Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - Ar c’henta Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 428-430)






AR PEMPET QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,
Pehini a gompren an Exerciçou hac an Avisou evit nevesi an ene hac e c’honfirma en devotion.




AR C’HENTA CHABISTR.

Penaus eo ret bep bloaz renouveli ar proposiou hac ar resolutionou mad dre an exerciçou pere a so amâ varlerc’h.


AR poent quenta eus an exerciçou-mâ a gonsist o c’hanaout ervat ar gousecanç anezo. Hon natur humen a gouez prest eus e affectionou mad, abalamour d’ar fragilite ha d’ar goall inclination eus hor c’hic pehini a bounera hon ene hac e zenn ano ouz traon, nemet en em sevel a rae alies ouz creac’h dre an nerz eus a ur resolution ferm ; evel ma teu al laboucet da goueza prest d’an douar, ma na vultipliont ha ma na renouvelont an effort hac an her eus o diouasquel evit en em zerc’hel var nich. Evit que-mense, va Philotee, hoc’h eus izom ive da renouveli ha da repeti alies bras ar proposiou mad pere hoc’h eus gret da servicha Doue, gant aon ma n’er grac’h quet, na gouezzac’h en ho stad quenta, ha memes en ur stad pehini a ve goaz cals : rac ar choueza pe al lam spirituel en deveus an dra-se a bropr, ma teu d’hor precipita iseloc’h ato eguet na doa ar stad peveus a hini oamp pignet ouz creâc’h d’an devotion.

Ne deus horolaich ebet, peguer couls bennâc e c’halle beza, na ranquer e sevel hac e banta diveich bemdez diouz ar mintin ha diouz an nos, hac ouspen quemense c’hoaz eo ret e demonti a bez e pez ur veich er bloas da nebeuta evit lamet ar mergl, pehihi a vezo savet outhi, evit dressi ar ressordou forcet, hac evit rapari ar re uset. Evelse an hini en deveus ur guir sourci eus e galon, a dle e sevel hac e banta etrese Doue diouz nos ha diouz vintin dre an exerciçou pere a so merquet amâ diaraoc, hac ouspen quemense e tle alies consideri ar stad ma emâ, e zressi hac e accommodi, hac erfin e tle da viana ur veich er bloaz e zemonti hac e examina a bez e pez, da lavaret eo e oll affectionou hac e oll inclinationou ha passionou evit rapari an oll deffautou a alle beza ebarz. Hac evel ma frot an Horloger gant un eol dilicat bennâc ar rodou, ar ressordou hac an oll mouvamanchou eus e horolaich, evit ma zai ligerroc’h a-se, ha na verglo quet quer buan ; evelse un den devot goude beza demõntet[sic], examinet ha dresset ar resordou eus e galon, evit e renouveli ervat, a dle e eolia gant ar Sacramanchou a Gonfession hac a Gommunion. An exerciç-mâ a raparo ho nerz pehini a yoa discaret gant an amser, a dommo ho calon, a nevezo ho resolutionou mad hac a lacai ar vertuziou eus ho speret da vleunvi.

Ar Gristenien ancien a veze sourcius da bratica quememâ bep bloaz da guènver an deiz ma oue badezet Hor Salver, hac e teuent neuse, evel a lavar Sant Gregor a Nazianze, da renouveli ar brofession hac ar brotestation eus o Badiziant : greomp ar memes tra, va Philotee, oc’h en em zispos volontieramant da guemense, hac o lacat hor poan hac hor sourci d’e ober ervat. O veza choaset eta un amser convenabl hervez an avis eus ho Tad spirituel, hac o veza en em retiret er solitud en ho part hoc’h-unan hac a gorf hac a speret mui eguet an ordinal, peautramant er Retret, e reot unan pe ziou pe deir meditation var ar poenchou pere a so amâ varlerc’h, o c’heul ar method hac ar fæçon da vedita pehini am eus disquezet deoc’h e commançamant an eil Quevren eus al Lêvr-mâ.


————