Pempet quevren - Ar pempet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 441-443)
1.
Enaus en em guirit-hu hoc’h-unan ? n’en em guirit-hu quet re evit ar bed-mâ ? mar er grit, e tesirrot chom ato amâ, hac ho pezo ur sourci bras d’en em etablissa var an douar : hoguen mar en em guirit evit an Eê, e tesirrot, pe da viana e consantot volontieramant sortial eus ar bed-mâ en heur ma plijo gant Doue.
2. Ha c’hui a regl ervad ar garantez evidoc’h hoc’h-unan ? rac ne deus nemet ar garantez direglet evidomp hon-unan a guement a ve noasus deomp : hoguen ar garantez reglet-mad a c’houlen ma teuemp da garet mui an ene eguet ar c’horf, ha mar hor be mui a sourci da acquisita ar vertuziou eguet an-traou-all, ha ma raemp mui a istim eus an enor celestiel eus ar bed hont eguet eus an enor terrestr eus ar bed-mâ. Ar galon reglet-mad a lavar liessoc’h outhi e-unan, petra a lavaro an Elez, mar sonjan en dra-m’an-dra, eguet na lavar petra a lavaro an dud.
3. Pebez carantez hoc’h eus-hu evit ho calon ? ha c’hui na douc’h quet impatiant oc’h e servicha-hi en e c’hlevejou spirituel ? allas! beza e tleit caout ar sourci-se d’e sicour, ha da lacat ivez e sicour pa vez tourmantet gant e fassionou ha gant e goual inclinationou, o lesel peb les evit quemense.
4. Petra en em estimit-hu dirac Doue ? netra, m’er goar ervad ; hoguen ne d’e quet un humilite vras da ur guelienen en em istimout un netra e comparæson da ur menez, na da, ur beradic dour en em estimout un netra e comparæson d’ar mor bras ; na da un ulfen-dan en em estimout un netra e comparæson d’an Heaul. Mæs an humilite a gonsist na zeuimp quet d’en em estimout dreist ar re-all, na da fallout beza re istimet gant ar re-all. Pe e disposition emaouc’h-hu e quènver quemense ?
5. Evit fæt ho comsou, ne zeut-hu quet d’en em bompadi en eil fæçon p’en e ben ? n’en em flatit-hu quet o coms ac’hanoc’h hoc’h-unan ? n’hoc’h eus-hu quet ar subtilite da zigaç ho meuleudi hoc’h-unan var an tapiç aviziouigou ?
6. Evit hoc’h œuvrou, ha ne guemerit-hu quet ur blijadur bennâc control d’ho yec’het ? me a entent ur blijadur vean, inutil, chom re da veilla hep sujet, pe satisfia re d’ho coud, hac an seurt traou-se.