Eil quevren - An eil Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 84-88)
Eleac’h ma tisquezeur ar fæçon da ober meditation, ha da guenta d’en em lacat e presanç Doue, pehini eo ar pouent quenta eus ar breparation.
Æs ne ouzoc’h quet martese, Philotee, penaus e ranquer ober an oræson mental ; rac un dra eo ha n’er goar nemeur a dud en amser-mâ, siouaz ! ha rac-se me ya da bresanti deoc’h ur fæçon ver ha simpl d’e ober, o chortos ma c’hellot beza guell instruet dre al lectur eus a gals a levriou caer pere a so bet composet var ar sujet-se, ha dreist pep-tra dre an usaich hac an
exerciç a reot hoc’h-unan eus ar veditation. Merca a ràn deoc’h da guenta ar breparation pehini a gonsist e daou bouent, peveus a re ar c’henta eo en em lacat e presanç Doue, hac an eil eo implori e assistanç. Evit en em lacat e presanç Doue, e proposàn peder moyen principal, peveus a re e c’hellot en em servichout er gommançamant.
Ar guenta moyen a gonsist en ur songeson hac en un application gre hac atantif var an oll bresanç a Zoue, da lavaret e, oc’h en em bersuadi penaus e ma Doue e peb-tra hac e peb leac’h ha ne deus andret na tra ebet er bed-mâ na d’ema presant ebarz gant guiryonez ; en hevelep-fæçon, ec’his ma quef al laboucet an ear ato p’eleac’h bennac e nigeont, evelse ive p’eleac’h bennac e zeomp, nac ema-oump, e quefomp Doue presant ato gueneomp peb-unan a oar ar virionez-mâ, hoguen peb-unan ne de quet attantif d’e c’hompren. Ar re zall, evit ha na velont ur Prinç, pehini a so presant dezo, ne lesont quet cousgoude, n’en em zalc’hont en ur respet bras, mar dint avertisset eus e bresanç ; mæs evit guir, abalamour n’er guelont quet, e c’hancounec’haont eas e ve presant ; hac oc’h e veza ancounec’heat, e collont c’hoaz eassoc’h ar respet hac ar reveranç evintàn. Allas, Philotee, ne vellomp quet Doue pehini a so presant deomp ; ha peguement bennâc ma hon avertis ar Feiz eus e bresanç cousgoude, ec’his n’er guelomp quet gant hon daoulagat, en ancounec’haomp alies, hac en em gomportomp neuse toudememes evel pa ve Doue pell diouzomp : rac, evidomp da c’houzout ervat penaus ema presant ato da bep-tra, quement a dal cousgoude evel pa n’er gouffemp quet, pa na sonjomp quet en drase. Ha rac-se abarz hon Oræson e rencomp atao applica hor speret da songeal gant un attantion vras penaus ema Doue presant oc’h hor guelet hac oc’h hor c’hlevet ; ar songeson gret-se eus a brefanç Doue oa a rea da Zavid lavaret ar c’homsou-mâ ; Mar pignan en Eê, o va Doue, c’hui a so eno ; mar disquennàn en Ifern, emaouc’h eno ivez. Hac evelse e tleont en em servichout eus a gomsou Jacob, pehini o veza guelet ar squeul sacr pehini a dize eus an andret ma edo bete an Eê, a lavaras , ô peguen terribl eo ar plaç-mâ, & guirionez Doue a so amâ, ha n’er gouien quet ; lavaret a falle dezàn, ne songe quet : rac ne alle quet ignori, na vise Doue eno hac e peb leac’h. Pa en em liquit eta da bidi Doue, o Philotee, e tleit lavaret a greis ho calon ha d’ho calon : ô va c’halon, va c’halon , ema Doue amâ e guiryonez.
An eil moyen d’en em lacat er bresanç sacr eus a Zoue, eo songeal, penaus ne de-ma quet Doue hepquen eleac’h ma emaouc’h, mæs ema choaz en ur fæçon particulier e gouelet ho calon ha diabarz ho speret, pe da hini e servich e bresanç divin da vuez ha da ene, o veza eno evel ar galon eus ho calon hac ar speret eus ho speret : rac ec’his ma en em guet hoc’h ene e quement corn so eus ho corf, o veza scuillet dreizàn oll, ha ma ra cousgoude e demeuranç particulier en ho calon ; dememes Doue peguement bennâc ma zeo presant da bep-tra, a so cousgoude presant d’ho speret en ur fæçon particulier ha special ; abalamour da se oa er galve David, Doue va c’halon, hac e lavarre Sant Paul, penaus e vevomp e Doue, e flachomp e Doue hac emaomp e Doue. O consideri eta ar viryonez-mâ, ec’h excitot en ho calon ur reveranç vras en andret Doue, pehini a so quer presant deoc’h.
An drede moyen d’en em lacat e presanç Doue, eo consideri hor Salver pehini en e humanite sacr a sell eus an Eê ouz quement den a so er bed, mæs particulieramant ouz ar Gristenyen, pere eo e vugale, ispicial ouz ar re a so en oræson, peveus a re e remerq an actionou hac ar gomportamant. Ne de quet un imagination simpl eo an dra-mâ, ur viryonez pur eo : rac peguement bennac n’er guelomp quet, cousgoude hor c’honsider ac’hano. Sant Stephan er guelas evelse pa oue Merzeryet : en hevelep-fæçon ma c’hellomp ervat lavaret gant ar Scritur ; chetu èn aont adren ar vuraill o sellet dre ar prenestou hac o lacat evez ouzin dre an dreillou.
Ar bedervet fæçon a gonsist oc’h en em servichout eus an imagination hepquen, oc’h en em represanti hor Salver en e humanite sacr evel pa ve en hor c’hichen, ec’his ma vezomp custum d’en em represanti hor mignonet ha da lavaret, me a sonch din e velàn hen-a-hen oc’h ober an dram’andra, semblantout a ra din e velet, pe un dra bennâc evelse. Hoguen mar be Sacramant an Auter presant eleac’h ma veac’h oc’h ober hoch Oræson, hounez a ve ur bresanç reel en effet ha non pas epquen en imagination ; rac ar speç hac an aparanç a vara a ve ec’his un tapisseri, pe adren hini e ve hor Salver realamant oc’h hor guelet hac oc’h hor c’honsideri, evit ha n’er guelomp eno en e furm propr. En em servichout a reor a unan bennâc eta eus ar peder moyen-mâ da lacat hoch ene e presanç Doue abarz antren en Oræson, ha ne de quet a propos deoc’h o implija oll assambles nemet-unan beveich hepquen, hac an drase brefamant ha simplamant.