Eil quevren - An navet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 100-102)
Ar gu’erru gueneoc’h, Philotee, n’ho pezo gout na consolation ebet er veditation, me ho ped, na zeuot quet d’en em droubli evit quemense ; ho pezet recours neuse dar beden vocal, gouelit hac huanadit dirac hor Salver ; avoueit ountâ ervat ez ouc’h indin e roe gout ebet deoc’h, pedit-èn cousgoude d’ho sicour, poquit d’e Imaich, mar hoc’h eus-èn, livirit dezàn ar c’homsou-mâ eus a Jacob, n’ho lisin quet quen ho pezo roet din ho penediction, peautramant ar c’homsou-mâ eus ar Gananeen : ya, va Autrou, me a ene ervat ne doun nemet ur c’hi pe ur guies, mæs ar chass o devez ar brusun diouz taol o mestr da zibri.
Aviziou-all quemerit ul lêvr en ho tourn ha lennit-èn gant attantion quen a vezo deuet ho speret d’en em ziuna ha da guemeret gout en Oræson ; excitit ho calon dre ur mouvamant hac ur fæçon exterieur bennâc a zevotion, oc’h en em brosterni d’an douar, pe o lacat ho taouarn a groas var ho stomac pe o vriata ur Grucifi, ya nemet e viot un tu bennâc en ho part hoch-unan. Ma na vezit quet c’hoaz consolet evit quemense tout, peguen degoutet bennâc na peguer seac’h bennâc en em gaffach n’en em droublit quet, mæs continuit d’en em zerc’hell en ur bostur devot e presanç ho Toue. Peguement a gourtisanet a so hac ïa cant gueich er bloaz da gambr ar Roue hep caout esperanç ebet da barlant ountâ nemet hepquen evit beza guelet gantàn hac evit renta dezàn ho respejou hac o deveriou ? evelse, va Philotee, eo e tleomp dont d’an Oræson santel puramant ha simplamant evit renta hon dever da Zoue ha disquez dezàn hor fidelite ; mar deo agreabl gant e Vajeste divin parlant ouzomp, hac en em antreteni gueneomp dre e inspirationou santel hac e gonsolationou interieur, e vezo certenamant un enor hac ur blijadur vras quemense deõp ; hoguen ma na blich gantàn ober deomp ar c’hraç-se, oc’h hon lesell eno hep ober man ac’hanomp muguet ha pa n’hor guelle ha pa na vemp quet en e bresanç, ne dleomp quet cousgoude en em rebuti na mont en hon rout, quent-se chom a dleomp eno dirac ar Vajeste souveren-se gant ur respet hac ur batfetet vras, ha neuse suraoualc’h e cafo agreabl hor patiantet, hac e remerquo hon assiduite hac hor perseveranç ; en hevelep fæçon, pa zistroimp ur veich-all dirazàn, ma hor favoriso ha ma en em antreteno gueneomp dre voyen e gonsolationou, oc’h ober deomp tâvan an douçder eus an oræson ; mæs pa n’er grae quet, en em gontantomp, Philotee, ma zeo un enor bras deõp ato beza en e guichen hac en e bresanç.