Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
Introduction.


3. Pedit. Me ho suppli, o va Doue, da gaout agreabl va desirou ha va vœuou, ha da rei ho penedidion santel d’am ene, evit ma hillin o accomplissa dre ar merit eus a c’hoad ho Map a so bet squillet var ar Groas evidon, &c.

Grit bremâ ho Poquet spirituel a zevotion




AN TREDE MEDITATION
hac an unnecvet chabistr,
Var ar mad-oberou a Zoue en hon andret.


Ar Preparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
COnsiderit ar graçou corporel en deveus roet Doue deoc’h ; pebez corf, pebez commodite d’e antreteni, pebez yec’het, pebez consolationou, pebez mignonet, pebez asistançou. Mæs considerit an dra-se gant comparæson ouz cals a re-all pere a so guell eguedoc’h hac a so privet : cousgoude eus ar graçou-se : darn corrompet pe zifæçon a gorf, difform a vemprou, infirm a yec’het ; re-all abandonet d’ar vez, d’an disprigeanç, d’an disenor ; re-all affliget gant collou, gant paouren-