bezit dispriget ha tremenet da veza sot abalamour ma rit actionou eus a un devotion simpl ha sincer, an humilite a rai deoc’h en em rejouissa eus an disprigeanç eürus-se peveus a hini ar sujet ne d’ema quet enoc’h-hu, mæs er re pere a ra an disprigeanç hac ar goab-se ac’hanoc’h.
Penaus an humilite a ra deomp caret hon abjection hac hon dismegans propr, da lavaret eo, caret beza humiliet ha dispriget.
Remen a ràn larcoc’h, hac e lavaràn deoc’h, Philotee, caret e peb tra hac e peb fæçon hoc’h abjection bropr. Mæs, eme vezo c’hui, petra sinifi an dra-se, caret hoc’h abjection bropr ? E Latin abjection a sinifi humilite, hac humilite a sinifi abjection, da lavaret eo dismeganç, pa lavar ar Verc’hes en he C’hantic sacr, pehini eo ar Magnificat, penaus abalamour ma en deveus sellet an Autrou-Doue ouz an humilite eus e servicheres, e vise istimet ha publiet gant ar bed-oll da veza eürus-bras ; e fell dezi rei da enrent penaus en deveus hon Autrou sellet a galon vad ouz he abjection hac he dismeganç, da lavaret eo en deveus bet priget e c’honsideri hac hi ur servicheres baour, vil, dister hac indin meurbet equichen e c’hrandeur, evit e c’harga eus a c’hraçou hac