unisset gant e Brinç ! emaint eno ec’his laboucet eürus o nigeal hac o cana da jamæs ebarz en ear eus an Divinite pehini o ranferm tro-var-dro evel en ur mor infinit a bligeadurezou : eno emaint paravia hep ambition ebet o cana meuleudi d’o C’hroueur. Benniguet ra viot da jamæs, hor C’hroueur hac hor Salver douç ha carantezus, emezo, c’hui pehini so quer mad deomp hac a zeu da gommunica ouzomp ho cloar gant quement a liberalite. Ha Doue ivez eus e gostez a veul hac a vennig e oll Sent gant ur venediction perpetuel : Benniguet ra viot da jamæs, emezan, o va c’hrouaduryen guer, c’hui pere hoc’h eus va servichet hac am meulo-me gant quement a garantez hac a gourach epad an eternite.
1. Admirit ha meulit ar vro celestiel-se. O c’hui a so caer, va Jerusalem guer, ha peguen eürus ê hoc’h habitantet-hu !
2. Rebechit d’ho calon an nebeut a gourach e deveus bet bete vremâ da guezet en hent eus an demeuranç glorius-se. Perac oun-me bet distroet ha pelleat quement diouz va eürusdet souveren ? Miserabl ma zoun, evit pligeadurezou quen dister ha quer chagrinus em eus mil gueich ha mil-all renoncet d’ar bligeadurezou infinit-se. Pebez speret am boa-me o tisprifout madou pere a so da veza