Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
Introduction.

na rayo-hi e quêver an exerciçou all hac an actionou vertuzus ? Ar sucr a zeu da zouçaat ar frouez pere ne dint quet meur, ha da vellaat ar re so drouc-vlaset evito da veza meur. An devotion eo ivez ar sucr spirituel pehini a zeu da zouçaat ar mortificationou, hac a vir na noas ar gonsolationou. Lamet a ra ar chagrin eus a speret ar beorien, hac ar sourciou direglet eus a speret ar binvidien ; miret a ra ouz nep so en adversite, na zeu d’en em desoli, hac ouz nep so e prosperite na zeu d’en em ourgouilli ; ampeich a ra un den, na guemer tristidiguez pa vez en e bart e-unan, ha na guemer re a laouenidiguez pa vez assambles gant re all ; servichout a ra da dan er gouàn ha da c’hliz en hàn ; gouzout a ra cundui larguentez hac anduri paourentez ; quercouls e rent profitabl an enor evel an disprigeanç ; receo a ra gant ur memes disposition ar bligeadur hac ar boan, hac e carg hon Ene eus a un douçder hac eus ur joa pehini so admirabl.

Contemplit squeul Jacob, honnez a so ur guir imaich eus ar vuez devot : an daou bost eus ar squeul-se a represant a ur c’hostez an oræson pehini a c’houlen caout ar garantez a Zoue, hac a ur c’hostez all ar Sacramanchou pere a ra caout ar garantez-se : bizier ar squeul ne dint quen tra nemet ar pasigner eus ar garantez-mâ, evit monet dreizo eus