Trede quevren - An naontecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 250-255)
Philotee, carit peb-unan gant ur garantez vras meurbet ; hoguen n’ho pezet quet a vignounaich nemet gant ar re a ell communica gueneoc’h o traou vertuzus, ha sul vrassoc’h vezo ar vertuziou pere a lequeot en ho commerç hac en hoc’h antretien, sul barfetoc’h vezo ho mignounaich. Mar communiquit ha mar en em antretenit var ar squiant ha var ar gouezieguez, ho mignounaich a so certenamant meulabl bras, ha. meulaploc’h e c’hoaz mar en em antretenit var ar vertuziou ec’his ma zeo ar brudanç, an demperanç, an nerz hac ar justiç : hoguen mar communiquit ha mar en em antretenit var ar garantez, var an devotion ha var ar berfection gristen, ô peguer prectus vezo ho mignounaich-hu ? excellant vezo dre ma teu a berz Doue, excellant dre ma vis etrese Doue, excellant dre ma ze Doue eo ar c’houlm hac an union anezi, excellant
erfin dre ma pado eternellamant e Doue. O èn so agreabl caret var an douar evel ma rer en Eê, ha disqui en em cherissa er bed-mâ evel ma er graimp eternellamant er bed-hont. Ne gomzàn quet amâ eus ar garantez simpl a charite ; rac hounnez a dle beza douguet evit an oll ; mæs coms a ràn eus ar garantez spirituel pe gant hini e teu daou pe dri, pe gals a eneou mad d’en em gommunica ha d’en em antreteni var o devotion ha var o affectionou spirituel, ha d’en em renta ur memes speret hac ur memes calon quen entrezo. An seurt eneou mad-se a ell cana gant guirionez ar c’homsou-mâ : eus ar Scritur : Chetu peguer mad ha peguen agreabl eo e chomme ar Vreudeur en union assambles ! ya, rac ar baum delicius eus an devotion a zistill eus an eil calon en e-ben dre ur gommunication continuel, en hevelep-fæçon ma c’haller lavaret penaus e squill Doue var ar vignounaich-mâ e venediction hac ar vuez eternel memes.
Avis a ra din penaus an oll mignonaichou all ne dint nemet ur squeud e comparæson da houmâ, ha ne de ar c’houlm hac an union anezo nemet chadennou guezr e comparæson d’ar c’houlm ha d’an union vras-mâ eus an devotion santel pehini a so ur chaden aour pur. Na rit quen seurt mignounaichou ous den ; me goms eus ar mignounaichou pere a rit hoc’h-unan ; rac ne ranquer na quitât, na disprigeout evit quemense ar vignounaich pehini ma zouc’h obliget da antreteni hervez an natur hac an dever a ziaguent ; evel ma zeo gant ho querent, gant ho mad-oberourien, gant hoc’h ameseien ha reall, ne gomzàn nemet eus ar vignounaich pehini a fell deoc’h da ober dre ho choas hoc’h-unan.
Cals a lavaro deoc’h martese penaus ne ranquer caout nep seurt affection na mignounaich particulier ebet, abalamour ma teu an dra-se da occupi ar galon, da rei distractionou d’ar speret ha da anjandri an avi hac an ambition : mæs en em drompla a reont en o avisou ; rac evel ma o deveus guelet e levriou cals a Sent hac a Auteurien devot, penaus ar vignounaichou particulier hac an affectionou extraordinal a noas infinimant d’ar re a so er c’hoenchou, e soinch dezo penaus e c’hoare ar memes tra gant ar re a so er bed ; hoguen cals a so da lavaret : rac evel ma zeo an dessein commun eus an oll, pere a so en ur gouent reglet mad, bisa d’an devotion, ne de quet requis ober enno ar gommunicationou hac ar mignonaichou particulier-se, gant aon, o clasq e particulier ar pez a so commun, na dremennet eus ar barticularite-se d’ar bartialite ; mæs evit ar re a so er bed, hac a fell dezo acquisita ar guir vertuz, eo necesser dezo en em unissa an eil-re gant o hentez dre ur vignounaich santel ; rac an hent-se en em gourajont, en em sicouront, hac en em zougont d’ar mad quen entrezo : hac evel n’o deveus quet a izom ar re a guerz en un hent compes, da rei o dourn an eil-re d’o hentez, ha na deus nemet ar re a ya dre un hent dies ha risclus a guement a zalc’h crog an eil en eguile anezo evit querzet surroc’h a se; evelse ivez ar re a so er c’houenchou n’o deveus quet a izom eus ar mignonaichou particulier-se, nemet hepquen ar re a so er bed, evit en em assuri hac en em sicour an eil-re o-hentez anezo etouez quen alies a voual bassaich evel a rencont da dremen. Er bed ne vis quet an oll d’ar memes but, n’o deveus quet an oll ar memes speret ; ret eo eta certen en em denna a part, hac ober mignonaich particulier ouz ur re bennâc hervez hon dessein, hac ar barticularite-se a ra evit guir ur bartialite, mæs ur bartialite santel, pehini ne laca quen division na quen separation nemet etre ar mad hac an droug, etre an dènvet hac ar guêvr, etre ar guenan hac ar guesped hac a so ur separation necesser.
Certenamant ne ouffet quet nac’h na gare hor Salver Sant Ian, Lazar, Martha ha Madalen dre ur vignounaich douç ha particulier ; rac ar Scritur en ro da entent. Gouzout a reer ervat en devoa Sant Per un affection tener evit Sant Marc ha Santes Petronilla, evel ma en devoa Sant Paul evit Sant Thimothee hac evit Santes Tecla. Sant Gregor a Nazianze en em vant alies eus ar vignounaich particuIier en devoue gant Sant Basil hac e discrif er fæçon-mâ. Seblantout a rea n’en divise an eil hac eguile ac’hanomp nemet un ene pehini a zougue daou gorf : ma na ranquer quet cridi d’ar re pere a lavar, penaus peb-tra, a so peb-tra, eo ret cousgoude hor c’hridi-ni penaus edomp hon daou en-unan, hac an eil en eguile ac’hanomp : n’hor boa hon daou nemet ar memes pretantion da bratica ar vertuz ha da accommodi an desseinou eus hor buez diouz an esperançou da zonet, o sortial evelse eus ârvuez mortel-màn abarz mervel en-hi. Sant Augustin a ro testeni penaus Sant Ambroas a gare ispicialamant Santes Monica, abalamour d’ar vertuziou ral a vele en-hi, ha penaus hi er cherisse ivez evel un Eal da Zoue.
Hoguen fazia a ràn oc’h ho tale var un dra pehini a so quer sclear. Sant Jerom, Sant Augustin, Sant Gregor, Sant Bernard, hac an oll servicherien vrassa da Zoue o deveus bet mignounaichou particulier meurbet, hep noasout na cals na nebeut d’ar berfection ha d’ar santelez vras pehini o devoa. Sant Paul o rebeich o goal gomportamant d’ar Gentilet, a zeu d’o repren da veza bet tud hep affection, da lavaret eo tud, pere n’o devoa mignounaich ebet, ha St. Thomas d’Aquin couls hac an oll Filosofet vad a avoue penaus ar vignounaich a zo ur vertuz, coms a ra eus ar vignounaich particulier, pa zeo guir penaus evel a lavar, ar vignounaich ne ell quet en em asten etre cals a dud. Ar berfection eta ne gonsist quet o veza hep mignounaich, mæs o veza hep nicun a guement na ve mad, santel hac sacr.