ho resolutionou mad. Ya, va Philotee quer, lavaret a ellomp oll evel ar Prophet Jeremii. Va Doue, abarz ma zoa ac’hanon e sellac’h ouzin hac em galvac’h dre va hano, pa ze guir penaus e vadelez divin a breparas en e garantez hac en e drugarez an oll moyenou general ha particulier eus hor silvidiguez ha parconsecant hon resolutionou mad. Ya, certen e quemense, hac evel ma prepar ur c’hreg vrases ar c’havell, al lianennou hac ar maillurou ha memes ur vagueres evit ar buguel pehini a esper da c’henel, peguement bennâc na ve quet deuet c’hoaz var an douar, dememes madelez hor Salver, o veza brases varnoc’h hac o veza e dessein d’ho quenell en ho silvidiguez hac en e c’hraç ha d’ho renta e vrec’h, a breparas var ar vezen eus ar Groas quement a yoa necesser evidoc’h, ho cavell spirituel ho lianennou hac ho maillurou, ho magueres ha quement a yoa convenabl evit hoc’h eürusdet ; da lavaret eo an oll moyenou, an oll inspirationou hac an oll graçou pe gant re e cundu hoc’h ene hac e fell dezàn e zenna d’ar berfection.
Ah ! va Doue, ni a dleffe lacat doun an dra-mâ en hor memor. Ha bossibl ve e ven-me bet caret, ha caret quen tener gant va Salver benniguet, ma zasie da sonjal enon e particulier, hac en oll moyenouigou-se pe gant re en deveus va zennet etrese ac enna ?