Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
Introduction

parlant ouz Doue eus he innoçans hac eus he c’homportamant vad, a lavare ; c’hui a oar ervat, emezi, va Doue, penaus ne doun biscoas en em boulset etouez ar c’hoarieurien.




AN TREDE CHABISTR
ha tregont [1].
Penaus eo ret beza fidel da Zoue hac en occasionou bras hac er re vian.


AR Pried sacr e Cantic ar C’hanticou a lavar penaus e gounezet e galon gant e vignonez e pried dre voyen unan eus he daoulagat ha dre voyen unan eus a vleo he fenn. Etre an oll guevrennou exterieur eus a gorf an den, ne deus nicun a guement a ve noploc’h, eguet al lagad, na disterroc’h eguet ar bleo. Ha rac-se e fell d’ar Pried divin rei da entent penaus ne de quet hepquen an œuvrou bras eus an dud devot eo a so agreabl dezàn, mæs ivez ar re zisterra hac ar re vila ; ha penaus evit e servicha diouz e c’houd e ranquer caout ur sourci bras d’e servicha ervat en traou bras hac huel hac en traou bian ha dister, pa ellomp gant an eil re hac o hentez anezo oll gounit e galon dre garantez.

En em breparit eta, Philotee, da soufr cals a afflictionou bras evit hor Salver, memes ar verzerinti : en em resolvit da rei de-

  1. Lezet eo bet e-maez ar chabistroù XXXIII (Des balz et passetems loysibles mais dangereux) ha XXXIV (Quand on peut jouer ou danser) eus an destenn orin. [Notenn gnat Wikimammenn]