Eil quevren - An decvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 102-104)
spen an oræson mental ma hon eus comset anezi, hac an oræsonou-all vocal ma zouc’h obliget d’o ober ur veich en deiz, ez eus pemp seurt-all a oræsonou berroc’h, hac a so evel ar bouillaç eus an oræson vras-se : ar guenta eo an hini a vez grêt diouz ar mintin, evel ur breparation general d’an oll œuvrou eus an deiz ha chetu amâ penaus e greot.
1. Trugarecaït hac adorit Doue humblamant evit ar c’hraç en deveus grêt deoc’h d’ho peza conservet en nos tremen, ha mar beac’h dre valeur couezet en ur pec’het bennâc, goulennit pardon ountàn.
2. Considerit penaus ne d’e roet an devez presant deoc’h nemet evit gounit an devez eürus eus an eternite, hac e reot ur propos ferm da implija ervat an devez en intention-se.
3. Guelit dre avanç pe seurt afferou pe seurt occupationou ha pe seurt occasionou ho pezo en deiz-se da servicha Doue ha pe seurt tentationou a allo erruout gueneoc’h d’e offansi pe dre goler, pe dre vanite pe dre un dereglaraant-all bennâc, hac en em breparit gant ur resolution santel da implija ervat ar moienou pere a dle en em offr deoc’h da sevicha Doue ha da augmenti ho tevotion : evel er c’hontrol en em zisposit da evita ervat, da gombati ha da drec’hi ar pez a ell en em bresanti control d’ho silvidiguez ha da c’hloar Doue : ha ne de quet aoualc’h ober ar resolution-se, ret eo ivez prepari ar moyenou d’e executi ervat. Dre exempl mar guelàn, em eus da dreti un affer bennâc gant un den hac a so colerus, e quemerin ar resolution non pas hepquen da viret n’en offansin, mæs c’hoaz d’en em servichout eus a gomsou douç evit gounit e speret, peautramant e pedin ur re bennâc d’am sicour d’e doleri. Mar guelàn ec’hallin bisita un den clàn, e tisposin an heur, ar gonsolation hac ar sicour am eus da rei dezàn hac evels evit an nemorant-all.
4. Quemense great, en em humiliit dirac Doue, oc’h anaout ervat penaus ac’hanoc’h hoc’h-unan ne ouffac’h ober netra eus ar pez hoc’h eus diliberet daoust p’evit tec’het diouz an droug, daoust p’evit ober ar mad : Hac evel pa zalc’hac’h ho calon etre ho taouarn, offrit-èn gant hoc’h-oll desseinou mad d’ar Vajeste a Zoue, oc’h e supplia d’ho quemeret dindan e brotection ha d’ho crehat evit ma er servichot fidelamant ; hac evit ar sujet-se livirit mui a galon eguet a c’henou : O va Doue, chetu amàn ar galon baour ha miserabl-mâ, pehini dre ho madelez e deveus concevet cals a affectionou hac a resolutionou mad evit ho servich ; hoguen allas ! caër e deveus en em efforci da glasq effectui ar mad a zesir da ober, nemedoc’h-hu a rohe dezi ho penedidion celestiei, pehini a c’houlennàn ouzoc’h en intention-se, o Tad deboner, dre ar merit eus a Bassion ho Map quer, en enor da behini e consacràn hac e c’hoffràn an dervez-màn hac ar rest eus va buez. Invoquit ar Verc’hes hon Itron, hoc’h Eal mad hac ar Sent, evit ma hoc’h assistint e quenver quemense. Mæs an oll actou spirituel-màn a dle beza great e ber gomsou ha gant ferveur abarz sortial eus ho ty , mar de possibl, evit dre voyen an exerciç-se ma couezo benediction Doue var guement a reor epad an deiz ; hoguen me ho ped, Philotee, na vancot jamæs d’an dra-man.