Pedervet quevren - An unnecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 391-395)
N inquietud ne de quet un dentation hepquen eo, mæs ne sourcen peveus a hini ha pe dre hini e c’herru cals a dentationou ; ha rac-sè e livirin un dra bennâc anezi. An dristidiguez ne de quen tra nemet ar boan speret pehini hon eus abalamour d’an droug ha d’an deffot a so enomp a enep hor meno, daoust pe èn a so un droug exterieur, evel ma zeo ar baourentez, ar chlenvet, an disprijanç pehini a reer ac’hanomp hac ur c’holl bennâc : daoust pe èn a so un droug interieur, evel ma zeo an inoranç, an degout en oræson, ar repugnanç, an dentation : pa sant hon ene’ta e deveus un inconveniant bennâc evelse, ez e poan ganti e gaout, ha chetu eno an dristidiguez ; ha neuse-souden e tesir beza exant a guemense ha caout ar voyen d’en em zisober diouz an inconveniant-se : betec eno e deveus ræson ; rac peb-hini a zesir naturalamant ar mad hac a deac’h diouz ar pez a sonch a so droug. Mar c1asq an ene ar moyenou da veza dilivret diouz an droug hac an inconveniant-se abalamour da Zoue, o c’hlasco gant patiantet, gant douçder ha gant humilite hep en em chagrina, o c’hortos mui beza dilivret dre ar vadelez hac ar brovidanç a Zoue eguet gant e foan ha gant e sourci hac e dilijanç : mar clasq beza dilivret abalamour dezi e-unan, e vezo ur pres hac un hast bras varnezi o clasq ar moyenou a guemense, evel pa zepante mui ar mad se diouthi eguet diouz Doue : ne lavaran quet e sonche an dra-se, hoguen lavaret a ran e teu d’en em bressi evel pa sonche. Ma na guef quet prest ar pez a zesir, e c’hantre en un inquietud hac en un impatiantet vras, hac evel na vez quet lammet an droug diaguent gant an oll inquietud hac an oll impatiantet-se, mæs quent-se cresquet ha goazzeat e c’hantre an ene en un displijadur dreist voder oc’h en em digourachi en hevelep-fæçon, ma soinch dezi n’e deus remed ebet mui ouz e droug pe ouz e deffot. Guelet a rit eta penaus an dristidiguez, pehini a so just er gommançamant, a zeu da anjandri an inquietud, hac an inquietud a zeu da anjandri goudese ur grescans a dristidiguez pehini a so dangerus bras.
An inquietud eo ar brassa droug a erru gant an ene, exceptet ar pec’het. Rac evel ma teu ar revoltou hac an troublou a ziabarz da ruina ur Rouantelez antieramant, ha d’e ampeich na ell resista ouz an estranjour pe an adversour a ziaveaz, evelse hor c’halon, o veza troublet hac inquietet a ziabarz, a goll an nerz da veintini ar vertuziou pere e devoa acquisitet, ar pez a lam diganti assambles ar voyen da resista ouz tentationou an adversour pehini a ra neuse peb-seurt effort evit pesqueta, ec’his a lavarer, en dour tenval, da lavaret eo, evit caout un avantaich bennâc var hor c’houstianç endra vez erc’hisse tenvaleat ha troublet gant an inquietud. An inquietud a sorti eus an desir direglet da veza dilivret diouz an droug pehini a santer, pe da acquisita ar mad pehini a esperer : ha cousgoude ne deus netra a guement a vouazza mui an droug, nac a bella mui ar mad, eguet ma ra an inquietud hac an ampressamant. Al laboucet a chom dalc’het er rouejou hac el laçou, abalamour, pa vezont angaget enno, ma en em remuont ha ma en em zifretont re da sortial emeas, hac er fæçon-se nemet en em serra ebarz ne reont ato mui-ouz-vui. Pa viot presset eta gant an desir da veza dilivret diouz an droug pe da gaout ur mad bennâc, abarz peb-tra liquit ho speret e repos, grit d’ho chujamant ha d’ho volontez en em zerc’hel compes hep en em droubli, ha neuse pourchassit adoug ho cam ha gouestadic an issu mad eus ho tesir, oc’h en em servichout diouz tu eus ar moyenou pere a a vezo convenabl da guemense ; ha pa lavaràn a doug ho cam, ne ententan quet gant neglijanç, mæs hep en em bressi, hep en em droubli hac hep en em inquieti, autramant eleac’h caout an effet eus ho tefir, ne reot nemet coll tout hac en em ambarassi mui-ouz-vui.
Va ene a so ato etre va douarn, va Doue, ha n’em eus quet ancounec’heat ho lesen, eme Zavid gueichal ; examinit estreguet ur veich en deiz, da viana diouz nos ha diouz vintin, ha c’hui a zalc’h ivez hoc’h ene etre ho taouarn, pe hi a vez ravisset digueneoc’h gant un inquietud ha gant un inclination fall bennâc. Considerit ha c’hui a zalc’h ho calon en ho courc’hemen, pe hi na d’e quet achapet eus adre ho taouarn evit en em angagi en un affection direglet bennâc eus a garantez, a gassoni, a avi, a c’hoant, a aon, a velancoli pe a joa. Mar deo en em egaret evelse ho calon, abarz peb-tra oll, clasquit-hi, ha digacit-hi goestadic e presanç Doue, o lacat hoc’h affectionou hac ho tesirou dindan an oboissanç hac an disposition eus e volontez divin : rac evel ma teu ar re pere o deveus aon da goll un dra bennâc a so precius dezo, d’e zerc’hel en o dorn serret clos, evelse ivez oc’h imita ar Roue bras-se David e tleomp ato lavaret, o va Doue, va ene a so e danger, ha rac-se e dougan bepret etre va daouarn, hac er fæçon-se n’em eus quet ancounec’heat ho lesen santel.
Na list quet ho tesirou, peguen dister bennâc vent, d’hoc’h inquieti : rac goude an desirou dister ha munut, e caffe ar re vras hac ar re important ho calon disposetoc’h d’an droublien ha d’an direglamant. Pa santot an inquietud oc’h erruout, en em recommandit da Zoue, ha quemerit ar resolution na reot netra tout eus ar pez a c’houlen ho tesir digueneoc’h, quen na vezo tremenet oll an inquietud : nemet un dra ve ha ne alle quet da zifferi, ha neuse e renquit gant un effort douç ha pæsibl derc’hel var ho tesir oc’h e voderi muia ma vezo possibl deoc’h ; ha var guemense ober ar pez hoc’h eus da ober non pas hervez ho tesir mæs hervez ar ræson. Mar gu’illit disolei hoc’h inquietud d’an hini en deveus an direction eus hoc’h ene, pe da viana da un den a zoujans ho pe fizians ennâ, na zouetit quet na vezo calmet ho speret neuse-souden ; rac discleria evelse poaniou ar speret da un den sur a ro ar memes soulajamant d’an ene, evel a ro ar gouada da gorf an hini a vez e terzien continu ; hemâ eo ar remed eus an oll remejou. Evelse ivez e roas ar Roue Sant Lois an avis-mâ d’e vap ; mar hoc’h eus, emeza, va map, diesamant ebet var ho speret, livirit-èn incontinant d’ho Chonfessour pe da un den a zoujanç Doue bennâc, hac er fæçon-se e c’hellot douguen eassoc’h a-se ho poan hac ho tiesamanr dre an nerz hac ar gouraich cre ho pezo digantàn.