Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
d’ar Vuez Devot.

erfin dre ma pado eternellamant e Doue. O èn so agreabl caret var an douar evel ma rer en Eê, ha disqui en em cherissa er bed-mâ evel ma er graimp eternellamant er bed-hont. Ne gomzàn quet amâ eus ar garantez simpl a charite ; rac hounnez a dle beza douguet evit an oll ; mæs coms a ràn eus ar garantez spirituel pe gant hini e teu daou pe dri, pe gals a eneou mad d’en em gommunica ha d’en em antreteni var o devotion ha var o affectionou spirituel, ha d’en em renta ur memes speret hac ur memes calon quen entrezo. An seurt eneou mad-se a ell cana gant guirionez ar c’homsou-mâ : eus ar Scritur : Chetu peguer mad ha peguen agreabl eo e chomme ar Vreudeur en union assambles ! ya, rac ar baum delicius eus an devotion a zistill eus an eil calon en e-ben dre ur gommunication continuel, en hevelep-fæçon ma c’haller lavaret penaus e squill Doue var ar vignounaich-mâ e venediction hac ar vuez eternel memes.

Avis a ra din penaus an oll mignonaichou all ne dint nemet ur squeud e comparæson da houmâ, ha ne de ar c’houlm hac an union anezo nemet chadennou guezr e comparæson d’ar c’houlm ha d’an union vras-mâ eus an devotion santel pehini a so ur chaden aour pur. Na rit quen seurt mignounaichou ous den ; me goms eus ar mignounaichou pere a rit hoc’h-unan ; rac ne ranquer na quitât,