Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
d’ar Vuez Devot.

zàn quement hoc’h eus a breciussa, mar be e volontez e guemeret, daoust pe hoc’h arc’hant hac ho madou-all, daoust pe ho tad, ho mam, ho preur, ho c’hoar, ho pried, ho pugale, pe re-all ma hoc’h eus muia carantez outho, ha memes ho taoulagad hac ho puez ive : rac da guemense e tleit prepari ha dispos ho calon. Mæs endra na zigas quet ar Brovidanç divin afflictionou quer sansibl ha quer bras-se deoc’h, ha na c’houlen quet digueneoc’h ho taoulagad, roit dezàn da viana ho pleo ; me a fell din lavaret, supportit gant douçder an injuriou munut, an incommoditeou bian, hac ar c’hollouigou dister pere a ell erruout gueneoc’h bemdez : rac dre voyen an occasionouigou dister-se, mar o recevit gant carantez ha gant resignation d’e volontez, e chounessot antieramant e galon, hac e reot ma vezo tout deoc’h. Ar chariteouigou hac an alusennouigou-se, pere a rit bemdez ; ar boan benn-se, ar boan dent-se, an difluxion-se, an humor chagrinus ha bigarre-se eus a nep ma emaouc’h assambles gantâ pe ganti, an accidant-se a so erruet gant un dra bennâc oc’h e derri, an disprijanç pe ar mouzerez hac ar rebut-se hoc’h eus diouz ur re bennâc, ar c’hol-se eus ho c’heuriou, eus ho chapelet, eus ho coualen, eus ho mouchouer, pe eus un dra zister-all bennâc evelse ; an nebeudic incommodite-se o