Pedervet quevren - An trizecvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 400-412)





AN TRIZECVET CHABISTR.
Var ar gonsolationou spirituel ha sansibl, ha penaus e tleer en em gomporti enno.


DOue a gonserv ar bed-mâ en ur genchamant continuel, pe dre hini an deiz a geinch ato en nos, an nevez-amser en hàn, an hàn e divez-amser, an divez-amser e gouàn, hac ar gouàn e nevez-amser, ha jamæs ne vez hènvel toutafæt an eil devez ouz eguile. Guelet a reer deveziou couabr, deveziou glao, deveziou sec’hor, deveziou avel hac ar genchamant-se a ro ur guenet agreabl d’ar bed universel-mâ. Ar memes tra a c’hoare gant an den pehini, evel a lavar ar re Ancien, a so un abrege eus ar bed : rac jamæs ne chom an den er memes stad, hac e vuez a red var an douar evel an dour, o vont a flod hac a rodel continuelamant evel ar goagou e naouspet fæçon dishenvel, aviziou oc’h en em sevel dre an esperanç, aviziou o c’hiselaat dre an aon hac an doujanç, aviziou o plega a-zeou dre ar gonsolation, aviziou-all a-gleiz dre an affliction ; ha jamæs ne vez hènvel an eil devez ouz eguile, na memes an eil heur ouz e ben eus e vuez. Un avertissamant bras eo hemâ : ret e deomp lacat hor poan da gaout ur fermete continuel a galon etouez quenalies a accidantou hac a genchamãchou ; ha peguement bennâc ma ve tro-dizro ha cheing-digeinch an traou-all oll endro deomp, e rencomp chom bepret ferm hep flaich, da sellet, da visa ha da bretandi ato etrese hon Doue.

Daoust pe seurt rout a guemero al Lestr, pe èn a yelo varzu cuz-heaul, pe èn a yelo varzu sao-heaul, jamæs cousgoude an nadoz-vor ne sello nemet varzu stereden an Nord. Pa ve troet quement so tout var oc’hement-all, ne lavaràn quet hepquen endro deomp, mæs ennomp memes ; da lavaret eo, pe e a vezo trist pe e a vezo joayus hon ene, pe hi a vezo e douçder, pe hi a vezo e c’huervder, e peoc’h pe e troublien, e sclerigen pe e têvaligen, e tentation pe e repos, e gout pe e degout, e sec’hor pe e teneridiguez, pe hi a vezo rostet gant an heaul, pe hi a vezo refresquet gant ar gliz ; ret e cousgoude derc’hel ato ar bec eus hor c’halon, eus hor speret hac eus hor volontez, pehini e hon nadoz-vor, da sellet continuelamant ha da visa perpetuelamant etrese carantez Doue hor C’hrouer, hor Salver, hac hor mad souveren. Pe ny a vev, pe ny a varv, eme an Abostol, da Zoue oump ato. Piou hon dispartio-ny diouz carantez Doue ? Non jamæs netra n’hor separo diouz ar garantez-se nac an affliction, nac an anquen, nac ar maro, nac ar vuez, nac ar boan bresant, nac an amprehansion rac an accidantou da zonet, nac an artifiçou eus an Ærevent, nac an huelder eus ar gonsolationou hac ar brosperiteou, nac an donder eus an adversiteou, nac an deneridiguez, nac ar sec’hor ne dle jamæs hor separi diouz ar garantez santel-se, pehini a so fountet e Jesus-Christ.

Ar resolution-mâ quen absolut da zerc’hell mad ato da Zoue hep quitât jamæs e garantez douç, a servich da gontre-poues d’hon eneou evit o derc’hel ferm er memes stad santel-se etouez quement a geinchamanchou dishenvel a zigaç deomp ar gondition eus ar vuez-mâ : rac evel ma teu ar guenanigou da guemeret grouanennou mein etre o divesquer pa vezont surprenet gant an avel var ar meas evit gallout en em valanci en ear, ha miret na daent quen eas gant an avel o veza pounnereat gant ar vein-se, evelse ivez hon ene, o veza dre ar resolution-mâ briateat stard ar garantez precius a Zoue, a chom constant ha ferm emesq an inconstanç hac ar geincbamant eus a gonsolationou hac an afflictionou quen spirituel quen temporel, quen exterieur quen interieur.

