Onsiderit ar garantez pe gant hini en deveus Jesus-Christ hon Autrou anduret quement er bed-mâ ha particulieramant er Jardin Olivet ha var menez Calvar : ar garantez-se a Jesus a selle ouzoc’h, hac a obtene dre e oll boaniou hac e oll drevel resolutionou ha protestationou mad evit ho calon digant Doue an Tad, ha dre ar memes moyen e c’hobtene c’hoaz quement a so necesser deoc’h evit meinteni, mezur, crehaat hac accomplissa ar resolutionou-se. O resolution, c’hui a so precius, o veza merc’h da un hevelep mam, evel ma zeo Passion va Salver ! o peguement e tleit-hu beza cherisset gant va ene-me, pa zouc’h bet quer quer d’am Jesus ! allas, va Salver benniguet, c’hui a varvas evit acquisita din-me va resolutionou ; me ho suppli eta, grit din ar c’hraç da vervel quent, eguet ma teuen d’o dilesel.
Sellit, va Philotee, certen eo e vele Calon-Jesus hoc’h hini diouz ar vezen eus ar Groas hac e c’hare ; ha dre ar garantez-se e c’hobtene dezi, me lavar d’ho calon, quement vad ho pezo biquen ha dreist bep-tra