Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
d’ar Vuez Devot.

evelse ivez e souffrint en o oll memprou hac en e oll santimanchou ar poaniou dleet d’ar pechet ; an daoulagat evit o sellou malicius ha lubric a souffro ar guel horribl eus an diaoulou hac eus an Ifern ; an diouscouarn evit beza quemeret plijadur e discoursou fals, ne gleffint jamæs nemet ur goelvan, ul leonv hac ur c’hri a zisesper, ha toudememes ar santimanchou hac ar memprou-all.

2. Ouzpen an oll dourmanchou-se ez eus c’hoaz un all brassoc’h, pehini eo ar brivation hac ar c’holl eus ar c’hloar a Zoue pe en hini n’o devezo jamæs perz ebet. Mar cafas Absalon oa sansiploc’h hac insupportaploc’h beza privet eus ar guel hac ar brefanç eus e Dad, eguet beza banisset eus ar guear, va Doue, peguer sansibl ha peguen insupportabl vezo beza privet da jamæs eus ar guel ac’hanoc’hu !

3. Considerit dreist peb-tra an eternite eus ar poaniou-se pehini hepquen a rent an Ifern insupportabl. Allas ! mar de ur c’hoanen en hor scouarn pe an domder eus a un derzien vian eo a rent un nosvez ver queit ha quen enouus deomp, petra vezo an nosvez horribl eus an eternite gant quement a dourmanchou ? Eus an eternite maleürus-se eo e teu an disesper eternel, ar blasfemou hac an arraich hep fin.

Affectionou ha Resolutionou.

Spontit hoc’h ene dre ar c’homsou-mâ eus