Quenta quevren - Ar guenta Meditation hac an navet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 28-31)
A Doue, me a gred gant ur feiz gre penaus emaon amâ e presanç ho majeste, me hoc’h ador eta gant brassa respet hac humilite a so possibl din.
2. Supliit ar Speret santel d’hoc’h inspira da ober ervat ho Meditation, oc’h ober un Act a invocation er fæçon-mâ.
Veni, Sancte Spiritus, reple tuoru~ corda fidelium, & tui amoris in eis ignem accende. Emitte spiritum tuu~ & creabuntur & renovabis faciem terræ. Oremus.
Eus, qui corda fidelium sancti Spiritus illustratione docuisti, da nobis in eodem spiritu recta sapere & de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum, &c.
Speret Santel, me a ene ervat penaus ne allàn netra hep un asistanç particulier eus ho madelez ; roit dîn, mar plich gueneoc’h un darn eus o sclerigen hac eus o craçou evit ma rîn ervat an oræson-mâ.
3. Dirigit hoc’h intention dre an Act-mâ.
Me a brotest, o va Doue, penaus ne fell din clasq en oræson-mâ nemet ho cloar ha silvidiguez va Ene. Ne fell din hoc’h anaout nemet evit ho caret hac ho servicha : me a renonç a vremâ d’an oll distractionou pere a alle dont din, ha d’an oll enclasq eus va amour propr, evit na rin er Veditation-mâ nemet ho volontez pur hac adorabl.
An Actou-mâ eus a breparation a reot ato e commançamant peb-unan eus ar Meditationou all.
Considerationou, da lavaret eo an traou a dleer da gonsideri var ar sujet-màn.
Onsiderit da guenta penaus ne deus nemet un nebeut bloaveziou aba na dedoc’h quet er bed, ha ne doac’h netra tout : pelleac’h edom-ny neuse’ta, o va Ene ? queit amser a yoa aba edo ar bed ; ha ne doa guer ac’hanom-ni !
D’an eil. Doue en deveus o tennet eus an netra-se, evit rei deoc’h ar pez ma zouc’h non pas ma en divise izom ac’hanoc’h, nemet dre e vadeiez pur en hoc’h andret.
D’an tredec. Considerit petra ouc’h great gant Doue ; rac great ouc’h gantâ ar c’henta nac an nopla tra a so da velet er bet-mâ, da lavaret eo un den capabl da veva eternelamant, ha d’en em unissa parfetamant gant e Vajeste divin.
Da guenta en em humiliit muia ma ellot dirac Doue, o lavaret a galon gant ar Salmist. O va Autrou, me a so dirazoc’h evel ur guir neant, ha penaus hoc’h eus-hu bet memor ac’hanon-me d’am c’hrouei ? Allas ! va Ene, abymet oaz ebarz en neant ancien-se, hac e vises ennâ c’hoaz bremà, ma n’en divise Doue da dennet anezàn, ha petra a rafes-te ma vises choumet en netra-se ?
D’an eil rentit graçou da Zoue : O va C’hroüeur bras ha mad, peguen obliget oun-me dec’hu d’am beza termet eus va netra evit va renta dre ho trugarez ar pez ma zoun ? petra vezo a rin-me biquen evit meuli ha glorifia hoc’h hano santel, hac evit trugarecaat ho madelez infinit, e c’his ma e dleet ?
D’an trede ho pezet mæs ha confusion. Hoguen allas ! va C’hroueur, eleac’h en em unifia gueneoc’h o tonet d’ho caret ha d’ho servicha, ez on en em revoltet hoc’h enep dre va inclinationou direglet, oc’h en em separi hac oc’h en em bellaat diouzoc’h, evit en em staga ouz ar pec’het, hep renta mui a enor nac a respet d’ho madelez muguet pa na vise quet c’hui ho pise va c’hrouet.
D’ar pevare en em anavezit hac en em iselaït dirac Doue. O va ene, gouez ervat penaus eo an Autrou eo da Zoue, èn eo en deveus da c’hreat, ha ne dout quet en em chreat da-unan. O va Doue, me a ene ervad ez oun an ouvraich eus ho taouarn.
Ne fell din mui eta hivisiquen en em blijout enon va-unan, pa na doun netra eus va c’hostez va-unan. Peveus a dra en em c’hlorifie-te, poultr ha ludu, p’evit lavaret guell, guir neant ma zout ? Peveus a dra e fell dide en em evanti ? Hac evit en em humilia, e fell din ober an dram’an dra, suporti an disprigeanç-m’an disprigeanç : me a fell din chench a vuez, hac heuly hivisiquen va C’hroueur, ha renta enor dezàn eus ar pez ma zoun great gantàn, oc’h en em impligea tout-antier da oboissa d’e volontez dre ar moyenou pere a vezo desquet din, hac a glevin gant va Zad spirituel.