Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
d’ar Vuez Devot.

eus an Heaul da ampech na vellet sclear ar Steret hac al Loar ; ha livirit goudese hardimant penaus an oll guenet-se hac an oll agreabldet-se eus a un nosvez hac eus a un devez caer lequeat assambles ne de betra e comparæson d’ar guenet excellant eus ar Barados. O èn so al leac’h-se da veza desiret ha da veza caret ! o èn so precius ar Kear-se !

2. Considerit an noblanç, ar guenet hac an niver bras a vourc’hifyen hac a habitantet eus ar vro eürus-se, ar mil miiionou-se a Elez, a Cherubinet hac a Serafinet, an assamble-se a Ebestel, a Verzeryen, a Gonfessoret, a Vercheset hac a Itrounezet santel, ne deus niver dezo. O peguen eürus eo ar gompagnunez-se ! An disterra anezo tout a so caerroc’h da velet eguet ar bed universel : petra vezo’ta o guelet oll assambles ? Mæs, va Doue, y so eürus ! ne baouesont o cana ar c’hantic douç eus ar garantez eternel : bepret e chouiffont eus a ur joausdet ferm : ur gontantamant a ro an eil-re d’o hentez anezo hac a so estrainch, hac e vevont er gonfolation eus a un union eürus pehini ne ouffet quet da derri.

3. Considerit erfin pebez mad o deveus oll o chouissa eus a Zoue pehini a zeu d’o gratifia ha d’o rejouissa evit jamæs gant e sell carantezus, pe dre hini e scuill en o c’halonou un abym a joa hac a levenez. O hennez eo ar mad da un den, beza da viquen