Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/468

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
456
Introduction

ha peguement eta e tleomp-ni caret, cherissa hac implija ervat an traou-se oll en hor profit ? En so douç quememâ ! ar galon amiabl-se eus va Doue a songe enoc’h, Philotee, ho care hac a brocure deoc’h mil moyen a silvidiguez, evel pa n’en divise bet quen ene er bed nemet hoc’h hini, da sonjal enni ; toudememes ec’his ma teu an Heaul da sclerraat un andret eus an douar quement evel pa na sclerrae quent an andrejou-all, ha na sclerrae nemet hennez hepquen ; evelse ivez e songe hac e sourcie hor Salver evit e oll vugale guer ; en hevelep-fæçon ma songe e peb-unan ac’hanomp quement evel pa n’en divise quet songet er re-all. Va c’haret en deveus, eme Sant Paul, hac ez eo en em livriet evidon ; evel pa lavarre, evidon-me va-unan, ec’his pa n’en divise great netra evit ar real. An dra-mâ, Philotee, a dle beza gravet en hoc’h ene evit caret hac antreteni ervat ho resolution, pehini a so bet quer precius da Galon hor Salver.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Arpempet consideration var ar garantez eternel a Zoue en hon andret.


COnsiderit ar garantez eternel en deveus bet Doue evidoc’h, rac dija abarz