez agreablamant ha sioul evel ar c’houerēnig-mâ. Un all o velet laboucedigou-yer destumet dindan o mam, a lavare : o va Doue, pliget gueneoc’h hon destum hac hor c’honservi dindan an youasqueIl eus ho trugarez. Un all o velet ar boquejou tro-heaul, a lavare : p’eur, va Doue, veza en em droï va ene-me ouz an heaul eus ho carantez ? Hac o velet boquejou an Dreindet, pe gant re ne deus c’huez ebet peguement-bennâc ma zint caer da velet, e lavare : allas ! evellen a c’hoare gant va santimanchou-me ; caer int da lavaret, hoguen ne broduont effet ebet.

Chetu ase, va Philotee, penaus e tenner songesonou mad hac aspirationou santel eus a guement tra en em bresant deomp er vuez mortel-mâ. Maleürus eo ar re pere a zistro ar grouadurien diouz o C’hroueur evit o zrei ouz ar pec’het. Eürus er c’hontrol eo ar re pere en em servich eus an traou crouet evit glorifia o C’hroueur, hac a implich ar vanite anezo da enori ar virionez. Certenamant, eme Sant Gregor a Nazianze, custum oun da raporti peb tra d’am profit spirituel. Santes Paula, hervez ma raport St. Jerom, a rea evelse un usaich mad eus a bep seurt rancontr oc’h en em servichout eus a bep tra evit sevel he chalon etrese Doue dre aspirationou ha songesonou santel.

En exerciç-mâ eus ar retret spirituel hac eus an oraæonou jaculator eo e consist ar poent bras eus an devotion. An exerciç~mâ a ell rapari an deffaut eus an oll oræsonou all, mæs an deffaut hac ar mancamant eus an exerciç-mâ n’ell casi jamæs beza raparet dre nep seurt moyen all ebet ; hep an exerciç-mâ ne ouffet quet ober ervat er vuez conremplatif, na ne ouffet nemet goual ober er vuez actif. Hepzàn ne deo ar repos nemet lesireguez, nac al labour, nemet ambaras ; ha rac-se ho suppliàn en ho profit d’en em rei d’an exerciç-mâ eus a greis ho calon hep jamæs dispartia diountàn.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar Sacrifiç Divin eus an Oferen ha penaus e ranquer e c’hlevet.


N’Em eus quet comset deoc’h sioaz eus ar Sacrifiç sacr ha santel eus an Oferen, pehini eo an heol eus an exerciçou spirituel, hac ar centr pe ar galounen eus ar Religion gristen, hac an ene eus an devotion ; ur Myster pehini ne aller quet da ziscleria, eleac’h ma zeo ranfermet an abym eus ar Garantez divin, ha pe dre hini e teu Doue d’en em rei deomp reelamant ha da gommunica ouzomp e c’hraçou hac e faveriou gant ul liberalite admirabl meurbet.

Ne ouffet quet lavaret peguement a nerz e deveus an oræson pehini a reomp en union gant ar Sacrifiç divin-mâ : en hevelep-fæçon Philotee, ma receo an Ene dreizàn un abondanç vras a faveriou celestiel, ec’his pa ve harp ouz e muia caret, pehini e rent quel leun a c’huez mad hac a zouçder spirituel ma zeo henvel ouz ur pilierat moguet eus a goat aromatiq, a vyrr, a esanç hac a barfumou eus a ur c’huez dilicat, evel ma e scrifet e lêvr ar C’hanticou. Grit eta ho possibl da asista bemdez en Oferen santel, evit offr gant ar Belec ar Sacrifiç eus ho Redemtor da Zoue e Dad hac evidoc’h hoc’h-unan hac evit an Ilis universel : Sant Ian Chrisostom a lavar penaus e vez en dro d’an Auter un nombr bras a Elez evit enori ar Myster sacr-mâ ; ha ny oc’h en em gaout eno ganto ha gant ur memes intention ne ellomp nemet receo cals a influançou hac a zonæzonu favorabl en un seurt compagnunez. Ar c’heur eus an Ilis Triomfant hac hini an Ilis Militant en em unis assambles gant hor Salver en action divin-mâ evit gantàn, ennàn, ha dreizàn ravissa calon Doue an Tad ha tenna e drugarez varnomp. Pebez eur da un ene contribui devotamant gant e affedion en ur mad quer precius hac a so quement da veza desiret !

Ma na ellit quet abalamour da un necessite bennâc en em renta presant a gorf er sacrifiç souveren-mâ, da viana e tleit douguen ho calon evit asista ebarz dre ur bresanç spirituel. Da ur poent bennâc eta diouz ar mintin iit d’an Ilis a speret ma na illit mont a gorf, unifiit hoc’h intantion gant hini an oll Gristenien ha grit ar memes actionou interieur eleac’h ma emaouc’h, evel a rac’h ma veac’h presant a gorf er Sacrifiç santel eus an Oferen en un Ilis bennâc.

Mæs evit clevet pe reelamant pe spirituelamant an Ofern santel ec’his ma e dleet. Da guenta er gommançamant o c’hortos ma zai ar Belec ouz an Auter grit ar breparation gantàn, pehini a gonsist oc’h en em lacat e presanç Doue, oc’h anaout peguen indin ouc’h da asista en e Sacrifiç hac o c’houlen pardon ountàn eus ho pec’hejou. D’an eil adalec ma vez eat ar Belec ouz an Auter bete an Aviel considerit an donediguez hac ar vuez eus hor Salver er bed-mâ dre ur gonsideration simpl ha general. D’an trede adalec an Aviel bete ar Credo considerit ar bredication eus hor Saiver, ha protestit e fel deoc’h beva ha mervel er greden d’e gomsou santel hac en union eus an Ilis Catolic. D’ar pevare adalec ar Credo bete ar Pater noster appliquit ho calon er Mysteriou eus a Varo ha Passion hon Redemtor, pere a so actuelamant hac essantielamant represantet er Sacrifiç divin-mâ, pehini a ofrot da Zoue an Tad evit e c’hloar hac ho silvidiguez assambles gant ar Belec ha gant ar ret eus ar Bobl. D’ar pempet adalec ar Pater bete ar Gommunion, da lavaret eo bete Domine non sum dignus, en em efforcit da furmi en ho calon mil desir, o caout ur c’hoant bras meurbet da veza da jamæs unisset gant ho Salver dre ur garantez eternel. D’ar c’huec’hvet adalec ar Gommunion bete ar fin eus an Oferen trugarecait e Vajeste divin eus e Incarnation, eus e Vuez, eus e Varo, eus e Bassion hac eus ar garantez a zisquez deomp er Sacrifiç santel-mâ, oc’h e suplia dre ar merit anezàn da veza bepret favorabl ha trugarezus en hoc’h andret, en andret ho tud hac ho mignonet hac en andret an Ilis universel : hac erfin oc’h en em humilia eus a greis ho calon recevit devotamant ar Venediction divin pehini a ro deoc’h hor Salver dre voïen e Officer ar celebrant.

Hoguen mar fell deoc’h durant an Oferen ober ho meditation var ar mysteriou pere a guemerit bemdez da vedita hervez ho tevotion, ne vezo quet necesser deoc’h en em arreti da ober an actou particulier-mâ pere [e]m eus merquet amâ deoc’h ; aoualc’h vezo deoc’h er gommançamant dressi hoc’h intention da adori Doue ha da offr deza ar Sacrifiç santel-mâ dre an exerciç eus ho meditation hac eus hoc’h oræson ; rac an actou-se, ma hon eus comset anezo, en em guef e peb seurt oræson ha meditation pe en ur fæçon expres pe en ur fæçon cuzet. (Apropos eo rei deoc’h avis amâ penaus e queffot e Lêvriou ar C’hanticou Brezonec pere a so nevez imprimet hac aprouvet e Quemper, ur voyen excellant da glevet an Oferen devotamant.)




AR PEMZECVET CHABISTR.
Var an ezerciçou all, pere a so public ha commun.


OUzpen quemense, Philotee, eo ret da Sul ha da C’houel asista en Ofiç divin da lavaret eo en Oferen bred hac er Gousperou muia ma ellot : rac an deiziou-se a so consacret da Zoue, hac e tleer ober enno cals mui a actionou mad evit e enori hac e c’hlorifia, eguet en deiziou-all ; dre ar voïen-se e santot mil douçder ha mil devotion evel a rea Sant Augustin, pehini a lavar en e gonfessionou penaus oc’h asista en Ofiç Divin er gommançamant ma en em gonvertissas, e teuze e galon gant an douçder hac e zaoulagat gant an dalou a zevotion. Hac evit ma en livrin ur veich evit an oll, mui a Verit hac a gonsolation hon eus oc’h asista en Ofiçou public eus an Ilis, eguet n’hon eus en actionou mad pere a reomp en hor part hon-unan, o veza ordrenet evelse gant Doue ma vezo preferet ar mad commun d’ar mad particulier.

Antreit volontieramant er Breurieziou a so eleac’h ma emaouc’h, ha particulieramant er re ma zeus ar profitapla exerciçou enno ha mui a exempl mad : rac en drase e rentot un oboissanç hac a vezo agreabl bras da Zoue ; ha peguement bennâc na ve quet gourc’hemennet ar Breurieziou, ez int cousgoude recommandet gant an Ilis, pehini evit disquez penaus e deveus c’hoant en em anrolle cals enno, a ro induljançou ha privilejou-all d’ar Vreudeur ha C’hoareset eus ar Breurieziou-se. Ha goudese un dra eo hac a so bepret charitabl bras beza participant ha cooperi gant cals en ho silvidiguez hac en o deisseinou mad ec’his ma reer dre voyen ar Breurieziou-se. Ha peguement bennâc ma c’halle c’hoarvout e raemp quer couls exerciçou en hor pârt hon-unan, evel a reer er Breurieziou e commun, ha ma caffemp so-quen mui a c’htout oc’h o ober en hor particulier : cousgoude Doue a so mui glorifiet pa zeuomp d’en em unissa assambles evit contribui an eil re e mad o hentez ac’hanomp. Ar memes tra a lavaran evit peb seurt pedennou ha devotionou public pe en re e tleomp asista muia ma ze possibl, evit ma tisquezzimp exempl mad d’hon nessa ha ma tuimp erc’hisse da gontribui e gloar Doue hac en intention gommun eus an Ilis.




AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Penaus eo ret enori hac invoqui ar Sent.


PA zigaç Doue deomp alies an inspirationou dre voyen e Elez, e tleomp ive caç alies hon aspirationou dezàn dre ar memes moyen. An Eneou santel eus ar re so maro, pere a so er Barados gant an Elez, hac, evel a lavar hor Salver, a so henvel ouz an Elez, a ra ivez ar memes Ofiç da rei deomp inspirationou ha da bidi Doue evidomp. Va Philotee, unissomp hor c’halonou gant ar Sperejou cælestiel hac an Eneou eürus-se : rac ec’his ma tesq ar rossignolet vunut cana gant ar re vras, evelse ive dre ar c’hommerç hac an antretien santel pehini hor bezo gant ar Sent, e vouezzimp cals guell pidi ha cana ar meuleudiou divin ; me a gano meuleudi da Zoue, eme David, dirac an Elez.

Douguit un enor, ur respet, ur reveranç hac ur garantez special evit ar Verc’hes Glorius Vari ; Mam eo d’hon Tad souveren ha parconsecant ez e hor Mam vras-ny ; hor bezet recours dezi eta, hac evel he bugaligou en em strincomp etre he divrec’h gant ur fizianç barfet e peb moumet hac e peb occasion ; criomp ouz ar Vam douç-mâ, invocom he c’harantez Mam ha lequeomp hor poan da imita he vertuziou hac hor bet en he andret calon guir vugale.

En em rentit familier gant an Elez, sellit outo alies invisiblamant presant en ho quichen, dreist ar re-all ho pet ur garantez hac ur reveranç vras evit an Eal a so etablisset var an Escopti, pe en hini e chomit, evit Elez ar re ma vevit assambles ganto, hac ispicial evit hoc’h Eal hoc’h-unan : pedit-ii alies, meulit-ii ordinal ha goulennit sicour outo en hoc’h oll afferou quen temporel quen spiriruel, evit ma cooperint gant hoc’h intantionou hac ho tesseinou mad.

Ar Personach bras Peres Favre ar c’henta Belec, ar c’henta Predicator, ar c’henta Lecteur eus an Theologi a Compagnunez Jesus, hac ar c’henta compagnon en deoue Sant Innace Fondator eus ar Gompagnunez-se, o tonet ur veich eus a Alamaîn eleac’h ma en devoa great cals evit gloar hor Salver, hac o tremen dre an Escopti p’eveus a hini oa guinidic, e contas penaus o veza treuzet cals a gontreou eleac’h ma zoa hæretiquet o chom, en devoa recevet meur a gonsolarion da veza saludet an Eal protecteur eus a bep Parres dre ma c’herrue enno, hac ec’hanaie sansiblamant penaus oa bet an Elez-se favorabl dezàn, quen evit e vouarantissa diouz quemnent noas a glasque an Hæretiquet da ober dezàn, quen evit renta douç ha docil an Eneou da receo an Instructionou mad pere a rea dezo : hac e lavare an drase gant un affection quer bras, ma teue un demesel d’e recita var e lerc’h gant ur ferveur estrainch muguet triuguent vloaz goude ma oa clevet ganti eus e c’henou propr. Ur gonsolatiore vras a santis er bloaz tremenet o consacri un Auter var ar plaç ma c’heureu Doue d’an den Eürus-se beza ganet. Choasit particulieramant ar Sent peveus a re ec’hallac’h imita ha saouri guell ar vuez, hac en intercession pere ho pe ur fizianç particulier. Ar Sant pe ar Santes peveus a hini e touguit an hano, a so dija deputet deoc’h abaoue ho padiziant.




AR SEITECVET CHABISTR.
Penaus eo e ranquer clevet ha len comsou Doue.


BEzit devot ha sourcius da glevet comsou Doue. Pe c’hui o c’hlevo en un antretien familier bennâc gant ho mignonet pe vignoneset spiriruel, pe c’hui o c’hlevo er Sarmon, clevit-y ato gant attantion ha gant respet ; grit ervat ho profit anezo, ha na lesit quet anezo da goueza d’an douar. Hoguen recevit-y evel ur baum precius en ho calon, oc’h imita ar Verc’hes sacr pehini a gonserve ur sourci bras en he c’halon an oll gomsou pere a lavaret e meuleudi d’he Map. Hac ho pezet memor penaus e testum hor Salver ar c’homsou pere a leveromp dezàn en hor pedennou, diouz ma testumomp ivez ar c’homsou pere a lavar deomp er Bredication hac en instructionou mad.

Bezit sourcius da gaout ato ul Lêvr mad bennâc a zevotion (Evel ma zeus bremâ Lêvriou Brezonec hac a so profitabl bras) ha lennit bemdez un dra bennâc ebarz gant ar memes devotion hac ar memes respet evel pa ve ul lizer bennâc ve a ve deut deoc’h eus an Eê digant ar Sent, evit disquez deoc’h an hent ha rei deoc’h ar gouraich da vonet dy. Lennit ivez an Histor hac ar Vuez eus ar Sent, eleac’h ma vellot evel en ur mellezour ar portret eus ar vuez Christen, hac imitit o actionou och ober diouto hervez ar stad hac ar vocation ma emaouc’h en-hi : rac peguement bennâc na ell quet ar re a vêv er bed imita toutafet cals a actionou o deveus grêt ar Sent, cousgoude ec’hellont o heul a dost pe a bell hac o imita en ur fæçon bennâc. Dre exempl ar solitud eus a Sant Paul Hermit a imitot dre ho retrejou spirituel a reel, peveus a re hon eus comset dija hac e comsimp c’hoaz : ar baourentez vras a Sant Frances a imitot o pratica ivez ar baourentez er fæçon ma tisquezzimp tuma varlerc’h, ha toudememes evit an nemorant-all. Guir e penaus ez eus certen historiou pere a ro deomp mui a sclerigen da regli hor buez eguet re-all, ec’his ma zeo ar vuez eus ar Vam eürus Theresa pehini a so admirabl evit quemense, buez Sant Charles Borromee, hini Sant Lois hac hini Sant Bernard, cronicou S. Frances hac an seurt-se. Beza ez eus bueziou-all hac a so mui a sujet enno da admira eguet da imita, evel ma zeo buez Santes Mari Ægiptianes, Sant Simeon Stilit, an diou Santes Catel a Sienne hac a Genes, ha re-all, pere ne lesont quet cousgoude na roont ur gout bras e general da garet Doue.




AN TRIVEC’HVET CHABISTR.
Penaus e ranquer receo an inspirationou mad.


GUervel a reomp inspirationou mad quement attis, mouvamanr, rebeich ha remors interieur, quement sclerigen hac anaoudeguez a ro Doue deomp, o tiarben hor c’halon gant e venedictionou ha gãt ar sourci hac ar garantez eus a un Tad mad, evit hon diuna, hon excita, hor poulsa hac hon tenna d’ar vertuziou santel, d’ar garantez celesliel, d’ar resolutionou mad, bref da guement hor c’hundu d’hor mad eternel. Quemense eo a c’halv ar Pried divin heurta an nor ha parlant ouz calon e bried, e diuna pa vez cousquet, crial outi hac e guervel pa vez absant, e c’houvia da dànva eus e vel, da zestum avalou ha fleurachou en e jardin, da gana ha da ober d’he mouez douç sini en e ziscouarn. Izom am eus a ur gomparæson evit en em rei da entent ervat. Evit conclui antieramant un dimizi, e tle erruout tri zra en egard d’ar plac’h pehini a fell da zimizi. Da guenta e proposer dezi ar guevren, d’an eil e quef mad ar broposition, ha d’an trede e ro he c’honsantamant. Evelse ive Doue, o fallout dezàn ober ennomp, dreizomp ha gueneomp un action bennâc eus a ur charite vras, a zeu da guenta d’e froposi deomp dre e inspiration, d’an eil e teuomp de c’haout mad, ha d’an trede e consantomp da guemense : rac evel ma zeus teir fasen evit disquen er pechet, da c’houzout eo an dentation, ar blijadur hac ar gonsantamant, evelse ivez ez eus teir fasen evit pignat er vertuz, da c’houzout eo an inspiration pehini a so control d’an dentation, ar blijadur en inspiration pehini a so control d’ar blijadur en dentation, hac ar gonsantamant gant an inspiration pehini a so control d’ar gonsantamant gant an dentation.

Pa bate an inspiration gueneomp ahet hor buez, cousgoude ma na quemeromp plijadur enni, ne vemp jamæs agreabl da Zoue ; er-c’hontrol e Vajeste divin a ve offanset dre guemense ha fachet evel ma oue gueichall a a enep an Israelitet, pe gant re e oue ahet daou-uguent vloaz, evel a lavar er Scritur, oc’h o sollicita d’en em gonvertîssa ountàn, hep e falvezas dezo biscoaz clevet na sinti ountâ : ar pez a eureu dezàn touet dre goler outo penaus birviquen ne antresent en e repos. Ar blijadur pehini a guemeromp en inspirationou mad, a so un disposition vras da vont d’ar Barados, hac e commançomp dija da blijout da Zoué an hent-se ; rac peguement bennâc na ve quet choaz ar blijadur-se ur gonsantamant antier, un disposition certen e cousgoude d’ar gonsantamant : ha mar deo ur sin vad hac un dra profitabl meurbet quemeret plijadur o clevet comsou Doue, pere a so evel un inspiration exterieur, ez eo ivez un dra vad hac agreabl bras da Zoue quemeret plijadur en inspiration interieur. Eus ar blijadur-se eo e coms ar Pried sacr evellen : va ene, emezi, a so ravisset-oll gãt joa pa en deveus parlantet va muia-caret ouzin. Evelse ivez en em gontant bras dija an digentil eus an- demesel pe da hini e ra al les, hac en em guef cals favoriset pa e guel oc’h en em blijout eus e servich.

Mæs erfin ar gonsantamanr eo a beurechu an act vertuzus ; rac mar deuomp goude beza inspiret ha quemeret plijadur en inspiration, da revusi cousgoude hor c’honsantamant da Zoue, ez omp estrainch dianaoudec hac e c’hoffansomp cals e Vajeste divin : rac seblantout a ra e ve mui a zisprijanç eno. Quemense oue a c’hoarvezas gant ar c’hrec-hont eus ar C’hanticou ; rac peguement bennâc ma oue touchet he c’halon gant joa o clevet ar vouez douç eus he fried quer oc’h e guervel, cousgoude ne savas quet da zigueri an cor dezàn var zigarez un excus sot ; hac he fried o tont d’en em facha, evel ma en devoa ræson, a yeas ebiou hac e dilesas. En em resolvit eta, Philotee, da accepti a galon vad an oll inspirationou hac an oll enclasq a blijo gant Doue da ober deoc’h ; ha pa erruo an inspirationou gueneoc’h, recevit-y evel Ambassadourien ar Roue celestiel pehini a fell dezàn contracti priedelez gueneoc’h. Selaouit pæsiblamant ar broposition a reont deoc’h : considerit ar garantez pe gant hini e teu Doue d’hoc’h inspira, ha cherissit an inspiration santel-se. Consantit gant an inspiration santel, mæs dre ur gonsantamant antier, carantezus ha constant ; rac er fæçon-se Doue, pehini ne illit quet da oblija, en em gafo, cousgoude obliget-bras d’hoc’h affection vad. Mæs abarz consanti d’an inspirationou eus a draou a gousecanç pe a draou extraordinal, evit na viot quet tromplet, consultit bepret ho Tirecteur, evit ma c’hexamino hac èn so guir pe faus an inspiration ; rac an adversour, o velet un ene pront da gonsanti gant an inspirationou mad, a bropos dezi alies inspirationou faus evit e zrompla : ar pez na ell jamæs da ober endra oboisso gãt humilite d’e C’honducteur. Pa ho pezo roet ho consantamant, e renquit gant ur sourci bras lacât ho poan da executi ar pez a c’houlen an inspiration digueneoc’h : eno eo e consist al leunder pe ar berfection eus ar guir vertuz ; rac evit caout ar gonsantamant er galon, hep e lacât en effet, ne ve an dra-se nemet planta ec’his ur vinien hep fallout e touque frouez.




AN NAONTECVET CHABISTR.
Evit ar Gonfession santel.


HOr Salver en deveus leset gant e Ilis ar Sacramant a Binigen hac a Gonfession evit ma en em voualc’himp ennâ diouz hon oll bec’hejou, quellies gueich ma en em gafimp souillet ganto. Na bermetit jamæs eta, Philotee, e chomme pell ho calon ampoesonet gant ar pec’het, pa hoc’h eus ur remed quer presant ha quer facil. Al leones, pa vez bet al leopard oc’h e farraat, a ya prest d’en em voalc‘hi evit lamet ar flear a chom ganti goude an action-se, gant aon pa zeue al leon he far da dostât outi, na sente e ve bet al leopard ganti, ha na ve courroucet dre guemēse. An ene, pehini e deveus consacret d’ar pec’het, a dle caout horrol outi e-unan hac en em netaat buhan abalamour d’ar respet a dle da gaout evit an aoulagat pur eus ar Vajeste a Zoue pehini a sell outi. Hoguen peadra a varvimp-ny dre ar maro spirituel, ha ny o caout ur remed quer souveren ? Iit da gofes gant humilite ha gant devotion ur veich er sizun, hac ato, mar guillit, pa zeot da gommunia, peguement bennâc na santac’h ho coustianç o rebeich deoc’h pec’het marvel ebet ; rac dre ar Gonfession ne recevot quet hepquen an absolven eus ar pec’hejou veniel pere a gofessaot, mes ivez un nerz bras evit en em viret outo hivisiquen, ur fclerigen vras evit o anaout ervat, hac ur c’hraç abondant evit rapari quement domaich o devoa grêt deoc’h. O vont da gofes e praticot ar vertuz a humilite, a oboissanç, a simplicite hac a charite, hac en action-se hepquen eus ar Gonfession e c’hexersot mui a vertuz eguet e nicun-all.

Ho pezet ato ur guir displijadur eus ar pec’hejou pere a gofessaot, peguer bian bennâc e c’hallent beza, gant ur resolution ferm d’en em gourrija diouto hivisiquen. Cals o cofes ato pec’hejou veniel dre accustumanç ha dre ur certen maniel quemeret ganto hep sonjal morse-tout en em gourrija diouz ar pec’hejou veniel-se a chom epad o buez carguet anezo, hac e collont dre ar voyen-se cals a c’hraçou hac a brofit spirituel. Mar en em accusit eta da veza lavaret gueier dinoas, pe da veza lavaret ur goms direglet bennâc, pe da veza c’hoariet re, ho pêt regret eus an traou-se gant ur propos ferm d’en em amanti anezo ; rac un abus eo cofes nep seurt pec’het quen marvel quen veniel, hep caout ar volontez d’en em zisober anezàn, pa na deo instituet ar Gonfession nemet evit quemense.

Arabat e so-quen e rac’h en ho Confession an accusationou inutil-mâ pere a ra cals dre ur routin : n’em eus quet caret Doue evel ma tlien, n’em eus quet pedet Doue gant quement a zevotion evel ma tlien, n’em eus quet caret va nessa evel ma tlien, n’em eus-quet recevet ar Sacramanchou gant quement a reveranç evel a yoa dleet, hac an seurt traou-se. Ar ræson eo abalamour, pa en em accusit er fæçon-se, ne livirit netra a guement a alle rei da anaout d’ho Confessour ar stad eus ho coustianç ; rac ne deus den, peguer santel bennâc e-c’halle beza, na ell avaret ar memes tra. Guelit eta pebez sujet hoc’h eus e particulier da ober an seurt accusationou-se ; ha pa ho pezo-èn anavezet, en em accusit simplamant ha distinctamant eus ar mancamant ho pezo bet. Dre exempl, cofes a rit n’hoc’h eus quet caret, eme c’hui, ho nessa evel ma tliac’h. Pe e quenver tra’ta n’hoc’h eus-hu-èn quet caret evel ma tliac’h ? Abalamour emichans o veza guelet ur paour bennâc necessitus bras, pehini a alfac’h eas aoualc’h da sicour ha da gonsoli, n’hoc’h eus bet sourci ebet a guemense. Ebien en em accusit eta eus ar barticularite-se, ha livirit : o veza guelet guenèn ur paour necessitus, pehini a allen eas aoualc’h da sicour, n’em eus-èn quet sicouret dre neglijanç, pe dre galetter a galon, pe dre zisprijanç, hervez ma c’hanavezot an occasion eus ho faut : Toudememes ne dleit quet en em accus n’hoc’h eus quet pedet Doue gant quement a zevotion evel a yoa dleet, mæs en em accus a dleit da veza en em arretet volontieramant en distractionou pere hoc’h eus bet o pidi Doue, pe da veza negliget en em lacât el leac’h hac en amser hac er bostur ma tliac’h en em lacât evit beza attantif en ho pedennou. Er fæçon-se eo e tleit cofes simplamant, hervez ma queffot ho pezo manquet, ha non pas en ur fæçon general pehini ne fervich da netra er Gonfession.

Ne dleit quet ivez en em gontanti da gofes ho pec’hejou veniel hep ajouti netra-quen, mæs lavaret a dleit pe dre intantion hoc’h eus-y great. Dre exempl ne dleit quet en em gontanti d’en em accus da veza lavaret gueier dinoas, mæs ajouti a dleit hac evit en em bompadi oa, pe evit en em excus, pe evit farçal, pe a ratoz-mat evit contesti. Ne dleit quet en em gontanti da gofes ez ouc’h en em impatiantet hac en em chagrinet, pe hoc’h eus comset rust ha dic’hraç un nebeut, lavaret a dleit ive p’evit sujet eo, ha toudememes evit an nemorant-all. Roit da anaout d’ho Confessour ha c’hui a so choumet pell en ho pec’het, rac an hirnez-amser a zeu peurvuia da gresqui cals ar pec’het, o veza ma zeus cals a zifaranç etre ur vanite pehini a vezo bet ur c’hardeur en hor speret, hac ur vanite pe en hini e vezo bet hor c’halon un devez pe zaou pe dri o tempra ; ret eo eta discleria non pas hepquen hor pec’hejou, mæs ouzpen ar motif pe an intantion pe gant hini hon eus-y grêt, ha pegueit a amser int padet. Rac peguement bennic na vemp quet obliget ordinalamant da veza quer piz ha quer jurdic-se o tiscleria hor pec’hejou veniel, ha na vemp quet obliget memes absolumant d’o c’hofes, cousgoude ar re a fell dezo purifia erfat o eneou evit acquisita guell an devotion santel, a dle beza sourcius da rei da anaout ervat d’ar medecin spirituel ar c’hlènvet peveus a hini e fell dezo beza rentet salo, peguer bian bennâc ve.

Na espernit quet lavaret ar pez a so requis evit rei da anaout sclear ho pechet ; eguis ma ve discleria p’evit sujet ez ouc’h en em lequeat e coler, perac hoc’h eus souffret unan bennâc en e viç hep e repren. Dre exempl, un den peini a zisplich din a lavaro din ur goms bennâc evit farçal, ha me o quemeret an dra-se a-zevri a zui d’en em formalisa ha d’en em facha ; ma vise un all, pehini a vise agreabl din, en devise lavaret ar goms-se pe vouaz egueti, em bise-hi quemeret a berz-vad ; n’em bezo quet a zamant eta d’en em accus evellen : en em dileset oun bet da lavaret comsou a gourrouç a enep ur certen, o veza quemeret a voual-berz ur goms bennâc a lavare din. Ne de quet evit ar gousecanç eus ar pez a lavare oa, nemet abalamour ma tisplige din ar certen-se ; ha mar ho pez izom c’hoaz, evit en em ziscleria ervat, da expressi d’ho Confessour ar c’homsou colerus-se pere hoc’h eus prononcet, e sonjan penaus e ve mad deoc’h o lavaret dezàn. Rac oc’h en em accus evelse naïfamant, ne ziscleriit quet hepquen ar pec’hejou hoc’h eus grêt, mæs ivez ar goal inclinationou, ar goal gustumou hac ar c’hriziennou-all eus ho pec’hejou a roït an hent-se da anaout. d’ho Tad spirituel, pehini a guemer dre ar voyen-se un anaoudeguez barfet eus ho coustianç, hac e c’hell ivez anaout guell a-se ar remejou pere a so propr d’ho pec’hejou. Ret e cousgoude miret ato, mar d’e possibl, na roac’h da anaout piou en deffe contribuet en ho pec’het.

Liquit evez ouz ur gantite a bec’hejou pere a chom alies da ren insansiblamant e gouelet ar goustianç, evit ma o c’hofessaot ha ma ellot en em burgi anezo ; hac evit an effet-se lennit ganc dilijanç ar c’huec’hvet Chabistr, ar seizvet, an eizvet ha navet-varnuguent, ar pempet ha c’huec’hvet ha tregont eus an drede Quevren, hac ar seizvet Chabistr eus ar bedervet Quevren eus al lêvr-mâ. Na cenchit quet facilamant a Gonfessour ; mæs pa ho pezo choaset unan, continuit da renta cont dezàn eus ho coustianç d’an deizlou a vezo destinet evit quemense, o lavaret dezàn naïfamant ha franchamant ar pec’hejou pere ho pezo cometet, hac a amser e amser, evel ma ve ur veich bep mis pe bep daou vis, livirit dezà c’hoaz ar stad eus hoc’h inclinationou, peguement bennâc n’ho pe quet pec’het dreizo, eguis mar beac’h inquietet gant un dristidiguez hac ur chagrin bennâc, peautramant mar beac’h douguet d’ar joa, d’an desir da gaout madou, ha d’an seurt inclinationou-se, evit ma roï un avis mad bennâc deoc’h var guemense.




AN UGUENTVET CHABISTR.
Penaus e tleer monet alies da Gommunia.


LAvaret a reer penaus Mithridates, Roue ar Pont, o veza invantet ar Mithridat, pehini a so ur remed ouz ar poueson, hac o quemeret alies anezân, e fortifias e gorf dreizàn en hevelep-fæçon ne allas biscoaz goudese en em ampouesoni, hac èn oc’h æssa e ober, evit miret na gouezze etre daouarn ar Romaniftet. Hor Salver en deveus instituet ar Sacramant adorabl eus an Auter, pehini a gompren realamãt e guic hac e c’hoad, evit ma vevo eternelamant nep piou-bennâc en debro Ha rac-se piou-bennâc en receo alies gant devotion a zeu da fortifia ha da grehât ar yec’het hac ar vuez eus e ene en hevelep-fæçon ma zeo casi impossibl e ve ampoesonet gant nep seurt goal affection ; Ne aller quet beza maguet gant ar c’hic a vuez-se ha beva gant affection a varo ; en hevelep-fæçon ec’his ne alfe quet an dud, o chom er Barados-terres, mervel hervez ar chorf dre occasion an nerz eus ar frouez a vuez en devoa lequeat Doue ebarz ; evelse ivez e c’hellont chom hep mervel spirituelamant dre ar vertuz eus ar Sacramant a vuez-mâ. Mar deu ar frouez ar re denerra hac ar re a vrein buana, evel ma zeo ar c’heres, an abricot hac ar framboues, d’en em gonservi eas epad ar bloaz pa vezont confitet er sucr hac er mel, ne d’e quet estrainch mar deu hor c’halonou d’en em breservi diouz ar gorruption eus ar pec’het, peguer sempl bennâc ha peguen eas bennâc int da gorrompi, pa vezont ivez sucret ha confitet er c’hic hac er goad sacr eus a Vap Doue dre ar Communion. O Philotee, ar Gristenien pere a vezo daunet n’o devezo netra da replica, pa zisquezo dezo ar Barner just ar fazi o deveus bet da vervel spirituelamant, pa oa quen eas dezo en em veinteni e buez hac e yec’het oc’h en em vezur eus e Gorf sacr pehini en deveus leset ganto en intantion-se. Tud maleürus, eme vezo-èn, peadra ezouc’h-hu maro, pa edo en ho courc’hemen ar frouez hac ar bouet a vuez ?

Ne veulàn na ne vlamàn ar re pere a ya bemdez da Gommunia, mæs exhorti hac alia peb-unan a ràn da Gommunia bep Sul, nemet e vezo exant ar speret diouz peb affection d’ar pechet. Comsou Sant Augustin en-deün int, pe gant hini ne vlamàn na ne veulàn absolumant e zaer bemdez da gommunia, mæs lesel a rân quemense e discretion an Tad spirituel eus an hini a falvezo dezàn en em resolvi var ar poent-se ; rac an disposition requis evit communia quen alies-se a dleffe beza extraordinal, hac evelse ne de quet mad cusulia an oll generalamanc d’e ober. Hac ec’his ma ell ivez an disposicion-se, peguen extraordinal bennâc eo, en em gaout e cals a eneou mad, ne ve quet mad quennebeut disalia an oll generalamant diouz quemense ; mæs an dra-se a dleer da gonsideri diouz ar stad interieur eus a bep-unan e particulier. Un imprudanç ve cusulia peb-unan hep diffaranç ebet da gommunia quen alies-se, mæs un imprudanç ve ive blam nicun a guement er graë, ispicial mar er gra oc’h heul avis un Directeur mad bennâc. Ar respont a roas Santes Catell a Sienne a so da veza remerquet, pa oue rebechet dezi gant ur re-bennâc abalamour ma zea alies da gommunia, penaus Sant Augustin ne veule na ne vlame communia bemdez. Ebien, emezi, pa na vlam quet Sant Augustin e zaet bemdez da gommunia, me ho ped, na zeut quet ive d’am blam mar er gràn, hac en em gontantit gant quemense.

Mæs guelet a rit, Philotee, penaus e teu Sant Augustin da rei avis ha da exhorti da gommunia bep Sul : grit-èn’ta e quement ha ma vezo possibl deoc’h. Rac pa n’hoc’h eus, evel ma supposàn, nep seurt affection evit ar pec’het marvel nac evit ar pec’het veniel, emaouc’h er guir disposition a c’houlen Sant Augustin, ha c’hoaz hoc’h eus excellantoc’h disposition eguet a choulen, abalamour ma zouc’h exant, non pas hepquen diouz an affedion pe ar c’hoant da bec’hi, mæs diouz an affection memes eus ar pechet ; en hevelep-fæçon ma c’hallâc’h communia gant profit liessoch choaz eguet bep Sul, mar er c’haffe mad ho Tad spirituel.

Cals a empechamanchou ligitim a ell cousgoude erruout gueneoc’h, non pas eus ho costez, mæs a gostez ar re ma vevit assambles ganto, pere a roe occasion d’ho Confessour da lavaret deoc’h na gommuniac’h quet quen alies-se. Dre exempl, mar douc’h sujet da ur re-bennâc pere a ve quen dificil ha quer chagrin ma teuent d’en em inquieti ha d’en em droubli oc’h o quelet quen alies o communia ; peb-tra consideret-mat, e ve martese a propos caout un egard bennâc ouz an infirmite anezo, ha na daet da gommunia nemet ur veich peb pemzec dez ; mæs an dra-se a ententàn e quen cas na aller quet trechi an difficulte pehini a raent deoc’h. Ne aller quet arreti na regli an dra-mân generalamant nac absolumant ; ret e ober ar pez a lavaro an Tad spirituel, peguement bennâc ma c’hallàn lavaret suraoualc’h penaus evit ar re pere a fell dezo servicha Doue devotamanr, ne dle quet beza ouzpen ur mis etre peb communion dezo.

Mar hoc’h eus cals a brudanç, ne deus na tad, na mam, na pried, na mestr, na mestres a guement hoc’h empeiche da gommunia alies ; rac d’an deiz ma viot bet o communia, ec’his na lessot quet n’ho pezo ar sourci da ober ho tever a hent-all, ha ma viot douçoc’h ha graciussoc’h a-se en o andret, ha n’o revussot eus a nep seurt dever, ne deus apparanç ebet e false dezo ho tistrei diouz an exerciç-se pehini ne raï incommodite ebet dezo, nemet beza o deffe ur speret corviguellus ha diræsonabl : en occasion-se, evel am eus lavaret, e falvezo martese d’ho Tirecteur ho pe un dra bennâc a gomplesanç evito.

Ret e din lavaret ar guer-mâ evit an dud demezet. El Lesen anncien oa droug gant Doue e teusye ar greançourien da c’houlen d’an deizou Gouel ar pez a dliet dezo ; mæs biscoaz ne oue droug gantâ e paëse an dleourien d’an hevelep deiziou ar pez a dlient da nep er goulenne outo. Un dra indeçant eo, peguement bennâc na de quet ur pec’het bras, goulen ar baeamant eus an dever a briedelez d’an deiz ma vezer bet o communia ; mæs ne de quet indeçant, quent-se meritor eo e baea pa vez goulennet ; ha rac-se evit beza rentet an dever-se, ne dle nicun beza privet eus ar Gommunion, mar deo a hent-all douguet dre zevotion da gommunia. Certenamant e commançamant an Ilis e communie bemdez ar Gristenien, evito da veza demezet ha da gaout bugale, ha rac-se em eus lavaret penaus evit mont alies da gommunia ne reer prejudiç nac incommodite ebet na da dat, na da vam, na da vestr, na da bried, nemet e vezo prudant d’en em acquita en e dever an ene a ya da gommunia. Evit ar c’hlèvejou corporel, ne deus quet anezo ivez a guement a ve un ampechamant ligitim da gommunia, nemet bomissa a raet alies.

Evit communia peb eiz deiz eo requis n’en deffe un den na pec’het marvel, nac affection ebet d’ar pec’het veniel, hac en deffe un desir bras da gommunia ; mæs evit communia bemdez, eo ret ouzpen quemense en deffe trec’het an darn-vuya eus e voual inclinationou, hac er graë dre avis e Dad spirituel.


————




AR C’HENTA CHABISTR
varnuguent.
Penaus e tleer en em dispos da Gommunia.


COmmancit d’an nos diaguent d’en em brepari d’ar Gommunion santel dre gals a aspirationou hac a actou a garantez en andret hor Salver, oc’h en em denna un nebeut abretoc’h da gousquet, evit ma c’hellot ivez sevel mintinoc’h. Mar diunit en nos, carguit neuse-souden ho calon hac ho quenou eus a ur goms bennâc a c’huez-mad, evit dre ar voyen-se ma vezo parfumet hoc’h ene da receo ar Pried divin pehini a veill endra ma zouc’h cousquet, hac en em brepar da zigaç deoc’h mil graç ha mil faveur, mar douch disposet eus ho costez d’o receo. Diouz ar mintin sivit gant ur joa bras o chortos an eür pehini a esperit da gaout en deiz-se ; ha pa viot bet o cofes, iit gant ur fizianç vras, mæs ive gant un humilite vras da guemeret ar bouet celestiel-se pehini a zeu d’ho mezur evit an immortalite. Ha goude ma ho pezo lavaret ar c’homsou santel-mâ varlerc’h ar Belec (Domine, non sum dignus ; Autrou, va Doue, ne doun quet dîn e c’hantreac’h em stomac, &c.) na remuit mui ho pen nac ho musellou nac evit pidi nac evit huanada, mæs o tigueri honestamant ha modest ho quenou, hac o sevel ho pen quemerit ha ma e ret evit ma vezo commod d’ar Belec ho communia ha guelet petra a ra, recevit leun a feiz, a esperanç hac a garantez an hini pehini, pe da hini , pe dre hini, ha p’evit hini e credit, e c’hesperit hac e quirit. O Philotee, en em imaginit penaus, evel ma teu ar venanen, goude beza destumet divar ar boquejou ar gliz eus an Eê hac ar suc dilicat eus an douar, d’e chench e mel ha d’e gaç d’e c’hest ; toudememes e teu ar Belec, goude beza quemeret divar an Auter Salver ar bed, guir Map da Zoue ha guir Map d’ar Verc’hes, pehini evel ur boquet a so sortiet eus a zouar hon humanite, e teu ar Belec, a lavaràn, d’e lacât evel ur bouet douç en ho quenou ha diabarz ar guest eus ho corf. Goude ma ho pezo-èn recevet, excitit ho calon da zont da ober homaich d’ar Roue-se a silvidiguez. Tretit gantâ eus hoc’h afferou interieur, considerit-en diabarz enoc’h, eleac’h ma zeo en em lequeat evit hoch eürusdet ; erfin grit dezâ un diguemer ar guella a vezo possibl deoc’h hac en em gomportit en hevelep-fæçon ma c’hanavezzot en hoc’h oll actionou penaus ema Doue gueneoc’h.

Hoguen pa na ellot quet caout ar mad-se da gommunia realamant en Oferen santel, communiit da viana a galon hac a speret, oc’h en em unissa dre un desir ardant gant hor Salver. Hoc’h intantion vras er Gommunion a dle beza d’en em avanç, d’en em fortifia ha d’en em gonsoli e carantez Doue ; rac receo a dleit evit ar garantez ar pez so roet deoc’h dre garantez hepquen. Non, hor Salver ne ell beza consideret en action ebet carantezussoc’h na tenerroc’h eguet houmâ, pe en hini e teu ec’his pa lavarret d’en em neantissa ha d’en em renta e bouet evit antren en hon eneou hac en em unissa interieuramant gant hor c’halon ha gant hor c’horf.

Mar goulen an dut monden ouzoc’h perac e communiit quen alies ? livirit penaus er grit evit disqui caret Doue, evit en em burifia diouz hoc’h imperfectionou, evit en em zilivra diouz ho miseriou, evit en em gonsoli en hoc’h afflictionou, evit en em souten en ho sempladureziou : livirit dezo penaus e tle daou seurt tud mont alies da gommunia : da guenta ar re barfet abalamour ma o deffe ur fazi bras o chom hep tostaat ouz ar sourcen a berfection, pa zint disposet mat ; d’an eil ar re imparfet, evit gallout justamat erruout er berfection : ar re gre evit na zuint quet da veza sempl ; hac ar re sempl evit ma tuint da veza cre ; ar re glàn evit ma vezzint yac’h, hac ar re yac’h evit na zuint quet da glènvel ; ha penaus evidoc’h-hu, ec’his ma zouc’h imparfet, sempl, ha clàn, hoc’h euz izom da gommunica alies gant Jesus-Christ, pehini e ho perfection, ho nerz hac ho medecin. Livirit dezo penaus ar re pere n’o deveus quet cals eus a afferou ar bed a dle Communia alies, abalamour ma o deveus ar gommodite a guemense, hac ar re pere o deveus cals eus a afferou ar bed a dle ober ivez, abalamour ma o deveus necessite a guemense ; hac an hini pehini a labour cals hac a so carguet a boaniou a dle ive dibri alies eus ar bouet divin-mâ. Livirit dezo penaus e recevit alies ar Sacramant santel evit disqui e receo ervat : abalamour na reer nemeur ervad un action, pe da hini n’en em exercer quet alies. Communiit alies, Philotee, ha liessa ma ellot gant avis ho Tad spirituel ; ha credit din-me ar gadoun a zeu da veza guen var certen meneziou er goan, abalamour na velont ha na zebront nemet an erc’h ; ha toudememes oc’h adori, hac o tibri alies ar guenet, ar vadelez hac ar burete memes er Sacramant divin-mâ e teuot da veza caer, da veza mad ha da veza pur meurbet.


————





AN DREDE QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION
D’AR VUEZ DEVOT,
Eleac’h ma zeus cals a avisou evit an exerciç eus ar vertuziou.




AR C’HENTA CHABISTR.
Var ar choas pehini a dleer da ober e quènver an exerciç eus ar vertusiou.


MAm ar guenan ne sorti quet emeas na vez accompagnunequeat gant he oll heet guenan ; hac ar garantez ne antre jamæs en ur galon na vez accompagnunequeat ive gant an trein eus an oll vertuziou all oc’h o exerci evel ma teu ur C’habiten da exerci e soudardet : mæs n’o laca quet en œuvr nac assambles, na quement-ha-quement, nac e peb amser, nac e peb leac’h. An Den just a so evel ur vezen, pehini a so plantet var bord an dour-ret, hac a zoug frouez d’e amser ; abalamour ma teu ar garantez, oc’h arrousi [un] [3] ene, da brodui en-hi ar frouez eus an œuvrou vertuzus, peb-hini d’e amser. Ar musiq, peguen agreabl bennâc eo en-hi e-unan, a so cousgoude importun en ur c’haoun, eme ur proverb. Un defaut bras eo e cals a dud, pere oc’h antrepreni an exerciç eus a ur vertuz particulier bennâc, a zeu d’en em aheurti da exerci ar vertuz-se e peb seurt rancontr, hac a fell dezo, evel ar Philosophet ancien hont, pe veza bepret o vouela, pe veza bepret o choarzin, ha gouaz a reont c’hoaz o vlam hac o repren ar re pere ne exerçont quet ato, eveldo-ii, ar memes vertuziou-se. Ret eo en em rejouissa gant ar re pere en em rejouis, ha gouela gant at re pere a vouel, eme an Abostol ; hac ar garantez a so patiant, douç ha benin, liberal, prudant hac a dremen diouz peb-unan hervez Doue.

Beza ez eus cousgoude vertuziou pere a dle beza lequeat en usaich casi bepret, ha ne dleont quet hepquen ober o actionou a part, mæs c’hoaz e tleont squilla o c’haliteou en actionou eus ar vertuziou all oll. N’en em bresant quet nemeur a occasionou da exerçi an nerz hac ar gouraich : hoguen an douçder, an demperanç, an honestis, an humilite a so certen vertuziou pe gant re e tle beza livet an oll actionou eus hor buez. Beza ez eus evit guir vertuziou all excellantoc’h eguet ar re-mâ, hoguen cousgoude an usaich eus ar re-mâ a so muia requis. Ar sucr a so excellantoc’h eguet an holen, mæs an holen a so da servichout liessoc’h ha generaloc’h. Ha rac-se eo ret ato caout pourvision vat ha pront eus ar vertuziou general-mâ, pa ranquer en em servichout anezo casi ordinal.

Etre an exerciçou eus ar vertuziou, e tleomp preferi an hini a so muia conform d’hon dever, ha non pas an hini a so muia d’hor gout. An exerciç eus an austeriteou hac a vortificationou ar c’horf a yoa muia da c’hout Santes Paula evit jouissa mui a-se eus an douçderiou spirituel ; hoguen mui a obligation e devoa da senti ouz he superioret : hac evelse Sant Jerom a avoue penaus e verite ar Santes-mâ beza reprenet, abalamour ma rea abstinançou dreist voder enep an avis eus he Escop. An Ebestel er c’hontrol o veza destinet da brezec an Aviel ha da zistribui ar bara celestiel d’an eneou, a jugeas gant ræson mad penaus o divise fazi oc’h en em incommodi en exerciç santel-mâ, evit en lacat da gaout ar sourci eus ar beorien, peguen excellant bennaac eo ar vertuz-se. Peb vocation e deveus izom da bratica ur vertuz special bennâc. Ar vertuziou pere a dle beza exercet gant ur c’hreg demezet, a so dishènvel diouz ar vertuziou pere a dle beza exercet gant un intanves : ha peguement bennaac ma tle an oll caout an oll vertuziou, an oll cousgoude ne dleont quet o fratica quement-ha-quement, hoguen peb-unan a dle en em rei particulieramant d’ar vertuziou pere a so requis ar stad hac ar vocation pe da hini e galvet.

Etre ar vertuziou, pere ne apparchantont quet ouz hon dever hac ouz hor stad particulier, eo ret preferi ar re a so profitapla ha non pas ar re o deveus mui a apparanç. Ar steredennou lostec a seblant ordinal beza brassoc’h eguet ar stered eus an Eê, ha cousgoude ar steredennou lostec-se, pe mar de guell gueneoc’h, ar c’homettennou-se ne dint quet da veza comparachet nac e calite nac e ment ouz ar stered all, ha ne seblantont beza bras nernet abalamour ma zint tost deomp, ha ma zint stag ouz ur vatier grossoc’h cals eguet hini ar steret all. Beza ez eus dememes certen vertuziou, pere abalamour nia zint tost deomp, ha ma zint sansibl, hac e c’his pa lavaren, materiel, a so ivez estimet bras ha preferet ato gant ar gommun, evelse e vez preferet communamant an alusen corporel d’an alusen spirituel. Ar ciliç, ar yun, an drouc viscamant, an disciplin, ha mortificationou ar c’horf a vez preferet d’an douçder, d’an humilite, d’ar vodesti ha d’ar mortificationou all eus ar galon, pere cousgoude a so cals excellantoc’h ha profitaploc’h d’an ene eguet na de mortificationou ar c’horf. Choasit eta, Philotee, ar guella vertuziou, ha non pas ar re so estimeta, choasit ar re a so excellanta ha non pas ar re o deveus mui a apparanç.

Profitabl ve da bep-unan choas un exerciç particulier eus a ur vertuz bennâc, non pas evit dilesel ar re-all, mæs evit derc’hel justoc’h e speret occupet. Ur plac’h caer sclaerroc’h eguet an heaul, ornet ha paret royalamant ha curunet gant ur gurunen lore a apparissas da Sant Ian Escop eus a Alexandrii, hac a lavaras dezàn ; me a so merc’h ena d’ar Roue, margu’ellez va c’haout-me da vignones dit ; me az cunduo dirac e visaich. Ar Sant-màn a anavezas ervat oa an drugarez en andret ar beorien oa a recommande Doue dezàn dre ar plac’h caer-se, en hevelep-fæçon ma en em lequeas quement goudese d’e exerciç, ma voue galvet pelloc’h e peb leac’h Sant Ian an Alusenneur. Euloge Alexandrin o tesirout renta ur servich particulier bennâc da Zoue, hac o veza n’en devoa quet a nerz aoualc’h nac evit cundui ar vuez a solitud, nac evit en em lacat dindan oboissanç un all, a dennas en e di ur paourquez miserabl corrompet oll gant al lornez evit exerci en e andret ar charite hac ar mortification, hac evit e ober gant mui a verit, ec’herreu vœu d’e enori, de dreti ha d’e servicha evel a rae ur mevel d’e vestr ha d’e Autrou : mæs o veza deuet un dentation bennaac quen d’an den lofr-se quen da Euloge d’en em guitaat an eil eguile e zesiont d’en em adressi da Sant Anton, pehini a lavaras dezo, liquit evez mad, emezàn, va bugale, n’en em separac’h an eil diouz eguile : rac evel ma zouc’h ho taou tost d’ho fin, ma n’ho quef quet an Eal assambles, e viot e danger bras da goll ho curunennou.

Ar Roue Sant Lois a visite an Hospitaliou evel pa vise gaget da guemense, hac a serviche ar beorien gant e zaoarn propr. Sant Frances a gare dreist peb-tra ar baourentez pehini a c’halve e Itron. Sant Dominic a gare ar bredication peveus a hini en deveus e Urz quemeret an hano. Ar Pab bras Sant Gregor en em blige o cherissa ar belerinet diouz an exempl eus ar Patriarch bras Abraham hac en devoue an eür couls hag hemâ da receo ar Roue a c’hloar dindan ar furm eus aur Pelerin. Tobias en em exerce er charite da sebelia ar re varo. Santes Elizabeth peguer bras Princes bennaac oa, a gare dreist peb-tra an disprijanç anezi e-unan. Santes Catell a Gene o veza rentet intànves en em roas da servicha an Hospital. Cassian a recit penaus un Demesel devot pehini e devoa dezir da veza exercet er vertuz a batiantet, e devoue recours da Sant Athanas pehini ouz he requet a lequeas assambles ganti un intànves baour hac a yoa chagrinus, colerus, fachus, hac insuportabl, ha ne baouse oc’h injuria ar plac’h devot-se evit quement servich a receve diganti, hac evel-se e roas dezi leac’h da bratica excellant an douçder hac ar batiantet. Erfin etre servicherien Doue darn en em laca da sicour ar re glàn, darn da sicour ar re baour, darn da brocuri an avançamant eus an Doctrin christen etouez ar vugaligou, darn da zistrei an eneou collet hac egaret, darn da orni an Ilisou hac an Auteriou, ha darn all da brocuri ar peoc’h hac an union etre an dud : e quènver petra ec’himitont ar Brodeurien, pere a zeu da applica e naouspet fæçon gaer var ur fount bennâc ar seiz, an aour, hac an arc’hant, evit ober anezo peb seurt fleurachou var ur memes pez : evelse ivez an eneou devot-se pere a antrepren un exerciç particulier bennaac a zevotion, a zeu d’en em servichout eus an exerciç-mâ evel eus a ur fount evit ober o brodeur spirituel, pe var hini e praticont ivez e naouspet fæçon gaër ar vertuziou-all oll, o terc’hell evelse o actionou hac o affectionou guell unisset ha renquet dre ar raport pini a reont anezo d’an exerciç principal, ma zint en em roet dezi.

Pa vezomp attaquet gant ur valiç bennâc eo ret e quement a ma vezo possibl deomp en em laquat da bratica ar vertuz pehini a so control d’ar viç-se, o raporti ar vertuziou-all da honnez, rac dre ar voyen-se e trec’himp hon adversour ha ne lesimp quet n’en em avancimp er re-all oll. Mar doun attaquet gant ar superbite, pe gant ar goler, eo ret din e peb-tra en em drei hac en em blega a gostez an humilite hac an douçder, ha lacat da servichout, da guemense an exerciçou-all eus an oræson, eus ar Sacramanchou, eus ar brudanç, eus ar fermete hac eus ar sobriete. Rac evel ma teu ar moc’h gouez evit lema o squilfou pere a servich dezo d’en em zifen, evel ma teuont a lavaràn d’o frota ha d’o rigouignat ouz o dent-all, pere a vez lemet ive quer couls diouto ; de-memes an den vertuzus, o veza antreprenet en em renta parfet er vertus peveus a hini en deveus mui a izom evit en em zifen, a dle e lema hac e affila dre an exerciç eus ar vertuziou-all, pere o fervichout da lema hounnez, a zeu ive da veza lemmoc’h, excellantoc’h ha poulicetoc’h diouti. Evel a c’hoarvezas gant Job, pehini oc’h en em exerci particulieramant er batiantet a enep quennalies a dentation evel a stourmas ountàn, a zeuas da veza parfetamant Sant ha vertuzus e peb seurt vertuziou. Evelse e bet c’hoarvezet, ec’his a lavar Sant Gregor a Nazzianze, penaus dre un action hepquen eus a ur vertuz bennaac exercet mat, en deveus gallet un den erruout er berfection eus ar vertuziou ; hac evit exempl e tigaç Rahap, pehini o veza exercet mat an ofiç a hospitalite o tiguemeret charitablamant ur veich estranjourien en he zi, e devoue goudese an eür da erruout en un enor hac en ur c’hloar vras; mæs an drase a ententeur pa reer an action-se en ur fæçon excellant gant ur ferveur hac ur charite vras.




AN EIL CHABISTR.
Continuation eus ar memes discours var ar choas eus ar vertuziou.


SAnt Augustin a lavar manific penaus ar re pere a so o commanç en devotion, a goumet certen fautou pere a so da veza blamet hervez ar rigueur eus al lesennou ar berfection, hac a so cousgoude meulabl abalamour ma zint sin-vad eus a un devotion excellant ur veich, pe da hini memes e servichont da zisposition. An amprehansion c’hros-se, pehini a angeandr scrupuliou bras en eneou ar re pere o deveus nevez quiteat an trein eus o fec’hejou, a so ur vertuz meulabl er gommançamant-mâ hacur sin certen eus ar burete a goustianç da zonet : hoguen ar memes aon-se a verite beza blamet er re pere a so avancet mad en devotion ; rac e calon ar re-se e tle ren ar garantez, pehini a chasse a nebeut-e-nebeut an amprehansion scrupulus-se.

Sant Bernard en e gommançamant a ioa leun a fermete hac a rustoni en andret ar re pere en em lequea dindan e ziredion : rac neuse souden e c’hanonce dezo penaus oa rer quitât ar c’horf ha dont gant ar speret hepquen betec ennàn. Pa gleve o c’honfession e teteste gant ur severite extraordinal peb seurt defaurou peguen dister bennâc visent, hac e sollicite quemēt an descadeurien baour-se d’ar berfection, ma o fellea diout-hi o clasq o foulsa re etrese-ac-enhi ; rac dont a reant da goll couraich oc’h en em veler presset gant quement a importunite da bignat quen huel. Ha c’hui na vel, Philotee, ar ferveur ardant eus a ur burete vras a goustianç oa a lequea ar Sant-se da ober evese, hac ar ferveur-se a yoa ur vertuz vras ; mæs ur vertuz cousgoude pehini ne lese quet na doa da veza blamet ; ha Doue memes dre un apparition sacr er c’hourrigeas a gumense o squilla en e ene ur speret douç, amiabl ha tener ; dre voyen pehini o veza chenchet evel un all e ne reiz, e teuas d’en em accus bras da veza bet quer rust ha quer rigolius, hac e teuas da veza quer gracius, quen agreabl ha quer gentil ouz peb-unan, ma tremene diouz an oll, evit o gounit oll.

Sant Jerom goude beza countet penaus Santes Paula e verc’h spirituel en em exerce e mortificatianou ar c’horf non pas epquen bete re, mæs gant opiniatrete memes bete na falle quet dezi senti ouz an avis control en devoa roet dzzi var ar sujet-se he Escop Sant Epifanes ; ha penaus ouzpen quemene en em lese da goueza en ur c’hlac’har hac en ur regret quer bras da varo e zud, ma veze caus quemense dezi ato d’en em gaout e danger ar maro ec’h-unan ; Sant Jerom, a lavràn, goude beza countet quemense eus ar Santes-mâ, a gonclu evelhen ; lavaret vezo penaus, eleac’h recita meuleudiou ar Santes-mâ, ne ràn nemet e blam ha e disveuli : hoguen me a guemer da dest Jesus-Christ, pehini a serviche hac a zesiràn va-unan da servicha, penaus ne nac’hàn ar virionez nac an eil-tu nac eguile, hac e tiscleriàn diflatr ar gomportamant anezi, evel Christen eus a ur Gristenes, da lavaret eo e scrifàn non pas ar meuleudiou mæs an histor eus he buez, ha penaus he viçou a ve o c’hement a vertuziou da reall. Ret e lavaret eta penaus defautou Santes Paula a dalvise da vertuziou en un ene pehini ne vise quet quer parfet : ec’his ma zeus evit guir actionou pere a so istimet imperfectionou er re a so parfet, hac a ve cousgoude istimet perfectionou bras er re a so imparfet. Sin vad eo da un den clân, pa zeu e zivisquer da gouenvi o sortial eus e glenvet, rac an drase a sinifi penaus an natur o veza dija en-em greheat a zeu d’en tm ziscargua eus an humoriou fall pere a gouez ouz traon ; mæs an drase a vez er c’hontrol ur goal fin da nep na vez quet clàn ; rac disquez a raë penaus ne deffe quet an natur a nerz aoualc’h evit chasseal an humoriou-se. Hoguen ret eo, Philotee, caout santimant vad eus ar re a velomp o pratica vertuziou gant cals a imperfectionou, pa zeo ar Sent memes o deveus ii pratiquet er fæçon-se. Mæs evidomp-ni a dle beza sourcius d’en em exerci enno, non pas hepquen gant fidelite, mæs gant prudanç hac evit an effet-se heuly an avis eus ar Fu, na zuimp quet d’en em fiziout var hor prudanç hon-unan mæs var hini ar re pere a so roet deomp gant Doue evit hor c’hundui hac hon dirigea.

Beza ez eus certen traou, pere a so istimet vertuziou gant cals , ha cousgoude ne d’int quet ; hac e ret din lavaret ur guer deoc’h var quemense. An traou-se eo, pa vez un den extasiet pe ravisset oll hac eat emeas anezàn e-unan dre an union gant Doue ha dre an elevation a galon varzu-ac-ennàn ha perfectionou all evelse. An seurt perfec-tionou-se, Philotee, ne de quet vertuziou int ; recompansou, pere a ro Doue evit ar vertuziou, eo ez int, peautramant c’hoaz quent stantillonou eus an Eürusdet da zonet pere a vez presantet aviziou d’an dud evit ober dezo desirout an Eürusdet toutantier eus ar Barados. Mæs evit quemense oll ne d’e quet ret pretandi erruout er seurt perfectionou-se, pere ne d’int morsetout necesser evit caret ha servicha Doue ervat ; pehini hepquen a dle beza hor pretantion : lies a-veich ive ne dint quet graçou a guement a allemp da acquisitâ gant hor poan, pa zint quent passioriou, eguet actionou, pere a ellomp da receo ha non pas da brodui enõp. Ajouti à ràn, penaus n’hon eus antreprenet en em rena nemet tud honest, tud a zevotion, ha tud a zoujanç Doue, ha rac-se en drase eo e rencomp en em implija : mar plich gant Doue hor sevel bete ar berfectionou angelic-se, e vezzimp ivez Elez mad, hoguen o c’hortos en em exerçomp simplamant, humblamant ha devotamanr er vertuziou munut, pere en deveus hor Saiver exposet deomp da acquisita gant hor sourci ha gant hor poan, evel ma zeo ar batianter, an douçder, ar mortification interieur, an humilite, an oboissanç ar baourentez a galon, ar chastere, an drugarez en andret an nessa, supporti e imperfectionou, an dilijanç hac ar ferveur santel. Lesomp volontieramant ar vertuziou bras hac huel gant an eneou parfet, ne veritomp quet caout an seurt renq-se e servich Doue, re a enor vezo deomp e servicha en e gueguin, en e voulongeri, beza liquizien, portezourien, mevellou pe vitizien dezàn ; dezàn eo goudese, mar deo e volontez, hon tenna en e gabinet hac en e gonsail-privet. Ya, Philotee, rac ar Roue-se a c’hloar ne recompans quet e servicherien hervez an dignite eus an ofiç hac ar servich pehini a exerçont, mæs hervez ar garantez hac an humilite pe gant hini er servichont. Saül o clasq esen e Dad, a gafas ar Rouantelez a Israël, Rebeca o toura quesec Abraham a zeuas da veza pried d’e Vap ; Ruth o testum pennou varlerc’h medeurien Boos hac o cousquet e quichen e dreid a oue savet ouz e gostez ha rentet pried dezàn. Certenamant ar pretantionou huel, ha bras d’an traou extraordinal, a so meurbet sujet d’an illusionou ha d’an dromplerez ; hac e choarvez aviziou gant ar re a sonch dezo beza Elez, na dint quet so-quen tud-vad, ha ma vez muia c’hrandeur en o c’homsou hac en o discours eguet na vez en o santimant hac en o oeuvrou. Ne ranqueur cousgoude disprisout na blam netra temereramant ; mæs o veuli Doue eus ar renq huel pehini o deveus ar real, en em arretomp humblamant en hon renq pehini a so evit guir iseloc’h, mæs a so ivez assurroc’h a-se, ne de quet quen excellant, hoguen sortaploc’h ha convenaploch eo d’hon infirmite, ha d’hor paourentez pe en hini, mar en em gomportomp gant humilite ha gant fidelite, Doue hor savo da vrassoc’h ha da hueloc’h renq.




