Quenta quevren - Ar pempet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 17-20)
R Fleurachou, eme ar Pried sacr, a so coumancet da sevel en hon douar : deuet eo an amser da ziscoultra ha da dailla ar guez hac ar guiny. Hon Douar e hor c’haloun, ô Philotee, hac ar fleurachou pere a goumanç da sevel enhi, eo an desirou mad ; hac evel ma c’haparissont, eo
ret quemeret ar sarp evit trouc’ha eus hor c’houstianç ar scoultrou maro hac inutil, da lavaret e hor pec’hejou hac hon neglijançou. Ar verc’h estranjour evit caout e priedelez an Ifraëlit, a ranque divisca he dillat a gaptivite, crenna he ivinou ha rasa he bleo divar he fen : hac an Ene pehini a zesir caout an enor da veza Pried da Vap Doue, a dle ivez en em zivisca eus an den coz, hac en em visca eus an Den nevez o quitaat ar pec’het : ha goude-se crenna ha rasa diouthi quement fcurt ampechamant a ve capabl d’e distrei diouz carantez Doue : ar gommançamant eüs hor yec’het eo beza purget diouz an humoryou fall eus hor pec’hejou. Sant Paul a oue purget en ur moumet dre ur purgation parfet, evel ma oue ive Santes Catel a Gennes, Santes Madalen, Santes Pelagia hac hiniennou all ; mæs an seurt purgation-se a so miraculus hac extraordinal ebarz er c’hraç, evel ma zeo resurrection ar re varo ebarz en natur ; en hevelep-fæçon na dleomp quet pretandi da quemen-se. Ar fæçon ordinal ma vez custum hac ar c’horf hac ar speret d’en em burgi ha d’en em yac’haat, eo a nebeut e nebeut, dre avançamant, dre boan ha dre hirnez amser.
An Elez o deveus diouasquell var squeul Jacob ; mæs ne nigeont quet, er c’hontrol pignat ha disquen dre urz eo a reont a basen e pasen. An Ene pehini a bign eus ar pec’het d’an devotion a so comparachet ouz ar goulaoui deiz, pehini, pa vez o sevell, ne chasse quet an devaligen en un instant, mæs a nebeut e nebeut. Ar yec’het, pehini a zeu adoug cam, a lavarer a vez assurroc’h, eguet an hini a zeu en un taul count ; clevejou an Ene couls ha re ar c’horf a zeu d’ar post, mæs ne deont var o c’his nemet a basic bian : ret eo eta, Philotee, beza courachus ha patiant [1] oc’h antrepreni ar vuez devot. Allas ! pebes pitie eo guelet an eneou-se, pere oc’h en em velet sujet da gals a zefautou, goude beza en em exercet ur maread amser en devotion, a goumanç d’en em inquieti, d’en em droubli ha d’en em zigouragi, o lesell o c’halon da goueza casimant gant an dentation da guitaat o dessein ha da zistrei var o c’his ; mæs a ur c’hostez all ivez ha ne de quet un danger bras d’an Eneou, pere dre un dentation gontrol a fonch dezo ez int purget diouz o defautou en deiz quenta, o cridi ez int parfet hac y na dint quet commancet mad, hac oc’h en em lacat da nigeal hac y n‘o deveus quet a ziouasquell ? O Philotee èn so an seurt-se èn un danger bras da goueza en affeil, o veza en em dennet re vuan a dre daouarn ar medecin ! Liquit evez na saffac’h e raoc ar sclerigen, eme ar Profet ; sivit goude ma viot bet asezet ; hac ar Profet-se o pratica e-unan ar guentel-mâ, hac o veza bet goualc’het ha neteat a ziaguent, a choulenne beza goualc’het c’hoaz.
An exerciç eus a burgation an Ene, ne ell na ne dle finissa nemet gant hor buez : n’en em droublomp quet eta evit guelet hon imperfctionou ; rac o combati outo eo e consist hor perfection, ha ne ouffemp quet combati outo anes o guelet, nac o zrec’hi, anes o rancontr ; ar victor a dleomp da c’hounit varnezo ne gonsift quet o chom hep santout anezo, mæs o chom hep consanti dezo. Mæs ne de quet consanti dezo eo beza importunet ganto ; ret eo ervat evit exerci hon humilite, e vemp aviziou blesset er gombat spirituel-se : cousgoude ne vezomp jamæs trec’het nemet pa hor bez collet pe ar vuez, pe ar gouraich. Hoguen an imperfectionou hac ar pec’hejou veniel ne ouffent quet lammet ar vuez spirituel digueneomp ; rac ne vez collet nemet dre ar pec’het marvel : ne rest quen eta nemet na raint quet deomp coll ar gourach. Va dilivrit, Autrou, eme Zavid, diouz all lesiregues ha diouz an digourageamant ; ur gondition eürus evidomp ebarz er bresel-mâ eo ma vezzimp ato victorius nemet e vezzimp ato er volentez da gombati.
- ↑ Hervez an destenn orin. Moullet eo amañ ha parlant [Notenn gant Wikimammenn].