Skoazell:Skoazell
Ar bajenn-mañ zo bet savet evit sikour an implijerien da gompren e mont en-dro ar Wikimammenn hag evit gouzout penaos ober ganti.
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar Wikimammenn, lennit ar bajenn Petra eo ar Wikimammenn ?.
Evit gouzout penaos labourat gant ar Wikimamenn, kit da lenn ar pennad A-raok kregiñ ganti.
Ostilhoù arveret alies
[kemmañ]Patromoù ha balizennoù a arverer alies er Wikimammenn. Setu a-is un nebeud anezho.
Merkoù HTML
[kemmañ]Pep merk HTML a rank bezañ klozet goude ar skrid : <merk digeriñ>skrid</merk serriñ>.
Un nebeud merkoù HTML arbennik a vez implijet er Wikimamenn.
- Barzhonegoù
- <poem>skrid</poem> eo ar merkoù evit stummañ ur varzhoneg. Da skouer :
Ar c'hod | a ro |
---|---|
<poem> Abaoue an deves milliguet ma chances d’or mam genta </poem> |
Abaoue an deves milliguet ma chances d’or mam genta |
- Notennoù
- <ref>notenn</ref> eo ar merkoù evit ebarzhiñ un notenn en ur skrid.
Patromoù
[kemmañ]Patromoù zo bet savet a-ratozh evit Wikimammenn.
- {{-}} : evit lakaat ul linennig e kreiz ur bajenn.
- {{Bloc’had kreizet/d}} ha {{Bloc’had kreizet/f}} : evit kreizañ ur bloc’had testenn war meur a bajenn.
- {{Bloc’had kreizet}} : evit kreizañ ur bloc’had testenn hag a c'hell bezañ arveret gant ar merk <poem> da skouer.
- {{Briataenn(}} : ur skouer zo e An heritourez.
- {{Briataenn)}} : ur skouer zo e Ar yalc'had aour.
- {{Dehou}} : evit lakaat an destenn e tu dehou ar bajenn.
- {{Gap}} : evit lakaat un esaouen dirak ur bomm pe etre daou c'her ; gwelit Sonioù Feiz ha Breiz.
- {{Kreizañ}} : evit kreizañ un destenn.
- {{Kuzhiad}} : evit kuzhat ur bomm er skrid pa ne vez gerioù nemet e dibenn al linenn a zo war-lerc'h ; gwelit da skouer eil gwerzenn an Diviz II e Bayon : Bah sant Guénolé
- MediaWiki:Proofreadpage header template : evit treuzklozañ ar pajennoù.
- {{Ment}} : evit kemmañ ment lizherennoù en ur skrid.
- {{Niv}} : evit lakaat he niverenn en ur bajenn.
- {{Pennletrenn}} : evit lakaat ul letrenn e deroù ur skrid.
- {{Pline}} : evit lakaat un esaouenn hag un niverenn dirak ur bomm, evit niverennié, pozioù ur varzhoneg da skouer ; gwelit Theophilus.
- {{Sic}} : evit merkañ ez eo evel-se rik ez eo skrivet ar ger er vammenn ; da skouer : Ar Vretonezed [sic].
- {{Taolenn}} : evit krouiñ taolenn ul levr.
- {{Teirsteredenn}} : evit kreizañ an arouez ⁂
- {{Tired}} ha {{Tired2}} : evit liammañ deroù ur ger e traoñ ur bajenn ouzh e zibenn e laez ar bajenn war-lerc'h.