AN TREDE CHABISTR.
Var ar Batiantet.


IZom hoc’h eus a batiantet, evit d’ar fin, oc’h ober volontez Doue, ma c’hacquisitot e bromessa, eme an Abostol : rac, evel en deveus lavaret hor Salver, en ho patiantet e possedot hoc’h Ene. Hounnez eo an eürusdet vras eus an den, Philotee, possedi e Ene ; ha sul barfetoc’h e hor patiantet, ful barfetoc’h ivez e possedomp hon Ene : ret e deomp eta en em berfectioni er vertuz-mâ. Ho pezet memor alies en deveus hor Salver hor saveteet o soufr hac oc’h anduri, hac e tleomp dememes ober hor silvidiguez dre ar souffrançou hac art afflictionou oc’h anduri an injuriou, ar gontroliezou hac an displijadurezou gant mui hac a allimp a zouçder. Ne dleit quet en em gontanti da soufr gant patiantet certen injuriou hac afflictionou, mæs quement seurt poan hac injur a bermeto Doue da erruout gueneoc’h a dleit da souffr gant ar memes patiantet. Beza ez eus ha ne fell dezo soufr nemet ar poaniou pere a so enorabl, evel ma zeo beza blesset er bresell, beza maltretet evit ar Religion hac ar Feiz, beza persecutet evit en em oppos ouz an droug ha difen ar mad, beza en em baourisseat evit souten ur guerell pe ur gaus bennâc pehini o deveus gounezet, hac ar re-mâ ne de quet an affliction eo a gueront, mæs an enor pehini a so oc’h e heul. Ar guir batiant hac ar guir servicher pe servicheres da Zoue a soufr quercouls an afflictionou mezus ha disenorabl evel an afflictionou enorabl : ne deo nemet douçder da un den a gouraich beza dispriset, reprenet hac accuset gant ar re vechant ; mæs beza reprenet hac accuset ha persecutet gant an dud honest, gant ar vignonet, ha gant ar guerent, an drase eo a so sansibl. An douçder pe gant hini e souffras pell Sant Charles Borromee beza reprenet publicamant er Gador gant ur Predicator bras eus a un Urz reformet hac austerus meurbet, a istimàn mui eguet an oll souffrançou en devoue diouz ar re-all : rac evel ma zeo sansiploc’h ar c’hrog eus ar guenan eguet eus ar c’helien, toudememes an droug pehini a receveur diouz an dud honest, hac ar gontroliezou pere a reont, a so sansiploc’h cals eguet ar real : hac an drase cousgoude a erru alies, penaus daou zen honest o caout intention vad o daou en o santimanchou pere a so control, a zeu da ober controliezou ha persecutionou bras an eil d’eguile.

Bezit patiant non pas epquen evit ar principal eus an afflictionou pere a erruo gueneoc’h, mæs c’hoaz evit an accidantou pere a zepando ac’hano. Cals a ve contant da gaout poan gant na vent quet incommodet. N’en em glemmen quet, eme vezo unan, evit beza rentet paour, pa ne ve ne allan quet renta servich d’am mignonet, antreteni va bugale, ha beva enorablamant evel ma tesirren : un all a lavaro; n’en em lacaen quet e poan a guemense pa ne ve ma songeo an dud e ve erruet an drase gueneen dre va faut : un all a ve contant mat da veza droug-brezequet hac er fouffre gant ur batiantet vras, nemet na ve credet da nep en droug-prezeque. Beza ez eus reall hac a sonch dezo e vent contant da gaout un darn eus a un incommodite bennâc ; hoguen non pas d’e c’haout oll ; n’en em impatiantont quet, emezo, evit beza clàn, nemet abalamour n’o deveus quet a voyen da lacat en em dreti, pe abalamour ma rencont beza importun da nep a so var o zro. Me lavar eta, Philotee, penaus eo ret beza patiant non pas hepquen en ur c’hlenvet, mæs e quement seurt clènvet a bligeo gant Doue, eleac’h ma pligeo gantàn, etouez an dut ma pligeo gantàn, ha gant an incommoditeou ma pligeo gantàn, ha toudememes a lavaràn evit an adversiteou-all. Pa erruo un incommodite pe un droug bennâc gueneoc’h en em servichit ountâ eus ar remejou pere a vezo possibl hac hervez Doue : rac tenti e Vajeste divin ve ober autramant ; mæs ivez o veza grêt quemense, gortoit gant ur resignation antier an effet a bligeo gant Doue, mar plich gantâ e ve treac’h ar remejou d’an droug, en trugarecaot gant humilite ; hoguen mar plic’h gantàn e ve treac’h ivez an droug d’ar remejou, meulit-èn gant patiantet.

Me so eus ar memes avis gant Sant Gregor. Pa viot tamallet gant ræson eus a ur faut bennâc ho pezo coumetet, en em humiliit cals hac avoueit penaus e veritit beza blamet davantaich. Mar bezit accuset pe damallet e faus hac hep ræson, en em excusit gant douçder o tiscleria penaus ne douc’h quet coupabl ; rac beza e tleit ar respet-se d’ar virionez ha d’an edification eus an nessa gant aon na guemerre goal exempl diouzoch, ma en lessac’h er goal greden-se pehini en deffe achanoch. Mæs ivez mar continuer d’hoc’h accus ha d’ho plam an despet d’an excus legitim ha guirion pehini a zigacit, n’en em droublit na cals na nebeut, ha n’en em efforcit quet da glasq e ve quemeret hoc’h excus ; rac goude beza rentet ho tever d’ar virionez e tleit e renta ive d’an humilite : hac er fæçon-se ne vancot nac e quenver ar sourci pehini a dleit da gaout eus ho reputation, nac e quenver an affection pehini a dleit da gaout evit ar peoc’h, an douçder hac an humilite a galon.

N’en em glemit nemet nebeuta ma ellot eus ar fautou a vezo grèt en hoch-andret ; rac certen eo penaus e peac’h peurvuia nep en em glem, dre ma ra deomp hon amour propr santout ato an injuriou brassoc’h eguet na dint. Hoguen dreist peb-tra n’en em glemit quet dirac tud pere so eas o lacât d’en em formalisa pe da zrouc-songeal. Mar deo a propos en em glemac’h ouz ur re bennâc evit remedia ouz ar faut hac an offans, pe evit calmi ho speret, e renquit e ober ouz tud pere a so pæsibl hac a gar Doue ; rac anes eleac’h soulagi ho calon hac easa ho speret, ne raë an dut-se nemet ho provoqui da vrassoc’h chagrin ha da vrassoc’h inquietud ; hac eleac’h lamet an drean pehini a so oc’h ho piquat, ne raent nemet e blanta larcoc’h en ho troad.

Cals o veza clàn, pé affliget, pe offanset, gant ur re bennâc, en em ampeich evit guir na zeuont d’en em glem, na d’en em zisquez re zilicat ha re sansibl ; rac songeal a reont ervat, evel ma ze guir, penaus e tisquezze an dra-se sclear ur mancamant vras eus a vertuz hac a gouraich : mæs desirout a reont cals hac e clascont e naouspet fæçon e raet allasic dezo, e ve truez bras outo, hac e vent istimet, non pas hepmuiquen affliget, mæs patiant ha courachus. Quemense a so evit guir ur batiantet, mæs ur batiantet faus pehini ne deo quen tra en effet nemet ur vanite hac un ambition fin ha dilicat. Enor o deveus, eme an Abostol, hoguen non pas hervez Doue. Ar guir batiant n’en em glem quet eus a boan, na ne zesir quet e raet truez dezàn : coms a ra eus e afflidion sinceramant ha simplamant, hep e ober brassoc’h eguet na deo, hac hep ober clem na doleanç ebet, permeti a ra gant patiantet e quemerret compassion ountàn nemet na zeuet da gridi en deffe mui a boan eguet n’en deveus ; rac neuse e lavar gant modesti penaus n’en deveus quet ar boan-se, hac e chom er fæçon-se pæsibl etre ar virionez hac ar batiantet, oc’h avoui e boan hep en em glem anezi.

Er gontroliezou pere a erruo gueneoc’h en exerciç eus an devotion, rac an dra-se ne vanco quet, ho pezet memor eus ar pez en deveus lavaret hor Salver. Ur c’hreg, emezàn, pa vez quistion dezi da c’henel, e deveus ur boan hac un anquen bras ; mæs pa vel e deveus ganet he buguel, e teu da ancounec’hât he foan hac he anquen abalamour ma e deveus lequeat ur c’hrouadur er bed. C’hui hoc’h eus ive concevet en hoc’h ene an dîna buguel a so er bed, pehini eo Jesus-Christ. Abarz ma ho pez èn produet ha ganet antieramant, ne ouffac’h quet miret n’ho pe cals a boan, mæs quemerit couraich, rac tremenet ar boan-se ebiou, e chomo gueneoc’h ur joa eternel da veza ganet un hevelep crouadur er bed. Hoguen ganet ho pezo-èn antieramant evidoc’h, pa ho pezo-èn furmet antieramant en ho calon hac en hoc’h euvrou dre an imitation eus e vuez, o veva diouz ma en deveus bevet.

Pa viot clàn, offrit quement poan, quement incommodite ha quement languis ho pezo d’hor Salver, oc’h e supplia da unissa hoc’h oll boaniou gant an tourmanchou en deveus anduret evidoc’h. Obeissit d’ar Medecin, quemerit ar remejou ha quement a ordreno deoc’h da zibri pe da efa abalamour da Zoue, o caout memor eus ar vestl a guemeras hor Salver evidomp. Desirit beza yac’h evit e servicha ; na revusit quet ivez chom da languissa evit oboissa dezàn, hac en em disposit da vervel, mar deo e volontez, evit e veuli ha jouissa anezàn en e Varados. Ho pezet memor penaus ar guenan, endra vezont oc’h ober o mel, ne vevont na ne zebront nemet eusa draou chuero : evelse ivez ne ellornp jamæs ober actou a vrassoc’h douçder hac a vrassoc’h patiantet, nac ober guell ar mel eus ar vertuziou excellant eguet endra vezomp o tibri ar bara c’huero eus an adversite hac o veva emesq ar poaniou hac ar gontroliezou pere a stourm ouzomp. Hac ec’his ma zeo ar mel pehini a vez great eus a vleunv an thyn, pehini so ul lousaouen displet ha c’huero, eo an excellanta mel a so tout, evelse ivez ar vertuz pehini a exerçomp er c’huervder eus an adversiteou ar re vila hac ar re disprisussa, eo ar vertuz excellanra tout.

Sellit alies gant ho taoulagat inrerieur ouz Jesus-Christ crucifiet, en noaz, blasfemet, calomniet, abandonet hac erfin accablet gant peb seurt anvi, tristidiguez ha poaniou, ha considerit penaus hoc’h oll souffrançou, pe seurt bennâc e c’hallenr beza, ne dint morse da veza comparachet ouz e re, ha penaus biquen ne souffrot netra evintàn e scoaz ar pez en deveus souffret evidoc’h.

Considerit an tourmanchou o deveus bet gouzanvet ar Verzerien, ha peguement a boan o deveus cals a dud var an douar muguet n’hoc’h eus-hu, ha livirit : allas va affliction ne de nemet consolation, ha va foaniou he dint nemet ros e compaæson d’ar re a soufr meur a hini pere n’o deveus na sicour nac asistanç na soulajamant, hac a vev en ur maro continuel o veza accablet a boaniou hac a adversiteou bras meurbet.




AR PEVARE CHABISTR.
Var an humilite exterieur.


AR Profet Elisee a lavare da un Intâves baour ; amprestit, emezàn, cals a bodou goullo, ha discarguit ebarz an eol a so manet gueneoc’h. Evit receo gras Doue en hor c’halonou e rencomp o c’haout goullo eus hor gloar hon-unan. Ur certen labouç galvet ar c’hresserelen o crial hac o sellet ouz ar sparfelet hac ouz ar scoulet, en deveus ar vertuz hac an natural d’o sponta ; ha rac-se ar c’houImet a gar al labouç-mâ dreist al laboucet all oll hac en em guef en assuranç pa vezont en e guichen : evelse ivez e teu an humilite da sponta Satan, ha da gonservi enomp ar graçou hac an donæsonou eus ar Speret santel : hac evit quemense an oll Sent ha particulieramant Roue ar Sent hor Salver hac e Vam-santel o deveus ato enoret ha cherisset ar vertuz din-mâ muguet hini all ebet eus ar vertuziou moral.

Gloar vean e c’halver an hini pehini a guemeromp peautramant evit ar pez ne d’eus quet enomp, peautramant evit ar pez a so enomp hoguen non pas deõp ; peautramant evit ar pez a so enomp ha deomp evit guir, mæs ne verit quet en em c’hlorifiemp anezàn. An noblanç eus ar raç, ar saver eus ar Reou-vras, beza enoret gant ar-bopl, a so traou pere ne d’emaint quet enomp-ny, mæs en hon tud- pere so bet en hon raoc, peautratnant ebarz en istim a ra hon hentez ac’hanomp. Beza ez eus hac en em rent fier ha resolu pa vezont var ur marc’h mad, pa vez rubanou pe ur blumachen bennâc ouz o zoc, ha pa vezont guisquet brao : mæs piou na vel ar follentez eus an dud-se ? rac mar deus gloar en drase ar c’hloar-se a so evit ar marc’h, evit ar ruban, hac evit an habit, ha pebez sotoni eo ampresta hort istim digant ur marc’h, digant ur ruban pe un danteles, pe digant un habit ? reall en em istim evit bleo friset pe boultret, pe o caout ur visach coant, daouarn propr pe o c’hout dançal pe c’hoari, pe gana ; mæs ha ne dint y quet tud laich o fallout crisqui o reputation evit traou friol hac an seurt sotoniou-se ? reall evit un nebeut squiant a fell dezo beza enoret ha respetet gant an oll, evel pa dleffe peb-unan mont d’ar scol daveto hac o zremen da veza mistri : reall a so postur enno, abalamour ma o deveus quenet ha ma zint great mad var o meno, hac e sonch dezo e tleont beza cherisset gant ar bet-oll ; quemense tout a so meurbet vean, sot hac impertinant, hac ar c’hloar pehini a guemerer eus ar sujedou paour-se, a so galvet gloar vean, sot, ha ridicul. Anaout a reer ar guir mad evel ar guir baum ; ar baum a vez esseat hac amprouet oc’h e ziveza en dour ; rac mar da d’ar guelet, e vez istimet da veza eus ar fina hac eus ar preciussa : dememes evit anaout hac e en deveus un den ur guir furnez, ur guir squiant, ur guir gouraich, hac ur guir galite, eo ret guelet hac e a den an traou-se oll d’an humilite, d’ar vodesti ha d’ar soumission ; rac neuse e vezzint istimet guir vadou ; mæs mar choumont var c’horre da neun evel ar baum fal var c’horre an dour, e vezzint sul nebeutoc’h guir madou ha guir vertuziou sul vui ma c’haparissint ha ma en em zisquezzint a zianveas. Ar perles pere ne vezont savet nemet dre an avel ha dre an trous eus ar gurun, n’o deveus nemet ar goc’hen a berles, hac e zint goullo ha cleus heb substanç ebet, evelse ivez ar vertuziou hac ar galiteou caer pere ne dint savet nemet dre an orgouil ha dre ar vanite n’o deveus simplamant nemet an apparanç a vad o veza goullo hep substanç hac hep fermete a ziabarz.

An enor, ar renq hac an dignite a so evel lousaouen an afron pehini a zeu guell hac abondantoc’h pa vez foulet dindan an treid. Ne de mui en enor da un den mar sell ouz e guenet : ar guenet evit caout graç ; a dle beza negliget : ar squiant a zeu da zizenori un den andal ma quemer vanite ha presomtion anezi. Mar doump priminic e quenver hon renq hac hor c’halite, ouzpen ma en em exposomp da veza controliet ha sellet pizzoc’h a-se ouzomp, e lequeomp hon disprisout ; rac an enor hac ar respet pehini a vez agreabl pa vez recevet hep e glasq, a zeu da veza vil, pa vez clasquet. Pa vez ar paün oc’h ober e rod, evit en em velet er memes amser ma sao e blun caer e tisquez e andrejou vil ; mar c’huezzaomp ar boquejou a ziabell hac en ur dremen, e recevomp cals a zouçder anezo, mæs mar o c’huezzaomp a dost ha pel amser ; e teuont d’hon assoupissa ha d’hon renta clàn : dememes an enoriou a rent ur satisfaction douç d’an hini n’o chuezza nemet a bell hac en ur dremen hep en em amusi ganto, mæs d’an hini a laca e affection enno ez int noasus ha din da veza blamet bras.

Ar pourchu hac an affection evit ar vertuz a gommanç hon renta vertuzus ha din da veza meulet hac istimet, mæs ar pourchu hac an affection evit an enoriou a goumanç d’hon renta vitius ha din da veza blamet ha dispriset. Ar sperejou mad n’en em amusont quet gant ar rambreou-se a rencou nac a enoriou nac a galiteou, na da glasq beza saludet ha respetet gant peb-unan, beza o deveus sourciou-all da entenr outo, an drase ne apparchant nemet ouz ar sperejou feneant. An hini a ell caout perlesennou, n’en em ambaras quet gant bigornou, hac ar re pere o deveus desir evit ar vertuziou n’o deveus hast ebet evit an enoriou. Evit guir peb-unan a ell derc’hel e renq hep offansi an humilite, nemet er grai hep attaich hac hep disput : rac evel ar re pere a zistro eus ar perou, ouzpen an aour hac an arc’hant a dennont ac’hano, ma tigaçont ganto c’hoaz marmouset ha perroquedet, abalamour na coustont nemeur dezo ha na gargont quet ivez nemeur o listri ; dememes ar re pere a fell dezo beza vertuzus ha devot, ne lesont quet na guemeront ar renq hac an enor pehini a so dleet dezo, gant na gouste dezo an drase nemeur ar sourci hac a attantion, ha gant na ve quet carguet o speret a droublien a inquietud, a zisputou hac a gontestationou. Ne gomsan quet cousgoude eus ar re pere o deveus un dignite pe ur garg bennâc en egard d’ar public, nac eus a certen occasionou particulier, pere a den da ur gousecanç vras ; rac er pouenchou-se eo ret da bep-unan conservi e vir ganc ur brudanç hac ur furnez pehini a ve charitabl ha civil.




AR PEMPET CHABISTR.
Evit an humilite interieur.


HOguen desir hoc’h eus, Philotee, ho cunduen larcoc’h en humilite, rac evit ober ec’his am eus lavaret diaraoc an drase a so quent furnez eguet humilite ; bremâ’ta e tremenàn larcoc’h. Cals ne fell quet dezo na ne gredont quet sonjal er graçou particulier en deveus great Doue dezo gant aon na guemerrent vane[4] c’hloar ha complæsanç ; hoguen certenamant en em drompla a reont en drase : rac evel a lavar an Doctor ange-lic pa zeo ar guir moyen da erruout e carantez Doue, eo consideri ar pez en deveus great evidomp, sulvui ma considerimp ha ma c’hanavezzimp e vad oberou, sulvui er c’harrimp ; hac evel ma vezomp touchet mui dre ar graçou particulier eguet dre ar graçou commun, e tleomp ivez o c’honsideri attantivoc’h a-se. Certenamant ne deus netra a guement a ell quement hon humilia dirac an drugarez a Zoue evel ma zeo an niver bras eus e c’hraçou hac eus e zonezonou, na netra a guement a ell quement hon humilia dirac e Justiç evel ma zeo an niver bras eus hor pechejou hac hon ingrateriou. Consideromp petra en deveus great evidomp, ha petra hon eus great en e enep ; hac evel ma consideromp hor pec’hejou particulier, consideromp ivez e c’hraçou particulier. Ne rencomp quet caout aon na zeue an anaoudeguez eus ar pez en deveus great evidomp da rei deomp vane [5] c’hloar, nemet e vezzimp attantif ouz ar virionez-mâ, penaus ar pez a so a vad enomp, ne de quet digueneomp eo. Ar mulet ha ne vezont-ii quet ato lonet pouer ha flerius, evito da veza samet eus a draou precius hac a c’huez mad ? Petra hon eus-ny a vad n’hon eus-èn recevet, ha mar hon eus-èn recevet, perac e fell deomp-ni en em orgouilli a guemense ? er c’hontrol pa gonsideromp ervat ar graçou hon eus recevet, e teu an drase d’hon renta humbl ; rac ar gonsideration-se hon rent anaoudec en ahdret Doue ; mæs e quen cas ma teue un dra bennâc a vanite d’hon illigat, ar remed assur ouz quemense vezo songeal en hon ingrateri, en hon imperfectionu hac en hon defautou, ha peguer miserabl oump ac’hanomp hon-unan. Mar consideromp petra hon eus great pa na dedo quet Doue gueneomp, ec’hanavezzimp ervat penaus ar pez a reomp pa vez gueneomp, ne de quet eus hor c’hostez eo ; jouissa a raimp cousgoude eus ar mad-se hac en em rejouissa ivez, abalamour ma hon eus-èn ; mæs da Zoue hepquen e rentimp ar ch’loar a guemense, abalamour ma ze digantâ eo. Er fæçon-se eo ec’havoue ar Verc’hes sacr er Magnificat penaus en deveus great Doue traou bras en he andret, mæs n’er gra nemet evit en em humilia hac evit meuli Doue. Va Ene, emezi, a rent gloar ha meuleudi d’an Autrou abalamour ma en deveus great traou bras em andret.

Aviziou e leveromp ne doump netra, ne doump nemet paourentez hac infirmite, al lousdoni eus ar bed ; mæs ne vemp quet contant da veza quemeret en hor guer, nac e ve publiet ac’hanomp ar pez a leveromp. Er c’hontrol seblant a reornp da dec’het ha da guzet evit ma teuhor var hon lerc’h ha ma vezimp clasquet ; contananç a reomp da fallout choum da ziveza ha da aseza er plaç isela ; mæs evit ma vezo grêt deomp an enor da ober deomp tremen hueloc’h ha da veza placet e renq ar re guenta eo, nep en deveus ur guir humilite ne ra quet a neuz da zisquez en deffe, na ne lavar nemeur a gomsou a humilite ; rac ne zesir quet hepquen cuzet e vertuziou-all, mæs desirout a ra c’hoaz, ha principalamant memes cuzet e humilite, ha ma ve, permetet deza lavaret gaou ha trompla pe scandalisa an nessa, e rae actionou a roguentez hac a superbite, evit rei da gridi ne ve quet humbl, ha ne ve quet anavezet evit ar pez ma zeo. Chetu amâ-ta va avis, Philotee, pe na leveromp quet a gomsou a humilite na cals na nebeut, pe mar leveromp, leveromp ii gant ur guir santimant interieur conform d’ar pez a brononçomp hervez an exterieur, na iselaomp jamæs hon daoulagat nemet oc’h iselaat hor c’halon, na zisquezomp quet a c’henou fallout beza gant ar re ziveza, nemet a galon e falfe deomp beza. Ar reglen-mâ a fell din a ve quer general, na zigassan exception ebet enni : ajouti a rân hepquen penaus ar civilite a c’houlen ma presantemp aviziou an avantaich d’ar re pere e ousomp ervat n’er c’hemerrint quet, ha ne de quet ur feintis nac un humilite faus e quemense ; rac neuse an offr hepquen eus an avantaich a so ur gommançamant a enor, ha pa na aller quet e rei dezo tout-antier, ne reer quet a zrouc evit rei dezo ar gommançamant anezàn. Ar memes tra a lavaràn eus a ur goms bennâc a enor hac a respet, pehini ric-ha-ric ne seblant quet e ve guirion, rac guirion aoualch e cousgoude, nemet en devezo nep e lavaro , ur guir intantion en e galon da enori ha da respeti an hini p’evit hini el lavar. Rac peguement bennâc ma teue ar c’homsou da sinifiout an-tuont d’ar pez a leveromp, ne reomp quet a zrouc evit o implija, pa zeo an usaich en em servichout anezo. Guir e penaus e carren c’hoaz e ve hor c’homsou ajustet diouz hor santimanchou tosta ma ve possibl, evit heul e peb tra hac e pep fæçon ar simplicite hac ar sincerite a galon. Nep a so humbl e guirionez a ve guell gantàn e ve un all a lavare anezàn penaus eo un den miserabl, un den neant hac un den ne dal netra, eguet non pas e lavaret e-unan ; da viana mar goar en lavarer anezàn, ne lavar quet ar c’hontrol, mæs consanti a ra a galon vad : rac evel ma cred ervat e-unan ez eo, en deveus joa o velet e ve ar re-all, er memes santimant gantàn. Cals a lavar penaus e lesont an Oræson Mental gant ar re barfet, hac evito-ii ne dint quet dîn d’e ober : re-all a lavar penaus ne gredont quet communia alies, abalamour n’en em gueffont quet pur aoualc’h : re-all a lavar o deveus aon na raent disenor d’an devotion, ma en em emellent, anezi, o veza quer miserabl ha quer fragil ha ma zint : hac ar re-all a revus implija o zalant e servich Doue hac e silvidiguez an nessa, abalamour, emezo, ma c’henevont o sempladurez ha ma o deveus aon d’en em orgouilli ma servichent da ober ur mad bennâc, ha na zeuent d’en em goll o-unan o clasq savetei ar re-all. Quemense oll ne deo nemet artifiç hac ur fæçon humilite non pas hepmuiquen faus, mæs ive malin, rac ma teu un den dreizi da vlam en ur fæçon subtil ha goloet an traou pere a apparchant ouz Doue, pe da viana da guzet dindan ur pretext a humilite an amour propr eus e santimant, eus e humor hac eus e ziegui.

Goulennit ouz Doue ur sin bennâc diouz an traon eus an douar, pe diouz an eac’h eus an Eê, eme ar Profet d’ar maleürus Acchab ; hac e respontas : non, ne c’houlennin quet, ha ne dentin quet Doue. O an den mechant ! ober a ra neuz da zouguen ur respet bras da Zoue, hac e teu dre un apparanç a humilite d’en em excus da obteni ar c’hraç peveus a hini e ra offr e vadelez divin dezàn. Mæs ha ne vel-èn quet ervat penaus, pa falvez da Zoue rei deomp ur faveur bennâc, ez eo un orgouil e revusi, hac ez omp obliget da receo an donæsonou a offr Doue deomp, ha penaus ez eo un humilite oboissa hac heuly tosta ma ellomp e volontez hac e zesir ? Hoguen an desir hac ar volontez a Zoue eo ma vezzimp parfet oc’h en em unissa gantàn hac oc’h e imita muia ma ze possibl deomp. An den superb, pehini en em fizy ennâ e-unan, en deveus leac’h mad da gaout aon oc’h antrepreni netra ; mæs an den humbl, sulvui ma en em ene sempl hac impuissant, sul-gourachussoc’h eo ; ha sul-disterroc’h ma en em istim, sul-hardizzoc’h e teu da veza : rac ma laca e oll fizianç e Doue pehini en em blich o tisquez e oll-c’halloudeguez en hon infirmite, hac o tisquez e drugarez en hor paourentez. Ret e deomp eta caout un hardieguea humbl ha santel da antrepreni quement a guef a propos evit hon avançamant ar re pere o deveus an direction eus hon eneou.

Sonjal e ousomp ar pez ne ousomp quet a so ur sotoni expres ; fallout ober ar gouiziec er pez a enevomp ervat ne ousomp quet a so ur vanite insupportabl. Evidon-me ne garren quet so-quen ober ar gouiziec er pez a ouffen, evel ne garren quet ivez er c’hontrol ober an ignorant quen nebeut. Pa c’houlen ar garantez, e tleomp gant simplicite ha gant douçder communica d’hon nessa non pas hepquen ar pez a so necesser dezàn evit e instrui, mæs ivez ar pez a so profitabl dezàn evit e gonsoli ; rac an humilite pehini a c’holo hac a guz ar vertuziou evit o c’honservi, a zeu cousgoude d’o zisquez pa c’hourc’hemen ar garantez, evit o renta brassoc’h ha parfetoc’h : Hac en dra-se eo hènvel an humilite ouz ur certen guezen eus an Indes pehini a serr hac a zalc’h clos e fleurachou caer epad an nos ha n’o digor nemet da sao-heaul ; en hevelep-fæçon ma lavar an habitantet eus ar vro-se penaus e cousq ar fleurachou-se en nos. Rac evelse ivez e teu an humilite da c’holo ha da guzet hon oll ver-, tuziou ha perfectionou humen, ha n’o disquez jamæs nemet evit ar garantez, pehini o veza ur vertuz non pas humen, mæs celestiel, non pas moral, mæs divin, eo ar guir heaul eus ar vertuziou pe var re e tle ato domina ; hac-evelse quement seurt humiliteou a ra prejudiç d’ar garantez, ne deus quet da zoueti na dint faus.

Ne garren nac ober ar sot, nac ober ar fur ; rac mar em ampeich an humilite da ober ar fur, ar simplicite hac ar sincerite am ampeich ive da ober ar sot : ha mar deo ar vanite control d’an humilite, an artifiç, an affeterez hac ar feintis a so control d’an douçder ha d’ar simplicite. Mar deus bet servicherien vras da Zoue pere o deveus great seblant da veza sot èvit beza dispriget hac evit en em renta displetoc’h a-se dirac ar bed, e ranquer o admira ha non pas o imita ; rac beza o deveus bet motivou ha ræsonou quer particulier ha quen extraordinal da vont bete queit-se, na dle nicun tenna cousecanç ebet ac’hano evintâ e-unan. Mar danças ha mar lammas David dirac an Arc’h a Allianç un nebeut muguet na seblante beza deread ha convenabl dezàn e ober, ne doa quet ma falvise dezàn ober ar foll, hoguē simplamant hac hep feintis e rea ar mouvamanchou hac ar fæçoniou exterieur-se conform d’ar rejouissanç extraordinal ha dreist-vusur pehini a sante en e galon. Guir eo, pa rebechas Micol e c’hreg an dra-se dezàn evel ur follenrez, ne oue quet queuz gentâ en em velet dispriget, er c’hontrol o perseveri gant simplicite ha gant sincerite da represanti e rejouissanç, e tisquezas oa joa gantâ receo un dra bennâc a vez evit e Zoue. Ha var guememâ e livirin deoc’h penaus, mar bezit dispriget ha tremenet da veza sot abalamour ma rit actionou eus a un devotion simpl ha sincer, an humilite a rai deoc’h en em rejouissa eus an disprigeanç eürus-se peveus a hini ar sujet ne d’ema quet enoc’h-hu, mæs er re pere a ra an disprigeanç hac ar goab-se ac’hanoc’h.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.

Penaus an humilite a ra deomp caret hon abjection hac hon dismegans propr, da lavaret eo, caret beza humiliet ha dispriget.


TRemen a ràn larcoc’h, hac e lavaràn deoc’h, Philotee, caret e peb tra hac e peb fæçon hoc’h abjection bropr. Mæs, eme vezo c’hui, petra sinifi an dra-se, caret hoc’h abjection bropr ? E Latin abjection a sinifi humilite, hac humilite a sinifi abjection, da lavaret eo dismeganç, pa lavar ar Verc’hes en he C’hantic sacr, pehini eo ar Magnificat, penaus abalamour ma en deveus sellet an Autrou-Doue ouz an humilite eus e servicheres, e vise istimet ha publiet gant ar bed-oll da veza eürus-bras ; e fell dezi rei da enrent penaus en deveus hon Autrou sellet a galon vad ouz he abjection hac he dismeganç, da lavaret eo en deveus bet priget e c’honsideri hac hi ur servicheres baour, vil, dister hac indin meurbet equichen e c’hrandeur, evit e c’harga eus a c’hraçou hac a faveriou oc’h e choas da veza Mam dezâ. Difaranç a so cousgoude etre ar vertus a humilite hac an abjection ; rac an abjection eo ar biander, an iselder, ar vilder pean disterder, hac ar baourentez a so enomp, evit ha n’er sonjomp ha n’en enevomp ; mæs ar vertus a humilite eo ar guir anaoudeguez pehini hon eus volontieramant eus hon abjection, da lavaret eo, pe dre hini e c’henevomp ervat ac’hanomp hon-unan ez omp bian, izel, vil, dister, paour, ha sempl, ha dîn da veza dispriget : hac e lavaràn penaus ar pouent principal eus an humilite-mâ a gonsist non pas hepquen oc’h anaout volontieramant hon abjection, da lavaret e, och anaout ervat ez oump vil ha dister ha dîn da veza dispriget, mæs o caret hac o veza joa gueneomp quemense memes , non pas dre ur mancamant a gouraich hac a generusdet, mæs evit exalti ha glorifia davantaich ar vajeste a Zoue, hac evit estimout cals mui a-se hon nessa e comparæson deomp hon-unan. Da guemense eo hoc’h exortàn ; hac evit entent guell, gouezit ervat penaus etre an adversiteou ha controliezou pere a souffromp, ez eus darn hac a so dismegus ha disenorabl, ha darn-all pere a so enorabl : cals a so contant da souffr an adversiteou enorabl, mæs ne fell casi da nicun souffr ar re disenorabl ha mezus. Sellit ouz un Ermit pe ur Religius devot, freset oll e zillat var e zro, hac èn dare gant ar riou : peb-unan en deveus respet evit e habit fall ; gant truez ouz e souffrançou ; mæs mar gueler un artisan paour, ün digentil paour, pe un demesel baour er fæçon-se, e vez dispriget ha goapeat, ha chetu eno ur baourentez disenorabl ha mezus. Ur servicher pe ur servicheres a recevo gant humilite ur reprimand rust digant ur Mestr pe ur Vestres, hac ur c’hrouadur digant un Tad pe ur Vam, peb-unan a c’halvo an dra-se mortification, oboissanç ha furnez. Tud a enor a souffro ar memes tra gant ur re-bennâc, ha peguement bennâc ma ve abalamour da Zoue ve, e vezo galvet an dra-se coïonaich ha lachete : chetu eno’ta c’hoaz ur gontroliez disenorabl ha mezus. Un den en deveus ar maletouich en e vrec’h hac un all en e visaich ; ar c’henta n’en deveus nemet ar boan, mæs an eil ouzpen ma en deveus ar boan en deveus ivez an disprigeanç, an disenor hac an abjection. Bremâ’ta e lavaràn penaus ne ranquer quet hepquen caret ar boan, ar pez a reer dre ar vertuz a batiantet, mæs ret e c’hoaz caret an dismeganç hac an disenor a so o c’heul ar boan, ar pez a reer dre ar vertuz a humilite.

Ouzpen beza ez eus vertuziou enorabl hac huel, ha vertuziou isel ha dispriget. Ar batianret, an douçder, ar simplicite hac an humilite memes a dremen gant an dud monden evit vertuziou isel ha dispriget : er c’hontrol ar brudanç, ar vaillantis pe ar gouraich, hac al liberalite a dremen ganto evit vertuziou enorabl. Beza ez eus c’hoaz actionou eus a ur memes vertuz hac a so darn anezo dispriget ha darn-all enoret. Rei an alusen ha pardoni an offançou a so diou action a garantez : ar guenta a so enoret gant peb-unan, hac eben dispriget dirac ar bed. Ur goas pe ur plac’h yaouanc, pehini n’en em roï quet d’an direglamant ma en em ro an dud libertin, oc’h en em antreteni, o c’hoari, o tançal, oc’h eva, oc’h en em orni, a vezo goapeat ha caquetet gant ar re-all e deffaut ha na ra eveldo, hac ar vodesti eus ar goas pe ar plac’h devot-se a dremeno ganto evit ur bigoterez pe un hipocrisi ; caret an dra-se eo caret an abjection hac an dismeganç. Chetu amâ un seurt-all : mont a reomp da visita an dud clàn. Mar em c’hasser da visita ar paourra, an dra-se a so un abjection hac un dismeganç evidon hervez ar bed, ha rac-se e quirin an dra-se : mar em c’hasser da visita ar re a galite, an dra-se a so un abjection hac un dismeganç hervez ar speret ; rac ne deus quet quement a vertuz nac a verit eno, hac e quirin eta an abjection hac an dismeganç-se. Pa zeomp ahet an hent, mar couezomp dirac an dud, ouzpen hor gloas e recevomp c’hoaz ar vez ; ret e deomp eta caret ar vez hac an abjection-se. Beza ez eus memes fautou pe en re ne deus droug ebet, nemet an abjection hac ar vez hepquen, hac an humilite ne c’houlen quet o graet expressamant, mæs goulen a ra na zeuet quet d’en em inquieti goude o beza great, evel ma zeo certen sotoniou, inciviliteou ha dievezdedou pere, evel ma tleer o evita abarz ma vezont great evit oboissa d’ar civilite ha d’ar brudanç, e tleer ive, goude ma vezont great, en em gontanti eus an abjection hac eus ar vez pehini a zeu deomp ac’hano oc’h e accepti a galon vad evit heul an humilite santel. Me lavar c’hoas davantaich : mar doun en em direglet dre goler pe dre imprudanç da lavaret comsou indeçant pe gant re e vez offanset Doue hac an Nessa, em bezo ur c’heuz bras eus an offanç-se pehini a essaïn da rapari guella ma vezo possibl din, mæs ne lesin quet na guirin ha na acceptin an abjection hac an disprigeanç pehini a zeui din ac’hano ; ha ma c’halle an eil beza separet diouz eguile, e strinquen gant horrol ar pec’het, hac e virren gant humilite an abjection hac an dismeganç.

Mæs evidomp da garet an abjection hac an dismeganç a so o c’heul an droug, ne dleer quet cousgoude nebeutoc’h remedia ouz an droug pehini a so caus da guemense dre voyenou propr ha ligitim, ispicial pa vez a gousecanç an droug. Mar em eus un incommodite difæçon em bisaich, e procurin remedia ountâ, hoguen non pas ma c’hancounec’haen an abjection hac ar vez en deveus great an incommodite-se din. Mar em eus great un dra pehini ne offans den, ne c’houlennin quet excus a guemense ; rac peguement bennâc ma em be great ur faut, ne noas da nicun, hac evelse ne ouffen quet goulen excus nemet eus an abjection hac eus ar vez a zeu din ac’hano ve, hac an humilite ne bermet quet an dra-se : hoguen mar em eus . offanset pe scandaliset unan bennâc dre zievezdet pe dre sotoni, e raparin an offanç dre ur guir excus bennâc, abalamour ma noas quemense, ha ma em oblich ar garantez da effaci an noas-se. Erfin aviziou e c’herru ma c’houlen ar garantez e teuemp da remedia ouz an abjection hac ouz an dismeganç evit mad hon Nessa pe da hini eo necesser hon reputation ; mæs en occasion-se o lammet hon abjection hac hon dismeganç a zirac daoulagat hon Nessa evit ampeich na zeue d’en em scandalisa, e tleomp serra ha cuzet an dismeganç-se e gouelet hor c’halon evit en em edifia hon-unan.

Mæs gouzout a fell deoc’h, Philotee, pere eo an abjectionou hac an dismegançou profitapla ; hac e lavaràn deoc’h sclear penaus ar re brofitapla d’hon ene hac agreapla da Zoue eo ar re a erru gueneomp dre chanç pe dre ar gondition ma idomp o veva enni, abalamour n’hon eus-ii quet choaset, mæs recevet hon eus-ii hevelep ma zint digacet deomp gant Doue pehini a choas ato guell eguet na reomp-ny. Ma ve ret choas, ar re vrassa eo ar re vella, hac ar re-se a so istimet ar re vrassa pere eo ar re gontrola d’hon inclinationou ; rac evit e lavaret ur veich evit an oll, hor choas hon-unan a zeu da souilla ha da vianaat casi hon oll vertuziou. Ah ! piou a roï deomp-ny ar c’hraç da allout lavaret gant ar Roue bras-hont : choaset em eus beva en abjection hac e disprigeanç e ty va Doue, quent eguet chom e tiez caer ar bec’herien. Nicun ne ell rei ar c’hraç-se deomp, Philotee, nemet an hini pehini evit hon exalti hac hor c’hundui d’ar c’hloar, en deveus deurvezet beva ha mervel en hevelep-fæçon ma zeo bet mez an dud ha dismeganç ar bopl. Lavaret em eus deoc’h cals a draou pere a seblanto deoc’h beza rust ha c’huero pa o c’honsiderrot ; mæs credit din-me, douçoc’h vezint eguet ar sucr hac ar mel pa o fraticot.




AR SEIZVET CHABISTR.
Penaus e rencomp conservi hor reputation o pratica an humilite.


AR veuleudi, an enor hac ar c’hloar ne vezont quet roet d’an dud evit ur vertuz simpl, mæs evit ur vertuz excellant ; rac dre ar veuleudi e fell deomp lacat ar re-all da gaout istim eus an excellanç a so er re a veulomp, dre an enor e tisquezomp penaus hon eus hon-unan istim anezo : hac ar c’hloar ne deo quen tra d’am avis nemet ur certen sclerigen a reputation pehini a sorti eus a gals a veuleudiou hac a enoriou destumet assambles, en hevelep-fæçon ma zeo an enoriou hac ar veuleudiou evel mein precius a douez pere destumet assambles e sorti ar c’hloar evel ur berlesen. Mæs evel na ell quet an humilite souffr e teuemp da sonjal e vemp excellant, pe e tleffemp beza preferet d’ar re-all, ne ell quet ivez permeti e teuemp da glasq ar veuleudi, an enor hac ar c’hloar pere a so dleet da ur vertuz excellant hepquen. Consanti a ra cousgoude d’an avertissamant eus ar Fur, pehini hon avertis da gaout sourci eus hon reputation, abalamour ar reputation vad a so un istim non pas eus vertuz excellant ebet, mæs hepquen eus a ur vertuz simpl ha commun pehini a.bermet gueneomp an humilite da anaout enomp, ha peveus a hini e permet gueneomp ive parconsecant e tesirremp ar reputation. Guir e penaus an humilite a zisprisse ar reputation, ma ne desse quet a izom ar garantez anezi ; mæs evel ma zeo hi eo unan eus ar fondamanchou pe var re ez e fontet ar societe hac an union a so etouez an dud, hac evel ma zomp non pas hepquen inutil, mæs domachus d’ar public hep ar reputation-se, abalamour d’ar goall exempl a guemer diouzomp pa na vezomp quet e reputation vad, ar garantez a c’houlen, hac an humilite a guef agreabl e teuemp da zesirout ha da gonservi preciusamant ar reputation-se.

Goudese, peguement bennâc na de quet an deliou eus ar guez da veza istimet cals anezo o-unan, evel ma servichont cousgoude cals, non pas hepquen evit orni ar guez, mæs ivez evit conservi ar frouez endra ma zint c’hoaz rener ; evelse ivez ar reputation vad, peguement bennâc na de quet cals da veza desiret anezi e-unan, ne les quet cousgoude na de profitabl bras, non pas hepquen evit orni hor buez, mæs ivez evit conservi hor vertuziou, ha principalamant ar vertuziou pere a so c’hoaz tener ha sempl. An obligation da veinteni hon reputation ha da veza an hevelep tud ma zoump istimet, a ra deomp en em gouragi gant un effort puissant ha douç d’en em renta vertuzus mui-ouz-vui. Conservomp hor vertuziou, va Philotee, abalamour ma zint agreabl da Zoue peini eo an objet bras ha souveren eus hon oll actionou. Mæs evel ar re pere a fell dezo miret frouez n’en em gontantont quet d’o c’honfita, n’o lequeont c’hoaz e podou pere a so propr d’o chonservi : dememes peguement bennâc ma ve ar garanrez divin principalamant ve a gonserve hor vertuziou, cousgoude e c’hellomp c’hoaz implija ar reputation vad evel un dra so propr ha profitabl d’o c’honservi. Ne rencomp quet cousgoude beza re ardant re briminic ha re sansibl e quever an dra-se ; rac ar re pere a so quen dilicat ha quer guiridic-se e quènver o reputation, a so hènvel ouz ar re pere a guemer medicinerez evit an disterra incommodite a erru ganto, hac o songeal an hense conservi o yec’het, eo e ruina eo a reont ; rac dre an dilicateri hac ar guiridinez-se en em rentont bigarre, mutin, insupportabl, hac e provocont ar valiç eus ar goall deodou d’o drouc-prezec. Dissimuli-ha disprisout an injuriou, an drouc-prezeguerez hac ar c’halomniou hep ober man anezo, a gustum beza cals profitaploc’h remed eguet disquez ressantimant, na contest, na vengeanç ebet evito. Pa o disprijomp ha pa na reomp man ebet anezo, e tisparissont evel ur bouil moguet en ear ; ha mar deuomp d’en em formalisa ha d’en em gourrouci ouz an injuriou hac ouz an droug a lavarer ac’hanomp, e seblantomp disquez ez oump coupabl o tont erc’hisse d’en em glasq. Ar C’hrocodilles ne noas nemet d’ar re o deveus aon razàn, nac an droug-prezeg ne noas ive nemet d’ar re en em laca e poan anezi.

Pa vezomp re aonic na gollemp hon reputation, e tisquezomp un disfizianç vras eus ar fount anezi, pehini eo ar virionez eus a ur vuez vad. Ar C’heriou pere o deveus ponchou coat a-ziouc’h rivierou bras, o deveus aon na daent gant an dour quellies reverdi a vez ; mæs ar re o deveus ponchou mean n’en em lequeont quet e poan eus ar reverdiou bras so-quen : dememes ar re a so fontet mat e doujanç Doue hac en e garantez ne gustumont ober man eus a reverdi an teodou injurius, mæs ar re en em guef sempl a zeu d’en em inquieti da bep mare. Certenamant, Philotee, an hini a fell dezàn caout reputation vad e speret an oll a zeu d’e c’holl e speret an oll ivez, hac e verit coll an enor nep piou-bennâc a fell dezàn e gaout diouz tud pere a so disenoret o-unan dre ar viçou ma zint sujet dezo.

Ar reputation ne deo nemet evel un ansain pehini a zisquez p’eleac’h e loich ar vertuz : ar vertuz eta a dle beza preferet ato e peb tra hac e peb leac’h. Ha rac-se mar lavarer ez ouc’h un hipocrit pe un hipocrites, abalamour ma zouc’h en em roet d’an devotion ; mar lavarer ez ouc’h un den laich ha digouraich, abalamour ma hoc’h eus pardonet an injur so great deoc’h, grit goab a guemense tout. Rac ouzpen na deus nemet tud sot hac impertinant a guement a ra an seurt jugeamanchou-se, pa dleffac’h coll hoc’h hano mad, ne rancac’h quet dilesel ar vertuz na distrei diouz an hent mad eus ho silvidiguez, abalamour ma zeo ret preferi ar frouez d’an d’an deliou, da lavaret eo ar mad interieur ha spirituel da bep seurt mad exterieur. Jalous e tleomp beza eus hon hano mad, ha hon pas idolatret ; hac evel na dleomp quet offansi lagat ar re vad, ne dleomp quet ive contanti lagat ar re vechant. Ar varo a so un ornamant da visaich ar goas, hac ar bleo da hini ar vaoues : mar bez tennet toutafæt ar varo eus ar c’hroinch hac ar bleo eus ar pen, difficil bras eo e c’halle biquen sevel adarre ; hoguen ma na vez nemet trouc’het hepquen, ha memes raset, e cresco souden goudese hac e teui so-quen da veza crehoc’h ha stancoc’h. Evelse ive, peguement bennâc ma ve ar reputation trouc’het ha memes toutafæt raset gant teod an drouc-prezeguerien, pehini, eme Zavid, a so evel ur rasouer lem, ne ranquer quet en em inquieti a guemense, rac souden e savo hac e cresco adarre da veza non pas hepmuiquen quer caer ha ma zoa, mæs da veza c’hoaz creoc’h ha cerzzoc’h eguet diaguent. Hoguen mar deu hor viçou, hon lachete hac hor goall vuez da lamet toutafæt hon reputation digueneomp, e vezo dies bras e saffe biquen mui, abalamour ma ze diframet ar c’hrizien anezi ; rac ar c’hrizien eus ar reputation vad eo ar vuez vad ive, pehini endra bad gueneomp a ell produi ato a nevez an enor a so dleet dezi. Ret e quitât an antretien vean-se, ar pratiq inutil-se, ar garantez friol-se, an hentis sot-se, mar de noasus an dra-se d’ar reputation ; rac ar reputation a dal mui eguet peb seurt contantamanchou vean. Hoguen mar deo evit en em exerci er vertuz, evit en em avanç en devotion hac evit querzet etrese ar mad eternel eo e teuer da vurmuri, da c’hrouignal ha da zroug-coms en hon enep, lesomp ar chaç da harzal ouz al loar ; rac mar guellont excita ur goall istim bennâc a enep hon reputation, ha trouc’ha pe rasa erc’hisse ar bleo hac ar varo eus hon hano mad, souden e savo adarre, hac ar rasouer eus an droug prezec a servicho evit hon enor, evel ma servich ar sarp evit ar vinien, pehini a laca da rei abondanç a ræsin oc’h e zailla.

Hor bezet ato hon daoulagat var Jesus-Christ crucifiet : querzomp en e servich gant fizianç ha gant simplicite, mæs gant furnez ha gant discretion. Èn vezo ar protecteur eus hon reputation ; ha mar permet e ve lamet digueneomp, ne vezo nemet evit renra deomp un all guell, p’evit ober deomp profita en humilite santel peveus a hini un onç hepquen a dal mui eguet mil livr eus a enor. Mar bezemp blamet en injust, opposomp gant peoc’h ar virionez d’ar pez a lavarer ac’hanomp e faus. Mar perseverer d’hor c’halomnia, perseveromp d’en em humilia, o lacat evelse hon reputation gant hon ene etre daouarn Doue : ne ouffemp quet e assuri guell. Servichomp Doue gant ar reputation fall couls ha gant an hini vad, evel a rea Sant Paul ; evit ma c’hallimp lavaret gant David : o va Doue, abalamour deoc’h eo em eus souffret an dismeganç hac ez e bet goloet va bisaich gant ar vez. Excepti a ràn coulgoude certen crimou quer grevus ha quen iffam, na dle nicun souffr beza blamet ha calomniet anezo, pa ell en em justifia diouto legitimamant. Excepti a ràn ive certen personachou diouz reputation pere e tepand silvidiguez cals ; rac er c’hasiou-se eo ret pourchu pæsiblamant ar reparation a enor eus an injur recevet, hervez an avis eus an Deologianet.




AN EIZVET CHABISTR.
Evit an douçder en andret an Nessa, hac evit ar remed ouz ar goler.


AR C’hrem pe an Oleo sacr peveus a hini en em servicher en Ilis Doue, dre dradition an Ebestel, evit ar Confirmation ha certen Benedictionou, a so composet eus a eol olives mellet gant baum, pehini a rebresant etre an traou-all an diou vertuz gaer ac agreabl pere a veler sclear er Personaich sacr eus hor Salver, ha pere en deveus recommandet deomp particulieramant, evel pa ve dreizo ispicial e tleffe hor c’halon beza consacret d’e servich hac appliquet d’e imita. Disquit guene-me, emezàn, penaus ez oun douç hac humbl a galon. An humilite a zeu d’hor perfectioni en andret Doue, hac an douçder en andret hon Nessa. Ar baum pehini, evel am eus lavaret diaguent, a zisquen ato dindan etre an oll liqueriou, a represant an humilite. An eol olives, pehini a bign ato var c’horre, a represant an douçder hac ar vadelez, pehini a dremen dreist peb tra hac a so exceHant etre ar vertuziou, dre ma zeo ar fleur hac an dien eus ar garantez, pehini, hervez Sant Bernard, a so parfeta ma c’hell beza, pa vez non pas hepquen patiant, mæs c’hoaz pa vez douç ha deboner. Hoguen liquit evez, Philotee, da gaout en ho calon, ha non pas hepquen en ho quenou, ar c’hrem pe an dien mistic-mâ composet a zouçder hac a humilite ; rac unan eus ab artifiçou hac ar finessaou bras en de-veus hon adversour, eo ma ra da gals en em abusi gant comsou ha gant contanançou exterieur eus an diou vertuz-mâ, hac o veza na examinont quet ervat o interieur, e sonch dezo beza humbl ha douç, ha ne dint na cals na nebeut cousgoude. Quemense a vez anavezet dre ma teuont d’en em formalisa gant un arroganç vras, disterra coms a vez lavaret dezo a-dreus, ha disterra injur a recevont, evit quement ceremoniou a zouçder hac a humilite a veler ganto. Lavaret a reer penaus ar re pere o deveus quemeret ar re-med preservatif pehini a c’halver communamant Graç Sant Paul, ne gouenvont quet evito da veza flemmet gant an aër-viber, nemet e vezo ar remed-se eus an hini mad ha fin ; dememes pa vez mad ha guirion an humilite hac an douçder, hor goarantissont diouz ar chôenv hac an ardeur a gustum an injurou da lacat da sevel en hor c’halon. Mar deuomp ervat da veza rog, d’en em c’hueza ha d’en em zipita ; pa vezomp flemmet gant an teodou fall, eo sin penaus ne de quet sincer ha guirion hon humilite hac hon douçder, nemet hepquen peintet ha diguiset.

Ar Patriarch bras ha santel-hont Joseph, pa gassas e vreudeur var o c’his eus a Egipt da dy o Zad, ne roas nemet an avis-mâ dezo : n’en em liquit quet e coler en hoc’h hent, emezàn. Me lavar deoc’h ar memes tra, Philotee : ar vuez miserabl-mâ ne deo nemet un hent etrese ar vuez eternel ; n’en em lequeomp quet e coler eta en hon hent, an eil-re ouz o hentez ac’hanomp ; querzomp gant hor breudeur ha c’hoareset gristen douçamant, pssiblamant hac amiablamant. Hoguen me lavar deoc’h distac hep exception ebet, n’en em golerit na cals na nebeut, mar de possibl, ha na recevit pretext ebet a nep-seurt evit digueri an nor eus ho calon d’ar goler ; rac Sant Jacques a lavar, bref ha næt, hep reservation ebet, penaus coler an den n’en rent quet just hac agreabl dirac Doue. Ret eo resista ouz an droug hac arreti ar viçou eus ar re pere so en hor c’harg, fermamant ha courachussamant evit guir, mæs cousgoude gant douçder ha gant peoc’h. Netra ne rent quen douç un Elefant pa vez e coler, eguet ar guel eus a un oanic, ha netra ne dorr quen eas an nerz eus a ur voulet canol evel ar gloan. Ne istimet quet quement ar gorrection pa sorti eus ar goler, hac e ve accompagnunequeat gant ar ræson, evel ma e istimer pa na sorti nemet eus ar ræson hep coler ebet ; rac an ene ræsonabl o veza sujet naturalamant d’ar ræson, ne de sujet d’ar bassion pe d’ar goler nemet dre gontraign ; hac evelse pa vez accompagnunequeat ar ræson gant ar bassion pe ar goler, e teu da veza casseat, o veza rentet e domination hènvel ouz hini un tirant. Ar Brincet a ro un enor hac ur gonsolation vras d’ar bopl, pa zeuont d’o bisita gant un trein a beoc’h ; mæs pa zigassont armeou ganto, peguement bennâc ma ve evit ar mad public ve, o donediguez a vez ato disagreabl ha domachus, abalamour, peguement bennâc ma zint jurdic o lacat observi an urz vad etouez o soudardet, jamæs cousgoude ne ellont miret na erru ato un disurz bennâc, peveus a hini e vez vouaz ar païsant : dememes endra zeu ar ræson da c’houarn ha da exerci pæsiblamant ar bunition, ar gorrection hac ar reprimand, peguement bennâc ma er graë ric ha ric, e vez cousgoude caret ha cafet mad gant peb-unan. Mæs pa zigaç ganti ar goler, ar gourrouç hac an amportamant, pere, eme Sant Augustin, eo e soudardet, e vez douget mui eguet na vez caret, hac e c’halon e-unan a chom ato vouaz a guemense. Guell eo, eme ar memes Sant Augustin, revusi an antre ouz ar goler, peguer just bennâc e c’halle beza, eguet na deo digueri dezi, peguen dister bennâc ve ; abalamour ma zeo dies ober dezi sortial an-dal ma vez diguemeret, rac ma c’hantre evel ur vourjonen vian, ha ma teu da grisqui en un taul-cont quement hac un treust : ha mar gu’ell ur veich gounit an nos, hac an heaul da guzet var hor c’holer, ar pez a zifen an Abostol, e teu da geinch e cassoni, ha pelloc’h ne vez casi moyen ebet d’en em zisober anezi ; rac en em vezur a ra gant mil suspicion ha mil bersuasion faus, o veza ma cred ato un den courroucet penaus e vez just e gourrous. Guell eo eta æssa gouzout beva hep coler, eguet na de fallout exerci ar goler gant moderation ha gant furnez : ha pa en em guefomp surprenet ganti dre imperfection ha dre sempladurez, eo guell e c’haç prest var e c’his, eguet na de fallout marc’hata outi ; rac gant nebeut a spaç a vez roet dezi, en em rent mestres eus ar galon, hac e ra evel ar sarpant pehini a denn eas e gorf an hent ma c’hell poulsa e benn. Mæs penaus e c’hassin-me var e c’his, eme viot-hu ? Ret eo, Philotee, evel ma santit ar goler, destum ho nerz neuse-souden evit e mouga pæsiblamant hep en em droubli. Goude an effort pæsibl-se pratiquit an avis a roe Sant Augustin, o veza dija coz, d’an Escop yaouanc Auxilius. Grit, emezàn, ar pez a dle un den da ober mar gu’erru gueneoc’h ar pez a lavar David en ur Salm : va lagat a so troublet gant ar goler, ho pezet recours da Zoue o crial ountâ evel ar Profet-se ; Autrou va Doue, ho pezet truez ouzin, evit ma c’hastenno e zourn da arreti ho coler. Me lavar penaus eo ret deomp goulen sicour ouz Doue pa en em velomp e danger da veza trec’het gant ar goler, oc’h imita an Ebestel pere, oc’h en em velet e danger da gonfonti gant an tourmant a savas er mor, a grias ouz hor Salver : Autrou, hor saveteit, pe e zeomp da goll. Neuse e c’hourc’hemenno ive d’ar gouagou revoltet eus hor passionou rei peoc’h, hac e teui ur c’halm bras en hor c’halon. Hoguen me hoc’h avertis ato penaus an oræson pehini a reot ouz ar goler bresant ha pressant, a dle beza great en ur fæçon douç ha pæsibl ha non pas en ur fæçon violant, ha quemense a ranquer da observi en oll remejou pere a impliger ouz an droug-mâ.

Gant quemense pa velot ho pezo great un action a goler bennâc, raparit neuse-souden ho faut dre un action a zouçder pehini a exerçot prontamant en andret nep ma viot bet en em goleret ountâ pe outi. Rac ec’his ma zeo ur remed excellant ouz ar gaou en em zislavaret evel ma santomp hor bez-èn lavaret, dememes eo ur remed excellant ouz ar goler ivez e rapari neuse-souden dre un act a zouçder control dezi, rac, evel a lavarer, ur c’houli nevez great a so eassoc’h da remedia outi. Ouzpen pa vezit e repos hac hep sujet ebet d’en em goleri, grit ur bourvision vras eus a zouçder hac a batiantet, o lavaret hoc’h oll gomsou hac oc’h ober hoc’h oll actionou, pe ii bian pe ii bras, en ur fæçon an douça hac an agreapla a vezo possibl ; o caout memor penaus ar Pried sacr eus a Gantic ar C’hanticou ne deveus quet hepquen ar mel var he diveus hac ouz bec he zeaud, mæs c’hoaz e deus-èn dindan he zeaud, da lavaret eo en he feutrin, ha ne de quet mel hepquen eo e deus ennâ, mæs ivez leaz. Rac ne de quet aoualc’h e ve douç en andret hon nessa ar goms hepquen ac’hanomp, mæs hon oll beutrin, da lavaret e, an oll interieur eus hon ene a dle beza ive ; ha ne rencomp quet hepquen caout an douçder eus ar mel pehini so a c’huez mad, da lavaret eo, ne de quet aoualc’h hor be un antretien douç, hac agreabl-gant an dud diaveas, beza e tleomp caout ivez an douçder euz al leaz etouez tud hon ty hac hon ameseien dost : hac en dra-se o deus ur mancamant bras ar re pere a so evel Elez emeas hac evel diaoulou en ty.




AN NAVET CHABISTR.
Evit an douçder en hon andret hon-unan.


UNan eus ar praticou. mad a ouffemp da ober eus an douçder eo e exerci en hon andret hon-unan, hep en em zipita jamæs ouzomp hon-unan nac ouz hon imperfectionou. Rac peguement bennâc ma c’houlen ar ræson, goude ma hor bez faziet, hor be regret ha displijadur a guemense, e tleomp cousgoude miret n’hor be un displijadur chagrinus, dipitus ha colerus : hac eno e ra ur faut bras ar re pere a zeu d’en em goleri rac beza en em lequeat e coler, a zeu d’en em chagrina rac beza en em lequeat e chagrin, hac o deveus dipit rac beza en em dipitet. Dre ar voyen-se e talc’hont o c’halon confitet ha distempret ato er goler ; ha peguement bennâc ma seblante an eil goler chasseal ar guenta, e servich cousgoude da un digor ha da ur passaich evit ur goler-all er guenta occasion a erruo : hac ouzpen so, ar goler-se, an dipit hac ar chagrin-se ouzomp hon-unan n’en deveus quen but nemet an orgouill, na quen sourcen nemet an amour propr, pehini a ra deomp en em droubli hac en em inquieti oc’h en em velet imparfet. Ret eo eta caout un displijadur eus hor fautou hac a ve pæsibl, patiant ha ferm. Rac evel ma teu ur Barner da bunissa guell cals ar re vechant o rei e setanç gant ræson ha gant ur speret a repos, eguet non pas oc’h e rei dre amportamant ha dre bassion, abalamour o varn dre bassion ha dre humor ne de quet diouz ma ze ar fautou eo e teu d’o funissa, nemet diouz ma zeo e-unan : dememes e teuomp d’en em bunissa hon-unan cals guell dre un displijadur pæsibl ha constant, eguet non pas dre un displijadur grignous, chagrinus hac impatiant, abalamour na de quet diouz ar c’hrevusdet eus hor fautou eo e quemeromp an displigeadur chagrinus hac impatiant-se, mæs diouz hon humor hac hon inclination. Dre exempl, un den pehini a gar ar chastete en em zipito gant ur chagrin bras, disterra faut en devezo great a enep ar vertuz-se, ha cousgoude ne rai cas ebet evit beza droug-brezeguet e nessa : er c’hontrol un all, pehini a gassa an droug-brezec, en em chagrino da veza murmuret un nebeudic a enep e nessa, ha ne raï scrupul ebet evit beza coumetet ur faut bras a enep ar chastete : ar memes tra a lavaràn eus ar viçou-all ; hac an dra-se ne erru nemet abalamour na varnont quet o c’houstianç dre ræson, mæs dre bassion ha dre inclination.

