Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Introduction.

ryou hac ar rouanes eus an oll vertuzyou, pa zeo ar berfection eus ar garanrez. Mar deo ar garantez ul leaz, an devotion eo an dien aneza ; mar deo ur blanten, an devotion eo ar bleun anezi, mar deo ur mean precius, an devotion eo an eclat a ra dezâ luguerni ; ha mar deo ur baum pe un ongant precius, an devotion eo ar c’huez mat anezâ, mæs ur c’huez an excellanta pehini a gonfort an dud, hac a rejouis an Elez.




AN TREDE CHABISTR.
Penaus ec’h apparchant an Devotion ouz peb seurt vocation tud.


DOue, pa groueas ar Plant, a c’hourc’hemennas, ma tougfe peb hini anezo e frouez diouz e seurt ; evelse ivez e c’hourc’hemen d’ar Gristenien pere eo ar Plant beo eus e Ilis, ma tougint frouez a zevotion peb hini hervez e stad hac e vocation. An devotion a dle beza exercet en ur fæçon gant an Digentil, hac en ur fæçon all gant ar Païsant, en ur fæçon gant nep so servicher pe servicheres hac en ur fæçon all gant nep so mestr pe vestres, er fæçon-mâ gant nep so e priedelez hac er fæçon hont gant nep na d’e ma quet : hac ouzpen so, ret eo accommodi an exerciç eus an devotion diouz an nerz, diouz an afferou ha diouz an deveriou en deveus peb-unan.