vont da gousquet abret hac o sevel mintin da bidi Doue, da vont d’an Oferen, da vont da Gommunia ; an nebeudic mez-se oc’h ober certen actionou a zevotion dirac ar re-all ; bref an oll souffrançouigou ha poaniouigou-se, quen var ar c’horf quen var ar speret, o veza quemeret hac acceptet gant carantez abalamour da Zoue a ro ur gontantamant vras meurbet d’e vadelez divin, pehini evit ur verennat dour hepquen e deveus prometet ar mor eus a bep eürusdet d’e servicherien fidel : hac evel ma en em bresant an occasionou-se da bep mare, ur voyen vras evit destum cals a binvidiguez spirituel eo ober un usaich mad anezo.
Pa em eus guelet e buez Santes Catell a Sienne quement a ravissamanchou hac a elevationou a speret, quement a ziscoursou sur, hac a bredicationou memes great ganti ; n’em eus quet douetet, n’e deveus bet ravisset gant al lagat-se a gontemplation calon he Fried celestiel : mæs ne doun quet bet nebeutoc’h consolet, pa em eus-hi guelet e queguin he Zad o trei ar ber gant humilite, o brepari ar bouet oc’h embreguer an toas da lacat er forn, hac oc’h ober ar servichou disterra eus an ty gant ur gouraich leun a garantez en andret he Doue : ha ne istiman quet nebeutoc’h ar veditation vian ha dister pehini a rea e mesq ar servichou vil hac isel-se, eguet an extasou hac