Credit din-me, Philotee, evel ma o deus ar remontrançou a ra un Tad en ur fæçon douç ha cordial mui a nerz var speret ur c’hrouadur evit e gourrija, eguet n’o deffe ar c’holeriou hac an amportamanchou : dememes pa en devezo great hor c’halon ur faut bennâc, mar e reprenomp gant remontrançou douç ha pæsibl, o caout mui a druez outi eguet a zipit, o rei couraich dezi d’en em amanti, an displijadur pehini e devezo an hen-se a antreo enni dounoc’h eguet pa e reprennemp en ur fæçon dipitus, chagrinus hac impatiant. Evidon-me ma em be, dre exempl, un affection vras d’en em viret na gouezzen er viç eus ar vanite, pe en ur viç-all, hac e ven cousgoude couezet ebarz a lam-caer, ne garren quet repren va c’halon er fæçon-mâ : ha ne dou-de quet miserabl hac abominabl en em lesell da goueza er vanite goude quen-alies a resolutionou ? Gant ar vez e ranquez crevi, ha ne dleffes mui sevel da zaoulagat etrese an Eê, mechantes, imprudant, treitoures ha disleal ma zout en andret da Zoue, hac an seurt traou-se. Hoguen me falfe din e c’hourrija gant ræson ha gant compassion, ec’his ma ve lavaret : hebien, va c’halon baour, chetu-ny couezet er fos ma hor boa quement a resolution da drei diouti : lequeomp hor poan d’en em sevel ha da dec’het diouti evit mad : goulennomp sicour ouz Doue hac esperomp en e drugarez penaus hor pardono hac hon asisto da veza fermoc’h ha fideloch dezàn hivisiquen : en em lequeomp adarre en hent eus an humilite : quemeromp couraich c’hoaz, va ene paour, ha bezomp var hon evez pelloc’h : Doue hor sicouro hac a roï deomp ar c’hraç, mar plich gantàn, da ober profit eus a guememâ-oll. Chetu penaus e carren en em repren, ha var ar reprimand douç-mâ e falfe din batissa ur resolution ferm ha stabil d’en em ampeich da goueza er faut-se, och en em servichout eus ar moyenou convenabl evit quemense, hac o c’houlen avis va Directeur.

Ma na gaffe quet cousgoude unan bennâc, ec’halle beza touchet aoualc’h e galon dre ar gourrection douç-mâ, ec’hallo en em servichout eus a ur rebeich hac eus a ur reprimand, pehini a vezo rustoc’h ha crehoc’h, evit excita en-hi ur gonfusion vras, nemet ma tui, goude beza reprenet ha corriget rust e galon, da finissa dre zouçder, o c’heinch soll regret hac e oll dipit en ur fizianç douç ha santel e madelez Doue, hervez an exempl eus ar penitant bras hont, pehini o velet e Ene affliget, na zeue d’e c’honsoli er fæçon-mâ : perac e zoude trist o va Ene, ha perac e teues-te d’am zroubli-me ? laca da esperanç e Doue, rac e veuli a rin c’hoaz, en pehini eo va silvidiguez ha va Doue carantezus. Consolit eta gant douçder ho calon pa vezo couezet en ur faut bennâc, oc’h en em humilia cals dirac Doue oc’h anaout peguer miserabl ouc’h, hep en em estoni morse-tout eus ho lam, pa na de quet estrainch e ve infirm an infimite, ha sempl ar sempladurez, ha paour ar baourentez : de-testit cousgoude muia ma e possibl deoc’h an offans pehini hoc’h eus great da Zoue, ha ganr ur gouraich hâc ur fizianç vras en e drugarez en em liquit adarre da bratica ar vertuz pe da hini oac’h manquet.




AN DECVET CHABISTR.

Penaus e tleomp beza sourcius ha non pas presset nac hastet en hon afferou hac en hon occupationou.


AR sourci hac an diligeanç, pehini a dleomp da gaout en hon afferou, a so dishènvel dious an inguietud, an hast hac an ampressamant. An Élez o deveus sourci eus hor silvidiguez, hac a zeu d’e frocuri gant dilijanç ; mæs evit quemense n’o deveus inquietud nac ampressamant ebet : rac ar sourci hac an diligeanç a so conform d’ar charite pehini o deveus evidomp ; mæs an inquietud, an hast hac an ampressamant a ve toutafet control d’o eürusdet ; dre ma c’hell ar sourci hac an dilijanç beza accompagnunequeat gant ar peoc’h hac ar repos a speret, ha non pas an inquietud ha nebeutoc’h c’hoaz an hast hac an ampressamant. Bezit eta sourcius ha dilijant e quement tra ho pezo da ober en etat ma zouc’h galvet gant Doue ; rac pa zeo e brovidanç e deveus ho carguet eus ar servich hac an occupation-se e fell dezàn en em acquittac’h ebarz gant ur sourci bras, hoguen mar de poiTibl, na zeut quet d’en em droubli en ho labour hac en hoc’h affer gant an inquietud, an hast hac an ampressamant oc’h e ober, rac an hast-se a zeu da dènvalaat ar ræson hac ar jujamant hac ho c’hampeich memes da ober ervat ar pez ma en em bressit de ober.

Pa reprenas hor Salver Santes Martha, e lavaras dezi ; Martha, Martha, en em inquieti, hac en em droubli a rit gant cals a draou. Ha c’hui na vell, ma na vise nemet sourcius hepquen ne vise quet en em droublet hac en em inquietet hoguen abalamour ma quemere re a bres hac a her e teue d’en em droubli ; hac e quenver an dra-se oa e reprene hor Salver. Ar glao bian pehini a gouez pæsiblamant var an douar a zeu d’e renta druz hac abondant e lousou hac e grun, mæs ar glao bras, pehini a gouez a strounç hac en her, a so inutil ha domachus memes d’ar froueziou eus an douar. Jamæs un dra great en her hac en hast, ne vez great mat. Ret eo depeich a doug-cam. Nep a ya en her hac en hast, eme ar Fur, en em laca e danger da goueza o heurta e dreid : abred aoualc’h e reomp hon affer, pa er greomp ervat. Mui a drous hac a bres a vez gant ar guenan bras pe ar bourdounennet, eguet na vez gant ar re vunut, ha cousgoude ar bourdounennet-se ne reont nemet ar c’hoar, hac ar guenan munut a ra ar mel : evelse ivez ar re pere a zeu d’en em inquieti gant ar pres hac an trous a vez ganto en o labour hac en o affer, ne reont jamæs na cals nac ervat, hac eleac’h ober mel nemet coar ne reont.

Ar c’helien n’hon incommodont quet dre an effort, mæs dre an niver anezo : evelse an afferou bras n’hon troublont quet quement, evel ma ra ar re vunut pa hor bez niver anezo. Recevit eta e peoc’h hac e repos an afferou hac an occupationou, pe ar servich hac al labour a erruo gueneoc’h, ha liquit ho poan da ober an eil tra varlerc’h eguile gant urz ha gant ræson : rac mar falvez deoc’h o ober oll en un taul-cont, hac hep urz ebet, e reot effortou, pere ho foulo hac a lacaï ho speret da languissa ha peurvuia e choumot accablet gant ho pres hep avanç netra cousgoude. Hac en hoc’h oll afferou en em abandonit antieramant d’ar brovidanç a Zoue, pe diouz hini hepquen e repand an issu mad en hoc’h oll desseinou : labpurit cousgoude pæsiblamant eus ho costez evit cooperi gant ar brovidanç, ha neuse credit, mar hoc’h eus lequeat mad ho fizianç e Doue, an issu pehini a erruo, vezo bepret ar profitapla evidoc’h, pe c’hui er c’haso droug pe c’hui er c’haso mad hervez ho santimant hoc’h-unan.

Grit evel ar vugaligou, pere a zalc’h crog en o Zat gant un dourn hac a gutuil mouar gant eguile ahed ar c’harz ; evelse ivez o testum hac o vania madou ar bed-mâ gant un dourn, dalc’hit crog ato gant eguile e dourn ho Tad celestiel, o trei ho speret hac ho calon ountâ aviziouigou, evit guelet hac en so agreabl dezàn ar pez a rit. Ha liquit evez mad dreist peb-tra na ziscrocac’h eus e zourn hac eus e brotedion o sonjal destum ha cutuil davantaich : rac mar deu d’ho lesell gueneoc’h hoch-unan, ne reot quet ur c’hamet hep coueza var ho fri. Me a fell din lavaret, Philotee, pa n’o pezo nemet afferou hac occupationou comun hac ordinal, evel ma ve ho servich hac ho labour, pere ne choulennont quet un application vras nac un attantion gre, ma sonchot neuse mui e Doue eguet er pez a riit : ha pa vezo a quer bras cousecanç hoc’h afferou hac hoc’h occupationou, ma c’houlennint hoc’h oll attantion hac hoc’h oll studi evit o ober ervat, e sonchot e Doue aviziouigou da viana evel a ra ar re a vez e beaich var ar mor, pere evit mont etrese an douar ma teziront mont, a sell mui ouz creac’h etrese an Eê, eguet ouz traon eleac’h ma vagueont ; evelse Doue a labouro gueneoc’h, enoc’h, hac evidoc’h, ha ho labour a vezo heuliet gant cals a gonsolation.



AN UNNECVET CHABISTR.
Evit an oboissanç.


AR garantez hepquen eo hon laca er berfection, mæs an oboissanç, ar chastete hac ar baourentez eo an teir moyen vras evit e acquisita ; dre an oboissanç e vez consacret hor c’halon da garantez ha da servich Doue, dre ar chastete hor c’horf, ha dre ar baourentez hor madou. An teir breinc int eus ar Groas spirituel, hac a so cousgoude o zeir fontet var ar bedervet pehini eo an humilite. Ne livirin netra eus an teir vertuz-mâ e quement a ma reer vœu anezo solennellamant, rac er galite-se ne apparchantont nemet ouz ar Religiuset ; na memes e quement ha ma reer ur vœu simpl anezo : rac peguement bennâc ma ro ato ar vœu cals a c’hraç hac a verit d’an oll vertuziou : cousgoude evit en em renta parfæt, ne de quet necesser e raemp vœu eus ar vertuziou-se, nemet e teuimp d’o observi ; rac peguement bennâc o veza great vœu anezo, ispicial solennellamant, ma lequeont un den er stad a berfection, cousgoude evit e lacat er berfection, eo aoalc’h e vent observet, dre ma zeus cals a zifaranç etre ar stad a berfection hac ar berfection memes : pa e guir penaus an oll Esquep hac an oll Religiuset a so er stad a berfection, ha cousgoude ne demaint quet oll er berfection, ec’his n’er gueleur nemet re. Lequeomp hor poan eta, Philotee, da bratica ervat an teir vertuz-mâ peb-unan hervez e vocation. Rac peguement bennâc n’hon lequeont quet er stad a berfection, e roont deomp cousgoude ar berfection memes ; evelse e zoūp oll obliget da bratica an teir vertuz-mâ, peguement bennâc na deump quet oll obliget d’o fratica er memes fæçon.

Beza ez eus diou seurt oboissanç, unan necesser hac unan volontier. Dre an hini a so necesser e tleit oboissa humblamant d’ho Superioret Ecclesiastic, evel ma zeo ar Pap, an Escop, ar Person, pe Gure hac ar re-all pere a so deputet eus o ferz : e tleit oboissa d’ho Superioret politic, da lavaret eo d’ar Roue ha d’ar re pere a so etablisset eus e berz da c’houarn ho pro hac ho carter : e tleit erfin oboissa d’ho Superioret domestic, da lavaret eo d’ho tad, d’ho mam, d’ho mæstr ha d’ho mæstres. An oboissanç-mâ so galvet necesser abalamour na ell nicun en em exanti diouz an oboissanç, pehini a dle d’ar Superioret-se, o veza ma en deveus roet Doue dezo an authorite da c’hourc’hemen ha da c’houarn peb-unan diouz ar pez a so roet dezo e carg varnomp. Grit eta ar pez a c’hourc’hemennont deoc’h, an dra-se a so un necessite : mæs evit beza parfæt, heuliit c’hoaz o avisou ha memes o desirou e quement ha ma permeto gueneoc’h ar charite hac ar brudanç : sentit outo pa c’hourc’hemennint deoc’h traou agreabl, evel ma ve dibri ho pouet, pe guemeret ho recreation ; rac peguement bennâc na seblante quet e ve ur vertuz bras oboissa en traou-se cousgoude e ve ur viç bras disoboissa enno. Oboissit ive dezo en traou indifferant, evel ma ve da zouguen an seurt dillat-mâ pe an seurt dillat-hont ; da vont en hent-mâ, pe en hent-hont, da gana pe da devel, hac e vezo an dra-se un oboissanç meurbet meulabl. Oboissit dezo e traou pere a ve dies, rust ha calet deoc’h da ober ; hac e vezo an dra-se un oboissanç parfet. Oboissit erfin gant douçder hep ræsoni, promtamant hep differi, laouenamant hep en em inquieti ; ha dreist peb-tra oboissit gant carantez abalamour d’an hini pehini abalamour deomp a so bet en em rentet oboissant bete ar maro eus ar Groas, ha pehini, evel a lavar Sant Bernard, a oue guel gantàn coll ar vuez eguet coll an oboissanç.

Evit disqui eas oboissa d’ho Superioret, consantit eas da volontez ho quenseurt o cedi gant o santimant er pez ne de quet droug hep contesti na disput outo : en em accommodit ive volontieramant diouz an desir eus ar re a so sujet deoc’h, e quement ha ma permeto ar ræson hep exerci autorite rigolius ebet outo, nemet dre gontraign. Un abus eo cridi penaus, ma veac’h Religius pe Religiuses, ec’h oboissac’h eas aoualc’h, mar douc’h difficilius ba penvers da oboissa da nep so lequeat gant Doue a ziouzoc’h.

An oboissanç volontier eo an hini pe da hini en em oblijomp dre hor choas hon-unan, ha pe da hini n’hon oblich den. Ne de quet c’hui oc’h-unan e hoc’h eus choaset ho Prinç, hoc’h Escop, ho Pastor, ho tad, ho mam, na martese memes ho pried ; mæs ervat c’hui e hoc’h eus choaset ho Confessour hac ho Tirecteur ; pe c’hui a ra vœu a oboissanç dezàn’ta goude ma hoc’h eus-èn choaset (evel a eüre Santes Theresa d’he hini) pe c’hui en em ro hep vœu ebet da oboissa da ur re bennâc, an oboissanç-se a so galvet ato volontier, abalamour ma tepand diouz ho volontez hac ho choas hoc’h-unan. Ret e oboissa d’an oll Superioret, da bep-unan cousgoude er pez ma en deveus carg varnomp. Evel ma zeo er pez a apparchant ouz ar Poliç hac ouz an afferou public, eo ret oboissa d’ar Brincet ; er pez a apparchant ouz Poliç an Ilis eo ret oboissa d’ar Breladet, e quenver an traou domestic eo ret oboissa d’an tad, d’ar vam, d’ar mæstr, d’ar vestres ha d’ar pried ; e quènver an direction particulier eus an Ene eo ret oboissa d’an Directeur ha d’ar Chonfessour particulier. Liquit ho Tad spiriruel da ordren deoc’h an actionou a zevotion hac a vortification pere a fell deoc’h da exerci abalamour ma vezzint guell a se, ha ma o devezo un doubl graç hac un doubl merit, o veza ma zint a ur c’hostez actionou mad enno o-unan, hac ur c’hostez-all o veza ma o grit dre oboissanç d’ho Tirecteur. Eürus eo ar re oboissant ; rac Doue ne bermeto jamæs e teuent d’en em egari ha d’en em goll.




AN DAOUZECVET CHABISTR.
Var an necessite eus ar Chastete.


AR chastete eo ar fourdilis eus ar vertuziou, renta a ra an dud casi henvel ouz an Elez, netra ne de caer nemet dre ar burete, hac ar burete eus an dud eo ar chastete. Ar chastete a so galvet honestis, hac ar brofession anezi a so galvet enor ; galvet eo ivez integrite, hac ar c’hontrol dezi a so galvet corruption : bref e gloar a so toutafæt particulier dre ma zeo ar vertuz gaer hac ar vertuz venn eus ar c’horf hac eus an ene. Ne de jamæs permetet tenna plijadur impudic ebet eus hor c’horf, p’e fæçon bennâc ec’halle beza, nemet en ur briedelez ligitim, peveus a hini ar santelez a alle en ur fæçon bennâc recompansi ha rapari an domaich pehini a recever er blijadur-se. Ha c’hoaz er briedelez e ranquer observi an honestis eus an intention. Ar galon chast a so evel ar vam berlesen pehini ne ell receo berad dour a guement na zeue eus an Eê : rac ar galon chast ne ell ive receo plijadur ebet nemet hini ar Briedelez, pehini a so ordrenet eus an Eê ; emeas achano ne de quet permetet so-quen en em antreteni volontieramant en ur sonjeson a blijadur.

Evit ar guenta pasen eus ar vertuz-mâ, liquit evez, Philotee, na guemerrac’h nep seurt plijadur a guement a ve difennet evel ma zeo an oll plijadurezou pere a guemerer emeas eus ar briedelez, hac er briedelez memes pa o c’hemerer a enep an urz hac an usaich eus ar briedelez. Evit an eil en em brivit muia ma vezo possibl deoc’h eus ar plijadurezou inutil ha dreist-vusur peguement bennâc na vent quet diffennet. Evit an drede Fasen, na staguit quet hoc’h affection ouz ar plijadurezou pere a so gourc’hemennet hac ordrenet. Rac peguement bennâc ma ve ret exerci ar plijadurezou necesser, da lavaret eo ar re pere a apparchant ouz ar fin hac an institution eus ar briedelez santel, cousgoude ne ranquer jamæs stagua ar galon hac ar speret outo.

Erfin peb-unan en deveus izom bras eus ar vertuz-mâ : ar re a so maro o friedou diganto, a dle caout ur chastete courachus pehini ne zispriche quet hepquen an objedou presant ha da zonet, mæs a resiste ivez ouz an imaginationou, pere a alle beza presantet en o sperejou dre ar plijadurezou licit o devoa bet recevet er briedelez, dre occasion pere int tenerroc’h ha sansiploc’h ouz an inclinationou disonest. Abalamour da se e c’hadmire Sant Augustin ar burete eus e vignon guer Alipius, pehini en devoa toutafæt ancounec’heat ha dispriget oll blijadurezou ar c’hic, pere en devoa bet cousgoude experimantet en e yaouanctis. Hac evit guir endra vez ar frouez en o antier ec’hellont beza conservet darn var ar c’holo, darn-all er sabl pe en treaz ha darn-all e touez o deliou, mæs o veza darniet hac antamet ur veich, eo casi impossibl o miret nemet dre ar mel pe dre ar sucr e confitur. Evelse ivez ar chastete pehini ne de quet c’hoaz blecet na corrompet, a ell beza conservet e meur a fæçon ; mæs andal ma vez ur veich darniet hac antamet, ne alleur e c’honservi nemet dre un devotion excellant, pehini, evel am eus lavaret alies, eo ar guir mel hac ar guir sucr eus ar sperejou.

Ar Guerc’heset o deveus izom eus a ur chastete simpl ha dilicat meurbet, evit banissa eus o c’halon peb seurt songesonou curius, hac evit disprigeout absolumant peb seurt plijadurezou impur, pere ne veritont quet evit guir beza desiret gant an dud, pa zereont mui ouz an esen hac ouz ar moc’h eguet outo. Lequeant evez mad an eneou pur-se’ta na zeuent jamæs da zoueti na ve quet guell hep comparæson ebet ar chastete eguet quement na ell quet da c’houzaon : rac evel a lavar ar Personaich bras Sant Jerom, an adversour a zeu da bressi ha da zouguen gant violanç ar guerc’heset d’an desir da ober un essa eus a bligeadurez ar c’hic, o rei dezo da gridi, ez e brassoc’h hac agreaploc’h eguet na deo en effet ; ha quemense a ro un droublien vras dezo alies, dre ma sonch dezo ez e douçoc’h hac agreaploc’h cals ar pligeadurezou-se pere ne enevont quet : rac evel ma ve ur papilloun pe ur valavennic, pa vel ar flam, o nigeal en dro dezàn curiusamant, evit essa hac evit anaoui hac èn a so ar flam-se quen douç da c’houzout evel ma zeo caer da velet, hac o veza presset gant ar guriosite-se ne baouez o troïdellat quen a vez en em gollet hac en em rostet er flam er c’henta essa : dememes an dud yaouanc en em les alies da veza sesiet ha tpuellet gant an istim sot ha faus pehini a reont eus ar bligeadur a sonch dezo a so er flammou a impurete, ma teuont goude cals a songesonou curius, d’en em goll ha d’en em rosta erfin er flammou impur-se, o veza sotoc’h er poent-se c’hoaz eguet ar papillonnet ; rac ar re-mâ o deveus un occasion bennâc da sonjal e ve douç ha delicius an tan, pa zeo quer caer da velet ; eleac’h an dud intourdi-se, hac ii o c’houzout ervat eo estrainch ha zizonest ar pez a glascont, ne lesont quet evit quemense na reont istim eus ar blijadurez foll ha brutal-se.

Mæs evit fæt ar re pere a so demezet, un dra eo hac a so guir, ha ne sonchet quet e ve, penaus eo necesser bras dezo ivez ar chastete ; rac entrezo ii ar chastete ne gonsist quet oc’h en em absteni absolumãt diouz pligeadurezou ar c’hic, mæs oc’h en em voderi enno. Hac evel ma zeo difficilloc’h d’am avis ar gourc’hemen-mâ ; en em liquit e coler, ha na bec’hit quet, eguet na deo ar gourc’hemen all-mâ, n’en em liquit quet e coler ; ha ma zeo eassoc’h evita toutafæt ar goler eguet na deo e regli : dememes eo eassoc’h en em absteni toutafæt diouz plijadurezou ar c’hic eguet na deo en em voderi enno. Guir e penaus al liberte santel eus ar briedelez e deveus un nerz particulier evit mouga an tan eus ar goncupisçanç, mæs an infirmite eus ar re pere o deveus al liberte-se a ra dezo tremen eas eus al liberte d’al libertinaich, hac eus ar bermission d’an dissolution, hac eus an usaich d’an abus. Hac ec’his ma veleur cals a dud pinvidic o laerez non pas dre izom, mæs dre avariçder; evelse ivez e veleur cals a dud demezet oc’h en em diregli hac o tremen dreist an urz en o friedelez dre an intemperanç hac al lubricite hepquen an despet d’an objet ha d’an usaich legitim pe var hini e tleffent hac e c’hallent en em arreti ; o veza hènvel o c’honcupissanç hac o inclination fall ouz un tan volaich pehini a red en ur zevi ha tuma ha tuont hep en em arreti e nep leac’h. Dangerus eo ato quemeret remejou violant ; rac mar quemerer mui eguet a ranquer, pe ma na vent quet preparet mad e noasont cals da nep o c’hemer. Ar briedelez a so bet benniguet hac ordrenet a ur perz evit remet ouz ar goncupissanç hac ez eo evit guir ur remed excellant, mæs ur remed violant eo cousgoude, ha parconsecant ur remed dangerus nemet gant moderation en em servichet anezan.

Ajouti a ràn penaus e vez separet alies an eil pried diouz eguile gant naouzpet seurt afferou pe gant clevejou hir, ha racse o deveus izom an dud demezet eus a ziou seurt chastete, unan evit en em absteni toutafæt pa zeo separet dre an occasionou-se, hac un all evit en em voderi pa vezont assambles en o zrein ordinal. Certenamant Santes Catel a Sienne a velas etouez ar re Zaonet cals a eneou tourmantet bras meurbet, o veza bet violet ar santelez eus ar briedelez, ar pez a yoa c’hoarvezet, emezi, non pas abalamour d’ar c’hrevusdet eus ar pec’het, rac ar muntrou hac ar blasphemou a so grevussoc’h, mæs abalamour ar re pere a goumet ar pec’hejou-se a enep un usaich eus ac briedelez, ne reont scrupul ebet anezo, hac evelse e continuont enno pell amser. Guelet a rit eta penaus ar chastete a so necesser da bep seurt tud. Heuliit, eme an Abostol, ha conservit ar peoc’h gant an oll, hac ar santelez anes pehini den ne velo Doue : dre ar santelez ec’hentent ar chastete, evel ma o deveus remerquet Sant Jerom ha Sant Chrisostom. Non Philotee, nicun ne velo Doue hep ar chastete; nicun ne rai e zemeuranç en e Bales santel a guement na vezo quet neat a galon ; hac evel a lavar hor Salver e-unan, ar chass hac ar re impudic a choumo diaveas, hac eürus eo ar re a so pur a galon rac ma o devezo ar vision a Zoue.




AN TRIZECVET CHABISTR.
Avis evit conservi ar Chastete.


BEzit pront meurbet d’en em zistrei diouz quement a zoug hac a denn d’al lubricite ; rac an droug-se a zeu d’en em riscla ha da gonqueri e calon un den hep e sonjal, hac eus a ur gommançamant vian e c’havanç da accidantou bras : eassoc’h vez ato tec’het diountâ eguet na vez remedia ountâ. Corfou an dud a so hènvel ouz guerr, pere ne ellonr quet beza douguet assambles touich ha rouich hep danger d’en em derri, hac ouz ar frouez pere, hac ii en o antier ha dareyet mat, a vez domaget ha gouazzeat an eil-re diouz o-hentez anezo pa en em douchont. An dour memes, peguer fresq bennâc e c’halle beza en ur pot pe en un dra-all, an-dal ma vez touchet gant ur mil-beo bennâc, ne ell quet conservi pell e frescadurez. Na bermetit jamæs eta, Philotee, e touche nicun ouzoc’h en ur fæçon incivil ha dre guriosite, na var zigarez c’hoari, na var zigarez faveri gueneoc’h ; rac peguement bennâc ma c’halle ar chastete beza conservet etouez an actionou-se pere a so volachoc’h eguet na dint malicius, cousgoude ar frescadurez hac ar fleur eus ar chastete a vez ato gouènvet ha gouazzeat diouto : mæs pa en em leser da veza touchet en ur fæçon disonest, e vez ruinet antieramant ar chastete.

Ar chastete a zepand diouz ar galon evel diouz e sourcen, mæs beza e tepand ive diouz ar c’horf evel diouz e vatier ; ha rac-se e c’hell beza collet dre an oll santimanchou exterieur eus ar c’horf, ha dre ar songeson hac an desirou eus ar galon. Impudicite eo sellet, clevet, parlant, c’huezzaat ha touich’ traou disonest, pa zeu ar galon d’en em amusi enno, ha da gaout pligeadur ganto. S. Paul a lavar bref, na ve quet so-quen hanvet an impurete en ho touez. Ar guenan, ouzpen na fell quet dezo touich ouz ar gaignou, a deac’h diouto, hac e cassaont estrainch quemēt seurt flear a sorti anezo. Diouz daouarn ar Pried sacr eus a Gantic ar Chanticou e tiver ar Myr pehini a so ul liqueur hac a gonserv an traou diouz ar gorruprion : he musellou a so bandēnnet gant ur ruban ruz-glaou, ar pez a sinifi an honestis eus ar c’homsou : he daoulagat a so hènvel ouz re ar goulm, abalamour ma zint neat : ouz he diouscouarn ez eus cleier aour, ar pez a represant ar burete : he fri a so evel ar guez eus al Liban, pehini a so ur c’hoat ne ell quet breina. An ene devot a dle beza evelse chast, neat hac honest a zaouarn, a vusellou, a ziouscouarn, a zaoulagat hac a gorf antieramant.

Var ar propos-mâ e represantàn deoc’h ar guer en deveus raportet an Tad ancien Ian Cassian, evel ur guer sortiet a c’henou ar Personaich bras Sant Basil pehini, o coms anezâ e-unan, a lavaras ur veich : ne oun doare ebet ouz ar merchet ha cousgoude ne doun quet guerch. Ar goms-mâ a ro deomp da entent certenamant penaus e c’haller coll ar chastete e quement seurt fæçon ma en em renter coupabl eus a impudicite hac a impurete ; hac ar pechejou impur-se, diouz ma zint bras pe vian, a zeu darn anezo da semplaat ar chastete, darn-all d’e bleci, ha darn-all d’e lacat da vervel toutafæt. Beza ez eus certen privoteou pe gestou indiscret, ha certen passionou foll ha sansuel pere, evit coms propramant, ne reont quet coll ar chastete, hac a zeu cousgoude d’e semplaat, d’e renta languissant ha da devalaat ar guender caer anezi. Beza ez eus gestou, liberteou ha passionou-all, non pas hepmuiquen indiscret mæs vicius, non pas hepmuiquen foll, mæs disonest, non pas hepmuiquen sansuel mæs charnel ; ha gant ar re-mâ e vez da nebeuta oll presset ha blecet bras ar chastete. Me lavar da nebeura oll, rac dont a ra da vervel ha da berissa toutafæt pa zeu ar sotoniou hac ar passionou disonest-se da rei d’ar c’hic an effet diveza eus ar bligeadurez impur : neuse so-quen e teu ar chastete da berissa en ur fæçon indinoc’h, mechantoc’h ha maleürussoc’h eguet pa en em goll dre ar fornication, ha memes dre an aoultriez hac an incest ; rac ar speçou diveza-mâ eus a vileni ne dint nemet pec’hejou, mæs ar re-all, evel a lavar Tertulien, a so monstrou eus a vechancete hac a bec’het. Hoguen Cassian ne gred quet, na me quennebeut, en divise Sant Basil egard ouz an hevelep direglamant pa lavare ne doa quet guerc’h ; rac me a sonch din penaus ne lavare an dra-se nemet abalamour d’ar songesonou impur ha lubric pere, peguement bennâc n’o divise quet souillet e gorf, o devoa cousgoude souillet e galon ; hac an eneou generus a so jalous meurbet eus ar chastete ar galon.

Na hentit na cals na nebeut an dud impudic, ispicial mar dint c’hoaz impudant, evel ma zint casi ato. Rac evel ma teu ar bouc’het da ober d’ar guez-amandes dous dont da veza c’huero o touich outo gant o zeaud, evelse ivez an eneou flerius hac ar galonou lous-se ne gomsont nemeur ouz den nac a voaset nac a verc’het, na noasont dezâ en ur fæçon bennâc a enep ar burete. Beza o deveus ar vinim en o daoulagat hac en o halan, evel ur certen sarpant hanvet ar Basilic. Er c’hontrol hentit an dud chast ha vertuzus, constderit ha lennit alies an traou santel ; rac comsou Doue a so chast hac a rent chast ivez ar re en em blich enno. Ar pez a ra da Zavid o c’homparachi ouz an Topaze, pehini a so ur mean precius hac en deveus ar vertuz da vouga an ardeur eus ar goncupisçanç. En em zalc’hit tost ato da Jesus-Christ crucifiet, ha spirituelamant dre ar veditation ha realamant dre ar Gommunion sacr. Rac evel ma teu quement a gousq var ur certen lousaouen hanvet Agnus castus da veza pur ha chast ; dememes o reposi ho calon var hor Salver, pehini eo ar guir Oan chast hep taich, e vellot ervat penaus abarz nemeur e teui hoc’h ene hac ho calon d’en em gaout purifiet diouz peb souillur ha diouz peb lubricite.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar baourentez spirituel observet etouez ar binvidiguez.


EUrus ar re a so paour hervez ar speret, eme hor Salver ; rac evito eo Rouantelez an Eê. Maleürus eta eo ar re a so pinvidic hervez ar speret, rac paourenrez an Ifern a so evito. Hennez a so pinvidic hervez ar speret, pehini en deveus pinvidiguez en e speret, pe da viana en deveus lequeat e speret er binvidiguez. Hennez ervat a so paour hervez ar speret, pehini n’en deveus pinvideguez ebet en e speret, na ne laca e speret e pinvidiguez ebet. Certen laboucet galvet Alcyonet a ra o neiziou evel un aval, ha ne lesont enno nemet un digoric bian diouz an eac’h ; o lacaat a reont var bord ar mor, hac o greont quer ferm, quer stard ha quer clos, na ell jamæs an dour antren enno, evito da vont gant ar mor : hac evelse oc’h en em zerc’hel ato var c’horre an dour, e choumont e creis ar mor, var ar mor, ha treac’h d’ar mor. Ho calon, va Philotee, a dle beza evelse digor hepquen d’an Eê ha serret clos ouz ar binvidiguez hac ouz an traou temporel. Mar hoc’h eus anezo, dalc’hit ho calon exant ha diangaich diouz an affection-hac an attaich outo : grit ma en em zalc’ho bepret ho calon var o gorre, evel neiz an Alcion var c’horre ar mor, ha ma vezo hep pinvidiguez ha mæstr d’ar binvidiguez e creiz ar binvidiguez memes. Non, na liquit quet ar speret celestiel-se deoc’h ebarz er madou terrien ; grit ma vezo bepret a-ziouto, ha non pas enno.

Diffaranç a so etre caout poeson ha beza ampoesonet. An Apotiquerien o deveus casi oll poeson evit en em servichout anezàn e naouspet occasion ; mæs evito da gaout poeson, ne dint quet ampoesonet, abalamour n’o deveus quet ar poeson en o c’horf, mæs en o bouticl : evelse ivez e c’hillit caout madou hep beza ampoesonet ganto, oc’h o c’haout en ho ty pe en ho pours, ha non pas en ho calon. Beza pinvidic dre effet ha paour dre affection eo an eürusdet vras eus ar Christen ; rac dre ar voyen-se en deveus ar gommodite eus ar binvidiguez evit ar bed-mâ, hac ar merit eus ar baourentez evit ar bed-all. Allas, Philotee, jamæs nicun ne avoueo beza avaricius : peb-unan a zisaoue ar vileni-se eus ar galon. Darn en em excus var an niver eus o bugale peveus a re e rencont pourvaï ; darn-all var ar furnez hac ar brudanç pehini a c’houlen e testument moyen varben ma o devezo izom. Jamæs ne guefont o deffe re, ato e quefont ur ræson bennâc da gaout davantaich ; ha memes ar re avariciussa, pell diouz avouei e vent avaricius, ne sonjont quet so-quen en o c’houstianç e vent. Non, rac an avariçdet a so un derzien estrainch, pehini sul violantoc’h ha sul ardantoc’h ma zeo, sul insansiploc’h ha sul grizzoc’h e teu da veza. Moyses a velas an tan sacr pehini a zeve un vogen hep e c’honsumi morsetout ; mæs er c’hontrol an tan profan eus an avariçdet a zeu da gonsumi ha da zevori an avariscius hep e zevi morse-tout : da viana, e creis an ardeur hac an domder vrassa eus e avarisdet, e teu d’en em evanti eus an dousa frescadurez a so er bed, hac e guef penaus an alter-se, pehini ne ell quet da rassasia, ne deo nemet ur sec’het natural hac agreabl meurbet.

Mar desirit pell gant ardeur ha gant inquietud ar madou pere n’hoc’h eus quet, caer hoc’h eus lavaret penaus ne de quet injustamant eo e sell deoc’h o c’haout, quemense ne ampeich quet na douch ur guir avaricius. An hini a zesir pell gant hast ha gant inquietud caout da efa, peguement bennâc na fell dezàn efa nemet dour, e tisquez cousgoude caout an derzien. Ne oun quet, Philotee, hac en so un desir just desirout caout justamant ha gant lealdet ar pez a so justamant ha gant lealdet ive da un all ; rac seblantout a ra e falfe deomp dre an desir-se en em accommodi hon-unan oc’h incommodi hon Nessa. Nep a so e possession eus a ur mad gant justiç ha gant lealdet, ha n’en deveus-èn quet mui a ræson d’e viret ive gant justiç ha gant lealdet, eguet n’hon eus-ny da fallout e gaout dre ur voyen just ha leal memes ? Ha perac eta e c’hastennomp-ny hon desir var e gommodite evit e briva eus anezi ? Da vuia oll, mar de just an desir-se, evit charitabl ne de quet sur ; rac ne garremp quet e tesirre nicun caout dre lealdet memes ar pez a fell deomp da viret ive dre lealdet. Hennez oue pec’het Achab pehini a c’hoanteas caout guinien Naboth dre lealdet evit e faea, mæs Naboth a c’hoantea miret e vinien gant mui a ræson hac a lealdet ; cousgoude Achab e c’hoanteas pell gant ardeur ha gant inquietud, ha rac-se e c’hoffanças Doue. Gortoit c’hoantât mad ho nessa, Philotee, quen a gommanço c’hoantât en em zisober anezàn ; rac neuse e c’hoant a rento hoc’h hini non pas hepquen just mæs ive charitabl. Ya, me a fell din ervat ho pe sourci da grisqui ho tanvez hac ho moyen, nemet er greot non pas hepmuiquen en ur fæçon just ha leal, mæs c’hoaz en ur fæçon douç ha charitabl. Mar hoc’h eus un attaich bras ouz ar madou pere hoc’h eus acquisitet, mar douc’h ambousoignet bras ganto, o lacat ho calon hac ho speret enno, hac o caout un inquietud hac un amprehansion bresset na zeuac’h d’o c’holl, credit din-me beza hoc’h eus c’hoaz un dra bennâc eus a derzien an avarisdet : rac ar re o deveus an derzien a ef an dour a vez roet dezo gant ur certen pres ha gant ur certen evez ha satisfaction pehini ne gustum quet ar re yac’h da gaout. Ne d’e quet possibl en em blijout cals en un dra hep lacat cals a affection ennàn. Mar guerru gueneoc’h coll madou, ha c’hui da santout ho calon desolet hac affliget bras gant quemense, credit, Philotee, penaus hoc’h eus un attaich bras outo : rac netra ne zisquez . quement an attaich ouz ar pez a so collet, evel an affliction hac ar c’heuz d’ar c’holl-se. Na zesirit quet eta dre uh desir hantier ha fourmal ar mad pehini n’hoc’h eus quet, na liquit quet larg ho calon er mad pehini hoc’h eus : n’en em zesolit quet eus ar c’hollou pere a erruo gueneoc’h, hac ho pezo ur sujet bennâc da gridi penaus peguement bennâc ma veac’h pinvidic dre effet, n’en douc’h quet re affection ha dre attaich, mæs quentse ez ouc’h paour hervez ar speret, ha racse ez ouc’h eürus, pa lavar hor Salver ec’h apparchant Rouantelez an Eê ouzoc’h.




AR PEMZECVET CHABISTR.
Penaus e ranquer pratica ar baourentez reell o chom cousgoude er binvidiguez reel.


AR Peinteur Parrasius a beintas ar bopl Athenien dre un invention speredus meurbet, oc’h e represanti eus a un natural bigarre ha variant, colerus, injust, inconstant, courtesius, truezus ha deboner, resolu, glorius, humbl, courachus ha cousgoude prest da quemeret an teac’h, ha quemense oll assambles : hoguen me, va Philotee, a garre lacat en ho calon ar binvidiguez hac ar baourentez ive assambles, ur sourci bras hac un disprigeanç bras assambles evit an traou temporal. Ho pezet mui a sourci da renta ho madou profitabl hac avantachus eguet n’o deveus tud ar bed. Livirit amâ din, Jardinerien ar Brincet vras ha ne d’int ii quet curiussoc’h ha diligeantoc’h da antrereni ha da orni ar jardinou pere o deveus e carg, eguet pa ve dezo o-unan vent ? mæs perac-se, nemet abalamour ma consideront ar jardinou-se evel jardinou Princet ha Rouanez, pe da re e tesiront en em renta agreabi dre ar servich mad-se ? Va Philotee, ar madou a so en hor possession ne de quet deomp int, Doue en deveus ii roet deomp evit o antreteni, hac a sell dezàn o rentemp avantachus ha profitabl, ha rac-se e reomp dezàn ur servich agreabl o caout sourci anezo. Hoguen ret eo eta e ve ur sourci difarant diouz an hini o deveus tud ar bed eus o madou; rac ne sourciont na ne labouront nemet abalamour dezo o-unan, ha ny a dle sourcial ha labourat abalamour da Zoue. Hac evel ma zeo ar garantez evidomp hon-unan ur garantez violant, leun a droublien hac a hast, evelse ivez ar sourci hon eus evidomp hon-unan, a so leun a droublien, a chagrin hac a inquietud ; hac er c’hontrol evel ma zeo ar garantez evit Doue ur garantez douç, pæsibl ha gratius, ar sourci pehini a sorti anezàn ivez, a so douç, pæsibl ha gratius peguement bennâc ma ve evit traou ar bed-mâ ve. Hor bezet eta ar sourci agreabl-mâ da gonservi ha memes da grisqui hor madou temporal, pa en em bresanto un occasion legitim bennâc a guemense, hac e quemēt ha ma permet gueneomp hor stad hac hor c’hondition ; rac Doue a sell dezàn e raemp evellen evit e garantez.

Mæs liquit evez na veac’h tromplet gant ho c’hamour propr pe ho carantez hoc’h-unan ; rac alies en em rent quen hènvel ouz carantez Doue ma lavarret e ve hi ve, hac evit ampeich n’ho tromplo, ha na zeue ar sourci-se eus ar madou temporel da geinch en avariçdet, ouzpen ar pez am eus lavaret er Chabistr diaraoc, e rencomp exerci lies a veich ar baourentez real en effet e mesq an oll moyen ha pinvidiguez en deveus roet Doue deomp. Quitait eta bepret un dra bennâc eus ho moyen, o rei an alusen a galon vad : rac pa roit un dra bennâc d’ar paour, e teut d’en em baourissat a guemense, ha sul-vui a root, sulvui en em baourissaot. Guir e penaus en rento Doue deoc’h non pas hepquen er bed-all, mæs er bed-mâ : rac ne deus netra a guement a rae prosperi quemēt ar madou temporal, evel an alusen ; mæs o c’hortos ma en rento Doue deoc’h, e viot ato paourisseat a guemense. O peguer santel ha peguer pinvidig eo an appaourissamant-se a reomp deomp hon-unan dre an alusen !

Quirit ar beorien hac ar baourentez ; rac dre ar garantez-se e teuot da veza ur guir baour ; pa zeo guir penaus, evel a lavar ar Scritur, e teuomp da veza hènvel ouz an traou pere a gueromp. Ar garantez a rent hènvel ar re pere en em gar. Piou a so infirm, na doun-me infirm ive gantan, eme Sant Paul ? lavaret a alfe, piou a so paour, na doun-me paour ive gantan ? abalamour ma rea dezàn ar garantez beza hènvel ouz ar re a gare : mar quirit ar beorien eta, e viot gant guirionez participant eus o faourentez, ha paour eveldo. Hoguen mar quirit ar beorien en em guifit alies en o zouez, quemerit pligeadur o vont d’o guelet ha d’o bisita en o zy, en em antretenit ganto volontieramant, bezet joa gueneoc’h ii da dostaat ouzoc’h en Ilisou, er ruou, en hinchou hac eleac’h-all. Bezit paour a deod ganto o coms ganto evel unan eus o c’henseurt ; mæs bezit pinvidig a zaouarn, o tispartia dezo eus ho moyen evel pinvidicoc’h egueto.

Ha c’hui a euteur ober choaz davantaich, va Philotee ? n’en em gontantit quet da veza paour evel ar beorien, mæs bezit paourroc’h eguet ar beorien memes ; ha penaus quemense ? ar servicher a so disterroc’h eguet e Vestr ; en em rentit eta servicher, pe servicheres d’ar beorien ; iit d’o servicha en o gueleou, pa vezont clàn, me lavar gant ho taouarn propr ; bezit queguiner pe gueguineres dezo divar ho tispign hoc’h-unan ; goalc’hit ha fresquit o dillat deza. O Va Philotee, ar servich-se a so triomphantoc’h ha gloriussoc’h eguet ur Rouantelez. Ne allàn quet aoualc’h admira an ardeur pe gant hini e praticas St. Lois an avis-mâ, en pehini a ioa unan eus ar Rouanez vras a so bet dindan an heaul, hoguen me lavar ur Roue bras e peb fæçon : lies a veich e serviche ouz taul ar beorien pere a vague, ha casi bemdez e lequea tri ouz e daul e-unan, hac e tebre alies o demorant gant ur garantez pehini n’e devoa quer e far. Pa visitea hospitaliou an dud clàn, ar pez a rea lies a veich, en em lequea ordinal da servicha ar re pere o deveze an horripla clènvejou, evel ma zeo al lornez, ar chancr pe ar maletouich hac an seurt clènvejou-se ; ha quement servich a rente dezo, er grea e benn en noaz ha stouet var e zaoulin, o respeti Salver ar bed en o fersonaich, hac oc’h o cherissa gant ur garantez quen tener, evel a ouife ur vam douç da ober d’he c’hrouadur. Santes Elisabeth merc’h d’ar Roue a Hongrii en em gafe ordinal etouez ar beorien, hac evit he recrearion en em habille aviziou evel ur baourez emesq an Itroneset pere a veze gant-hi, en ur lavaret dezo, ma ven-me ur baoures, me en em visque evellen. O va Doue, Philotee gueaz, è a yoa paour ar Prins hac ar Brinces-mâ en o finvidiguez, ii a yoa ive pinvidig en o faourentez ! Eürus eo ar re a so paour er fæçon-mâ ; rac outo ec’h apparchant Rouantelez an Eê. Me am eus bet naon, ha c’hui hoc’h eus roet din da zibri : me am eus bet riou ha c’hui hoc’h eus va guisquet : deut eta da bossedi ar Rouantelez, pehini a so preparet evidoc’h abaoue commançamant ar bed, eme vezo ar Roue eus ar beorien hac eus ar Rouanez en e varnidiguez vras.

Ne deus nicun na erru gantan un occasion bennâc da gaout deffot ha manq eus a un dra ; aviziou ec’h erru en hon ty un den pehini a garremp hac a dleffemp da dreti ervat, ha n’hon eus quet neuse ar gommodite d’e ober ; hon dillat a fæçon so chomet un tu, hac hor be izom anezo un tu-all, eleac’h ma ve requis en em apparissa propr. C’hoarvout a ra e vez fall ar guin e vez goazzeat ar c’hic, ne vez quet mad ar bara pe an aman, pe ar souben. En em gaout a reer dre rancontr un tu bennâc, eleac’h ma vanc peb commodite, ne deus na guele mad, na cambr, na taul, na servich. Erfin eas aoualc’h eo caout alies izom eus a un dra bennâc, daoust peguer pinvidic ec’hallet beza, ha quemense eo beza paour en effet eus ar pez a vanq deomp : bezit contant eta, Philotee, eus ar rancontrou-se, acceptit-ii a galon vad, souffrit-ii gant joa. Pa erruo gueneoc’h inconvenianchou, perea zui d ho paourissaat cals pe nebeut, evel ma ra ar goual amser, an tan , ar reverdi, ur bloazvez toc’her, ul laeronci, ur proces, pe un inconveniant all bennâc evelse ; neuse eo ar guir occasion da bratica ar baourentez, o receo gant douçder ar c’hollou-se, hac oc’h en em resina gant patiantet ha gant fermete d’an appaourissamant-se.

Esaü en em bresantas d’e dad gant e zaouarn goloet a vleo, ha Jacob a eureu toudememes, hoguen ec’his na doa quet ar bleo, pere a yoa var daouarn Jacob staguet ouz e groc’hen, mæs ouz e vanegou hepquen, e c’hallet lamet ar bleo-se hep e chloasa nac e guignat : mæs er c’hontrol evel ma zoa ar bleo, a yoa var daouarn Esaü, stag ouz e groc’hen, pehini a ioa blevoc naturelamant, ma falviset tenna ar bleo-se digantàn, e vise gloaset cals, en divise criet, hac e vise en em efforcet da zifen e vleo. Evelse ive pa vez stag hor moyen ouz hor c’halon, mar deu ar goal amser, pe al laer, pe ar chicaneur, pe ar bleiz, pe ar c’hlenvet pe un dra all da ziframma lot eus ar voyen-se digueneomp, pebez clemou ha murmurou, pebez inquietud hac impatiantet a vez gueneomp-ni ? mæs pa na vez stag hor madou nemet ouz ar sourci pehini a fell da Zoue hor be anezo, ha non pas ouz hor c’halon, mar o diframmer digueneomp, n’en em chagrinimp quet cousgoude na ne gollimp quet ar reposvan eus hor speret. Hounnez eo an difaranç a so etre an anevalet hac an dud e quenver o sae ; rac sae an anevalet a so stag ouz o c’hic, ha sae an dud ne dema nemet a ziouz o c’hic en hevelep-fæçon ma c’hellont he lamet hac he lacaat pa gueront.




AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Evit pratica ar binvidiguez a speret e creiz ar baourentez reel.


HOguen mar douc’h paour en effet, va Philotee gueaz, en hanv-Doue, bezit-èn c’hoaz hervez ar speret. Grit eus a neces-site vertuz, hac impligit ar mean precius-se eus ar baourentez hervez ma tal. Ar guenet hac ar sclerder anezi ne de quet disolo er bed-mâ da velet, mæs cousgoude ez e caer ha pinvidic meurbet. Quemerit patiantet en ho faourentez, e maouc’h e compagnunez vad. Hor Salver, ar Verc’hes, an Ebestel hac un nombr bras a Sent hac a Santeset a so bet paour ; ha peguement bennâc ma c’halfent beza pinvidic, n’o deveus quet priget beza. Peguement a vondianet vras a so pere o deveus bet cals a boan hac a gontroliez o vont da glasq gant ur sourci particulier ar baourentez santel ebarz er C’houenchou hac en Hospitaliou ? Cals a boan o deveus quemeret evit e c’haout, testou Sant Alexis, Santes Paula, Sant Paulin, Santes Angela ha cals a re-all ; ha sellit penaus, Philotee, ar baourentez santel-se o veza graciussoc’h en hoc’h andret e teu d’en em bresanti deoc’h e-unan. Rancontret hoc’h eus-hi hep e c’hlasq hac hep poan ; briataït-hi eta evel ar vignones guer da Jesus-Christ pehini a so bet ganet, en deveus bet bevet hac a so bet maro gant ar baourentez pehini e bet e vagueres epad e vuez.

Ho paourentez, Philotee, e deveus diou brivileich vras, dre voyen pere e c’hell ober deoc’h meritout cals. Ar guenta eo na de quet erruet gueneoc’h dre ho choas hoc’h-unan, mæs dre ar volontez hepquen a Zoue pehini en deveus ho creat paour, hep e deffe contribuet ho volontez hoc’h-unan en dra-se ; hac ar pez a recevomp puramant dre ar volontez a Zoue a so agreaploc’h dezàn bepret ; nemet en receffimp a galon vad hac abalamour d’e volontez santel : eleac’h ma zeus nebeutoc’h eus hor perz-ny, ez eus muioc’h a berz Doue. Oc’h accepti puramant ha simplamant ar volontez a Zoue, e rentomp meurbet pur hac agreabl dirazàn hor souffranç. An eil brivileich eus ar baourentez-se eo ma ze ur baourentez pehini a so paour gant guirionez. Ur baourentez meulet, cherisset, istimet, sicouret hac asistet, evel ma zeo hini ar re pere a renonç d’ar bed, a so en ur fæçon bennâc pinvidic, da viana ne de quet toutafæt paour. Mæs ur baourentez dispriget, rebutet, rebechet hac abandonet, honnez a so paour gant guirionez ; hac an seurt paourentez-se peurvuia eo hini ar re pere a chom er bed ; rac evel na dint quet paour dre o choas o-unan, mæs dre necessite, ne reer quet a istim bras anezo : o faourentez a so paourroc’h eguet hini ar Religiuset, peguement bennâc ma vez paourentez ar re-mâ ur baourentez excellant ha meulabl bras meurbet, abalamour d’ar vœu ha d’an intantion p’evit hini ez e bet choaset ganto.

N’en em glemit quet eta, va Philotee gueaz, eus ho paourenrez ; rac n’en em glemomp nemet eus ar pez a zisplich deomp : ha mar displich deoc’h ho paourentez, ne douc’h mui paour hervez ar speret, er c’hontrol pinvidic ouc’h a galon. Na zeut quet d’en em affligea ma na douc’h quet sicouret diouz hoc’h izom, rac eno eo e consist an excellanç eus ar baourentez. Fallout beza paour hep receo an incomodite eus ar baourentez, a so ur re vras ambition ; rac fallout caout an enor eus ar baourentez hac ar gommodite eus ar binvidiguez eo an dra-se. N’ho pêt quet a vez o veza paour nac o c’houlen an alusen dre charite : recevit-hi gant humilite pa vezo roet deoc’h ; ha pa viot refuset anezi, acceptit ar revus-se gant douçder. Ho pezet memor alies eus ar veaich a eureu ar Verc’hes en Egipt, o touguen he Mabic quer ganti d’y, evit tec’het e raoc Herodes ; ha peguemēt a zisprijanç, a baourentez hac a zeffaut a rancas da c’houzaon. Mar bevit evelse, e viot pinvidic bras en ho paourentez.




AR SEITECVET CHABISTR.
Var ar mignounaich pe ar garantez, ha da guenta var an hini a so droug ha libertin.


AR Garantez a zalc’h ar renq guenta etre ar passionou hac an inclinationou eus an ene : ar Roue eo eus a oll mouvamanchou ar galon ; ar rest oll a laca da drei ountàn, hac hon rent hènvel ouz ar pez a gar. Liquit evez mad eta, va Philoree, n’ho pe ur garantez fall, rac neuse-souden e veac’h fall hoc’h-unan. An amitie, pe mar de guell gueneoc’h, ar vignonaich eo an dangerussa carantez a so tout, abalamour ar garanteziou-all a ell beza hep communication hac hep familiarite ebet ; mæs ar vignounaich o veza fountet antieramant var ar gommunication hac ar familiarite, ne aller casi jamæs e c’haout gant un den anez beza participant en e galiteou hac en e inclinationou.

Peb seurt carantez ne de quet mignounaich, rac caret a aller hep beza caret, ha neuse ez eus carantez, hoguen non pas mignounaich, dre ma zeo ar mignounaich ur garantez mutuel a bep costez, ha ma na de mutuel a bep costez, ne de quet mignounaich eo : ha ne de quet aoualc’h e ve mutuel a bep costez, mæs ret e ouzpen e teue ar re pere en em gar a bep costez, da anaout ervat en em gueron t; rac ma n’en enevont, ur garantez vezo o devezo ha non pas ur vignounaich. Ret e ve c’hoaz entrezo ur gommunication hac ur familiarite bennâc, pe var hini e ve fontet ar vignounaich ; diouz an seurt communication a vezo, e vezo ivez ar vignounaich ; ha diouz ma zeo ar mad a gommunico an eil gant eguile [e] vezo ivez ar gommunication : mar de ur mad faus ha vean, ar vignounaich a so faus ha vean : mar deo ur guir mad, ar vignounaich a so ive guirion, ha sul excellantoc’h vezo ar mad, sul exellantoc’h vezo ar vignounaich : rac evel ma zeo excellantoc’h ar mel, pa vez destumet eus a veleun ar fleuraichou ar re zilicata, evelse ar garantez pa vez fontet var ur gommunication an dilicata hac an excellanta, eo ivez an excellanta : hac evel ma zeus mel en Heraclee de Ponte, pehini a so binimus hac a ra da nep a zebr anezàn coll e jugeamant, abala-mour ma ze destumet divar lousaouen an aconit, peveus a hini ez eus abondanç er vro-se : evelse ar vignounaich fontet var ar gommunication eus a ur mad faus ha vicius, a so toutafæt ive faus hac ur goal vignounaich.

Ar gommunication eus a blijadurezou ar c’hic a so un inclination mutuel eus an eil costez hac eguile hac un attaich brutal, pehini ne ell quet douguen an hano a vignounaich hac a garantez, quen nebeut ha ma c’hell an inclination o deveus an esen hac ar c’heseq d’an hevelep plijadurezou-se : ha ma na ve quen commumcation na quen familiarite er briedelez nemet an hini brutal-se, ne ve mignounaich na carantez ebet en-hi quen nebeut ; mæs evel ma zeus en-hi ouzpen hounnez ur gommunication a vuez, a sourci, a vadou, a affection hac eus a ur fidelite ferm pehini en deveus an eil pried d’eguile, abalamour da-se ar vignounaich eus ar briedelez a so ur guir vignounaich hac ur garantez santel. Ar vignounaich pehini a so fountet var ar gommunication eus a blijadurezou ar c’hic a so toutafæt gros hac indin eus an hano a vignounaich : evel ivez an hini a so fountet var certen vertuziou volaich ha vean, abalamour ma tepand ivez ar vertuziou-se diouz ar c’hic. Guervell a ran plijadurezou ar c’hic ar re pere en em stag da guenta ha principalamant ouz ar pemp squiant natural, evel ma zeo ar blijadur o velet ar guenet, o clevet ur vouez douç, o touich ouz ar pez a so agreabl d’ar c’hic, hac an seurt plijadurezou-se. Vertuziou volaich ha vean ec’halvan certen habiliteou ha caliteou vean galvet gant ar sperejou sempl vertuziou ha perfectionou.

Selaouit an darn-vuia eus ar merc’het hac eus an dud yaouanc o coms, n’o devezo damant ebet evit lavaret : hen-a-hen en deveus cals a vertuz hac a berfection, rac excellant e c’hoar dançal ha choari a bep seurt c’hoariou manifiq, en em visq propr, admirabl e can, ur min mad hac ur fæçon agreabl en deveus, un den cre hac un den courachus eo : hac an dud libertin a dremen evit ar re vertuzussa entrezo ar re pere eo ar boufounerien vrassa. Evel ma c’happarchant quemense oll eta ouz ar c’hic hac ouz ar santi-manchou exterieur, ar vignounaich ive pehini a so fountet var an seurt perfectionou-se, a so galvet sansuel, vean, volaich ha friol, hac a verit quent an hano a follentez eguet a garantez.

Mignounaich an dud yaouanc eo a gustum en em staga ouz ar gouantis hac ouz an dereadurez eus ar visaich, ouz ar bleo friset, ouz an-aoulagat, ouz an habillamanr, ouz ar min resolu, ouz an discoursou hac ar babillerez ; mignounaich dîn eus a oat an amourouset, pere n’o deveus c’hoaz quen vertuz nemet ur vertuz c’huezet hac orgouillus, na quen jugeamant nemet ur jugeamant diouanet ha bourjounet : evelse ivez an seurt mignounaichou ha caranteziou-se a dremen timad hac a zeu da deuzi evel an erc’h ouz an heaul.


————




AN TRIVEC’HVET CHABISTR.
Var an amourousdet.


PA zeu ar mignounachou sot ha friol-se da sevel etre goaset ha merc’het, hep caout pretantion ebet a briedelez, ez int galvet amourousdet ; rac evel na dint nemet ur faltasi hac un imagination a vignounaich me ellont quet douguen an hano nac a vignounaich nac a garantez, abalamour d’ar vanite ha d’ar follentez vras anezo. Dre an amourousdet-se e chom calonou ar voaset hac ar merc’het angaget ha liamet an eil-re gant o hentez anezo en affectionou vean ha foll, fontet var ar gommunicationou friol-se ha var ar guenet pe an dereadurez dister-se ma hon eus comset anezi Ha peguement bennâc ma ze ordinal an seurt caranteziou-se d’en em abima e sansualiteou hac e lubriciteou vil, ne de quet hennez cousgoude eo ar c’henta dessein eus ar re pere en em antreten en seurt mignounaich-se ; rac ma ve, ne ve quet amourousdet ve an dra-se, un impudicite hac ur paillardiez patant ve. Tremen a raï so-quen aviziou meur a vloaz hep e c’herrue etre ar re pere a so clan gant an amourousdet foll-se netra tout a guement a ve control directamant da chastete ar c’horf, nemet ma en em arretont da zistempra o c’halon en inclinationou, e desirou, en huanadou, en antretienou, e chestou hac en seurt rambreou vean hac impertinant-se, hac an dra-se evit ne ouffac’h quet pe seurt pretantionou.

Darn n’o deveus quen dessein nemet da youli o c’halon o rei hac o receo amourousdet, o c’heul en dra-se o inclinarion amourous, hac ar re-mâ ne deont diouz netra evit ar choas eus o amourousdet nemet diouz o gout hac o inclination, en hevelep-fæçon, evel ma o devezo rancontret unan bennâc hac a bligeo dezo hep examina nac an interieur nac ar gomportamant anezan pe anezi, e commincint ar gommunication hac an antretien-se eus a amourousdet, hac en em boulsint e rouejou maleürus, peveus a re o devezo poan goude-se o sortial. Darn all en em les da vont d’an amourousdet-se dre vanite o veza avis gãto penaus ne de quet nebeut a enor dezo angagi ha deceo ar galonou dre garantez ; hac ar re-mâ oc’h ober o choas evit ar c’hloar, a zeu da steigna o laçou ha da asten o rouejou en andrejou caer, specius ha ral hac a fouguer reall a so douguet d’an amourousdet ha dre o inclination ha dre ar vanite assambles : rac peguement bennâc ma ve troet o c’halon ouz an amourousdet, ne fell dezo cousgoude receo carantez nemet gant un avançamant bennâc a c’hloar. Ar vignounaichou-se oll a so mechant, sot ha vean : mechant int, abalamour ma c’haboutissont erfin da bec’hejou ar c’hic, ha ma laeront ar garantez ha parconsecant ar galon divar goust Doue ha quer couls divar goust ur pried, pe da hini oa dleet ar garantez-se.

Sot ha fol int, abalamour n’o deveus na fount na ræson : ha vean int ivez, abalamour na zigaçont na profit, nac enor na contantamant. Er c’hontrol caus int da goll an amser, da ambarassi an enor, hep e roont quen plijadur nemet an ampressamant hac an hast da pretandi ha da esperout, hep gouzout casimant petra fell da pretandi : rac sonjal a ra bepret d’ar sperejou bian ha sempl-se, ez eus ne oun quet petra da zesirout hac e vanq ato un dra bennâc en desteniou hac er mercou a garantez, pere a roer dezo, ha ne ouffent quet lavaret petra ve, na ne finis jamæs o desir, mæs ato e teu da bressi o c’halon gant disfiziançou, jalousiou hac inquietudou perpetuel.

Sant Gregor a Nazianze o scrifa henep ar merc’het vean, a lavar traou caer var ar sujet-se : chetu amâ un darn eus ar pez a lavar, hac a so adresset particulieramant d’ar merc’het, mæs a so mad c’hoaz evit ar vouaset. Ho quenet natural a so suffisant evit ho Pried, mar deo evit cals a dud, evel ur roued astennet evit cals a laboucet, petra a erruo ac’hano ? hennez a blijo deoc’h, pehini en em blijo en ho quenet, renta a reot taoul-lagat evit taoul-lagat, sell evit sell, hac a vezo heuliet souden gant ur musc’hoarz douç bennâc, ha gant comsouigou tener ha goloet evit ar gommançamant : hoguen abarz nemeur e teuor d’en em hardizzaat, ha dadremen d’ar c’hajolerez ha d’ar gestou patant. Laca evez, va zeaud, na vez re libr da lavaret petra a erruo goude : gousgoude e livirin c’hoaz ar virionez-mâ ; netra tout a guement a gustum ar vouaset hac ar merc’het da lavaret ha da ober assambles er gomplesançou foll-se, ne vez exant eus ar mouvamanchou hac an inclinationou lubric. Quement a apparchant ouz an amourousdet a so stag-ouz-stag oll hac a zeu d’en em heul ha d’en em sacha, evel ma teu un ouarn sachet ha tennet gant an aïamànt, da sacha ha da denna cals a hern all var e lerc’h.

O! e a lavar guir an Escop bras-mâ : petra a soinch dec’hu da ober ? Rei carantez hep-quen ? Non pas ; den ne ro carantez volontieramant, na guemer ive necesseramant : ha nep a guemer a vez quemeret er c’hoari-ma. Al lousaouen Aproxis a receo hac a gonceo an tan, evel ma er guel. Ar memes tra a c’hoare gant hor c’halon : evel ma vel un all anflammet a garantez eviti, e teu ive da doma outi ha d’en em anflami neuse-souden. Contant oun da guemeret carantez, eme vezo unan-bennâc, mæs non pas larg em c’halon. Allas ! en em drompla a rit : an tân-se a garantez a so prontoc’h ha subtiloc’h d’en em avanç eguet na songit. E songeo deoc’h receo hepquen un ulfen anezàn, hac e viot estonet o velet penaus en devezo sesiet en ur moment ho calon oll ha lequeat e ludu hoc’h oll resolutionou, hac ho reputation e mogued. Ar Fur a gri : piou en devezo truez ouz ur sorcer flemmet gant ar sarpant ? Ha me a gri e c’houde : o tud foll ha disquiantet, ha c’hui a sonch deoc’h sorci ar garantez evit gallout e mania diouz ho faltasi ! En em zivertissa a sell deoc’h ganti, hoguen ho flemma a raï hac e voual grogo enoc’h. Ha c’hui a oar petra vezo lavaret goudese ? Peb-unan a raï goab ac’hanoc’h, hac e vezo c’hoarzet o velet ez e falvezet deoc’h sorci ar garantez, ha var un assuranç faus lacat en ho pruchet un aër dangerus pehini en deveus corrompet ha collet hoc’h ene hac hoc’h enor.