Mæs ouspen an doctrin general-se hon eus izom eus a un descadurez particulier bennâc c’hoaz. 1. Me lavar eta penaus an devotion ne gonsist quet en douçder, er saour, er gonsolation hac en deneridiguez sansibl eus ar galon, pehini hon laca da vouela ha da huanada hac a ro deomp ur certen satisfaction agreabl ha saourus en un exerciç spirituel bennâc. Non, va Philotee, an devotion hac an dra-se de dint quer ur memes tra. Rac beza ez eus cals a eneou, pere o deveus an deneridiguezou hac ar gonsolationou-se, ha cousgoude ne lesont quet na d’int vicius bras ; ha n’o deveus parconsecant guir garantez Doue ebet, ha nebeutoc’h c’hoaz guir devotion ebet. Saül pa edo o pourchu lamet e vuez digant ar paour-quez David, pehini a yoa o tec’het en e raoc e deserziou Engaddi, a antreas e-unan en ur c’havarn, eleac’h ma oa cuzet David gant e dud : David, pehini a alfe eas aoualc’h e laza en occasion-se a lesas e vuez gantâ, ha ne fallas quet dezàn so-quen ober aon dezàn ; mæs oc’h e veza leset da sortial en e liberte, er galvas goudese evit disquez dezàn e innoçanç hac evit rei dezâ da anaout oa bet mestr eus e vuez ma carfe. Ebien var guemense petra na eureu Saül evit disquez oa tenerreat e galon en andret David ? e c’hervel a rea e vap, commanç a eureu da vouela, d’e veuli, da anaout ervat e vadelez hac e zouçder, da bidi Doue evintàn, da bronostica e vise bras hac enorabl ur veich, ha da recommandi dezàn e vugale pere a chomse var e lerc’h. Pebez douçder ha teneridiguez a galon a alse Saül da zisquez brassoc’h ? hac evit quemense tout cousgoude ne doa quet chenchet en e ene, ha ne lese quet na gontinue e bersecution a enep David quer cruel ha biscoaz. Chetu penaus en em guef tud, pere o consideri ar vadelez a Zoue ha passion hor Salver, a sant o chalon tenerreat bras, ar pez o laca da huanada, da vouela, da bidi ha da drugarecât Doue en ur fæçon quer sansibl, ma lavarret e ve sesiet o c’halon gant un devotion vras meurbet : hoguen pa zeuer d’o approu, e veler penaus, evel ar c’haouajou glao, pere e creis an Hân tom a gouez en ur dremen a vanneou bras var an douar hep antren ebarz, ne servichont nemet da brodui cabellou touceg ; dememes an dalou hac an deneridiguez-se o coueza var ur galon vicius hep antren ebarz, ne servichont da netra tout dezi : rac evit quemense oll an dud abuset-se ne restituent quet ul liard eus ar mad droug acquisitet, pehini a so en o fossession, ne renohcent quet da unan hepquen eus o affectionou hac o inclinationou fall, ha ne garrent quet quemeret an disterra incommodite evit servich hor Salver, gant quement gouelvan a reont var e souffrançou ; hac evelse ne de ar santimanchou mad, pere o deveus bet, nemet certen cabeliou-touceg spirituel, pere ne de quet ar guir devotion int, quent-se ne dint lies a veich nemet finessaou bras eus an adversour, pehini oc’h amusi an eneou er gonsolationou munut-se, a ra dezo chom contant ha satisfiet a guemense, evit na glasquint mui ar guir devotion, pehini a gonsist en ur volontez ferm, resolu, pront ha prest da executi ar pez a ouser ervat a so agreabl da Zoue.

Ur buguel a vouelo dourec o velet rei un taul lancetes d’e vamn evit e goada ; hoguen mar deu e vam, p’evit hini e vouele, da c’houlen ountâ er memes amser un aval pe ur c’hornedat drage sucr a so gantâ en e zourn, ne falvezo dezâ morsetout e rei dezi. Evelse a c’hoare peurvuia gant hon devotionou tener. O velet toullet gant un taol lans calon Jesus crucifiet, e vouelomp tener aviziou martese. Allas ! Philotee, ervat a reomp gouela var ar Maro ha Passion galet-se eus hon Tad hac hon Redemptor ; mæs petra e deomp-ni’ta na roomp dezâ evit mad an aval a so etre hon daouarn hac a c’houlen ouzomp gant quement a importunite, da c’houzout e hor c’halon, pehini hepquen eo an aval a garantez a c’houlen hor Salver quer digueneomp ? petra na zilesom-ni gantàn an affectionou, an attachou, ar pligeadurezou hac ar gomplesançou munut-se, pere a sel dezàn da ziframma digueneomp, ha ne ell quet, abalamour ma ze hon drage-sucr int, pe da re hon eus mui a inclination eguet d’e c’hraç celestiel ? Allas ! caranteziou bugale eo ar re-se ; tener int evit guir, hoguen sempl ha faltasius int ivez hac effet ebet ne reont var hor c’halon. An devotion eta ne gonsist quet en deneridiguezou hac en affectionou sansibl-se, pere a zeu aviziou eus an natural, pehini a so boug ha facil erc’hisse da receo an impression a falvez da rei dezàn aviziou-all so-quen e teu an dalou hac an deneridiguezou sansibl-se aberz an adversour, pehini evit hon amusi hac hon trompla gant an affectionou tener-se, a zeu da excita hon imagination evit hon dispos d’ar gouelvan ha d’an deneridiguez-se o rei deõp da gridi an hen-se penaus ez omp devot, ha touchet en hor c’halon gant ur guir gontrition ha gant ur guir garantez en andret Doue, ha cousgoude ne domp quet.

