Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
d’ar Vuez Devot.

a vertuz e vertuz, pe o tisquen dre an action da sicour an Nessa ha d’e fupporti en e zefautou, pe o pignat dre ar gontemplation d’en em unissa gant Doue. Considerit bremâ, me ho ped, ar re so er squeul-se, elez int pere o deveus corfou humen, hac a represant manific an dud devot, pere o deveus ur speret angelic. Yaouanc e tisquezont beza palamour d’ar vigueur ha d’an agilite eus an devotion pehini a so enno. Diouasquell o deveus da nigeal ha d’en em c’horren etrese Doue dre an Oræson santel, hoguen treid o deveus ive da vale gant an dud, evit beva e peoc’h hac en union gant an oll : o bifaich a fo caër ha laouen dre ma recevont gant douçder ha gant joa quement a erru ganto er bet-mâ : o divesquer, o divrec’h hac o fen a so en noaz, evit rei da entent penaus ho deveus quen motif na quen dessein en ho songesonou, en o affectionou hac en o actionou, nemet da bligeout da Zoue : ar rest eus o c’horf a so guisquet gant ur saë pehini a so caër ha liger, evir disques penaus, peguemenr bennaac ma en em servichont eus ar bed hac eus a draou ar bed, n’er greont nemet ligeramant en ur dremen, o quemeret epquen ar pez so requis, d’en em antreteni hervez o c’hondition. Chetu ase pe e fæçon en em gomport an dud devot. Credit dîme’ta, Philothee, an devotion eo an douçder eus an oll douçde-