Va Doue, pebez dallentez e houmâ ! c’hoari evellen e credit var gajou quer friol ar pez principal eus hon ene ! Ya, Philotee, Doue ne fell dezâ caout an den nemet evit an ene, nac an ene nemet evit ar volontez, nac ar volontez nemet evit ar garantez. Allas ! cals a zeffaut n’hon eus quement a garantez evel hon eus izom ; me lavar e teffaut infinimant n’hon eus aoualc’h evit caret Doue : ha cousgoude tud miserabl ma zoump e prodigomp hac e scuillomp ar garantez-se e traou sot, vean, ha friol, evel pa hor be re anezi. Mæs Doue ar Barner bras-se, pehini en devoa reservet evintâ e-unan ar garantez eus hon eneou hepquen en anaoudeguez eus hor c’hreation, conservation, ha Redemtion, a c’houlenno ur gount rigolius meurbet eus ar brodigalite foll-se a reomp eus hor c’harantez : mar tle ober un examen quer piz eus ar c’homsou inutil, petra a raï-èn eus ar garanteziou inutil, impertinant, fol ha pernicius ?

Ar vezen craon a noas cals d’ar guini ha d’an douar pe en hini e vez plantet, abalamour o veza bras ma renn an druzoni eus an douar pehini ne ell quet goudese beza suffisant da vezur ar rest eus ar plant hac eus an traou-all a vez ebarz, e deliou a so quen teo ha quer stanq, ma reont un disheaul bras ha ma recevont an dremeniadet, pere evit discar ar frouez anezi a zeu da fouli ha da vreça tro var dro. An amourousdet-se a ra ar memes noas d’an ene ; rac dont a ra d’e occupi ha da denna e affectionou en hevelep-fæçon, na ell quet goudese beza suffisant da ober œuvr vad ebet : an deliou, da lavaret eo anantretienou, an amusamãchou hac ar rambreou eus an amourousdet-se a so quen ordinal ha quer frecant ma coller ha ma c’himpliger an oll amser ganto ; hac e rennont erfin quement a dentationou, a zistractionou, a suspicionou hac a evenamanchou-all, ma vez foulet ha brecet oll ar galon ganto : bref an amourousdet a chasse non pas epquen carantez Doue, mæs ivez e zoujanç, hac e teu da semplaat ar speret ha da zimunui ar reputation, en ur guer goab an dud ha bocen ar galon eo.




AN NAONTECVET CHABISTR.
Var ar guir Mignounaich pe ar guir Garantez.


O Philotee, carit peb-unan gant ur garantez vras meurbet ; hoguen n’ho pezet quet a vignounaich nemet gant ar re a ell communica gueneoc’h o traou vertuzus, ha sul vrassoc’h vezo ar vertuziou pere a lequeot en ho commerç hac en hoc’h antretien, sul barfetoc’h vezo ho mignounaich. Mar communiquit ha mar en em antretenit var ar squiant ha var ar gouezieguez, ho mignounaich a so certenamant meulabl bras, ha. meulaploc’h e c’hoaz mar en em antretenit var ar vertuziou ec’his ma zeo ar brudanç, an demperanç, an nerz hac ar justiç : hoguen mar communiquit ha mar en em antretenit var ar garantez, var an devotion ha var ar berfection gristen, ô peguer prectus vezo ho mignounaich-hu ? excellant vezo dre ma teu a berz Doue, excellant dre ma vis etrese Doue, excellant dre ma ze Doue eo ar c’houlm hac an union anezi, excellant erfin dre ma pado eternellamant e Doue. O èn so agreabl caret var an douar evel ma rer en Eê, ha disqui en em cherissa er bed-mâ evel ma er graimp eternellamant er bed-hont. Ne gomzàn quet amâ eus ar garantez simpl a charite ; rac hounnez a dle beza douguet evit an oll ; mæs coms a ràn eus ar garantez spirituel pe gant hini e teu daou pe dri, pe gals a eneou mad d’en em gommunica ha d’en em antreteni var o devotion ha var o affectionou spirituel, ha d’en em renta ur memes speret hac ur memes calon quen entrezo. An seurt eneou mad-se a ell cana gant guirionez ar c’homsou-mâ : eus ar Scritur : Chetu peguer mad ha peguen agreabl eo e chomme ar Vreudeur en union assambles ! ya, rac ar baum delicius eus an devotion a zistill eus an eil calon en e-ben dre ur gommunication continuel, en hevelep-fæçon ma c’haller lavaret penaus e squill Doue var ar vignounaich-mâ e venediction hac ar vuez eternel memes.

Avis a ra din penaus an oll mignonaichou all ne dint nemet ur squeud e comparæson da houmâ, ha ne de ar c’houlm hac an union anezo nemet chadennou guezr e comparæson d’ar c’houlm ha d’an union vras-mâ eus an devotion santel pehini a so ur chaden aour pur. Na rit quen seurt mignounaichou ous den ; me goms eus ar mignounaichou pere a rit hoc’h-unan ; rac ne ranquer na quitât, na disprigeout evit quemense ar vignounaich pehini ma zouc’h obliget da antreteni hervez an natur hac an dever a ziaguent ; evel ma zeo gant ho querent, gant ho mad-oberourien, gant hoc’h ameseien ha reall, ne gomzàn nemet eus ar vignounaich pehini a fell deoc’h da ober dre ho choas hoc’h-unan.

Cals a lavaro deoc’h martese penaus ne ranquer caout nep seurt affection na mignounaich particulier ebet, abalamour ma teu an dra-se da occupi ar galon, da rei distractionou d’ar speret ha da anjandri an avi hac an ambition : mæs en em drompla a reont en o avisou ; rac evel ma o deveus guelet e levriou cals a Sent hac a Auteurien devot, penaus ar vignounaichou particulier hac an affectionou extraordinal a noas infinimant d’ar re a so er c’hoenchou, e soinch dezo penaus e c’hoare ar memes tra gant ar re a so er bed ; hoguen cals a so da lavaret : rac evel ma zeo an dessein commun eus an oll, pere a so en ur gouent reglet mad, bisa d’an devotion, ne de quet requis ober enno ar gommunicationou hac ar mignonaichou particulier-se, gant aon, o clasq e particulier ar pez a so commun, na dremennet eus ar barticularite-se d’ar bartialite ; mæs evit ar re a so er bed, hac a fell dezo acquisita ar guir vertuz, eo necesser dezo en em unissa an eil-re gant o hentez dre ur vignounaich santel ; rac an hent-se en em gourajont, en em sicouront, hac en em zougont d’ar mad quen entrezo : hac evel n’o deveus quet a izom ar re a guerz en un hent compes, da rei o dourn an eil-re d’o hentez, ha na deus nemet ar re a ya dre un hent dies ha risclus a guement a zalc’h crog an eil en eguile anezo evit querzet surroc’h a se; evelse ivez ar re a so er c’houenchou n’o deveus quet a izom eus ar mignonaichou particulier-se, nemet hepquen ar re a so er bed, evit en em assuri hac en em sicour an eil-re o-hentez anezo etouez quen alies a voual bassaich evel a rencont da dremen. Er bed ne vis quet an oll d’ar memes but, n’o deveus quet an oll ar memes speret ; ret eo eta certen en em denna a part, hac ober mignonaich particulier ouz ur re bennâc hervez hon dessein, hac ar barticularite-se a ra evit guir ur bartialite, mæs ur bartialite santel, pehini ne laca quen division na quen separation nemet etre ar mad hac an droug, etre an dènvet hac ar guêvr, etre ar guenan hac ar guesped hac a so ur separation necesser.

Certenamant ne ouffet quet nac’h na gare hor Salver Sant Ian, Lazar, Martha ha Madalen dre ur vignounaich douç ha particulier ; rac ar Scritur en ro da entent. Gouzout a reer ervat en devoa Sant Per un affection tener evit Sant Marc ha Santes Petronilla, evel ma en devoa Sant Paul evit Sant Thimothee hac evit Santes Tecla. Sant Gregor a Nazianze en em vant alies eus ar vignounaich particuIier en devoue gant Sant Basil hac e discrif er fæçon-mâ. Seblantout a rea n’en divise an eil hac eguile ac’hanomp nemet un ene pehini a zougue daou gorf : ma na ranquer quet cridi d’ar re pere a lavar, penaus peb-tra, a so peb-tra, eo ret cousgoude hor c’hridi-ni penaus edomp hon daou en-unan, hac an eil en eguile ac’hanomp : n’hor boa hon daou nemet ar memes pretantion da bratica ar vertuz ha da accommodi an desseinou eus hor buez diouz an esperançou da zonet, o sortial evelse eus ârvuez mortel-màn abarz mervel en-hi. Sant Augustin a ro testeni penaus Sant Ambroas a gare ispicialamant Santes Monica, abalamour d’ar vertuziou ral a vele en-hi, ha penaus hi er cherisse ivez evel un Eal da Zoue.

Hoguen fazia a ràn oc’h ho tale var un dra pehini a so quer sclear. Sant Jerom, Sant Augustin, Sant Gregor, Sant Bernard, hac an oll servicherien vrassa da Zoue o deveus bet mignounaichou particulier meurbet, hep noasout na cals na nebeut d’ar berfection ha d’ar santelez vras pehini o devoa. Sant Paul o rebeich o goal gomportamant d’ar Gentilet, a zeu d’o repren da veza bet tud hep affection, da lavaret eo tud, pere n’o devoa mignounaich ebet, ha St. Thomas d’Aquin couls hac an oll Filosofet vad a avoue penaus ar vignounaich a zo ur vertuz, coms a ra eus ar vignounaich particulier, pa zeo guir penaus evel a lavar, ar vignounaich ne ell quet en em asten etre cals a dud. Ar berfection eta ne gonsist quet o veza hep mignounaich, mæs o veza hep nicun a guement na ve mad, santel hac sacr.




AN UGUENTVET CHABISTR.
Var an difaranç a so etre ar guir vignounaichou hac ar re vean.


CHetu amâ’ta an avertissamant bras va Philotee ; ar mel a Heraclee, pehini a so quer binimus, a so hènvel ouz ar mel all, pehini a so profitabl : danger bras a so na guemerret an eil eleac’h eguile, pe na guemerret an eil e-mesq eguile ; rac an hini mad ne ampeche quet an hini fall da noasout. Red e lacat evez n’en em dromplet e-quenver ar mignounaichou-mâ, ispicial pa sevont etre mal ha femel pe var zigarez bennâc ec’halle beza : rac lies a veich e ro Satan ar cheinch d’ar re en em gar. Commanç a reer dre ar garanrez vertuzus, hoguen ma na vezer sur-bras, ar garantez friol en em risclo eno, goudese ar garantez sansuel, ha goudese ar garantez charnel : ya er garantez spirituel so-quen ez eus danger, nemet evez mad a lacaet, peguement bennâc equenver houmâ ma zeo difficiloc’h quemeret an echeinch, abalamour ma zeo eassoc’h dre ar burete hac ar guender eus ar garantez spirituel anaout ar souilleur hac al lousdoni a fell da Satan da velli en e zouez : ha racse pa en antrepren, e ra finoc’h quemense oc’h essa ober d’an impurete en em riscla casi hep e santout.

Anaout a reot mignounaich ar bed diouz ar vignounaich santel ha vertuzus, evel ma c’hanavezer ar mel a Heraclee diouz eguile. Ar mel a Heraclee a so douçoc’h d’an teaud eguet ar mel ordinal, abalamour da lousaouen an aconit pehini a ro dezàn ur grescanç a zouçder ; ha mignounaich ar bed a gustum produi ur gantite vras a gomsou douç evel ar mel, ur gajolerez hac ur flaterez a c’heriouigou tener hac a veuleudiouigou tennet eus ar guenet, eus ar fæçon agreabl hac eus ar galiteou sansuel : mæs ar vignonaich sacr e deveus ul langaich simpl ha franc, ha ne ell meuli nemet ar vertuz hac ar c’hraç a Zoue pe var hini hepquen ez e fontet. Ar mel a Heraclee pa vez avalet a laca penn un den da drei ha oa vezevelli : hac ar vignounaich faus a laca ive speret un den da vezevelli ha da drei en hevelep-fæçon ma teu da vrancellat ha da veza inconstant er chastete hac en devotion oc’h e zouguen da ober sellou affetet, mignardisou hac immodestiou, cherissamanchou sansuel, huanadou direglet, clemouigou e deffot beza caret aoualc’h contanançouigou ha fæçoniouigou studiet galanterezigou attirant, pourc’huerez a bocouigou, ha certen privoteou all ha gestou indeçant, pere oll ne dint nemet o c’hement a sinou certen hac assur penaus e couezo souden an honestis e ruin : mæs ar vignounaich santel n’e deveus nemet sellou simpl ha modest, nemet ur cherissamant pur ha franc, na quen huanadou nemet evit an Eê, na quen privoteou pe familiariteou nemet evit ar speret, na quen clemou nemet o veza na de quet caret Doue ; ar re-mâ ervat a so mercou hanat eus a honestis.

Ar mel a Heraclee a zeu da droubli ar guelet ; hac ar vignounaich monden-mâ a zeu da droubli ar jujamant, en hevelep-fæçon ma soinch d’ar re a vez attaïnet gãti penaus e reont ervat endra reont droug, hac e quefont ez e o excusou, o fretextou, hac o c’homsou impertinant, guir ræsonou. Aon o deveus rac ar sclerigen, hac e queront an devaligen ; mæs ar vignounaich santel e deveus daoulagat pere a vel sclear, ha n’en em guz quet, er c’hontrol volontieramant en em zisquez dirac an dud honest. Erfin ar mel a Heraclee a les ur c’huervder vras er guenou, hac ar mignounaichou faus ivez a zeu da cheinch ha da aboutissa e comsou hac e goulennou charnel ha flerius ; hac e cas a revus, e c’haboutissont en injuriou, e calomniou, e tamallou faus, e tristidiguezou, e confusionou hac e chalousiou, pere a gundu alies d’ar brutalite ha d’an arraich : mæs ar vignounaich chast a so bepret honest, civil hac amiabl, ha ne aboutis jamæs nemet en un union pur ha parfet eus a sperejou ; ar pez so un imaich beo eus ar vignounaich eürus pehini e exercer en Eê.

Sant Gregor a Nazianze a lavar penaus ar paoun pa gri oc’h ober e rod, a excit cals ar Baouneset, pere e c’hleo, d’al lubricite : pa veler un den o rodal ivez, oc’h en em ajusti, hac o tont erc’hisse da gajoli, da gestal ha da ziscours e diouscouarn ur vaoues pe ur plac’h, hep dessein ebet a briedelez, quemense certenamant ne deo nemet evit e excita da un impudicite bennâc, hac ur vaoues a enor a serro he diouscouarn ouz ar c’hri eus ar paoun-se, hac ouz ar vouez eus ar chalmeur pe ar sorceur-se pehini a fell dezàn e sorci hac e chalmi gant finessa ; hoguen mar ro scouarn dezàn, allas ! gouazza sin eo an dra-se da goll souden he c’halon ! an dud yaouanc, pere a ra contanançou, fæçoniou, cherissamanchou, pe a lavar comsou pe en re ne garrent quet beza surprenet gant o zad, pe gant o mam, pe gant o frïed mar dint demezet, pe gant o c’honfessour pe gãt reall o deffe autorite varnezo, a zisquez ervat an hent-se penaus e comsont a draou pere ne dint quet conform d’an enor ha d’ar goustianç. Ar Verc’hes a oue troublet o velet un Eal e furm un den, abalamour ma edo e-unan, ha ma roe dezi meuleudiou estrainch, peguement bennâc ma zoant celestiel. O Salver ar bed ! ar burete e deveus aon rac un Eal e furm un den, ha perac eta an impurere ne devezo-hi quet aon rac un den, pa ve memes e furm un Eal, mar deu d’e meuli dre veuleudiou humen ha sansuel ?




AR C’HENTA CHABISTR
varnuguent.
Avisou ha Remejou a enep ar goual vignounaichou.


HOguen pe seurt remejou da implija enep an nôeanç hac ar gruguel-se a garanteziou foll, a amourousdet hac a impurete ? Evel ma ho pezo an disterra santimant anezo, troït neuse-souden ar c’hostez-all, ha gant un detestation hac un horrol absolut ouz ar vanite-se, redit da Groas hor Salver ha quemerit e Gurunen-spern evit e lacat en-dro d’ho calon evit na dostaï quet al lern munut-se outi. Liquit evez mad na zeuach da ober nep seurt composition ouz an adversour-se. Na livirit quet : me er selaouo, mæs ne rin netra eus ar pez a lavaro din ; me a bresto dezàn va scouarn, hoguen va c’halon a revusin ountàn. O va Philotee, abalamour da Zoue, bezit rust ha distac en occasionou-se : ar galon hac ar scouarn en em gleo an eil ouz e-ben. Hac evel ma zeo impossibl arreti ur rivier pehini e deveus quemeret e lanç da zisquen divar ur menez, evelse ivez ez eo difficil bras na guezze souden an amourousdet er galon an-dal ma vez couezet er scouarn. Ar guevr, eme Alcmeon, a denn o alan dre o diou-scouarn ha non pas dre o difron ; Aristot cousgoude a lavar ar c’hontrol. Ne oun quet pehini anezo a lavar guir, mæs gouzout a ràn ervat penaus hor c’halon a denn e alan dre an diou-scouarn dre voyen pere e receo ar songesonou hac ar santimanchou eus ar re-all. Bezomp sourcius eta da ziouall hon diou-scouarn diouz an ear eus ar c’homsou sot, rac anes e ve neuse-souden ampoesonet hor c’halon ganto. Na selaouit nep seurt proposition a amourousdet pe var zigarez bennâc e c’halle beza. En occasion-mâ eo ne deus danger ebet evit beza incivil ha rustic.

Ho pêt memor hoc’h eus gouestlet ho calon da Zoue, hac ez e sacrifiet ho carantez dezàn. Ur sacrileich ve’ta lamet an disterra brusunen anezi digantàn, quent-se sacrifiit-hi adarre dezàn gant mil resolution ha mil brotestation ; hac oc’h en em zerc’hell er resolutionou-se evel ur c’haro en e gre, goulennit sicour ouz Doue : ho sicour a raï, hac e garantez a guemero hoc’h hini en e frotection, evit n’ho pezo quen carantez nemet evintàn. Mar douc’h attrapet e rouejou ar garanteziou foll-se, o va Doue, peguen difficil vezo dec’hu en em zilivra diouto ! en em liquit dirac e Vajeste divin, anavezit en e bresanç peguer miserabl ouc’h, ha peguemenr eo ar sempladurez hac ar vanite ac’hanoc’h, ha goudese gant ar brassa effort a galon pehini a vezo possibl deoc’h, detestit ar garanteziou fall-se pere hoc’h eus cõmancet, renoncit d’ar brotestationou vean ha d’ar bromessaou sot a so bet entrezoc’h, ha gant ur volontez vras hac absolut distaguit ho calon diouto, hac en em resolvit da viret na zeuot jamæs mui d’en em angagi er follenteziou hac en antretienou-se a garantez.

Ma c’hallac’h pellaat diouz an objet, me lavar, diouz an hini pehini eo ar but eus ho carantez sot, e c’happrouven cals an dra-se : rac evel ar re pere a so bet flemmet gant an aëret pe ganr ar serpant, ne ellont quet eas en em yac’haat e presanç ar re pere a so bet ivez flemmet a veich-all ec’his-do ; dememes difficil bras vezo da nep so flēmet gant ar garantez foll-se, en em yac’haat diouthi en dra vezo tost d’an hini a vezo blecet ive gant ar memes flem. Ar chenchamanr a blaç a servich cals meurbet evit appæsi an ardeur hac an inquietud quen eus ar boan quen eus ar garantez. An den yaouanc, peveus a hini e coms Sant Ambroas en eil lêvr eus ar Binigen, goude ma en devoa grêt ur veach hir, a zistroas d’ar guear dilivret antieramãt diouz ar garanteziou foll pere en devoa bet ha chenchet en hevelep-fæçon, ma c’heureu ar respont-ma d’an amourouses sot pe ouz hini en devoa bet attaich a ziaguent, ha pehini oc’h e rancontr goude ma oa distro, a c’houlennas ountàn, pa vele ne rea man anezi, ha n’em enevit-hu quet, emezi ? me eo an hini ma oan quent. Ya-da, emezàn, hoguen-me ne doun mui an hini ma oan quent : o veza bet en em absantet hac en em belleat oue e teuas ar chenchamant eürus-mâ ennàn. Ha Sant Augustin a ro da entent penaus, evit soulagi ar c’heuz en devoue da varo e vignon en em dennas eus ar guear a Dagaste hac e zeas da Gartage.

Mæs nep na ell quet pellaat, petra a dle-èn da ober ? ret eo absolumant e teue da retranchi pep conversation particulier, peb antretien secret, peb sell douç, peb musc’hoarz, ha generalamant pep seurt communicationou ha familiariteou, pere a ell mezur an tan flerius ha moguedus-se a garanrez foll, pe da vuia oll mar de necesser e comse un den ouz nep ma en deveus an attaich fall-se, ne renq e ober nemet evit discleria e ber gomsou hardimant ha dic’hrecet an divorç hac ar separation en deveus protestet evit mad. Creha ma c’hallàn e crian ouz nep piou bennâc a so couezet e gripedou an amourousdet-mâ, taillit, trouc’hit, torrit ha diframmit, ne ranquer quet en em amusi da zic’hriat ar vignounaichou foll-se, o fresa hac o difframma eo a ranquer ; ne dleer quet en em arreti da ziscoulma an union eus ar garanrez sot-se, e zerri hac e zrouc’ha eo a ranquer, hac endeun al laçou pe al liamou anezi ne delont netra. Ne deus gard da venagi na da espern netra evit ur garanrez pehini a so quer control da garantez Doue.

Hoguen c’hui a lavaro, goude ma em bezo torret evelse ar chadennou eus an esclavaich iffam-se, e resto c’hoaz ur santimant bennâc a guemense gueneèn, ar mercou hac ar roudou eus ar chadennou impur-se a choumo c’hoaz imprimet em zreid, da lavaret eo em affectionou. Ne raint quet, Philotee, mar hoc’h eus concevet en ho calon quement a gassoni hac a zetestation ouz an droug-se evel a verit. Rac mar en detestit evelse, ne viot importunet mui gant quen mouvamant na gant quen santimant nemet gant ur mouvamant hac ur santimant a horrol ouz ar garantez iffam-se hac ouz quement a zepand diouti, hac e choumot exant diouz peb affection fall evit an objet pehini hoc’h eus abandonet, hep caout quen affection nemet an hini eus a ur garantez pur meurbet evit Doue. Hoguen mar rest c’hoaz ur goual inclination bennâc gueneoc’h dre n’hoc’h eus nemet ur regret imparfet, procurit evit hoc’h ene ur solitud mental hervez ar pez am eus desquet deoc’h aziaguent, hac en em retirit enni muia ma ellot, ha dre mil effort a speret ha mil-all renoncit d’hoch oll inclinationou ha disaoueit-ii eus hoc’h oll nerz ; lennit muguet an ordinal e lêvriou santel, iit da gofes liessoc’h eguet custum, ha da gommunia ; conferit naïfamant hac humblamant gant ho Tirecteur, mar gu’illit, pe da viana gant un ene prudant ha fidel, e quenver ar suggestionou hac an dentationou a erruo gueneoc’h evit ar sujet-se ; ha na zouetit quet na viot dilivret gant Doue diouz hoc’h oll bassionou, nemet e continuot fidelamant en exerciçou-se.

Mæs, eme viot-hu, ha ne ve quet un ingrateri terri quen distac-se ur vignounaich hac ur garantez cre ? O Philotee, peguen eürus eo an ingrateri pehini hon rent agreabl da Zoue ! Non certenamant, ne vezo quet un ingrateri mæs ur c’hraç vezo a reot en andret nep ma ema ar garantez hac ar vignounaich-se etre c’hui hac èn ; rac o terri ho chadennou e torrot e re, pa oant commun entrezoc’h : ha peguement bennâc na lacaë quet a evez neuse ouz ar mad-se a rit evintâ pe eviti, en anavezo prest goudese hac e cano gueneoc’h evit action a c’hraç : « O va Doue, c’hui hoc’h eus torret va liamou, me a sacrifio deoc’h an hostif a veuleudi, hac a invoco hoc’h hano santel. »



AN EIL CHABISTR VARNUGUENT.
Avisou-all c’hoaz var sujet eus ar mignounaich.


AR vignonaich a c’houlen ur gommunication vras etre ar re pere en em gar, autramant ne ouffe na sevell na subsista : ha rac-se e c’herru alies, penaus gant ar gommunication eus ar vignonaich e tremen hac en em riscl incessamant cals a gommunicationou-all eus an ell calon en e-ben, dre ma teu ar re pere en em gar, da rei ha da imprima o affectionou hac o inclinationou an eil e calon eguile anezo ; hac an dra-se a erru ispicial pa hor bez un istim bras evit nep a gueromp : rac neuse e tigoromp hor c’halon d’e vignonaich ; en hevelep-fæçon ma c’hantre ganti eas ebarz e oll inclinationou hac e oll impressionou, pe ii so mad, pe ii so droug.

Cerrenamant ar guenan, pere a zestum ar mel a Heraclee, ne glascont nemet ar mel, mæs gant ar mel-se e sunont insansiblamant ar galiteou binimus eus a lousaouen an Aconit pe diouz hini en destumont. Rac-se’ta, Philotee, eo ret pratica ervat en occasion-mâ ar goms a gustume hor Salver da lavaret, hervez ma o deveus desquet deomp ar re ancien : bezit Chencherien ha Moneizerien vad ; da lavaret eo, na recevit quet ar moneiz faus gant an hini mad, nac an aour gros gant an aour fin, separit an hini precius diouz an hini dister : ya, rac ne deus casi nicun n’en deveus un imperfection bennâc. Ha pebez ræson a ve da receo pell mel an deffotou hac an imperfectionou eus a ur mignon gant e vignonaich ? Ret eo evit guir e garet hep caout egard ouz e imperfection, mæs ne ranquer na caret na receo e imperfection ; rac ar vignonaich a c’houlen ar gommunication eus ar mad, ha non pas eus an droug. Evel ma teu eta ar re pere a denn ar grouan eus a rivier an Tage da zispartia an aour a guefont en e douez evit e gaç ganto, ha da lesel ar grouan var ar bord ; dememes ar re ma zeus communication eus a ur vignonaich vad bennâc entrezo a dle dispartia diouti ar grouan eus an imperfectionou hep o lesel da antren en o ene. Sant Gregor a Nazianze a ro testeni penaus cals a bersonaichou, o caret hac oc’h admira Sant Basil, a yoa en em leset da vont d’e imita bete memes en e imperfectionou exterieur, evel ma oa en e fæçon da barlant lent ha gorrec, ha gant ur speret abstret hac appliquet o sonjal en un dra bennâc hac en e fæçon da guerzet. Guelet a reõp ivez æzec’h, graguez, bugale, mignonet, pere o caout un istim bras eus o mignonet, eus o zud, eus o friedoù, a zeu pe dre gomplesanç, pe dre imitation da guemeret ha da heul mil deffot ha mil imperfection diouto er c’homerç eus ar vignonaich hac eus an union pehini o deveus assambles. Hoguen an dra-se ne dleer quet da ober morsetout, rac peb-unan en deveus aoualc’h oll eus e voual inclinationou e-unan, hep en em garga c’hoaz eus a voual inclinationou ar re-all ; hac ar vignonaich endeün ne c’houlen quet an dra-se : er c’hontrol hon obligea a ra d’en em sicour evit en em zisober an eil costez hac eguile diouz peb seurt imperfectionou. Ret eo evit guir supporti gant douçder ur mignon pe ur vignones en e imperfectionou, non non pas o antreteni enno, ha nebeutoch c’hoaz o receo ennomp hon-unan.

Hoguen ne gomsàn nemet eus an imperfectionou, rac evit ar pec’hejou ne ranquer nac o antreteni nac o supporti en ur mignon pe en ur vignones. Ur vignonaich eo hac a so pe sempl pe vechant, guelet ur mignon pe ur vignones o perissa hep e sicour, guelet anezàn pe anezi o vervel gant un apostum hep credout rei ebarz an taul lancetes eus ar gorrection hac eus an avertissamant evit e savetei. Ar guir vignonaich ne ell quet padout etre ar pec’hejou. Lavaret a reer penaus ar Salamandres, pehini a so ul loenic binimus, a laz an tan evel ma chourvez ennâ ; hac ar pec’het a ruin ar vignonaich an-dal ma en em guef enni. Mar deo ur pec’het pehini a dremen, ar vignonaich a ro prest ar chasse dezàn dre ar gorrection hac an avertissamant ; mæs mar deo ur pec’het pehini a bad, neuse-souden e teu ar vignonaich da berissa, rac ne ell subsista nemet var ar guir vertuz : peguement nebeutoc’h eta e tleer pec’hi evit ar vignonaich ? Ar mignon pe ar vignones a so un adversour pe un adversoures an-dal ma fell dezàn pe dezi hor c’hundui d’ar pec’het, hac e verit coll hor mignonaich an-dal ma fell dezàn pe dezi hor c’holl hon-unan hac hon dauni. Hac evelse unan eus ar mercou assurra eus a ur vignonaich faus eo guelet e antreteni gant un den vicius, ha dre voven ur pec’het bennâc, daoust pe seurt e c’halle beza. Mar de vicius hor mignon pe hor mignones, ne deus douet ebet na de vicius ivez hor mignonaich ; rac eleac’h na vel quet ur guir vertuz ez e contraign da velet ur vertuz faus hac ur galite sansuel bennâc.

Ar societe pehini a ra ar Varc’hadourien assambles evit ar profit temporel, ne deveus nemet an imaich eus ar guir vignonaich ; rac ne de quet abalamour d’an dud eo e vez grêt ar vignonaich-se, mæs abalamour d’ar profit. Erfin an diou goms divin-mâ a so daou bilier bras evit assuri ar vuez gristen. Unan a so prononcet gant ar Fur : Nep en deveus doujanç Doue, emezâ, en devezo ivez ur guir vignonaich ; hac e-ben a so prononcet gant Sant Jaques : Mignonaich ar bed a so adversour da Zoue.




AN TREDE CHABISTR
varnuguent.
Evit an exerciçou eus ar vortification exterieur.


AR re pere a dret eus an traou rustic hac eus an traou divar ar meas, a assur penaus, mar scrifet ur guer bennâc var un amandesen pehini a so en e antier, ha mar e lequeat adarse goudese en e c’hloç pe en e mean, oc’h e serra clos varnezi, hac oc’h e blanta en douar evelse, quement frouezen a zougo ar vezen, pehini a savo eus an amandesen-se a vezo cafet merquet gant ar memes guer-se. Evidon-me, Philotee, n’em eus gallet biscoaz aprou ar method hac ar pratic eus ar re pere, evit reformi ha cheinch un den, a gommanç dre an exterieur, dre ar chontanançou, dre an dillad ha dre ar c’huchou. Seblantout a ra din er c’hontrol, penaus e ranquer commanç dre an interieur : En em gonvertissit ouzin, eme Zoue, eus a greis ho calon : va map, pe va merc’h, emezàn en un andret-all, roit din ho calon, rac en effet ar galon, ec’his ma zeo ar sourcen eus an actionou, o rent hènvel outhi e-unan ; evelse ar Pried divin oc’h invita an ene a lavar dezi : va laca, emezàn, evel ur c’hachet var da galon, evel ur c’hachet var da vreac’h. Guir eo, rac piou bennâc en deveus Jesus-Christ en e galon, en deveus-èn souden goudese en e oll actionou exterieur. Rac-se, va Philotee, ez e bet falvezet din abarz peb-tra gravi hac imprima en ho calon ar guer sacr ha santel-mâ, Bevet Jesus, dre ma zoun sur penaus goude quemense ho puez, pehini a sorti eus ho calon evel un amandesen eus e c’hloç hac eus e mean, a broduo e oll actionou, pere eo e frouez, en hevelep-fæçon ma vezo scrifet ha gravet enno tout ar memes guer a silvidiguez. Hac evel ma vevo ar Jesus douç-mâ en ho calon, e vevo ivez en hoc’h oll gomportamant, hac e c’happarisso en ho taoulagad, en ho quenou, en ho taouarn, ha memes en ho pleo : hac e c’hellot lavaret santelamant evel a lavare Sant Paul ; beo oun, mæs non pas me, hoguen Jesus-Christ eo a so beo enon. Bref nep en deveus gounezet calon an den, en deveus gounezet an den oll. Mæs ar galon-se memes pe dre hini e fell deomp commanç, a c’houlen beza instruet, penaus e tle furmi e zrein hac e maintien exterieur, me lavar, penaus e tle en em gomporti a zianveas, evit ma vellot en trein hac er gomportamant-se non pas hepquen an devotion santel, mæs ivez ur furnez hac ur brudanç vras ; hac evit quemense me ya da rei deoc’h e ber gomsou cals a avisou mad.

Mar gu’illit gouzaon ar yun, e reot ervat yun un devez bennâc estreguet ar yunou a c’hourc’hemen deomp an Ilis : rac ouzpen an effet ordinal en deveus ar yun da sevel ar speret, da vortifia ar c’hic, da bratica ar vertuz ha da acquisita mui a recompans en Eê, ez eo ur mad bras en em veinteni e possession da arreti ar gourmandis, ha da zerc’hell an apetit sansuel hac ar c’horf sujet da lesen ar speret ; ha peguement bennâc na yunemp quet cals, an adversour cousgoude hon douich davantaich, pa ene ervat e c’housõp yun. Ar Merc’her, ar Guener hac ar Sadorn a so deiziou pe da re en em exerce mui ar Gristenien ancien ebarz en abstinanç : quemerit eta eus an deiziou-se da yun quement evel a inspiro deoc’h ho tevotion hac ar brudanç eus ho Tirecteur.

Me a lavarre volontieramant evel a lavaras Sant Jerom d’an Itron vad Leta : ar yunou hir ha dreist voder a zisplich din cals, ispiciai en egard d’ar re pere a so c’hoaz en un oat tener. An experianç e deveus desquet din penaus an asen bian, o veza squiz a-hed an hent, a zeu da glasq en em ecarti ; hac an dud yaouanc ivez, o veza en em squizet hac en em rentet infirm o yun re, a zeu d’en em ecarti goudese diouz ar mortification ha d’en em lesel facilamant da goueza en dilicateri. Ar c’harvet ne redont quet mad e diou amser, pa vezont re lard, ha pa vezont re dreud. Exposet bras vezomp d’an dentationou, pa vez re vaguet hor c’horf, ha pa vez ive re gastizet. Deffaut ar voderation-mâ er yunou, en disciplinou, er porpanchou reun hac en austeriteou, e teu cals a dud da renta inutil e servich Doue hac o nessa al loden vella eus o amser, evel a erruas memes gant S. Bernard peini en deoue queuz da veza cunduet re a austerite ; hac evel ma vezont bet re rust ouz o c’horf er gommançamant e vezont contraign da ober stad anezàn erfin. Ha ne vise quet bet guell dezo ii e dreti en ur fæçon ingal ha moderet diouz an occupation hac an drevell pe da hini oant obliget hervez o stad hac o c’hondition ?

Ar yun hac an drevell pe al lalbour a zeu da gastiza ha da ziscar ar c’hic ; mar de al labour, pehini a reot, necesser deoc’h, pe da viana prositabl bras da c’hloar Doue, ez e guell gueneèn c’hui da soufr ar boan eus al labour eguet eus ar yun. Hennez eo santimant an Iiis, pehini a zeu da exanti diouz ar yunou dleet memes ar re pere o deveus trevellou profitabl da servich Doue hac an Nessa. Unan en deveus poan o yun, mæs un all en deveus poan o servicha an dud clàn, o visita ar brisonerien, o cofes, o sarmon, o c’hasista ar re desolet, o pidi Doue hac oc’h ober an seurt exerciçou-se ; ar boan diveza-mâ a dal mui eguet ar guenta : rac ouzpen ma teu an drevel-mâ da vortifia ar c’horf couls hac ar yun, e tigaç ur frouez hac ur profit pehini a so cals preciussoc’h ; hac evel-se generalamant ez e guell conservi mui evit na de requis a nerz d’ar c’horf, eguet na de lamet anezi digantàn muguet na ranquer ; rac ato e c’haller diminui e nerz deza pa garer, mæs ne aller ato e rapari pa garer.

Me soinch din e tleomp caout ur veneration vras evit ar goms a lavaras hor Salver hac hon Redempteur Jesus-Christ d’e Zisquibien ; Dibrit ar pez a vezo lequeat dirazoc’h. Brassoc’h vertuz eo, a gredàn, dibri hep choas ar pez a vez presantet deoc’h, hac er memes urz ma er presahter deoc’h, pe èn a vezo d’ho coud pe èn na vezo quet, eguet na de choas ato ar gouazza : rac peguement bennâc ma seblante austeroc’h choas ar gouazza, cousgoude ez eus mui a resignation o tibri eus an seurt a bresanteur deoc’h ; rac er fæçon-se ne renoncit quet hepquen d’ho coud, mæs ive d’ho choas ; ha ne de quet un austerite vian, trei hor goud evel ma queromp hac e zerc’hel sujet d’ar rancontrou ha d’an occasionou ; hac ouzpen-se an seurt mortification-mâ n’en em zisquez quet na ne de incommod da zen, ha ne deus nemet-hi a guement a ve propr evit ar vuez civil. Rusa ur bouet pe un tam bennâc a vezo dirazoc’h, evit quemeret un all ; pismigat pe raclat quement a vez roet deoc’h da zibri ; beza difficil hep caout jamæs e ve netra preparet mat na neat, ober misteriou ha minigançou bep tam, an dra-se a sant eus a ur galon sansuel hac eveziant ouz ar plajou hac ouz ar scudellou.

Sant Bernard hep lacat evez ebet a efas eol, a oue presantet dezàn, eleac’h dour pe vin ; mui e c’hestimàn quemense evit pa en divise efet an huelen c’huero gant intention : rac sin oa ne songe quet er pez a efe ; hac en indiffarenç-se e quènver a pez a dleer da zibri pe da efa, eo e consist an excellanta pratic eus ar guer sacr-mâ : Dibrit ar pez a veso lequeat dirazoc’h. Excepti a ran cousgoude ar bouet pehini a ve noasus d’ar yec’het, pe a zeue da incommodi ar speret, evel a ra da gals ar bouedou tom hac ispiscet, hac ar bouedou moguedus hac avelus e certen occasionou pe en re e deveus izom an natur da veza recreet ha sicouret evit gallout souten un drevell bennâc e gloar Doue : guell e continui da veza bepret sobr ha moderet en dibri hac en efa, eguet ober aviziou abstinançou dreist voder, hac aviziou all en em relachi gant ar gourmandis.

An disciplin, pa vez quemeret gant moderation, e deveus ur vertuz admirabl evit diuna an appetit d’an devotion. Ar porpant run a vortifi cals ar c’horf, hoguen peurvuia [ne] vez quet convenabl na d’an dud demezet, [na d’u]r gomplexion tener, na d’ar re pere [o de]veus poaniou ha trevellou all da suporti : guir e cousgoude penaus d’an deiziou brassa eus a binigen e c’hallet e implija gant avis ur c’honfessour prudant.

Peb-unan a dle quemeret amser en nos da gousquet hervez e gomplexion, quement evel a so requis dezàn evit beza dihun ha vigilant mat en deiz da ober e zever ; hac ec’his ma teu ar Scritur sacr e naouspet-fæçon ; hac an exempl eus ar Sent couls hac ar ræson natural da recommandi deomp cals ar mintin evel ar guella hac ar profitapla pouent eus hon devez, hac ec’his ma ze galvet hor Salver e-hunan ar sao-heaul, hac at Verc’hes ar Goulaoui-deiz ; me a soinch din ez eo ur sourci vertuzus mont abret en noz da gousquet evit gallout dihuna ha sevel mintin mad : certenamant ar poent-mâ eus an deiz eo as graciussa, an douça hac an diambarasseta amser ; al laboucet memes a zeu d’ar poenr-mâ d’hon excita da ziuna ha da sevel evit meuli Doue ganto, en hevelep-fæçon ma servich ar sevel mintin ha d’ar yec’het ha d’ar santelez.

Balaam pignet var e asennes a yea da gaout Balac ; mæs evel n’en devoa quet un intention vad, an Eal er guedas var an hent gant ur c’hleze en e zourn evit e laza : an asennes pehini a vele an Eal, en em arretas a ben teir gueich hep fallout dezi avanç mui: Balaam er memes amser a scoe gantî cruelamant a daoliou baz evit ober dezi avanç quen a oue an drede gueich o veza gourvezet toutafæt an asennes dindan Balaam, ma teuas dre ur miracl bras da goms en ur lavaret dezâ ; petra am eus-me grêt dide, perac em scoez-te me evellen evit an drede gueich ? ha neuse souden e oue digoret daoulagad Balaam, hac e velas an Eal, pehini a lavaras dezàn ive ; petra e dide canna evel-se da asennes ? pa ne ve ma e deveus troet an hent divarnon, me am bise da lazet-te, hac e reservet-hi e buez. Neuse Balaam a lavaras d’an Eal ; Autrou, pec’het am eus dre na ouyen quet en em opposac’h ouzin var va hent. Ha c’hui na vel, Philotee, Balaam e-unan eo en deveus grêt an droug hac eo e asennes baour, pehini ne de quet caus, eo a gann hac a sco hep caout truez ebet outhi ? Chetu ase petra erru gueneomp hon-unan alies : ar c’hreg-se o velet he fried pe he c’hrouadur clan, e deveus recours neuse-souden d’ar yun, d’an disciplin ha d’ar mortificationou a gorf, ec’his a eureu David evit un hevelep sujet ; allas ! va mignones guer an asen paour a gannit, affligea ho corf a rit, hac èn ne de quet caus ma ze erruet an droug-se gueneoc’h. Courrigit ho calon, pehini a so idolatr eus ar pried-se, hac a bermet mil mechancete gant ar c’hrouadur-se, hac en destine d’an ourgouil, d’ar vanite ha d’an ambition. An den-se a vel penaus e couez alies e pec’hejou lourd a enep ar burete : ar remors interieur a zeu a enep d’e goustianç gant ar c’hleze en dourn evit e zreusi dre un doujanç hac ur spont santel rac Doue ; ha neuse-souden e galon o tont enni e-unan a gommanç da lavaret d’e gorf ; ah ! quic mechãt, ah ! corf disleal, trahisset oun gueneez adarre. Chetu-èn neuse-souden o sqüei endra ell var ar c’hic-se, hac o canna ar c’horf-se dezàn gant yunou hac abstinançou direglet, hac oc’h e voual dreti e fæçoniou-all hep nac urz na moderation. O Ene paour, ma c’halle da gorf parlant evel asennes Balaam, e lavare dit ivez ; perac em c’hannez-te me, miserabl ma zoud ? e c’henep da unan, va ene, eo e c’harm Doue e venjanç ; te eo ar griminales ; petra e dide va c’hundui-me d’an occasion ha d’ar goal antretien ? peadra e c’himpligez-te va daoulagat-me, va daouarn ha va musellou pe va zeaud e lubriciteou hac e disonestis ? peadra e teuez-te d’am zroubli me gant imaginationou fall ? quemer songesonou mad, ha n’em bezo quet a voual mouvamanchou ; en em guef gant tud pur ha chast, ha ne vizin quet inquietet gant va choncupissanç. Allas ! te eo a zeu d’am poulsa en tan, ha ne fell quet dit e teffen ; te eo a strinc ar moguet em daoulagat, ha ne fell quet dit e saffe ar flam eus an impurete enno. Ne deus quet da zoueti na lavar Doue deoc’h en occasionou-sè ; cannit, reuguit, faoutit, fresit ho calon principalamant : rac a enep ho calon eo ez e courroucet va c’holer. Certenamant evit en em zisober diouz an debron, ne deus quet quement a izom d’en em voalc’hi, evel a so da burifia ar goad ha da refresqui ar felc’h : dememes evit en em zisober diouz hor viçou, ez e mad evit guir mortifia hor c’hic, mæs necesser eo dreist peb-tra purifia ervat hon affectionou ha refresqui hor c’halon : hoguen arabat eo an oll antrepreni nep seurt austeriteou corporal nemet gãt avis hon Directeur.




AR PEVARE CHABISTR
varnuguent.
Evit ar gonversationou pe an antretienou, hac evit ar solitud.


CLasq ar gonversationou pe an antretienou, ha tec’het diouto toutafæt, a so diou extremite pere a so da veza blamet en devotion civil peveus a hini e comsàn deoc’h ; rac tec’het diouz peb compagnunez ha diouz peb antretien a sant a zisprigeanç eus an nessa, hac o c’hlasq ivez a sant a feneantis hac a lesireguez. Ret e caret hon nessa eveldomp hon-unan ; hac evit disquez er c’heromp ne dleomp quet tec’het diouz e antretien na revusi beza gantàn ; hac evit disquez en em gueromp hon-unan, e tleomp chom gueneomp hon-unan ive pa vezomp : mæs beza e vezomp, pa na vez nemedomp. Songit ennoc’h hoch-unan, eme Sant Bernard, hac er re-all goudese. Ma na deus netra oc’h ho pressi’ta da vont da glasq antretien ha conversation, pe d’o receo en ho ty, chomit gueneoc’h hoc’h-unan, hac en em antretenit gant ho calon. Mæs mar gu’erru gueneoc’h en em gaout e conversation hac en antretien gant ur re-bennâc, pe mar hoc’h eus ur sujet ligitim da vont da glasq, iit en hanv-Doue, Philotee, ha guelit ho nessa a galon vad ha gant laouenidiguez.

Beza e c’halver goal gonversation ha goal gompagnunez an hini a vez grêt evit ur goal intantion bennâc, peautramant pa vez tud vicius, imprudant ha libertin ar re pere en em guever enni. Evit diouz an seurt compagnunez-se e ranquer distrei, evel ma tistro ar guenan diouz ur vanden guesped. Rac evel ma zeo dangerus ar c’hues, an halan hac an halo pe ar c’hrainch eus ar re ma vez bet croguet ar chaç clàn enno, ispicial evit ar vugale hac evit ar re a so dilicat a gomplexion : evelse an dud vicius ha debordet-se ne ellont beza frecantet nemet gant cals a zanger, ispicial evit ar re pere a so c’hoaz eus a un devotion dener ha dilicat.

Beza ez eus conversationou hac antretienou pere ne servichont da netra nemet d’ar recreation hepquen, ha pere ne reer nemet evit en em divertissa simplamant diouz an occupationou serius. Evit fæt ar gonversationou-se, ec’his ne ranquer quet en em attachi outo, e c’haller ive rei dezo an amser destinet d’ar recreation. Ar gonversationou pe an antretienou-all o deveus evit but an honestis hac ar civilite, evel ma zeo ar bisitou a rent an eil-re do hentez, ha cerren assambleou pere a vez grêt evit enori an nessa. Evit ar re-se, evel na de quet ret beza supersticius ha poignant bras d’o fratica, ne ranquer quet ivez beza toutafæt incivil d’o neglija ; hoguen satisfia gant modesti d’ar pez a c’houlen hon dever ouzomp er poent-se, evit dioual quen diouz ur vaniel rustic hac incivil, quen diouz ur vaniel scanv ha liger pe volaich.

Ne rest bremâ nemet coms eus ar gonversationou hac antretienou profitabl, evel ma zeo re an dud devot ha vertuzus : evit ar re-se,Philotee, e vezo ur mad bras deoc’h ato rancontr o seurt alies. Ar vinien plantet etouez ar guez olivet a zoug ræsin druz pere o deveus ur gout olivet : un ene pehini en em guef alies etouez an dud vertuzus ne ouffe quet miret na ve vell anezo. Un avantaich bras evit en em exerci en devotion eo caout conversation hac antretien gant an eneou devot.

E peb conversation ar sincerite, ar simplicite, an douçder hac ar vodesti a vez ato preferabl. Beza ez eus tud pere ne reont nep seurt contananç na mouvamant nemet gant quement a artifiç hac a gomplimant, ma teu peb-unan da enoui ganto. Hac evel ma ve un den enouus hac incommod d’ar re-all ma n’a falfe dezàn jamæs en em bourmen nemet en ur gonta e gamejou, na parlant nemet en ur gana : evelse ar re pere a zalc’h ur meintien artificius hac ur fæçon geinus, ha ne reont netra nemet dre gadanç ha dre gomplimant, a so importun bras d’ar gonversation ha d’an antretien ; hac en seurt tud-se e vez ato un dra bennâc a bresomption : peurvuia e rencomp disquez ur joa moderet en hor c’honversation hac en hon antretien. Sant Romuald ha Sant Anton a so meulet bras abalamour, daoust peguement a austerite a gunduent, ma zoa ornet o bisaich hac o c’homs gant joa, gant laouenidiguez ha gant civilite. En em rejouissit gant ar re joyaus, m’en lavar deoc’h adarre gant au Abostol: Bezit ato joayus ha laouen hervez Doue, ha grit ma en em zisquezo ar vodesti ac’hanoc’h dirac an oll. Evit en em rejouissa hervez Doue eo ret e ve ar sujet eus ho rejouissanç non pas hepquen ligitim, mæs ivez honest : ar pez a lavaràn abalamour ma zeus traou hac a so ligitim ha cousgoude ne dint quet honest ; hac evit ma en em zisquezo ar vodesti ac’hanoc’h, diouallit diouz an insolançou pere a so ato da veza reprenet. Lacat unan da goueza, duaat eguile, picat un all, hegal ouz ur foll, quemense ne deo nemet ur boufonerez hac ur rejouissanç sot hac insolant.

Mæs ato, ouzpen ar solitud mental ha spirituel pe en hini e c’hillit en em retira e creis ar gonversationou hac an antretienou brassa, evel am eus lavaret diaraoc, e tleit caret ar solitud local ha reel, non pas evit mont d’an deserziou evel Santes Mari Egiptianes, Sant Paul Ermit, Sant Anton, Arsenius, hac an Tadou-all eus an Desers, mæs evit chom un nebeut en ho cambr, en ho chardin, pe e leac’h-all en ho part hoc’h unan, eleac’h ma c’hallach guell diouz ho souhet tenna ho speret en ho calon ha recrei hoc’h ene gant songesonou mad ha reflexionou santel, pe gant un nebeut lectur spirituel, evel a rea Sant Gregor a Nazianze, pehini o coms anezàn e-unan, a lavar evel-en : En em bourmen a reàn va-unan gueneèn va-unan var dro cuz-heaul, hac e tremenen an amser var bord ar mor, rac custum oun d’en em servichout eus ar recreation-mâ evit en em zisquiza hac evit heija diouzin un nebeut va enouamanchou ordinal. Ha var guememâ e tiscours eus ar reflexion vad pehini a eureu, evel ma em eus-hi recitet deoc’h un tu-all. Sant Anton a rea toudememes, evel ma en raport Sant Augustin, pehini a lavar penaus, o veza antreet alies en e gampr, rac ne revuset an antre anezi ouz den, er guele o lenn ; ha goude beza gortoet un nebeut gant aon n’en incommodse, e tistroe en e rout hep lavaret guer ebet ountàn, o sonjal penaus an nebeut amser-se, pehini a reste gant ar Pastor bras-se evit recrei ha fortifia e speret goude an tracas eus a guement a afferou, ne dlie quet beza lamet digantâ. Evelse ive, goude ma o devoa contet ur veich an Ebestel d’hor Salver penaus o devoa prezeguet ha great cals a draou, e lavaras dezo : Deut, emezâ, er solitud a gostez evit quemeret ho repos un nebeut.




AR PEMPET CHABISTR
varnuguent.

Var an dereadurez eus ar viscamant, da lavaret eo, penaus e tleer en em visca en ur fæçon dereat ha deçant.


SAnt Paul a fell dezâ e teue ar merc’het devot, hac ar memes tra a ranquer da lavaret evit ar Gouaset, da guemeret ur viscamant deread, oc’h en em ajusti en ur fæçon honest ha modest, Hoguen an dereadurez eus an dillad hac eus a bep guiscamant a zepand diouz ar vateri pe an dra, diouz ar furm pe ar fæçon ha diouz an neatteri pe ar broprete. Evit fæt an neatteri hac ar broprete a dle en em gaout casi ato ar memes en hon dillad, pe var re ne dleomp e quement ha ma e possibl, lesell nep seurt souilleur na lousdoni : an neatteri hac ar broprete exterieur a represant en ur fæçon bennâc an neatteri, ar broprete hac an honestis interieur. Doue memes a c’houlen ar broprete hac an honestis eus ar c’horf er re pere a dosta ouz e auteriou, hac o deveus ar garg principal eus an devotion.

Evit fæt ar vateri hac ar furm eus an dillad e considerer an dereadurez dre gals a circonstançou eus an amser, eus an oad, eus ar galite, eus ar gompagnunez, hac eus an occasionou. Custum oar d’en em visca guell en deiziou gouel hervez ar solennite eus an deiz : en amser a binigen, evel ma zeo er c’horaïs en em negliger mui er viscamant : en eureujou e touguer ur viscamand eured ; hac evit an Anaon decedet e touguer dillajou caoun. Ur c’hreg a ell hac a dle en em ajusti e compagnunez he fried, pa fell dezâ e rae ; hoguen mar er gra en e absanç pa vez pell diountâ, e vezo goulennet pe da biou e fell dezi plijout gant ar sourci-se a guemer d’en em orni. Gant ar plac’het e permeter mui a ornamant hac a ajustamant, abalamour ma c’hellont e peb honestis desirout beza agreabl da gals, peguement bennâc na deo nemet evit gounit unan hepquen dre ur briedelez santel. Ne gaffer quet droug ivez e teue an intanveset d’en em ajusti un nebeut evit dimizi adarre, gant na zisquezzint follentez na sotoni ebet : rac ec’his ma zint bet dija mamou a famill, ha tremenet dre an dristidiguez eus ar stad a intanves, e vezont consideret evel sperejou meur ha tud great.

Mæs evit ar guir intanvezet, pere a so intanveset non pas hepquen a gorf, majs ivez a galon, ornamant ebet ne de convenabl dezo nemet an humilite, ar vodesti hac an devotion : rac mar fell dezo beza caret gant ar vouaset, ne dint quet guir intanveset, ha ma na glascont quet beza caret evelse, peadra’ta e tougont-ii an instrumanchou hac ar mercou a guemense ? nep na fell quet dezàn diguemeret hostisien ha logerien, a renc lamet diouz e dy ar mercou hac an ansaignou a hostaleri. Ato e reer goab eus an ud goz, pa falves dezo ober an dud vrao hac an dud coant ; ur follentez e hounnez pehini ne de da veza supportet nemet er yaouanctis.

Bezit propr, Philotee, na vezet netra var ho tro a guement a draine nac a ve goal-ajustet. Un disprijanç ve a rac’h eus ar re, ma ho pez conversation ganto, mont en o zouez gant ur viscamant difæçon : mæs liquit evez mad ouz an affeterez, ouz ar vanite, ouz ar guriosite, hac ouz ar follentez. En em zalc’hit ato muia ma ellot a gostez ar simplicite hac ar vodesti, pehini evit tra-sur eo ar vrassa ornamant eus ar guenet, hac ar vella excus evit an difæçondet. Sant Per a zeu da avertissa principalamani ar graguez yaouanc, na zeuint quet da frisa na da dortilla na da orni o bleo. Ar voaset pere a so quel laich d’en em amusi gant ar sotoni hac ar rambreerez-se, a vez decriet partout evel hermaphroditet, da lavaret eo, evel tud pere a so anter-goaz hac anter-maoues. Hac ar merc’het vean pere a zoug an aosamanchou galant-se, a vez tremenet evit merc’het sempl ha laosc er chastete ; daviana mar o deveus un dra bēnâc a chastete, ne apparis quet etouez quement a vanite hac a vagatelez. Lavaret a reont ne sonjont e droug ebet ; hoguen me a lavar, ec’his ma em eus lavaret un tu-all, penaus an diaoul a soinch ato e droug evit-se. Evidon-me a garre e ve ato va devot ha va devodes ar re visquet guella eus ar gompagnunez, gant e vezzint ive ar re nebeuta pompus hac ar re nebeuta glorius hac affætet : hac evel ma e lavaret er proverbou, e carren e vent ornet a c’hraç, a zereadurez hac a zignite. Sant Lois a lavar en ur guer penause tle peb-unan en em visca hervez e stad, en hevelep-fæçon ne allo quet ar re fur hac ar re vad lavaret, re a rit : nac ar re yaouanc lavaret, re nebeut a rit : mæs e quencas na falfe quet d’ar re yaouanc en em gontanti eus ar fæçon deçant ha dereat ma en em visquit hervez ho condition, e renquit en em arreti var an avis eus an dud fur.



AR C’HUEC’HVET CHABISTR
varnuguent.
Evit ar parlant, ha da guenta penaus e ranquer parlant a Zoue.


AR Vedecinet a guemer un anaoudeguez vras eus ar yec’het pe ar c’hlènvet en deveus un den, o sellet ouz e deaud ; hac hor c’homsou eo ar guir mercou ivez eus a galiteou hon ene. Dious ho comsou, eme hor Salver, e viot justifiet, ha diouz ho comsou e viot condaunet. Prest e taolomp hon dorn eleac’h ma santomp hor bez poan , ha quer prest e taolomp hon teaud eleac’h ma ema hor c’harantez hac hor plijadur. Mar d’ema ho carantez eta hac ho plijadur e Doue, e parlantot alies a Zoue en antretienou familier pere ho pezo gant tud ho ty, gant ho mignonet ha gant hoc’h ameseyen : ya, rac guenou an den just, eme ar Salmist, a vedito hac a songeo traou fur da lavaret, hac e deaud a barlanto hervez ma e just ha leal. Hac ec’his na emell ar guenan quen tra gant o begouigou nemet mel, evelse ivez ho teaud a vezo tempret ato a vel gant Doue, ha n’en devezo quet brassoc’h douçder eguet santout ar meuleudiou hac ar benedictionou eus e Hano sacr o redec entre ho musellou, evel ma e raportet evit Sant Frances pehini, o prononç an Hano santel eus an Autrou, a sune hac a lippe e vusellou ec’his pa dense achano un douçder ar vrassa.

Mæs pa gomsot a Zoue, comsit ato evel a Zoue, da lavaret eo gant reveranç ha gant devotion ; non pas oc’h ober ar suffisant nac ar prezeguer pe ar prezeguerez, mæs gant ar speret a zouçder, a garantez hac a humilite, o tistilla e quement ha ma ouzoc’h, evel a lavar ar C’hanticou sacr, ar mel dilicat eus an devotion hac eus an traou divin a veradigou eber e diou-scouarn unan hac eber e diou-scouarn un all ; o pidi Doue er secret eus hoc’h ene, ma plijo gantâ ober d’ar gliz santel-se tremen bete calon ar re pere ho cleo ; dreist peb-tra e ranquer ober an œuvr angelic-se en ur fæçon douç hac agreabl ; non pas evel o courrigea, mæs evel oc’h inspira : rac admirabl eo an nerz e deveus ar broportion douç hac amiabl eus a un dra vad bennâc evit gounit ar c’halonou.

Na gomsit jamæs a Zoue’ta nac eus an devotion, e maniel aquid pe dre accustumans hac e fæçon antretien, evel a reer en discoursou inutil, mæs hepquen gant attantion ha gant respet. Ar pez a lavaran evit lamet ur vanite notabl o deveus cals, pere a ra profession da veza devot, ha pere a lavar bep tro comsou santel ha fervant dre habitud hac e maniel a ziscours hep sonjal er pez a leveront ; ha goude o beza lavaret, e ra avis dezo ez int an hevelep tud ma tisquezont beza dre ar c’homsou caër-se ; ar pez ne de quet cousgoude.

Quememàn a aller da lavaret c’hoaz evit arreti ar goal acustumanç pehini o deveus cals a dud memes ar re zevod da brononç alies hep reveranç ebet an hano a Zoue, pe a Jesus, pe a Vari hac an seurt hanvou sacr-se, pere a glever bep tro en o guenou avisiou so-quen e farçou, e coleriou hac e discoursou impertinant, en despet d’an eil Gourc’hemen a Zoue pehini a zifen na brofanimp ha na guemerrimp ezvean an hanvou sacr ha santel pere a apparchant ouz Doue hac ouz ar Sent. [6]




AR SEIZVET CHABISTR
varnuguent.
Evit an honestis er c’homsou hac evit ar respet pehini a dleer d’an dud.


PIou bennâc ne beac’h quet dre e gomsou
, eme Sant Jaques, a so un den parfæt. Liquit evez mad na laosquac’h coms disonest ebet eus ho quenou : rac peguement bennâc na lavarrac’h quet ar c’homsou-se gant ur goal intention, cousgoude ar re o c’hleo a ell o receo en ur fæçon-all. Ar goms disonest o coueza en ur galon sempl, a zeu d’en em asten ha d’en em leda evel ur berad eol var ar mezer, hac aviziou e teu da sesia ar galon en hevelep-fæçon, ma teu d’e c’harga eus a vil songeson hac a vil dentation lubric. Rac evel ma c’hantre poueson ar c’horf dre ar guenou ; e c’hantre ive poueson ar galon dre ar scouarn ; hac an teod pehini a brodu ar poueson-se, a so muntrer, abalamour, peguement bepnâc dre avantur n’en deffe grêt droug ebet ar vinim pehini en deveus taulet, o veza cafet calonou ar re er c’hleve preservet gant ur c’hontrepoueson hac ur remed bēnâc, cousgoude ne de quet diouz ar valiç eus an teaud binimus-se eo ez e depandet n’en deveus grêt dezo mervel e graç Doue. Na lavaret den din penaus ne sonch quet en dra-se : rac hor Salver, pehini a ene ar songesonou, en deveus lavaret penaus ar guenou a barlant diouz abondanç ar galon. Ha ma na sonjomp quet er pez a leveromp, an droug-speret cousgoude a soinch cals, hac en em servich ato secretamant eus ar goal gomsou-se evit treusi calon unan bennâc ganto. Lavaret a reer penaus ar re o devez debret eus a ul lousaouen galvet an Angelic, a vez ato ur c’huez douç hac ar agreabl gant o alan : hac ar re o deveus an honestis hac ar chastete en o c’halon, pehini eo ar vertuz angelic, a vez ato ive o c’homsou pur, civil hac honest. Evit an traou sot hac indeçant, ne fell quet d’an Abostol e ve so-quen clevet hano anezo, hac hon assur penaus, Netra ne zeu da gorrompi quement ar gomportamant vad eus a un den evel ar goal discoursou.

Mar bez lavaret ar c’homsou disonest-se en ur fæçon goloet, gant affeterez ha gant subtilite, ez int binimussoc’h cals : rac evel ur c’hlese sul lemmoc’h ma ze, sul eassoc’h a-se e c’hantre en hor chorf, evelse ive sul lemmoc’h ha sul subtiloc’h ma ze ur goal goms, sul dounoc’h e c’hantre en hor c’halon. Hac ar re pere a soinch dezo beza tud galand ha chentil o lavaret an seurt comsou-se en antretien hac e conversation, ne ousont quet pevit tra eo e tle beza grêt an antretienou hac ar gonversationou, rac ar gonversationou a dle beza evel un æd guenan en em assamblet evit ober ar mel eus a un antretien douç ha vertuzus bennâc, ha non pas evel un toullad guesped pere en em assamble da suna ur breinadur bennâc. Mar deu ur re sot bennâc da lavaret deoc’h comsou indeçant, disquesit eo offanset ho tiouscouarn gant quemense, pe o tisteri ho quein pe dre ur voyen-all bennâc hervez ma fournisso deoch neuse ho prudanç.