2. Ar santimanchou tener hac an affectionou douç-se a so cousgoude aviziou mad ha profitabl meurbet : rac digaç a reont appetit d’an ene da veza devot, dont a reont da gonforti ar speret, ha da ajouti var an dilijanç eus an devotion ur joa hac ul laouenidiguez santel, pehini a rent hon actionou caer hac agreabl memes a zianveas. Evit ar gout-se, pehini a gafer en traou divin oa e crie David en termeniou-mâ ; O va Doue ! peguen douç e ho comsou-hu d’am staon-me ! douçoc’h int eguet ar mel d’am guenou. Hac evit guir an disterra conlolation a recevomp eus an devotion a dal mui e peb-fæçon eguet ar recreationou excellanta eus ar bed. An divron hac al leaz, da lavaret eo, ar faveriou eus ar Pried divin a so guell d’hon ene, eguet ar guin an dilicata eus a blijadurezou an douar. Nep en deveus tanveat eus ar faveriou hac an douçderiou celestiel-se, a guef oll gonsolationou ar bed-mâ evel oc’hement a vestl hac c’huervder : hac evel ma receo ar re, pere o deveus al lousaouen Scytiq en o guenou, un douçder quer bras anezi na santont na naon na sec’het, evelse ar re-mâ en deveus roet Doue dezo ar Man celestiel-se a zouçder hac a gonsolation interieur, ne ellont quet desirout na receo consolationou ar bed, a viana evit quemeret gout enno, nac evit en em amusi hac en em affectioni enno. Un tanva eus ar joaiusdet eternel int ar gonsolationou interieur-se a ro Doue d’an eneou pere en c’hlasq : greunigou sucret int pere a ro d’e vugaligou evit o signa hac o zenna d’e garet mui-ouz-vui : dourou cordial int, a bresant dezo evit o c’honforti hac o c’hourachi, hac aviziou ez int ivez errezou eus ar recompans eternel.[1]

3. Mæs, eme vezo c’hui, pa zeus consolationou sansibl, pere a so mad hac a zeu digant Doue, ha pa zeus ive cousgoude, hac a so inutil, dangerus, ha noasus bras memes, pere a zeu pe digant an natur, pe digant an adversour memes, penaus e c’hillin-me difaranti an eil-re diouz o entez anezo, hac anaout ar re fall diouz ar re vad ? Ur reglen general evit an affectionou hac ar santimanchou eus hon ene, Philotee, eo ma tleomp o anaout diouz ar frouez anezo ; hor c’halon eo ar vezen, an affectionou hac ar santimanchou eo ar blenchou anezi, e œuvroù hac e actionou eo ar frouez. Mad eo ar galon pehini e deveus affectionou ha santimanchou mad, hac an affectionou pe ar santimanchou-se a so mad, pere a brodu enõp effejou mad hac hon laca da ober actionou santel. Mar deu an douçderiou, an deneridiguezou hac ar gonsolationou-se d’hon renta humploc’h, patiantoc’h , amiaploc’h, charitaploc’h ha truezussoc’h en andret hon nessa, servantoc’h da vortifia hor c’hoantou hac hon inclinationou fall, fideloc’h en hon exerciçou mad, maniaploc’h ha souploc’h en egard d’ar re ma tleomp oboissa dezo, ha simploc’h en hor buez hac en hor c’homportamant, ne deus quet da zoueti, Philotee, na d’e aberz Doue int : hoguen ma n’o deveus an douçderiou-se hac an affectionou sansibl-se quen douçder nemet evidomp hon-unan, ma na reont nemet hon renta curius, trenc, quivioul, impatiant, aheurtet, rog, superb, calet ouz hon nessa, hac o sonjal e vemp dija Sent vian ne falfe deomp mui beza sujet d’an direction na d’ar gourrection, ne deus douet eber na deo ar re-se c’honsolationou faus ha pernicius. Ur vezen vad ne brodu nemet frouez mad.

