Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/267

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
d’ar Vuez Devot.

a ra eus ar vignounaich particulier, pa zeo guir penaus evel a lavar, ar vignounaich ne ell quet en em asten etre cals a dud. Ar berfection eta ne gonsist quet o veza hep mignounaich, mæs o veza hep nicun a guement na ve mad, santel hac sacr.




AN UGUENTVET CHABISTR.
Var an difaranç a so etre ar guir vignounaichou hac ar re vean.


CHetu amâ’ta an avertissamant bras va Philotee ; ar mel a Heraclee, pehini a so quer binimus, a so hènvel ouz ar mel all, pehini a so profitabl : danger bras a so na guemerret an eil eleac’h eguile, pe na guemerret an eil e-mesq eguile ; rac an hini mad ne ampeche quet an hini fall da noasout. Red e lacat evez n’en em dromplet e-quenver ar mignounaichou-mâ, ispicial pa sevont etre mal ha femel pe var zigarez bennâc ec’halle beza : rac lies a veich e ro Satan ar cheinch d’ar re en em gar. Commanç a reer dre ar garanrez vertuzus, hoguen ma na vezer sur-bras, ar garantez friol en em risclo eno, goudese ar garantez sansuel, ha goudese ar garantez charnel : ya er garantez spirituel so-quen ez eus danger, nemet evez mad a lacaet, peguement bennâc equenver houmâ ma zeo difficiloc’h quemeret an echeinch, abalamour ma zeo eassoc’h dre ar