Unan eus ar gouassa conditionou a ouffe ur speret da gaout eo beza sujet da ober goab. Doue en deveus ur gassoni vras ouz ar viç-se, hac en deveus grêt aveich-all punitionou bras anezàn. Ne deus netra controloc’h d’ar garantez ha mui c’hoaz d’an devotion eguet ma zeo disprijout ha caquetal an nessa ; ha ne ouffet quet ober goab anezàn anes e zisprijout : ha rac-se eo ur pec’het bras meurbet ar goab hac ar c’haquet ; en hevelep-fæçon ma o deveus ræson an Doctoret da lavaret, penaus ar goaperez eo ar gouassa seurt offans a ouffet da ober d’an nessa dre ar c’homsou ; abalamour an offançou-all a vez grêt gant un istim bennâc eus an hini pehini a vez offanset, hac an offans eus ar goaperez a vez grêt gant disprijanç. Mæs evit ar recreation a gomsou hac a farçou dinoaz a ra an eil re gant o hentez en ur fæçon modest ha joaius, quemense a apparchãt ouz ar vertuz galvet Eutrapelii e grec, pehini a ellomp da c’hervell conversation-vad. Ha dre ar farçou dinoas-se pe ar c’hoari-se a gomsou e quemerer ur recreation honest hac amiabl var an occasionou friol ha plesantus pere a ro an dud dre o imperfectionou : neuse ervat eo ret hepquen lacat evez na dremennet eus ar farçou honest ha joaïus-se d’ar goaperez. Ar goaperez a laca da c’hoarsin dre zisprijanç ; mæs ar farçou honest ha joaïus a laca da choarsln dre ul liberte simpl, dre ur fizianç hac ur familiarite franc assambles gant ar gentilis eus a ur guer plesant bennâc. Sant Lois, pa falle d’ar Religiuset coms dezàn eus a un dra vras ha serius bennâc goude ar repas, a lavare dezo : ne de quet hemâ eo ar pouent, emezan, da goms eus an seurt traou-se, mæs hepquen d’en em recrei o coms eus a un dra bennâc hac a ve plesant ha joaus ; lavaret eta peb-unan ar pez a garo evit divertissa ar gompagnunez e peb honestis. Quemense a lavare o favorisa an Noblanç a yoa endro dezàn evit receo ur cherissamant bennâc digant e Vajeste. Hoguen, Philotee, tremenomp an amser dre recreation en hevelep-fæçon, ma conservimp an eternite eürus dre zevotion.




AN EIZVET CHABISTR
varnuguent.
Var ar jugeamanchou pe ar varnediguezou temerer.


NA varnit quet ha na viot quet barnet
, eme hor Salver ; na gondaunit quet ha ne viot quet condaunet. Non, eme an Abostol Santel ; na varnit quet abarz an amser, quen na zui an Autrou pehini a scleraï ar pez a so cuzet en devaligen hac a zisoloï patant ar santimanchou eus a galon peb-unan. O peguen disagreabl eo ar jugeamanchou temerer da Zoue ! jugeamanchou ha barnidiguezou an dud a so temerer, abalamour na dint quet barnerien an eil-re var o hentez, ha ma c’husurpont an ofiç hac ar guir eus hon Autrou, oc’h en em emell da varn o nessa. Temerer int, abalamour ar vrassa maliç eus ar pec’het a zepand diouz an intention hac ar santimant eus ar galon, pehini eo ar pez a so cuzet en devaligen evidomp-ni. Temerer int, abalamour ma en deveus peb hini aoualc’h da ober oc’h en em varn e-unan hep antrepreni da varn e nessa : en em varn hon-unan, ha na varnimp quet ar re-all, a so daou dra quen necesser an eil hac eguile evit na vezzimp quet barnet : rac evel ma tifen hor Salver unan ouzomp, an Abostol a c’hourc’hemen eguile, pa lavar ; ma en em varnemp hon-unan, ne vemp quet barnet. Hoguen siouaz ! ar c’hontrol beo a reomp ; rac ne baouesomp oc’h ober ar pez a so difennet ouzomp, o varn hon nessa bep-tro : ha ne reomp jamæs ar pez a so gourc’hemennet deomp, pehini eo en em varn hon-unan.

Ret eo remedia ouz ar jugeamanchou temerer diouz ar pez a so caus d’o ober. Beza ez eus calonou trenq, chuero ha rust naturelamant, pere a rent ivez trenq ha c’huero quement a recevomp hac a zeu, evel a lavar ar Profet Amos, Da geinch ar jugeamant pe ar varnidiguez en huelen c’huero, dre na varnont jamæs o nessa nemet gant rigueur ha gant c’huervder. Ar re-mâ o deveus izom da goueza etre daouarn ur medecin mad spirituel : rac o veza natural dezo ar chuervder-se a galon, ez e dies dezo e zrec’hi ; ha peguement bennâc na ve quet pec’het en-hi e-unan nemet un imperfection hepquen, ez e dangerus cousgoude, abalamour ma ro antre hac antretien ebarz en Ene d’ar jugeamant temerer ha d’an droug-prezec. Hinienou a varn temereramant non pas dre c’huervder, mæs dre superbite ; o veza avis ganto, penaus diouz ma c’hiselaont enor o hentez, e c’huelaont o enor o-unan : sperejou arrogant ha presomptuus int, pere en em admir o-unan, hac en em laca quen huel en o istim o-unan, ma sellont ouz ar rest oll evel ouz un dra zister hac isel. Me ne doun quet evel ar rest eus an dud, eme ar Farisien sot hont eus an Aviel. Darn n’o deveus quet an ourgouil patant-se, nemet hepquen ur certen complesanç o consideri an droug eus o hentez, evit saouri ha lacat saouri douçoc’h a-se ar mad control pehini a guefont a so enno o-unan ; hac ar gomplesanç-se a so quer secret ha quen dies da anaout, na ell quet un den e remercout nemet mad ve a lacat ; hac ar re mernes a so sujet dezi ne zuont quet d’e anaout nemet disquezet ve dezo. Re-all evit en em flati hac en em excus outo o-unan, hac evit diminui ar remors eus o c’houstianç, a zeu volontieramant da varn ha da jugi penaus eo sujet ar re-all d’ar memes viç ma zint o-unan, pe da viana da guer bras viç o veza avis gantô penaus an niver bras a bec’herien a rent bianoc’h hac excusaploc’h o fec’het. Cals en em ro d’ar jugeamanchou temerer dre ar bligeadur hepquen pehini a guemeront o tiscoursi hac o tivina var ar gomportamant ha var an humor eus an dud e maniel da exerci ar speret. Mar c’hoarvez ganto dre valeur rancontr aviziou ar virionez en o jujamanchou hac en o barnidiguezou, an arroganç hac an appetit da jugi ha da varn bepret a gresc enno en hevelep-fæçon, ma vez poan oc’h o distrei diouz quemense. Ar re-all a varn dre bassion ha dre affection, o sonjal ato ar mad eus ar pez a gueront, hac o sonjal ato an droug eus ar pez a gassaont ; exceptet en un occasion admirabl ha guirion cousgoude, pehini a so un effet monstrus hac a sorti eus a ur garanrez impur, imparfet, troublet, ha clàn ; ar jalousi eo a fell din da lavaret, pehihi, evel ma c’hoar peb-unan, evit ur sell simpl, evit an disterra musc’hoarz a zeu da varn an dud eus a infidelite hac eus a aoultriez. Erfin an amprehantion, an ambition hac an seurt sempladureziou-se a speret a gontribu cals alies da ober goal suspicionou ha jujamanchou temerer.

Hoguen pebez remejou’ta ouz ar viç-mâ ? ar re pere a ef ar sustanç eus a ul lousaouen, a so en Ethiopii, galvet Ophiusa, a soinch dezo guelet partout sarpantet ha traou horribl : dememes ar re pere o deveus avalet an ourgouil, an avi, an ambition, ar gassoni, ne velont netra na guefont ez e droug ha na de da veza blamet ; ar re o deveus efet eus a sustanç al lousaouen-se, evit beza rentet salo, a dle quemeret guin palm ; hac evit ar re o deveus effet eus ar viçou-mâ e lavaran ar memes tra ; efit muia ma ellot ar guin sacr eus ar garantez, ho tilivra a rai diouz ar goal humorrou-se, pere a so caus deoc’h da ober jugeamanchou temerer. Ar charite pe ar garantez e deveus aon na rancontre an droug, guinevel d’e glasc e zae ; ha pa en rancontr, e tistro e bisaich dioutâ hac e teu d’e ziscimuli ; hac evelse e ser e daoulagat abarz e velet er c’henta trous a gleo anezàn, ha goude e cred dre ur simplicite santel penaus ne doa quet an droug oa, nemet hepquen ar squeud pe un apparanç bennâc a zroug. Mar bez contraign da anaout ez oa droug, e tistro diountâ neuse-souden hac e clasq ancounec’hât ar soinch anezân : ar charite pe ar garantez eo ar remed brâs ouz peb droug, mæs ispicial ouz hemâ. Ar re o deveus ur certen clènvet, hanvet e gallec, la jaunisse, hac e brezonec, ar melender pe zroug ar Roue, a guef ez e melen quement tra en em apparis dirac o daoulagad : lavaret a reer penaus evit o renta salo diouz an droug-se e ranquer ober dezo douguen dindan plantou o zreid lousaouen ar scleric, hanvet e gallec éclaire ou chelidoine. Certenamant ar pec’het a jugeamant temerer a so ur melender spirituel pehini a ra ma c’happaris beza droug quement tra en em bresant dirac daoulagat ar re pere a so sujet d’ar c’hlènvet-se. Hoguen piou bennâc a fell dezàn beza salo diountâ, a renq lacat ar remejou non pas ouz e zaoulagat hac ouz e entendamant, mss ouz e affectionou pere eo treid an ene. Mar d’e douç hoc’h affectionou, ar jujamant hac ar varnidiguez, pehini a reot, a vezo douç ; mar dint charitabl, ar jugeamant, pehini a reot, a vezo ive charitabl.

Presanti a ran deoc’h tri exempl admirabl : Isaac en devoa lavaret penaus oa Rebecca c’hoar dezàn ; Abimelec er guelas o c’houari ganti, da lavaret e oc’h e cherissa gant ur garantez tener, ha neuse-souden e teuas da jugi penaus oa e c’hreg oa ; ul lagad malin a zeuie da jugi quent penaus e vise loan fall dezâ vise, pe mar bise c’hoar dezâ, e cunduse goal vuez ganti ; mæs Abimelec a heulias ar charirapla santimant a alle da guemeret o cridi penaus oant priedou. Ret e ober ato evelse, Philotee, oc’h ober ur jugeamant favorabl eus hon nessa e quement ha ma vezo possibl deomp ; ha ma c’halle un action caout cant bisaich, e ranquet sellet outhi diouz an tu ma e deveus caerra bisaich. Ar Verc’hes a yoa brases, Sant Joseph he Fried a vele sclear quemense, mæs evel ma e guele a ur chostez-all o cundui ur vuez meurbet santel, pur hac angelic, ne allas biscoaz cridi e vise braseset a enep he c’houstianç ; hac evelse oc’h en em resolvi d’e dilesel e lese ar jugeamant a guemense gant Doue ; ha peguement bennâc ma zoa cre ha violant an apparanç evit ober dezàn conceo ur goal santimant eus ar Verc’hes sacr-se, cousgoude ne falvezas dezâ jamæs ober ar jugeamant-se anezi : mæs perac ? abalamour, eme ar Speret Santel, ma zoa un den just : pa na ell mui an den just excusi nac an action nac an intention eus an hini ma c’hoar ervat a hent-all ez e den honest, c’hoaz ne fell quet dezân e varn ; mæs lamet a ra quemense eus e speret, hac e les Doue da varn. Hor Salver crucifiet memes, ec’his ne alle quet excus toutafæt pec’het ar re pere o devoa-èn crucifiet, a ziminuas daviana ar valiç anezân, o lavaret ne ouient quet petra a reant. Pa na ellomp excus ar pec’het, rentomp-èn daviana dîn a gompassion, oc’h e attribui dar suportapla caus a ouffe da gaout, evel ma zeo d’an inoranç pe d’an infirmite.

Mæs ha ne aller jamæs eta barn an nessa ? non certenamant, jamæs : Doue, Philotee, eo a varn ar griminalet e justiç. Guir eo, en em servich eus a vouez an dud a justiç evit en em rei da entent d’hon diou-scouarn, e druchamanchou hac e interpretet eo barnerien ar bed-mâ ; ha ne dleont prononç netra nemet ar pez o deveus desquet gantâ evel ma zint e oraclou, pa goms dre o guenou ; ha mar greont autramant, o heul o fassionou hac o inclinationou o-unan, neuse ii evit guir eo a varn, ha rac-se e vezzint barnet : rac difennet e ouz an dud e calite a dud, na varnint ar re-all.

Evit guelet hac anaout un dra, ne de quet barn eo : rac barn, da viana hervez ar frasen eus ar Scritur, a suppos un difficulte bennâc bras pe vian, pe var hini e ranquer deliberi da guenta : ha rac-se e lavar ar Scritur penaus ar re pere ne gredont quet an oll articlou eus ar feiz a so barnet dija, abalamour na deus quet da zoueti eus o daunation. Ne de quet droug eta doueti eus an nessa, eme vezo c’hui ? salocraç-sur ; rac ne de quet difennet doueti, nemet hepquen barn ; mæs ne de quet cousgoude permetet doueti na suspicioni nemet ric-a-ric, e quement hepquen ha ma hor c’hontraign ar ræsonou hac ar mercou da zoueti, anes e ve temerer an douetançou hac ar suspicionou. Ma en divise ul lagad malin guelet Jacob, pa bocas da Rachel e quichen ar punç ; pe ma en divise guelet Rebecca oc’h accepti ar brasseledou hac ar c’hleier discouarn digant Elieser, pehini a yoa un den ha ne doa quet anavezet er vro-se, ne deus douet ebet n’en divise droug-songet eus an diou blac’h-se, pere a yoa un exempl a chastete, hoguen hep ræson hac hep sujet vise : rac pa vez un action indifferãt anezi e-unan, och allout beza ha droug ha mad ; ur suspicion temerer eo tenna ur goal gousecanç anezi, nemet cals a circonstançou a roe leac’h cre da guemense : ur jugeamant temerer eo ive tenna cousecanç eus a un action evit blam an den : mæs an dra-mân a livirin sclerroc’h eber.

Erfin ar re pere o deveus sourci bras eus o c’houstianç, ne dint nemeur sujet da ober jugeamanchou temerer : rac evel ma teu ar guenan, o velet ar breuillardou hac an amser drist ha couabrec, d’en em denna en o c’hest evit menagi hac embreguer ar mel, evelse songesonou an eneou mad ne sortiont quet var objedou brouillet nac etouez an actionou tenval ha couabrec eus an nessa ; mæs evit trei divarnezo, en em dennont hac en em zestumont er gailon evit furmi ha menagi en interieur ar resolutionou mad d’en em amanti o-unan. Micher un Ene lesirec hac inutil eo en em amusi da examina buez an nessa ; excepti a ràn ar re pere o deveus carg eus a re-all quen e famil hac e tieguez, quen e public : rac un darn vras eus o c’houstianç a gonsist o lacat evez hac o veilla var hini ar re-all ; greant eta o dever gant carantez, ha divar guemense en em zalc’hent en o-unan evit ar sujet-mâ.




AN NAVET CHABISTR
varnuguent.
A henep an Droug-prezec.


AR jugeamant temerer a brodu an inquietud, an disprijanç eus an nessa, an ourgouil hac ar gomplesanç ac’hanomp hon-unan, ha cãt viç-all meurbet domachus d’hon ene, entre pere an droug-prezec a zalc’h ar renq guenta, evel ar guir vocen eus ar gonversationou hac eus an antretienou. O petra n’am eus-me unan eus ar glaou-tan divar an auter santel da douich ouz musellou an dud, evit ma ve lammet a vechancete anezo, hac effacet o sec’het, evel a eureu ar Seraphin, pehini a burifias guenou Isaï ! Nep a lamme an droug-prezec eus ar bed a lamme anezàn un darn vras eus ar pec’hejou hac eus ar vechanceter.

Piou-bennâc a lam injustamant ar reputation vad digant e nessa, ouzpen ar pec’het, pehini a goumet, ez e obliget da ober raparation en ur fæçon bennâc diouz an seurt droug-prezec en deveus great : rac ne ell den antren ebarz en Eê gant madou e nessa, hac etre an oll madou exterieur ar reputation eo ar guella mad, An droug-prezec a so ur speç a vuntr ; rac teir buez hon eus ; ar vuez spirituel, pehini a gonsist e graç Doue ; ar vuez corporel, pehini a gonsist en ene ; hac ar vuez civil, pehini a gonsist er reputation. Ar pec’het a lam digueneomp ar guenta buez, ar maro a lam digueneomp an eil, hac an droug-prezec a lam digueneomp an drede : mæs nep a zroug-prezec a gustum gant un taul teaud hep-quen ober tri muntr, dont a ra da laza e ene hac ene nep er c’hleo dre ur muntr spirituel, hac e lam ar vuez civil digant an hini ma troug-prezec anezàn. Rac, evel a lavare Sant Bernard, hac an hini a zroug-prezec, hac an hini a gleo droug-prezec o deveus o daou an Diaoul ganto, mæs unan en deveus-èn en e deaud, hac un all. en e scouarn. David o coms eus an droug-prezeguerien a lavar evellen ; lemmet o deveus o zeaud, emezàn, evel hini ar Sarpant. Hoguen ar Sarpant en deveus un teaud forc’het a zaou vec, evel a lavar Aristot ; ha toudememes eo hini nep a zroug-prezec, pehini gant un taul pic hepquen a zeu da ampouesoni discouarn nep er c’hleo, ha reputation nep ma coms anezàn.

Me ho suppli eta, Philotee, na zeuot jamæs da zroug-prezec eus a zen na directamant nac indirectamant. Liquit evez na impossac’h ha na damallac’h faussamant crim na pec’het ebet da zen, ha na zisculiac’h ar crimou hac ar pec’hejou pere a so secret, ha na zeuac’h da vrassaat ar re pere a so anavezet patant, na da interpreti pe da drei e droug an œuvr vad, na da nac’h ar mad pehini a ouzoc’h a so en un den, na d’e zissimuli maliciusamant, na d’e ziminui dre ho comsou : rac er fæçoniou-se oll e c’hoffançac’h Doue bras ; ha dreist peb-tra o c’haccus e faus, hac o nac’h ar virionez e prejudiç d’an nessa : rac un doubl pec’het eo lavaret gaou ha noasout assambles d’an nessa.

Ar re pere evit droug-prezec a ra prefaçou a enor o commanç dre lavaret vad, pe a lavar traouigou gentil eus a un den e mesc droug a leveront anezàn, eo ar re fina hac ar re vinimussa eus an oll droug-prezeguerien. M’en assur deoc’h, emezo, er c’haran, hac ez e ivez un den gentil ; hoguen cousgoude ret e lavaret ar virionez, faut en deouë oc’h ober an dromplerez a eureu ; ur plac’h vertuzus eo, hoguen faziet e bet, surprenet oue, hac an seurt discoursou-se. Ha ne velit-hu quet an artifiç ? an hini a falvez dezan tenna gant an arbalastr, a saich endra ell ar bir etrese hac ennâ, hoguen n’er gra nemet evit e zardi hac e lanci gant mui a nerz : seblantout a ra ivez e teue ar re-mâ da saicha an droug-prezec etrese hac enno, mæs n’er greont nemet evit disvanta creoc’h a-se o zaul teod, evit ma c’hantreo larcoc’h e calonou ar re a gleo. An droug-prezec pehini a reer e fæçon ober goap, a so crueloc’h eguet quement seurt droug-prezec-all a so tout : rac evel na d’e quet binimus bras anezi e-unan ur certen lousaouen hir galvet ar ciguën, ha ma e deveus ur vinim lent, pe ouz hini e c’hallet eas remedia ; mæs pe ouz hini ne deus remet ebet andal ma vez œuvret gant guin: evelse ivez an droug-prezec, pehini anezâ e-unan a dremenne prest dre ur scouarn hac a sortie dre un all, evel a lavarer, a zeu d’en em arreti ha da chom ferm e cervell nep a vez o clevet, pa vez accompagnunequeat an droug-prezec-se gant ur guer subtil ha farsus bennâc. Beza o deveus, eme Zavid, ar vinim eus an aspic etre o musellou, an aspic a flem casi hep er santeur, hac e vinim a ro neuse souden un debron agreabl ; ar pez a ra d’ar galon ha d’an antraillou en em asten hac en em zigueri da receo ar vinim-se pe ouz hini ne deus remed ebet pelloc’h.

Na livirit quet hen-a-hen a so ur mezvier ; peguement bennâc ma ho pe-èn guelet mezo, na quen nebeut, un aoultrier eo hac un den abominabl, peguement bennâc ma ho pe-èn cafet oc’h ober un action iffam evelse : rac un action hepquen ne ro quet an hano d’an dra. An heaul en em arretas ur veich evit ma chounesse Josue ar victor, hac a dèvaleas ur veich-all evit ma c’hounesse hor Salver e hini ouz ar groas ; nicun ne lavaro cousgoude penaus e ve an heaul stabl hac immobil na tènval evit quemense. Noe a vezvas ur veich ; ha Loth ur veich-all pehini a gommetas ouzpen en e vezvinti ur pec’het bras gant e ziou verc’h ; cousgoude ne doan quet mizvierien nac an eil nac eguile, nac an diveza-mâ ne doa quet ivez un den abominabl, na Sant Per ne doa quet ur blasfemeur evit beza blasfemet ur veich. Evit quemeret an hano eus a ur viç peautramant eus a ur vertuz, e ranqueur beza great un avançamant hac un habitud bennâc ebarz. Un dra faus eo eta lavaret ez e un den colerus pe laër, evit e veza guelet ur veich hepquen o coleri pe o laerez.

Peguement bennâc ma ve bet un den vicius a hed pel, en em lequear e dander da lavaret ur gaou och e c’hervell un den vicius. Simon al Lofr a c’halve Madalen pec’heres, oc’h e beza bet pec’heres a nevez a yoa : gaou a lavare coulgoude ; rac ne doa mui, mæs ur benitantes santel oa : evelse ivez e quemeras hor Salver he c’haus da zifen. Ar Farisien foll-hont a guemere ar Publiquen evit ur pec’her bras, pe martese so-quen evit un den injust ; un aoultrier, hac ur ravisseur ; mæs en em drompla a rea cals : rac en instant-se memes oa justifiet ar Publiquen-se ha rentet mignon da Zoue. Allas ! pa zeo quer bras ar vadelez a Zoue, ma zeo suffisant ur moument hepquen evit obteni e c’hras, pebez assuranç a ellomp-ni da gaout e ve pec’her un den hirio, evintan da veza deac’h ? an deiz diaguent ne dle quet barn an deiz presant, nac an deiz presant ne dle quet barn an deiz diaguent, ne deus nemet an deiz diveza a guement o barn oll. Ne ellomp jamæs eta lavaret e ve mechant un den hep danger da lavaret gaou : ar pez a ellomp da lavaret e cas ma ve ret parlant, eo ma c’heureu an droug-m’an-droug, ma en deveus goualvevet en amser-m’an-amser, pe na ra quet ervad bremâ ; mæs ne aller tenna cousecanç ebet eus an deiz deac’h d’an deiz hirio ; nac eus an deiz hirio d’an deiz deac’h, ha nebeutoc’h c’hoaz d’an deiz varc’hoaz.

Peguement bennâc ma ranquer beza dilicat bras da ziouall diouz an droug-prezec, eo ret cousgoude lacat evez ouz un extremite pe en hini e couez darn, pere gant aon na zroug-prezequent, a veul hac a lavar vad eus ar viç. Mar be unan bennâc hac en deffe un teaud fall en effet, ne dleit quet lâvaret evit e excus, e ve libr ha franc en e gomsou : un den hac a so patantamant vean ha glorius, ne dleit quet lavaret e ve generus ha propr ; hac ar privoteou pe ar gestou dangerus, ne dleit quet o hènvel simplicite pe naifete, pe civilite ; na roit quet d’an disoboissanç an hano a fermete, na d’an arroganç an hano a franchis pe a gouraich ; na d’an amourousdet an hano a vignonaich : non, Philotee ne ranquer quet favorisa, nac azeuli ar viç hac antreteni ar re-all ennâ var zigarez dioual diouz an droug-prezec ; hoguen ret e lavaret rontamant ha franchamant an droug eus an droug, ha blam ar pez a dle beza blamet : oc’h ober evelse e c’hlorifiomp Doue, mar er greomp gant ar c’honditionou varlerc’h. Liquit evez-outo, chetu-ii amâ.

Evit blam en ur fæçon meulabl ar viçou eus hon hentez, eo ret e ve profitabl an dra-se pe da nep ma comser anezân, pe d’ar re ma comser dirazo. Pa reciter dirac plac’het ar familiariteou hac ar gestou imprudant eus a hen-a-hen, pere a so scleramant dangerus ; pa gounter dirazo an dissolution hac al libertinaich eus a hemâ pe eus a hounnont er c’homsou hac er fæçonou, pere a so patantamant lubric ; ma na vlaman libramant an droug-se, ha mar falvez din e excus, an eneou tener-se, pere a so o clevet, a guemero diouz quemense occasion d’en em relachi ha d’en em laoscaat da un dra bennâc evelse : o frofit eta a c’houlen ma teuen da vlam franchamant an traou-se neuse-souden, nemet beza e c’hallen reservi d’e ober en un occasion-all guell, ha gant bianoc’h prejudiç d’ar re ma comser anezo.

Ouspen quemense c’hoaz eo ret e c’happarchante ouzin parlant var ar sujet-se, evel mar doun eus ar re guenta so er gompagnunez, ha ma na barlanten, e seblante penaus e c’happrouven ar viç. Mar doun eus ar re zisterra so er gompagnunez, ne dlean quet antrepreni da ober ar reprimant : hoguen dreist peb-tra eo ret e ven just ha jurdic em c’homsou evit na livirin quet ur guer hepquen muguet na ranquer. Dre exempl ; mar blamàn ar gestou hac ar privoteou eus an den yaouanc hac eus ar plac’h-se, abalamour ma zint re libr ha re zangerus ; ah Doue, Philotee ! ret e din neuse lacat evez da zerc’hel just ar valanç evit na zeuin quet da grisqui an droug a boues ur c’hreunen hepmuiquen : ma na deus eno nemet un imprudanç simplamant, ne livirin quet davantaich eguet a so ; ma na deus nac imprudanç na guir apparanç a zroug, nemet hepquen ma c’halle ur speret malicius bennâc tenna ac’hano ur pretext a zroug-prezec ; neuse pe ne livirin netra tout, pe ne livirin nemet an dra-se memes. Va zeaud, endra varnàn va nessa, a so em guenou evel ur rasouer e dorn ur Chirurgien, pehini a fell dezâ troucha etre an nervennou hac ar gouaziet. Ret eo e ve quer just an taol a roïn, na livirin na mui na nebeutoc’h eguet a so. Hac er fin eo ret dreist peb-tra, pa vlamot ar viç, lacat evez da espern muia ma ellot nep a so sujet dezàn.

Guir e penaus evit ar bec’herien pere a so iffam, public ha patant, e c’haller coms anezo libramant, nemet er graor gant ur speret a charite hac a gompassion, ha non pas gant arroganç ha gant presomption, nac evit en em blijout e droug an hentez ; rac an dra-se ne aparchant nemet ouz ur galon vil ha dismeg. Excepti a ran dreist an oll an adversourien douet da Zoue ha d’e Ilis : rac ar re-se a ranquer da zicria endra aller, evel ma zeo an Heretiquet, an Hugunauter, ar Sismatiquet hac ar pennou anezo : rac un dra vad eo crial var ar bleiz, pa vez etouez an dènvet ha memes peleac’h bennâc e ve. Peb-unan a guemer al liberte da varn ha da vlam ar Brincet, ha da lavaret droug eus a Nationou-pobl toutantier hervez ar santimanchou en deveus anezo : Philotee, na rit quet ar faut-se : rac ouspen an offans da Zoue, e c’halle an dra-se tenna deoc’h naouspet seurt querell.

Pa glevit accus ha droug-prezec ur re, rentit douetus an accusation hac an droug a glevit, mar gu’illit e ober gant guirionez ; ma na illit quet, excusit an intention eus an hini a so accuset, ha ma na illit quet an dra-se quennebeut, disquezit hoc’h eus compassion ountâ, ha troït prepos, o caout memor hoc’h-unan hac o tigaç memor ive d’ar gompagnunez penaus ar re pere ne gouezont quet e faut, n’o deveus an obligation a guemense nemet da Zoue. Liquit ho poan en ur fæçon douç bennâc da ober da nep a lavar an droug, antren ennàn e-unan : livirit ur mad all bennâc, mar gouzoc’h, eus a nep so offanset a droug-prezeguet.




AN TREGONTVET CHABISTR.
Avisou-all c’hoas e quenver ar parlant.


HOn langaich hac hor parlant a dle beza douç, franc, sincer, naïf, ha fidel. Liquit evez n’en em servichac’h eus a gomsou doubl ha tromplus, nac eus a nep seurt finessaou ha feintisou en ho parlant ; peguement hennâc na ve quet mad lavaret ato peb-seurt guirioneziou, jamæs cousgoude ne de permetet mont a enep ar virionez : en em acustumit da veza quer sincer, na leverot jamæs an disterra gaou gant hoc’h anaoudeguez nac evit en em excus nac evit netra tout, o caout memor penaus Doue a so un Doue a virionez : mar c’hoarvez deoc’h lavaret ur gaou bennâc dre zievezdet, ha mar guillit e gourrija var ar Plaç dre un explication pe ur raparation bennâc, courrigit-èn : ur guir excusation e deveus cals mui a c’hraç hac a nerz da ober an excus eguet ar gaou.

Peguement bennâc ma c’hallet aviziou gant furnez ha gant prudanç dissimuli ha golo ar virionez o coms en ur fæçon artificius bennâc ; an dra-se cousgoude ne ranquer quet da bratica nemet a traou a gousecanç, pa er goulen servich Doue hac e c’hloar scleramant ; emeas ac’hano e dangerus en em servichout a gomsou artificius ; rac evel a lavar ar goms sacr, ar Speret santel ne chom quet en ur speret doubl ha diguiset. Ne deus finessa ebet quercouls ha quement da veza desiret, evel ar simplicite. Ar brudançou monden hac ar finessaou charnel ne apparchantont nemet ouz bugale ar bed ; mæs bugale Doue a ya gant an hent-eun hep clasq troïdellou, hac o deveus ur galon displeg ha dirid ; nep a vale simplamant, a vale hardimant, eme ar Fur. Beza gaouiad, beza doubl ha beza dissimulet a roï ato testeni eus a ur speret sempl a vil.

Sant Augustin en devoa lavaret er pevare lefr eus e gonfessionou, penaus e ene hac ene e vignon ne doant nemet unan, hac en devoa cas ouz ar vuez-mâ goude ma oa maro e vignon, abalamour na falle quet dezâ beva en hanter hepquen, ha penaus ivez abalamour da-se memes en devoa aon na c’hoarvise dezàn mervell, evit na varvse quet e vignon na cals na nebeut.

Ar c’homsou-mân a seblantas dezàn goudese re artificius ha re affectet ha deguiset, en hevelep-fæçon ma en deveus-ii revoquet ha reprenet ebars el lefr eus e retractationou oc’h o guervell comsou sot hac indeçant. Ha c’hui na vel, Philotee, peguen dilicat ha peguer sansibl oa an ene caër ha santel-mâ e quènver an affeterez hac an diguisamant a gomsou. Certenamant un ornamant vras eus ar vuez Christen eo ar fidelite, ar simplicite hac ar sincerite ebarz er c’homsou. Lavaret em eus, eme Zavid, me a lacai evez ouz va c’homportamant, evit na bec’hin quet em c’homsou. Liquit gard, emezâ, va Doue, var va guenou, hac un nor da serra var ma musellou, ha na bermetit quet e gonsante va c’halon da lavaret comsou malin ha tromplus evit clasq en em excusi em pec’hejou.

Un avis, pehini a roas ar Roue St. Lois, eo na zeuimp quet da zemanti den o controlia pe o repren e gomsou, nemet pec’het pe zomaich bras ve deomp chom hep e ober, evit d’ar fin evita peb contestationou ha peb disputou : mæs pa vezomp obliget da lavaret ar chontrol d’ar pez a lavar un all ha da opposi hor santimant ouz e hini, e rencomp usa gant un douçder ha gant un adress bras hep fallout violanti na contraign e speret : rac endeun ne c’hounezer netra evit quemeret an traou gant ruster ha gant c’huervder.

Ar parlant nebeut, pehini a so quement recommandet gant an dud fur aveich-all, ne dleer quet da entent ec’his pa na ranquer lavaret nemeur a gomsou ; mæs dre ar parlant nebeut-se e c’hententer, penaus ne ranquer lavaret nemeur a gomsou inutil : rac e quènver ar parlant, ne seller quet ouz ar gantite, mæs ouz ar galite eus ar c’homsou : hac e seblant din penaus e ranquer lacat evez ouz an diou extremite-mâ. RaC un den a rae re an ententet, ar sioul hac ar poset, hac a revusse contribui en discoursou familier pere a vez grêt er gonversation hac en antretien, a zisquesse caout pe ur certen disfizianç, pe ur certen disprigeanç eus a nep a so er gompagnunez ; un den ive pehini ne baouesse o parlant hac o vabillat hep rei na spaç na commodite d’ar re-all da barlant diouz o souhet, a zisquesse beza ur pen avel hac ur pen liger. Sant Lois na gafe quet mad, parlant e cusul hac e secret, pa vezer e compagnunez, ispicial ouz taol ; gant aon na lacaet ar re-all da sonjal penaus e vet o lavaret droug anezo. Nep a so ouz taol e compagnunez vad, emezâ, hac en deveus un dra bennâc a joaius hac a blesant da lavaret, a dle e lavaret en ur fæçon, ma en entento an oll : ha mar deo un dra a gousecanç, na falfe quet dezâ er g’ouffe an oll, e tle tevel var an dra-se hep coms anezàn nac e cusul, nac e nep fæçon.


————




AR C’HENTA CHABISTR
ha tregont.

Var an tremen amzer hac ar recreation ha da guenta var ar recreationou licit ha meulabl.


A Viziou ez omp contraign da relachi ha da recraï hor speret hac hor c’horf ivez en un divertissamant bennâc. Sant Ian Evangelist, evel a lavar en den eürus Cassian, a oue cafet ur veich gant ur chasseur o touguen ur glujar var e zorn, hac oc’h e cherissa, evit en em recrei ; ar chasseur a c’houlennas ountâ, perac un den santel evel ma zoa-èn, e tremene an amzer gant un dra quen dister ha quen indin eus e gondition ? ha Sant Ian a respontas dezàn evellen : perac c’hui ne zouguit-hu quet bantet ato an arbalest-se, a so gueneoc’h o chasseal ? gant aon, eme ar chasseur, ma e dalc’hen pleguet ha bantet aro evelse, na golle an nerz d’en em zisplega ha d’en em zisvanta cre pa em be izom da denna gant-hi. Na vezet quet estrainch gueneoc’h eta, eme an Abostol dezâ, ma na zeuàn-me quet ive da zerc’hell bantet ato va speret, ha mar deuàn da relachi ha da laoscaat un nebeut e attantion hac e application, o quemeret ur recreation bennâc evit en em applica goudese gant mui a gouraich hac a ferveur da gontempli ar Mysteriou divin. Ne deus douet ebet na deo ur viç beza quer rigolius quer rust ha quer gouez, na falfe quet deomp quemeret evidomp hon-unan na permeti evit ar re-all nep seurt recreation. Quemeret an ear, en em bourmen, en em antreteni eus a draou joaius hac amiabl e peb honestis, c’hoari gant un dra zeçant bennâc, musica pe gana guersiou ha soniou honest, c’hoari castellic pe c’hoari gadic, pe en em zivertissa en ur fæçon-all bennâc evelse gant moderation ha gant modesti, ar voaset en ur part hac ar merchet en ur part-all, a-so recreationou quen honest, na deus izom, evit en em servichout ervat anezo, nemet eus ar brudanç commun, pehini a ro da bep tra e renq, e leac’h, e vusur, hac e amser.

Ar c’hoariou, ma servich enno ar gounit da bris ha da recompans evit an adres hac an agilite eus ar chorf, p’evit an higin hac an habilite eus ar speret, evel ma zeo c’hoari’r volot, c’hoari’r boulou, c’hoari’r c’hillou, c’hoari’n damier pe c’hoari’r va-ell, hac an seurt c’hoariou-se a so recreationou honest ha licit anezo o-unan ; ret eo hepquen dioual diouz peb exces, evit na lacaor quet enno na re a amser, na re a bris rac mar gu’impliger ganto re a amser, ne de quet ur recreation eo, un occupation eo ; ne soulager nac ar speret nac ar chorf, er c’hontrol en em intourdia hac en em geina eo a reer. Pa vez bet un den pell oc’h ober ur c’hoari bennâc, pe ouz hini e renq beza attantif ha lacat evez mad, e vez morfountet ha squizet oll e speret : ha pa vez choumet ive queit-se da ober ur c’hoari-all bennâc, eleac’h ma zeus trevell d’ar c’horf, ne de quet recrei ar c’horf eo an dra-se, mæs e fatiga. Mar d’e re vras ivez ar pris, da lavaret eo ar som pehini a vez lequeat er c’hoari, e teu affectionou ar c’hoarieurien da veza direglet ; hac ouspen-se un dra injust eo lacat pris bras en habiliteou, en higinnou hac en agiliteou quen dister ha quen inutil, evel ma zeo ar c’hoariou. Hoguen dreist pep-tra liquit evez, Philotee, na guemerrac’h arraich ha re a affection evit an traou-se oll ; rac peguen honest bennâc ve ur recreation, ur viç eo lacat ar galon hac an affection en-hi. Ne quet lavaret a ràn-me, na ranquet quemeret plijadur er c’hoari endra vezer oc’h e ober ; rac anes ne ve quet a recreation, mæs lavaret a ràn ne renq quet un den lacat e affection en dra-se, evit e zesirout , evit en em amusi hac evit en em ampressi gant quemense.


————




AN EIL CHABISTR HA TREGONT.
Var ar c’hoariou difennet.


AR c’hoariou eus an dinçou hac eus ar c’hartou , hac an hevelep c’hoariou-se, pe en re e tepand ar gounit principalamant diouz an hazard ; ouzpen ma zint recreationou dangerus, evel an dançou, ez int ive simplamant ha naturelamant goal recreationou, pere a so da veza blamet ; ha rac-se int difennet dre al lesennou quen Civil quen Ecclesiastic. Mæs pebez droug a so er c’hoariou-se, eme viot-hu ? an droug eo, ma c’herru ar gounit enno, non pas hervez ar ræson, mæs hervez ar sort hac an hasard, pehini a gouez alies gant nep na verite netra hervez an habilite hac an higin : offanset eo ar ræson eta en dra-se. Ya hoguen, eme vezo c’hui, contant oump an eil-tu hac eguile da c’hoari er gondition-se. Quemense a so mad evit disquez penaus nep a c’hounez ne ra gaou ebet ouz ar re-all, mæs ne ampeich quet na d’e ar gondition hac ar c’hoari control d’ar ræson ; rac ar gounit, pehini a dle servichout da recompans evit an industri, hac evit an habilite pe an higin, ne servich en seurt c’hoariou-se nemet da recompansi ar sort hac an hasard, pehini ne verit recompans ebet, pa na zepand na cals na nebeut diouzomp.

Ouzpen-se ar c’hoariou-se a zoug an hano a recreation hac a-so great evit quemense, ha cousgoude ne dint morsetout ur recreation, mæs un occupation geinus : rac penaus e c’halle beza recreation un exerciç, pe en hini e ranquer derc’hell ar speret bantet hac appliquet gant un attantion continuel, ha geinet ato gant an inquietud, an amprehantion hac an ampressamant ? hac en so application nac attantion ebet tristoc’h, enoüussoc’h ha meIancoliussoc’h eguet hini ar c’hoarieurien ? evelse ive ne ranquer quet parlant var o c’hoari, ne ranquer quet choarzin, ne ranquer quet passaat, peautramant chetu-ii e dipit hac e coler. ,

Erfin ne deus quet a joa en seurt c’hoariou-se nemet o chounit ; mæs ha ne de quet ur goual joa e hounnez, pa na aller e c’haout nemet dre ar c’holl hac an displijadur eus an nessa ? suraoualc’h ez e hounnez ar rejouissanç iffam. Evit an teir ræson-mâ’ta eo difennet an seurt c’hoariou-se. Ar Roue bras Sant Lois o c’houzout penaus edo e Vreur hac un Autrou-all o c’hoari, a savas peguement bennâc ma oa clàn, hac a yeas d’o chambr en ur vrancellat quer sempl oa, hac o veza quemeret an dinçou pe ar c’hartou hac un darn eus an arc’hant pehini a yoa er c’hoari, o strincas dre’r prenestr er mor gant ur gourrouç vras outho. An Demesell chast ha santel Sara, o parlant ouz Doue eus he innoçans hac eus he c’homportamant vad, a lavare ; c’hui a oar ervat, emezi, va Doue, penaus ne doun biscoas en em boulset etouez ar c’hoarieurien.




AN TREDE CHABISTR
ha tregont [7].
Penaus eo ret beza fidel da Zoue hac en occasionou bras hac er re vian.


AR Pried sacr e Cantic ar C’hanticou a lavar penaus e gounezet e galon gant e vignonez e pried dre voyen unan eus he daoulagat ha dre voyen unan eus a vleo he fenn. Etre an oll guevrennou exterieur eus a gorf an den, ne deus nicun a guement a ve noploc’h, eguet al lagad, na disterroc’h eguet ar bleo. Ha rac-se e fell d’ar Pried divin rei da entent penaus ne de quet hepquen an œuvrou bras eus an dud devot eo a so agreabl dezàn, mæs ivez ar re zisterra hac ar re vila ; ha penaus evit e servicha diouz e c’houd e ranquer caout ur sourci bras d’e servicha ervat en traou bras hac huel hac en traou bian ha dister, pa ellomp gant an eil re hac o hentez anezo oll gounit e galon dre garantez.

En em breparit eta, Philotee, da soufr cals a afflictionou bras evit hor Salver, memes ar verzerinti : en em resolvit da rei dezàn quement hoc’h eus a breciussa, mar be e volontez e guemeret, daoust pe hoc’h arc’hant hac ho madou-all, daoust pe ho tad, ho mam, ho preur, ho c’hoar, ho pried, ho pugale, pe re-all ma hoc’h eus muia carantez outho, ha memes ho taoulagad hac ho puez ive : rac da guemense e tleit prepari ha dispos ho calon. Mæs endra na zigas quet ar Brovidanç divin afflictionou quer sansibl ha quer bras-se deoc’h, ha na c’houlen quet digueneoc’h ho taoulagad, roit dezàn da viana ho pleo ; me a fell din lavaret, supportit gant douçder an injuriou munut, an incommoditeou bian, hac ar c’hollouigou dister pere a ell erruout gueneoc’h bemdez : rac dre voyen an occasionouigou dister-se, mar o recevit gant carantez ha gant resignation d’e volontez, e chounessot antieramant e galon, hac e reot ma vezo tout deoc’h. Ar chariteouigou hac an alusennouigou-se, pere a rit bemdez ; ar boan benn-se, ar boan dent-se, an difluxion-se, an humor chagrinus ha bigarre-se eus a nep ma emaouc’h assambles gantâ pe ganti, an accidant-se a so erruet gant un dra bennâc oc’h e derri, an disprijanç pe ar mouzerez hac ar rebut-se hoc’h eus diouz ur re bennâc, ar c’hol-se eus ho c’heuriou, eus ho chapelet, eus ho coualen, eus ho mouchouer, pe eus un dra zister-all bennâc evelse ; an nebeudic incommodite-se o vont da gousquet abret hac o sevel mintin da bidi Doue, da vont d’an Oferen, da vont da Gommunia ; an nebeudic mez-se oc’h ober certen actionou a zevotion dirac ar re-all ; bref an oll souffrançouigou ha poaniouigou-se, quen var ar c’horf quen var ar speret, o veza quemeret hac acceptet gant carantez abalamour da Zoue a ro ur gontantamant vras meurbet d’e vadelez divin, pehini evit ur verennat dour hepquen e deveus prometet ar mor eus a bep eürusdet d’e servicherien fidel : hac evel ma en em bresant an occasionou-se da bep mare, ur voyen vras evit destum cals a binvidiguez spirituel eo ober un usaich mad anezo.

Pa em eus guelet e buez Santes Catell a Sienne quement a ravissamanchou hac a elevationou a speret, quement a ziscoursou sur, hac a bredicationou memes great ganti ; n’em eus quet douetet, n’e deveus bet ravisset gant al lagat-se a gontemplation calon he Fried celestiel : mæs ne doun quet bet nebeutoc’h consolet, pa em eus-hi guelet e queguin he Zad o trei ar ber gant humilite, o brepari ar bouet oc’h embreguer an toas da lacat er forn, hac oc’h ober ar servichou disterra eus an ty gant ur gouraich leun a garantez en andret he Doue : ha ne istiman quet nebeutoc’h ar veditation vian ha dister pehini a rea e mesq ar servichou vil hac isel-se, eguet an extasou hac ar ravissamanchou e deoue quellies a veich, pere ne ouent roet dezi martese nemet e recompans eus an humilite, eus ar soumission hac eus ar simplicite-se. Chetu ama he meditation hac he reflexion er servichou dister-se, pa veze o prepari e vouet d’he Zad, e quemere en he speret evel pa er grase evit hor Salver, evel ur Santes Martha, o consideri he Mam e plaç an Itron Varia, hac he Breudeur e plaç an Ebestel ; hac er fæçon-se en em gourage da servicha en he speret an oll gourtisanet celestiel, hac en em lequea da ober ar servichou dister-se gant un douçder vras, abalamour ma c’houie ervat oa volontez Doue quemense : lavaret em eus an exempl-mâ, Philotee, evit ma c’houiot peguen important eo dressi ervat hon oll actionou da servich Doue, peguer vil ha peguen dister bennâc e c’hallent beza, oc’h o ober oll er guel da blijout d’e Vajeste divin.

Evit quemense ho cusulian hac hoc’h exhortàn muia ma ze possibl din da imita ar vaoues cre-hont pehini a so bet quer meulet gant ar fur Salomon hac ar represant un ene mad ha pehini, evel en deveus lavaret, a laquea he dourn da ober traou cre, traou bras ha traou caer, ha cousgoude ne lese quet na neze ha na droe ar verzid. He dourn e deveus impliget e traou cre, eme ar Fur, hac he bisitat o deveus quemeret ar verzid. Liquit ho tourn ive da ober traou cre ha traou bras, oc’h en em exerci da ober oræson ha meditation, da frecanti ar Sacramanchou, da rei carantez Doue d’an eneou, da scuilla inspirationou mad e calonou ar re-all, hac erfin da ober oeuvrou bras, oeuvrou a gousecanç, ervez ar stad hac ar vocation ma emaouc’h o veva. † Mæs na ancounec’hait quet ivez ho querzit hac ho quiguiel (ouz peb ene mad e comser amâ quen a c’hoas quen a voues.) † [8] N’ancounec’hait quet ho querzid, da lavaret eo, pratiquit ar vertuziouigou dister hac humbl-se, pere a gresq evel boquejou ec’hars treid ar Groas, ec’his ma zeo renta servich d’ar beorien, guelet an dud clàn, caout sourci eus a dud o ty hac eus ho famil hac eus an œuvrou pere a zepand diouz ar sourci-se, ha caout un diligeans prositabl pehini n’ho leso quet da veza lesirec na da goll an amser. Hac e mesq an traou-se oll, etouez an oll servichou hac an oll sourciou-se taolit an hevelep considerationou hac an hevelep reflexionou mad pere am eus lavaret brema-souden eus a Santes Catell a Sienne.

An occasionou bras da servicha Doue n’en em bresantont nemeur a veich, mæs ar re vian a erru alies. Hoguen piou bennâc a vezo fidel en occasionou bian hac e nebeut a dra, eme hor Salver, a vezo etablisset var gals : grit eta peb-tra en hano hac er guel a Zoue, hac e reot ervat peb-tra ; pe c’hui a zebro, pe c’hui a efo, pe c’hui a gousco, pe c’hui en em zivertisso, pe c’hui a droi ar ber, pe c’hui a raï un dra-all, nemet e c’houiot ervat menagi hoc’h afferou hac hoc’h oll sourciou er guel a Zoue, e profitot ato cals dirazàn, oc’h ober quement a reot abalamour ma fell dezàn mar-quirit ; va Doue, me ra quememâ eyit plijout deoc’h, ho volontez bezet great.




AR PEVARE CHABISTR
ha tregont.
Penaus eo ret caout ur speret just ha ræsonabl.


NE doump tud nemet dre ar ræson, ha cousgoude ez e ral ha dibaud caout tud hac a ve ræsonabl e guirionez : abalamour ma custum hon amour propr hon distrei diouz ar ræson oc’h hor c’hundui insansiblamant e mil seurt injustiçouigou ha faziouigou en andret hon nessa, pere a so dangerus evito da veza dister, ha pere, evel al lern munud, ma coms ar Scritur anezo er C’hanticou, a zeu da zegati ha da ruina ar guini ; rac abalamour ma ze bian ha dister ar faziou-se, ne lequeer quet a evez outo ; hac abalamour ma ze bras an niver anezo, ne lesont quet na noasont cals. An traou ma zan d’o lavaret deoc’h, ha’n de quet faziou injust ha traou diræson int-ii : dre exempl.

Evit nebeut e vlamomp hon nessa, hac evit cals en em excusomp hon-unan. Guerza quer a fell deomp, ha prena a varc’hat mad. Justiç a fell deomp a ve great e ty hon hentez, hep e ve pardonet netra dezo ; hac en hon ty hon-unan e fell deomp e ve great trugarez hac excusset oll gueneomp. Ar pez a leveromp a fell deomp a ve recevet mat, ha ne recevomp quet hon-unan ervat ar pez a lavar ar re-all, o veza sansibl ha guiridic ouz o c’homsou. Beza e fell deomp e lesse hon nessa e dra gueneomp evit e baea ; ha ne de quet justoc’h dezàn miret e dra o lesell hon arc’hant gueneomp ? droulanç a ouzomp da un den pa na fell quet dezàn hon accommodi eus e dra ; ha n’en deveus-èn quet mui a ræson d’en em sacha, rac ma fell deomp e incommodi evit en em accommodi hon-unan ? Mar hor bez affection evit un exerciç, e neglijomp ar rest oll, hac e quefomp abec e quement na de quet d’hor goud. Mar bez unan bennâc eus ar re ma emaomp a ziouto, ha na bliche quet deomp hac, a ve savet hor meno outàn, petra bennâc a raï, ne quefomp mad netra digantàn, ne baouesomp oc’h e gontrista, emaomp ato oc’h e richinnat. Er c’hontrol mar bez agreabl un all bennâc deomp dre un affection sansuel, ne ra droug ebet na excusõp. Beza ez eus bugale vertuzus hac o deveus poan o zad hac o mam oc’h o guelet, abalamour ma o deveus un difæçondet pe un deffot corporel bennâc ; ha beza ez eus bugale all pere a so vicius ha cousgoude ne dint quet hanter-velet gant o zad hac o mam abalamour ma o deveus un afæçondet hac ur c’hras bennâc a gorf. E peb-tra e preferomp ar re binvidic d’ar re baour, peguement bennâc na vent nac a vell condition na quer vertuzus, preferi a reomp so-quen ar re a so guell guisquet. Pourchu a fell deomp hor guir d’ar rigol : ha ne fell quet deomp e ve ar re-all quer rigolius o pourchu o hini. Jurdic oump o viret hon renq, hac e fell deomp e ve humbl ar re-all da lesell o hini. Prest oump da vlam hon nessa ha d’en em glem anezâ : ha ne fell quet deomp en em glemme den ac’hanomp. Ar pez a reomp evit hon nessa, a guefomp ato cals : hac ar pez a ra evidomp, a guefomp nebeut pe netra. Bref hènvel oump ouz clugiri ur certen bro galvet Paphlagonii, pere o deveus diou galon, rac en hon andret hon-unan hon eus ur galon douç ha gracius, hac en andret hon nessa hon eus ur galon rust ha rigolius. Daou boues hon eus, unan evit pouesa hor c’hommoditeou gant mui’hac a ellomp a avantaich, hac eguile evit pouesa re hon nessa gant mui’hac a ellomp a zisavantaich. Hoguen, evel a lavar ar Scritur, ar musellou tromplus o deveus parlantet en ur galon hac en ur galon, da lavaret e o deveus an seurt tud-mâ diou galon ; hac ez e un dra pehini a so abominabl dirac Doue, caout daou boues, unan cre evit receo, hac unan sempl evit rei.

Philotee, bezit ingal ha just en hoc’h actionou : en em liquit ato e plaç ho nessa, ha liquit-e en hoc’h hini, hac e varnot ervat erc’hisse. Prenit evel pa veac’h hoc’h-unan o verza, ha guerzit evel pa veac’h hoc’h-unan o prena, hac e viot just ha leal o verza hac o prena. An dislealdet hac an injustiçou-mâ oll a so dister evit guir, abalamour na oblijonr quet da restitui, o veza na dremenomp quet an tuont d’ar rigol er pez a so favorabl deomp ; mæs ne lesont quet n’hon oblijont d’en em amanti anezo ; rac deffotou bras int a enep ar ræson hac ar garantez en andret hon nessa, ha ne dint erfin oll nemet tricherez : rac ne goller netra evit en em gomporti en ur fæçon generus, nobl ha gratius, ha gant ur galon loyal, ingal ha ræsonabl. Ho pezet memor eta, Philotee, da examina ho calon alies, evit guelet hac hi a so toudememes en andret ho nessa, evel ma carrac’h e ve e hini en hoc’h andret hoc’h-unan, ma veac’h en e blaç : rac chetu eno ar pouent eus ar guir ræson. An impalar Trajan o veza blamet gant e gonfidantet, abalamour ma cafent en em rente re familier ha re facil da dostaat ouz e Vajeste Imperial : ya da, emezàn, ha ne dleàn-me quet beza en andret va sujedet un hevelep Impalar evel a zesirren da rancontr em andret va-unan ma ven sujet ive ?




AR PEMPET CHABISTR
ha tregont.
Var an desirou.


PEb-unan a oar ervat e rancomp dioual na zesirremp netra a guement a ve droug ha vicius, rac an desir eus an droug hac eus ar viç hon rent droug ha vicius hon-unan : hoguen me lavar deoc’h ouzpen, Philotee, na zesirit quet an traou pere a so dangerus d’an ene evel ma ze an dançou , ar c’hoariou hac an seurt divertissamanchou-se, nac an enoriou nac ar c’hargou, nac ar visionou nac an extasou : rac en hevelep traou-se ez eus cals a zanger, a vanite hac a dromplerez. Na zesirit quet an traou pere a so pell diouzoc’h, da lavaret eo pere ne ellont erruout nemet da ben pell amser, evel a ra cals pere a zeu dre ar voyen-se da squiza ha da zissipa o c’halon inutilamant hac en em laca e danger da goueza en un inquietud hac en ur chagrin bras. Mar en deveus un den yaouanc pe ur plac’h yaouanc un desir bras da gaout un habit nevez pe da veza fortuniet, abarz ma vez deut an amser, petra servich, me ho ped an desir-se dezàn na dezi ? mar desir ur c’hreg beza Religiuses, pebez propos a so da guemense ? mar desiràn prena tra va nessa abarz ma ve prest d’e verza, ha ne golan-me quet va amser en desir-se ? mar desiràn endra oun clàn var va guele mont d’ar Sarmon pe d’an Oferen, pe da velet ar re-all pere a so clàn ive, pe da ober exerciçou all pere ne apparchantont nemet ouz ar re a so yac’h, ha ne d’e quet vean hac inutil an desirou-se, pa na d’ema quet em gallout neuse o effectui hac ober ar pez a zesiràn ? ha cousgoude an desirou inutil-se a zeu da occupi plaç cals a zesirou mad pere a dleffen da gaout, evel ma ve da veza patiant, da veza resinet mat da volontez Doue, da veza mortifiet, da veza oboissant ha douç em souffrançou : quemen-se eo a fell da Zoue a bratiquen neuse : hoguen peurvuia e vez hon desirou evel c’hoantou a graguez vrases, pere a c’hoanta queres fresq d’an divez amser, ha resin fresq d’an nevez amser.

Ne approuvan morsetout, penaus un den, pehini a so angaget ha staguet ouz un dever, ur stad pe ur vocation bennâc, en em amusse da zesirout beva en ur fæçon-all, nemet en hini a so convenabl d’e zever, na da zesirout exerciçou, pere n’en em accommotent quet gant e stad hac e gondition presant : rac an dra-se a zeu da zissipa ha da droubli ar galon ha d’e renta lent ha digouraich en exerciçou necesser. Ma desiràn beva er solitud evel ur Chartrous pe un Ermit, e collan va amser, hac an desir-se a zeu da occupi ar plaç eus an hini a dlean da gaout d’en em acquita ervat eus va c’harg hac eus va dever presant. Non ne falfe quet din so-quen e tesirre un den caout mui a speret na mui a jugeamanr eguet en deveus : rac an desirou-se a so friol hac inutil, hac a zalc’h ar plaç eus an desir a dle peb-unan da gaout da gultiva ha da implija ervat ar speret en deveus roet Doue dezàn ; ne falfe quet din quen nebeut e tesirre den ar moyenou da servicha Doue, pere n’en deveus quet : mæs beza e falfe din en em serviche ervat eus ar re en deveus : hoguen an dra-màn a ententeur eus an desirou pere a zeu da amusi ha da droubli ar galon : rac evit ar souhetou simpl ne noasont quet gant n’o graet quet re alies.

Na zesirit quet ar c’hroasiou hac ar souffrançou nemet diouz ma ho pezo douguet mat ar re pere hoc’h eus bet dija : rac un abus eo desirout ar verzerinti, hep caout ar gouraich da soufr un injur. An adversour a brocur deomp alies desirou bras da draou pere a so pell diouzomp, ha ne erruint jamæs, evit distrei hor speret diouz an traou presant pe gant re e c’hallemp ober cals a brofit, peguen dister bennâc int. Combati a reomp en imagination a enep ar monstrou hac ar sarpantet a Affrique, pere a so pell diouzomp, hac en em lesomp da veza lazet en effet gant an aëret munut pere en em guef var hon hent, e deffot lacat evez. Na zesirit quet, an dentationou ; rac temerite ve an dra-se : hoguen liquit ho calon d’o gortos gant couraich, ha d’en em zifen outo pa erruint.

Cals a seurtou quic ha bouet, ispicial mar d’e bras ar gantite anezo, a zeu ato da garga ar stomac ha d’e ruina mar d’e sempl. Na garguit quet re ivez eta hoch ene eus a gals a zesirou, na monden, na spirituel ; rac an desirou monden ha temporel a ruine toutafæt hoc’h ene, hac ar re spirituel a zeue d’e ambarassi. Pa vez purget hon ene, oc’h en em santout discarguet diouz ar goal humoriou, e deveus un appetit bras meurbet d’an traou spirituel, hac evel pa ve dare gant an naon en em laca da zesirout mil seurt exerciçou a zevotion, a vortification, a binigen, a humilite, a charite, pe a drugarez, bac a oræson. Ur sin vad eo, Va Philotee, caout an appetlt vad-se ; mæs guelit ha c’hui a allo ervat ive digeri quement a fell deoc’h da zibri. Choasit eta dre avis ho Tad spirituel etouez quement a zesirou mad, ar re pere a illit bremâ da bratica ha da executi ; liquit ar re-se da dalvout ha da brofita ervat, ha goudese Doue a zigaso deoc’h desirou mad all, pere a braticot ivez pa vezo deut o fouent, hac evelse ne gollot quet an amser e desirou inutil. Ne lavaràn quet, e ranquer lesell nep seurt desir mad da goll, mæs lavaret a ràn, e ranquer o frodui diouz tu ha diouc’h urz, hac ar re pere ne aller quet da effectui presantamant, e ranquer o serra en ur c’hoin bennâc eus ar galon, o c’hortos ma tui o amser, hac e tretant effectui ar re a so meur hac e poent vad : quememan a lavaràn non pas hepquen evit an desirou spirituel, mæs evit an desirou temporel memes : anes ne ouffemp jamæs beva e repos, nemet gant inquietud ha gant ampressamant.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR
ha tregont.
Avisou evit an dud demezet.


AR Briedelez a so ur Sacramant bras, me lavar en egard da Jesus-Christ ha d’e Ilis : enorabl eo d’an oll, etre an oll, hac en oll, da lavaret eo, en e oll guevrenou. Me lavar eo enorabl d’an oll, rac ar Guerc’heset memes a dle enori ar briedelez gant humilite. Enorabl eo etre an oll, rac ar briedelez a so quer santel ha quen din etre ar beorien evel etre ar binvidien. Enorabl eo ivez en oll, da lavaret eo en e oll guevrennou : rac ar gommançamant, ar fin, an utilite pe ar profit, ar form hac ar vateri eus ar Sacramant a Briedelez a so a gousecanç vras d’ar Republic : rac ar c’hrizien hac ar sourcen eus ar mad public eo ar briedelez.

Pliche gant Doue, ra ve couviet e Vap unic hor Salver d’an oll Eureujou evel ma oue couviet d’an Eured eus a Cana e Galilee, ar guin a gonsolation hac a venediction ne vanque jamæs ebarz : rac ar pez a so caus na deus peurvuia nemet nebeudic eus an seurt guin-se er commançamant eus ar briedelezou, eo abalamour ma couvier enno an Idol impur Adonis eleac’h hor Salver, hac an Idoles impudic Venus eleac’h ar Verc’hes Vari. Piou bennâc a fell dezàn caout oanedigou caër a liou marellet, evel en devoue Jacob, a renq eveldan lacat dirac an devet pa en em zestumont d’en em barrât, guialennou caër eus a bep liou. Dememes nep a fell dezàn caout chans vad er Briedelez, a dleffe en e Eured lacat dirac e zaoulagat ar santelez hac an dignite eus ar Sacramant-mâ : hoguen eleac’h quemense e c’herru ebarz mil direglamant, en divertissamanchou, e banquejou hac er c’homsou : ne d’e quet estrainch eta ma teu ac’hano cals a effejou direglet ivez er briedelez.

Dreist peb-tra e c’hexhortàn ar Priedou da gaout an eil evit eguile ar garantez pehini a recommand dezo quement ar Speret santel er Scritur sacr : ô priedou, ne d’e netra lavaret, en em guirit an eil eguile dre ur garantez natural : rac ar paresou a durzulennet hac a bichonet a ra ervat quemense ; na lavaret ivez en em guirit, dre ur garantez humen, rac ar Baianet o deveus ervat pratiquet an seurt carantez-se. Hoguen me lavar deoc’h varlerc’h an Abostol bras : ezec’h, quirit ho craguez evel ma car Jesus-Christ e Ilis : ha c’hui graguez, quirit hoc’h ezec’h evel ma car an Ilis e Salver. Doue oue a zigaças Eva d’hon tad quenta Adam, hac e roas dezâ da c’hreg : Doue ive, priedou, eo en deveus grêt gant e zorn invisibl ar c’houlm sacr eus ho priedelez, hac en deveus ho roet an eil d’eguile achanoc’h ; petra e dec’hu’ta n’en em cherissit quet dre ur garantez santel ha toutafæt sacr ha divin.

