ha bevit eternelamant em c’halon evit na zuin jamæs d’hoc’h abandoni.
Goude an affectionou-mâ e ret deoc’h choas e particulier ar moyenou requis evit meinteni ar resolutionou mad-se, ha protesti penaus e sell deoc’h en em servichoùt anezo fidelamant. Ar moyenou-se, pere a dleit da choas principalamant, eo beza sourcius da bidi Doue ha da ober oræson alies, da frecanti ar Sacramanchou, da exerci muia ma ellot an œuvrou mad, ha da amanti ho testotou hac ho faziou pere hoc’h eus anavezet en eil poent, d’en em zisober diouz ar goall occasionou, ha da heul an avisou pere a vezo roet deoc’h evit ar sujet-se.
O veza great quemense, evel pa falfe deoc’h quemeret adarre hoc’h alan hac ho nerz, prorestit alies penaus e continuot en ho resolutionou gant sicour Doue, hac ec’his pa ve ho calon, hoc’h ene hac ho volontez gueneoc’h en ho tourn, dediit-hi, consacrit-hi hac immolit-hi da Zoue, o protesti penaus ne c’hemerrot mui, me lavar ho calon pe hoc’h ene, mæs e lessot e dourn e Vajeste divin, evit heuli e pep tra hac e peb leac’h e c’hourc’hemennou. Pedit Doue ma ho nevezo toutafæt, ma roi e venediction d’ar brotestation pehini hoc’h eus renouvelet d’e servicha, ha ma ho rento cre ha ferm enni. Pedit ar Ver-