Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - Ar pevare Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 437-441)





AR PEVARE CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon ene en egard da Zoue.

1.
PE e disposition ema ho calon-hu a enep ar pec’het marvel ? Ha c’hui a guef hoc’h eus ur resolution gre na gonsantot jamæs da goueza ennâ, petra bennâc a ouffe c’hoarvout ? hac ar resolution-se hac hi e deveus padet adalec ma hoc’h eus protestet servicha Doue bete vremâ ? Er resolution-se eo e consist ar font eus ar vuez spirituel. 2. Pe e disposition ema ho calon-hu en egard da C’hourc’hemennou Doue ? ha c’hui a guef ar Gourc’hemennou santel-se mad, douç hac agreabl ! Ah, va Philotee, nep en deveus ur gout mad hac ur stomac yac’h, a gar ar boued mad, hac a gassa ar boued fall.

3. Penaus ema ho calon-hu en egard d’ar pec’hejou veniel ? ne ouffe quet un den miret na rae hiniennou ur veich pe veich evit guir ; mæs ha ne deus quet unan bennâc pe da hini e veac’h sujet hac inclinet particulieramant, hac ar pez a ve c’hoaz gouaz, hac èn na deus a guement ma ho pe attaich hac affection dezâ ; evel ma ve d’ar gueier dinoas, pe d’ar brontitud, pe d’ar vanite ha d’ar bompadurez, pe d’en em antreteni var imperfectionou ho nessa, pe da ræsoni ha da ergui ouz ho tud un nebeudic, ha d’an seurt deffotou-se ?

4. Pe e disposition ema ho calon-hu evit an exerciçou spirituel : ha c’hui o c’har-ii ? ha c’hui a ra istim anezo ? ne enouit-hu quet ganto ? ha chui na douc’h quet degoutet diouto ? pe da hini eus an exerciçou-se en em santit-hu mui pe nebeutoc’h douguet ? da lavaret ho pedennou diouz nos ha diouz vintin, da vonr d’an Oferen, da glevet comsou Doue, da ober lecturiou spirituel, d’en em antreteni ha da vedita var draou mad, da sevel ho calon etrese Doue alies var an deiz, da vont da gofes, da guemeret avisou spirituel digant ho Tirecteur, d’en em brepari d’ar Gommunion, da arreti hoc’h affectionou ? Petra so en exerciçou-mâ a guement ma e deffe ho calon eus a repugnanç ountâ ? ha mar quifit un dra bennâc p’evit hini e deffe ho calon nebeutoc’h a inclination, examinit pe a leac’h e teu an degout-se, ha petra so caus dezân.

5. Penaus ema ho calon-hu en egard da Zoue memes ? hac èn en em blich ho calon-hu o caout memor a Zoue ? hac èn a sant un douçder agreabl en dra-se ? Ah ! eme Zavid : Memor am eus bet a Zoue, hac em eus bet joa.Ha c’hui a sant en ho calon ur certen facilite d’e garet hac ur gout particulier o saouri ar garantez-se ? Ho calon ha n’en em rejouis-hi quet o sonjal er c’hrandeur infinit a Zoue, en e vadelez hac en e zouçder ? mar gu’erru gueneoc’h caout soinch a Zoue emesq an occupationou hac ar vaniteou eus ar bed, ha ne ra quet ar songeson-se rei plaç dezi ? ha ne zeu-hi quet da sesia ho calon ? ne guifit-hu quet e tistro neuse-souden ho calon outi, hac e za en ur fæçon bennâc a rancontr d’ar songeson-se a Zoue ? Beza ez eus certenamant eneou evelse.

6. Mar distro pried ur c’hreg eus a bell, er memes-instant ma er guel ar c’hreg-se o c’herruout, ha ma cleo e vouez, eviti da veza ambarasset gant afferou hac arretet gant ur gonsideration violant bennâc e creis ar pres ma en em guef ennâ, he c’halon cousgoude ne d’e quet arreret, hac e les ar songesonou-all evit tremen da sonjal er pried-se pehini a so erruet. Ar memes tra a c’hoare gant an eneou pere a gar Doue ervat. Evito da veza e pres hac en affer, evel ma tosta outo ar songeson hac ar c’hôn a Zoue, neuse-souden e tistroont o speret diouz peb tra-all, quen eas int o velet ar songeson agreabl-se eus o fried divin o c’herruout ganto, hac hennez a so ur sin vad meurbet.

7. Penaus ema ho calon-hu en egard da Jesus-Christ Doue ha Den ? Ha c’hui en em blich var e dro ? Ar guenan en em blich vardro ar mel, hac ar guesped en em blich vardro an traou flerius : dememes an eneou mad a guemer o c’hontantamant vardro Jesus-Christ, hac o deveus un deneridiguez vras a garantez en e an-dret ; mæs ar re vechant en em blich var-dro ar vaniteou pe an impureteou flerius.

8. Penaus ema ho calon-hu en egard d’an Itron Varia, d’ar Sent ha d’hoc’h Eal mad ? ha c’hui o c’har-ii cals ? ha c‘hui hoc’h eus ur fizianç particulier er volontez vad o deveus evidoc’h ? o Imachou, o buez, o meuleudiou ha plijout a reont-ii dec’hu ?

9. Evit fæt ho teaud, penaus e comsit-hu a Zoue ? ha c’hui en em blich o lavaret vad anezàn hervez ho condition hac ho callout ? ha c’hui a gar cana Canticou spirituel en enor dezàn ?

10. Evit fæt hoc’h œuvrou, guelit ha c’hui a gar ar c’hloar exterieur a Zoue : ha c’hui a gar ober un dra bennâc en enor dezàn ? rac ar re pere a gar Doue, a gar ive gant Doue an ornamant eus e dy.

11. Ha c’hui a ouffe remercout ho pe quiteat un affection bennâc, ha renoncet da un dra bennâc evit Doue ? rac ur sin vad a garantez eo en em briva eus a un dra bennâc abalamour d’an hini a gueromp : petra hoc’h eus-hu quiteat bete vremâ’ta abalamour da Zoue ?