Ar c’henta effet eus ar garantez-mâ eo an union ferm etre ho calonou : mar bez colet daou blanquen sapr an eil ouz eguile, nemet e vezo mad ar c’hol, e vezo quer cre an union etrezo, ma faouetet quent an daou blanquen-se en un andret-all eguet en andret ma zint colet hac unisset assambles ; hoguen Doue a unis hac a stag an eil pried ouz eguile ec’his pa lavarren gant ar c’hol eus e c’hoad propr : ha rac-se an union-se a so quer cre, ma tle quent an ene en em separi diouz ar c’horf, eguet an eil pried diouz eguile ; hac an union-mâ ne dleer quet da entent principalamant eus ar c’horf, mæs eus ar galon, eus an affection hac eus ar garantez. An eil effet eus ar garantez-mâ eo ar fidelite vras a dle an eil pried d’eguile. Gueichall e veze gravet ar c’hachedou var ar goualigner, pere a zouguet var ar bisiad, hervez an desteni memes eus ar Scritur sacr. Chetu amâ’ta ar secret eus ar ceremoni, pehini a vez grêt en Eureujou ; an Ilis dre zorn ar Belec a vinnig ar voualen eured, hac oc’h e rei da guenta d’ar goas, e tisquez penaus e teu da siella ha da gachedi e galon dre ar Sacramant-mâ, evit na allo jamæs mui antren en-hi nac an hano nac ar garantez eus a nep maoues-all, endra vezo beo hounnez, pehini a so roet dezàn. Neuse ar Goas a laca ar voualen-se var bis ar Vaoues, evit ma ouezo-hi quercouls penaus ne dle jamæs he c’halon caout affection evit den all ebet endra vevo var an douar an hini ma teu hor Salver eus e rei dezi. An trede frouez eus ar briedelez eo caout bugale hac o mezur evel ma ze dlet. Un enor bras e deoc’h, Priedou, ma teu Doue, o fallout dezâ multiplia an eneou pere a alle e veuli epad an eternite, ma teu, a lavaràn, d’en em servichout ac’hanoc’h evit e sicour en un ouvraich quen din, oc’h anjandri ar c’horfou, pe en re e squill, evel beradou celestiel, an eneou oc’h o c’hroui, evel ma er gra pa o laca er c’horfoù-se.

Conservit eta, ezec’h, ur garantez tener, constant, ha cordial en andret ho craguez, evit quemense oue tennet ar vaoues eus ar c’hostez tosta da galon ar goas quenta, evit ma en divise ur garantez tener ha cordial eviti. Ar sempladurez hac an infirmite quen a gorf quen a speret eus o craguez ne dle quet ho lacat da gaout nep seurt disprijanç anezo, mæs quent-se ur gompassion douç ha carantezus evito, pa zint crouet evelse gant Doue, evit d’ar fin, o veza depandant ha sujet deoc’h, ma receffot diouto mui a enor hac a respet, ha ma ho pezo-ii evit compagnunezet en hevelep-fæçon ma viot cousgoude o fennou hac o superioret. Ha c’hui, graguez, quirit ivez ar priedou en deveus roet Doue deoc’h, dre ur garantez tener ha cordial, mæs ur garantez leun a respet hac a reveranç evito : rac evit quemense endeun eo ez int crouet gant Doue en ur sex vigourussoc’h ha crehoc’h da zomina, hac ez e falvezet dezâ e vise ar vaouez un depandanç diouz ar goas, un ascorn eus e esquern, ur c’hic eus e guic, hac e vise furmet eus a ur gosten anezân tennet eus a indan e zivrec’h, evit diquez penaus e tle beza dindan an dourn hac ar gundu eus ar goas ; hac an oll Scritur sacr a recommand deoc’h ric-a-ric ar sujetion hac ar soumission-se, pehini cousgoude a so rentet dous deoc’h gant ar memes Scritur, non pas hepquen o fallout dezi en em roac’h d’ar soumission-se gant carantez, mæs ivez o c’hourc’hemen d’ho priedou, ma c’hexercint ar sujetion hac an domination-se en ho quenver gant un denerediguez hac un douçder vras. Ezec’h, eme Sant Paul [9], en em gomportit gant furnez ha gant prudanç en andret ho Craguez evel en andret ur vessel pehini a so fragiloc’h eguedoc’h, o touguen enor ha respet dezo.

Mæs endra hoc’h exortàn da grisqui mui-ouz-vui ar garantez-se, pehini a dleit an eil Pried d’eguile ac’hanoc’h liquit evez na zeue da chench e nep seurt jalousi : rac alies ec’herru penaus, evel ma teu ar preon d’en em anjandri en un aval an dilicata hac ar meurra , e teu ivez ar jalousi d’en em anjandri er garantez an denerra hac an ardanta a vez etre ar Priedou, hac e teu da gorrompi ha da goll ar sustanç eus ar garantez-se ; rac ac’hano e sao a nebeut e nebeut an noas, an disantion hac an divorç. Certenamant ar jalousi ne erru jamæs eleac’h ma vez fontet a bep-tu ar garantez var at guir vertuz : ha rac-se eo ur merq eus a ur garantez un dra bennâc sansuel hac impur, pehini a so en em adresset eleac’h ma en deveus rancontret ur vertuz inparfet, inconstant ha sujet d’an disfizianç ; rac ar jalousi a so evit guir ur merq eus a ur garantez vras hac ardant, hoguen non pas eus a ur garantez vad, pur ha parfet : pa ze guir penaus ar berfection eus ar garantez a suppos, ez e certen ar vertuz eus an dra pehini a gueromp, hac ar jalousi a suppos ez e incerten.

Mar fell deoc’h, Ezec’h, e ve fidel ho Craguez deoc’h, disquezit dezo an exempl a guemense hoc’h-unan. Penaus hoc’h eus-hu an effronteri, eme Sant Gregor a Nazianze, da fallout e ve honest ha chast ho craguez, mar bevit hoc’h-unan en impudicite hac en disonestis ? penaus e credit-hu goulen outo ar pez ne roit quet dezo ? mar fell deoc’h e vent chast, en em gomportit hoc’h-unan gant chastete en o andret : hac evel a lavar Sant Paul, Gouezet beb-unan miret e vessel e santelez.

Mar deut er chontrol da zisqui dezo fallagriez hoc’h-unan, ne de quet estrainch mar ho pez disenor diouto. Mæs c’hui, graguez, peveus a re ar chastete hac an honestis ne ell quet beza separet diouz hoc’h enor, bezit jalous da gonservi ho cloar, ha na bermetit quet e teue nep-seurt dissolution na libertinaich da devalaat ar sclerder eus ho reputation : an Tad santel-mâ eo a coms ouzoch.

Bezit en aon rac peb-seurt attacou peguen dister bennâc e c’hallent beza ; na bermetit jamæs nep-seurt jestou na badinerez var ho tro. Piou bennâc a zeu da veuli ho quenet hac ho cras a dle beza suspect deoc’h : rac nep a veul ur varc’hadourez pehini ne ell quet da brena, a vez peurvuia tentet bras d’e laërez. Hoguen mar deu nep ho meul, da zisprisout ho pried er memes amser e ra deoc’h un offans Bras meurbet ; rac un dra sclær eo, penaus non pas hepquen e fell dezàn ho coll, mæs ho quemer dija evit anter-gollet, pa ze great an hanter eus ar marc’had gant an eil marc’hadour, oc’h en em degouti eus ar c’henta. An Itroneset gueich-all ha bremâ ivez a gustum lacat perles e cantite ouz o discouarn dre ar blijadur pehini o deveus, eme Plin, oc’h o santout o rigoignat pa douich an eil perlesen ouz e ben. Mæs evidon-me, pehini a oar ervat penaus ar mignon bras da Zoue Isaac a gaças cleier discouarn evit an erres quenta eus e garantez d’ar Plac’h chast Rebecca, me a gred e sinifi an ornamant mystic-se, penaus ar guenta quevren a dle ur pried da gaout var ur c’hreg hac a dle ivez ar c’hreg da viret dezàn fidelamant, eo ar scouarn, evit na antreo en-hi nep seurt langaich na trous, nemet ar rigouin dous hac amiabl eus ar c’homsou chast hac honest, pere eo ar perles oriantal eus an Aviel. Rac ret e caout memor ato, penaus e vez ampoesonet an eneou dre ar scouarn, evel ma vez ar c’horf dre ar guenou.

Ar garanrez hac ar fidelite unisset assambles a zeu da anjandri ato ar brivote, ma lavar, al liberte hac ar fizianç etre ar priedou : ha rac-se ar Sent ha Santeset o deveus bet uset gant cals a cherissamant en o friedelez ; cherissamant hac a yoa caranrezus evit guir, mæs ive chast ; tener evit guir, mæs ive sincer. Evelse Isaac ha Rebecca ar chasta coupl priedou eus an amser ancien a oue guelet dre ar prenest oc’h en em cherissa en hevelep-fæçon, peguement bennâc ma er greant e peb honestis, ma c’hanavezas ervat Abimelec diouz quemense penaus oa ret e visent priedou. Sant Lois, pehini a yoa quer rust ouz e gorf evel ma zoa tener a garantez ouz e bried, a oue casi blamet abalamour ma cafet e cherisse re anezi, peguement bennâc e guirionez ma verit-se quent beza meulet, oc’h ousout iselaat ar speret vaillant ha courachus pehini en devoa, bete an deveriou munut-se, pere a so requis evit conservi ar garantez hac an union etre ar priedou : rac peguemenr bennâc na zeu quet ar mercouigou-se a garantez pur ha franc da eren ar galonou, e teuont cousgoude d’o zostaat, hac e servichont da un ajustamant agreabl evit ar gonversation hac an antretien familier etre ar priedou.

Santes Monica o veza brases var Sant Augustin, en dedias hac en offras lies a veich d’ar Religion Gristen, ha da servich Doue evit e c’hloar, evel ma en ro da entent St. Augustin e-unan, en ur lavaret, penaus en devoa dija tanveat eus a holen Doue e cof e vam. Quemense a so un instruction vras evit ar graguez Christen, da offri ive d’ar Vajeste divin ar frouez eus o c’horf, abars so-quen e zigas var an douar : rac Doue pehini a receo ar pez a offr ur galon humbl ha volontier dezàn, ne vanq quet da gaout agreabl ha da lacat da brosperi peurvuia an affectionou mad eus ar mamou en amser-se : ar Profet Samuel, Sant Thomas, St. Andre a Fiesole ha cals a re-all a ro testeni a guemense. Mam Sant Bernard, ur vam din da gaout un hevelep map, a guemere he bugale etre he divrec’h evel ma vezent ganet, evit o offr da Jesus-Christ ; ha pelloc’h o c’harre gant respet evel un dra sacr pehini en devoa fiziet Doue en-hi : ar pez a brosperas ganti quen eürus, ma oue oll Sent bras ar seiz crouadur pere e deoue. Hoguen pa vez ar vugale deut er bed, o commanç caout an usaich a ræson, e tle an tadou hac ar mamou caout ur sourci bras da imprima doujanç Doue en o c’halon. Ar Rouanes vad Blanca en em acquitas excellant eus an dever-se en andret ar Roue Sant Lois he Map ; rac alies e lavare dezàn : guell ve gueneèn cals, va map quer, emezi, ho quelet o vervel dirac va daoulagad, eguet ho quelet o commeti ur pec’het marvel hepquen ; ar c’homsou-man a choumas gravet e calon ar map santel-se en hevelep-fæçon na dremenas deiz eus e vuez, evel ma conte e-unan goudese, n’en devoue memor anezo, o lacat e boan e quement ha ma oa possibl dezàn da zerc’hel mad d’ar scol divin-se. Certen e penaus ar raç hac al lignez a so galvet en hon langaich ty ; evelse e lavarer e vez un den eus a dy mad pa vez savet eus a raç vad ; an Hebreanet memes a c’halv edification a dy ar generation a vugale ; rac er fæçon-se eo e tleer entent ar pez a lavar ar Scritur, penaus Doue a edifias tiez d’an amiegueset eus a Egypt : ha quemense a so evit disquez penaus ne de quet ober un ty mad eo fourra cals a vadou temporel ebarz, elevi ervat ar vugale e doujanç Doue hac er vertuz eo.

Equènver an dramâ eo ne dle an tad hac ar vam espern nep-seurt poan na trevel, pa ze o c’hurunen eo ar vugale. Evelse ivez e combatas hac e trec’has Santes Monica gant quement a gouraich hac a berseveranç ar goal inclinationou eus he map Sant Augustin, o font d’e heul ha var vor ha var zouar, ma en rentas eürussoc’h crouadur d’he daelou o convertissa e ene, eguet na doa crouadur d’he goad oc’h anjandri e gorf.

Sant Paul a les gant ar gragues ar sourci eus an ty evit partaich : ha rac-se o deveus cals ar guir santimant-mâ, penaus eo profitaploc’h devotion ar graguez d’an ty ha d’ar famill, eguet hini an ezec’h, pere o veza na choumont quet quen ordinal etouez tud o zy, ne ellont quet ivez o dressi hac o sturia quen eas er vertuz, evel ma c’hell ar graguez, pere a chom er guear peurvuia. Abalamour da-se eo e laca Salomon en e broverbou, penaus e tepand an eürusdet eus an oll tieguez diouz ar sourci hac an adres eus ar C’hreg cre hont, peveus a hini e ra ar veuleudy.

Ar Scritur er Genese a lavar penaus Isaac o velet e c’hreg Rebecca hep bugale, a bedas an Autrou Doue eviti, peautramant evel a lavar an Hebreanet, e pedas Doue vis-a-vis dezi, unan oc’h e bidi a gostez sao-heol, hac un all a gostez cuz-heol ; evelse ivez oue exaucet peden an ozac’h, oc’h e beza grêt er fæçon-se. Ar vrassa hac ar brofitapla union etre ar c’hreg hac an ozac’h, eo an hini a vez grêt en devotion santel, pe da hini e tleont en em zouguen an eil eguile peurvuia. Beza ez eus frouez, evel ma zeo ar c’hoin, pere o veza ma zint c’huero ne dint nemeur agreabl nemet e confitur, beza ez eus re-all, pere o veza tener ha dilicat ne ellont quet en em gonservi nemet confitet vent ivez, evel ma zeo ar c’heres hac an abricotet : evelse ar graguez a dle souheti ma ve o ezec’h confitet er sucr eus an devotion ; rac ar goas hep devotion a so un aneval feuls, reat, c’huero ha rust ; hac an ezec’h a dle ive souheti e ve devot o graguez ; rac ar vaoues hep devotion a so meurbet fragil ha sujet da goueza, pe da vouenvi er vertuz. Sant Paul en deveus lavaret, penaus un ozac’h infidel a vez santifiet ha guelleat gant ur c’hreg pehini a so fidel da Zoue, hac ur c’hreg infidel a vez ive santifiet gant un ozac’h pehini a so fidel da Zoue : abalamour, o veza quen unisset dre an alianç eus ar briedelez, ma c’hell eas an eil tenna eguile d’ar vertuz. Mæs pebez benediction eo eta pa-zeu an ozac’h hac ar c’hreg, o veza fidel da Zoue o daou, d’en em sanctifia an eil eguile en e zoujanç hac en e garantez ? Erfin ar batiantet a bep costez an eil o suporti eguile eus ar priedou, a dle beza quer bras, na vent jamæs o daou e coller assambles hac a un taol, evit na vezo guelet dissantion na debat ebet entrezo. Ar guenan ne ellont quet en em arreti eleac’h ma zeus egleo ha trous, en andrejou ma ton ha ma ræson ar vouez : nac ar Speret santel ne ell quet en em arreti quennebeut en un ty, eleac’h ma zeus tabutou, disputou , arguerez, contestou ha ræsonamanchou an eil re ouz o hentez. Sant Gregor a Nazianze a zesq deomp, penaus en e amser e solennise an dud demezet bep bloaz an deiz ma vezent bet eureujet. Certenamant ne zisapprouven quet e ve digacet ar c’hustum-se bremâ ive, nemet na ve quet gant apparaillou a recreationou monden ha sansuel ve er graet; mæs ervat ma teue an ozac’h hac ar chreg da gofes ha da gommunia en deiz-se, o recommandi da Zoue gant mui a ferveur eguet en deiziou-all an issu-mad eus o friedelez, hac o nevezi ar resolutionou mad da santifia o friedelez mui ouz vui dre ur garantez hac ur fidelite vras an eil evit eguile, hac o quemeret adarre o halan en hor Salver evit supporti ar beac’h ha dougen ar garg eus o stad hac eus o vocation.




AR SEIZVET CHABISTR
ha tregont.
Evit an honestis eus ar guele Nuptial, pe eus ar guele a Briedelez [10].


AR guele nuptial pe a briedelez a dle beza hep souill hac hep taich ebet, evel a lavar an Abostol, da lavaret eo, e tle beza exant diouz peb-seurt lousdoniou profan hac impudic. Evelse ar Briedelez santel a oue da guenra instituet er Barados terres, eleac’h na doa bet biscoaz bete neuse nep-seurt direglamant eus ar goncupissanç na netra disonest.

N’en em arretàn quet da ober un instruction ampl d’ar priedou var ar sujet-mâ, gant aon na noassen da goustianç an eneou sempl, pere o deffe ar guriosite da len, hep ec’h apparchante outo, ar pez am be discleriet equenver ur vatier, pehini a so quer sansibl ha quen dangerus evel ma ze houmâ. Ar re pere a so angaget er briedelez a dle consulti ur C’honfessour sur ha prudant var an douetançou ha var an difficulteou, pere a allent da gaout er pouent-se. Lavaret a rân en ur dremen penaus ar pez a dle an eil pried d’eguile, a so galvet gant Sant Paul un dever hac un obligation quer bras, na fell quet dezàn e c’halle unan eus an diou barti en em exanti eus an obligation-se, nemet ar barti-all a gonsante libramant ha volontieramant ; non pas memes evit an exerciçou a zevotion, ar pez en deveus grêt din lavaret ar guer, pehini am eus lequeat diaraoc e chabistr ar Gommunion santel evit an articl-mâ : peguement eta e c’haller nebeuroc’h en em exanti eus an dever-mâ, oc’h e revusi gant pretantionou faltasius ha gant digarezou a vertuz, pe gant disprijanç, pe dre goler ha dre voual humor ? mæs ar priedou a renq lacat evez mad, na abussent eus an dever-mâ, o tremen dreist an urz hac an usaich, a so instituet ennâ gant Doue. Ar pec’hejou, pere a reont o pervertissa an urz-se, a so ato marvel, ha sulvui ma en em egaront diounta, sulvrassoc’h a sulexecraploc’h e o fec’hejou : rac evel ma ze ar guenta intention hac ar fin principal eus ar briedelez eo anjandri bugale, ne aller jamæs hep pec’hi en em ecarti ha dispartia diouz an urz pehini a so requis enni evit quemense, peguement bennâc na alle quet ar fin hac an intention-se beza effectuet neuse abalamour da un accidant-all bennâc, evel a erru pa vezer brases dija, peautramant pa vezer steril, da lavaret eo pa na vez quet a vertuz da anjandri frouez : rac en occasionou-mâ ne les quet an dever na ell beza just ha santel, nemet e vezo heuliet ar reglennou eus ar generation ; pa ze guir penaus accidant ebet ne ell jamæs prejudicia dal lesen pehini a so lequeat hac ordrenet gant ar fin principal eus ar briedelez. Certenamant an action iffam pehini a rea Onan en e briedelez, a yoa detestabl hac abominabl, evel a lavar ar Scritur sacr er Genese ; e punition a guemense ivez er scoas Doue gant ur maro subit, evit disquez exempl d’ar priedou da zioual ervat en o friedelez diouz an seurt actionou abominabl-se, pere a ve capabl da denna coler Doue hac e venjanç var o fenn er bed-ma memes.

Un dra vras eo, en em gomporte avizion an anevalet brutal gant mui a honestis er pouent-mâ, eguet an dud ræsonabl. An elefant ne deo, nemet un aneval bras ha lourd, mæs un aneval eo an dina so var an douar, hac en deveus ar muia santimant ; me a fell din lavaret deoc’h ur merq eus e honestis : jamæs ne cheinch a femell, hac e car estrainch an hini en devez choaset, pe gant hini cousgoude ne zeu d’en em barraat nemet a dri bloaz e tri bloaz, hac an dra-se e spaç a bemp devez hepquen, hac er gra quer secret na vez guelet jamæs oc’h e ober, mæs apparissa a ra d’ar c’huec’hvet devez, pe da hini abarz peb-tra tout e za directamant da ur rivier bennâc, eleac’h ma voalch e gorf antieramant, hep fallout dezâ morse-tout distrei da gaout ar re-all, quen a vez en em burifiet da guenta. Ha ne de quet ar re-mâ santimanchou caër hac honest en un seurt aneval, pehini a ra scol er fæçon-mâ d’an dud demezet na zalc’hint quet engaget ha staguet o affection ouz ar blijadur sansuel eus o friedelez ; quent-se ma voalc’hint o chalon he goude, ha ma en em burifiint diouti er c’henta guella, evit exerçi goudese gant peb liberte a speret an actionou-all, pere a so purroc’h ha noploc’h ? En avis-mâ eo e consist ar pratic parfet eus an descadurez excellanr a ro Sant Paul d’ar Gorintianet en termeniou-mâ. An amser a so ber, emezâ, hiviziquen eta ar re pere o deveus graguez, bevent evel pa n’o deffe quet. Rac hervez Sant Gregor, hennez a vev gant e c’hreg evel pa n’en deffe quet a c’hreg, pehini a guemer ar gonsolationou corporel ganti en hevelep-fæçon na vez quet evit quemense distroet diouz ar bretantionou spirituel, hac ar pez a lavarer amâ eus an ozac’h, a dleer da entent quer couls eus ar c’hreg. Ar re pere en em servich eus ar bet-mâ, eme ar memes Abostol, bevent evel pa n’en em servichent quet anezàn.

En em servichet eta peb-unan eus ar bed, hervez e stad hac e vocation ; mæs en ur fæçon na stago quet e affection ouz ar bet, ha ma vezo quel libr ha quer pront da servicha Doue, evel pa n’en em serviche quet eus ar bet. Hennez eo ar maler bras en deveus an den, eme Sant Augustin, fallout jouissa an traou p’eveus ar re ne dle nemet en em servicha, ha fallout en em servicha eus ar re ma tle jouissa hepquen anezo. Beza e tleomp jouissa eus an traou spirituel, hac en em servicha hepquen eus an traou corporel ; rac pa chenchomp an usaich eus an traou corporel er jouissanç anezo, hon ene ræsonabl a vez chenchet ivez en un ene brutal hac aneval.


————




AN EIZVET CHABISTR
ha tregont.
Evit an Intanveset.


SAnt Paul a instru an oll Breladet e personaich an Escop Timotee, en ur lavaret, enorit an intanveset, pere a so guir intanveset. Evit ervat beza guir intanveset, chetu amâ petra a so requis.

Da guenta ma vezo ur c’hreg intanves non pas hepquen a gorf, mæs ivez a galon, da lavaret eo, ma vezo en em resolvet gant ur resolution serm d’en em gonservi er stad eus a un intanves chast : rac ar re pere ne dint intanveset nemet o c’hortos an occasion da zimizi adarre, ne dint separet diouz ar goaset nemet hervez plijadur ar c’horf, hoguen dija ez int unisset ganto hervez plijadur ar galon dre ar volontez da zimizi. Mar fell d’ar guir intanves evit en em assuri er stad-se, offr da Zoue dre vœu he c’horf hac he chastete, e c’hajouto un ornamant bras var he stad a intanves, hac e lacaï en assuranç vras he resolution ; rac o velet ne d’ema mui en he gallout, goude ar vœu-se, quittaat he chastete hep quittat ar Barados, e vezo quen eveziant ha quer beiz eus he dessein, na bermeto quet so-quen an disterra sonjeson simpl da zimizi d’en em arreti ur moment hepquen en he c’haIon : en hevelep-fæçon ma lacaï ar vœu sacr-se ur vurail gre etre he ene ha peb-seurt desseinou control d’he resolution. Certenamant Sant Augustin a ro un ali bras d’an intanves Gristen da ober ar vœu-se ; hac an Doctror ancien Origenes a dremen larcoc’h cals ; rac avis a ro d’ar graguez demezet d’en em vouestla ha d’en em destina d’ar chastete e cas ma teue o friedou da vervel en o raoc, evit d’ar fin etre ar plijadurezou sansuel pere a allint da gaout en o friedelez, ma c’hallint coulgoude caout ar merit eus a chastete an intanveset, dre voyen ar bromessa-se pehini o devezo great dre avanç.

Ar vœu a rent an œuvrou pere a reer e c’houde agreaploc’h da Zoue, a rent un den courachussoc’h d’o ober, ha ne ro quet hepquen da Zoue an œuvrou pere a so evel ar frouez eus hor volontez vad, mæs a ro dezàn choaz ar volontez memes pehini eo evel ar vezen eus hon actionou. Dre ar chastete simpl e prestomp hor c’horf da Zoue, o viret cousgoude al liberte d’e soumeti ur veich bennâc d’ar plijadurezou sansuel ; mæs dre ar vœu a chastete e reomp dezàn eus hor c’horf un donæson absolut hep distro ebet, hac hep reservi gallout ebet an tu diouzomp d’en em zislavaret a guemense, oc’h en em renta esclavet eürus erc’hisse d’an hini ma e guell beza en e servich eguet beza Roue na Rouanes. Evel ma c’happrouvàn cals an avisou eus an daou Bersonaich bras-mâ, e tesiren ivez e teue an eneou, pere a vezo quen eürus d’o lacat e pratic, d’e ober gant prudanç, gant santelez ha gant fermete, goude beza examinet mat o c’houraich, goulennet an inspiration hac ar sclerigen eus an Eê, ha quemeret cusul digant un Directeur sur ha devot : rac er fæçon-se vezo great peb-tra gant frouez ha gant profit.

2. Ouspen quemense eo ret e rae un intanves ar renonçamant-se da un eil priedelez puramant ha simplamant, evit trei he oll affectionou gant mui a burete ouz Doue, hac unissa he c’halon a bep-tu gant hini e Vajeste divin : rac mar deo an desir da lesel he bugale pinvidic pe ur bretantion all bennâc hervez ar bet eo a ra dezi chom intanves, e vezo martese meulet a guemense dirac ar bed, hoguen non pas dirac Doue suraoualc’h, pa na ell netra caout ur guir veuleudi dirac Doue, nemet ar pez a so grêt evit Doue.

3. Ret e c’hoaz evit beza ur guir intanves, e ve en em separet hac en em zisc’hreat volontieramant diouz contantamãchou ar bed ; an intanves pehini a vev er plijadureziou, eme Sant Paul, a so maro evit-hi da veza beo. Fallout beza intanves, hac en em blijout cousgoude o veza dorlotet, cherisset ha cajolet, caret mont d’an dançou ha d’ar banquejou, caret douguen traou a c’huez mad, beza quinclet, fichet hac ajustet brao, an seurt intanves-se a so beo hervez ar c’horf, hoguen maro eo hervez an ene. An intanves oc’h essa plijout d’ar voaset er fæçon ma c’hell ar merc’het plijout muia dezo a zeu da zeceo ha da signa o sperejou en ur fæçon dangerussoc’h. An intanves eta pehini a vev er vaniteou hac er follenteziou-se ne deo, evit coms propramant, nemet un idol pe ur mascl a intanves.

An amser da grenna ha da dailla ar guez a so deut, mouez an dursulen a so clevet en hor c’harter, eme ar Scritur er C’hanticou : piou bennâc a fell dezàn beva devotamant, eo requis e teue da grenna ha da drouc’ha diountâ ar vaniteou hac ar mondaniteou ; mæs an dra-se a so necesser dreist peb-tra da ur guir intanves, pehini evel un durzulen chast e deveus nevez deploret ha nevez gouelet ar c’holl eus he fried. Pa zistroas an intanves Noëmi eus a vro Moab da Vetleem ar merc’het eus a Guear, pere o devoa-hi anevezet e commançamant he friedelez, a lavare an eil d’e ben anezo ; ha’n de quet houmâ e Noëmi ? hoguen-hi a respontas : n’am galvit mui Noëmi (rac Noëmi a sinifi agreabl ha caër) mæs va galvit Mara (pehini a sinifi c’huero) ; rac an Autrou Doue en deveus carguet va ene a c’huervder hac a dristidiguez; ar pez a lavare abalamour ma oa maro he Fried diganti. Evelse un intanves devot ne gar jamæs beza galvet hac estimet na caër nac agreabl, oc’h en em gontanti da veza ar pez ma fell da Zoue e ve, da lavaret eo humbl ha dister dirac e zaoulagat.

Al lamprou pere o devez un eol aromatiq, a laosq ur c’huez agreaploc’h, pa vez mouguet o flam hac o sclerigen, dememes an intanveset, pere o devez bet ur garantez pur en o friedelez, a squill brassoc’h parfum hac agreaploc’h c’huez a vertuz hac a chastete, pa vez mouguet o sclerigen, da lavaret e o fried, dre ar maro. Un dra eo hac a so comun aoualc’h etouez ar graguez caret ur pried endra vez e buez, mæs e garet quement na falfet quet caout un all goude ar maro anezàn, hounnez a so ur garantez pehini ne apparchant nemet ouz ar guir intanveset. Esperout e Doue endra servich ur pried da support, ne d’e quet un dra a guement a ve quer ral na quen extraordinal, mæs esperout e Doue pa vezer privet eus ar support hac eus ar souten-se, an dra-se a so din eus a veuleudi vras : ha rac-se pa vez maro he fried digant un intanves, e c’hanavezer eassoc’h ar berfection eus ar vertuziou, e deveus bet en he friedelez.

An intanves pehini e deveus bugale, hac o deveus izom eus he adres hac eus he c’hundu, ha principalamant er pez a apparchant ouz o ene hac ouz an etablissamant eus o buez, ne ell na ne dle e fæçon ebet o abandoni : rac an Abostol Sant Paul a lavar scleramant, ez e obliget an intanvezet da gaout ar sourci-se, evit renta ar parail d’o zad, ha d’o mam, hac abalamour c’hoaz ma ze gouaz eguet un infidel pe ur payen nep piou bennâc n’en deveus quet a sourci eus e re ispicial eus e famil. Hoguen mar d’ema ar vugale en etat n’o deveus izom ebet mui da veza cunduet na gouarnet; neuse an intanves a dle destum he oll affectionou hac he oll sourciou evit o applica puroc’h hac antieroc’h d’en em avanç e carantez Doue.

Nemet contraignet hac obliget ve ur guir intanves en he c’houstianç d’en em ambarassi gant afferou exterieur, evel ma zeo ar procesou, e ven avis dezi d’en em absteni toutafæt diouz an ambarassou-se, ha da gundui he afferou dre ur voyen ar bæsibla hac an amiapla, peguement bennâc na seblante quet e ve ar profirapla : rac ret eo e ve bras ar profit eus an ambaras hac eus an tregaç evit beza comparachet ouz ar mad eus a ur peoc’h santel hac eus ar repos a speret ; ouspen ma teu ar procesou hac an seurt brouilleçou-se da zissipa ha da droubli ar galon, ha da zigueri liesa veich an nor da adversourien ar chastete, dre ma en em lequear e posturiou hac e contanançou indevot ha disagreabl da Zoue evit plijout d’ar re ma vez izom eus o faver hac eus o c’hredit.

En em exercet continuellamant an intanves en oræson : rac evel na dle mui caout carantez nemet evit Doue, ne dle ive quen nebeut caout antretien nemet gant Doue dre an oræson : hac evel ma en em lanç an houarn etrese an aimant goude ma vez pelleat an diamant, peveus a hini ar bresanç en ampeche quent da heul ar memes aimant, evelse ive calpn an intanves, pehini ne alle quet bonamant en em lanci toutafæt etrese Doue nac heul ar charm eus e garantez divin endra oa beo ha presant he fried, a dle goude ar maro anezàn, redec gant ferveur varlerc’h ar c’huez-mad eus ar parfumou celestiel, en ur lavaret ec’his ar Pried sacr. Va Autrou, va Doue, bremâ pa zoun tout din va-unan, va recevit da veza tout ive deoc’h, va zennit etrese hac enoc’h, hac e retimp varlerc’h ar c’huez-mad eus hoc’h onganchou precius.

An exerciç eus ar vertuziou propr da un intanves santel, eo beza parfæt ha modest, renonç d’an enoriou, d’ar rencou, d’ar gompagnunezou ha d’an assambleou, d’ar braoenteziou ha da bep-seurt vaniteou, renta servich d’ar beorien ha d’ar re glan, consoli ar re affliget, douguen ar plac’hed d’ar vuez devot, hac en em renta un exempl parfæt eus a beb-seurt vertuziou d’ar graguez yaouanc : an necessite hac ar simplicite eo an diou ornamant eus he dillad ; an humilite hac ar charite eo an diou ornamant eus he actionou ; an honestis hac an agreabldet eo an diou ornamant eus he c’homsou ; ar vodesti hac ar budicite an diou ornamant eus he daoulagad, ha Jesus-Christ crucifiet eo ar garantez unic eus he c’halon. Bref ar guir intanves a so en Ilis ur fleurennic violet Meurs, pehini a squill un douçder an agreapla dre ar c’huez-mad eus he devotion, hac en em zalc’h casi ato cuzet dindan an deliou ledan eus he fæçon displet ; ha dre he liou un nebeudic tenval, a zisquez ar vortificacion, ne zeu nemet en andrejou fresq, pere ne dint quet labouret na brevet, o veza na sell quet dezi beza presset nac inquietet gant ar gonversation hac an antretien eus a dud ar bed evit conservi guell ar frescadurez eus he c’halon a enep quement tomder a alle beza digacet en-hi dre an desir d’ar madou, d’an enoriou pe d’ar garanteziou vean memes, eürus bras vezo, eme an Abostol santel, mar persever da veva er fæçon-se.

Cals a draou-all am be da lavaret var ar sujet-mâ, hoguen sinifia a ràn dre an avertissamant-mâ ; penaus ar guir intanves ne dle jamæs blam na disprigeout ar re pere a zemez adarre pa er graet memes evit an drede pe ar bedervet gueich, rac e certen occasionou Doue a zispos evelse evit e vrassa gloar ret e caout aco dirac an’aoulagad an Doctrin-mâ eus ar re Ancien : penaus nac ar stad a intanves nac ar stad a virginite n’o deveus quen renq ebarz en Eê nemet an hini a so assinet dezo dre an humilite.




AN NAVET CHABISTR
ha tregont.
Ur guer evit ar Guerc’heset.


O Guerc’heset, mar hoc’h eus dessein d’en em angagi er briedelez temporel, conservit eta gant ur sourci bras ho quenta carantez evit ho quenta pried : me a soinch din eo un dromplerez vras presanti eleac’h ur galon antier ha sincer, ur galon uset ha tregacet gant amourousdet : hoguen mar hoc’h eus an eür da veza galvet d’ar briedelez virginal ha spirituel, ha mar fell deoc’h conservi da jamæs ho virginite, en hanv Doue, conservit ho carantez delicata ma ellot evit ar pried divin-se pehini, ec’his ma zeo ar burete memes, ne gar netra quement evel ar burete, ha pe da hini eo dleet ar brividi eus a bep-tra, mæs ispicial eus ar garantez ; hac evel ma hoc’h oblich ho conditiou d’an oboissanç, choasit ur C’honducteur pe ur Chonfessour mad, evit ma ellot dindan e zirection dedia santeloc’h a se ho calon hac ho corf d’ar Vajeste a Zoue.


————





AN PEDERVET QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,
Pehini a gompren an Avisou necesser a enep an dentationou ordinala.




AR C’HENTA CHABISTR.
Penaus ne renquer quet en em amusi gant comsou tud ar bed.


EVel ma remerquo tud ar bed penaus e fell deoc’h heuly ar vuez devot, e lancint ouzoc’h mil zaol teod eus a c’hoaperez hac a zroug-prezec. An dut malin a zecrio hac a galomnio ar chenchamant a vezo deut enoc’h, evel un hipocrisi, ur bigoterez hac un artifis ; lavaret a raint penaus n’en deveus quet great ar bed a vin mad deoc’h, hac ez e var e revus eo ez oc’h troet ouz Doue : ho mignonet en em hasto da ober deoc’h ur bed a remontrançou pere a gaffint prudant ha charitabl bras var o meno. Coueza a reot, eme vizzint-ii, en ur velancoli bennâc ; coll ho credit a reot er bed ; en em renta insupportabl a reot ; abred e teuot da goza ; hoch afferou ne daint quet ervat ; ret eo beva er bed evel er bed, ober a ell un den e silvidiguez hep quemense a visteriou, ha mil seurt rambreou evelse pere a gleffot ganto bep-tro.

Quemense oll, va Philotee, ne deo nemet ur babillerez sot ha vean : an dut-se n’en em lequeomp morse tout e poan nac eus ho yec’het nac eus hoc’h afferou. Ma veac’h eus ar bed, eme hor Salver, ar bed ho carre evel un dra a apparchante ountâ, mæs evel na d’ouc’h quet eus ar bed, abalamour da-se en deveus cas ouzoc’h. Guelet hon eus tud o tremen an nos het-a-hed ha cals a nosveziou ive diouz tu o c’hoari’r c’har-tou ; hac en a so attantion ebet chagrinussoc’h, melancoliusioc’h na trisitoc’h eguet hounnez ? tud ar bed cousgoude ne lavarent guer outo neuse, nac ar vignonet n’en em lequeant quet e poan a guemense ; hoguen ma o guelfent o chom un heur da ober orsæson, pe o sevel mintinoc’h eguet custum d’en em prepari d’ar Gommunion, neuse e cafse ur fifil hac ur sourci bras varnezo da glasq remed ouz an humor-se a zevotion evel ouz ur c’hlènvet dangerus. Tud ar bed a dremeno meur a nosvez o tançal, hep e clemo nicun evit quemense,’ hac evit beilla da nos Nedelec hepquen, e clemo peb-unan gant ar bas, hac e vezo mall gantâ dijuni ha mont da gousquet antronos. Piou na vel ervat eo ur barner injust ar bed , pehiai a so gracius ha favorabl en andret e dud hac a so rust ha rigolius en andret tud Doue.

Ne ouffemp quet beza ervat gant ar bed, nemet oc’h en em goll gantâ ; ne de quet possibl deomp e gontanti ; rac re hedro ha re bigarre [11] eo. Ian Vadezour, eme hor Salver, a so deut, ha ne zebr na ne eff, hac e livirit an drouc-speret a so gantâ : map an den a so deut, hac a zebr hac a eff, hac e livirit : chetu amâ un den pehini a gar ar guin hac ar cher vad [12]. Ar virionez eo, Philotee, mar en em zilesomp dre gomplesanç da c’hoarzin, ha d’en em divertissa gant ar bed, en em scandaliso hac e caffo abec enomp ; ma n’er greomp quet ive, hon tamallo eus a hipocrisi hac a velancoli. Mar deuomp d’en em visca propr, e lavaro penaus hon eus un dessein bennâc ; ha mar en em neglijomp, e cafo an dra-se ur vileni. Mar bezomp laouen, e cafo e vezzimp dissipet hac imparfæt, ha mar bezomp moderet ha mortifiet, e cafo e vezzimp trist ; hac o sellet ouzomp erc’hisse gant ur goal lagad, jamæs ne ellomp beza agreabl dezàn. Hon imperfectionou a guef bras, hac o zremen da veza pec’hejou, eus hor pec’hejou veniel e ra pec’hejou marvel ; hac hor pec’hejou dre infirmite a guemer evit pec’hejou dre valiç. Eleac’h ma zeo ar garantez benin ha douç, evel a lavar an Abostol, ar bed er c’hontrol a so malin ha rust ; eleac’h na soinch quet ar garantez a zroug, ar bed er c’hontrol a soinch ato a zroug, ha pa na ell quet accus hon actionou, ec’h accus hon intentionou : pe o devezo querniel ar maoutet, pe ii n’o devezo quet, pe ii a vezo guen, pe ii a vezo du, ar bleiz ne leso quet n’o debro, mar guell.

Petra bennâc a raimp, ar bed a rai ar bresel deomp ato ; mar bezomp pell dirac ur C’honfessour, e c’houlenno, petra a guefomp quemense da lavaret ; ma na vezomp quet pell o cofes, e lavaro penaus n’en em accusomp quet aoualc’h : quement fæçon na mouvamant a raimp, a impio hac a examino, hac evit an disterra coms a goler a remerco gueneomp, e c’hassuro penaus ez omp insupportabl ; mar bezomp sourcius eus hon afferou, e cafo e vezzimp avaricius, ha mar. bezomb douç ha pæsibl, e cafo e vezimp sot hac hep speret : mæs evit tud ar bed o c’holer hac o amportamant a dremen evit ur gouraich hac ur generosite ; o avariçdet a dremen evit un espern hac ur menajamant ; o gestou hac o familiariteou disonest a dremen evit courtesiou hac antretienou enorabl : ar c’hinid a souil ato tieguez ar guenan.

Lesomp ar bed dal-se, Philotee, criet quement hac a garo evel ur gaouen hoc’h inquieti laboucet an deiz : bezomp ferm en hon desseinou, na genchomp quet en hon resolutionou. Ar berseveranç a zisquezo hanad ha ni a so sinceramant hac evit mad en em sacrifiet da Zoue hac en em roet d’an devotion.

Ar c’hometennou hac ar planedennou, pe mar d’e guell gueneoc’h, ar steredennou lostec hac ar guir stered a ro ar memes sclerigen en apparanç ; mæs ar c’hometennou a zisparis e ber amser o veza na dint nemet certen flammou pere a dremen, hac ar planedennou o deveus ur sclerigen pehini a bad ato. Evelse an hipocrisi hac ar guir vertuz o deveus cals a hènvelediguez en apparanç ; hoguen eas eo anaout an eil diouz e ben, abalamour an hipocrisi ne bad quet hac a zisparis evel ar moguet o pignat, mæs ar guir vertuz a so bepret ferm ha constant. Ne de quet ur gommodite vian hac un avantaich dister deomp evit assuri ar gommançamant eus hor buez devot, beza controllet, goapeat ha calomniet ; rac dre ar voyen-se e vezomp dilivret diouz an danger eus ar vanite hac eus an orgouil, pere a so evel an amiegueset eus a Egypt, pe da re en deveus ordrenet ar Faraon infernal, laza ar vugale mal a Israël d’ar memes deiz ma vizint ganet. Ni a so crucifiet d’ar bed, hac ar bed a so crucifiet deomp-ni ; èn hor c’hemer evel tud sot, quemeromp èn ivez evel un disquiantet.



AN EIL CHABISTR.
Penaus eo ret quemeret couraich.


AR sclerigen eviti da veza caër hac agreabl d’hon daoulagad, a zeu cousgoude d’o zroubli goude ma vezont bet pell en devaligen, hac abarz ma vezomp custumet diouz an habitantet eus a ur vro bennâc, daoust peguer gentil ha peguer gracius e c’hallent beza, e vez querse gueneomp cousgoude un nebeut en em gaout eno. C’hoarvout a allo, Philotee, ma tui ar genchamant a vuez-mâ da lacat cals a zifficulteou da sevel en ho speret, ha ma rai deoc’h an adeo bras-se pehini hoc’h eus grêt da oll follenteziou ha da oll diotachou ar bed, caout ur santimant bennâc a dristidiguez hac a zigourajamant en hoc’h interieur. Mar gu’erru quemense gueneoch, me ho ped da gaout un nebeut patiantet : rac an dra-se ne vezo netra, nemet un nebeut estonnamant hac un nebeut querse ne d’eo er gommançamant ; tremenet quemen se, ereceffot mil gonsolation ha mil gontantamant. Poan vezo gueneoc’h martele neuse-souden quitaat ar c’hloar hac ar veuleudi a roe deoc’h an dud sot hac ar goaperien er vaniteou ma oac’h sujet dezo ; mæs ha c’hui a garre coll evit quemense ar c’hloar hac ar veuleudi eternel a roï Doue deoc’h e guirionez ? An tremen amser hac an amusamanchou vean pe en re hoc’h eus impliget ar bloaveziou tremenet, en em represanto c’hoaz d’ho calon evit e zenna hac e lacat da zistrei outo ; mæs ha c’hui ho pe ar gouraich da renonç d’an Eternite eürus-se evit avelachou ha sollenteziou quen tromplus ? credit din-me, mar perseverit, ne vint quet pell hep receo en ho calon un douçder hac ur blijadur quen agreabl, ma c’havoueot ervat penaus n’en deveus ar bed , nemet vestl e comparæson d’ar mel-se, hac e tal mui un devez hepquen eus ar vuez devot, eguet mil bloavez eus ar vuez monden hac indevot.

Mæs,eme viot-hu, guelet a rit penaus eo meurbet huel ar menez eus ar berfection gristen penaus e c’hillin-me, va Doue, pi-gnat quen huel-se ? Quemerit couraich, Philotee ; pa gommanç ar goradur eus ar guenan en em furmi, ar goradur pe ar guenan munut-se ne ouffent quet c’hoaz nigeal var ar boquejou na var ar meneziou a dost evit destum mel, hoguen a nebeut e nebeut oc’h en em vezur eus ar mel pehini o deveus destumet o mamou dezo, ar guenanigou-se a guemer diaouasquel, hac a zeu d’en em grehat en hevelep-fæçon ma nigeont goudese da glasq mel partout dre’r c’harter. Guir e penaus ez omp c’hoaz goradur en devotion, ne ouffemp quet pignat hervez hon dessein, pehini ne de quet bianoc’h eguet da zires bete quern ar menez eus ar berfection gristen : mæs pa gommançomp d’en em furmi dre hon desirou hac hon resolutionou mad, e commanç ive diouasquel da zont deomp ; ret eo esperout eta penaus e vezzimp ur veich guenan spirituel hac e teuimp da nigeal : hac o c’hortos bevomp gant ar mel eus a guen-alies a instruction hac a exempl mad o deveus leset an Devodet ancien gueneomp, ha pedomp Doue ma roi deomp diouasquel ec’hiz d’ar goulm, evit ma c’hallimp non pas epquen nigeal en amser eus ar vuez presant, mæs ivez en em reposi en eternite eus ar vuez da zonet.




AN TREDE CHABISTR.

Var an natur eus an dentation, ha var an diffaranç a so etre santout an dentation ha consanti dezi.


EN em imaginit, Philotee, ur Brinces yaouanc pehini a so caret-bras gant he fried, ha penaus un den mechant bannâc evit e debochi da derri ha da souilla he friedelez, a zigaç betec enni ur messager iffam bennâc eus a amourousdet evit conferi ha treti ganti var e zessein maleürus. Da guenta e propos ar messager-se d’ar Brinces-mâ intantion e Vestr ; d’an eil e quef ar Brinces agreabl pe zisagreabl ar proposition hac ar guemennadurez ; d’an trede e teu da gonsanti pe da revusi : toudememes Satan, ar bed hac ar c’hic, o velet un ene, pried da Vap Doue, a zigaç dezi tentationou ha suggestionou dre bere da guenta e vez proposet ar pechet dezi ; d’an eil e teu-hi var gue-mense d’en em bligeout pe en em zispligeout ; d’an trede erfin e teu da gonsanti pe da revusi : ar re-mâ eo an teir fasen da zisquen er pec’het, da c’houzout eo, an dentation, ar blijadur hac ar gonsantamant ; ha peguement bennâc na ve quet anavezet quer sclear an teir action-mâ e pep seurt pec’hejou-all, o anavezer cousgoude patant aoualc’h er pec’hejou bras hac enorm.

Pa bate an dentarion queit hac hor buez, pe a bec’het bennâc e c’halle beza, ne ouffe quet hon renta disagreabl d’ar Vajeste divin, gant na bligeo quet deomp, ha na gonsantimp quet dezi. Ar ræson a guemense eo abalamour en dentation ne de quer agissa eo a reomp, souffr ha patissa eo ; ha pa na quemeromp quet a plijadur enni, ne ellomp caout ive nep seurt pec’het enni Sant Paul a souffras pell-amser an dentationou eus ar c’hic, hac eleac’h beza disagreabl da Zoue, gant an dentationou-se, oa er c’hontrol glorifiet bras Doue dreizo. Ar plac’h eürus Angela eus a Foligny a snte tentationou quer cruel eus ar c’hic ma zoa un truez e c’hlevet oc’h o recita. Sant Frances ha Sant Beneat o devoue ive tentationou bras meurbet a enep ar burete, pa en em strincas unan anezo etouez ar spern, hac un all e creis an erc’h evit mouga an dentationou-se, ha cousgoude ne golfont netra eus a c’hras Doue evit quemense tout, erc’hontrol e augmanti a gals oue a refont.

Ret eo eta beza courachus bras, Philotee, emesq an dentationou hep cridi jamæs e veac’h trec’het ganto endra zisplichint deoc’h, hac o lacat evez ouz an diffaranç a so etre o santout ha consanti dezo ; rac o santout a ellomp, peguement bennâc ma tisplichent deomp, mæs ne ellomp quet consanti ganto nemet plijout a raent deomp ; pa servich ordinal ar blijadur da basen evit disquen er gonsantamant. Presantent adversourien hor silvidiguez eta quement hac a garrint a dentationou hac a sollicitationou deomp, choument ato ec’hars dor hor c’halon da c’hedal antren, greant quement hac a garrint a bropositionou deomp, mæs en-dra vezzimp er resolution da viret n’en em blichimp en traou-se oll, ne de quet possibl e c’hoffansemp Doue, nac en deffe leac’h da facha ouzomp, quen nebeut ha ma en deffe leac’h ar Prinç, pried ar Brinces pehini am eus represantet, da facha outi evit ar guemennadurez hac ar broposition a so grêt dezi, ma ne deveus quemeret plijadur ebet en dra-se. An diffaranç-mâ cousgoude a so etre an ene hac ar Brinces-se evit ar sujet-mâ, da c’houzout e penaus ar Brinces goude beza clevet ar broposition dishonest-se, a ell, mar car, chasseal ar messager hep e glevet mui ; mæs ne d’ema quet ato e gallout an ene miret na sante an dentation, pe-guement bennâc ma ve ato en e gallout miret na gonsante ganti ; ha rac-se peguement bennâc ma pate ha ma choume pell an dentation, ne ell quet noasout deomp endra ma tisplich deomp.

Mæs evit ar blijadur pe gant hini e c’hell beza heuliet an dentation, ec’his ma hon eus diou guevren en hon ene, ar guevren isel hac ar guevren huel, ha na vez quet heuliet ato ar guevren huel gant ar guevren isel, pehini a ra e affer a part, e c’herru aviziou ma en em blich ar guevren isel en dentation hep ar gonsantamant eus ar guevren huel ha memes en despet dezi. Hennez eo an disput hac ar bresel pe veus a hini e coms Sant Paul, pa Iavar penaus e c’hoantea e guic ar pez na falle quet d’e speret, ha penaus e sante ul lesen en e vemprou control d’al lesen eus e speret, hac an seurt traou-se.

Ha c’hui hoc’h eus guelet biscoaz, Philotee, ur regueden-dan goloet a ludu ? Pa zeuer da ben dec pe zaouzec heur goude da glasq tan ebarz, ne gafer nemet un nebeudic e creis an hoalet, ha c’hoaz e vez poan oc’h e gaout, edo eno cousgoude pa gafer anezàn, ha gantâ e c’haller elumi adarre ar glaou-all oll pere a yoa maro dija. Ar memes tra a c’hoare evit carantez Doue pe ar stad a c’hraç pehini e hor buez spirituel etouez an dentationou bras ha violant ; rac an dentation o strinca e flijadur er guevren isel, a seblant golo tout hon ene a ludu hac a zigaç carantez Doue da ur poentic bian ; rac ne apparis mui e nep leac’h nemet e creis ar galon, er gouelet-gouelet eus ar speret, ha c’hoaz e seblant ne ve quet eno, hac e vez poan oc’h e c’haout. Ema eno cousgoude e guirionez, pa ze guir penaus, peguement bennâc ma vez peb-tra e troublien en hon ene hac en hor c’horf, hon eus cousgoude ar resolution na gonsantimp quet d’ar pec’het na d’an dentation, hac e tisplich ar blijadur d’ar guevren huel achanomp, eviti da blijout d’ar guevren isel ; ha peguement bennâc ma ve ar blijadur-se tro-var-dro d’hor volontez, ne dema quet enni cousgoude : ar pez a zisquez ervat penaus ne de quet volontier ar blijadur-se, ha pa na de quet volontier, ne ell quet beza pec’het.




AR PEVARE CHABISTR.
Daou exempl caër var ar sujet diaraoc.


QUen important e deoc’h entent ervat an dra-mâ, na rin difficulte ebet d’en env arreri c’hoaz d’e explica e larcoc’h. An den yaouanc peveus a hini e coms Sant Jerom, ha pehini, o veza lequeat an despet dezàn da c’hourvez var ur guele boug ha dilicat ha staguet eno gant echerpou hac ereou seiz, a yoa sollicitet dre bep-seurt attouchamanchou vil ha cherisset e peb-fæçon gant ur gourtisanen impudic, pehini a yoa lequeat da gousquet gantàn expres evit e c’hounit ha trec’hi ar fermete anezàn ; ha ne de quet guir e tlien santout neuse mouvamanchou estrainch er c’hic ? e santimanchou ha ne dlient-ii quet beza sesiet oll gant ar blijadur, hac e imagination occupet bras gant ar bresanç eus an objedou lubric-se ? ya certenamant : ha cousgoude etouez quement a droublien, etouez ur gaouat tentationou quen terribl, hac etouez quement a blijadurezou lubric pere a yoa endro dezâ, e tisquezas ervat penaus ne doa quet trec’het e galon na ne gonsante morsetout e volontez dezo : rac e speret o velet penaus oa en em revoltet bep-tra en e enep, ha n’en devoa mui mempr ebet eus e gorf en e c’hourc’hemen hac en e zisposition nemet e deaud, en trouc’has gant e zent hac er c’hranchas ouz bisaich an ene vil-se ; pehini a dourmante e ene e-unan dre al lubricite crueloc’h eguet n’o divise gallet jamæs ar vourrevien e ober dre an tourmanchou ; evelse ivez an Tirant o tisfiziout e drec’hi dre ar poaniou, a songeas e drec’hi dre ar plijadurezou-se.

An Histor eus ar gombat e deoue Santes Catel a Sienne en hevelep sujet, a so toutafæt admirabl ; chetu amâ un abrege anezi. An drouc-speret en devoue conge digant Doue da attaqui ar burete eus at Plac’h santel-mâ gant e oll arraich, nemet n’en devoa quet ar bermission da douich outhi : ober a eureu’ta peb-seurt suggestionou impudic d’he c’halon ; hac evit e zenti davantaich e teue gant e gompagnunezou e furm goaset ha merc’het da ober mil seurt actionou vil hac iffam dirac he daoulagat ; oc’h ajouti var guemense comsou ha sollicitationou ar re zisonesta : ha peguement bennâc ma edo an traou-se a ziaveas dezi, cousgoude dre voyen ar guelet hac ar c’hlevet e c’hantreent larg en he c’halon pehini a yoa carguet anezo, evel ma en avoue e-unan, ha ne reste netra ganti nemet ar volontez pur a guement na vise heiget hac excitet gant an tempest-se a vileni hac a blijadurez ar c’hic, ar pez a badas pell bras, quen na voue un deiz ma c’happarissas hor Salver dezi, ha ma lavaras-hi dezàn : peleac’h edoc’h-hu, emezi, va Salver carantezus, pa oa leun va c’halon eus a guement a devaligen hac a lousdoni ? hac e respontas : edon e creis da galon, va merc’h, emezàn ; ha penaus, emezi, e reac’hu ho temeuranç em c’halon-me, eleac’h ma zoa quement a vileni ? ha chom a rit-hu e plaçou quen disonest-se ? hac e lavaras dezi hor Salver : livirit-hu din-me, va merc’h, ar songesonou disonest-se eus ho calon pe laouenidiguez pe dristidiguez a roent-ii dec’hu ? pe blijadur pe zisplijadur ? hac e respontas dezàn, un displijadur hac un dristidiguez ar vrassa, emezi. Hor Salver a replicas, piou oa an hini a lequea an displijadur hac an dristidiguez vras-se en ho calon-hu nemedon-me, pehini a choume cuzet e creis hoc’h ene : credit din-me, va merc’h, ma na visen quet bet present, ar songesonou-se, pere a yoa endro d’ho volontez hep gallout e gounit, o divise-hi trec’het suraoualc’h, hac e visent antreet en-hi, en hevelep-fæçon ma ho pise ii recevet memes gant plijadur volontieramant, hac o divise roet ar maro d’hoc’h ene ; mæs evel ma edon ebarz, e lequean an displijadur hac ar resistanç-se en ho calon, pe dre hini en em vire endra alle ouz an dentation ; hac ec’his ne alle quet quement ha ma falle dezi, e sante mui a-se a zisplijadur hac a gassoni ouz an dentation hac outhi e-unan ; hac evelse ar poaniou-se a yoa ur merit bras hac ur pront bras evidoc’h, hac a roe deoc’h un augmentation vras a nerz hac a vertuz.

Guelet a rit diouz an exemplou-mâ, Philotee, penaus oa goloet a ludu an tan-se a garantez Doue ebarz er galon, hac oa antreet en-hi memes an dentation hac ar blijadur, pere a yoa endro d’ar volontez, pehini hepquen assistet gant he Salver a resiste dre an dristidiguez, dre an displijadur ha dre an detestation hac ar gassoni ouz an droug pehini a yoa proposet dezi, o revusi ato he c’honsantamant d’ar pec’het pehini a yoa endro dezi. O va Doue pebez tristidiguez eo da un ene pehini a gar Doue, pa na oar quet so-quen pe hi a so en e c’hraç pe hi n’ema quet ; ha pa na oar quet pe èn a so mouguet en-hi pe èn na d’e quet an tan divin eus e garanrez pevit hini e combat : mæs hounnez eo ar fleur hac ar bleun fin eus a berfection ar garantez celestiel, da c’houzout e, ober da nep en deveus ar garantez-se soufr ha combati evit ar garantez, hep gousout hac èn en deveus ar garantez p’evit hini ha pe dre hini e soufr hac e combat.




AR PEMPET CHABISTR.
Evit rei couraich d’an Ene pehini a so en dentationou.


VA Philotee, an dentationou bras ha violant peveus a re hon eus comset bremâ souden, ne vezont, jamæs permetet gant Doue, nemet a enep an eneou pere a fell dezàn da ziorren d’e garantez pur hac excellant : mæs ne de quet cousgoude lavaret evit quemense penaus e vent assur da erruout eno : rac aviziou ez e bet c’hoarvezet gant ar re pere a yoa bet ferm en dentationou violant, ma zint bet en em gafet trec’het gant an dentationou dister e deffaut beza bet fidel da brofita eus ar faver en devoa grêt Doue dezo : quememâ a lavaràn evit d’ar fin, mar gu’erru gueneoc’h beza jamæs affliget gant an dentationou bras-se, ma c’houiot ervat e teu Doue neuse d’ho favorisa gant ur faver extraordinal, pe dre hini e tisque penaus e fel dezâ ho renta bras ha considerabl dirac e visaich, ha ma viot ato cousgoude humbl hac en aon : hep en em assuri da allout trec’hi an dentationou munut, goude beza trec’het ar re vras nemet dreur fidelite continuel en andret e Vajeste.

Pe seurt tentationou bennâc eta a erruo gueneoc’h ha pe seurt plijadur bennâc a santot dreizo, endrâ zui ho volontez da revusi e c’honsantamant non pas hepquen d’an dentation mæs choaz d’ar blijadur, n’en em droublit morsetout ; rac Doue ne d’e quet offanset a guemense. Pa vez semplet un den ha pa na ro mui merq ebet a vuez, e lequeer an dourn var e galon, ha gant nebeut ma e santer o lammet, e teuer da jugi penaus ema e buez, hac e c’haller dre voyen un dour precius bennâc ober dezàn distrei en e nerz hac en e santimant ; evelse e c’herru aviziou dre ar violanç eus an dentationou ma seblant e vez semplet hon ene toutafæt en hevelep-fæçon na gaffet e ve mui na buez spirituel na mouvamant ebet en-hi evit Doue ; hoguen mar fell deomp anaout pe hi a so beo pe hi a so maro en e chraç, lequeomp hon dourn var hor c’halon : consideromp hac en o deveus hor c’halon hac hor volontez o mouvamant spirituel c’hoaz, da lavaret e, hac ii a ra o dever o revusi o c’honsantamant ouz an dentation hac ouz ar blijadur ; rac endra ema en hor c’halon ar mouvamant eus ar revus, ez omp sur penaus ema enomp ar garantez, pehini eo buez hon ene, hac en em guef Jesus-Christ hor Salver en hon ene, evintâ da veza cuzet ha goloet en-hi ; en hevelep-fæçon, moïenant an exerciç contingel eus an oræson eus ar Sacramanchou hac eus ar fizianç e Doue, ma tui hon nerz enomp adarre, hac e vesimp dre ur vuez hantier hac agreabl.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Penaus e c’hell an dentation hac ar blijadur beza pec’het.


AR Brinces, pe veus a hini hon eus comset en trede Chabistr, ne de quet coupabl eus ar broposition dishonest pehini a so grêt dezi, pa ze guir penaus e greer dezi a enep he meno, evel ma hon eus supposet: mæs erc’hontrol mar e deveus roet sujet d’ar broposition-se dre ur galantis hac un affeterez bennâc, o veza falvezet dezi beza caret gant an hini a so o clasq e deceo, ne deus douet ebet na ve coupabl eus ar broposition dishonest a rae an den-se dezi, ha peguement bennâc na zeuhe quet d’e accepti, ne lesse quet cousgoude na verite beza blamet ha punisset. Evelse e c’herru aviziou, penaus, peguement bennâc na gonsantomp quet d’an dentation, hon eus cousgoude pec’het dreizi, abalamour ma zomp caus dezi da zont deomp. Dre exempl gouzout a ràn ervat penaus, pa c’hoarian, e zoun prest da goleri, da douet Doue pe d’e vlasfemi, hac e servich ar c’hoari da dentation din evit quemense, ha rac-se quellies gueich ma en em lacan da c’hoari, e pec’hàn hac ez oun coupabl eus a guement tentation a erruo gueneèn er c’hoari. Dememes mar goun ervat e teu ar gonversation hac an antretien, pehini am bez ganr ur re bennâc, da zigaç tentation din, ha d’am lacat da goueza ganti, hac en em exposàn cousgoude volontieramant en occasion hac en antretien-se, ne deus quet a leac’h da zoueti na doun coupabl eus a guement tentation a zui din a-chano.

Pa aller ivez en em viret ouz ar blijadur pehini a santer dre an dentation, e pec’her ato oc’h e receo, hervez ma zeo bras pe vian, hac hir pe ver ar blijadur pehini a guemerer en-hi, hac ar gonsantamant, pehini a roer dezi. Ar Brinces, peveus a hini hon eus comset, a verit ato beza blamet, mar deu non pas hepquen da glevet ar broposition desonest, pehini a reer dezi, mæs c’hoaz da guemeret plijadur en-hi goude e beza clevet, oc’h antreteni he c’halon gant contantamant var an dra-se : rac peguement bennâc na falfe quet dezi consanti da ober en effet ar pez a broposer dezi, e consant cousgoude gant he speret applica he c’halon var an dra-se dre ar gontantamant pehini a guemer o sonjal ebarz ; hac ez e ato un dra disonest applica pe ar galon pe ar c’horf da un dra disonest. Evelse ivez e consist quement an disonestis en application eus ar galon, na ell quet hep-zi an application eus ar c’horf beza pec’het.

Pa viot tentet eta eus a ur pec’het bennâc, considerit ha c’hui hoch eus roet volontieramant sujet da veza tentet ; rac neuse, an dentation memes ho laca e stad a bec’het, abalamour d’an danger pe en hini ez ouc’h en em exposet, hac an dra-se a ententet mar hoc’h eus gallet eas aoualc’h evita ; ma carfac’h, an occasion, ha mar gouiac’h ervat pe mar tliac’h gout e c’herrufe an dentation gueneoc’h ac’h’ano : mæs ma n’hoc’h eus roet sujet ebet d’an dentation, ne ell e nep fæçon ebet beza ur pec’het evidoc’h. Pa en devez gallet un den miret ive ouz ar plijadur, pehini a zeu varlerc’h an dentation, ha cousgoude n’en devez quet miret, en deveus ato pec’het dreizi en ur fæçon bennâc, hervez ma zeo en em arretet en-hi cals pe nebeut, ha diouz ar pez a so caus d’ar blijadur pehini en deveus quemeret.

