Eil quevren - An unnecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 105-106)
C’his ma tleit ober ul lein spirituel dre voyen ar veditation abarz ho lein temporel, e tieit ivez abarz ho coan temporel, ober ur goanic spirituel pe da viana ur gollation devot ha spirituel. Quemerit eta un amser bennâc abarz pouent ho coan, hac o veza en em brosternet dirac Doue, destumit ho speret ec’hars treid Jesus-Christ crucifiet, pehini a represantot deoc’h hoc’h-unan dre ur gonsideration simpl ha dre ur guel interieur ; elumit adarre an tan eus ho meditation diouz ar mintin en ho calon, oc’h e sevel etrese ar Salver divin-se eus hoc’h ene dre actyou fervant a esperanç, a humilite hac a garantez, peautramant o repeti ar poenchou ho pezo saouret muia en ho meditation diouz ar mintin, pe oc’h en em excita dre ur sujet-all a nevez evel ma queffot guella.
Evit an examen a goustianç pehini a dleer ato da ober abarz mont da gousquet, peb-unan a oar penaus a ranquer e fratica. Da guenta e trugarecaomp Doue d’hor beza conservet epad an deiz. D’an eil ec’h examinõp penaus ez omp en em gomportet e quement heur a so en deiz ; hac evit ober eassoc’h a-se an examen-se, e considerrimp p’eleac’h, pe gant piou, ha pe en occupationou ezomp bet. D’an trede mar quefomp hon eus great ur mad bennâc, e trugarecaomp Doue eus a guemense : mar hon eus great er c’hontrol un droug bennâc, pe dre songesonou, pe dre gomsou pe dre oeuvrou, echoulennõp pardon a guemense ouz e Vajeste divin, hac e quemeromp ar resolution da vont da gofes er guenta occasion, ha da lacat hor poan d’en em amanti. D’ar pevare e recommandomp d’ar brovidanç a Zoue hor c’horf, hon ene, an Ilis, hon tud, hor c’herent hac hor mignonet. Erfin e pedõp ar Verc’hes hon Itron, hon Eal mad hac ar Sent da gaout sourci ac’hanõp ha da veilla evidomp ; ha goude beza goulennet e venection ouz Doue, e zeõp da guemeret ar repos pehini a so necesser deomp.
Ne dleer jamæs mancout d’an exerciç-mâ diouz an nos quennebeut ha d’an hini diouz ar mintin : rac dre an exerciç diouz ar mintin e tigorit prenestou hoc’h ene d’an Heaul a justiç, ha dre an exerciç diouz an nos o serrit ouz an devaligen eus an Ifern. An eil hac eguile a gueffot e Lêvr ar C’hanticou Spirituel.