Pempet quevren - An trede Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 435-437)
Var an examen eus hon ene ha var e avançamant er vuez devot.
N eil poent-mâ eus an exerciç a so un nebeut hir, hac evit e bratica e livirin deoc’h penaus ne de quet ret er meditac’h oll en ur veich, mæs etre lies gueich ; evel ma ve quemeret ho comportamant en andret Doue evit ur veich, ho comportamant en hoc’h andret hoc’h-unan evit ur veich-all, ho comportamant en andret ho nessa evit ur veich-all, hac ar gonsideration eus ho passionou hac eus hoc’h inclinationou evit ur veich-all. Ne de quet requis ivez e rac’h ho meditation var ho taoulin, nemet er gommançamant hac er fin eleac’h ma ze comprenet an affectionou hac an actou ; ar poenchou-all eus an examen a illit da ober mad-aoualc’h oc’h en em bourmen, ha guell c’hoaz en ho quele, nemet e c’hellot beza ennâ un nebeut amser hep assoupissamant hac hep cousquet morse : mæs evir quemense eo ret o beza lennet ervat a ziaguent. Hoguen requis e cousgoude ober ar vediration var an examen-mâ oll e tri dez hac e diou nosvez da hirra, o quemeret eus a bep devez hac a bep nosvez un heur bennâc, me lavar, un amser bennâc diouz ma ellot ; rac ma na ve great an exercis-mâ nemet da ben pell etre peb gueich, e colle e nerz, ha ne rae nemeur a impression var ho calon. Varlerc’h peb poent eus an examen e remercot pe en tra ho pezo manquet, ha pere vezo ar mancamanchou principal ho pezo cafet, evit ma en em determinot da guemeret avis, resolution ha confortamant a speret : peguement bennâc d’an deiz ma reot an exerciç-mâ hac ar re-all, na ve quet necesser deoc’h en em denna toutafæt eus a gompagnunez an dud, nemet un nebeut, ispicial diouz an nos, evit ma c’hellot gounit ho quele abretoc’h ha quemeret ar repos a gorf hac a speret pehini a so necesser evit consideri ha medita ervat. Ha var an deiz eo ret deoc’h sevel ho calon alies etrese Doue hac ar Verc’hes, hac an Elez hac an oll Sent eus an Eê : ret e choaz e rac’h quememâ oll gant ur galon carantezus evit Doue hac evit perfection hoc’h ene. Evit commanç ervat eta an examen-mâ, 1. en em liquit e presanç Doue ; 2. invoquit ar Speret-Santel, o c’houlen ountâ sclerigen evit ma ellot anaout ervat gant Sant Augustin pehini a grie ouz Doue gant humilite : O va Doue, grit ma hoc’h anavezin, ha ma en em anavezi va-unan ; ha gant Sant Frances, pehini a c’houlenne ouz Doue : Piou ouc’h-hu, va Doue, ha piou oun-me ? 3.[1] Protestit penaus ne fell quet deoc’h remercout hoc’h avançamant evit en em rejouissa enoc’h hoc’h-unan, mæs evit en em rejouissa e Doue, na quen nebeut evit en em c’hlorifia, mæs evit glorifia Doue hac e drugarecât. Protestit ivez penaus, mar g’anavezit, evel ma soinch deoc’h, hoc’h eus profitet nebeut, pe hoc’h eus reculet memes eleac’h avanç, ne fell quet deoc’h evit quemense tout en em digourachi nac en em yena e servich Doue gant nep seurt disfizianç na lachete a galon, quent-se e sell deoc’h quemeret mui a gouraich, en em humilia ha remedia ouz ho teffautou moyenant graç Doue. Great quemense, considerit a doug-ho-cam hep en em inquieti, penaus ez ouc’h en em gomportet bete vremâ en andret Doue, en andret ho Nessa hac en hoc’h andret hoc’h-unan.
- ↑ En destenn orin, an niverenn-mañ n’eo ket lakaet amañ, met dirak ar frazenn a heuilh, pehini a grog en hevelep fesson (Protestés…). [Notenn gant Wikimammenn]