Ur Vaoues, pehini ne deveus quet roet a sujet da un den da gestal outhi, hac a guemer cousgoude plijadur er gestou-se, ne les quet na deo da veza blamet, ma na deus quen caus, nemet ar gestou-se, d’ar blijadur pehini a guemer enno. Dre exempl mar deo quen agreabl mouez ar galant, a fell dezàn rei amourousdet dezi, ma zeo ur chalm hac un dudi e glevet o cana, ha mar quemer-hi plijadur non pas ebars en enclasc, pehini a ra an den-se eus he c’harantez, mæs hepquen ebars en douçder hac er chalm eus e gan, n’e deffe quet a bec’het eno ; peguement bennâc na dleffe quet continui pell er blijadur-se, gant aon na dremenne eus ar blijadur er c’han d’ar blijadur en amourousdet. Toudememes eta mar deu un den da broposi din un invention bennâc leun a subtilite hac a finessa d’en em vengi eus va adversour, ha ma na guemeran plijadur na consantamant ebet er venjanç pehini a broposer din, nemet hepquen er subtilite hac er finissa eus an invention-se d’en em vengi, certen e penaus ne bec’han quet ; peguement bennâc cousgoude na d’e quet expediant en em amussen cals er blijadur-se, gant aon n’am douque a nebeut e nebeut da guemeret ur blijadur bennâc er venjanç memes.

Aviziou e vez un den surprenet gant ur mouvamant bennâc a blijadur pehini a zeu incontinant varlerc’h an dentation, abarz ma en devez lequeat evez bonamant ouz ar blijadur-se, hac an dra-se ne ell beza nemet ur pec’het veniel an disterra, pehini a zeu da veza brassoc’h, mar chom dre neglijanç, goude beza evezzeat ouz ar blijadur-se, da varc’hata ganti un nebeut, pe èn a dle e accepti, pe èn a dle e revusi ; hac ar pec’het veniel-se a so c’hoaz brassoc’h mar deu un den, o lacat evez ouz ar blijadur-se pehini a sant, da chom en-hi ur mareat gant ur guir negligeanç hep ober effort ebet d’en em zisober anezi : mæs pa en em resolvomp volontieramant ha gant ur propos diliberet d’en em blijout en hevelep mouvamanchou-se a blijadur, ar propos diliberet-se memes a so ur pec’het bras, mar deo un droug notabl ar pez p’evit hini hon eus ar blijadur-se. Ur goal-viç eo da ur vaoues fallout antreteni caranteziou fal hac amourousdet, peguement bennâc na falfe quet dezi en em rei en effet d’an amourous.


————




AR SEIZVET CHABISTR
Remejou ouz an dentationou bras.


EVel ma santit enoc’h un dentation bennâc, grit evel ar vugaligou pa velont ur bleiz ; rac neuse-souden e redont etre divrec’h o zad hac o mam, pe da viana o galvont d’o sicour. Redit evelse ivez etreze Doue oc’h e bidi da gaout truez ouzoc’h ha d’ho sicour : hennez eo ar remed a zesq deomp hor Salver. Pedit, emezàn ; evit na antreot quet e tentation. Mar guelit cousgoude penaus e chom ato an dentation, hac e teu da grisqui, redit a speret da vriata ar Groas santel, ec’his pa vellac’h Jesus-Christ crucifiet dirazoc’h : protestit penaus ne gonsentot quet d’an dentation, ha goulennit sicour ountâ da resista outhi, ha continuit ato da brotesti penaus ne sell quet deoc’h consenti endra bado an dentation.

Mæs endra viot oc’h ober ar brotestationou-se hac o revusi ho consantamant, na seliit quet ouz bisaich an dentation, hoguen sellit ouz hor Salver hepquen ; rac mar sellit ouz an dentation, ispicial pa vez cre ha violant, e c’halle discar ho couraich. Appliquit ho speret en un occupation vad bennâc ; rac an occupationou-se oc’h antren en ho calon hac o quemeret plaç en-hi, a chasseo an dentationou hac ar suggestionou malin.

Ar remed bras a enep peb seurt tenrationou quen bras quen bian, eo displega hor c’halon, ha communica d’hon Directeur an dentationou, ar santimanchou a gassoni hac an affectionou direglet pere hon eus : rac gouezit ervat penaus quenta condition a ra an drouc-speret gant un ene pehini a falvez dezâ da zeceo, eo ar silanç oc’h ober dezi tevel var guemense ; evel a ra ar re pere ar falvez dezo deceo ar graguez hac ar plac’het, pere quenta tra a reont, vez difen outo na lavarrint guer d’o zud eus ar pez a broposont dezo ; eleac’h er c’hontrol ma c’houlen Doue dreist peb-tra en e inspirationou, ma o roimp da anaout d’ar re pere o deveus an direction eus hor c’houstianç. Mar continu evit quememâ tout an dentation d’hon importuni ha d’hor persecuti, n’hon eus netra da ober nemet continui eus hor c’hostez ive da revusi hor c’honsantamant : rac evel na ell quet ar merc’hed beza demezet endra leveront non pe salocraç, dememes an ene, peguen troublet bennâc eo gant an dentation, ne ell jamæs beza offanset ganti endra lavar ive non pe salocras.

Na ræsonit quet ouz hoc’h adversour ha na respontit jamæs ur guer hepquen ounti nemet ar guer a respontas hor Salver pe gant hini er feazas : quea e rout, Satan , Gourc’hemennet eo, un Doue hepquen a adori ha nementàn ne servichi. Hac evel na dle quet ur c’hreg chast respont an disterra guer na sellet ouz bisaich un den impudic, pehini a zeu d’e fourchu ha da broposi un disonestis bennâc dezi, mæs tec’het diountân crennamant, ha distrei er memes instant he c’halon ouz he fried o nevezi en he speret ar fidelite pehini e deveus prometet dezàn, hep en em amusi da vargaignat ouz ar vil-se : dememes an ene devot oc’h en em velet pourchuet gant un dentation bennâc, ne dle morse tout en em amusi da ræsoni na da respont outhi, nemet simplamant ha crennamant en em drei ouz Jesus-Christ e Fried divin, ha protesti a nevez e fidelite dezàn, penaus e sell dezi da jamæs beza oll dezàn hepquen, en ur lavaret :

Dechu hepquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’halon.




AN EIZVET CHABISTR.
Penaus eo ret resista ouz an dentationou munut.


PEguement bennâc ma zeo ret combati ouz an dentationou bras gant ur goraich ferm, ha ma zeo prositabl bras deomp ar victor pehini a c’hounezomp varnezo ; ez e cousgoude martese profitaploc’h deomp c’hoaz combati ervat ouz an dentationou munut : rac evel ma tremen ar re vras dreist ar re vunut e calite, e tremen ivez ar re vunut dreist ar re vras e niver quement, ma c’hell ar victor varnezo beza comparachet ouz ar victor var ar re vrassa. Ar bleizi hac an ourset a so hep douet ebet dangerussoc’h eguet ar c’helien ; hoguen coulgoude ne reont quet quement a importunite hac a ziesamant deomp, na ne exerçont quet quement hor patiantet evel ma ra ar c’helien. Un dra eas e deomp miret na raemp ur muntr, mæs un dra zificil e deomp en em viret ouz ar c’holeriou munut, peveus a re en em bresant an occasion bep moment. Un dra eas e da un ozac’h pe da ur c’hreg en em ampeich diouz an aoultriez, ne de quet quen eas-se en em ampeich diouz ur sell, en em ampeich da rei pe da receo carantez, en em ampeich da brocuri dre attaich faveriou munut evit ur re bennâc, ha da lavaret pe da glevet comsou a c’halantis. Eas aoualc’h eo chom hep laerez madou an nessa, mæs ne d’e quet quen eas-se chom hep o desirout. Eas aoualc’h eo chom hep rei fals-testeni e justis, hoguen dies eo chom hep lavaret ur gaou bennâc e conversation hac en antretien. Eas aoualc’h eo en em viret ouz ar vezvinti, hoguen ne de quet quen eas-se beza sobr ha moderet en dibri hac en efa. Eas e deomp miret na zesirremp maro hon nessa, hoguen dies e deomp miret na zesirremp e incommodite : eas e deomp miret na zeuemp da ziffami den, mæs dies e deomp miret na zeuemp d’e zisprisout.

Bref an dentationou munut-se a goler, a voal suspicion, a jalousi, a avi, a amourousdet, a follentez, a vanite, a zuplicite pe a zoublentez, a affeterez, a finessa, a songesonou disonest, ar re-se eo an exerciçou continuel hac an dentationou ordinal o deveus ar re zevota memes hac ar re greha : ha rac-se, va Philotee, e rencomp caout ur sourci hac un dilijanç vras d’en em brepari d’ar gombat-se ; ha bezit assuret penaus quellies victor a c’hounezomp var an adversourien munut-se, quellies-se ivez a berlesen a vezo lequeat er gurunen a c’hloar, pehini a brepar Doue deomp en e Varados : ha rac-se e lavaran penaus o c’hortos cembati ervat ha gant couraich ouz an dentationou bras, mar gu’erruont, e rencomp en em zifen ervat ha gant dilijanç ouz an dentationou munut hac an attacou sempl-mâ.




AN NAVET CHABISTR.
Penaus eo e ranquer remedia ouz an dentationou munut.


EVit an dentationou munut-se’ta eus a vanite, a suspicion, a chagrin, a jalousi, a avi, a garanreziou direglet, hac an seurt traou sot-se, pere a zeu evel quelien da dremen dirac hon daoulagat, ha d’hor picat eber var hor boc’h, eber var hor fri, abalamour ma zeo impossibl beza toutafæt exant diouz an importunite anezo ; ar guelia resistanç a ouffet da ober outo, eo en em zerc’hel e repos hep en em inquieti nac en em chagrina morsetout : rac an traou-se oll ne ellont quet noasout deomp evito d’hon importuni, nemet e vezzimp ato er relolution hac er volontez da servicha Doue.

Disprigit eta an attacou munut-se, ha na brigit quet soquen sonjal petra a fell dezo da lavarer ; hoguen list-ii da vourdounat etro ho tiouscouarn quement hac a garrint, ha da nigeal ha tum’ha tuont endro deoc’h, evel ma leser ar c’helien ; ha pa zeuint d’ho picat ha d’en em arreti un nebeut en ho calon, na rit quen tra nemet o lamet simplamant, non pas o combati nac o respont outo, mæs oc’h ober actou control, n’eus forz pe seurt, ispicial eus a garantez Doue : rac, mar em c’hredit, n’en em aheurtot quet da fallout opposi ato ar vertuz control d’an dentation pehini a santit, abalamour ma ve an dra-se fallout casi disput outhi ; mæs goude beza grêt un act eus ar vertuz pehini a so directamant control d’an dentation, mar hoc’h eus bet ar spaç da-anaout peseurt tentation eo, e tistroot simplamant ho calon ouz Jesus-Christ crucifiet, ha dre un act a garantez en e andret e pocot d’e dreid sacr. Hounnez eo ar guella moyen da drec’hi an adversour, quen en dentationou bras quen er re vian : rac evel ma compren carantez Doue enni e-unan quement perfection o deveus an oll vertuziou-all, hac en ur fæçon excellantoc’h eguet ar vertuziou memes, ez eo ivez an ezcellahta remed a enep an oll viçou, hac ho speret o veza custum e pep tentation da gaout recours d’ar remed general-se, ne vezo quet obliget da gonsideri na da examina pe seurt tentationou en deveus ; n’en devezo simplamant, pa vezo troublet, nemet en em reposi var ar remed bras-mâ, pehini a so ouspen quen terribl d’an drouc-speret, ma paoues d’hon tenti, pa vel penaus e servich e dentationou d’hon excita da ober an actou-se a garantez Doue. Chetu a-se ar remed ouz an dentationou munut, pere a erru alies ha pe gant re, ma falfe deomp en em amusi a hini da hini, e teuemp d’en em geina hep avanç netra.




AN DECVET CHABISTR.
Penaus e rencomp fortifia hor c’halon a enep an Dentationou.


COnsiderit aviziou pe seurt passionou hac inclinationou a zomin muia en hoc’h ene : ha pa ho pezo-ii anavezet, quemerit ur fæçon da veva pehini a ve control-beo dezo, quen en ho songesonou, quen en ho comsou, quen en hoc’h œuvrou. Dre exempl mar en em santit inclinet d’ar bassion a vanite hac a zesir da veza istimet, songit alies peguer miserabl e buez an den er bed-mâ, peguer geinus vezo ar vaniteou-se d’ho coustianç en heur ar maro, peguen indin int eus a ur galon nobl ha courachus, ha ne de ar vaniteou-se nemet bugaleaich hac amusamanchou. Comsit alies a enep ar vanite : ha peguement bennac ma seblante deoc’h er grac’h a enep ho meno, na list quet cousgoude n’e disprichot ervat ; rac dre ar voïen-se en em angachot evit hoc’h enor memes da souten an du gontrol d’ar vanite, hac oc’h en em accustumi da barlant a enep un dra bennâc, e teuomp d’en em excita d’e gassaat, peguement bennâc ma hor bise-èn caret er gommançamant. Grit actionou a humilite ha servichou dister muia ma ellot, peguement bennâc ma sonche deoc’h er grac’h a enep ho meno : rac dre ar voyen-se e teud d’en em habitui d’an humilite ha da semplaat ho superbite en hevelep-fæçon, pa zui an dentation a vanite, ne allo quet hoch inclination e diguemeret quercouls, hac ho pezo mui a nerz d’e zrec’hi. Mar douc’h inclinet d’an avariçdet, songit alies er follentez eus ar pec’het-se, pehini hon rent esclavet d’ar pez ne de crouet nemet evit servichout deomp ; penaus en heur ar maro e ranquimp quitat tout ha dilesel ar pez hon eus destumet etre daouarn hen-a-hen, pere er fouillezo martese ; peautramant e servicho dezo an dra-se d’en em zauni, hac an seurt songesonou mad-se. Comsit ive cals a enep an avariçdet ha meulit cals disprigeanç ar bed : en em contraignit da rei alies an alusen ha da ober œuvrou a drugarez, ha list un occasion bennâc da dremen hep destum hac hep gounit.

Mar douc’h sujet da zesirout rei pe receo caranteziou diregler, songit alies peguen dangerus eo an amusamant-se quen evidoc’h quen evit ar re-all, peguement ez e un dra indin profani hac implija e rambreerez an affection nopla so en hoc’h ene. Peguement en em rentit sujet da veza blamet ha tremenet evit ur speret liger : parlantit alies evit ar burete hac ar simplicite a galon, ha grit ive muia hac a ellot eus a actionou conform da guemense, o tioual diouz peb-seurt affeterez ha diouz peb-seurt gestou : ersin en amser ar peoc’h, pa na viot quet prestet gant an dentationou eus ar pec’het, pe da hini ez ouc’h sujet, grit cals a actionou eus ar vertuz pehini a so control d’ar pec’het-se ; ha ma n’en em bresant quet an occasionou a guemense, iit aziarben dezo d’o rancontr : rac dre ar voyen-se e crehait ho calon a enep an dentationou da zonet.



AN UNNECVET CHABISTR.
Var an inquietud.


AN inquietud ne de quet un dentation hepquen eo, mæs ne sourcen peveus a hini ha pe dre hini e c’herru cals a dentationou ; ha rac-sè e livirin un dra bennâc anezi. An dristidiguez ne de quen tra nemet ar boan speret pehini hon eus abalamour d’an droug ha d’an deffot a so enomp a enep hor meno, daoust pe èn a so un droug exterieur, evel ma zeo ar baourentez, ar chlenvet, an disprijanç pehini a reer ac’hanomp hac ur c’holl bennâc : daoust pe èn a so un droug interieur, evel ma zeo an inoranç, an degout en oræson, ar repugnanç, an dentation : pa sant hon ene’ta e deveus un inconveniant bennâc evelse, ez e poan ganti e gaout, ha chetu eno an dristidiguez ; ha neuse-souden e tesir beza exant a guemense ha caout ar voyen d’en em zisober diouz an inconveniant-se : betec eno e deveus ræson ; rac peb-hini a zesir naturalamant ar mad hac a deac’h diouz ar pez a sonch a so droug. Mar c1asq an ene ar moyenou da veza dilivret diouz an droug hac an inconveniant-se abalamour da Zoue, o c’hlasco gant patiantet, gant douçder ha gant humilite hep en em chagrina, o c’hortos mui beza dilivret dre ar vadelez hac ar brovidanç a Zoue eguet gant e foan ha gant e sourci hac e dilijanç : mar clasq beza dilivret abalamour dezi e-unan, e vezo ur pres hac un hast bras varnezi o clasq ar moyenou a guemense, evel pa zepante mui ar mad se diouthi eguet diouz Doue : ne lavaran quet e sonche an dra-se, hoguen lavaret a ran e teu d’en em bressi evel pa sonche. Ma na guef quet prest ar pez a zesir, e c’hantre en un inquietud hac en un impatiantet vras, hac evel na vez quet lammet an droug diaguent gant an oll inquietud hac an oll impatiantet-se, mæs quent-se cresquet ha goazzeat e c’hantre an ene en un displijadur dreist voder oc’h en em digourachi en hevelep-fæçon, ma soinch dezi n’e deus remed ebet mui ouz e droug pe ouz e deffot. Guelet a rit eta penaus an dristidiguez, pehini a so just er gommançamant, a zeu da anjandri an inquietud, hac an inquietud a zeu da anjandri goudese ur grescans a dristidiguez pehini a so dangerus bras.

An inquietud eo ar brassa droug a erru gant an ene, exceptet ar pec’het. Rac evel ma teu ar revoltou hac an troublou a ziabarz da ruina ur Rouantelez antieramant, ha d’e ampeich na ell resista ouz an estranjour pe an adversour a ziaveaz, evelse hor c’halon, o veza troublet hac inquietet a ziabarz, a goll an nerz da veintini ar vertuziou pere e devoa acquisitet, ar pez a lam diganti assambles ar voyen da resista ouz tentationou an adversour pehini a ra neuse peb-seurt effort evit pesqueta, ec’his a lavarer, en dour tenval, da lavaret eo, evit caout un avantaich bennâc var hor c’houstianç endra vez erc’hisse tenvaleat ha troublet gant an inquietud. An inquietud a sorti eus an desir direglet da veza dilivret diouz an droug pehini a santer, pe da acquisita ar mad pehini a esperer : ha cousgoude ne deus netra a guement a vouazza mui an droug, nac a bella mui ar mad, eguet ma ra an inquietud hac an ampressamant. Al laboucet a chom dalc’het er rouejou hac el laçou, abalamour, pa vezont angaget enno, ma en em remuont ha ma en em zifretont re da sortial emeas, hac er fæçon-se nemet en em serra ebarz ne reont ato mui-ouz-vui. Pa viot presset eta gant an desir da veza dilivret diouz an droug pe da gaout ur mad bennâc, abarz peb-tra liquit ho speret e repos, grit d’ho chujamant ha d’ho volontez en em zerc’hel compes hep en em droubli, ha neuse pourchassit adoug ho cam ha gouestadic an issu mad eus ho tesir, oc’h en em servichout diouz tu eus ar moyenou pere a a vezo convenabl da guemense ; ha pa lavaràn a doug ho cam, ne ententan quet gant neglijanç, mæs hep en em bressi, hep en em droubli hac hep en em inquieti, autramant eleac’h caout an effet eus ho tefir, ne reot nemet coll tout hac en em ambarassi mui-ouz-vui.

Va ene a so ato etre va douarn, va Doue, ha n’em eus quet ancounec’heat ho lesen, eme Zavid gueichal ; examinit estreguet ur veich en deiz, da viana diouz nos ha diouz vintin, ha c’hui a zalc’h ivez hoc’h ene etre ho taouarn, pe hi a vez ravisset digueneoc’h gant un inquietud ha gant un inclination fall bennâc. Considerit ha c’hui a zalc’h ho calon en ho courc’hemen, pe hi na d’e quet achapet eus adre ho taouarn evit en em angagi en un affection direglet bennâc eus a garantez, a gassoni, a avi, a c’hoant, a aon, a velancoli pe a joa. Mar deo en em egaret evelse ho calon, abarz peb-tra oll, clasquit-hi, ha digacit-hi goestadic e presanç Doue, o lacat hoc’h affectionou hac ho tesirou dindan an oboissanç hac an disposition eus e volontez divin : rac evel ma teu ar re pere o deveus aon da goll un dra bennâc a so precius dezo, d’e zerc’hel en o dorn serret clos, evelse ivez oc’h imita ar Roue bras-se David e tleomp ato lavaret, o va Doue, va ene a so e danger, ha rac-se e dougan bepret etre va daouarn, hac er fæçon-se n’em eus quet ancounec’heat ho lesen santel.

Na list quet ho tesirou, peguen dister bennâc vent, d’hoc’h inquieti : rac goude an desirou dister ha munut, e caffe ar re vras hac ar re important ho calon disposetoc’h d’an droublien ha d’an direglamant. Pa santot an inquietud oc’h erruout, en em recommandit da Zoue, ha quemerit ar resolution na reot netra tout eus ar pez a c’houlen ho tesir digueneoc’h, quen na vezo tremenet oll an inquietud : nemet un dra ve ha ne alle quet da zifferi, ha neuse e renquit gant un effort douç ha pæsibl derc’hel var ho tesir oc’h e voderi muia ma vezo possibl deoc’h ; ha var guemense ober ar pez hoc’h eus da ober non pas hervez ho tesir mæs hervez ar ræson. Mar gu’illit disolei hoc’h inquietud d’an hini en deveus an direction eus hoc’h ene, pe da viana da un den a zoujans ho pe fizians ennâ, na zouetit quet na vezo calmet ho speret neuse-souden ; rac discleria evelse poaniou ar speret da un den sur a ro ar memes soulajamant d’an ene, evel a ro ar gouada da gorf an hini a vez e terzien continu ; hemâ eo ar remed eus an oll remejou. Evelse ivez e roas ar Roue Sant Lois an avis-mâ d’e vap ; mar hoc’h eus, emeza, va map, diesamant ebet var ho speret, livirit-èn incontinant d’ho Chonfessour pe da un den a zoujanç Doue bennâc, hac er fæçon-se e c’hellot douguen eassoc’h a-se ho poan hac ho tiesamanr dre an nerz hac ar gouraich cre ho pezo digantàn.



AN DAOUZECVET CHABISTR.
Var an dristidiguez.


AN dristidiguez pehini a so hervez Doue, eme Sant Paul, a brodu ur binigen pehini a zeu da assuri hor silvidiguez, hac an dristidiguez pehini a so hervez ar bed a brodu ar maro d’hon ene. An dristidiguez eta a ell beza mad pe fall hervez an effejou pere a brodu enomp. Guir e penaus e produ mui a voual effejou, eguet a re vad ; rac ne brodu enomp nemet daou effet mad, da c’houzout eo an drugarez hac ar binigen ; hac ez eus c’hueac’h a re fall, da c’houzout eo ar velancoli, an diegui, ar facheri, ar jalousi, an avi, hac an impatiantet, ar pez en deus grêt d’ar Fur lavaret : an dristidiguez a laz cals, ha ne deus profit ebet diouthi ; abalamour, eleac’h diou c’houeren vad pere a sorti eus ar sourcen a dristidiguez, ez eus c’hueac’h pere a so fall meurbet.

An adversour en em servich eus an dristidiguez evit exerci e dentationou a enep an dud a zoujanç Doue : rac evel ma laca e boan da ober d’ar re vechant beza laouen en o fec’het, e ra ivez e bossibl da ober d’ar re vad beza trist en o œuvrou mad : hac ec’his na ell procuri an droug, nemet oc’h e lacat da veza agreabl, ne ell ivez distrei diouz ar mad, nemet oc’h e lacat da veza disagreabl. An drouc-speret en em blich en dristidiguez hac er velancoli, evel ma chomo ebarz ivez eternelamant, hac e carre e ve peb-unan en dristidiguez eveldàn.

Ar goal dristidiguez a zeu da, droubli hon ene, d’hon lacat en inquietud ha da veza dreist voder en aon hac en amprehansion, d’hon degouti diouz an oræson, da assoupissa, da accabli hor cervell, d’hor priva eus a gusul, eus a resolution, a jugeamant hac a gouraich, ha da ziscar hon nerz. Bref ec’his ur gouan calet eo pehini a lam e oll guenet digat an douar, hac a zeu da c’hourraat an oll anevalet : rac an dristidiguez a lam ivez e oll douçder digat an ene, hac e rent casi paralitic hac impotant hep gallout en em servichout eus e oll faculteou. Ma c’hoarfe deoc’h jamæs, Philotee, beza attaquet gant ar goal dristidiguez-se, pratiquit ar remejou-mâ : ha trist eo unan bennâc, eme Sant Jaques, n’en deveus nemet pidi Doue. An oræson a so ur remed souveren, rac sevel a ra hor speret etrese Doue, pehini hepquen e hor joa hac hor c’honsolation ; mæs pa er petot, en em servichit eus a affectionou hac a gomsou quen interieur quen exterieur, pere ho touque d’ar fizianç ha d’ar garantez en andret Doue, evel ma ve lavaret, o va Doue leun a drugarez, va Doue leun a vadelez, va Salver douç ha deboner, Doue va c’halon, c’hui pehini e va joa, va esperanç, ar pried quer ha caranrezus eus va ene, hac an seurt comsou tener-mâ.

Controllit muia ma ellot an inclinationou eus an dristidiguez, ha peguement bennâc ma caffac’h e rac’h gant yenien, gant tristidiguez ha gant lachete quement a reor en amser-se, na list quet cousgoude n’er greot. Rac an adversour, pehini a bretant hon lentaat hac hon languissa en œuvrou mad dre an dristidiguez, o velet cousgoude penaus ne lesomp quet n’o greomp ato, hac e telont mui o veza great gant resistanç ha gant difficulte, e paoues d’hon affligea davantaich. Canit ive neuse Canticou spiriruel ; rac an drouc-speret en deveus cesset alies e operation dre ar voyen-se, evel ma remerguer en exempl eus a Saül, pehini a yoa siget pe bossedet gant an drouc-speret, ha peveus a hini e veze afflet hac arretet ar violanç dre ar Salmou pere a gane David. Mad ve deoc’h neuse en em occupi en œuvrou exterieur hac en ul labour bennâc, oc’h ober memes estreguet un seurt labour evit divertissa hoc’h ene hac e distrei diouz ar pez a ra e zristidiguez, hac evit purifia ha toma ar sperejou, da lavaret e, an humoriou pere a so enoc’h, pa zeo an dristidiguez ur bassion hac uo inclination eus ar gomplexion yen ha seac’h.

Grit actionou exterieur eus a ferveur hac a garantez en andret Doue, pa o grac’h hep gout, o vriata imaich ar grucifi, oc’h e serra var ho peultrin, o poquet d’e dreid ha d’e zaouarn, o sevel ho taoulagad hac ho taouarn etrese an Eê, o lanci ho mouez etrese Doue dre gomsou a garantez hac a fizianç, evel ma zeo ar re-mâ : Va Doue, va muia caret a so din, ha me a so dezàn. Va muia caret a so ur boquet Myrh din, chom a rai etre va divron. Va daoulagat a languis varzu ac enoc’h, va Doue, en ur lavaret, p’eur em c’honsolot-hu-me ? O va Jesus, bezit din Jesus. Piou am dispartio-me diouz carantez va Jesus ? hac an seurt comsou tener-se. An disciplin quemeret gant moderation a so mad a enep an dristidiguez, abalamour ma teu an affliction exterieur-se pehini a guemeromp volontieramant var hor c’horf da obteni deomp digant Doue ar gonsolation interieur eus hon ene pehini, o santout ar boan a zianveas-se, a zistro e soinch diouz ar boan a ziabarz.

Ar frecantation eus ar Gommunion santel a so excellant ouz an dristidiguez, rac dre ar bouet celestiel-se e vez creheat ar galon ha rejouisset ar speret. Disculiit d’ho Tirecteur ha d’ho Confessour humblamant ha fidelamant quement dipit na yenien, ha quement santimant na tentation a zeu eus ho tristidiguez. Clasquit an anrretien eus an dud spirituel, hac hentit-ii muia ma ellot endra viot en ho tristidiguez ; hac erfin oll en em resinit etre daouarn Doue, oc’h en em brepari da soufr an dristidiguez enouus-se gant patiantet evel ur bunition just eus ho laouenidigoezou vean. Ha na zouetit morse-tout na zui Doue d’ho tilivra diouz ar boan-se goude beza exercet hac amprouvet ho paiantet hac ho fidelite.




AN TRIZECVET CHABISTR.
Var ar gonsolationou spirituel ha sansibl, ha penaus e tleer en em gomporti enno.


DOue a gonserv ar bed-mâ en ur genchamant continuel, pe dre hini an deiz a geinch ato en nos, an nevez-amser en hàn, an hàn e divez-amser, an divez-amser e gouàn, hac ar gouàn e nevez-amser, ha jamæs ne vez hènvel toutafæt an eil devez ouz eguile. Guelet a reer deveziou couabr, deveziou glao, deveziou sec’hor, deveziou avel hac ar genchamant-se a ro ur guenet agreabl d’ar bed universel-mâ. Ar memes tra a c’hoare gant an den pehini, evel a lavar ar re Ancien, a so un abrege eus ar bed : rac jamæs ne chom an den er memes stad, hac e vuez a red var an douar evel an dour, o vont a flod hac a rodel continuelamant evel ar goagou e naouspet fæçon dishenvel, aviziou oc’h en em sevel dre an esperanç, aviziou o c’hiselaat dre an aon hac an doujanç, aviziou o plega a-zeou dre ar gonsolation, aviziou-all a-gleiz dre an affliction ; ha jamæs ne vez hènvel an eil devez ouz eguile, na memes an eil heur ouz e ben eus e vuez. Un avertissamant bras eo hemâ : ret e deomp lacat hor poan da gaout ur fermete continuel a galon etouez quenalies a accidantou hac a genchamãchou ; ha peguement bennâc ma ve tro-dizro ha cheing-digeinch an traou-all oll endro deomp, e rencomp chom bepret ferm hep flaich, da sellet, da visa ha da bretandi ato etrese hon Doue.

Daoust pe seurt rout a guemero al Lestr, pe èn a yelo varzu cuz-heaul, pe èn a yelo varzu sao-heaul, jamæs cousgoude an nadoz-vor ne sello nemet varzu stereden an Nord. Pa ve troet quement so tout var oc’hement-all, ne lavaràn quet hepquen endro deomp, mæs ennomp memes ; da lavaret eo, pe e a vezo trist pe e a vezo joayus hon ene, pe hi a vezo e douçder, pe hi a vezo e c’huervder, e peoc’h pe e troublien, e sclerigen pe e têvaligen, e tentation pe e repos, e gout pe e degout, e sec’hor pe e teneridiguez, pe hi a vezo rostet gant an heaul, pe hi a vezo refresquet gant ar gliz ; ret e cousgoude derc’hel ato ar bec eus hor c’halon, eus hor speret hac eus hor volontez, pehini e hon nadoz-vor, da sellet continuelamant ha da visa perpetuelamant etrese carantez Doue hor C’hrouer, hor Salver, hac hor mad souveren. Pe ny a vev, pe ny a varv, eme an Abostol, da Zoue oump ato. Piou hon dispartio-ny diouz carantez Doue ? Non jamæs netra n’hor separo diouz ar garantez-se nac an affliction, nac an anquen, nac ar maro, nac ar vuez, nac ar boan bresant, nac an amprehansion rac an accidantou da zonet, nac an artifiçou eus an Ærevent, nac an huelder eus ar gonsolationou hac ar brosperiteou, nac an donder eus an adversiteou, nac an deneridiguez, nac ar sec’hor ne dle jamæs hor separi diouz ar garantez santel-se, pehini a so fountet e Jesus-Christ.

Ar resolution-mâ quen absolut da zerc’hell mad ato da Zoue hep quitât jamæs e garantez douç, a servich da gontre-poues d’hon eneou evit o derc’hel ferm er memes stad santel-se etouez quement a geinchamanchou dishenvel a zigaç deomp ar gondition eus ar vuez-mâ : rac evel ma teu ar guenanigou da guemeret grouanennou mein etre o divesquer pa vezont surprenet gant an avel var ar meas evit gallout en em valanci en ear, ha miret na daent quen eas gant an avel o veza pounnereat gant ar vein-se, evelse ivez hon ene, o veza dre ar resolution-mâ briateat stard ar garantez precius a Zoue, a chom constant ha ferm emesq an inconstanç hac ar geincbamant eus a gonsolationou hac an afflictionou quen spirituel quen temporel, quen exterieur quen interieur.

Mæs ouspen an doctrin general-se hon eus izom eus a un descadurez particulier bennâc c’hoaz. 1. Me lavar eta penaus an devotion ne gonsist quet en douçder, er saour, er gonsolation hac en deneridiguez sansibl eus ar galon, pehini hon laca da vouela ha da huanada hac a ro deomp ur certen satisfaction agreabl ha saourus en un exerciç spirituel bennâc. Non, va Philotee, an devotion hac an dra-se de dint quer ur memes tra. Rac beza ez eus cals a eneou, pere o deveus an deneridiguezou hac ar gonsolationou-se, ha cousgoude ne lesont quet na d’int vicius bras ; ha n’o deveus parconsecant guir garantez Doue ebet, ha nebeutoc’h c’hoaz guir devotion ebet. Saül pa edo o pourchu lamet e vuez digant ar paour-quez David, pehini a yoa o tec’het en e raoc e deserziou Engaddi, a antreas e-unan en ur c’havarn, eleac’h ma oa cuzet David gant e dud : David, pehini a alfe eas aoualc’h e laza en occasion-se a lesas e vuez gantâ, ha ne fallas quet dezàn so-quen ober aon dezàn ; mæs oc’h e veza leset da sortial en e liberte, er galvas goudese evit disquez dezàn e innoçanç hac evit rei dezâ da anaout oa bet mestr eus e vuez ma carfe. Ebien var guemense petra na eureu Saül evit disquez oa tenerreat e galon en andret David ? e c’hervel a rea e vap, commanç a eureu da vouela, d’e veuli, da anaout ervat e vadelez hac e zouçder, da bidi Doue evintàn, da bronostica e vise bras hac enorabl ur veich, ha da recommandi dezàn e vugale pere a chomse var e lerc’h. Pebez douçder ha teneridiguez a galon a alse Saül da zisquez brassoc’h ? hac evit quemense tout cousgoude ne doa quet chenchet en e ene, ha ne lese quet na gontinue e bersecution a enep David quer cruel ha biscoaz. Chetu penaus en em guef tud, pere o consideri ar vadelez a Zoue ha passion hor Salver, a sant o chalon tenerreat bras, ar pez o laca da huanada, da vouela, da bidi ha da drugarecât Doue en ur fæçon quer sansibl, ma lavarret e ve sesiet o c’halon gant un devotion vras meurbet : hoguen pa zeuer d’o approu, e veler penaus, evel ar c’haouajou glao, pere e creis an Hân tom a gouez en ur dremen a vanneou bras var an douar hep antren ebarz, ne servichont nemet da brodui cabellou touceg ; dememes an dalou hac an deneridiguez-se o coueza var ur galon vicius hep antren ebarz, ne servichont da netra tout dezi : rac evit quemense oll an dud abuset-se ne restituent quet ul liard eus ar mad droug acquisitet, pehini a so en o fossession, ne renohcent quet da unan hepquen eus o affectionou hac o inclinationou fall, ha ne garrent quet quemeret an disterra incommodite evit servich hor Salver, gant quement gouelvan a reont var e souffrançou ; hac evelse ne de ar santimanchou mad, pere o deveus bet, nemet certen cabeliou-touceg spirituel, pere ne de quet ar guir devotion int, quent-se ne dint lies a veich nemet finessaou bras eus an adversour, pehini oc’h amusi an eneou er gonsolationou munut-se, a ra dezo chom contant ha satisfiet a guemense, evit na glasquint mui ar guir devotion, pehini a gonsist en ur volontez ferm, resolu, pront ha prest da executi ar pez a ouser ervat a so agreabl da Zoue.

Ur buguel a vouelo dourec o velet rei un taul lancetes d’e vamn evit e goada ; hoguen mar deu e vam, p’evit hini e vouele, da c’houlen ountâ er memes amser un aval pe ur c’hornedat drage sucr a so gantâ en e zourn, ne falvezo dezâ morsetout e rei dezi. Evelse a c’hoare peurvuia gant hon devotionou tener. O velet toullet gant un taol lans calon Jesus crucifiet, e vouelomp tener aviziou martese. Allas ! Philotee, ervat a reomp gouela var ar Maro ha Passion galet-se eus hon Tad hac hon Redemptor ; mæs petra e deomp-ni’ta na roomp dezâ evit mad an aval a so etre hon daouarn hac a c’houlen ouzomp gant quement a importunite, da c’houzout e hor c’halon, pehini hepquen eo an aval a garantez a c’houlen hor Salver quer digueneomp ? petra na zilesom-ni gantàn an affectionou, an attachou, ar pligeadurezou hac ar gomplesançou munut-se, pere a sel dezàn da ziframma digueneomp, ha ne ell quet, abalamour ma ze hon drage-sucr int, pe da re hon eus mui a inclination eguet d’e c’hraç celestiel ? Allas ! caranteziou bugale eo ar re-se ; tener int evit guir, hoguen sempl ha faltasius int ivez hac effet ebet ne reont var hor c’halon. An devotion eta ne gonsist quet en deneridiguezou hac en affectionou sansibl-se, pere a zeu aviziou eus an natural, pehini a so boug ha facil erc’hisse da receo an impression a falvez da rei dezàn aviziou-all so-quen e teu an dalou hac an deneridiguezou sansibl-se aberz an adversour, pehini evit hon amusi hac hon trompla gant an affectionou tener-se, a zeu da excita hon imagination evit hon dispos d’ar gouelvan ha d’an deneridiguez-se o rei deõp da gridi an hen-se penaus ez omp devot, ha touchet en hor c’halon gant ur guir gontrition ha gant ur guir garantez en andret Doue, ha cousgoude ne domp quet.

2. Ar santimanchou tener hac an affectionou douç-se a so cousgoude aviziou mad ha profitabl meurbet : rac digaç a reont appetit d’an ene da veza devot, dont a reont da gonforti ar speret, ha da ajouti var an dilijanç eus an devotion ur joa hac ul laouenidiguez santel, pehini a rent hon actionou caer hac agreabl memes a zianveas. Evit ar gout-se, pehini a gafer en traou divin oa e crie David en termeniou-mâ ; O va Doue ! peguen douç e ho comsou-hu d’am staon-me ! douçoc’h int eguet ar mel d’am guenou. Hac evit guir an disterra conlolation a recevomp eus an devotion a dal mui e peb-fæçon eguet ar recreationou excellanta eus ar bed. An divron hac al leaz, da lavaret eo, ar faveriou eus ar Pried divin a so guell d’hon ene, eguet ar guin an dilicata eus a blijadurezou an douar. Nep en deveus tanveat eus ar faveriou hac an douçderiou celestiel-se, a guef oll gonsolationou ar bed-mâ evel oc’hement a vestl hac c’huervder : hac evel ma receo ar re, pere o deveus al lousaouen Scytiq en o guenou, un douçder quer bras anezi na santont na naon na sec’het, evelse ar re-mâ en deveus roet Doue dezo ar Man celestiel-se a zouçder hac a gonsolation interieur, ne ellont quet desirout na receo consolationou ar bed, a viana evit quemeret gout enno, nac evit en em amusi hac en em affectioni enno. Un tanva eus ar joaiusdet eternel int ar gonsolationou interieur-se a ro Doue d’an eneou pere en c’hlasq : greunigou sucret int pere a ro d’e vugaligou evit o signa hac o zenna d’e garet mui-ouz-vui : dourou cordial int, a bresant dezo evit o c’honforti hac o c’hourachi, hac aviziou ez int ivez errezou eus ar recompans eternel.[13]

3. Mæs, eme vezo c’hui, pa zeus consolationou sansibl, pere a so mad hac a zeu digant Doue, ha pa zeus ive cousgoude, hac a so inutil, dangerus, ha noasus bras memes, pere a zeu pe digant an natur, pe digant an adversour memes, penaus e c’hillin-me difaranti an eil-re diouz o entez anezo, hac anaout ar re fall diouz ar re vad ? Ur reglen general evit an affectionou hac ar santimanchou eus hon ene, Philotee, eo ma tleomp o anaout diouz ar frouez anezo ; hor c’halon eo ar vezen, an affectionou hac ar santimanchou eo ar blenchou anezi, e œuvroù hac e actionou eo ar frouez. Mad eo ar galon pehini e deveus affectionou ha santimanchou mad, hac an affectionou pe ar santimanchou-se a so mad, pere a brodu enõp effejou mad hac hon laca da ober actionou santel. Mar deu an douçderiou, an deneridiguezou hac ar gonsolationou-se d’hon renta humploc’h, patiantoc’h , amiaploc’h, charitaploc’h ha truezussoc’h en andret hon nessa, servantoc’h da vortifia hor c’hoantou hac hon inclinationou fall, fideloc’h en hon exerciçou mad, maniaploc’h ha souploc’h en egard d’ar re ma tleomp oboissa dezo, ha simploc’h en hor buez hac en hor c’homportamant, ne deus quet da zoueti, Philotee, na d’e aberz Doue int : hoguen ma n’o deveus an douçderiou-se hac an affectionou sansibl-se quen douçder nemet evidomp hon-unan, ma na reont nemet hon renta curius, trenc, quivioul, impatiant, aheurtet, rog, superb, calet ouz hon nessa, hac o sonjal e vemp dija Sent vian ne falfe deomp mui beza sujet d’an direction na d’ar gourrection, ne deus douet eber na deo ar re-se c’honsolationou faus ha pernicius. Ur vezen vad ne brodu nemet frouez mad.

4. Pa hor bezo eus an douçderiou hac ar gonsolationou interieur-se, e rencomp en em humilia cals dirac Doue : lequeomp evez mad na lavarremp o santout an douçderiou-se ; ô me so mad ha santel ! non Philotee, madou int pere n’hon rentont quet guell : rac, evel am eus lavaret, an devotion ne gonsist quet en dra-se ; mæs leveromp ; ô e a so Doue mad d’ar re pere a esper ennâ, d’an ene pehini er c’hlasq ! Nep en deveus sucr en e c’henou, ne ell quet lavare e ve douç e c’henou ; ar sucr, pehini a so ebarz, eo a so douç : evelse evit beza mad meurbet an douçder spirituel-se, hac evit beza guell c’hoaz an Autrou Doue, pehini e ro deomp, ne de quet lavaret e ve mad an hini a receo an douçder-se.

5.[14] Anavezomp ez omp c’hoaz bugaligou pere hon eus izom eus al leaz, hac ez e roet ar greun sucret-se deomp, abalamour ma ze c’hoaz tener ha dilicat hor speret, pehini en deveus izom eus an douçderiouigou-se evit e denna da garet Doue.

6. Mæs goude quemense, o coms generalamant hac evit an ordinal, recevomp gant humilite ar graçou hac ar faveriou-se, hac istimomp-ii bras meurbet, non pas quement abalamour ma zint bras enno o-unan, evel abalamour ma zeo dourn Doue eo o laca en hor c’halon, eguis a rae ur vam peini, evit calmi he buguel, a lacae dragennou sucr e-unan en e c’henou a unanou ; rac ma en deffe ar buguel jugeamant, e c’histime mui an douçder eus ar cherissamant a ra e vam dezàn, eguet an douçder eus an drage sucr-se. Hac evelse, Philotee, cals eo caout an douçderiou spirituel-se ; mæs an douçder eus an oll douçderiou eo consideri penaus o laca Doue e-unan, evel ur vam garantezus, en hor guenou, en hor c’halon, en hon ene, en hor speret.

7. Goude beza recevet evelse humblamant, bezomp sourcius d’o implija hervez intention an hini pehini o ro deomp. Perac e soinch deomp-ni e ro Doue deomp an douçderiou-se ? Evit hon renta douç en andret peb-unan, ha carantezus en e andret èn. Ar vam a ro an drageou d’he buguel evit e lacat da boquet dezi : pocomp ivez eta d’hor Salver pehini a ro deomp quement a zouçder ; hoguen poquet d’hor Salver e oboissa dezàn, miret e Chourc’hemennou, ober e volontez, heuly e zesirou, bref e vriata tener gant oboissanç ha fidelite. Pa hor bezo reeevet eta ur gonsolation spirituel bennâc, e rencomp en deiz-se en em renta diligeantoc’h da ober ervat ha d’en em humilia.

8. Ouzpen quemense tout e rencomp aviziou renonç d’an hevelep douçderiou, teneridiguezou ha consolationou, o separi hor c’halon diouto, hac o protesti penaus, peguement bennâc ma teuemp d’o accepti humblamant ha d’o c’haret abalamour ma o digaç deomp ha ma hon excitont d’e garet, ne d’e quet an douçderiou-se cousgoude eo a glascomp, Doue hac e garantez santel eo ; ne d’e quet ar gonsolation eo, mæs ar C’honsolateur; ne d’e quet an douçder, mæs hor Salver douç e-unan eo : hac en affection-se e tleomp en em zispos da chom ferm er garantez santel a Zoue, pa na dleffemp caout jamæs consolation ebet en hor buez, ha da veza contant da lavaret var Menez Calvar couls ha var Menez Tabor : ô va Doue, èn a so mad din-me beza guenec’hu, pe c’hui a vezo er Groas, pe c’hui a vezo er C’hloar.

9. Finalamant hoc’h avertissan penaus, mar guerrue gueneoc’h un abondanç notabl bennâc eus an hevelep consolationou, teneridiguezou, daelou ha douçderiou, pe un dra extrordinal bennâc ganto, ma ho pezo da gonferi fidelamant gant ho Confessour var guemense, evit disqui gantâ penaus e ranquer en em gomporti neuse ; rac ar Scritur a lavar : Ha cafet hoc’h eus-hu, ar mel ? Dibrit anezàn ar pez a so aoualc’h hepquen.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar sec‘hor hac an degout spirituel en devotion.


OBer a reot eta evel am eus lavaret deoc’h bremâ, va Philotee, pa ho pezo consolationou spirituel ; mæs an amser gaer-se. quen agreabl ne bado quet ato : rac c’hoarvout a rai ma viot aviziou quer privet ha quen dibourve eus ar santimant a zevotion, ma queffot hoc’h ene evel un deserz e ur franchis, evel un douar dibrofit ha dibratic, eleac’h ne deus nac hent na quenod da vont etrese Doue, na dour a c’hraç ebet d’e arrousi, abalamour d’ar sec’hor-se pehini a seblant e renta toutafæt inutil ha dîn da veza dileset. Allas ! peguen dîn eo a gompassion an ene pehini a so er stad-se, ispicial pa vez estrainch ar boan hac an degout-se pe en hini en em guef ; rac neuse ne ra nemet gouela nos-deiz, evel David, endra vez an adversour gant mil dentation o clasq e lacat da zisesperi, oc’h ober goab anezi, o lavaret dezi en e inrerieur : ah ! paourez guez, peleac’h ema da Zoue-de ? pe a hent e c’helli-de e gaout èn ? piou a allo birviquen renta dide ar joa eus e c’hraç santel-èn ?

Petra reot-hu neuse’ta, Philotee ? N’hoc’h eus nemet lacat evez pe a leac’h e c’herru an droug. Peurvuia e vezomp caus hon-unan d’hor sec’hor ha d’hon degout en devotion.

1. Evel ma revus ur vam ar sucr ouz he buguel, pehini a vez sujet d’ar prènvet, evelse Doue a lam digueneomp ar gonsolationou, pa guemeromp enno ur gomplesanç vean bennâc, ha pa vezomp sujet d’ar superbite ha d’an arroganç. Profitabl e din, va Doue, e teuac’h d’am humilia : ya, rac abarz beza humiliet em boa hoc’h offancet. 2. Pa neglijomp tenna profit eus an douçderiou a garantez Doue e pouent hac en amser, e teu d’o fellaat diouzomp e punition eus hon diegui. An Israelit pehini ne zestume quet ar man mintin-mad ne alle mui e zestum, goude ma veze savet an heaul, rac neuse souden e teuze oll.

3. Aviziou e vezomp cousquet en ur guele a gontantamant sansuel hac a gonsolation ar bed, evel ma edo ar Pried hont eus ar C’hanticou. Ar Pried divin eus hon eneou a sco var dor hor c’halon, hon inspira a ra d’en em rei adarre d’hon exerciçou spirituel ; hoguen marc’hata ountàn a reomp, abalamour ma hon eus poan o quitaat an amusamanchou vean-se, hac oc’h en em separi diouz ar gontantamanchou faus-se : ha rac-se e tremen ebiou, hac hon les da loueda en hon diegui, ha goudese pa falvez deomp e glasq, hor bez cals a boan oc’h e gaout : meritout a reomp ervat quemense, pa zomp bet quen infidel ha quen disleal d’e garantez o revusi an exerciç anezi, evit heul an attaich ouz traou ar bed. Ya, eme Zoue, beza ez eus gueneoc’h eta eus ar bleud a Ægipt, n’ho pezo quet ar Man eta eus an Eê. Ar guenan o deveus cas ouz quement seurt c’huez a vez composet dre art, peguer mad bennâc e seblante deomp ar c’huez-se ; hac an douçderiou eus ar Speret-santel ne ellont quet soufr quen nebeut an douçderiou artificius eus ar bed.

[4.] Mar bezit doubl ha diguiset oc’h en em servichout eus a finessaou a speret e Confession hac er gommunicationou spirituel pere ho pez gant ho Tirecteur, an dra-se a den ivez ar sec’hor hac an degout-se d’hoc’h ene : rac pa livirit gaou d’ar Speret-santel e personaich ho Confessour, pe ouz hini e tisquisit ho coustianç, ne d’e quet estrainch mar revus e gonsolationou divin ouzoc’h : ne fell quet deoc’h beza simpl ha meif evel ur buguel, n’ho pezo quet eta an drageen sucr a vez roet d’ar vugale. 5. En em rassasiet ouc’h eus a gontantamanchou ar bed, ne de quet marvail eta ho pe degout evit ar gontantamanchou spiriruel. Doue en deveus carguet a vadou spirituel ar re naonec, eme an Itron Varia, hac ar re binvidic en deveus leset goullo : ar re a so pinvidic eus a plijadurezou ar bed, ne dint quet capabl da receo ar plijadurezou spirituel.

6. Ha chui hoc’h eus conservet mad ar frouez eus ar gonsolationou recevet a ziaguent ? Beza ho pezo c’hoaz eta re a nevez : rac d’an hini en deveus, e vezo roet davantaich, hac an hini n’en deveus quet ar pez so roet dezàn oc’h e veza collet dre e faut, e vezo lamet dtgantâ memes ar pez n’en deveus quet ; da lavaret eo, e vezo privet eus ar graçou, pere a yoa preparet evintàn. Guir eo e teu ar glao da lacat ar plant da veva, pere o deveus un dra bennâc a c’hlasvez, mæs evit ar re n’o deveus qüet, e lam diganto c’hoaz ar vuez pehini n’o deveus quet ; rac o lacat a ra da vreina toutafæt. Dre gals eus an hevelep occasionou-mâ eo e collomp ar gonsolationou a zevotion hac e couezomp er sec’hor hac en degout spirituel. Examinomp eta hor c’houstianç evit guelet ha ni a remerq enomp eus an hevelep deffautou-mâ ; hoguen remerquit, Philotee, penaus ne ranquer quet ober an examen-mâ gant inquietud na gant re a enclasq, mæs goude beza consideret fidelamant hor c’homportamant evit ar sujet-se, mar quefomp enomp ar pez a so caus d’an droug, e tleomp trugarecât Doue d’e veza cafet ; rac anter-remediet vez ouz an droug, pa vez cafet ar pez so caus dezâ. Ma na velit er c’hontrol netra e particulier a guement a gaffac’h a ve bet caus d’ar sec’hor ha d’an degout-se, n’en em amusit quet d’e glasq davantaich ; mæs ganr peb simplicite hep examina mui netra e particulier, grit ar pez ma zan da lavaret deoch.

1. En em humiliit cals dirac Doue, o c’hanaout ho neant hac ho paourentez. Allas, emit-hu, petra oun-me, pa vezàn dileset gueneèn va-unan ! Netra sur, va Doue, nemet un douar seac’h pehini, o veza fouetet ha scarnilet oll, a zisquez ervat an izom e deveus eus ar glao celestiel, hac etretant e teu da veza rentet e poultr ha da veza squignet gant an avel.

2. Pedit Doue, ha goulennit ar joa interieur-se ountâ. Rentit din, emit-hu, va Doue, ar joa-se a silvidiguez. Va Zad Celestiel, mar d’e possibl, distroït ar C’halir-mâ diouzin. Quea diouzin, avel bis, a so quen dibrofit hac a zisec’h va ene ; deut c’hui avel gracius a gonsolationou divin, da c’hueza em jardin, evit ma tui an aaffectinou mad anezi da scuilla ur c’huez dous hac agreabl.

3. Iit da gaout ho Confessour, digorit dezâ ervat ho calon, disquezit dezâ ervat ar secrejou eus hoc’h ene, recevit gant ur simplicite hac un humilite vras an avisou a roï deoc’h ; rac Doue, pehini a gar infinimant an oboissanç, a rent alies profitabl an avisou pere a guemeromp digant hon hentez, ispicial digant Conductoret an eneou, peguement bennâc a hent-all na ve quet a apparanç vras a guemense : evel ma rentas profitabl da Naaman an dour a rivier jourdren, peveus a hini en devoa gourc’hemennet ar Profet Elisee dezàn en em servichout hep apparanç ebet a ræson humen.

4. Hoguen goudese oll ne deus netra quer profitabl pa en em guefomp en hevelep sec’hor hac en hevelep degout, eguet miret na vezzimp re hastet da zesirout beza dilivret a guemense. Ne lavaràn quet na dleomp caout ur souhet simpl da veza dilivret ; mæs lavaret a ràn penaus ne dleomp, quet beza re hastet ha re affectionet da guemense, nemet en em resina antieramant d’an disposition eus ar Brovidanç a Zoue, evit queit ha ma plijo gantâ ma en em servicho ac’hanomp etre ar spern-se hac etouez an desirou-se. Leveromp da Zoue’ta en amser-se : O va Zad Celestiel, mar d’e possibl, grit ma tremeno ar C’halir-mâ diouzin ; mæs ajoutomp ive gant ur gouraich vras : cousgoude ho volontez bezet great ha non pas va hini-me. Hac en em arretomp eno gant muia hac a allimp a repos : rac Doue oc’h hor guelet er resignation santel-se, hor c’honsolo dre gals a c’hraçou hac a faveriou ; evel pa velas Abraham en em resolvet d’en em briva eus e vap Isaac, ma en em gontantas d’e velet indifferant er resignation pur-se oc’h e gonsoli gant ur vision agreabl ha gant benedictionou douç meurbet. E peb-seurt afflictionou’ta quen corporel quen spirituel hac en distractionou pe er brivationou eus an devotion sansibl e tleomp lavaret a greis hor c’halon ha gãt ur soumission ar vrassa. An Autrou Doue en deveus roet din consolationou, hac en deveus-ii lammet adarre ; benniguet ra vezo e Hano sacr ha santel. Rac o perseveri en humilite-se e rento deomp ar faveriou douç en devoa lammet digueneomp, evel ma rentas da Job, pehini a oue constant ha courachus d’en em servichout eus an hevelep comsou eti e oll afflictionou.

5. Finalamant, Philotee, gant hon oll sec’hor, hon oll degout hac hon oll baourentez na gollomp quet a gouraich ; mæs gortoomp gant patiantet ar gonsolationou da zistrei, heuliomp bepret hon trein, na lesomp quet evit quemense exerciç ebet a zevotion, quent-se mar d’e possibl, greomp mui a œuvrou mad ; ha pa na ellomp presanti d’ar Pried quer eus hon ene confituriou gleb, presantomp dezâ da viana confituriou seac’h : rac an eil a dal eguile dezàn, nemet e vezo ar galon, pehini a offr dezâ, en em resolvet antieramant da fallout e garet. Pa vez caer an Nevez-amser, e ra ar guenan mui a vel, ha nebeutoc’h a c’horadur, abalamour ma en em amusont quement ouz an amser gaer da zestum ho fourvision divar ar fleurachou, ma c’hancounec’haont ober o guenan munut ; mæs pa vez rust ha tenval an Nevez-amser, e reont mui a c’horadur ha nebeutoc’h a vel : rac evel na ellont quet sortial da zestum ar mel, en em occupont da beupli ha da vultiplia o raç. Evelse ivez e c’herru alies, Philotee, ma teu an ene, oc’h en em velet en Nevez-amser eus ar gonsolationou spirituel, d’en em amusi quement d’o destum ha d’o suna, ma ra cals nebeutoc’h a œuvrou mad en abondanç eus an douçderiou spirituel-se ; ha ma ra er c’hontrol emesq ar rust amser hac ar sec’hor spirituel sulvui a œuvrou dîn ha ferm, hac a c’horadur interieur eus ar guir vertuziou a batiantet, a humilite, a zisprigeanç anezi e-unan, a resignation hac a renonçamant d’e amour propr, sulvui ma en em vel privet eus ar goud hac eus ar santimanchou agreabl a zevotion.

Un abusion vras eo eta etouez cals, ispicial etouez ar merc’het, cridi penaus ar servich, pehini a rentomp da Zoue hep santout goud na tenerediguez ebet a galon, a ve nebeutoc’h agreabl d’e Vajeste divin ; pa zeo er c’hontrol hon actionou evel ar ros, pere, peguement bennâc ma o deveus mui a c’hras pa vezont fresc, o deveus cousgoude mui a c’huez-mad ha mui a nerz pa vezont seach : rac toudememes peguement bennâc ma vez hon œuvrou agreaploc’h deomp hon-unan pa o greomp gant an denerediguez-se a galon, ma vezont agreaploc’h, a lavaràn, deomp-ni pere ne gonsideromp nemet hor satisfaction hon-unan, cousgoude pa hor bez ii great er sec’hor hac en degout spirituel, o devez ive mui a c’huez-mad ha mui a bris hac a dalvoudeguez dirac Doue. Ya, va Philotee, en amser ar sec’hor e teu hor volontez d’hon douguen da servicha Doue evel parforça ; hac evelse eo ret e ve courachussoc’h ha constantoc’h neuse eguet en amser an deneridiguez. Ne d’e quet un dra vras servicha ur Prins ebarz en douçder eus an amser a beoc’h, hac emesq ar blijadurezou eus e bales ; hoguen e servicha en amser rust eus ar bresel, emesq an droublien hac ar bersecutionou, hennez a so ur guir merq eus a gonstanç hac a fidelite.

Santes Angela eus a Foligni a lavare penaus an oræson an agreapla da Zoue eo an hini a reomp parforça hac a enep hor meno, da lavaret eo, an hini ma en em applicomp d’e ober non pas ma hor be gout ebet enni, na ma hor be inclination ebet dezi, nemet hepquen evit plijout da Zoue, pe da dra hon doug hor volontez evel an despet deomp, oc’h ober effort ha violanç d’ar sec’hor ha d’an degout pe d’ar repugnanç hon eus e quenver an dra-se. Ar memes tra a lavaràn evit peb-seurt œuvrou mad ; rac sulvui a gontroliez hac a boan hon eus pe var hor c’horf pe var hor speret o ober, sul estimetoch ha sul breciussoc’h int dirac Doue. Sul nebeutoch a so eus hon interest particulier o pratica ar vertuziou, sulvui a-se en em zisquez eno ar garantez pur en andret Doue. Ar buguel a boq d’e vam prest aoualc’h pa ro un dra zouç dezàn ; hoguen mar boq dezi goude rei dezàn un dra c’huero, ez e sin en deveus ur garantez vsras outhi.




AR PEMZECVET CHABISTR.

Eleac’h ma ze confirmet ha sclerreat ar pez a so lavaret diaraoc, dre un exempl pehini a so da veza remerquet.


MÆs evit renta sclerroc’h an oll instruction-mâ, e fell din lacat amâ ur pez excellant eus a Histor Sant Bernard, evel ma em eus-èn cafet rapportet gant ur Scrivagner abil ha fur ; lavaret a ra eta evellen. Peurvuia e c’herru casi gant quement hini a gommanç da servicha Doue, ha n’o deveus quet c’hoaz an experianç eus a brivationou ar c’hraç nac eus ar genchamanchou spirituel, penaus, pa vanq dezo ar goud-se eus an devotion sansibl, hac ar sclerigen agreabl-se pehini o c’houfi d’en em hasta da vont etrese Doue, e collont o alan en un taul-cont, hac e couezont en digourajamant hac en dristidiguez a galon. An dud ententet mad a rent ar ræson-mâ eus a guemen-se, penaus natur an den ne ell quet beza oll affamet hep caout ur satisfaction bennâc pe eus an Eê pe eus an douar : hac ec’his ma teu an eneou da renonç facilamant d’an objedou visibl ha d’ar plijadurezou corporel, pa vezont bet savet aziouto o-unan dre an essa hac an tanva o deveus great eus ar plijadurezou spirituel ; evelse pa vez lammet diganto ar joa spirituel-se dre an disposition a Zoue, oc’h en em gaout ivez a hent-all privet eus a gonsolationou corporel, hac o veza na dint quet c’hoaz acustumet da c’hortos gant patiantet an distro eus ar guir heaul, e seblant dezo penaus ne vezont nac en Eê na var an douar, hac e chomint sebeliet en un nos continuel, en hevelep-fæçon o veza collet ganto bronn o mam evel bugaligou pere a vez dizounet, ma languissont ha ma voelont, ha ma teuont da veza enouus hac importun ispicial dezo o-unan.

Quememâ’ta a erruas en hent eus ar vertuz gant unan hanvet Geffre eus a Perone, pehini a yoa en em lequeat a nevez a yoa da servicha Doue : hemâ o veza deut souden da veza seac’h, privet a gonsolation interieur ha goloet e speret a devaligen, a gommanças da gaout memor eus e vignonet er bed, eus e guerent, hac eus ar binvidiguez hac ar gommodite en devoa nevez dileset ; ar pez a eureu dezàn beza attaquet gant un dentation quer bras, na alle quet miret n’en remerquet diouz ar fæçon anezàn ha ma en anavezas ervat unan eus e vrassa mignonet fidel, pehini en deoue an adres da dostat ha da goms ounti gant douçder, en ur lavaret dezàn e secret. Petra e quememâ, Geffre ? Petra e ma zoc’h-hu deuet da veza quen ambaniet ha quen affliget ha ma tisquezit beza ? Geffre neuse o tenna un huanad a vouelet e galon a respontas, ah ! va breur, emezâ, jamæs em buez ne vezin laouen. Eguile touchet dre ar respont-mâ gant truez ountâ evel ur guir vreur, a yeas neuse souden da gonta quemense oll d’an Tad commun Sant Bernard, pehini o velet an danger a entreas en un Ilis a dost da bidi Doue evintàn ; hac etretant Geffre, pehini ne alle mui gant an dristidiguez a reposas e ben var ur mean hac a gouscas ; mæs da ben un nebeudic amser e sefsont o daou unan eus e oræson gant ar c’hraç obtenet dreizi, hac eguile eus e gousq gant ur visaich quel leal ha quel laouen, ma en em estonas e vignon-quer o velet ur genchamant quer bras ha quer pront, ha na allas quet miret na rebeichas dezàn amiablamant ar pez en devoa respontet dezâ un nebeudic diaguent. Geffre a replicas dezâ neuse ; mar em boa lavaret deoc’h quent penaus ne visen jamæs laouen, e c’hassuràn deoc’h bremâ penaus ne vezin jamæs trist.

