Affectionou general var ar gonsiderationou diaraoc, ha conclusion eus an exerciç-mâ.
Resolutionou quer, c’hui eo ar vezen gaer a vuez en deveus plantet va Doue gant e zorn e creis va c’halon, hac a fell d’am Salver arrousi gant e c’hoad evit e lacat da rei frouez ! Quent ar maro eguet permeti e veac’h displantet gant nep seurt avel. Non, nac ar vanite, nac ar plijadurezou, nac ar binvidiguez, nac an afflictionou ne zuint jamæs a ben da ziframma digueneèn ar resolution am eus da servicha Doue moyenant e c’hraç.
Ya, va Doue, c’hui ê hoc’h eus-hi plantet em c’halon ar resolution-se, hac hoc’h eus conservet en ho pruchet paternel a bep eterite ar vezen gaer-se evit va jardin. Allas, peguement a eneou a so pere ne dint quet bet favoriset er fæçon-se ! ha penaus eta e c’hallen-me biquen en em humilia aoualc’h dindan ho trugarez ? O resolutionou caer ha santel, mar ho conservàn, em c’honservot ivez ; mar bevit em ene, va ene a vevo enoc’h. Bevit eta da jamæs, o resolutionou mad, c’hui pere a so eternel en drugarez eus va Doue ; bezit