Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
Introduction.


Conclusion.

Trugarecaït Doue pehini en deveus roet moyen deoc’h d’en em assuri eus ho silvidiguez varben an deiz-se, hac an amser da ober pinigen. Offrit dezàn ho calon evit e ober. Pedit-èn ma taï deoc’h ar c’hraç d’en em acquita enni ervat. Pater, Ave Maria, &c. Grit ho Poquet.




AR SEIZVET MEDITATION
hac an pemzecvet chabistr,
Var an Ifern.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. En em humiliit ha goulennit e asistanç.
3. Imaginit en ho speret ur kear tenval hac hi oll o tevi gant ar foultr hac ar pec flerius, ha leun a dud pere ne ellont quet sortial anezi.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
AR re zaunet a so ebarz en abym infernal evel ebarz er guear maleürus-se p’en hini e souffront, dre guement santimant ha dre guement mempr o deveus, tourmanchou pere a so impossibl da zisclerya ; rac ec’his ma o deveus impliget o oll santimanchou hac o oll memprou da bec’hi,