Chetu a-se an issu e devoue an dentation, pehini a erruas gant ar personaich devot-mâ ; hoguen remerquit ebars er recit-mâ, Philotee ; 1. Penaus Doue a gustum rei ur gout hac un tanvâ bennâc eus ar gonsolationou hac ar plijadurezou spirituel d’ar re pere a vez o c’hantren en e servich, evit o zenna eus a blijadurezou hac a satisfactionou ar bed, hac evit rei couraich dezo da bourchu ar garantez divin ; evel a ra ur vam, pehini evit tenna e buguel d’ar vronn, a laca mel var ar bec anezi. 2. Penaus an Doue mad-se cousgoude eo a lam ivez aviziou digueneomp, hervez an disposition eus e furnez, al leaz hac ar mel a gonsolationou, evit oc’h hon dizouna erc’hisse, ma tesquimp dibri ar bara seac’h ha cre eus a un devotion ferm exercet hac approuvet dre an degout hac an dentationou. 3. Penaus e sao aviziou tentationou bras meurbet emesq ar sec’hor hac an degout spirituel, hac eo ret neuse beza ferm da drec’hi an dentationou-se ; rac ne dint quet aberz Doue : mæs ret e soufr gant patiantet ar sec’hor hac an degout-se, pa zint ordrenet gant Doue evit hon exerci. 4. Penaus ne dleomp jamæs coll couraich etouez hor poaniou interieur, na lavaret evel ar Geffre mad-se, jamæs ne vizin laouen na joaïus : rac e creis an nos e tleomp gortos ar sclerigen, ha toudememes e creis ar gaerra amser spiriruel a ouffemp da gaout, ne rencomp quet lavaret ; ne vezin jamæs trist nac enouet, non : rac evel a lavar ar Fur, en deiziou eürus ne dleer quet ancounec’hât an deiziou maleürus. Ret e caout esperanç e creis an adversite, ha caout doujanç e creis ar brosperite, hac en eil occasion hac eben e ranquer ato en em humilia. 5. Penaus ez eo ur remed souveren discleria hor poan da ur mignon spirituel bennâc pehini a alle hor soulagi.

Erfin evit conclui an avertissamant-mâ pehini a so quen necesser, e remercàn penaus en degout spirituel- mâ couls hac e peb tra-all en deveus hon Doue mad hac hon adversour pretantionou control ivez ; rac Doue a fell dezâ hor c’hundui dre an degout-se da ur burete vras a galon, da ur renonç antier d’hon interest propr er pez a so evit e servich, ha d’en em zivisca parfetamant eus ac’hanomp hon-unan : mæs an drouc-speret a laca e boan da ober deomp coll couraich, evit ober deomp distrei ouz ar bligeadurezou sansuel ha d’hon renta enouus hac importunus deomp hon-unan ha d’ar re-all, evit ma vezo dicriet ha diffamet an devotion santel. Hoguen mar c’heuliit an avisou pere am eus roet deoc’h, e cresquot cals ho perfection en exerciç pehini a reot etouez ar poaniou interieur-se peveus a re e fell din lavaret deoc’h c’hoaz ar guer-mâ abarz echui.

Aviziou an degout, an enouamant hac ar sec’hor spirituel-se a zeu eus an disposition ma vez ar c’horf, pehini dre an exces o veilla, o labourat hac o yun, en em guef carguet a squizder, a assoupissamant, a bounerder, hac a infirmiteou-all evelse pere, peguement bennâc ma ze diouz ar c’horf eo e tepandont, ne lesont quet na incommodont ar speret, abalamour d’an union vras a so entrezo o daou. Mæs en occasionou-mâ eo ret caout memor ato da ober cals a actou a vertuz gant ar guevren huela eus hor speret hac eus hor volontez ; rac peguement bennâc ma seblante hon ene cousquet oll ha carguet a assoupissamant hac a squizder, cousgoude an actionou eus hor speret ne lesont quet na dint agreabl bras da Zoue. Hac e c’hellomp lavaret en amser-se evel ar Pried Sacr : Cousquet a ràn, mæs ma c’halon a so dihun. Hac evel am eus lavaret diaraoc, mar deus nebeutoc’h a c’houd o labourat er fæçon-se, ez eus cousgoude mui a verit hac a vertuz : hoguen ar remed en occasion-se eo crehât ar c’horf dre voyen ur soulajamant hac ur recreation ligitim bennâc. Evelse Sant Frances a c’hourc’hemenne d’e Religiuset ma visent quer moderet en o zrevel na deusient quet da accabli ar ferveur eus ar speret.

Hac a propos d’an Tad santel-mâ, ur veich e oue attaquet ha poaniet gant ur velancoli a speret quer bras, ne alle quet miret na en disqueze en e gomportamant ; rac mar falle dezâ en em antreteni gant e Religiuset, ne alle quet ; mar pellea diouto, en em gafe gôaz : an abstinanç hac ar mortification a gorf en accable, hac an oræson n’er soulage morse-tout. Daou vloaz e oue evelse, en hevelep-fæçon ma seblante oa toutafæt abandonet gant Doue ; mæs erfin goude beza souffret humblamant an tourmant rust-se, hor Salver a roas adarre dezâ en ur moment ur reposvan eürus a speret. Quememàn a ro da entent penaus ar servicherièn vrassa da Zoue a so sujet d’an degout ha d’ar poaniou speret-se, ha rac-se ne dle quet ar re viana en em estoni mar gu’erru ganto beza exercet evelse.


————





AR PEMPET QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,
Pehini a gompren an Exerciçou hac an Avisou evit nevesi an ene hac e c’honfirma en devotion.




AR C’HENTA CHABISTR.

Penaus eo ret bep bloaz renouveli ar proposiou hac ar resolutionou mad dre an exerciçou pere a so amâ varlerc’h.


AR poent quenta eus an exerciçou-mâ a gonsist o c’hanaout ervat ar gousecanç anezo. Hon natur humen a gouez prest eus e affectionou mad, abalamour d’ar fragilite ha d’ar goall inclination eus hor c’hic pehini a bounera hon ene hac e zenn ano ouz traon, nemet en em sevel a rae alies ouz creac’h dre an nerz eus a ur resolution ferm ; evel ma teu al laboucet da goueza prest d’an douar, ma na vultipliont ha ma na renouvelont an effort hac an her eus o diouasquel evit en em zerc’hel var nich. Evit que-mense, va Philotee, hoc’h eus izom ive da renouveli ha da repeti alies bras ar proposiou mad pere hoc’h eus gret da servicha Doue, gant aon ma n’er grac’h quet, na gouezzac’h en ho stad quenta, ha memes en ur stad pehini a ve goaz cals : rac ar choueza pe al lam spirituel en deveus an dra-se a bropr, ma teu d’hor precipita iseloc’h ato eguet na doa ar stad peveus a hini oamp pignet ouz creâc’h d’an devotion.

Ne deus horolaich ebet, peguer couls bennâc e c’halle beza, na ranquer e sevel hac e banta diveich bemdez diouz ar mintin ha diouz an nos, hac ouspen quemense c’hoaz eo ret e demonti a bez e pez ur veich er bloas da nebeuta evit lamet ar mergl, pehihi a vezo savet outhi, evit dressi ar ressordou forcet, hac evit rapari ar re uset. Evelse an hini en deveus ur guir sourci eus e galon, a dle e sevel hac e banta etrese Doue diouz nos ha diouz vintin dre an exerciçou pere a so merquet amâ diaraoc, hac ouspen quemense e tle alies consideri ar stad ma emâ, e zressi hac e accommodi, hac erfin e tle da viana ur veich er bloaz e zemonti hac e examina a bez e pez, da lavaret eo e oll affectionou hac e oll inclinationou ha passionou evit rapari an oll deffautou a alle beza ebarz. Hac evel ma frot an Horloger gant un eol dilicat bennâc ar rodou, ar ressordou hac an oll mouvamanchou eus e horolaich, evit ma zai ligerroc’h a-se, ha na verglo quet quer buan ; evelse un den devot goude beza demõntet[sic], examinet ha dresset ar resordou eus e galon, evit e renouveli ervat, a dle e eolia gant ar Sacramanchou a Gonfession hac a Gommunion. An exerciç-mâ a raparo ho nerz pehini a yoa discaret gant an amser, a dommo ho calon, a nevezo ho resolutionou mad hac a lacai ar vertuziou eus ho speret da vleunvi.

Ar Gristenien ancien a veze sourcius da bratica quememâ bep bloaz da guènver an deiz ma oue badezet Hor Salver, hac e teuent neuse, evel a lavar Sant Gregor a Nazianze, da renouveli ar brofession hac ar brotestation eus o Badiziant : greomp ar memes tra, va Philotee, oc’h en em zispos volontieramant da guemense, hac o lacat hor poan hac hor sourci d’e ober ervat. O veza choaset eta un amser convenabl hervez an avis eus ho Tad spirituel, hac o veza en em retiret er solitud en ho part hoc’h-unan hac a gorf hac a speret mui eguet an ordinal, peautramant er Retret, e reot unan pe ziou pe deir meditation var ar poenchou pere a so amâ varlerc’h, o c’heul ar method hac ar fæçon da vedita pehini am eus disquezet deoc’h e commançamant an eil Quevren eus al Lêvr-mâ.


————




AN EIL CHABISTR.

Eleac’h ma considerer ar mad pehini a ra Doue deomp oc’h hor guervel d’e servicha hervez ar brotestation lequeat amâ diaraoc en uguentvet Chabistr eus ar guenta Quevren.

1.
COnsiderit ar poenchou eus ho protestation. Ar c’henta eo da veza quiteat ha detestet peb pechet marvel ha renoncet dezâ evit jamæs : an eil eo da veza dediet ha consacret hoc’h ene, ho calon, ho corf ha quement a zepand diouzoc’h da garantez ha da servich Doue : an trede eo, mar gu’erru gueneoc’h coueza en ur pec’het bennâc, ma seffot anezàn souden moyenant ar c’hraç a Zoue ; mæs ha ne d’e quet ar re-se resolutionou caer, just, dîn ha generus ? Songit ervat en hoc’h ene peguer santel, peguer ræsonabl ha peguement eo ar brotestation-se da veza desiret.

2. Considerit pe da biou hoc’h eus great ar brotestation-se, rac da Zoue eo. Mar deo ar brotestation ræsonabl great d’an dud e hon oblich quement, peguement hon oblich mui ar re hon eus grêt da Zoue ? Ah ! va Doue, eme Zavid, dec’hu eo e deveus va c’halon e lavaret, dec’hu eo e deveus proposet ar goms vad-se ; jamæs ne ancounec’haïn. 3. Considerit pe e presanç piou ; dirac an oll Gourtisanet celestiel. Allas ! ar Verc’hes sacr, Sant Joseph, hoc’h Eal-mad, Sant Loïs, an oll gompagnunez eürus-se a yoa o sellet ouzoc’h, hac a huanade var ho comsou gant huanadou a joa hac a gontantamant ; hac e velent gant un aoulagat caranrezus meurbet ho calon prosternet da dreit hor Salver oc’h en em offr d’e servich : great oue ur rejouissanç particulier evit ar sujet-se er Jerusalem celestiel eus ar Barados, ha bremâ e vezo great ar gommemoration hac ar solemnite annuel, mar nevezit a galon vad ho resolutionou,

4. Considerit pe dre voyenou e resoc’h ho protestation. Allas ! peguen douç ha peguer gracius e voue Doue en hoc’h andret-hu en amser-se ! Mæs livirit e guirionez ha n’en em santsoc’h-hu quet coufiet ha decevet gant an douçder eus a inspirationou ar Speret-Santel ? Ar c’herdin pe gant re e sachas Doue ho lestric etrese ar porz a silvidiguez, ha ne doant-ii quet a garantez hac a vadelez ? Peguement a eureu-èn oc’h ho signa gant e sucr divin dre ar Sacramanchou, dre al lectur, dre an oræson ? Allas ! va Philotee, cousquet oac’h, ha Doue a veille varnoc’h, hac a songe songesonou a beoc’h var ho calon, medita a rea evidoc’h meditationou a garantez.

5. Considerit pe en amser ho tennas Doue d’ar resolutionou bras-se ; rac er fleur eus ho yaouanctis oa martese : ah, pebez eür disqui abret ar pez ne ellomp da c’houzout nemet re zivezat ! Sant Augustin o veza bet tēnet en oad a dregont vloaz, a grie evellen : O quenet ancien eus va Doue, penaus em eus-me hoc’h anavezet-hu quen divezat ! ho quelet a rean ha n’ho consideren quet. C’hui, Philotee, a allo lavaret ivez ervat ; o douçder ancien eus va Doue, petra n’am eus-me quent ho tanveat-hu ? Allas ! ha cousgoude n’er meritac’h quet neuse c’hoaz : hac evelse o c’hanaout pebez graç en deveus great Doue deoc’h d’ho peza rennet d’e servich en ho yaouanctis, livirit dezâ gant David : O va Doue, c’hui hoc’h eus va sclereat ha va zouchet adalec va yaouanctis, hac e veulin da jamæs ho trugarez. Mar deo en ho cozni e, allas ! Philotee, pebez graç, goude beza evelse great goal usaich eus hoc’h amser dremenet, en deffe Doue ho calvet d’e servicha abarz mervel, hac en deffe arretet an trein eus ho puez miserabl da un amser, pe en hini ma ho pise-hi continuet, e visac’h maleürus eternelamant.

Considerit bremâ an effejou eus ar vocation pe ar galv-se en deveus grêt Doue ac’hanoc’h d’e servich ; caout a reot enoc’h, a sonjan, chenchamanchou mad, o comparachi ar pez ma zouc’h gant ar pez ma zoac’h. Ha ne guifit-hu quet eo un eür vras deoc’h gouzout parlant ouz Doue dre an oræson ? caout affection ha c’hoant d’ê garet ? beza diminuet hac apæset cals a bassionou hac a inclinationou revoltet, pere hoc’h inquiete ? beza en em exantet diouz cals a bec’hejou hac a vrouilleiç a goustianç ? hac erfin beza communiet quellies a veich muguet n’ho pise great, oc’h en em unissa gant ar sourcen souveren-se eus a c’hraçou eternel ? Ah, peguer bras eo ar graçou-se ! Ret eo, va Philotee, o fouesa diouz poues ar Sanctuer : an dorn-deou a Zoue eo en deus great quemense oll. Dorn Doue, eme Zavid, eo en deus great ar vertuz-se ; dorn Doue eo en deus va savet em sa : ne varvin quet ; mæs beva a rin hac e tiscleriin ar burzudou eus e vadelez hac a galon hac c’henou hac a œuvrou.

Goude an oll considerationou-mâ pere, ec’his ma velit, a fournis eleiz a affectionou mad, eo ret conclui simplamant dre un action a c’hraç ha dre ur beden affectionet da tenna profit anezo, oc’h en em retira gant humilite ha gant fizianç vras e Doue, o reservi da ober an effort eus ar resolutionou goude an eil poent eus an exerciç-mâ.


————




AN TREDE CHABISTR.

Var an examen eus hon ene ha var e avançamant er vuez devot.


AN eil poent-mâ eus an exerciç a so un nebeut hir, hac evit e bratica e livirin deoc’h penaus ne de quet ret er meditac’h oll en ur veich, mæs etre lies gueich ; evel ma ve quemeret ho comportamant en andret Doue evit ur veich, ho comportamant en hoc’h andret hoc’h-unan evit ur veich-all, ho comportamant en andret ho nessa evit ur veich-all, hac ar gonsideration eus ho passionou hac eus hoc’h inclinationou evit ur veich-all. Ne de quet requis ivez e rac’h ho meditation var ho taoulin, nemet er gommançamant hac er fin eleac’h ma ze comprenet an affectionou hac an actou ; ar poenchou-all eus an examen a illit da ober mad-aoualc’h oc’h en em bourmen, ha guell c’hoaz en ho quele, nemet e c’hellot beza ennâ un nebeut amser hep assoupissamant hac hep cousquet morse : mæs evir quemense eo ret o beza lennet ervat a ziaguent. Hoguen requis e cousgoude ober ar vediration var an examen-mâ oll e tri dez hac e diou nosvez da hirra, o quemeret eus a bep devez hac a bep nosvez un heur bennâc, me lavar, un amser bennâc diouz ma ellot ; rac ma na ve great an exercis-mâ nemet da ben pell etre peb gueich, e colle e nerz, ha ne rae nemeur a impression var ho calon. Varlerc’h peb poent eus an examen e remercot pe en tra ho pezo manquet, ha pere vezo ar mancamanchou principal ho pezo cafet, evit ma en em determinot da guemeret avis, resolution ha confortamant a speret : peguement bennâc d’an deiz ma reot an exerciç-mâ hac ar re-all, na ve quet necesser deoc’h en em denna toutafæt eus a gompagnunez an dud, nemet un nebeut, ispicial diouz an nos, evit ma c’hellot gounit ho quele abretoc’h ha quemeret ar repos a gorf hac a speret pehini a so necesser evit consideri ha medita ervat. Ha var an deiz eo ret deoc’h sevel ho calon alies etrese Doue hac ar Verc’hes, hac an Elez hac an oll Sent eus an Eê : ret e choaz e rac’h quememâ oll gant ur galon carantezus evit Doue hac evit perfection hoc’h ene. Evit commanç ervat eta an examen-mâ, 1. en em liquit e presanç Doue ; 2. invoquit ar Speret-Santel, o c’houlen ountâ sclerigen evit ma ellot anaout ervat gant Sant Augustin pehini a grie ouz Doue gant humilite : O va Doue, grit ma hoc’h anavezin, ha ma en em anavezi va-unan ; ha gant Sant Frances, pehini a c’houlenne ouz Doue : Piou ouc’h-hu, va Doue, ha piou oun-me ? 3.[15] Protestit penaus ne fell quet deoc’h remercout hoc’h avançamant evit en em rejouissa enoc’h hoc’h-unan, mæs evit en em rejouissa e Doue, na quen nebeut evit en em c’hlorifia, mæs evit glorifia Doue hac e drugarecât. Protestit ivez penaus, mar g’anavezit, evel ma soinch deoc’h, hoc’h eus profitet nebeut, pe hoc’h eus reculet memes eleac’h avanç, ne fell quet deoc’h evit quemense tout en em digourachi nac en em yena e servich Doue gant nep seurt disfizianç na lachete a galon, quent-se e sell deoc’h quemeret mui a gouraich, en em humilia ha remedia ouz ho teffautou moyenant graç Doue. Great quemense, considerit a doug-ho-cam hep en em inquieti, penaus ez ouc’h en em gomportet bete vremâ en andret Doue, en andret ho Nessa hac en hoc’h andret hoc’h-unan.




AR PEVARE CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon ene en egard da Zoue.

1.
PE e disposition ema ho calon-hu a enep ar pec’het marvel ? Ha c’hui a guef hoc’h eus ur resolution gre na gonsantot jamæs da goueza ennâ, petra bennâc a ouffe c’hoarvout ? hac ar resolution-se hac hi e deveus padet adalec ma hoc’h eus protestet servicha Doue bete vremâ ? Er resolution-se eo e consist ar font eus ar vuez spirituel. 2. Pe e disposition ema ho calon-hu en egard da C’hourc’hemennou Doue ? ha c’hui a guef ar Gourc’hemennou santel-se mad, douç hac agreabl ! Ah, va Philotee, nep en deveus ur gout mad hac ur stomac yac’h, a gar ar boued mad, hac a gassa ar boued fall.

3. Penaus ema ho calon-hu en egard d’ar pec’hejou veniel ? ne ouffe quet un den miret na rae hiniennou ur veich pe veich evit guir ; mæs ha ne deus quet unan bennâc pe da hini e veac’h sujet hac inclinet particulieramant, hac ar pez a ve c’hoaz gouaz, hac èn na deus a guement ma ho pe attaich hac affection dezâ ; evel ma ve d’ar gueier dinoas, pe d’ar brontitud, pe d’ar vanite ha d’ar bompadurez, pe d’en em antreteni var imperfectionou ho nessa, pe da ræsoni ha da ergui ouz ho tud un nebeudic, ha d’an seurt deffotou-se ?

4. Pe e disposition ema ho calon-hu evit an exerciçou spirituel : ha c’hui o c’har-ii ? ha c’hui a ra istim anezo ? ne enouit-hu quet ganto ? ha chui na douc’h quet degoutet diouto ? pe da hini eus an exerciçou-se en em santit-hu mui pe nebeutoc’h douguet ? da lavaret ho pedennou diouz nos ha diouz vintin, da vonr d’an Oferen, da glevet comsou Doue, da ober lecturiou spirituel, d’en em antreteni ha da vedita var draou mad, da sevel ho calon etrese Doue alies var an deiz, da vont da gofes, da guemeret avisou spirituel digant ho Tirecteur, d’en em brepari d’ar Gommunion, da arreti hoc’h affectionou ? Petra so en exerciçou-mâ a guement ma e deffe ho calon eus a repugnanç ountâ ? ha mar quifit un dra bennâc p’evit hini e deffe ho calon nebeutoc’h a inclination, examinit pe a leac’h e teu an degout-se, ha petra so caus dezân.

5. Penaus ema ho calon-hu en egard da Zoue memes ? hac èn en em blich ho calon-hu o caout memor a Zoue ? hac èn a sant un douçder agreabl en dra-se ? Ah ! eme Zavid : Memor am eus bet a Zoue, hac em eus bet joa.Ha c’hui a sant en ho calon ur certen facilite d’e garet hac ur gout particulier o saouri ar garantez-se ? Ho calon ha n’en em rejouis-hi quet o sonjal er c’hrandeur infinit a Zoue, en e vadelez hac en e zouçder ? mar gu’erru gueneoc’h caout soinch a Zoue emesq an occupationou hac ar vaniteou eus ar bed, ha ne ra quet ar songeson-se rei plaç dezi ? ha ne zeu-hi quet da sesia ho calon ? ne guifit-hu quet e tistro neuse-souden ho calon outi, hac e za en ur fæçon bennâc a rancontr d’ar songeson-se a Zoue ? Beza ez eus certenamant eneou evelse.

6. Mar distro pried ur c’hreg eus a bell, er memes-instant ma er guel ar c’hreg-se o c’herruout, ha ma cleo e vouez, eviti da veza ambarasset gant afferou hac arretet gant ur gonsideration violant bennâc e creis ar pres ma en em guef ennâ, he c’halon cousgoude ne d’e quet arreret, hac e les ar songesonou-all evit tremen da sonjal er pried-se pehini a so erruet. Ar memes tra a c’hoare gant an eneou pere a gar Doue ervat. Evito da veza e pres hac en affer, evel ma tosta outo ar songeson hac ar c’hôn a Zoue, neuse-souden e tistroont o speret diouz peb tra-all, quen eas int o velet ar songeson agreabl-se eus o fried divin o c’herruout ganto, hac hennez a so ur sin vad meurbet.

7. Penaus ema ho calon-hu en egard da Jesus-Christ Doue ha Den ? Ha c’hui en em blich var e dro ? Ar guenan en em blich vardro ar mel, hac ar guesped en em blich vardro an traou flerius : dememes an eneou mad a guemer o c’hontantamant vardro Jesus-Christ, hac o deveus un deneridiguez vras a garantez en e an-dret ; mæs ar re vechant en em blich var-dro ar vaniteou pe an impureteou flerius.

8. Penaus ema ho calon-hu en egard d’an Itron Varia, d’ar Sent ha d’hoc’h Eal mad ? ha c’hui o c’har-ii cals ? ha c‘hui hoc’h eus ur fizianç particulier er volontez vad o deveus evidoc’h ? o Imachou, o buez, o meuleudiou ha plijout a reont-ii dec’hu ?

9. Evit fæt ho teaud, penaus e comsit-hu a Zoue ? ha c’hui en em blich o lavaret vad anezàn hervez ho condition hac ho callout ? ha c’hui a gar cana Canticou spirituel en enor dezàn ?

10. Evit fæt hoc’h œuvrou, guelit ha c’hui a gar ar c’hloar exterieur a Zoue : ha c’hui a gar ober un dra bennâc en enor dezàn ? rac ar re pere a gar Doue, a gar ive gant Doue an ornamant eus e dy.

11. Ha c’hui a ouffe remercout ho pe quiteat un affection bennâc, ha renoncet da un dra bennâc evit Doue ? rac ur sin vad a garantez eo en em briva eus a un dra bennâc abalamour d’an hini a gueromp : petra hoc’h eus-hu quiteat bete vremâ’ta abalamour da Zoue ?




AT PEMPET CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon Ene en egard deomp hon-unan.

1.
PEnaus en em guirit-hu hoc’h-unan ? n’en em guirit-hu quet re evit ar bed-mâ ? mar er grit, e tesirrot chom ato amâ, hac ho pezo ur sourci bras d’en em etablissa var an douar : hoguen mar en em guirit evit an Eê, e tesirrot, pe da viana e consantot volontieramant sortial eus ar bed-mâ en heur ma plijo gant Doue.

2. Ha c’hui a regl ervad ar garantez evidoc’h hoc’h-unan ? rac ne deus nemet ar garantez direglet evidomp hon-unan a guement a ve noasus deomp : hoguen ar garantez reglet-mad a c’houlen ma teuemp da garet mui an ene eguet ar c’horf, ha mar hor be mui a sourci da acquisita ar vertuziou eguet an-traou-all, ha ma raemp mui a istim eus an enor celestiel eus ar bed hont eguet eus an enor terrestr eus ar bed-mâ. Ar galon reglet-mad a lavar liessoc’h outhi e-unan, petra a lavaro an Elez, mar sonjan en dra-m’an-dra, eguet na lavar petra a lavaro an dud.

3. Pebez carantez hoc’h eus-hu evit ho calon ? ha c’hui na douc’h quet impatiant oc’h e servicha-hi en e c’hlevejou spirituel ? allas! beza e tleit caout ar sourci-se d’e sicour, ha da lacat ivez e sicour pa vez tourmantet gant e fassionou ha gant e goual inclinationou, o lesel peb les evit quemense.

4. Petra en em estimit-hu dirac Doue ? netra, m’er goar ervad ; hoguen ne d’e quet un humilite vras da ur guelienen en em istimout un netra e comparæson da ur menez, na da, ur beradic dour en em estimout un netra e comparæson d’ar mor bras ; na da un ulfen-dan en em estimout un netra e comparæson d’an Heaul. Mæs an humilite a gonsist na zeuimp quet d’en em estimout dreist ar re-all, na da fallout beza re istimet gant ar re-all. Pe e disposition emaouc’h-hu e quènver quemense ?

5. Evit fæt ho comsou, ne zeut-hu quet d’en em bompadi en eil fæçon p’en e ben ? n’en em flatit-hu quet o coms ac’hanoc’h hoc’h-unan ? n’hoc’h eus-hu quet ar subtilite da zigaç ho meuleudi hoc’h-unan var an tapiç aviziouigou ?

6. Evit hoc’h œuvrou, ha ne guemerit-hu quet ur blijadur bennâc control d’ho yec’het ? me a entent ur blijadur vean, inutil, chom re da veilla hep sujet, pe satisfia re d’ho coud, hac an seurt traou-se.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon Ene en egard d’hon Nessa.


REd eo ervat e teue an eil pried da garet eguile gant ur garantez douç ha pæsibl, ferm ha continuel, hac er graent principalamant abalamour ma c’hordren Doue ha ma sell dezàn quemense. Ar memes tra a lavaràn evit ar vugale hac ar guerent tost, ha c’hoaz evit ar vignonet peb-unan diouz e renq.

Mæs evit coms e general, penaus ema ho calon-hu en egard d’ho nessa ? ha c’hui er c’haren sinceramant hac abalamour da Zoue ? Evit anaout ervad quemense, e renquit en em represanti deoc’h hoc’h-unan certen tud dic’hraç, disprijus hac a voual humor ; rac eno eo e c’hexercer carantez Doue en andret an nessa ; ha mui c’hoaz en andret ar re pere a ra droug deomp pe dre oberou, pe dre gomsou. Examinit ervad hac èn a so franc ho calon en andret an seurt-se, ha guelit ha c’hui hoc’h eus poan vras oc’h o c’haret.

Ha c’hui na douc’h quet pront da barlant var stad ho nessa en e zisavantaich, ispicial var stad ar re pere n’ho queront quet ? ne rit-hu quet a zroug d’ho nessa en ur fæçon : bennâc, o noasout dezâ pe dezi dre ho moyen hoc’h-unan pe dre voyen re-all ? Nemet e viot ræsonabl, e remercot eas aoualc’h an dra-se.




AR SEIZVET CHABISTR.
Examen var an affectionou eus hon ene.


AStennet em eus evellen ar poenchou-mâ, pa ze diouz an examen anezo eo e consist an anaoudeguez eus an avançamant spirituel pehini hor bezo great ; rac evit an examen eus ar pec’hejou, an dra-se a so evit Confessionou ar re pere n’o deveus quet a soinch d’en em avanç er vertuz.

Ne rencomp quet cousgoude geina hor speret var bep-hini eus an articlou-mâ, nemet consideri douçamant pe e disposition ez e bet hor c’halon en egard dezo abaoue hon resolution da gundui ar vuez devot, ha pe seurt fautou notabl hon eus grêt en o c’hènver.

Mæs evit abregi an oll, n’hon eus nemet arreti hon examen var an enclasq eus hor passion hac eus hon inclinationou direglet ; ha mar d’e poan gueneomp o c’honsideri quer piz-se a hini da hini, evel hon eus la-varet, e c’hellomp en em examina evellen : pe e disposition ez omp bet, ha penaus ez omp en em gomportet, 1. En hor c’harantez en andret Doue, en andret hon nessa hac en hon andret hon-unan. 2. En hor c’hassoni e quènver ar viç hac ar pechet pehini a so enomp, e quènver ar viç hac ar pec’het pehini a so er re-all ; rac beza e tleomp desirout e ve chasseet hac ac’hanomp hac eus eus ar re-all. 3. En hon desirou e quènver ar madou, an enoriou hac ar plijadurezou. 4. En doujanç rac an dangerou da bec’hi hac en aon da goll madou ar bed-mâ : unan a zoujomp re, ha re nebeut un all. 5. En hon esperanç lequeat martese re en dud hac en traou temporel, ha re nebeut e Doue hac en traou eternel. 6. En hon tristidiguez, mar d’e re vras evit traou vean. 7. En hor joa, mar d’eo re vras hac evit traou pere n’er meritont quet. 8. Erfin pe seurt affectionou a zalc’h ampechet hac ambarasset hor c’halon-ni ; pe seurt inclinationou a so e possession anezi ; pe en tra principalamant ef-hi en em negliget ?

Rac diouz ar passionou hac an inclinationou eus an ene e c’hanavezer pe e stad ema, oc’h o examina an eil goude eben. Hac evel ma teu ur violancer, o pinçat quement corden a guef disacord en e violanç, d’o accordi oc’h o starda pe oc’h o laoscaat ; evelse ive, goude beza pincet hac examinet ar garantez, ar gassoni, an desir, an doujanç pe an aon, an esperanç, an dristidiguez, hac ar joa eus hon ene, mar o c’hefomp droug accord gant an ear a fell deomp da sini, pehini eo ar chloar a Zoue ; e c’hallimp o accordi moyenant e c’hraç hac ar gusul eus hon Tad Spirituel.




AN EIZVET CHABISTR.
Affectionou pere a dleer da ober goude an Examen.


GOude beza consideret douçamant hac a doug ho cam peb poent eus an examen, ha guelet pe e stad ema hoc’h ene e quènver peb hini, e teuot neuse d’an affectionou er fæçon-mâ.

1. Trugarecait Doue eus an nebeudic amandamant pehini ho pezo cafet en ho puez abaoue ho resolution, hac anavezit penaus eo e drugarez hepquen eo e deus great enoc’h hat evidoc’h an amandamant-se.

2. En em humiliit cals dirac Doue, o c’hanaout ervat penaus ma n’hoc’h eus quet avancet nemeur, n’e de nemet dre ho faut ; abalamour na douc’h quet bet fidel, courachus ha ferm da heul an inspirationou, ar sclerigen, hac ar mouvamanchou mad en deveus roet deoch en oræson hac en occasionou-all.

3. Protestit dezàn er meulot da jamæs eus ar graçou hac an oll madelez en deveus exercet en hoc’h andret, evit ho tenna eus ho coual inclinationou d’an nebeudic amandamant-se.

4. Goulennit pardon ountâ eus an infidelite hac an ingrateri hoc’h eus bet e quènver e chraçou hac e vadelez.

5. Offrit dezâ ho calon evit ma en em rento mæstr anezi toutafæt.

6. Supliit-èn d’ho renta fidel antieramant dezâ hivisiquen.

7. Goulennit sicour ouz ar Sent, ouz ar Verc’hes Sacr, hoc’h Eal Gardien, ho Paëron pe ho Maerones, Sant Joseph hac ouz ar re-all ma hoc’h eus devotion dezo.




AN NAVET CHABISTR.
Var ar gonsiderationou pere a so propr evit renouveli hon resolutionou mad.


GOude beza great an examen, ha beza conferet mad gant ur C’honducteur dîn var an deffautou pere ho pezo cafet en ho comportamant, ha var ar moyenou da remedia outo, e quemerrot ar gonsiderationou pere a so amâ varlerc’h, och ober unan bemdez eguis ur veditation, hac oc’h implija enni an amser eus hoc’h oræson, ha quemense ato gant ar memes fæçon evit ar breparation hac an affectionou, peveus a hini ez ouc’h en em servichet er meditationou pere a so er Guevren guenta eus al lêvr-mâ : oc’h en em lacat abarz peb-tra e presanç Doue, hac oc’h implori e c’hraç evit en em founti ervat en e garantez santel hac en e servich.




AN DECVET CHABISTR.
Ar guenta consideration : peguen dîn ha peguen excellant e hon ene.


COnsiderit peguen nobl ha peguen excellant e hoc’h ene pehini e deveus un entendamant, hac a ene non pas hepquen ar bed-mâ pehini a ellomp da velet, mæs a ene c’hoaz penaus ez eus Elez hac ur Barados, a ene penaus ez eus un Doue meurbet souveren ha mad, hac oll-c’halloudus, a ene penaus ez eus un eternite, hac a ene ouzpen petra so propr ha convenabl evit beva ervat er bed-mâ evit erruout e compagnunez an Elez er Barados, hac evit jouissa eternelamant eus a Zoue.

Hoc’h ene e deveus ouzpen ur volontez toutafæt nobl, pehini a ell caret Doue ha ne ell quet e gassaat ennâ e-unan. Sellit peguer generus ha peguen dîn e ho calon ; hac ec’his na ell ar guenan en em arreti var netra gorrompet, nemet var ar fleurachou, evelse ivez ho calon ne ell beza e repos nemet e Doue hepquen, ha netra grouet ne ell e c’hontanti. Grit hardimant affliction var an amusamanchou violanta, pere a occupe muia quent ho calon, ha jugit e guirionez hac ii na doant quet leun a inquietud, a chagrin, a songesonou hac a sourciou importun ha cheinus etoues pere oa miserabl ho calon baour.

Allas pa red hor chalon varlerc’h an traou crouet, e za gant un hast bras, o sonjal e c’halle contanti e desirou ganto ; mæs evel ma int atrapet ganti e vel ervat e commanç adarre da zesirout un dra-all ha ne deus netra evit e c’hontanti : rac ne fell quet da Zoue e caffe hor c’halon andret ebet a guement ma c’halle en em reposi varnezâ, quen nebeut hac ar goulm sortiet eus a Arc’h Noë, evit ma tistroi da gaout e Doue peveus a hini e sortiet. O pebez quenet a natur a so en hor c’halon-ni ! ha p’evit tra eta e dalc’him-ni a enep e meno da servicha d’an traou crouet ?

O va ene caer, a dleit-hu da lavaret, te a ell entent Doue, e garet hac e zesirout ; pe a dra en em amusi-de gant disteroc’h tra ? te a ell esperout an etemite eürus, pe a dra en em amusi-de gant ur moment ? unan eus an displijadurezou en deoue ar map prodig oa guelet penaus, hac èn o c’hallout quent beva dilicat ouz taol e dat, ne zebre nemet ouz laouer ar moc’h. O va ene, capabl out da jouissa eus a Zoue ; maleur dit mar en em gontantez gant bianoc’h eguet Doue. Gortoit cals oc’h ene var ar gonsideration-mâ, ha represantit dezi penaus ez eo eternel ha din eus an eternite, ha sivit e c’halon hac e couraich evit ar sujet-se.




AN UNNECVET CHABISTR.
An eil consideration : peguen dîn ha peguen excellant eo ar vertuziou.


COnsiderit penaus ar vertuziou hac an devotion hepquen eo a ell renta hoc’h ene contãt er bed-mâ ; sellit peguer caer int ; liquit ar vertuziou e comparæson gant ar viçou pere a so control dezo. Peguen agreabl eo ar batiantet e scoaz ar venjanç ; peguen agreabl eo an douçder e scoaz ar goler hac ar chagrin ; peguen agreabl eo an humilite e scoaz ar superbite hac an arroganç, al liberalite e scoaz an avariçdet, ar garantez e scoaz an avi, ar sobriete hac an demperanç e scoaz ar vezvinti hac ar gourmandis, ha peguen agreabl eo ar chastete e scoaz an impurete ! Ar vertuziou o deveus ar c’hustum admirabl-se ma teuont, goude ma hor bez-ii exercet, da rejouissa hon ene gant un douçder hac ur joa pehini ne d’e hènvel ouz netra : eleac’h er c’hontrol ma teu ar viçou da rei deomp ur velancoli hac ur geinamant vras meurbet. Ha rac-se’ta perac-tra ne antreprenimp-ni quet da acquisita ar blijadur-se pehini a so o c’heul ar vertuziou.

Evit ar viçou, peguen nebeut benpâc en deveus un den anezo, ne de quet contant, ha nep en deveus cals anezo, a so drougcontant : mæs evit ar vertuziou, pa n’en deffe un den nebeut anezo, c’hoaz en deveus dija contantamant, ha sulvui en deveus anezo sul contantoc’h en em guef ato. O buez devot, c’hui a so caer, douç, agreabi, ha leun a satisfaction ! an afflictionou a zouçait, hac ar gonsolationou a rentit agreabl meurbet : hepzoc’h ar mad a so droug, hac ar plijadurezou a so leun a inquietud, a droublien hac a zifizianç : ah ! nep hoc’h anaffe, a alle ervat lavaret gant ar Samaritanen ; Autrou roit din eus an dour-se. Ar goulen-mâ a rea alies Santes Theresa ha Santes Catel eus a Gennes, peguement bennâc ma er greant evit sujedou-all.




AN DAOUZECVET CHABISTR.
An drede consideration var an exempl eus ar Sent.


COnsiderit exempl ar Sent eus a bep-seurt ; petra n’o deveus-ii quet great evit caret Doue hac evit beza devot dezàn ? Sellit ar Verzerien peguer ferm oant en o resolution, pebez tourmanchou n’o deus-ii quet gouzanvet evit derc’hel-mad dezi ? mæs ispicial ar Verzereset gaër ha florissant-se guennoc’h ha splannoc’h eguet ar fourdilis e purete, ruzzoc’h ha flammoc’h eguet ar rosen e carantez, darn da zaouzec vloaz, darn-all da drizec, da bemzec, da uguent ha da bemp bloaz varnuguent o deveus gouzanvet mil seurt merzerenti quen eguet renonç d’o resolution, non pas hepquen er pez a apparchant ouz ar Feiz, mæs c’hoas er pez a apparchant ouz an devotion ; darn o soufr ar maro quent eguet quitaat ar virginite, re-all quent eguet paoues da servicha ar re affliget ha da gonsoli ar re dourmantet ha da sebelia ar re dremenet eus a vuez ar bed-mâ. O va Doue, pebez fermete en deveus disquezet ar sex fragil eus ar merc’het en hevelep occasionou-se !

Sellit ouz an niver bras a Sent-all pere ne dint quet bet merzeriet evit guir, mæs a so bet fidel da Zoue en despet d’ar c’hic, d’ar bed ha d’an drouc-speret. Pe gant quement a gouraich o deveus-ii dispriget oll gontantamant ar bed-mâ ! Peguer ferm int-ii bet en o resolutionou mad ! netra n’en deveus gallet o dispega diouto, ar resolutionou-se a guemerent hep reservation hac e talc’hent mad dezo hep exception. Pebez admiration eo clevet Sant Augustin o conta evit e Vam Santes Monica ! pe gant fermete e deveus-hi pourchuet an dessein pehini e devoa antreprenet da servicha Doue en he friedelez hac en amser ma chomas intanves ! ha Sant Jerom petra na lavar-èn eus e verc’h spirituel Santes Paula : pe etouez peguement a adversiteou, pe etouez peguement a accidantou hac a inconvenianchou a bep-seurt na d’eff-hi quet bet en em gafet ? mæs petra na raimp-ni quet diouz exemplou quen excellant, pere o deveus leset gueneomp ar Sent-se ; tud oant eveldomp, evit ar memes Doue hac evit ar memes vertuziou e labourent hac e reant ar pez a reant ; perac ne raimp-ni quet quement-all en hor c’hondition hac hervez hor vocation, evit derc’hel mad d’hor resolution guer ha d’ar brotestation santel pehini hon eus great da gundui ur vuez devot ?


————





AN TRIZECVET CHABISTR.
Ar bedervet consideration var at garantez en deveus Jesus-Christ evidomp.


COnsiderit ar garantez pe gant hini en deveus Jesus-Christ hon Autrou anduret quement er bed-mâ ha particulieramant er Jardin Olivet ha var menez Calvar : ar garantez-se a Jesus a selle ouzoc’h, hac a obtene dre e oll boaniou hac e oll drevel resolutionou ha protestationou mad evit ho calon digant Doue an Tad, ha dre ar memes moyen e c’hobtene c’hoaz quement a so necesser deoc’h evit meinteni, mezur, crehaat hac accomplissa ar resolutionou-se. O resolution, c’hui a so precius, o veza merc’h da un hevelep mam, evel ma zeo Passion va Salver ! o peguement e tleit-hu beza cherisset gant va ene-me, pa zouc’h bet quer quer d’am Jesus ! allas, va Salver benniguet, c’hui a varvas evit acquisita din-me va resolutionou ; me ho suppli eta, grit din ar c’hraç da vervel quent, eguet ma teuen d’o dilesel.

Sellit, va Philotee, certen eo e vele Calon-Jesus hoc’h hini diouz ar vezen eus ar Groas hac e c’hare ; ha dre ar garantez-se e c’hobtene dezi, me lavar d’ho calon, quement vad ho pezo biquen ha dreist bep-tra ho resolutionou mad. Ya, va Philotee quer, lavaret a ellomp oll evel ar Prophet Jeremii. Va Doue, abarz ma zoa ac’hanon e sellac’h ouzin hac em galvac’h dre va hano, pa ze guir penaus e vadelez divin a breparas en e garantez hac en e drugarez an oll moyenou general ha particulier eus hor silvidiguez ha parconsecant hon resolutionou mad. Ya, certen e quemense, hac evel ma prepar ur c’hreg vrases ar c’havell, al lianennou hac ar maillurou ha memes ur vagueres evit ar buguel pehini a esper da c’henel, peguement bennâc na ve quet deuet c’hoaz var an douar, dememes madelez hor Salver, o veza brases varnoc’h hac o veza e dessein d’ho quenell en ho silvidiguez hac en e c’hraç ha d’ho renta e vrec’h, a breparas var ar vezen eus ar Groas quement a yoa necesser evidoc’h, ho cavell spirituel ho lianennou hac ho maillurou, ho magueres ha quement a yoa convenabl evit hoc’h eürusdet ; da lavaret eo an oll moyenou, an oll inspirationou hac an oll graçou pe gant re e cundu hoc’h ene hac e fell dezàn e zenna d’ar berfection.

Ah ! va Doue, ni a dleffe lacat doun an dra-mâ en hor memor. Ha bossibl ve e ven-me bet caret, ha caret quen tener gant va Salver benniguet, ma zasie da sonjal enon e particulier, hac en oll moyenouigou-se pe gant re en deveus va zennet etrese ac enna ? ha peguement eta e tleomp-ni caret, cherissa hac implija ervat an traou-se oll en hor profit ? En so douç quememâ ! ar galon amiabl-se eus va Doue a songe enoc’h, Philotee, ho care hac a brocure deoc’h mil moyen a silvidiguez, evel pa n’en divise bet quen ene er bed nemet hoc’h hini, da sonjal enni ; toudememes ec’his ma teu an Heaul da sclerraat un andret eus an douar quement evel pa na sclerrae quent an andrejou-all, ha na sclerrae nemet hennez hepquen ; evelse ivez e songe hac e sourcie hor Salver evit e oll vugale guer ; en hevelep-fæçon ma songe e peb-unan ac’hanomp quement evel pa n’en divise quet songet er re-all. Va c’haret en deveus, eme Sant Paul, hac ez eo en em livriet evidon ; evel pa lavarre, evidon-me va-unan, ec’his pa n’en divise great netra evit ar real. An dra-mâ, Philotee, a dle beza gravet en hoc’h ene evit caret hac antreteni ervat ho resolution, pehini a so bet quer precius da Galon hor Salver.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Arpempet consideration var ar garantez eternel a Zoue en hon andret.


COnsiderit ar garantez eternel en deveus bet Doue evidoc’h, rac dija abarz ma c’handuras Jesus-Christ ar maro evidoc’h er Groas, ez edo e Vajeste divin o pourvae ac’hanoc’h en e vadelez souveren, hac ho care bras meurbet.

Mæs pe heur e commanças-èn d’ho caret ? Commanç a eureu pa gommanças beza Doue. Ha pe heur e commanças-èn beza Doue ? A viscoaz, rac ato ez e bet hep commançamant hac hep fin : evelse ivez en deveus ho caret ato a bep eternite ; ha rac-se e prepare deoc’h ar graçou hac ar faveriou pere hoc’h eus bet digantâ. E lavaret a ra dre c’henou ar Profet : Me am eus ho caret (coms a ra ouzoc’h-hu couls hac ouz nicun) me am eus ho caret, emezâ, dre ur garantez perpetuel ; abalamour da-se em eus no tennet hac ho sachet d’am servicha gant truez ouzoc’h. Songet en deveus eta etre an traou-all d’ho lacat da ober ho resolutionou d’e servicha.

O va Doue, pebez resolutionou eo ar re-mâ hoc’h eus-hu songet, mediret ha determinet evidomp-ni a bep erernite ! peguer quer ha peguer precius e tleont-ii beza deomp-ni ! petra na dleffemp-ni da soufr quent eguet dilesel ur vrusunen hepquen anezo ? Non pas, hac e tleffe ar bet universel perissa ; rac endeün ar bed-mâ oll assambles ne dal quet un ene, hac un ene ne dal netra hep ar resolutionou mad.




AR PEMZECVET CHABISTR.

Affectionou general var ar gonsiderationou diaraoc, ha conclusion eus an exerciç-mâ.


O Resolutionou quer, c’hui eo ar vezen gaer a vuez en deveus plantet va Doue gant e zorn e creis va c’halon, hac a fell d’am Salver arrousi gant e c’hoad evit e lacat da rei frouez ! Quent ar maro eguet permeti e veac’h displantet gant nep seurt avel. Non, nac ar vanite, nac ar plijadurezou, nac ar binvidiguez, nac an afflictionou ne zuint jamæs a ben da ziframma digueneèn ar resolution am eus da servicha Doue moyenant e c’hraç.

Ya, va Doue, c’hui ê hoc’h eus-hi plantet em c’halon ar resolution-se, hac hoc’h eus conservet en ho pruchet paternel a bep eterite ar vezen gaer-se evit va jardin. Allas, peguement a eneou a so pere ne dint quet bet favoriset er fæçon-se ! ha penaus eta e c’hallen-me biquen en em humilia aoualc’h dindan ho trugarez ? O resolutionou caer ha santel, mar ho conservàn, em c’honservot ivez ; mar bevit em ene, va ene a vevo enoc’h. Bevit eta da jamæs, o resolutionou mad, c’hui pere a so eternel en drugarez eus va Doue ; bezit ha bevit eternelamant em c’halon evit na zuin jamæs d’hoc’h abandoni.

Goude an affectionou-mâ e ret deoc’h choas e particulier ar moyenou requis evit meinteni ar resolutionou mad-se, ha protesti penaus e sell deoc’h en em servichoùt anezo fidelamant. Ar moyenou-se, pere a dleit da choas principalamant, eo beza sourcius da bidi Doue ha da ober oræson alies, da frecanti ar Sacramanchou, da exerci muia ma ellot an œuvrou mad, ha da amanti ho testotou hac ho faziou pere hoc’h eus anavezet en eil poent, d’en em zisober diouz ar goall occasionou, ha da heul an avisou pere a vezo roet deoc’h evit ar sujet-se.

O veza great quemense, evel pa falfe deoc’h quemeret adarre hoc’h alan hac ho nerz, prorestit alies penaus e continuot en ho resolutionou gant sicour Doue, hac ec’his pa ve ho calon, hoc’h ene hac ho volontez gueneoc’h en ho tourn, dediit-hi, consacrit-hi hac immolit-hi da Zoue, o protesti penaus ne c’hemerrot mui, me lavar ho calon pe hoc’h ene, mæs e lessot e dourn e Vajeste divin, evit heuli e pep tra hac e peb leac’h e c’hourc’hemennou. Pedit Doue ma ho nevezo toutafæt, ma roi e venediction d’ar brotestation pehini hoc’h eus renouvelet d’e servicha, ha ma ho rento cre ha ferm enni. Pedit ar Verc’hes, hoc’h Eal-mad , Sant Lois hac ar Sent-all da intercedi evidoc’h.

Iit gant an disposition-se a galon d’en em bresanti ec’hars treid ho Tad spirituel, en em accusit eus ar fautou principal pere ho pezo remerquet da veza grêt abaoue ho Confession general, ha recevit an absolven er memes fæçon ma e recevsoc’h ar veich quenta ; prononcit dirazâ ho protestation ha sinit-hi memes, mar g’ousoc’h scrifa ; hac erfin iit da unissa ho calon nevezet ouz e frincip hac ouz e Salver er Sacramant sacr ha santel eus an Auter.




AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Var ar santimanchou pere a ranquer da viret goude an Exerciç-mâ.


D’An deiz ma ho pezo great ar renouvelamant eus ho resolution hac eus ho protestation da servicha Doue devotamant, ha d’an deiziou-all varlerc’h e tleit repeti alies hac a galon hac a c’henou ar c’homsou ardant-mâ prononcet gant Sant Paul, gant Sant Augustin, gant Santes Catel a Genes, ha gant Sent-all. Non, ne doun mui din va-unan, pe me a vev, pe me a varv, d’am Salver oun. Ne doun netra na n’em eus netra mui din va-unan; quement ma zoun ha quement am eus eo da Jesus ; ar pez a so dîn, eo beza dezàn. O bed mechant, c’hui ê c’hui hoc’h-unan ato, ha me oa me va-unan ato ive quent ; mæs hiviziquen ne vizin mui me va-unan. Non, ne vezimp mui ni hon-unan ; rac hor c’halon a vezo chenchet, hac ar bed pehini en deveus quement hon tromplet, a vezo tromplet e-unan gueneomp : rac evel na remerco quet hor genchamant nemet a nebeut e nebeut, e songeo dezàn e vezzimp ato Esaüet, ha cousgoude e vezzimp Jacobet.

Ret eo e reposse an oll exerciçou-mâ er galon, hac e zaemp goude hor c’honsideration hac hor meditation a doug hor c’ham etouez an afferou, an occupationou hac an antretienou gant aon na ve scuillet souden al liqueur eus hon resolutionou mad : rac ret eo e teue al liqueur-se da dreusi ha da zistempra hon ene antieramant, an oll cousgoude hep ober effort na d’hor speret na d’hor c’horf.




AR SEITECVET CHABISTR.

Eleac’h ma responter ouz diou zifficulte pere a ell beza great var an Introduction-mâ d’ar Vuez Devot.


AR bed a lavaro deoc’h, va Philotee, penaus eo quement an niver eus an exerciçou hac eus an avisou-mâ na ranco vaqui da netra-all nep piou bennâc a falvezo dezàn o observi. Allas, va Philotee ! pa na raemp netra-all, e raemp aoualc’h ive, o veza ma raemp ar pez a dleffemp da ober er bed-mâ : mæs ha c’hui na velit quet ar finessa eus an difficulte-se ? ma ranquet ober an exerciçou-mâ bemdez, e vemp evit guir occupet ganto tourafæt, hoguen ne d’e quet requis o graemp nemet e leac’h hac en amser peb hini anezo hervez ma en em rancontr an occasion. A bet Lesen civil a so pere a dle beza observet ; mæs an dra-se a ententer diouz ma en em rancontr an occasion ha non pas ma ranquet o observi oll bemdez. Er fin oll ar Roue David carguet eus a afferou ar re zificila a bratique c’hoaz mui a exerciçou cals, eguet am eus merquet-deoc’h el Lêvr-mâ. Sant Lois pehini a yoa ur Roue admirabl, quen evit ar brezel quen evit ar peoc’h, ha pehini en devoa ur sourci extraordinal da renta Justiç ha da entent ouz an afferou, a gleve cousgoude bemdez diou Oferen, a lavare Gousperou ha Complijou gant e Chapalen, a rea e veditation, a visite an Hospitaliou bep Guener, a yea da Gofes, a guemere an disciplin, a frecante ar Bredicationou, a rea lies a veich Conferançou spirituel, ha gant quemense tout ne golle quet un occasion hepquen da brocuri ha da executi gant dilijanç ar mad public exterieur, ha da entent ouz an afferou eus e garg. Grit eta hardimant an exerciçou-mâ hervez ma em eus-ii merquet deoc’h, ha Doue a roï deoc’h aoualc’h a spaç hac a nerz da ober an nemorant-all eus hoc’h afferou, ya pa dleffe arreti an Heaul, evel ma er gu’eureu en amser Josue. Aoualc’h a reomp ato, pa labour Doue gueneomp.

Ar bed a lavaro c’hoaz e supposàn casi partout el Lêvr-mâ penaus en deveus va Philotee an donæson eus an oræson mental, ha penaus cousgoude n’en deveus quet peb-unan an donæson-se, hac evelse ne servicho quet an Introduction-mâ d’an oll, emevezo-èn. Guir eo certen em eus supposet an dra-se, hac ez e guir c’hoaz penaus n’en deveus quet peb-unan an donæson eus an oræson mental : hoguen guir eo ive penaus ec’hell casi peb-unan e gaout, memes ar re inoranta, nemet o devezo un Directeur mad, hac e lacaint o foan d’e acquisita, quement ha ma verit. Ha mar caffet hiniennou ha n’o deffe quet an donæson-se da allout ober oræson mental en ur fæçon bennâc, evinto da lacat o foan da glasq e gaout (ar pez ne gredan quet, e c’halle choarvout nemeur) un Directeur mad a raï dezo eas aoualc’h supplei an deffaut-se dre an attantion pehini a zesco dezo da gaout pe o lenn pe o clevet lenn ar mernes considerationou pere a so lequeat er meditationou.




AN TRIVEC’HVET CHABISTR.

Eleac’h ma roer tri Avis, pere eo ar re ziveza hac ar re principala evit an Introduction-mâ.


GRit aro en diziou quenta eus a bep mis ar brotestation pehini a so er guentâ Quevren eus al Lêvr-mâ goude ar veditation, ha protestit peb moment penaus e fell deoc’h e observi, en ur lavaret gant David : Non, birviquen jamæs ne ancounec’hain ho courc’hemennou just ha santel, va Doue ; rac oc’h o miret eo em eus recevet digueneoc’h ar vuez. Ha pa santot ur genchamant bennâc ouz vouaz en hoc’h ene, quemerit ho protestation en ho tourn, ha prosternet gant ur speret a humilite prononcit-hi a greis ho calon, hac e queffot ur soulajamant vras en dra-se.

Disquezit franchamant penaus e fell deoc’h beza devot, ne lavaràn quet, disquez ez ouc’h devot, mæs disquezit e fell deoc’h beza ; ha n’ho pet quet a vez oc’h ober an actionou commun ha requis, pere hor c’hundu da garantez Doue : avouit hardimant penaus e c’hessait ober meditation, penaus e ve guell gueneoc’h mervel eguet pec’hi marvelamant : penaus e fell deoc’h frecanti ar Sacramanchou hac heuly avisou ho Tirecteur ( peguement bennâc alies na ve quet necesser deoc’h lavaret piou eo evit cals a ræsonou) rac ar franchis hac ar fermete-se da avoui e fell deomp servicha Doue hac ez omp en em determinet d’e garet gant un affection special, a so agreabl bras d’e Vajeste divin, dre na fell quet dezàn hor be mez evintàn nac evit e Groas. Ha goudese an dra-se a drouc’h an hent ouz cals a escouçou hac a zisaliou a falsfe d’ar bed da ober evit hon distrei diouz hon dessein, hac hon oblich ive d’e bourchu evit souten hon reputation. Ar Filosophet gueichal a buplie penaus oant Filosophet evit ma visent leset da gundui ur vuez Filosoph : ha ni a dle ive rei da anaout penaus hon eus desir d’an devotion evit ma vezzimp leset da gundui ur vuez devot. Mar lavar unan bennâc deoc’h penaus e c’haller beva devotamant hep observi an avisou hac an exerciçou-mâ, na livirit quet ar c’hontrol ; hoguen respontit, abalamour penaus eo quer bras hoc’h infirmite, ma hoc’h eus izom eus a vui a sicour hac a voyenou, eguet na ve ret evit ar re-all.

Erfin, va Philotee gueaz, me ho suppli dre guement so a Sacr hac a Santel en Eê hac en douar, dre ar Vadiziant hoc’h eus recevet, dre an ivron a sunas Jesm-Chrisi, dre ar galon charitabl pe gant hini ho caras, ha dre an entraillou eus an drugarez pe en hini e c’hesperit, continuit ha perseverit en dessein pehini hoc’h eus antreprenet da gundui ur vuez devot : hor buez a ya ebiou hac ar maro a so ec’harz an nor : An drompil, eme Sant Gregor a Nazianze, a sôn deomp en em retira ; en em breparet bep-unan rac ar Varn a so tost. Mam Sant Simphorian o velet e gaç d’ar Verzerinti, a grie var e lerch : va map, va map, emezi, ho pet memor eus ar vuez eternel, sellit ouz an Eê ha considerit an hini a ren eno, an termen pehini a so tost a lacaï fin timad er veaich ver eus ar vuez-mâ. Ah ! Philotee, ha lavaret a rin-me dec’h-hu ar memes tra ? sellit ouz an Eê, ha na zilesit-èn quet evit an douar ; sellit ouz an Ifern, ha n’en em strinquit quet ebarz evit ur moment ; sellit ouz Jesus-Christ, ha na renoncit quet dezàn evit ar bed ; ha pa gueffot e vezo calet ar boan hac an diæsamant eus ar vuez devot, canit gant Sant Frances ar c’homsou-mâ.


Abalamour d’ar madou eternel,
A esperân da gaout digant va Salver,
E quemeràn ar poaniou temporel,
Hac al labour evel un tremen amser.


Bevet Jesus, pehini gant an Tad hac ar Speret-Santel ra vezo enoret ha glorifiet bremâ ha bepret hac hep fin da jamæs.

Evelse bezet great.


————





TAULEN.

Ar guenta Quevren eus an Introduction, pehini a gompren an Avisou hac an Exerciçou requis evit cundui an Ene adalec e c’henta desir d’ar Vuez Devot betec ar resolution antier d’e antrepreni.

Ar guenta Meditation hac an navet Chabistr. Var ar mad en deveus gret Doue evidomp d’hor beza crouet. Er guenta meditation-mâ eo lequeat an actou pere a dleer da ober quent ha goude peb meditation ; galvet int ar Breparation hac ar Gonclusion eus an Oræson hac e ve mad o disqui dindan evor, evit en em servichout anezo ato en oll meditationou hac en Oræsonou-all




An eil Quevren eus an Introduction, pehini a gompren naouspet seurt avisou evit sevel an Ene etrese Doue dre an Oræsonou ha dre ar Sacramanchou.




An trede Quevren eus an Introduction, eleac’h ma zeus cals a avisou evit an exerciç eus ar vertuziou.




Ar pedervet Quevren eus an Introduction, pehini a gompren an avisou necesser a enep an dentationou ordinal.




Ar pempet Quevren eus an Introduction, pehini a gompren exerciçou hac avisou evit renouveli an ene hac evit e renta ferm en devotion.



FIN EUS AN DAULEN.




Approbation an Autrou Abat a Bourblanc, Doctor eus a Sorbon hac Arriagon en Escopti Leon.


J’Ai lu ce tivre intitulé, Introduction à la Vie dévote, traduit en Langue Bretonne par un Prêtre de ce Dipcèse, & je n’y ai rien remarqué qui ne soit confrme à la Foi & aux bonnes mœurs. A St. Paul ce quatorzieme Avril mil sept cent dix.

DU BOURBLANC.




Approbation an Autrou Hervé, Bachelier, diaguent Professeur eus an Theologi er Seminære, ha bremâ Chaloni ha Penitancier bras e Leon.


J’Ai lu avec attention la Tradudion, faite en Langue Bretonne par un bon Ecclésiastique de ce Diocèse de Léon, d’un Livre intitulé Introduction à la vie dévote, composé par Saint François de Sales, Evêgue & Prince de Geneve, laquelle Traduction m’a paru fidele, digne du zèle & de la piété de son Auteur, & très-utile au Public.

A Saint-PauI, ce premier jour d’Avril mil sept cent dix.

OLIVIER HERVE,
Pénitencier de Léon.



Approbation an Autrou Brochec, Liçantier er Guir, diaguent Professeur eus ar Philosophi hac eus an Deologi ha Superieur er Seminære a Gastel-Paul, ha bremâ Person e Parres Plounevez e Leon.


J’Ai lu avec attention un Livre intitulé Introduclion à la Vie dévote, traduite en Breton par V. Missire Charles le * * * Prêtre de l’Evêché de Léon, dans laquelle je n’ai rien trouvé qui ne soit orthodoxe, & même qui ne montre la voie pour arriver à la perfection. C’est le témoignage que j’en donne au Public, ce 7 Mars 1710.

JEAN BROCHEC, Recteur de Plounevez.




Permission an Autrou Abat a Keranprat, Viquel bras en Escopti Leon.


VU les Approbations d’un Livre intitulé l’Introduction à la Vie Dévote de S. François de Sales, & traduit en Langue Bretonne par un Prêtre de ce Diocèse, Nous en permettons 1’impression.

A Saint-Paul, ce 18 Avril 1710.

F. M. LE JACOBIN.
V. Général.

  1. Hervez an destenn orin. Moullet eo amañ ha parlant [Notenn gant Wikimammenn].
  2. Digomprenet eo bet ar frazenn orin : « mais quand elles meurent emmi l'onguent, elles luy ostent son prix et le mettent a desdain. » [Notenn gant Wikimammenn]
  3. Ouzhpennet diwar an destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]
  4. Sic, e-lec’h vean. Ar memes furm a vez kavet choazh er bajenn war-lerc’h. [Notenn gant Wikimammenn]
  5. Gw. an notenn araok. [Notenn gant Wikimammenn]
  6. Ar pennad moullet dre lizherennoù stouet a zo bet ouzhpennet gant ar Brizh, ha n'ema ket ebarzh en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]
  7. Lezet eo bet e-maez ar chabistroù XXXIII (Des balz et passetems loysibles mais dangereux) ha XXXIV (Quand on peut jouer ou danser) eus an destenn orin. [Notenn gnat Wikimammenn]
  8. Ar frazenn-mañ n'ema ket ebarzh en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]
  9. Neket s. Paol, met s. Pêr eo an hini a skriv kement-se (Ep. I, 3 ha 7). Reizh eo meneget en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]
  10. Gwall zifeal ouzh an destenn orin eo troidigezh ar chabistr-mañ, gant meur a frazennoù lezet e-maez pe dreuzfurmet bras. [Notenn gant Wikimammenn]
  11. War a seblant, n'eo ket bet komprenet ar ger « bigearre » en destenn orin, pehini a dalv kement ha bizarre. [Notenn gant Wikimammenn]
  12. En em bellaat a ra ar Brizh diouzh testenn orin s. Fransez ("et vous dites qu'il est Samaritain") evit kenglotañ strishoc´h gant hini an Avieler (Matt. XI, 18). [Notenn gant Wikimammenn]
  13. Lezet eo e-maez amañ ur marvailh diwar-benn Aleksandr-Veur. [Notenn gant Wikimammenn]
  14. Ar pennadoù niverennet amañ 5 — 9, a zo niverennet 4b — 4f en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]
  15. En destenn orin, an niverenn-mañ n’eo ket lakaet amañ, met dirak ar frazenn a heuilh, pehini a grog en hevelep fesson (Protestés…). [Notenn gant Wikimammenn]