Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
d’ar Vuez Devot.

hon ene antieramant ouz Doue oc’h antrepreni ar vuez devot, em eus ræson mad, a sonch din, Philotee, d’ho cusulya da ober ar Gonfession general-se.




AR SEIZVET CHABISTR.
Penaus an eil purgation eo en em burifia diouz an affectionou eus ar pec’het.


AN oll Israelitet a sortias eus ar vro a Egypt en effet, mæs ne sortisont quet anezi oll en affection, da lavaret eo a galon ; ha rac-se cals anezo, pa edont en deserz, a gueuze d’an oignoun ha dar c’hic o devoa da zibri en Egypt. Evelse ivez ez eus penitãtet, pere a sorti eus ar pec’het en effet, mæs ne guitaont quet an affedion anezàn : da lavaret eo, proposi a reont ne bec’hint mui, mæs n’er greont nemet a enep o meno dre ma ze poan ganto en em briva hac en absteni diouz ar blijadur maleürus a guefont er pec’het : o c’halon a renonç d’ar pec’het hac a bella dioutàn evit guir, hoguen cousgoude ne les quer na zistro alies da sellet varzu ac ennàn, evel ma tistroas greg Loth da sellet varzu Sodome, evit-hi da bellât diouz ar Guear vechant-se : en em absteni a reont diouz ar pechet, evel an dud clân diouz ur certen frouez, pehini a gueront, ha peveus a hini ne zebront quet, abalamour ma o gourdrous ar medecin, e