Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/472

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
460
Introduction

c’hes, hoc’h Eal-mad , Sant Lois hac ar Sent-all da intercedi evidoc’h.

Iit gant an disposition-se a galon d’en em bresanti ec’hars treid ho Tad spirituel, en em accusit eus ar fautou principal pere ho pezo remerquet da veza grêt abaoue ho Confession general, ha recevit an absolven er memes fæçon ma e recevsoc’h ar veich quenta ; prononcit dirazâ ho protestation ha sinit-hi memes, mar g’ousoc’h scrifa ; hac erfin iit da unissa ho calon nevezet ouz e frincip hac ouz e Salver er Sacramant sacr ha santel eus an Auter.




AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Var ar santimanchou pere a ranquer da viret goude an Exerciç-mâ.


D’An deiz ma ho pezo great ar renouvelamant eus ho resolution hac eus ho protestation da servicha Doue devotamant, ha d’an deiziou-all varlerc’h e tleit repeti alies hac a galon hac a c’henou ar c’homsou ardant-mâ prononcet gant Sant Paul, gant Sant Augustin, gant Santes Catel a Genes, ha gant Sent-all. Non, ne doun mui din va-unan, pe me a vev, pe me a varv, d’am Salver oun. Ne doun netra na n’em eus netra mui din va-unan; quement ma zoun ha quement am eus eo da Jesus ; ar pez a so