Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
d’ar Vuez Devot.


Livirit din, Philotee, hac en a ve apropos da nep en deveus tud da c’hoüarn ebarz er bed, choum er solitud evel ar Chartreuset pe an Ermitet ? Ha ma na falfe quet d’ar re a so e priedelez acquisita netra muguet ar Gabucinet ; ma falfe da un Artisan pe da ul Laboureur choum epad an deiz en Ilis evel ar religiuset ha ma teue ur C’hrec da zilesel ar sourci eus he famil hac eus he zieguez, pe ur servicheres da zilesel he servich evit tremen ar mintiniou hac ar pardaeziou het-a-het en oræson, ha ne ve quet hounnez un devotion ridicul hac un devotion direglet hac insuportabl ? Ar faut-se a erru cousgoude alies ; hac evel-se tud ar bed, pere ne zifarantont quet ar guir devotion diouz ar fals devotion eus ar re a sonch dezo beza devot, a zeu da vurmuri ha da vlam an devotion, pehini ne de quet caus d’an disurziou se na cals na nebeut.

Non, Philotee, ne deus netra vouaz eus an devotion-se, peb-tra so vell anezi, ha mar mir ouz-unan bennâc na ra e zever hac e servich ervez e vocation hac e stad, certenamant nemet ur fals devotion nedeo. Ar venanen, eme Ariftod, a den he mel eus ar fleurachou, hep noasout dezo oc’h o lesell antier ha fresq evel ma int cafet ganti ; mæs ar guir devotion a ra c’hoaz guell : rac ouzpen na noas da nep seurt vocation na da nep seurt affer, e teu so quen d’o renta cae-