Mont d’an endalc’had

Quenta quevren - An eizvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 26-28)





AR EIZVET CHABISTR.
Ar voyen d’en em burgi diouz an affectionou eus ar pec’het.


AR voyen hac ar fount guenta eus an eil purgation-mâ eo an aon hac an amprehantion gre rac an droug bras a erru gueneomp dre ar pec’het, ar pez a ra deõp antren en ur gontrition vras meurbet. Rac evel ma zeo suffisant ar gontrition, peguer bian bennâc ve, d’hor purgi diouz ar pec’het nemet e vezo ur guir gontrition, ispicial o veza unisset gant ar vertuz eus ar Sacramanchou : dememes pa vez bras ha cre meurbet ar gontrition-se, e teu d’hor purgi diouz an affectionou eus ar pec’het. Ur gassoni vian ha fempl hon dalc’h e gour hac e repugnanç ouz nep a gassaomp, hac a ra deomp techet diouz ar gompagnunez anezàn ; hoguen mar deo ur gassoni vras ha mortel ne de quet hepquen ouz nep a gassaomp eo e ra deomp caout aversion, mæs c’hoaz ouz quement a aparchant ountàn hac ouz e guerent hac ouz e vignonet, ne ellomp quet soufr an antretien anezo, quen nebeut hac anezàn e-unan. Evelse ivez pa na gassa ur penitanr ar pechet nemet dre ur gontrition vian ha fempl, peguement bennaac cousgoude ma zeo ur guir gontrition, e teu evit guir d’en em resolvi na bec’ho mui ; mæs pa er c’hassa dre ur Gontrition gre ha violant, ne zetest quet hepquen ar pec’het, hoguen detesti a ra c’hoas an oll affectionou, an oll depandançou hac an oll occasionou eus ar pec’het. Ret eo eta, Philotee, renta hor c’hontrition hac hon regret brassa ma vezo possibl deomp, evit ma en em astenno ar gontrition-se bete var an disterra apparanç eus ar pec’het. Evelse Madalen en he c’honversion a gollas en hevelep-fæçon ar goud eus he fec’hejou hac eus ar blijadur e devoa quemeret enno, na songeas enno biscoaz pelloc’h : ha David a broteste cassaat non pas hep-mui-quen ar pec’het, mæs ivez an oll henchou a gundu d’ar pec’het. Er pouent-mâ eo e consist yaouancaat ha nevezi an Ene, ar pez a comparaich ar memes Profet-se ouz an Ægl, pehini a so ul labouç hac a zeu ive d’en em nevezi ha d’en em yaouancaat. Mæs evit erruout gant an amprehansion hac ar gontrition-se peveus a re hon eus comset, eo ret e veac’h sourcius d’en em exerci er meditationou a so ama varlerc’h, pere, mar o fratiquit ervat, a zisgrizienno, moyenant graç Doue, eus ho calon ar pec’het hac an affectionou principal eus ar pec’het : Evelfe ivez em eus ii dresset toutafet evit an usaich-se; hac e reot an eil meditation goude e ben hervez ma em eus-ii merquet, o quemeret unan bemdez hepquen, hac oc’h e ober, mar de possibl, diouz ar mintln, pehini eo an amser ar propra evit an oll actionou eus ar speret hac e teüot er rest eus an deiz da ober reflection var ar Veditation-sè, pehini ho pezo great diouz ar mintin : hoguen ma na douch quet c’hoaz desquet da ober Meditation, n’hoch eus nemet guelet ar pez a vezo lavaret, en eil Quevren eus al Levr-mâ var guemense ; o c’hortos e lequeomp amâ er guenta Meditation an actou ordinal pere a vez great er gommançamant hac er fin eus ar Veditation, da lavaret eo er breparation hac er gonclusion eus an Oræson Mental.