Mont d’an endalc’had

Quenta quevren - Ar c’huec’hvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 21-23)





AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Penaus ar guenta purgation eo en em burgi diouz ar pec’hejou marvel.


AR guenta purgation a ranquer da ober eo an hini diouz ar pec’het, hac ar voyen d’en em burgi diouz ar pec’het eo ar Sacramant a Binigen. Clasquit ur C’honfessour an dina a ellot da gaout, en em servichit eus al Levriouigou pere a ell ho sicour da ober ur gonfession vad : lennit-y gant attantion, ha remerquit a bouent e pouent pe en tra hoc’h eus offanset Doue, oc’h en em examina abaoue ma hoc’h eus bet an usaich a reson bete an heur bresant : hac o veza erc’hisse preparet ha destumet ar pec’hejou a so var ho c’houstianç, detestit-y ha regretit-y dre ur gontrition hac un displijadur ar brassa a vezo possibl deoc’h, o consideri ar pevar zra-mâ, da guenta penaus hoc’h eus collet graç Doue, d’an eil penaus hoc’h eus quiteat ho lot eus ar Barados, d’an trede penaus hoc’h eus acceptet ar poaniou eternel eus an Ifern, ha d’ar pevare penaus hoc’h eus renoncet d’ar garantez a Zoue.

Guelet a rit ervat, Philotee, penaus e comsan eus a ur Gonfession general eus hoc’h oll buez : me a ene ervat evit guir, ne de quet ato necesser abfolumãt ar gonfession general-se ; hoguen me a ene ervad ive cousgoude penaus e vezo profitabl bras deoc’h er gommançamant-mâ, a rac-se ho cusuliàn d’e ober. Alies ec’h erru ma vez leun a zefautou bras ar gonfessionou ordinal eus ar re pere a gundu ur vuez commun : rac alies n’en em breparont quet, pe n’er greont quet aoualc’h, peautramant e vanq dezo ar gõtrition a so requis da gaout ; hac evelse ez eer da gofès meur a veich gant ur certen volontez da zistrei d’ar pechet, abalamour na fell quet en em evita diouz an occasion anezàn, nac en em fervichout eus ar moyenou necesser evit en em amanti ; hac e quêver quemense oll eo requis ober ur Gonfession general evit assuri an Ene. Ouzpen ma teu ar gonfession general da rei deomp an anaoudeguez ac’hanõp hon-unan ; da ober deomp caout mæs ha confufion, o consideri hor buez tremenet, hac en em estoni o consideri an drugarez a Zoue pehini en deveus hor gortoet da zistrei ountàn gant quement a batiantet, appesi a ra hor chalon, soulagi a ra hor speret, excita a ra enomp resolutionou mad, rei a ra leac’h d’hon Tad spirituel da rei deomp avisou convenaploc’h d’hor chondition ha d’hor stad, hac e tigor hor c’halon evit en em ziscleria gant fizianç en hor c’honfessionou all varlerc’h. Pa e quistion amâ eta da nevezi generalamant hor c’halon ha da gonvertissa hon ene antieramant ouz Doue oc’h antrepreni ar vuez devot, em eus ræson mad, a sonch din, Philotee, d’ho cusulya da ober ar Gonfession general-se.