Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
Introduction

Gregor a Nazianze en em vant alies eus ar vignounaich particuIier en devoue gant Sant Basil hac e discrif er fæçon-mâ. Seblantout a rea n’en divise an eil hac eguile ac’hanomp nemet un ene pehini a zougue daou gorf : ma na ranquer quet cridi d’ar re pere a lavar, penaus peb-tra, a so peb-tra, eo ret cousgoude hor c’hridi-ni penaus edomp hon daou en-unan, hac an eil en eguile ac’hanomp : n’hor boa hon daou nemet ar memes pretantion da bratica ar vertuz ha da accommodi an desseinou eus hor buez diouz an esperançou da zonet, o sortial evelse eus ârvuez mortel-màn abarz mervel en-hi. Sant Augustin a ro testeni penaus Sant Ambroas a gare ispicialamant Santes Monica, abalamour d’ar vertuziou ral a vele en-hi, ha penaus hi er cherisse ivez evel un Eal da Zoue.

Hoguen fazia a ràn oc’h ho tale var un dra pehini a so quer sclear. Sant Jerom, Sant Augustin, Sant Gregor, Sant Bernard, hac an oll servicherien vrassa da Zoue o deveus bet mignounaichou particulier meurbet, hep noasout na cals na nebeut d’ar berfection ha d’ar santelez vras pehini o devoa. Sant Paul o rebeich o goal gomportamant d’ar Gentilet, a zeu d’o repren da veza bet tud hep affection, da lavaret eo tud, pere n’o devoa mignounaich ebet, ha St. Thomas d’Aquin couls hac an oll Filosofet vad a avoue penaus ar vignounaich a zo ur vertuz, coms