Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
Introduction

burete hac ar guender eus ar garantez spirituel anaout ar souilleur hac al lousdoni a fell da Satan da velli en e zouez : ha racse pa en antrepren, e ra finoc’h quemense oc’h essa ober d’an impurete en em riscla casi hep e santout.

Anaout a reot mignounaich ar bed diouz ar vignounaich santel ha vertuzus, evel ma c’hanavezer ar mel a Heraclee diouz eguile. Ar mel a Heraclee a so douçoc’h d’an teaud eguet ar mel ordinal, abalamour da lousaouen an aconit pehini a ro dezàn ur grescanç a zouçder ; ha mignounaich ar bed a gustum produi ur gantite vras a gomsou douç evel ar mel, ur gajolerez hac ur flaterez a c’heriouigou tener hac a veuleudiouigou tennet eus ar guenet, eus ar fæçon agreabl hac eus ar galiteou sansuel : mæs ar vignonaich sacr e deveus ul langaich simpl ha franc, ha ne ell meuli nemet ar vertuz hac ar c’hraç a Zoue pe var hini hepquen ez e fontet. Ar mel a Heraclee pa vez avalet a laca penn un den da drei ha oa vezevelli : hac ar vignounaich faus a laca ive speret un den da vezevelli ha da drei en hevelep-fæçon ma teu da vrancellat ha da veza inconstant er chastete hac en devotion oc’h e zouguen da ober sellou affetet, mignardisou hac immodestiou, cherissamanchou sansuel, huanadou direglet, clemouigou e deffot beza caret aoualc’h contanançouigou ha fæçoniouigou studiet galan-