a Job : O va ene ! o va ene, ha me a alle beva eternellamant gant an ardeur eternel eus ar flammou devorant-se ? ha te a so contant da guitaat da Zoue evit jamæs ?
Avouit penaus hoc’h eus-èn meritet, mæs peguen alies a veich ! Hivisiquen eta me a fell din ober ar c’hontrol-beo ha beva guell eguet n’am eus great. Peadra en em angagin-me da zisquen en abymou-se ? Me a raï eta an effort-m’an-effort evit evita ar pec’het pehini hepquen a ell rei din ar maro eternel-se.
Trugarecaït, offrit, pedit, ha grit ho Poquet spirituel.
1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn d’hoc’h inspira.
1.
Onsiderit un nosvez gaer ha sclear, ha songit peguen ebat vez neuse guelet an Eê gant ar gantite-se a Steret a bep seurt, ajoutit bremâ ar guenet-se eus a un nosvez gaer gant ar guenet eus a un devez caer, en hevelep-fæçon na zeuhe quet ar sclerder