Mont d’an endalc’had

Pedervet quevren - An daouzecvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 396-400)





AN DAOUZECVET CHABISTR.
Var an dristidiguez.


AN dristidiguez pehini a so hervez Doue, eme Sant Paul, a brodu ur binigen pehini a zeu da assuri hor silvidiguez, hac an dristidiguez pehini a so hervez ar bed a brodu ar maro d’hon ene. An dristidiguez eta a ell beza mad pe fall hervez an effejou pere a brodu enomp. Guir e penaus e produ mui a voual effejou, eguet a re vad ; rac ne brodu enomp nemet daou effet mad, da c’houzout eo an drugarez hac ar binigen ; hac ez eus c’hueac’h a re fall, da c’houzout eo ar velancoli, an diegui, ar facheri, ar jalousi, an avi, hac an impatiantet, ar pez en deus grêt d’ar Fur lavaret : an dristidiguez a laz cals, ha ne deus profit ebet diouthi ; abalamour, eleac’h diou c’houeren vad pere a sorti eus ar sourcen a dristidiguez, ez eus c’hueac’h pere a so fall meurbet.

An adversour en em servich eus an dristidiguez evit exerci e dentationou a enep an dud a zoujanç Doue : rac evel ma laca e boan da ober d’ar re vechant beza laouen en o fec’het, e ra ivez e bossibl da ober d’ar re vad beza trist en o œuvrou mad : hac ec’his na ell procuri an droug, nemet oc’h e lacat da veza agreabl, ne ell ivez distrei diouz ar mad, nemet oc’h e lacat da veza disagreabl. An drouc-speret en em blich en dristidiguez hac er velancoli, evel ma chomo ebarz ivez eternelamant, hac e carre e ve peb-unan en dristidiguez eveldàn.

Ar goal dristidiguez a zeu da, droubli hon ene, d’hon lacat en inquietud ha da veza dreist voder en aon hac en amprehansion, d’hon degouti diouz an oræson, da assoupissa, da accabli hor cervell, d’hor priva eus a gusul, eus a resolution, a jugeamant hac a gouraich, ha da ziscar hon nerz. Bref ec’his ur gouan calet eo pehini a lam e oll guenet digat an douar, hac a zeu da c’hourraat an oll anevalet : rac an dristidiguez a lam ivez e oll douçder digat an ene, hac e rent casi paralitic hac impotant hep gallout en em servichout eus e oll faculteou. Ma c’hoarfe deoc’h jamæs, Philotee, beza attaquet gant ar goal dristidiguez-se, pratiquit ar remejou-mâ : ha trist eo unan bennâc, eme Sant Jaques, n’en deveus nemet pidi Doue. An oræson a so ur remed souveren, rac sevel a ra hor speret etrese Doue, pehini hepquen e hor joa hac hor c’honsolation ; mæs pa er petot, en em servichit eus a affectionou hac a gomsou quen interieur quen exterieur, pere ho touque d’ar fizianç ha d’ar garantez en andret Doue, evel ma ve lavaret, o va Doue leun a drugarez, va Doue leun a vadelez, va Salver douç ha deboner, Doue va c’halon, c’hui pehini e va joa, va esperanç, ar pried quer ha caranrezus eus va ene, hac an seurt comsou tener-mâ.

Controllit muia ma ellot an inclinationou eus an dristidiguez, ha peguement bennâc ma caffac’h e rac’h gant yenien, gant tristidiguez ha gant lachete quement a reor en amser-se, na list quet cousgoude n’er greot. Rac an adversour, pehini a bretant hon lentaat hac hon languissa en œuvrou mad dre an dristidiguez, o velet cousgoude penaus ne lesomp quet n’o greomp ato, hac e telont mui o veza great gant resistanç ha gant difficulte, e paoues d’hon affligea davantaich. Canit ive neuse Canticou spiriruel ; rac an drouc-speret en deveus cesset alies e operation dre ar voyen-se, evel ma remerguer en exempl eus a Saül, pehini a yoa siget pe bossedet gant an drouc-speret, ha peveus a hini e veze afflet hac arretet ar violanç dre ar Salmou pere a gane David. Mad ve deoc’h neuse en em occupi en œuvrou exterieur hac en ul labour bennâc, oc’h ober memes estreguet un seurt labour evit divertissa hoc’h ene hac e distrei diouz ar pez a ra e zristidiguez, hac evit purifia ha toma ar sperejou, da lavaret e, an humoriou pere a so enoc’h, pa zeo an dristidiguez ur bassion hac uo inclination eus ar gomplexion yen ha seac’h.

Grit actionou exterieur eus a ferveur hac a garantez en andret Doue, pa o grac’h hep gout, o vriata imaich ar grucifi, oc’h e serra var ho peultrin, o poquet d’e dreid ha d’e zaouarn, o sevel ho taoulagad hac ho taouarn etrese an Eê, o lanci ho mouez etrese Doue dre gomsou a garantez hac a fizianç, evel ma zeo ar re-mâ : Va Doue, va muia caret a so din, ha me a so dezàn. Va muia caret a so ur boquet Myrh din, chom a rai etre va divron. Va daoulagat a languis varzu ac enoc’h, va Doue, en ur lavaret, p’eur em c’honsolot-hu-me ? O va Jesus, bezit din Jesus. Piou am dispartio-me diouz carantez va Jesus ? hac an seurt comsou tener-se. An disciplin quemeret gant moderation a so mad a enep an dristidiguez, abalamour ma teu an affliction exterieur-se pehini a guemeromp volontieramant var hor c’horf da obteni deomp digant Doue ar gonsolation interieur eus hon ene pehini, o santout ar boan a zianveas-se, a zistro e soinch diouz ar boan a ziabarz.

Ar frecantation eus ar Gommunion santel a so excellant ouz an dristidiguez, rac dre ar bouet celestiel-se e vez creheat ar galon ha rejouisset ar speret. Disculiit d’ho Tirecteur ha d’ho Confessour humblamant ha fidelamant quement dipit na yenien, ha quement santimant na tentation a zeu eus ho tristidiguez. Clasquit an anrretien eus an dud spirituel, hac hentit-ii muia ma ellot endra viot en ho tristidiguez ; hac erfin oll en em resinit etre daouarn Doue, oc’h en em brepari da soufr an dristidiguez enouus-se gant patiantet evel ur bunition just eus ho laouenidigoezou vean. Ha na zouetit morse-tout na zui Doue d’ho tilivra diouz ar boan-se goude beza exercet hac amprouvet ho paiantet hac ho fidelite.