em sicouront, hac en em zougont d’ar mad quen entrezo : hac evel n’o deveus quet a izom ar re a guerz en un hent compes, da rei o dourn an eil-re d’o hentez, ha na deus nemet ar re a ya dre un hent dies ha risclus a guement a zalc’h crog an eil en eguile anezo evit querzet surroc’h a se; evelse ivez ar re a so er c’houenchou n’o deveus quet a izom eus ar mignonaichou particulier-se, nemet hepquen ar re a so er bed, evit en em assuri hac en em sicour an eil-re o-hentez anezo etouez quen alies a voual bassaich evel a rencont da dremen. Er bed ne vis quet an oll d’ar memes but, n’o deveus quet an oll ar memes speret ; ret eo eta certen en em denna a part, hac ober mignonaich particulier ouz ur re bennâc hervez hon dessein, hac ar barticularite-se a ra evit guir ur bartialite, mæs ur bartialite santel, pehini ne laca quen division na quen separation nemet etre ar mad hac an droug, etre an dènvet hac ar guêvr, etre ar guenan hac ar guesped hac a so ur separation necesser.
Certenamant ne ouffet quet nac’h na gare hor Salver Sant Ian, Lazar, Martha ha Madalen dre ur vignounaich douç ha particulier ; rac ar Scritur en ro da entent. Gouzout a reer ervat en devoa Sant Per un affection tener evit Sant Marc ha Santes Petronilla, evel ma en devoa Sant Paul evit Sant Thimothee hac evit Santes Tecla. Sant