4. Pa hor bezo eus an douçderiou hac ar gonsolationou interieur-se, e rencomp en em humilia cals dirac Doue : lequeomp evez mad na lavarremp o santout an douçderiou-se ; ô me so mad ha santel ! non Philotee, madou int pere n’hon rentont quet guell : rac, evel am eus lavaret, an devotion ne gonsist quet en dra-se ; mæs leveromp ; ô e a so Doue mad d’ar re pere a esper ennâ, d’an ene pehini er c’hlasq ! Nep en deveus sucr en e c’henou, ne ell quet lavare e ve douç e c’henou ; ar sucr, pehini a so ebarz, eo a so douç : evelse evit beza mad meurbet an douçder spirituel-se, hac evit beza guell c’hoaz an Autrou Doue, pehini e ro deomp, ne de quet lavaret e ve mad an hini a receo an douçder-se.

5.[2] Anavezomp ez omp c’hoaz bugaligou pere hon eus izom eus al leaz, hac ez e roet ar greun sucret-se deomp, abalamour ma ze c’hoaz tener ha dilicat hor speret, pehini en deveus izom eus an douçderiouigou-se evit e denna da garet Doue.

6. Mæs goude quemense, o coms generalamant hac evit an ordinal, recevomp gant humilite ar graçou hac ar faveriou-se, hac istimomp-ii bras meurbet, non pas quement abalamour ma zint bras enno o-unan, evel abalamour ma zeo dourn Doue eo o laca en hor c’halon, eguis a rae ur vam peini, evit calmi he buguel, a lacae dragennou sucr e-unan en e c’henou a unanou ; rac ma en deffe ar buguel jugeamant, e c’histime mui an douçder eus ar cherissamant a ra e vam dezàn, eguet an douçder eus an drage sucr-se. Hac evelse, Philotee, cals eo caout an douçderiou spirituel-se ; mæs an douçder eus an oll douçderiou eo consideri penaus o laca Doue e-unan, evel ur vam garantezus, en hor guenou, en hor c’halon, en hon ene, en hor speret.

7. Goude beza recevet evelse humblamant, bezomp sourcius d’o implija hervez intention an hini pehini o ro deomp. Perac e soinch deomp-ni e ro Doue deomp an douçderiou-se ? Evit hon renta douç en andret peb-unan, ha carantezus en e andret èn. Ar vam a ro an drageou d’he buguel evit e lacat da boquet dezi : pocomp ivez eta d’hor Salver pehini a ro deomp quement a zouçder ; hoguen poquet d’hor Salver e oboissa dezàn, miret e Chourc’hemennou, ober e volontez, heuly e zesirou, bref e vriata tener gant oboissanç ha fidelite. Pa hor bezo reeevet eta ur gonsolation spirituel bennâc, e rencomp en deiz-se en em renta diligeantoc’h da ober ervat ha d’en em humilia.

8. Ouzpen quemense tout e rencomp aviziou renonç d’an hevelep douçderiou, teneridiguezou ha consolationou, o separi hor c’halon diouto, hac o protesti penaus, peguement bennâc ma teuemp d’o accepti humblamant ha d’o c’haret abalamour ma o digaç deomp ha ma hon excitont d’e garet, ne d’e quet an douçderiou-se cousgoude eo a glascomp, Doue hac e garantez santel eo ; ne d’e quet ar gonsolation eo, mæs ar C’honsolateur; ne d’e quet an douçder, mæs hor Salver douç e-unan eo : hac en affection-se e tleomp en em zispos da chom ferm er garantez santel a Zoue, pa na dleffemp caout jamæs consolation ebet en hor buez, ha da veza contant da lavaret var Menez Calvar couls ha var Menez Tabor : ô va Doue, èn a so mad din-me beza guenec’hu, pe c’hui a vezo er Groas, pe c’hui a vezo er C’hloar.

9. Finalamant hoc’h avertissan penaus, mar guerrue gueneoc’h un abondanç notabl bennâc eus an hevelep consolationou, teneridiguezou, daelou ha douçderiou, pe un dra extrordinal bennâc ganto, ma ho pezo da gonferi fidelamant gant ho Confessour var guemense, evit disqui gantâ penaus e ranquer en em gomporti neuse ; rac ar Scritur a lavar : Ha cafet hoc’h eus-hu, ar mel ? Dibrit anezàn ar pez a so aoualc’h hepquen.

  1. Lezet eo e-maez amañ ur marvailh diwar-benn Aleksandr-Veur. [Notenn gant Wikimammenn]
  2. Ar pennadoù niverennet amañ 5 — 9, a zo niverennet 4b — 4f en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]