Quenta quevren - Ar pevare Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 13-17)
Ap Tobias, o veza gourc’hemennet dezàn gant e Dad mont da Ragez, a lavaras, ne ouie quet an hent da vont d’y ; e dad a respontas dezàn, iit eta da glasq un den fidel bennâc evit ho cundui. Me lavar deoc’h ar memes tra, va Philotee ; hac c’hui a euteur sinceramant querzet varzu an devotion ? clasquit un den santel bennac evit ho ren hac ho cundui. Hemâ eo an avertissamãt eus an avertissamanchou, petra bennaac a glascot, eme an den devot Avila, ne gueffot jamæs volontez Doue quen assur, evel dre an hent eus an obeissanç humbl-mâ, pehini a so bet quement recomandet ha
pratiquet gant an oll Devodet ancien. Santes Theresa o velet an Itron Cathel a Gordoue oc’h ober pinigennou bras, e devoue cals a c’hoant d’e imita en drase a enep an avis eus he C’honfessour, pehini en difenne outi, ha pe da hini oa tentet da veza disobois er poent-se. Ha Doue a lavaras desi : va merc’h emaouc’h en un hent mad hac assur : c’hui a vel ar binigen a ra hounnez ; hoguen me a istim mui hoc’h oboissanç-hu. Evelse ivez e care ar Santes-mâ quement an oboissanç mâ c’heureu, ouzpen an hini a dlie d’he superioret, ur vœu particulier a oboissanç da un Directeur excellant, oc’h en em oblija da heul e zirection hac e avis, ar pez a roas dezi ur gonsolation ar vrassa ; evel a so bet c’hoarvezet gant cals a Eneou mad en he raoc ha var he lerc’h, pere evit en em renta fujetoc’h da Zoue, o deveus bet soumetet o volontez da hini o Directoret ; ha Santes Cathel a Siene a ro ur veuleudi vras en he Dialogou d’an oboissanç ha d’ar soumission-se. Ar Brinces devot Santes Elisabeth en em soumetas gãt un oboissanç hac a ioa estrainch da zirection an Doctor Conrad : chetu ama unan eus an avisou a roas ar Roue bras Sant Lois d’e vap abars mervel : iit alies, emezàn, da gofes, va map, ha choasit ur C’honfessour capabl, pehini a vezo un den prudant hac a allo disqui deoc’h gant peb assuranç ar pez a renquit da ober evit ho silvidiguez.
Ar mignon fidel, eme ar Scritur Sacr, a so ur brotection hac ur souten crê ; nep en deveus èn cafet, en deveus cafet un tensor. Ar mignon fidel a so ur remed a vuez hac a immortalite ; hac ar re o deveus doujanç Doue a gafo ar mignon-se. Ar c’homsou divin-mâ, ec’his ma velit, o deveus evit but principalamant an immortalite, da lavaret eo, ar vuez eternel, p’evit hini e ranquer dreist peb-tra caout ar mignon fidel-se, pehini a ziouallo hon actionou dre e gusuliou hac e avisou mad, hac hor gouarantisso dre ar voyen-se diouz ar finessaou ha diouz an dromplerez eus an drouc-speret. Evel un tensor a furnez vezo deomp en hon afflictionou, en hon tristidiguezou hac en hor sempladureziou : servichout a rei deomp da remed evit soulagi ha consoli hor c’halon en hor c’hlènvejou spiriruel : hor miret a raï diouz an droug, hac e rento guell hor mad ; ha pa erruo un infirmite bennâc gueneomp, ec’h ampeicho na daï bete ar maro, rac hor sevel anezi, a raï.
Mæs piou a gafo ar mignon-se ? ar re o deveus doujanç Doue, eme ar fur, da lavaret eo, ar re humbl pere o deveus un desir bras d’én em avanç er vuez devot. Pa zeo a quer bras consecanç deoc’h, Philotee, monet gant un Directeur mad er veaich santel-mâ eus an devotion, pedit Doue gant un importunite vras ma fournisso deoc’h unan hac a vezo hervez e galon ; ha na zouetit quet na roi deoc’h un Directeur mad ha fidel, pa dleffe digaç deoc’h un Eal eus an Eè, evel ma tigassas d’a vap Tobias.
Evit guir ivez ho Tiredeur a dle beza un Eal deoc’h, da lavaret eo, pa ho pezo-èn cafet, na considerit-èn quet evel un den simplamant, ha na liquit quet ho fizianç ennân nac en e c’houzieguez evel en un den, mæs e Doue, pehini ho favoriso hac a gomso ouzoc’h dre voyen an den-se, hac a lacaï en e galon hac en e c’henou ar pez a vezo requis evit ho profit : en hevelep-fæçon ma tleit e glevet evel un Eal, pehini a zisquenn eus an Eè evit ho cunduid’y. Digorit o calon dezàn franchamant gant peb sincerite ha fidelite, o rei dezàn sclear da anaout hac ho troug hac ho mad, hep diguisa na dissimuli netra ountàn ; ha dre ar voyen-se ho mad a vezo examinet ha rentet assuroc’h, hac ho troug a vezo courriget ha remediet ountàn : an hent-se e viot soulaget ha creheat en ho afflictionou, hac e viot moderet ha reglet en ho consolationou : ho pezet ennàn ur fizianç vras, mæs ho pezet ivez ur respet bras evintà en hevelep-fæçon na zui quet ar respet-se da ziminui ho fizianç, nac ar fizianç-se da ziminui ho respet. Fiziit ennàn gant ar respet e deffe ur verc’h evit he zat, ha refpetit-èn gant ar fizianç en deffe ur map en e vam ; bref, ar garantez en andret un Directeur a dle beza cre ha douç hac a dle beza toutafæt santel ha sacr, toutafæt spirituel hac hervez Doue.
Ha rac-se choasit unan etouez mil, eme Avila, ha me a lavar deoc’h, choas unan etouez dec mil rac nebeutoc’h a gafer, eguet na ouffet lavaret, a guement a ve capabl da zirija an Eneou : ret eo e ve un Directeur leun a garantez, a squiant, hac a brudanç ; mar manq dezàn unan eus an tri zra-mâ, ez eus danger oc’h en em adressi dezàn. Hoguen lavaret a ràn deoch adarre : goulennit-èn ouz Doue, ha pa ho pezo-èn obtenet digantàn, trugarecait e Vajeste Divin ; dalc’hit-mad d’an Directeur-se, ha na dit quet da glasq re-all, mæs iit betec ennàn gant simplicite, gãt humilite ha gãt fizianç : hac er fæçon-se e reot ur veaich eürus en hent eus ho silvidiguez dindan e zirection.