Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
Introduction

deus quet da zoueti na dint faus.

Ne garren nac ober ar sot, nac ober ar fur ; rac mar em ampeich an humilite da ober ar fur, ar simplicite hac ar sincerite am ampeich ive da ober ar sot : ha mar deo ar vanite control d’an humilite, an artifiç, an affeterez hac ar feintis a so control d’an douçder ha d’ar simplicite. Mar deus bet servicherien vras da Zoue pere o deveus great seblant da veza sot èvit beza dispriget hac evit en em renta displetoc’h a-se dirac ar bed, e ranquer o admira ha non pas o imita ; rac beza o deveus bet motivou ha ræsonou quer particulier ha quen extraordinal da vont bete queit-se, na dle nicun tenna cousecanç ebet ac’hano evintâ e-unan. Mar danças ha mar lammas David dirac an Arc’h a Allianç un nebeut muguet na seblante beza deread ha convenabl dezàn e ober, ne doa quet ma falvise dezàn ober ar foll, hoguē simplamant hac hep feintis e rea ar mouvamanchou hac ar fæçoniou exterieur-se conform d’ar rejouissanç extraordinal ha dreist-vusur pehini a sante en e galon. Guir eo, pa rebechas Micol e c’hreg an dra-se dezàn evel ur follenrez, ne oue quet queuz gentâ en em velet dispriget, er c’hontrol o perseveri gant simplicite ha gant sincerite da represanti e rejouissanç, e tisquezas oa joa gantâ receo un dra bennâc a vez evit e Zoue. Ha var guememâ e livirin deoc’h penaus, mar