ma c’handuras Jesus-Christ ar maro evidoc’h er Groas, ez edo e Vajeste divin o pourvae ac’hanoc’h en e vadelez souveren, hac ho care bras meurbet.
Mæs pe heur e commanças-èn d’ho caret ? Commanç a eureu pa gommanças beza Doue. Ha pe heur e commanças-èn beza Doue ? A viscoaz, rac ato ez e bet hep commançamant hac hep fin : evelse ivez en deveus ho caret ato a bep eternite ; ha rac-se e prepare deoc’h ar graçou hac ar faveriou pere hoc’h eus bet digantâ. E lavaret a ra dre c’henou ar Profet : Me am eus ho caret (coms a ra ouzoc’h-hu couls hac ouz nicun) me am eus ho caret, emezâ, dre ur garantez perpetuel ; abalamour da-se em eus no tennet hac ho sachet d’am servicha gant truez ouzoc’h. Songet en deveus eta etre an traou-all d’ho lacat da ober ho resolutionou d’e servicha.
O va Doue, pebez resolutionou eo ar re-mâ hoc’h eus-hu songet, mediret ha determinet evidomp-ni a bep erernite ! peguer quer ha peguer precius e tleont-ii beza deomp-ni ! petra na dleffemp-ni da soufr quent eguet dilesel ur vrusunen hepquen anezo ? Non pas, hac e tleffe ar bet universel perissa ; rac endeün ar bed-mâ oll assambles ne dal quet un ene, hac un ene ne dal netra hep ar resolutionou mad.