Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - An eil Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 431-434)





AN EIL CHABISTR.

Eleac’h ma considerer ar mad pehini a ra Doue deomp oc’h hor guervel d’e servicha hervez ar brotestation lequeat amâ diaraoc en uguentvet Chabistr eus ar guenta Quevren.

1.
COnsiderit ar poenchou eus ho protestation. Ar c’henta eo da veza quiteat ha detestet peb pechet marvel ha renoncet dezâ evit jamæs : an eil eo da veza dediet ha consacret hoc’h ene, ho calon, ho corf ha quement a zepand diouzoc’h da garantez ha da servich Doue : an trede eo, mar gu’erru gueneoc’h coueza en ur pec’het bennâc, ma seffot anezàn souden moyenant ar c’hraç a Zoue ; mæs ha ne d’e quet ar re-se resolutionou caer, just, dîn ha generus ? Songit ervat en hoc’h ene peguer santel, peguer ræsonabl ha peguement eo ar brotestation-se da veza desiret.

2. Considerit pe da biou hoc’h eus great ar brotestation-se, rac da Zoue eo. Mar deo ar brotestation ræsonabl great d’an dud e hon oblich quement, peguement hon oblich mui ar re hon eus grêt da Zoue ? Ah ! va Doue, eme Zavid, dec’hu eo e deveus va c’halon e lavaret, dec’hu eo e deveus proposet ar goms vad-se ; jamæs ne ancounec’haïn. 3. Considerit pe e presanç piou ; dirac an oll Gourtisanet celestiel. Allas ! ar Verc’hes sacr, Sant Joseph, hoc’h Eal-mad, Sant Loïs, an oll gompagnunez eürus-se a yoa o sellet ouzoc’h, hac a huanade var ho comsou gant huanadou a joa hac a gontantamant ; hac e velent gant un aoulagat caranrezus meurbet ho calon prosternet da dreit hor Salver oc’h en em offr d’e servich : great oue ur rejouissanç particulier evit ar sujet-se er Jerusalem celestiel eus ar Barados, ha bremâ e vezo great ar gommemoration hac ar solemnite annuel, mar nevezit a galon vad ho resolutionou,

4. Considerit pe dre voyenou e resoc’h ho protestation. Allas ! peguen douç ha peguer gracius e voue Doue en hoc’h andret-hu en amser-se ! Mæs livirit e guirionez ha n’en em santsoc’h-hu quet coufiet ha decevet gant an douçder eus a inspirationou ar Speret-Santel ? Ar c’herdin pe gant re e sachas Doue ho lestric etrese ar porz a silvidiguez, ha ne doant-ii quet a garantez hac a vadelez ? Peguement a eureu-èn oc’h ho signa gant e sucr divin dre ar Sacramanchou, dre al lectur, dre an oræson ? Allas ! va Philotee, cousquet oac’h, ha Doue a veille varnoc’h, hac a songe songesonou a beoc’h var ho calon, medita a rea evidoc’h meditationou a garantez.

5. Considerit pe en amser ho tennas Doue d’ar resolutionou bras-se ; rac er fleur eus ho yaouanctis oa martese : ah, pebez eür disqui abret ar pez ne ellomp da c’houzout nemet re zivezat ! Sant Augustin o veza bet tēnet en oad a dregont vloaz, a grie evellen : O quenet ancien eus va Doue, penaus em eus-me hoc’h anavezet-hu quen divezat ! ho quelet a rean ha n’ho consideren quet. C’hui, Philotee, a allo lavaret ivez ervat ; o douçder ancien eus va Doue, petra n’am eus-me quent ho tanveat-hu ? Allas ! ha cousgoude n’er meritac’h quet neuse c’hoaz : hac evelse o c’hanaout pebez graç en deveus great Doue deoc’h d’ho peza rennet d’e servich en ho yaouanctis, livirit dezâ gant David : O va Doue, c’hui hoc’h eus va sclereat ha va zouchet adalec va yaouanctis, hac e veulin da jamæs ho trugarez. Mar deo en ho cozni e, allas ! Philotee, pebez graç, goude beza evelse great goal usaich eus hoc’h amser dremenet, en deffe Doue ho calvet d’e servicha abarz mervel, hac en deffe arretet an trein eus ho puez miserabl da un amser, pe en hini ma ho pise-hi continuet, e visac’h maleürus eternelamant.

Considerit bremâ an effejou eus ar vocation pe ar galv-se en deveus grêt Doue ac’hanoc’h d’e servich ; caout a reot enoc’h, a sonjan, chenchamanchou mad, o comparachi ar pez ma zouc’h gant ar pez ma zoac’h. Ha ne guifit-hu quet eo un eür vras deoc’h gouzout parlant ouz Doue dre an oræson ? caout affection ha c’hoant d’ê garet ? beza diminuet hac apæset cals a bassionou hac a inclinationou revoltet, pere hoc’h inquiete ? beza en em exantet diouz cals a bec’hejou hac a vrouilleiç a goustianç ? hac erfin beza communiet quellies a veich muguet n’ho pise great, oc’h en em unissa gant ar sourcen souveren-se eus a c’hraçou eternel ? Ah, peguer bras eo ar graçou-se ! Ret eo, va Philotee, o fouesa diouz poues ar Sanctuer : an dorn-deou a Zoue eo en deus great quemense oll. Dorn Doue, eme Zavid, eo en deus great ar vertuz-se ; dorn Doue eo en deus va savet em sa : ne varvin quet ; mæs beva a rin hac e tiscleriin ar burzudou eus e vadelez hac a galon hac c’henou hac a œuvrou.

Goude an oll considerationou-mâ pere, ec’his ma velit, a fournis eleiz a affectionou mad, eo ret conclui simplamant dre un action a c’hraç ha dre ur beden affectionet da tenna profit anezo, oc’h en em retira gant humilite ha gant fizianç vras e Doue, o reservi da ober an effort eus ar resolutionou goude an eil poent eus an exerciç-mâ.


————