Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/264

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
Introduction

na disprigeout evit quemense ar vignounaich pehini ma zouc’h obliget da antreteni hervez an natur hac an dever a ziaguent ; evel ma zeo gant ho querent, gant ho mad-oberourien, gant hoc’h ameseien ha reall, ne gomzàn nemet eus ar vignounaich pehini a fell deoc’h da ober dre ho choas hoc’h-unan.

Cals a lavaro deoc’h martese penaus ne ranquer caout nep seurt affection na mignounaich particulier ebet, abalamour ma teu an dra-se da occupi ar galon, da rei distractionou d’ar speret ha da anjandri an avi hac an ambition : mæs en em drompla a reont en o avisou ; rac evel ma o deveus guelet e levriou cals a Sent hac a Auteurien devot, penaus ar vignounaichou particulier hac an affectionou extraordinal a noas infinimant d’ar re a so er c’hoenchou, e soinch dezo penaus e c’hoare ar memes tra gant ar re a so er bed ; hoguen cals a so da lavaret : rac evel ma zeo an dessein commun eus an oll, pere a so en ur gouent reglet mad, bisa d’an devotion, ne de quet requis ober enno ar gommunicationou hac ar mignonaichou particulier-se, gant aon, o clasq e particulier ar pez a so commun, na dremennet eus ar barticularite-se d’ar bartialite ; mæs evit ar re a so er bed, hac a fell dezo acquisita ar guir vertuz, eo necesser dezo en em unissa an eil-re gant o hentez dre ur vignounaich santel ; rac an hent-se en em gourajont, en