Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
Introduction

a faveriou oc’h e choas da veza Mam dezâ. Difaranç a so cousgoude etre ar vertus a humilite hac an abjection ; rac an abjection eo ar biander, an iselder, ar vilder pean disterder, hac ar baourentez a so enomp, evit ha n’er sonjomp ha n’en enevomp ; mæs ar vertus a humilite eo ar guir anaoudeguez pehini hon eus volontieramant eus hon abjection, da lavaret eo, pe dre hini e c’henevomp ervat ac’hanomp hon-unan ez omp bian, izel, vil, dister, paour, ha sempl, ha dîn da veza dispriget : hac e lavaràn penaus ar pouent principal eus an humilite-mâ a gonsist non pas hepquen oc’h anaout volontieramant hon abjection, da lavaret e, och anaout ervat ez oump vil ha dister ha dîn da veza dispriget, mæs o caret hac o veza joa gueneomp quemense memes , non pas dre ur mancamant a gouraich hac a generusdet, mæs evit exalti ha glorifia davantaich ar vajeste a Zoue, hac evit estimout cals mui a-se hon nessa e comparæson deomp hon-unan. Da guemense eo hoc’h exortàn ; hac evit entent guell, gouezit ervat penaus etre an adversiteou ha controliezou pere a souffromp, ez eus darn hac a so dismegus ha disenorabl, ha darn-all pere a so enorabl : cals a so contant da souffr an adversiteou enorabl, mæs ne fell casi da nicun souffr ar re disenorabl ha mezus. Sellit ouz un Ermit pe ur Religius devot, freset oll e zillat var e zro, hac